Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon/a-bezh
Skrid a-bezh
KEMPER
A-viskoaz eo bet troet ar Vretoned gant an traou burzudus hag ar c’hontadennou kaer. Soñj am eus, d’ar mare m’edod oc’h ober al linenn hent-houarn etre Karaez ha Kastellin, da veza klevet gant mevelien va zad, e korn an oaled goude koan, koñchennou sebezus hag a lakae va c’halon a vugel da strafuilha gant ar spont, da sabatui gant ar souez pe da dridal gant ar blijadur hag al levenez.
Bremañ n’o deus hor c’henvroiz, an darn vrasa anezo da vihana, nemet dispriz evit ar c’hontadennou-se, mat, war a gredont, evit bugale nemet ken. Ober a reont fae warno, o soñjal n’eo ket gant kaoziou babig ha marvailhou gwrac’h koz e c’hell beza diduet o c’halon ha maget o spered da Vretoned an ugentvet kantved.
Ne gredan ket e vefe ar wirionez ganto penn-da-benn rak, daoust ma ’z a hor c’henvroiz war zesketa muioc’h-mui, n’eo ket kement-se eun digarez da soñjal eo didalvoud kaer ar seurt koñchennou da dud hag o deus deskadurez. N’em eus ket ankouaet c’hoaz pegement e vourre, eun nebeud bloaveziou ’zo, tud a bep seurt hag a bep renk, en o zouesk hiniennou desket mat, o selaou konterien distagellet o tibuna marvailhou bet klevet pe ijinet ganto.
Nag a vall a veze ivez da gaout « Feiz ha Breiz », bep miz, hag ar « C’hourrier » pe « Ar Bobl », bep sizun, abalamour moarvat d’ar c’heleier ha d’ar gelennadurez a gaved enno, hogen abalamour muioc’h c’hoaz marteze d’an istoriou burzudus, skrijus pe fentus a veze warno da lenn !
Bremañ, pa ’z eo maro hor c’honterien goz, e c’hellomp c’hoaz, a drugarez da skrivagnerien ’zo, kaout an tañva eus ar c’hontadennou o deus hon diduet e-doug bloaveziou tenera hor yaouankiz. Piou ac’hanomp n’eo ket bet deverret e spered, ha n’en deus ket bet e walc’h a blijadur, o lenn « Pipi Gonto », « E Korn an Oaled », « Eur Sac’had Marvailhou », levriou bourrus kenañ hor c’henvroiz Dir-na-Dor, an aotrou beleg Jezegou hag Ivan Crocq (Doue d’e bardono), dastumet ganto enno ar brava ha plijusa istoriou a zo bet klevet morse en hor bro ?
Hogen, ouspenn ar skrivagnerien-se, e oa c’hoaz re-all, peuz-kollet an eñvor anezo bremañ, hag o deus dastumet pe, marteze, savet evit ar bobl kontadennou dispar hag a zo bet moulet war ar c’hazetennou emaoun o paouez ober meneg anezo. Met kement a vez embannet, netra nemet war ar c’helaouennou, a vez ankouaet ha kollet buan a-walc’h peurvuia. Rak-se ma n’eo ket muioc’h anavezet, hirio an deiz, ar gonterien a skrive er c’hazetennou, eo abalamour ma n’eo ket bet miret o skridou e levriou.
Ar c’hontadennou a zo amañ war-lerc’h a zo bet skrivet gant eur skrivagner eus ar rummad-se, gant va c’henvroad ha mignon Yann ar Floc’h (Doue d’e bardono). O c’havet em eus e dornskridou savet gantañ hag a zo miret gant e intañvez hag e vugale. D’am meno eo bet Yann ar Floc’h unan eus hor gwella konterien, ha setu perak em eus soñjet lakaat moula en eul levr marvailhou a zibunas gwechall dre skrid, evit didui e genvroiz hag a blijas kement d’ezo.
Roet o deus intañvez ha bugale va mignon Yann ar Floc’h aotre da gas al labour-se da benn, hag a drugarez d’un den brokus ha largentezus, mignon gwirion ha feal d’ar brezoneg, e c’hello beza sevenet kement-se.
Ra vint trugarekaet en ano Breiz evit ar skoazell a roont evel-se d’hor yez, ken gwallgaset bremañ a bep tu, ha ra gouezo puilh warno bennoz an Aotrou Doue ha Sent koz hor Bro !
Anavezet mat em eus Yann ar Floc’h. E ano en ti-kêr a oa Jean Le Page, hogen an holl e Pleiben a rae Jañ Pach anezañ. P’en em lakeas da skriva e komz-plean e troas a ano e brezoneg rik ha setu ma teuas da veza brudet e Leon hag e Kerne, er penn kenta eus ar c’hantved-mañ, dindan al lesano a Yann ar Floc’h. Sevel a reas ivez gwerziou, soniou ha barzonegou hag, e-touesk ar varzed, e voe anvet « Pintig », eun ano hag a zeree mat outañ. Ken seder ha ken laouen e veze atao hag al labousig-se hag a voe evel e batrom hag e baeron.
Ganet e voe Yann ar Floc’h e Pleiben, d’ar 25 a viz c’houevrer 1881 ha mab e oa da Gaourantin pe Gaou ar Pach ha da Frañseza Suignard.
Er bloaz 1894, goude beza bet er skol e Pleiben betek e drizek vloaz, e voa kaset Yann ar Floc’h da studia d’ar Folgoad, evit beza mestr-skol kristen. Tri bloaz diwezatoc’h, e 1897, e yeas da beurechui e studi da skolaj Breudeur an Deskadurez Kristen, e Ploermel. Ac’hano, er bloaz 1900, e tistroas d’ar Folgoad, hogen evel kelenner ar wech-mañ.
Mont a reas ivez d’ober skol da Berwenan (Bro-Dreger) e-pad eur pennad amzer. N’ouzon ket pegeit e chomas eno ; pell a-walc’h da vihana evit deski brezoneg ar c’hornad-bro-se a gavomp poziou anezañ skignet en e skridou.
N’en devoa ket Yann ar Floc’h nemeur a yec’hed ha dihet e veze alies gant ar verr-alan. Setu ma rankas nac’h e vicher kelenner e-doug ar bloaz 1908. Neuze e yeas da Sant-Fregant, e-pad eun nebeud miziou, da zerc’hel ar c’hoñchou en eun heskennerez. A-benn ar bloaz war-lerc’h e voe goulennet da gloc’her (sakrist) gant aotrou person Pleiben hag e tistroas d’e barrez c’hinidik. Dimezi ha reas eno hag en devoe peder merc’h ; unan eus ar re-mañ a varvas yaouankik-tre. E-ser ober e labour war-dro an iliz e savas eur stal-goñverz e-lec’h ma kaved priach, gwer, paper, ha traou-all evel-se, da brena.
D’am meno e chomo beo e-pad pell, e-touesk Pleibeniz, an eñvor eus Yann ar Floc’h. Hegarat e veze hemañ atao ouz an holl, ha prest bepred da sikour ha da heñcha ar re o deveze ezomm da veza skoazellet. N’en devoa ket e bar da lakaat ar fiziañs hag al levenez da ren en-dro d’ezañ. Ne veze ket morse teñval e benn, daoust d’ezañ da veza klañv pe brederiet a-wechou.
Ne zisplije ket d’ezañ ar politikerez, ha gouzout mat a ouzon e save pennadou flemmus hag entanet, koulz e brezoneg hag e galleg, evit difenn e gredennou hag e wiriou a gristen dispont ha kalonek ha diarbenn e enebourien, pa falveze d’ar re-mañ kavout abeg en e venoziou, pe stourm ouz ar gostezenn a veze skoazellet gantañ da geñver ar votadegou. Ha pa veze tremenet ar reuz a lakae ar politikerez da sevel e-touesk Bretoned hon tolead, e tistane da Yann ar Floc’h, hag ec’h adkroge da skriva, evit e genvroiz, ar c’hontadennou kaer-se am eus komzet anezo hag a lennoc’h bremaik el levr-mañ.
Hogen ouspenn eun dastumer pe aozer marvailhou e oa Yann ar Floc’h. Anaout a ran eur pez-c’hoari farsus, bet savet gantañ ha chomet diembann, « An trên marc’had-mat ». Savet en deus bet ivez eur romant, « An Divroet », bet embannet dre bennadou war ar « C’hourrier », adalek mezeven betek miz here 1908, hag a gaver displeget ennañ chañsou mat ha fall eur paotr yaouank eus Pleiben, aet da foeta bro da Bariz ha d’an Amerik. Er romant-se, koulz hag e soniou, gwerziou ha barzonegou hor skrivagner, n’eus ken ano nemet eus ar garantez e dlefe ar Vretoned maga e-keñver o bro c’hinidik. Eur galv int d’ezo da veza feal d’o Breiz, d’o yez ha d’o c’hustumoù ha da veza difennourien kalonek ha gredus an herez deuet d’ezo a-berz o zadou.
