Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 66-74).
◄ Pemped kentel | C’houec’hved kentel | Seisved kentel ► |
1. — Ar spered a vadèlez a zo spered Doue he-unan : evel-se an ene a gar Doue, a gar ive kemend hini a zo karet gant Doue, da lavaret eo, an holl dud ; klask a ra ober vad ha rei joa d’ezho, ha, dre ma c’hell, e laka anezho holl laouen. Sant Fransèz a Zal, mestr ha skouer ar vadèlez santel, a lavar evel-hen : « Kaout madèlez hag eur galoun izel, setu eno rouanez ar vertusiou. » Eun dra eo hag a zo bet gourc’hemennet mad d’e-omp gant Doue. Red eo eta e vec’h madelezuz hag e peb leac’h hag e peb amzer. Ar pez a c’helloc’h eta da ober gant karantez, grit-hen ha choumit heb ober ar pez a ve abek d’e-hoc’h da gaout kroz pe zael, me lavar, ar pez a c’hellit da lèzel hep pèc’hi, rak bez’ ez eo red miret oc’h an droug a ve great e-kever Doue hag enebi ouz an droug-se be-weach ma c’heller.
2. — Red eo dreist-holl beza mad oc’h ar re baour hag ar re glanv ; oc’h ar re baour, o veza ma ’z int peurvuia goapeat ha gwall-gaset, dre ma ’z int paour ; ouz ar re glanv, o veza ma ho deuz poan ha nec’h gant ho c’hlenved, ha ma ’z eo dibaot ar re a den da ober vad d’ezho. Ouc’h-penn zo, red eo ive beza mad e-kever hon enebourien. Ar garantez a zo red d’ezhi beza treac’h d’ar gasouni, hag ar vadelez treac’h d’an droug a rear d’e-omp. Evel-se ho deuz great ar zent, hag ez int bet karet gant ho enebourien vrasa zo-ken.
3. — « Ne d-euz da welet skouer kaeroc’h, eme zant Fransèz a Zal, eget beza bepred habask ha dizroug e-kever peb-unan. » Madelez ar zant-man a ioa anat d’an holl e kement a rea hag a lavare. Biskoaz, eme zant Visant a Baol, n’en devoa gwelet den hag a vije ken habask hag hen, ha kaout a rea d’ezhan gwelet er zant-se eur skeud beo euz a vadèlez hor Zalver he-unan. Pa na veze ket evit rei enn dra-bennag, hep na vije eur rebech d’he goustians, he gomzou neuze a vije ker karantezuz ha ken tener ma ’z eat laouen kuit diout-han, daoust na veze bet netra. Mad e voa oc’h an holl, oc’h ar re ho devoa da welet war-n-han, oc’h ar re a ioa dioc’h he zere ha par d’ezhan, ker-koulz hag oc’h ar re a ioa dindan-han, oc’h tud he di hag oc’h ar re a ziaveaz, dishevel, e-kever kement-man, dioc’h kalz a dud a zo èlez e tiez ar re all ha droug-sperejou enn ho zi ho-unan. Ne lavare morse netra, daoust a vije bet great d’ezhan gant he vevellou, hag eur boan vraz e voa d’ezhan rankout ho difazia a-wechou, petra-bennag ma kelenne anezho atao gant eur vadèlez ar vrasa. Eun dra hag a zo da veuli eo, pa vez eur mestr mad evel-se e-kever ar re a zo dindan-han ; pa ro d’ezho eul labour-bennag da ober ez eo red d’ezhan ho fedi kentoc’h eget beza rok ha gourc’hemen kre. Sant Visant a Baol a lavar ne d-euz gwelloc’h tra d’ar vistri eged ar vadèlez, mar fell d’ezho e ve great ar pez a lavaront. Santez Janned a Gantal a lavare ive : « E meur a zoare em beuz klasket lakaat da zenti ouz-in, ha n’em beuz kavet doare e-bed koulz ha gouzanv pep tra ha beza mad e-kever ar re a ioa dindan-oun. »
