Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —



C’HOUEC’HVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist a zo habask ha dizroug e-kever an holl.


————


1. — Ar spered a vadèlez a zo spered Doue he-unan : evel-se an ene a gar Doue, a gar ive kemend hini a zo karet gant Doue, da lavaret eo, an holl dud ; klask a ra ober vad ha rei joa d’ezho, ha, dre ma c’hell, e laka anezho holl laouen. Sant Fransèz a Zal, mestr ha skouer ar vadèlez santel, a lavar evel-hen : « Kaout madèlez hag eur galoun izel, setu eno rouanez ar vertusiou. » Eun dra eo hag a zo bet gourc’hemennet mad d’e-omp gant Doue. Red eo eta e vec’h madelezuz hag e peb leac’h hag e peb amzer. Ar pez a c’helloc’h eta da ober gant karantez, grit-hen ha choumit heb ober ar pez a ve abek d’e-hoc’h da gaout kroz pe zael, me lavar, ar pez a c’hellit da lèzel hep pèc’hi, rak bez’ ez eo red miret oc’h an droug a ve great e-kever Doue hag enebi ouz an droug-se be-weach ma c’heller.

2. — Red eo dreist-holl beza mad oc’h ar re baour hag ar re glanv ; oc’h ar re baour, o veza ma ’z int peurvuia goapeat ha gwall-gaset, dre ma ’z int paour ; ouz ar re glanv, o veza ma ho deuz poan ha nec’h gant ho c’hlenved, ha ma ’z eo dibaot ar re a den da