Daoust d’ezo da gaout an holl berziou mat-se, ha da veza savet brao ha frammet a-zoare, n’eo ar skridou-se, koulskoude, na gwelloc’h na falloc’h eget ar re a veze savet gant ar skrivagnerien vrezonek-all, d’ar mare-se. Hogen e-lec’h ma ’z eo en em ziskouezet Yann ar Floc’h eur mestr, eo war dachenn ar c’hontadennou. Eno edo en e vleud ha gouezet en deus teurnia dispar an traou burzudus en devoa da zibuna. N’eo ket ijin ha faltazi a rae diouer d’ezañ ha lemm hag ampart e veze e bluenn da liva taolennou ha da zisplega darvoudou.
Arabat soñjal, evelato, eo didalvoud ar pez en deus skrivet hor mignon, estreget e gontadennou. E varzonegou, o veza ma n’int ket stummet hervez an doare nevez de sevel gwerziou, ne vint ket prizet, marteze, gant barzed an amzer-vremañ. Ha, koulskoude, nag a nerz hag a vuhez en e werz kaer « Ar Re Unanet » :
E miz here pemzek kant dek ha pevar-ugent,
Tud holl barreziou Kerne, dispont a oa en hent
O kerzout war Garaez laeret gant eun treitour,
Gant an Tregeriad Leskoad, gwerzet d’an enebour…
Evel eur gwir Vreton e kare Yann ar Floc’h Breiz, e vro. Hogen an tolead tosta d’e galon a oa korn-bro Pleiben, hep mar ebet. Hen diskouez a ra be wech ma kav an tu da gomz eus e barrez c’hinidik, ha neuze e ra fougasou ganti. N’he deus ket he far tro-war-dro gant he iliz, he c’halvar, he chapeliou… Fouge a zo en hor skrivagner pa vez ano gantañ eus he zud veur, Buzid, Leinlouet, ar Balb…, hep gouzout d’ezañ n’eo ket aotrou ar Vuzid, hogen hini ar Birid, a oa e penn tud Pleiben pa ’z ajont da Garaez da stourm ouz Liskoad, ha n’eo ket e Pleiben e oa noter ar Balb, mestr ar Bonedou Ruz, met e Kerglov, tost da Garaez.
Plijout a rae d’ezañ giziou ar vro ha bepred, e-keit ha ma ’z eo bet e Pleiben, en deus bet douget gwiskamant e barrez, dilhad mezer ha voulouz du gant eur gouriz glas, anvet turban. Setu perak, en e gontadenn « Oferenn an Anaon », o komz eus liou gouriz ar beleg a zo o vont da bignat d’an neñv, e lavar e oa « glas evel hon turban ».
Er penn kenta eus ar bloaz 1914 e oa ano da sevel, e-touesk ar bobl, eun emgleo da strolla mignoned ar brezoneg hag a vije anvet « Kendirvi Breiz ». Yann ar Floc’h eo a dlee kemerout ar penn eus ar strollad e Pleiben. Goulenn a ris digantañ beza lakaet war roll ar « gendirvi », ar pez a voe asantet kerkent. Hogen dizale e strakas ar brezel bras ha setu m’en em gavas diskaret an emgleo nevez a-raok beza bet savet mat a-walc’h.
Diwar an deiz ma krogas ar brezel ec’h ehanas Yann ar Floc’h da skriva. Bez’ e oa traou hag a zisplije d’ezañ. Da genta doare-skriva Vallée ha da c’houde brezoneg « Gwalarn », kalz re-bell, war e veno, diouz brezoneg ar bobl. Setu, war a gredan, darn eus an abegou a reas d’ezañ diskregi diouz e bluenn.
Mervel a eure d’an 2 a viz gouere 1936, e bourc’h Pleiben, e skeud an iliz kaer a gare kement hag en devoa tremenet enni an darn vrasa eus e vuhez oc’h ober war-dro al lec’h santel, en e vicher a gloc’her.
C’hoant am eus bet da rei ar skrivagner da anaout ar muia ’r gwella hag e welan bremañ e chom nebeut a blas ganin da gomz eus e skridou.
Disheñvel war ze diouz ar skrivagnerien vreton-all hag o deus bet graet implij eus yez o c’horn-bro evit sevel o labouriou, re Gerne ne skrivont nemet e brezoneg Leon a zo abaoe pell ’zo, yez lennek Kerneviz. Heuliet en deus ivez Yann ar Floc’h ar c’hiz-se evel kalz re-all araozañ, daoust ma plije d’ezañ lakaat en e skridou poziou tennet eus yez Kerne hag ivez eus hini Bro-Dreger.
Darn marteze a vo o klask gouzout e pe lec’h eo bet kavet danvez e gontadennou gant Yann ar Floc’h. N’oun ket evit respont d’ar goulenn-se, hogen kredi a ran en deus bet klevet meur a hini gant tud eus ar vro ha diskoachet hiniennou-all, marteze, e skridou bet savet a-raok e re, evel « Gwrac’h an Enezenn » a gaver e Foyer Breton Souetr.
Ne vern ket kement-se, avat, gouzout an orin eus ar c’hontadennou-se. Ar pez a zo talvoudusoc’h eo en deus gouezet Yann ar Floc’h o dibuna e brezoneg mat hag en eun doare plijus. Skridou int da zidui ha diouz ret, da gentelia, rak holl, war bouez unanig evel « Tri Mab ar Merour », ec’h echuont mat : digollet e vez ar re vat ha kastizet ar re fall.
Alies ivez e kaver enno aliou fur a-eneb ar vezventi. Kement-se holl a ziskouez en deus klasket Yann ar Floc’h kelenn e lennerien eus ar bobl e-ser didui o spered ha laouenaat o c’halon.
Eur pec’hed a vije bet chom hep advoula, e stumm eul levr, marvailhou ar Breton mat-se a zere beza enoret evel eur gwir skrivagner. Ha bremañ pa ’z eo deuet, a drugarez Doue, al levr-se er-maez eus ar wask, e kavo hor c’henvroiz ennañ brezoneg yac’h hag aes da lenn, ar pez na oa ket bet c’hoarvezet pell a oa, siouaz d’eomp !
D.S. — Aotreet oun bet, gant intañvez ha bugale Yann ar Floc’h, da embann e gontadennou e doare-skriva K.L.T.
War-lerc’h pep kontadenn em eus lakaet war be gazetenn ha pe da vare eo bet moulet kent.
Gwechall e oa eun den santel, eur manac’h hag a rae, eus an eil penn d’an deiz d’egile, vad d’ar beorien ha d’ar re glañv.
Koz ar c’hosa e oa, ha ne oa nemet gwelloc’h a ze : kalon ar re goz a zo tenerik. Mall ha mall a veze atao warnezañ da rei skoazell d’an dud. Brudet e oa rak-se e pell-bro, ha dont a rae tud eus a dregont leo hag ouspenn da c’houlenn perz en e bedennou mat. Ganto e tigasent aluzenou da rei d’al lean. Hemañ avat ne vire ket eun diner war e ano e-unan ha kement a gemere, gant eun dorn, a rede, dre an dorn-all, davet eur paour-kaez bennak.
Morse, nemet Mab Doue e vije, ne voe den ker mat-all war an douar…
E-giz e lec’h-all, tud a varve er vro-se, hag evit doare e stad vat, rak pignat a raent war eeun d’ar Baradoz. Diouz ar mintin, eun devez hañv, sant Per a wel eun ene e sevel herr war-du e zor. Hag e dal ha diroufenna, ha raktal e alc’houez a zo er potailh, ha dibrenn eo an or. Hag heñ :
« Deuit tre eta, va mignon. »
« Bennoz an Dreinded sakr warnoc’h, aotrou Sant Per. »
« Ha warnoc’h ivez. »
Ha Per, lemm e deod :
« Petra ’zo nevez dre zu-ze ? »
« Nebeut a-walc’h a dra, Sant mat. »
« Ha bez’ ez eus c’hoaz tud santel ? Pell a zo n’oun ket bet dre eno. P’am bezo eun deiz vak bennak ez in. »
« Mat a reot. »
« Deuit tre, mignon. »
Hag an ene a zo e palez Doue.
Sant Per, avat, a lavar :
« Mat a reot, mat a reot. Marteze a-walc’h. Ha neuze eur banne aezenn-vor a rafe vad d’am penn melenet, hag a lakafe va bodou spern da vreskenn kuit. Ma ’z afen da c’houlenn eun devez diskuiz digant Jezuz ? »
Hag heñ mont.
« Kae eta, Per, » eme Jezuz, « kae pa fell d’it. Klask unan-all da borzier e-keit ha ma vezi gant da dro, rak ne faot ket d’in e chomfe serret dor va zi ouz ar re a c’houlenn gwarez diganin. Kae ha buhan. »
« O ! va Mestr, me ne vezin ket pell tamm ebet. Diou pe deir eur horolaj ha me a zo distro. »
Ha Sant Per en hent. E-giz m’en devoa lavaret, mont a ra da vro an ene en devoa graet d’e deod koll e stagell. Hag heñ gwelet bandennadou tud o vont ne oar dare da belec’h. Hag heñ war o lerc’h. Hag e tigouez e-giz-se e lochenn ar manac’h.
