Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

beuz e vezin salvet, ha gouzout a ran, o va Jezus, ez oc’h marvet evit lamet pèc’hejou an hini a zo glac’haret he galoun. Evit brema, me a gar ac’hanoc’h euz a greiz va ene, ha muioc’h evit n’en em garan va-unan. Glac’haret-meurbed oun da veza pèc‘het enn ho kever, c’houi a zo va mad dreist pep mad. Ne d’oun mui d’in va-unan, d’e-hoc’h-hu eo ez oun holl brema ; Doue va c’haloun, grit euz ho servicher ar pez a fell d’e-hoc’h. Evit plijout d’e-hoc’h e tigemerin laouen kement tra a zigasoc’h d’in : ar c’hlenved, ar boan, an anken, ar vez, ar baourentez ha kement tra a zo mad d’am lakaat da veza karat gan-e-hoc’h ; ha pa ve ar maro zo-ken gant an holl boaniou hag an holl groasiou oc’h he heul. Ne c’houlennan ken tra nemet ho karet gant kalz a garantez ; roit d’in ar c’hras hag an nerz da gaout hiviziken eur garantez ker brag ouz-hoc’h ha ma ’z eo bet braz ar boan ho deuz great va fèc’hejou d’ho kaloun. O va Doue, c’houi a zo karantez va ene, ha c’houi ivez, Mari, Gwerc'hez santel, mamm da Zoue, rouanez an nev, c’houi a zo atao o pedi evit ar bèc’herien, pedit evid-oun, pèc’her paour, enn ho trugarez ema va holl fisianz, goude ho Map Jezus.


————