Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

ar pez a dalvez ; madèlez ar beden a zao diwar drugarez an Aotrou-Doue, pa ’z eo guir en deuz lavaret e selaouo an hini a bedo anezhan. Evit lakaat ac’hanomp d’he bedi, an Aotrou-Doue a lavar d’e-omp : pèc’her keaz, evit kaout va grasou digan-en, ne d-euz enn-hoc’h netra vad e-bed ; evelato, mar ho peuz c’hoant d’ho c’haout, goulennit anezho digant va Zad em hano-me, ha neuze dre va madèlez ha va c’harantez ouz-hoc’h, e vezo roet d’e-hoc’h kement ho pezo c’hoant da gaout. Taolit evez oc’h ar geriou-man : em hano-me, pe evel a lavar sant Thomaz, enn hano hor Zalver, evit rei da glèvet e tleomp goulenn digant-han hep-ken ar grasou hor beuz izomm evit ober hor silvidigez, rak an Aotrou-Doue n’en deuz lavaret netra diwar-benn traou ar bed. Madou an douar, Doue ne ro anezho nemet pa vezont mad evit silvidigez an ene. Dre-ze, ne dleomp goulenn grasou ar bed-man, nemet mad e vent evit hon ene. Grasou an ene a-vad, ar re-ze a dleomp da c’houlenn gant eur fisianz vraz-meurbed enn eur lavaret : « Aotrou, va Doue, enn hano Jezus-Krist, pellait an demptasion-man diouz-in ha grit ma kendalc’hin da veza mad ha santel ; roit d’in ho karantez ha goude va maro, perz enn ho paradoz da-viken. » Bez’ e c’hellomp zo-ken goulenn ar grasou-ze digant Jezus-Krist hag enn he hano, pe mar d-eo gwell, dre he vadelesiou ; hen he-unan a lavar an dra-ze d’e-omp. Arabad eo d’e-omp ive choum heb en em erbedi oc’h ar Werc’hez Vari ; dre-z-hi e teu d’e-omp ar grasou. Evit gwir, digant Doue e teu ar grasou, hogen rei a ra anezho