« Hañ ? » emezañ. « da gavout ar manac’h ? da gavout ar manac’h eo e teu ar re-mañ ? Mat ! me a welo petra ’dalv… Feiz, doare vat a zen a zo d’ezañ, daoust ma ’z eo aet da get ar pez a zo bet emichañs war e eskern… A ! arc’hant a roer d’ezañ ! Touet en deus beza paour koulskoude !… Goulenn a raer perz en e bedennou ! Ma ’z eo gwir !!! Marteze eo eur sant a-walc’h. Deomp da welout. »
Ha Sant Per mont da baour. Aluzen vat en deus, kredabl, rak laouen eo e-giz eul laouenanig.
« Ma ! » a lavar heñ. « mat e soñjen, eur sant a zo anezañ… O ! izel eo an heol ! ha me a zo amañ c’hoaz ! alo ! alo ! dic’halomp bec’h d’ezi ! Du-mañ ez eus safar, sur tandelo ! Bremaik me a vezo gourdrouzet !… O ! ya ! met me a oar ar stek ! »
Ha, yao ! Sant Per d’e varadoz. Mall a oa : tud, eur grugell anezo, a skoe endra ’c’hellent war an nor o c’houlenn ha kollet e oa an alc’houez pe merglet ar morailh.
Antronoz e teu Jezuz da gavout Per. Hag hemañ a zo ruz e benn adal ma klev :
« Alo ! Per ! n’em boa ket lavaret d’it e… » « Gwir eo, Mestr, met ma oufec’h ivez. »
« Petra ’ta ? »
« Eur manac’h d’eoc’h. »
« A ! n‘int ket lazet holl c’hoaz ? Gouzout a rez, rust eo ar brezel a ra Paol Gornek d’ezo. Met va brec’h n’eo tamm berraet. »
« Ya, Mestr, eur manac’h, hag eur manac’h santel. Sellit. »
Ha Sant Per a zispleg e damm tro.
« Ya, kaer eo e vuhez. » eme Jezuz.
Ha Jezuz da gavout e Dad da c’houlenn eun dra bennak evit ar manac’h santel-se. An Aotrou a gemenn da zaou ael eus ar re gaera mont da gavout al lean da rei d’ezañ ar pez a garo. Na laouen int o senti gant prez ! Gwelout poaniou ar bed, eur wech ar mare, a laka anezo da gavout gwelloc’h al levenez o deus o rei skoazell d’an dud keiz.
Digemerout mat an daou gannad, o koueza d’an daoulin dirazo pa oar piou int, a ra ar manac’h ha n’eo ket souez. Estlammet e chom avat pa lavaront ez int deuet da zigas d’ezañ ar pez en deus c’hoant, ha kement-se abalamour d’e vuhez santel.
« N’em bije ket kredet morse, » emezañ, « e oa dleet eun dra bennak d’in gant an Aotrou Doue, rak ne ran nemet ober va dever. »
« Evit gwir, » eme Rafael, unan euz an aelez, « evit gwir, an traou a rankfe mont e-giz-se ; met an dud a zo ker laosk o c’halon bremañ, ma ’z eo ret rei eun tañva d’ezo eus ar pez a vezo d’ezo, mar karont beza mat e-keñver an Aotrou Doue. C’houi, marteze, n’hoc’h eus ket ezomm, met kaset omp gant Doue ha deuet omp. Petra ho pezo ? »
« Seurt ebet. »
« Aour ? »
« Lavaret em eus beza paour e-giz Mab Doue. »
« Enoriou ? »
« Kollet e vefen ganto. »
« Eur vuhez keit hag hini Matuzalem ? »
« Pec’hi a-walc’h am eus graet bete vremañ ! ha gellout a rafen pec’hi c’hoaz !… »
Rafael ne zeu ken netra en e soñj. Hag an ael-all neuze :
« Ma ! va den mat, an dra-ze n’eo ket brao ! Kas ac’hanomp e-giz-se, hep goulenn eur seurt ! ha ni deuet da rei eun dra bennak d’eoc’h ! C’houi a gav d’eoc’h eta na vezo ket teñval hor penn o tistrei da gavout an Aotrou ! Me ho ped eta da c’hoantaat kaout eun dra bennak. »
« Ma ! ivez. » eme ar manac’h a-benn eun tachad. « Gwelet em eus e laka ourgouilh em penn diboell ar meuleudiou a roer d’in. Ha me a vez e stad a bec’hed neuze ! o va Doue benniget ! Roet d’in eta. Aelez vat, ar c’hras da ober kalz a vad hep d’in gouzout netra. »
Ha nec’het eo an daou ael, e c’hellit kredi. Penaos ober na ouezo ket al lean ar vad a ray ? Goude beza en em glevet e lavaront :
« Ho koulenn a zo roet d’eoc’h. »
Hag int kimiadi dioutañ neuze. A-barz distrei d’o falez glas, avat, ez eont da c’hervel tud ar vro da zont d’o c’havout, hag int d’ezo :
« Tud vat, ar manac’h en deus graet kalz a vad d’eoc’h. Ober a ra kalz, met muioc’h c’hoaz e karfe ober. Ha ni, digaset gant Doue, ni hon eus roet galloud d’ezañ d’ober vad ha d’ober vad c’hoaz. Met, avat, setu amañ ar pep diaesa ma ’z eo skañv ho penn : ar manac’h ne fell ket d’ezañ klevout ano eus ar vad a ray hiviziken. Selaouit ’ta ar pez hon eus renket : ar sant a ray burzudou pa vezo e skeud a-dreñv e gein. Klevet hoc’h eus ? E-giz-se ne ouezo netra. Ha c’houi arabat d’eoc’h lavarout grik ebet d’ezañ morse diwar-benn e vurzudou ; rak ma tigouez d’ezañ dont da c’houzout, ne ray burzud ebet ken, ha c’houi eo a vezo gwaz a ze d’eoc’h… ! »
Hag an daou ael, digeri bras o diouaskell ha nijal war-du o bro dudius…
Da c'houde, pa valee ar manac’h, e hade burzudou war e lerc’h : ar gwez sec’h-karn a zeue frouez enno, ar parkeier a roe eostou puilh ha kear, ar pradeier foenn druz ha stank, ar bleuñv a gemere liou brao ha c’houez vat.
Mont a rae an dud d’e heul a vandennadou, na petra ’ta ! Hag an dud dall a wele sklaer, ar re vut a zistagelle o zeod, ar re vouzar a zigore o diskouarn, diloc’ha eeun a rae ar re gamm. Ar beziou zoken a frailhe da rei frankiz d’ar re varo da vont er-maez…
Den, evel just, ne lavare seurt d’al lean. Hemañ a gave d’ezañ beza tremenet eun deiz, eur zizun, eur miz hep beza graet vad ebet, ha lavarout a rae na dalveze ket eur seurt. An dud evelato a boke d’e sae gant anaoudegez-vat.
Disoñjet e voe betek ano an ermit, ha lesanvet e voe Santel-e-Skeud. Siouaz ! ma ’z eus tud vat, ar re fall n’eo ket dishêr ar ouenn anezo.
Bez’ e voe, just a-walc’h, er vro-se, eun den penverz, fall ha fallakr, na glaske netra ken nemet noazout ouz e nesa adalek ar mintin betek an noz, ha noz da vintin e teurie e benn da c’houzout an tu d’ober droug. Ne c’hoarze nemet pa wele gwall-zarvoudou o c’hoarvezout, ha c’hoant en devoa da welout gwalleuriou war bep unan.
Anvet e oa Fall-e-C’hoant.
Lakaat a eure, eun devez, en e benn gervel an diaoul d’e sikour, da gavout ar gwella stumm da ober falloniou.
Ar froudenn-ze a on deuet d’ezañ gant ar pez a gleve diwar-benn ar manac’h. Nag heñ a skrigne e galon vrein gant an droug a lakae enni ar vad a rae Santel-e-Skeud !
« Ma c’hellfen-me, » emezañ, « kaout eur skeud ker galloudus hag hag hennez, na me a rafe abadennou dañs ! Rei a rafen a-walc’h va ene d’an diaoul ! »
Ma teuas Satanaz d’e gavout, mall war e groc’hen rouzet.
