Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

dre zaouarn he vamm zantel Mari. Mar ped eta Mari evid-omp, hor bezet neuze fisianz e teuio da-vad ar pez a c’houlennomp, pa na d-a morse he fedennou a-biou na da goll ; hed ar weach ez int bet selaouet ha klèvet hag atao e vezint.


Peden a Garantez


Jezus, va c’harantez, brema me a fell d’in ho karet evit mad euz a greiz va c’haloun, ha dont ive da veza santel. Ia, me a fell d’in beza santel evit plijout d’e-hoc’h, evit ho karet meurbed er bed-man hag er bed-all da viken. Ac’hanoun va-unan ne d-oun ket evit ober netra, c’houi a-vad a c’hell pep tra ha gouzout a ran e fell d’e-hoc’h e ven santel. Brema va ene, dre nerz ho kras, a huanad war-zu enn-hoc’h ha ne glask nemed-hoc’h-hu, va Doue. Ne fell mui d’in beva evid-oun va-unan, c’houi a fell d’e-hoc’h e ven d’e-hoc’h-hu he me a fell d’in ive. Deuit eta david-oun, bezit unan gan-en ha me unan gan-e-hoc’h. C’houi a zo mad dreist kement a zo mad ha va c’ha- ret ho peuz dreist kement-so. Madèlez braz-meurbed, penaos e c’hellin-me biken karet netra all nemed-hoc’h ? Gwell eo ganen kaout ho karantez, eget kement vad zo er bed. Ne fell d’in karet nemed-hoc’h-hu hep-ken, dilèzel a ran pep tra evit en em rei d’ho karet-c’houi, va c’hrouer, va Zalver, dizoan va ene, va fisianz ha va c’harantez. Pegement-bennag m’am euz pèc’het, amzer zo bet, fisianz am