4. — Enn eur zifazia pe enn eur gentelia unan-bennag, ar mestr a dle zo-ken diskouez he vadelez. Kelenn stard ha gourdrouz gant droug a zo daou dra dishevel braz. Evit gwir, red eo gourdrouz kre a-wechou, pa vez great eun dra fall-bennag ; ha, dreist pep tra, pa vez bet great an droug meur a weach ha goude meur a gelenn vad. Arabad eo evelato klask kelenn den e-bed, epad ma verv ar goad enn hor gwazied, epad ma ve trenk hor c’homzou, rak neuze e ve gwasoc’h an droug eget ar mad a rafemp. Ar garantez-se re virvidik evit ar mad a zo tamallet e gwirionez gant an Abostol sant Jakèz. Darn zo hag a lavar e lakeont evel-se tud ho zi da zouja d’ezho, hag ez eo ar wella tra da lakaat pep reiz vad. Sant Jakèz a zao a-enep d’ezho. « Mar d-eo red eur weach enn amzer, eme-z-han komz huel, evit rei da anaout peger braz eo an droug a zo great, ez eo red ive, a-raok paouez, lavaret eur gomz vad-bennag ; » rak evel a reaz ar Samaritan, red eo parea ar gouliou gant ar gwin hag an eol, « hag e c’hiz ma sao atao an eol war-c’horre, evel-se, eme zant Fransez a Zal, ez eo red e ve gwelet hor madelez o sevel dreist kement tra a reomp. » Pa vez e nec’h hag enn enkrez an hini a dle beza kelennet pe gourdrouzet, gortoz ma vezo e peoc’h a zo red, gant aoun na greskfet an droug a zo enn-han. Sant Iann, chalouni, a lavare : « Pa vez krog an tan-gwall enn eun ti, ez eo arabad teuleur keuneud enn tan. »
5. — Jezus-Krist he-unan a zesk d’e-omp kaout ar spered a vadèlez. « Ne c’houzoc’h ket, eme-z-han, da zant Iann ha da zant Jakèz, petra spered ho peuz, pa lavare an daou-man d’ezhan kastiza ar Samaritaned, evit ma voant bet kaset kuit gant-ho euz ho bro. Ha petra eo ar spered-se, eme Jezus ? Va spered-me ne d-eo ket. Va spered a zo beza habask ha mad. Ne d-eo ket evit kas da goll, evit savetei an eneou eo ez oun deut er bed-man ; evelato, em oc’h o klask lakaat ac’hanoun da goll anezho ! Roit peoc’h, ha na c’houlennit ken digan-en netra a-enep d’am spered. » Hag e gwirionez, he vadèlez a voe braz e-kever ar c’hrek avoultr ; goude lavaret d’ezhi na bèc’hje ken, e kasaz anezhi e peoc’h. Gant ar vadèlez-se ive e lakeaz ar Zamaritanez da zistrei war an hent mad. Da genta, e c’houlennaz out-hi eur banne dour da efa ha goude e lavaraz : « Mar goufac’h piou a zo o c’houlenn ouz-hoc’h da efa ! » hag eun nebeud goude ec’h anzavaz out-hi e voa-hen ar Mesiaz a c’hortozet da zont. Pegement a vadelez ne ziskouezaz ket e-kever Juzas evit lakaat anezhan da zistrei ! Jezus a lakaaz anezhan da azeza oc’h he daol, gwalc’hi he dreid a reaz d’ezhan hag er mare ma werze Juzas he vestr, Jezus a lavaraz : « Juzas, ha gant eur pok eo e werzit-hu ac’hanoun ? » Per a nac’h Jezus, ha Jezus hep lavaret ger a ia er meaz euz a di ar beleg braz,enn eur zellet a druez out-han. Per neuze a zistroaz dioc’h-tu enn-han he-unan, hag a anavezaz e voa ker braz he bec’hed, ma ouelaz goude hed he vuez war ar boan en devoa great d’he Vestr santel.