« C’houez ar suilh a glevez ? Me eo Lusifer ! Petra a faot d’it ? »
« Gouzout mat a rez, emichañs ? »
« Da ene a roi d’in neuze, pa zeuin d’e gerc’hat ? »
« Ya ! ya ! met gortoz eur frapad mat ! »
« Mat. Neuze ivez da skeud a vezo noazus ouz pep tra. »
« Ouz ar manac’h ivez ? »
« War hennez n’az pezo galloud ebet. »
« Perak-ar-gurun, eta ? »
« Abalamour ma toug gwiskamant ar Werc’hez. »
« Malloz ! »
« Dizober a c’helli kement vad a ray. »
« Mat tre ! mat tre ! neuze eo mat ar stal ! ha me a zo d’it ! »
Hag heñ war-lerc’h al lean da welout ha gwir e oa komzou Paol. Kerkent ma teue pep tra da vat, dre nerz skeud ar sant, mab an diaoul o tostaat a freuze an holl draou ; ar bleuñv a weñve a-vec’h digoret, an ed o paouez diwana a zisec’he, ar re gamm a veze seizet o fevar ezel, ar re vorn a yae dall put, ar re glañv a varve antronoz…
Mantret e voe an holl. Dont a reas an ermit da c’houzout na c’helle netra mirout ouz Fall-e-C’hoant da wallober. Hag heñ soñjal petra da ober. Mont d’e gavout, a gavas d’ezañ, a oa mat.
Eus ar pella ma wel anezañ o tont, Fall-e-C’hoant a ziroll da c’hoarzin ken reuñkeun, ma tarb d’ar mor sponta, d’ar mor e-lec’h ma vez an heol o vont da gousket.
Hep tamm evez ouz ar glas-c’hoarz-se, Santel-e-Skeud a ya rag-eeun da Fall-e-C’hoant, ha gant eur vouez kreñv :
« Perak e rez kement a zroug da dud keiz ar vro ? »
« Perak ? Feiz, pep hini a rank kemerout e blijadur e-lec’h ma kav anezi. Te a zo da hini ober vad ; me o trougober : ar pez a lavar anat n’emañ ket an hevelep danvez oc’h ober ac’hanomp. Ha setu ! »
« Va mignon, cheñch en an’ Doue… »
« Peoc’h d’in gant da Zoue ! Sell ! me n’anevezan nemet an diaoul ! »
Ar manac'h a laka sin ar groaz en e gerc’henn hag a lavar :
« Me az ped, cheñch hent. »
« Cheñch hent ? Daoust ha va oberou a sell ouzit ? Ha d’it eo da zont da rei aliou d’in ? Pegement ar walenn, brava den a zo ac’hanout ? Me am eus baro dindan va fri, paotr ! »
Santel-e-Skeud a zigas da soñj d’ezañ eus e vamm, eus e vugaleaj, eus e bask kenta. Eur galon zir eo kalon Fall-e-C’hoant, ha van ebet ne ra. Ne briz ket selaou, ha gwasoc’h c’hoaz, a-barz ar fin e sav droug en e gorf. Poan aner, Santel-e-Skeud a gendalc’h gant e brezegenn, ken a dap Fall-e-C’hoant eur geuneudenn da stlepel outañ. Skei e-biou a ra. Hogen, kregi a ra en eur geuneudenn-all, ha, yao ! dao war gein ar manac’h kaez a red kuit endra ’c’hell, ha Fall-e-C’hoant a ya war e lerc’h.
O veza ma stok e vouzellou ouz e zaoulin, Fall-e-C’hoant ne c’hell ket mont buan ; ha Santel-e-Skeud a c’hounez hag a ra burzudou.
Met skuiza a ra founnus (buan) al lean koz. Fall-e-C’hoant, neuze avat, a laka mall en e zivesker, ha dizober a ra ar burzudou.
Ha d’ar red o-daou. Abardaezi a ra : an heol, o serri e lagad er gwagou alaouret, a vousc’hoarz o sellout ouz ar redadeg.
Ar manac’h kaez a goll, a goll : hag egile a zo muioc’h a ze a galon ennañ, hag a hast, hag a hast. Klevout a ra Santel-e-Skeud trouz ha malloziou Fall-e-C’hoant o tostaat. Dare eo da veza tapet, ken… trouz ebet ken gant egile. Daoust ha ne c’hell ken bale ?… Ne laosk le-douet ebet ken. Gervel al lean a ra truezus. Hemañ a dro e benn da sellout.
Fall-eC’hoant a laka e zaouarn palv-ha-palv, o c’houlenn pardon. Santel-e-Skeud a ra trugarez d’ezañ.
Petra eta a oa digouezet ? Kerzout e skeud ar sant en devoa graet Fall-e-C’hoant. Hag eur burzud a voe.
Adalek an deiz-se e vezent atao o-daou kichen-ha-kichen, ha vad Santel-e-Skeud a bade bepred.
Fall-e-C’hoant ne voe ket pell evit dont da c’houzout troiad an aelez er vro, ha pe da vare e veze burzudou gant skeud ar sant. Gouzout a reas ivez e oa difennet groñs lavarout netra d’an ermit diwar-benn kement-se, hag, evel just, ne lavaras netra ebet morse d’ezañ. Tenna a reas e vad, daoust da ze, eus ar skeud benniget, hag e skeud d’ezañ ne rae seurt ken.
Ankeniet e oa evelato : an diaoul, emichañs, ne zisoñje ket en devoa e ene da gaout. Hag heñ ha lavarout da Santel-e-Skeud chom er gêr goude kuz-heol. Bepred hag atao e veze e skeud ar sant : war an deiz, er-maez dindan an heol, hag en noz, gant eur c’houlaouenn war enaou, e lakae Santel-e-Skeud etrezañ hag ar sklerijenn.
« E-keit ha ma vezin er skeud benniget. » e soñje, « an diaoul, m’hen argas ! ne ray droug ebet d’in. »
An ermit ne soñje netra diwar-benn kement-se : gant Doue hebken edo e spered.
E-giz ma soñjit, dont a eure Kripi. Hag heñ ha lavarout :
« Alo ! va mignon Fall-e-C’hoant, erru out ? Deus eta, paotr ! Mall eo ganin briata ac’hanout war va c’halon ! Sell ’ta ! ha da vanac’h out aet ivez ? Bravat stad, war va le ! Beza noz-deiz o trailha ranezennou ? Alo deus ! du-mañ eo gwelloc’h ar bed ! »
« Deus d’am c’herc’hat ! Lavaret az poa ! »
Santel-e-Skeud ne gleve seurt, edo kalonek gant e euriou.
Fall-e-c’hoant avat a oa war bennou e zaoulin, a-dreñv kein al lean e-giz ma oa boazet da veza, en e skeud, a yae tre betek toull an nor, edo Satan war he zreuzou.
« Deus ’ta, mignon. »
« K… ! »
« Eur wech c’hoaz, dont a rez ? »
« K… ! »
Ha Paol gornek a astennas e vizied skilfek. Fall-e-C’hoant a grene e-giz eur bern deliou. Hogen krabanou an aotrou lostek a yeas e skeud ar sant, ha me a lavar d’eoc’h e tec’has buanoc’h eget ma oa deuet. Mont a reas war e benn er vengleuz dour bero a zo he ano an Ifern.
…Fall-e-C’hoant, dre chañs vat, a varvas a-raok e vignon. Met amzer en devoa bet da ober pinijenn evit e walloberiou, ha pignat a eure war eeun d’ar Baradoz. Hag a-benn eur c’hrapadig e teuas da gerc’hat Santel-e-Skeud. Hemañ a zeuas neuze da c’houzout en devoa graet vad ha vad c’hoaz, hag an neñv a dregernas gant eur c’han a levenez.
Courrier du Finistère,
Eost 1903.
Na Job ar c’hloc’her a oa laouen e galon o vont d’ar gêr da ouel an Anaon klemmus ! Ar re-all a oa kañv ganto. Heñ avat, heñ hag a lakae ar c’hleier da leñva pa sone glaz d’ar re varo en devoa touchet eun dornad mat a vouneiz en deiz-se, ha setu perak e oa seder e-giz eur pennglaouig. Evel just dao e oa bet ober pant (en em vezvi), ha meur a bicherad sistr hag a chopinad « la goutte » a oa aet gantañ da zistana e gorzailhenn. Ha Job a oa mezo dall.
Sonet e oa an Añjeluz gantañ pell a oa, hag edo c’hoaz en ostalidi (tavarn).
Noz du-dall a oa anezi pa savas diouz taol-ar-gwer a lugerne an hini melen er boutailhou warnezi. Hag heñ er maez. Ne gav ket d’in eo ret lavarout e vralle. Ne wele ket eur banne, (eur banne sklerijenn, banneou gwin-ardant ne lavaran ket), ha mont a rae, eus an eil tu d’an hent d’egile, da c’houlenn ouz mogeriou an tiez pelec’h edo e wele. Meur a wech e voe an douar gleb eur gador evitañ. Saotret e oa e vragou, hag e chupenn taraset (kailharet) gant ar pri. E dog a oa chomet war e lerc’h, ne ouie ket pelec’h. Diou wech e oa bet pilet gant an avel diwar e benn ha diou wech en devoa Job tapet eur mell pez lamm o klask dastum anezañ. Kignet en devoa Job e fri, bloñset e dal, disklipet e ziou chot. Heñ avat ne ouie dare, dre c’hras Doue.
