1. — An den ourgouilluz a zo evel eur zoroc’hel vraz ne ve ket kement ha ma ’z eo anez eun nebeud avel a zo c’houezet enn-hi. Rak-tal ma tigor ha ma ’z a ar c’houez er meaz, ar zoroc’hel ne d-eo mui netra. Evel-se eo an den gant an ourgouill. An hini a gar Doue a zo izel he galoun ha petra-bennag mac’h anavez ez eo mad enn eun dra-bennag, n’en deuz tamm lorc’h nag ourgouill evit-se, rak gouzout a ra en deuz bet digant Doue kement tra vad a zo enn-han, ha nemet pèc’hed ne d-eo netra ken anezhan he-unan. Dre-ze eta seul-vui a vad en deuz bet digant Doue, seul-vui ive ez eo izel he galoun, o veza ma c’hoar ne dal ket e vije roet d’ezhan gant Doue kemend a vad evel a zo.
2. — An Aotrou-Doue, eme zantez Thereza, o komz euz ar grasou e devoa bet digant-han, « an Aotrou-Doue a ra em c’hever evel a ra an dud da eun ti a zo o vont da goueza enn he boull : skora a reont anezhan a bep tu. » Pa