6. — An den en deuz muioc’h da c’hounit dre veza habask ha mad, eget dre veza droug. « Ne d-euz netra ker c’houèro hag eur graonen, eme zant Fransèz a Zal ; hogen lakiit-hi da zec’ha ha da graza hag e vezo c’houek ha mad. » Evel-se a c’hoarvez gant an den a zo bet kastizet mad ; rak pegen diez-bennag eo bet d’ezhan beza kelennet stard da genta, ar gentel a den a-bred goude da veza mad ha talvoudek evit-han, gant ma vezo bet kelennet gant madèlez ha gant karantez. Sant Visant a Baol a zesk d’e-omp n’en deuz gourdrouzet nemet teir gweach hed he vuez ha be-weach, a lavar, en deuz bet keuz, o veza ma ’z eo bet eat he c’hourdrouzou da goll hep vad e-bed, petra-bennag m’en devoa abek da damall, a gave d’ezhan ; hogen, be-weach m’en devoa kelennet gant madèlez, e voa bet selaouet mad he gelennou.
7. — Sant Fransèz a Zal a ioa ker mad m’en deveze hep poan e-bed digant ar re all kement tra a felle d’ezhan da gaout, ha c’hoarvezet eo bet gant-han lakaat, dre he vadèlez, ar bèc’herien vrasa da zistrei oc’h Doue. Ar spered-ze a vadèlez a ioa ive spered sant Visant a Baol ; evel-hen eo e kelenne ha visionerien : « Neb a zo mad e-kever ar re all, neb a zo karantezuz hag izel he galoun, a zo kre ha nerzuz evit gounit kaloun an dud, hag evit lakaat anezho da ober an traou diesa zo. » Eur weach ar zant-man a lakeaz eur pec’her braz etre daouarn unan euz he visionerien, evit gouzout hag he-man a c’hellje he lakaat da zistrei oc’h Doue. Ar bèleg, o welet ne voa ket evit dont a-benn euz ar pec’her, a lavaraz neuze d'ar zant gwelet he-unan petra c’hellje da ober, ha sant Visant ne voe ket pell evit he zistrei war an hent mad. An den-ze a anzavaz goude-ze oc’h ar zant e voa bet gounezet he galoun gant he vadèlez ha gant he garantez. Dre-ze, sant Visant ne voa ket evit gouzanv e vijet striz oc’h ar bec’herien; ha lavaret a rea e kar an droug-spered gwelet ez eo garo ar veleien, o veza ma kas drez-ho kalz a eneou da goll.
8. — Red eo e ve an den mad ha karantezuz e-kever an holl e peb amzer hag e peb leac’h. Sant Bernard a zesk d’e-omp ez euz tud hag a zo habask ha karantezuz, epad ma ’z a an traou dioc’h ma fell d’ezho. Rak-tal a-vad ma teu eun dra-bennag da zevel enn ho enep, ha da ober an distera poan d’ezho, dioc’h-tu ez a droug enn-ho, hag e strinkont moged gwaz eget kefiou tan beo dindan al ludu. An hini a fell d’ezhan beza santel, a zo dleet e ve he vuez evel eul lilien e-touez an drez hag ar spern ; petra-bennag ma vez toullet al lilien gant an drein, atao ez eo gwenn hag e strink c’houez vad. An hini a gar Doue a zo atao ar peoc’h enn he ene hag a zo a wel war he dal pe ez eo euruz pe ne d-eo ket.