N’en devoa poan ebet, nemet en e javed a oa kras-kras, war a lavare. Trempet mat e oa bet koulskoude. Hag heñ da youc’hal a-bouez e benn :
« Eur banne « la goutte » d’ar sklañker ! (krier). Eur banne ! eur banne !! hag eur banne-all !!! hag unan-all c’hoaz ! hag unan-all goude !! hag unan-all adarre !!! Netra gwelloc’h ! hag eur banne-all ouspenn a rafe mil vad d’am c’halon ! »
An holl, nemet siouaz ! eun ostizez pe ziou, a oa dastumet kloz etre o liñseriou tomm, ha Job ne reas kristen van ebet outañ.
…O tremen dirak chapel ar Werc’hez, e loc’has treid ar c’hloc’her war e lerc’h, hag e voe ret d’ezañ chom eur frapad da ziskuiza. Pounner e oa e benn, c’hoant kousket en devoa, hag heñ :
« Deomp d’ar gêr ! deomp d’ar gêr! paotr! Riou a-walc’h am eus er mod-mañ ! Hag e lavarez c'hoaz e tigas tomm ar boeson ! Ne ra ket, siouaz ! Ha neuze me a gav d'in emañ Paol Gornek o klask ober goap ac’hanoun ! Me a wel anezañ : eur forc’h tri bez a zo gantañ ! Stlepel a ra al loñkerien en tan ! Aiaou ! va c’hroc’hen ! Hag heñ c’hoaz, al lorgnez a zo anezañ ! pa verv mel o eskern gant ar flammou, heñ a strink anezo en dour sklas ! Hag eo permetet ober traou e-giz-se d’an dud ? Al loen vil ! ar poezon ! m’hen argas ! Ma taolfe anezo e barrikennadou gwin-ardant c’hoaz ! Neuze ez afe mat ar stal ! Met dour, sistr glesker, ta-ta-ta, ne blij ket d'in ! »
Hag heñ sellout. Ne welas netra gant an teñval ma oa an noz, netra nemet an ankelc’her a tañsal war ar beziou, er vered. Spontet e voe, eun tammig, e c’hellit kredi.
« Bah ! » emezañ, « pa n’emañ ket an diaoul o c’hoari ’r c’hilhou, ne ran foueltre kaer ebet gant den na netra ! Me n’em eus ket lec’h da gaout aon. Daou vell pez dorn am eus, hag an hini en devezo bet eur flac’had (stlafad) diganin ne glasko ket daou ! Mat ar stal bremañ ! Ne welen ket sklaer, kaer am boa difoeltra va daoulagad, ha setu goulou ! Mat ! mat sur ! Gwella pez a zo eo n’emaoun ket pell diouz ar gêr. Dao d’ezi, Job ! eun taol c’hoaz, paotr, ha c’houi a zo en ho kwele, ha tomm da benn ho fri ! Ya, ya, mat eo ! Hag evit an diaoul, avat, n’em eus tamm aon ebet razañ, rak evidoun-me eo bet savet ar son :
Me zo bet en ifern e-pad miz gwengolo
Ne baoueze ket da zrailha komzou ar seurt-se.
« Deomp ac’han ! » a lavaras heñ goude c’hoaz. « Deomp ac’halen ! Flaer an ifern a zo amañ ! Me a glev c’houez ar c’hig suilhet ! Deomp ac’han ! » Hag heñ ha bale, pe gentoc’h klask bale. Met ret e voe d’ezañ chom eno astennet war an douar yen. E porz ar chapel edo, hag heñ goulenn eun tamm gwasked bennak. Ma yeas a-ruz betek al lec’h ma krede d’ezañ ne oa mouch avel ebet, rak c’houeza start a rae ar gorventenn. Ne voe ket sioul tre e gousk, rak a-benn eur pennad e vrallas an nor gantañ. Ruilha a eure en diabarz, ha Job war livenn e gein war he lerc’h, roc’h atao gantañ avat.
Setu hanternoz o son en iliz. An avel a red er chapel dre an noz divarc’het. Ha Job a gousk. Met riou (anoued) en deus betek re ; kement ken a zihun, kropet e izili.
Chom a ra souezet. Goulou a zo war elum e kantoloriou ar chapel. Hag heñ, o kredi emañ en iliz, hag heñ mont da son an oferenn : met ne gav korden ebet. Diluzia a ra neuze e damm spered.
« Er chapel eo emaoun ! Penaos an diaoul ? A ! kornandoned vrein ! c’houi eo a zo o c’hoari troiou d’in, mil c’hagn an anduilh a zo ac’hanoc’h !… O ! Job, peoc’h ! genaoueg a zo ac’hanoun !… Me o lavarout traou ar seurt-se e chapel an Itron Varia ! Pardon ! va Doue benniget, pardon ! ne rin ken !»
Hag e wel e-giz eun hanter deiz er chapel, evel an amzer pa vez eur vrumenn warnezi.
« Al loar eo a zo o para bremañ, » a soñj d’ezañ. « Poent a-walc’h eo d’ezi, al lustrugenn, lakaat he fenn melen er-maez ! Koulskoude, noz du eo anezi, hep loar na steredenn ebet en oabl ! Trelatet oun ! Me a zo kollet va fenn ganin ! »
Dibikouza a ra e zaoulagad da gas e gousked en e dro. Estlammet-mik eo pa wel tud, eun ugent bennak anezo, war bennou o daoulin e-kreiz ar chapel. Met, o veza ma n’eo ket digor frank e zaoulagad, e kred ez int labour e benn badaouet. Ne oar ket petra a zo en dro d’ezo : lavaret e vefe ez int gwisket gant teodou tan. Pa flachont an distera e wel flammijennou tan, hag int a zo en o c’hreiz.
Divadaoui a ra Job neuze. Gant aon da veza gwelet gant ar speredou, e ra eur bedenn d’e baeron, hag heñ didrouz da vont er-maez. War an treuzou emañ. Sellout a ra c’hoaz. E-harz an aoter ez eus eur beleg gwisket e du e-giz evit lavarout oferenn an Anaon.
« Introibo ad altare Dei, » eme ar beleg.
E vouez a zo kentoc’h mouez eur morzol war an anneo eget mouez eun den.
« Introibo ad altare Dei, » a lavar heñ adarre.
Ha den ne respont d'ezañ. Emañ Job o vont da lavarout ar c’homzou a vez distaget gant ar marchigod (kurust), met ne gred ket, an aon o vorza d’ezañ e deod en e c’henou.
Eun deirvet gwech a lavar ar beleg :
« Introibo ad altare Dei. »
Ha grik ebet c’hoaz, nemet c’houec’hvet taol an hanternoz. Ar beleg a dro neuze war-du Job hag a lavar d’ezañ dont d’e gavout. Ar re holl a zo eno a sell ouz ar c’hloc’her, e-giz evit her pedi d’ober ar pez a c’houlenn ar beleg outañ. Senti a ra Job o vralla, n’eo ket gant ar boeson avat, gant ar spont ne lavaran ket.
Kaset eo an oferenn da benn, hep ma voe netra-all er chapel. Didrubuilha a ra spered ar c’hloc’her, teurel a ra pled (evez) ouz ar beleg da c’houzout hag heñ e c’hello e anaout. N'hen anavez ket.
« Requiescant in pace. » eme ar beleg.
« Amen, » eme Job.
Neuze ez eus trouz er chapel, e-giz trouz eskern o steki kenetrezo. Sabaturet, Job a dro e benn da sellout. An hanter-sklerijenn a oa kent er chapel n’eus ken anezi : ar re a oa tud a zo bremañ ugent ankou. Spontus eo o fenn ; ar gern a lugern e-giz koar, toullou o daoulagad a zo goullo, o dent a zo hir-hir… Terzienn an enkrez a zo gant Job, met ar beleg a lavar d’ezañ :
« Mignon, arabat d’eoc’h kaout aon ; n’eo ket ni eo a ray droug d’eoc’h. O ! nann ! eur skor talvoudus meurbet hoc’h eus roet d’eomp o respont va oferenn d’in. Hanter-kant vloaz ’zo oun maro, hag er purgator emaoun abaoe abalamour da ziou oferenn n’am boa ket lavaret evit an anaon emañ o eskern amañ. Bep bloaz e teuen amañ da geñver an noz-mañ. Hogen den ebet ne zeuas morse da respont va oferenn d’in, ha nikun eus ar re a zo amañ ne c’hell ober… Setu me bremañ paet ganin da Zoue an hanter eus va dle, ha dre ho skoazell-c’houi, den mat ar gwella. Ma fell d’eoc’h dont warc’hoarz da noz adarre, e vezo digoret doriou ar Baradoz d’an anaon geiz-mañ ha d’in… »
Mezvier e oa Job, met e galon ne oa ket beuzet enni ar c’hoant da ober vad. Toui a ra d’ar beleg distrei da respont e oferenn d’ezañ adarre. Stoui a ra da dapout e varetenn d’ar beleg. Poazet eo e vizied pa stok outi, e-giz m’en divije stoket ouz eur skod-tan, ha lezel a ra anezi da goueza war an douar.
