Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —

deu an Aotrou-Doue enn eun ene, e teu gant-han d’ar galoun eur garantez hag eun deneridigez vraz. Arabad eo neuze d’an den kredi e teufe ar garantez hag an deneridigez-se digant Doue d’ezhan evit eur vad-bennag a zo bet great gant-han ; enn enep, izellaat he galoun a dle, ha kredi er-vad, mar gra Doue kemend a stad anezhan ez eo evit he lakaat da gerzet war êeun atao gant an hent mad ; rak mar teu neuze an ourgouill da zevel enn-han enn abek da vadelesiou Doue, ha war zigarez ma servij anezhan gwelloc’h eget ar re all, an ourgouill-ze a raio d’ezhan koll grasou an Aotrou-Doue. Evit derc’hel eun ti enn he zav-soun, daou dra a ro red : an diazez hag an doen. Evel-se ive e tle beza ti ar zantèlez ; an diazez, ar gweled, a zo eur galoun doun hag izel, eur galoun a ra d’e-omp da anaout ne d-omp netra ha ne c’hellomp netra ac’hanomp hon-unan. An doen a zo nerz an Aotrou-Doue, savet a-zioc’h an diazez, evit rei d’e-omp ar fisianz a dleomp da gaout enn-han hep-ken.

3. — Pa hor beuz bet eur vad-bennag digant Doue, e tleomp muioc’h a-ze en em izellaat enn-omp hon-unan. Santez Thereza, pe deveze bet eur c’hras vad-bennag digant Doue, a lakea he fèc’hejou tremenet dirak he daoulagad, hag evel-se e teue da veza muioc’h a-unan gant Doue. Doue a ro seul-vui a c’hrasou da eun ene, seul-vui mac’h anzao an ene-ze n’en deuz great netra evit kaout anezho. Taïz, ar bèc’herez vraz, o veza distroet oc’h Doue, a izelea kement he c’haloun, ne grede ket gervel an