9. — Er poaniou eo ec’h anavezer an dud. Sant Fransèz a Zal a gare-meurbed breuriez ar Vizitasion : poaniet ha labouret stard en devoa evit-hi ha doan en devoe aliez diwar he fenn o welet e veze tregaset gant an dud ; evelato, ar zant-man a voe atao e peoc’h, o veza ma lakea pep tra etre daouarn Doue, a ioa ar mestr da lakaat ar vreuriez-se da badout pe da goueza. Enn amzer-ze eo e lavaraz : « Abaoe eun nebeud zo, kement tra a zao em enep hag a stourm ouz-in a ra d’in kaout eur peoc’h ar vrasa ; diskouez d’in a reont e vezo abarz nemeur va ene a-unan gant Doue ; ne c’hoantaan netra e-bed muioc’h. »
10. — Pa vez red d’e-omp komz ouz unan-bennag hag a zo kroz gant-han enn hon enep, komzomp atao gant madèlez ; eur gomz vad a zo a-walc’h evit mouga an droug. Mar d-euz droug enn-omp eun draik, ez eo gwelloc’h d’e-omp tevel, o veza ne lavarfemp netra vad e-bed ; rak pa vezimp deuet war hon tu, e welimp er-vad n’hor boa ket abek da lavaret ar pez hor boa c’hoant.
11. — Mar hor beuz great eun dra fall-bennag ez eo red ive e vemp mad enn hor c’hever hon-unan. Neb a ia droug enn-han out-han he-unan goude pèc’hi, a zo c’houezet he galoun gant an ourgouill, dre ne fell ket d’ezhan e ve kredet ez eo dinerz ha sempl evel ar re all ; santez Thereza a lavare : « Eur galoun izel, pa laka enkrez da grègi enn ene, ne d-eo ket eur galoun hervez Doue, hervez an droug-spered ne lavarann ket. » Neb a ia droug enn-han goude pèc’hi, a bec’h muioc’h neuze eget ar weach kenta, rak eur pec’hed eo hag a denn d’he heul pèc’hejou a-leiz, evel ma ’z eo miret na dostafet oc’h ar zakramanchou, choum hep koumunia hag hep lavaret ar pedennou, pe diana mar lavarer anezho ne d-eo nemet diwar beg an teod. Sant Loiz a Gonzag a lavare ez eo boaz an droug-spered da besketa enn dour tenval. Pa vez an ene enn enkrez, ne wel an Aotrou-Doue nemet dre an devalijen, ha ne c’hoar neuze petra zo rankout da ober. Goude ma hor beuz pèc’het, en em lakeomp eta da bedi Doue gant eur galoun izel ha leun a fisianz, goulennomp out-han ma lamo d’e-omp hor pèc’hejou, enn eur lavaret, evel santez Katharina a Jèn : « Aotrou, setu ar frouez a zo em liorz ; karet a ran ac’hanoc’h euz a greiz va c’haloun ; enn eur bèc’hi em beuz droug-c’hreat enn ho kever ; keuz am beuz hag kiviziken ne fell d’in mui pèc’hi ; roit d’in nerz ho kroaz santel. »
Kaera chadennou a stag an eneou oc’h Doue ! Stagit ive ac’hanoun out-han, stardit ac’hanoun ker stard, ken na vezin mui evit en em zistaga dioc’h he garantez. O va Jezus, ho karet a ran ; c’houi a zo va zenzor ha buez va ene, en em lakaat holl a ran etre ho taouarn, ha bez’ e fell d’in ho karet da-viken. Evit paea ar boan dleet d’am fec’hejou, ez eo bet falvezet gan-e-hoc’h beza chadennet, evel eun torfedour, beza kaset d’ar maro, staget oc’h eur groaz ha mervel out-hi. Dre ar grasou a zo bet prenet d’e-omp gant ho poaniou n’am list ket, me ho ped, da bellaat diouz-hoc’h birviken. Ar c’heuz am beuz da veza pec’het a zo brasoc’h eget pep keuz ha pep glac’har all, ha brema me a fell d’in mervel kentoc’h eget pèc’hi, dre nerz ho kras, o va Doue. Ia, pèc’het em beuz enn ho kever, siouaz ! ha mervel gant glac’har a garfen ; grit eta, Aotrou-Doue, ma vezin d’e-hoc’h holl, roit d’in ho karantez ha grit ac’hanoun ar pez a blijo gan-e-hoc’h. Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va fisianz, grit ma vezin, ken beo ken maro, evel unan gant Jezus ho Map karet, evit ma ’z in eun deiz d’he c’hloar, d’al leac’h n’am bezo mui a aoun da goll he garantez !