« Na douchit ket ouzin, » eme ar beleg, « nag ouz netra a gement a zo d’in. It da welc’hi ho torn gant dour eus ar vured, ha pare e viot. Hogen, dalc’hit soñj mat, ma ne rit ket ar pez hoc’h eus lavaret, e krogo ar boan ennoc’h adarre. »
N’eo ket peurechu e gomzou gantañ ma faout an douar, hag ar beleg hag ar re-all a gouez er frailh. Job avat a red kuit, ha founnus. Hanter-varo eo.
Daoust d’ezañ beza skuiz, ne gousk berad. Gwelout a ra dalc’hmat anaon ar chapel. C’houezi a ra yen, e zaoulagad a zo dispourbellet, e vleo a sav sounn war e benn…
Pa darz an deiz e toull e brenestr, e ya d’ar red da gas d’ar Werc’hez kanaouenn an Anjeluz, ha lavarout a ra e bater.
A-benn eun hantereur goude, an aotrou person a zo er sakristiri, ha Job a zispleg e droiad d’ezañ.
Ne fell ket d’ar beleg e gredi.
« Re, kalz re, kalz-kalz re ho poa lonket, Job ! Moged ar chopinadou en devoa loariet ho penn. Evit dour sklaer traken hirio, ha diwar an dour-se, it d’ar chapel fenoz. Warc’hoaz vintin e tigasot kelou d’in. »
Kredi e berson, Job ar c’houlenn ket gwell.
« Ne din ket d’ar chapel, » emezañ… « na diwar zour na diwar netra. Mezo e oan ha, sur mat, netra n’em eus gwelet… Sot oun bet !… »
…Diouz an abardaez, memes tra, ne oar ket petra a c’hoari gantañ. E-giz keuz en deus.
« Roet em eus va ger, » emezañ. « Ha ma vefe gwir ivez ar pez a zo c’hoarvezet ganin ? Na me a vefe tapet ! Ha neuze, dreist-holl, ma vefen-me kaoz e chomfe eneou er purgator pell c’hoaz marteze ?… Bo ! Bo ! n’eus netra gwir ? Me a zo re sur ! Seurt ebet !… »
Ha Job da lonka banneou. Disoñjal ali mat an aotrou person en deus graet, siouaz ! Met, kaer en deus, ne c’hell ket mont badaouet zoken. E galon a sko eun dra bennak enni, ha yac’h e chom e benn.
Lazet eo ar goulou pell ’zo en ti. Unnek eur a son.
« Ma ’z an d’ar chapel, » a lavar Job, « eo poent d’in dibrada ac’halen. Roet em eus va ger, gwir eo, met kousket mik e oan. Ma ! ne din ket ! Bravoc’h emaoun em gwele amañ eget beza va fri e-kreiz etre ar peder avel. Kouskomp. Toutouig la la ! Eur banne, koulskoude, a ray vad d’in c’hoaz. Just, bez’ em eus aze eur restad « fine champagne bretonne ». Hennez a zo hini mat avat ! »
Hag heñ e zorn d’ar werenn. Buan e tiskrog diouti : e-giz eun houarn ruz e tev.
« Mat eo, » a lavar, « me a oar petra eo ! Pa vez lavaret ober eun dra bennak e vez ret hen ober. »
Sevel a ra hag ez a war-du ar chapel. Seul vui ma tosta outi seul vuioc’h e kren : soñjal a ra en nozvez diarok. Ugent gwech e tarb d’ezañ mont war e giz, met gant e viz, an tan ennañ, e rank kerzout.
E-tal toull an nor emañ. Hanternoz a son. Digeri ar ra an nor. (Savet en devoa anezi war he marc’hou.) E diabarz ar chapel n’eus nemet eur bann-loar. Kas a ra e anken da vale bro.
« Gouzout a-walc’h a raen n’em bije gwelet netra ebet, » emezañ, sart e galon. « Ha koulskoude, ar poan am eus bet em biz ? Mat, mont a ran kuit »
« Aiaou ! poan am eus adarre ! Dao eo d’in chom neuze. »
Hag ar boan kuit en-dro. Setu neuze eur sklerijenn vras hag e wel ar re a oa bet eno en derc’hent, ar goulou war elum hag ar beleg. Job a dosta ouz an aoter da respont. N’emañ ket hep anken o soñjal na vezo ket hir bras an oferenn. Ha petra a vezo goude ?…
« Requiescant in pace, » a lavar ar beleg.
« Amen, » eme Job.
War c’hed emañ hemañ eus trouz e-giz en noz a raok ha ne glev netra. Trei a ra e benn. Ar Chapel a zo sklaer evel e-kreiz an deiz bras. E lec’h relegennou, e wel tud gwisket e gwenn, heñveloc’h ouz aelez eget ouz tud.
« Mignon, » eme ar beleg, « setu dirazoc’h an anaon tennet eus tan ar purgator dre c’halloud an oferenn war galon Doue. C’houi eo hoc’h eus graet d’eomp dont ac’hano : ra viot benniget !… Bremañ ez eomp war eeun d’an neñv da welout an Doue mat, met just ivez. Ni her pedo evit ma teuoc’h di dizale. Dont a reot gant ma fello d’eoc’h suja ho kleñved : ar vezventi. Kenavo ! »
Peurlavaret e gomzou, setu gantañ eur sae wenn, gwennoc’h eget an erc’h. Sklerijenn a sav eus e zaouarn sakr e-giz horzennou-tan ; war e benn ez eus eur c’helc’h lugernus ; stag ouz e c’houriz, glas evel hon turban, eul lilienn c’hlan ha kaer, war e skoaz eur vantell ker skedus ma seblant graet gant eun tamm eus an heol. Hag holl e kanont kerkent kanaouenn al levenez da veza bet tennet eus o harlu. Hag e pignont da Di Jezuz war eur goabrenn splann.
Job, alvaonet, a zo kouezet, e dal war an douar. Pa sav ne wel netra ken. Ha goulenn a ra ouz Doue mont d’e gavout ivez.
Adalek an deiz-se ne evas ken nemet dour sklaer ; ha tri miz goude, an aotrou person a gase korf e gloc’her d’ar vered. E ene a on aet d’ar Baradoz.
Kroaz ar Vretoned :
du, kerzu 1903 ha genver 1904 ;
Ar Vro : du ha kerzu 1910.
Gwechall goz e oa war menez Kerzeurc’h, e parrez Pleiben eur gêriadennig koant-koant. An tiez a oa o flijadur gwelout o stad e ster ar C’hrann a rede flour war eur gwele keoni (kinvi). Perak n’emañ ken an traou e-giz-se ? Da belec’h eo aet ar gêrig vrao ?…
Me a glevas he istor, en deiz-all gant daou vod brug a lavare anezi an eil d’egile, e-giz m’o devoa he desket o-unan gant o zadou.
Eun devez, eme unan anezo, an aotrounez Sant Per ha Sant Paol a savas c’hoant ganto da zont d’ober eun dro-vale dre Vreiz-Izel. Fellout a rae d’ezo gwelout ha gwir e oa ar vrud, bet kaset betek enno, eo Breiz perlezenn an holl vroiou.
« Tud vat eo tout rac’h ar re a zo eno, » eme Ber. « Ya, ar Vretoned a zo tud vat, tud feiz birvidik en o c’halon. Me a oar mat tre kement-se, rak, va mignon Paol, me a zo bet e kement bro a zo gant an Aotrou, ha Breiz eo va muia karet. »
« Na c’houi a gomz brao, Per ! Anat eo oc’h bet er skol. »
« O ! morse, Paol ! Met ar wirionez a zo kaer anezi he-unan. »
« Gwir eo. Met gwelet a vezo hag hen emañ ar wirionez ganeoc’h. Me ivez am eus redet broiou a-raok digouezout ganeoc’h e Roum, ha gwelet em eus meur a vro gaer. E Breiz, avat, ne doun ket bet c’hoaz, met he feiz a laka ac’hanoun d’he c’harout. Gwell a ze ma ’z eo e-giz ma lavar ar vrud anezi. »
Hag an aotrounez a ziskenn war gern menez Sant Mikael, e Brasparz. Ac’hano e welont n’ouzon dare pet parrez, ha n’ouzon pet tour koant, kollet o beg ganto en oabl glas.
« Mont a reomp da Blouie ? » eme Ber.
