Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —


EISVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist a zioual ouz klouarien ar galoun hag a glask ar stad walla ha santella zo. An hent d’en em gaout eno zo : ar c’hoant, ar mennos stard, pidi a galoun hag a c’henou, sakramanti aliez.


————


1. — Dre ma z-a an den war greski er mad hag ive ma z-a doun karantez Doue diabarz he ene, ez a gwelloc’h ha pelloc’h a-ze diout-han kement-so o c’hober gaou oc’h ar zantelez. An Abostol sant Paol a lavar e teu ar vertusiou kaera a zo enn ene dre ar garantez. Ar garantez, dre ma ’z eo douget da garet an traou gwella zo, e deuz dre-ze kasouni oc’h kement tra a zo klouar hag etre daou ; ha d’ar glouarien-ze, siouaz ! ec’h en em roer a-wechou, petra-bennag ma weler er-vad e koller dre eno da-viken ar garantez, gras Doue hag an ene, siouaz !

2. — Diou stad a zo hag a glouara an ene ; unan anezho a c’heller tec’het diout-hi, diouz e-ben ne c’heller ket a-vad. Ar zent holl ho deuz bet ho lod euz ar stad diveza-man hag anezhi e teu ar pèc’hejou veniel a ra d’an den, koulz lavaret hep gouzout d’ezhan dre he zempladurez-vraz, beza dievez epad ar pedennou,