« N’eo ket Plouie bro ar raden ? »
« Eo. »
« Deomp da lec’h-all neuze, rak ar raden a zo eur blantenn fall na zoug frouezenn ebet. »
« Mont a reomp da Verrien ? »
« Re a vein a zo eno, hag aon am eus e vefe graet ar c’halonou gant mein ivez. »
« Met pa lavaran deoc’h ez int mat ! »
« A-benn eur wech-all. »
« Chom a reomp e Brasparz neuze ? »
« Pa vezo graet ar pez a lavare Yann-Vadezour : stankit an traoniennou, izelait an torgennou, eeunit ar gwenodennou, kompezit an hentou diblaen. »
« Labour a vezo d’ober ! Da belec’h eta e faot d’eoc’h mont ? »
« Me a wel du-hont, eur pennad ac’halen, me a wel eur c’halvar. Deomp di. »
« A ! Pleiben eo a fell d’eoc’h mont da welout ? Jermen hag e dad Iben a vezo laouen o c’halon pa gasimp kelou d’ezo eus o bro ger ! Brao eo iliz Pleiben gant he zouriou dantelezet a ziskouez an neñv d’an dud. Brao eo kalvar Pleiben, ar Groaz Vras, e-giz ma lavaront du-ze. Nann, n’ez eus ket tri galvar par d’ezañ : buhez an Aotrou Krist a zo warnañ gant skeudeunou, bizit Gabriel d’ar Werc’hez, ginivelez ar Bugel e kraouig Bethleem, ar Bastored, ar Rouaned, hag an traou e-giz-se, penn-da-benn, betek maro ar C’hrist war ar Groaz, etre an daou laer. Hag e-harz e dreid emañ e vamm garet, gant Yann hag ar Vadalen, hag en o c’hichen ar c’hantener war e varc’h. Seblantout a ra ar c’hantener lavarout : « E gwirionez, an den-mañ a oa Mab Doue… » Hag a-hend-all gwelout a reot hoc’h-unan. »
« Hag ar blasenn a zo brao ivez ? »
« Brava hini a zo er bed. Ne vank ket eur seurt enni. War eun duchenn eo gwintet ar vourc’h ; tro-zro d’ezi ez eus krec’hennou kaer-kaer, dreist-holl pa skuilh an heol e aour warnezo. Ar saonennou a zo dispar : enno e red steriou dour fresk a seblant neudennou arc’hant. Hag an ed ? Hag ar foenn ? Hag an ed-du ? An ed a zo puilh, ha bravik e c’hourlamm gant an aezenn ; ar foenn a zo druz. An ed-du a zo kement a c’houez vat gantañ ken he c’hlever dre holl ! Nag a wenan a vez o voudal, o tastum mel diwarnezañ !… Lavarout a ran d’eoc’h, brava parrez a zo eo Pleiben. Hag eun tammig buanoc’h, sell ! edon o vont da zisoñjal ar chapeliou : hadet int eno gant dorn kristenien vat, ha diwanet int par da lili war ribl an dour. Peder anezo a zo d’ar Werc’hez : unan er vourc’h, unan e Garz-Varia, unan e Gwenili, unan e Lanneleg. Gwelout a raimp houmañ, ma karit, en eur vont da Bleiben, hag ivez chapel ar Vadalen, chapel souchet e-touez ar gwez en eun draonienn goant. Dindan skourrou eur wezenn ivin e-tal ar chapel-mañ ez eus eur bern skeudennou brao ha koz. Bez’ ez eus c’hoaz diou chapel-all e parrez Pleiben : unan anezo a zo d’an Dreinded hag enni, m’am eus soñj, emañ war e groaz hor mignon Andreo ; eben a zo d’ar merzer bras Lorañs, chapelig koant a red dour tro-zro d’ezi »
« Setu aze traou avat, Per ! Met an dud ? »
« An dud a zo kalon enno evit o feiz hag o bro. Ar Balb, hag a oa noter e Pleiben, a redas ar meneziou da sevel an holl da gas kuit an hini a voustre Bro-Gerne dindan e seuliou divergont, an hini a waske ar goueriaded geiz gant e baper-timbr. Buzid hag ar beleg Leinlouet (hemañ a voe lazet e Karaez goude beza troc’het e vrec’h ouz Leskoad, an hugunod treitour) ha n’eo ket int eo a viras ouz falskredenn Luther da skigna he viloniou en o bro ? »
« Mat, Per, kement-se a blij d’in. Ya, karout a ran ar re a zifenn o feiz hag o bro. Deomp bremañ da Bleiben da welout hag hen eo atao an dud e-giz ma oa o zadou. »
Hag int en hent.
Gwall-baour ez int gwisket, ha den ebet ne gred kemerout anezo evit tud eus Baradoz Doue, tud eus ar Vro-se a lavarer a zo ker pinvidik. (Chañs da dud Pleiben, — ha d’ar re all ivez, — da vont da welout !) Bep a visac’h a zo ganto war o c’hein, ha bep a bennbaz dero en o dorn dehou.
Hag ar glao d’ober pa ’z eo tremenet ganto chapel Lanneleg, e-lec’h m’o deus gwelet ar Werc’hez Vari ha Santez Barba venniget pep hini en he armel.
« …Soñj hoc’h eus marteze, va breur brug, ez eus bet kuzet eun eskop e Lanneleg e-pad an Dispac’h ? »
« Ya, va zad am eus bet klevet kement-se gantañ alies. »
Hag an daou sant da chom er gêriadenn a oa amañ d’an ampoent.
Gwelout a reont eun ti brasoc’h eget ar re-all, hag int d’ober dao war an nor. Pelloc’h eo ret d’ezo gortoz avat eget ma c’hortoz an dud e-tal dor ar Baradoz. Hag int : dao ! dao ! adarre. Ha setu neuze eun aotrou gwisket faro o tont da zigeri. E voutou ler a lugern, bouklou arc’hant warnezo : e vragez striz a stok outo ; e jakedenn lost-pik a zo hir ha kaer ; e vruched emañ baro e chiñk (elgez, groñch) warnezañ, e dog a zo sounn hag uhel.
Hag int a c’houlenn aotre digantañ da vont da sec’ha o dilhad ouz an tan a glevont o traskal lirzin en oaled.
Pa daol pled an aotrou ouz o zruilhou :
« Tra ! Tra ! » emezañ, « War raok gant hoc’h hent ! pe va chas bras a zo war ho lerc'h !… »
Ar sent a ya kuit hep marc’hata, ha Paol da Ber :
« M’eus aon tud Pleiben a zo e-giz ar re-all ? »
« A bep seurt a zo anezo, gwir eo ; met an aotrou-mañ n’eo ket eus Pleiben eo. Emichañs hoc’h eus gwelet an dra-ze diouz e zilhad. Met gortozit, me a ya da gas ac’hanoc’h da di unan eus ar vro. »
Ha Per da glask eun ti-all, rak daoust d’ezañ da veza bet pesketaer eus e vicher, ne blij ket kalz d’ezañ beza gleb-par-teil. Hag heñ d’eun ti paour, hanter-zistro, ilieo o stanka an toullou a zo ennañ.
Alies ar re binvidik, heñvel ouz an aotrou Delamonnoye, (ankounac’haet em boa e ano, hag heñ eun ano breizat koulskoude), alies ar re binvidik a vez kriz ouz ar beorien, e lec’h ar re baour a ro eus ar pez o devez, e-giz ma lavare Tobiaz d’e vab ober. En ti, e-lec’h ma ya Per, emañ Dienez o chom. Ma oa paour-Job, mat e oa ivez. Hag heñ da gaout truez ouz ar veajourien, paour eveltañ.
« Deuit da lakaat eun azez, mignoned. » emezañ. « Diskuizit eun tammig da sec’ha ho tilhad. Er c’heun, e-kichen Brasparz, oun bet n’eus ket pell, hag eur c’hravazad taouarc’h (mouded) am eus bet ; gant-se, ne c’hellec’h ket digouezout e gwelloc’h mare. O keuneuta oun bet dec’h ivez. »
Hag heñ teurel eun dornadig bleñchou en tan, ha ranna e aluzenou etrezo.
« Ne labouran ken, siouaz ! Koz oun ! Brevet eo va izili !… Ha ret eo d’in mont da glask va zammig bara. Met debrit dinec’h ; a galon vat eo a roan d’eoc’h. Tommit ivez. O rei d’eoc’h, e tennan bennoz an Aotrou Doue war va bleo gwenn. »
Dibri a reont kalonek, ha pa ne chom mui eur vleñchenn nag eun tamm mouded en tan, Per a sav en e sao, eun tamm kreun gantañ c’hoaz etre e zent :
« Dienez, » emezañ, « Dienez ker, te a zo mat da galon. Roet ac’h eus d’eomp kement hag ac’h eus bet da-unan. Ya, Doue d’az pennigo. Goulenn diganeomp ar pez ac'h eus c’hoant, ha bez’ az pezo. »
Ha Dienez war bennou e zaoulin o lavarout :
« Santel ! Santel ! Santel ! »
Pa ’z eo divadaouet gant komzou mat Sant Paol :
« Sent benniget, » emezañ, « bennigit parrez Pleiben ma vezo c’hoaz kaeroc’h eget ne deo. »
« Benniget eo, » emezo o-daou. « Goulenn eun dra bennak evidout da-unan. »
« Ne chom nemet eun dra ganin, eur wezenn-avalou. Karout a rafen avat e vefe he frouez d’in, ha padal e vezan laeret, paourig kaez a zo ac’hanoun ! Ne vezont ket azo (dare) c’hoaz, ha va avalou a ya bemdez eun nebeud mat anezo gant n’ouzon dare piou. Grit eta, sent vat, ma ne c’hello den diskenn eus va gwezenn, nemet falvezout a rafe d’in. »
« Mat sur, » eme Ber.
Hag an daou sant a sav war-du an neñv, ha Per da Baol :
« Ac’hanta ? »
« A ! setu aze eun den mat hag a ra enor d’e barrez a vennigan eus a-greiz va c’halon. Met na dit ket da lavarout ken, Per gaez, ez eo mat an dud holl. »
Per ne c’hell nemet plega e benn, rak, allas ! re-wir n’eo ken. Tud fall a zo, e Pleiben zoken. Ha koulskoude, me a garfe, bodig brug ma ’z oun, na vefe nemet tud vat, kaer o o c’halon, e Breiz-Izel…
Deuet an here, e oa kaer an avalou, kaeroc’h eget biskoaz ; ha Dienez ne oa tamm nec’het ebet, o veza ma c’hellje dastum anezo da velena a da ranna gant ar re baour hag ar re glañv.
Eur mintinvez, Dienez a oa e-maez e lochenn, ker seder ha tra, e soñj gant e avalou. Hag heñ gwelout e-giz avel en deliou, ha koulskoude ne oa ket eur mouch hepken e nep lec’h tro-zro.
« Petra an dra-mañ ? » emezañ.
Hag heñ mont betek ar wezenn.
An aotrou Delamonnoye eo a oa enni. Klask a rae lakaat e droad war ar skeul en devoa harpet outi da bignat enni. Leun-chek e oa e c’hodilli gant an avalou. Diskenn avat ne c’helle ken.
« Traou Doue ! » eme Zienez, « ha gwir eo e oa c’houi, eun den pinvidik-mor eveldoc’h, a veze hag a zo o laerez mad ar paour ? Ne oar den ebet an dra-ze c’hoaz, piz a zo ac’hanoc’h ! Bremaik avat e ouezo an holl, m’hen tou ! »
Ha Dienez a c’halv an dud. Ar re-mañ a ra an hu war an aotrou. Eun den tost d’e yalc’h ne vez ket karet morse.
Hag an aotrou neuze, ruz gant ar vez :
« Deus d’am sikour, Dienez ; me da baeo ! »
« Ne ran foueltre kaer ebet gant hoc’h aour ! »
« Deus ! Deus! »
« Tra ! Tra ! »
« Mat, » eme an dud, « Ra grevo an naer laer gant he c’hofad ! »
Ne voe lezet an aotrou da ziskenn nemet pa skignas an noz he goueliou du, ha Dienez a lavaras d’ezañ :
« Evit ar wech-mañ ne lavaran netra ken, Aotrou e Yalc’h ! Met eur wech-all, diwallit ! rak da viken e chomot e-touez an avalou a blij d’eoc’h kement ! »
An aotrou ne c’houlennas ket marc’hata, hag heñ d’an traon ker buan ma voe darbet d'ezañ brevi e c’houzoug, ha morse ken ne voe gwelet war-dro ar wezenn-avalou… Diwezatoc’h, marteze, e tigemeras gwelloc’h Sant Per ha Sant Paol.
… Me a gav d’in e oa gwir, eme ar bod brug-all, rak klevet em eus kement-mañ :
Eun devez, Dienez a gouezas klañv. An Ankou o tont a lavaras gant e gornailhenn spountus :
« He ! Dienez, deus ganin ! Dare out ? »
« Ya 'vat ! mignon ! pa ’z eo gwir n’em eus tamm foeltr netra ebet da zilezel na da lakaat em arched (ma vez graet unan d’in), ha pa ne rebech va c’houstiañs seurt ebet d’in, nemet marteze beza bet re daer e-keñver an aotrou Delamonnoye, soñj hoc’h eus ? »
« Eun tammig, met an dra-ze n’eo ket kalz a dra. Pardonet e vezo d’it aes-aes. Ha neuze, poent eo d’an aotrou-se cheñch buhez, rak warc’hoaz da noz e teuio ganin »
« Ha me ? »
« Te ? bremañ dioustu ! »
« Met Ankou mat, koulskoude, a-barz mervel ha lavarout kenavezo d’ar bed ankenius-mañ, e karfen kaout eun aval eus ar re a zo aze em gwezenn e-tal va lochennig. Ha tapout a reot unan d’in ? »
« Ober a-walc’h, ha laouen c’hoaz oc’h ober plijadur d’eun den onest eveldout. »
« Onest ! » eme Zienez outañ e-unan, « te a welo, paotr e eskern ! »
Hag an Ankou er wezenn. Tapout a ra eun aval. Met diskenn en traon a zo eur c’hoari-all.
« Petra an Aotrou Doue gant an dra-mañ ? » emezañ.
« Ne c'hellan ket mont an traon ? me ? an Ankou ? Pignet oun koulskoude ! Ha strobinellet e vefe ar wezenn-mañ ? Tan ha kurun ! kousto pe gousto, me a zo ret d’in tec’hout ac’halen… Dienez ! »
Grik ebet.
« Dienez ! bouzar out ?… A ! Dienez ! lez ac’hanoun ! Eur gwall zevez am eus d’ober feteiz ! N'em eus ket amzer da c’hoari ! Dienez ! truez ouz va stad ! »
« Gortozit eur pennadig c’hoaz. C’houi n’ouzoc’h ket marteze penaos e tle ar gêriadenn-mañ mont da get ? »
« Nann ! »
« Mat ! va zad-you koz en devoa klevet gant e dad-kuñv e vije echu gant ar gêr-mañ en deiz ma varvje an hini diweza eus o gouenn. Hogen war va lerc’h ne chom den eus va gwad, ha, rak-se, ar gêriadenn goant-mañ a ya da goueza en he foull. N’hoc’h eus ket lennet an dra-ze en ho leor ? »
« Eo ! ha lavarout a raen d’it em boa eur gwall zevez-labour hirio. »
« Gwir eo. Rak-se eta, peogwir emañ hirio va zro da vont ganeoc’h, e tle tud ar gêr-mañ mont ivez ? »
« Ya, evit doare. »
« Mat, mat. Me a ya d’o dastum amañ, hag e-giz-se e tigollot hoc’h amzer. »
« Te a zo ret vat, Dienez. Lez ac’hanoun da vont ’ta neuze ! »
« O ! bremaik. Amzer ! »
Ha Dienez da c’hervel an dud, o lavarout d’ezo ar pez a oa da veza. Lod a gave diaes kuitaat eur gêrig ker brao ; lod-all avat ne lavarent netra. Pa oa skrivet an traou da veza e-giz-se, e oa dao kemerout anezo evel ma teuent ha d’ar mare ma teuent.
Evidoun, me a gav d’in, eo ar re-mañ eo a oa ar re fura.
…Mat a livirit, eme ar bod brug-all.
Ha Dienez, eme egile adarre, mont da gavout an aotrou Delamonnoye.
« Ho ! Aotrou Delamonnoye ? » emezañ.
Hemañ a laka e fri er-maez, ha pa wel Dienez :
« Gortoz, paotr an avalou melen, me a ya da lakaat va chas war da bilhou ! »
« Hola ! aotrou, bezit fur : bremaik e vezo falc’h an Ankou war ho chouk ! »
« Falc’h an Ankou ? O ! me a zo yac’h c’hoaz an tamm ac’hanoun ! »
« Ne lavaran ket, aotrou ; met hirio e varvo kement hini a zo er gêriadenn-mañ. »
« Ne traou brao a zo ganez ! »
« Deuit da welout ! »
« Da welout an dud oc’h ober goap ac’hanoun, neketa ? »
« An amzer d’ober goap a zo tremenet. Soñjal e Doue eo a ra an dud. »
Ha setu neuze bodet an dud holl en dro d’an Ankou.
« Dienez, » eme hemañ, « lez ac’hanoun da vont kuit ! »
« Eur pennadig c’hoaz, aotrou koant. Alo ! tud vat, goulennit pardon digant Doue eus ho pec’hedou. »
Hag int, Delamonnoye hag all :
« Pardon ! Pardon ! Pardon ! »
« Alo ! » eme Zienez, « diskenn ! »
Hag an Ankou a dec’h ken taer ma pil e falc’h, brelimet mat en derc’hent, kement a zo er gêriadenn : tud, tiez, gwez hag all.
« Glao dour-pil a gouezas neuze, hag a welc’has al lec’h-se o kas an traou da ster ar C’hrann, hag en he goueled emaint abaoe.
Met bennoz an aotrounez Sant Per ha Sant Paul a gouezas war ar vro-mañ, ha chomet eo e-giz ma oa a-raok : strujus ha mat d’an ed, flourik c’hoaz d’an doureier a red bepred kerkoulz ha neuze, mat ivez e-keñver an dud. Ra vezo pell c’hoaz e-giz-se. An dud pinvidik a ro dorn d’ar re baour, hag ar re-mañ o deus fiziañs e Doue leiz o c’halon…
Hag an daou vod brug war eun dro :
« Kanomp meuleudi da Zoue da veza lakaet ac’hanomp en douar mat-mañ… »
Courrier du Finistère, genver ha c’houevrer 1904.
En amzer ma teue alies Jezuz hag e vamm santel da ober troiou-bale er vro-mañ, e oa o veva daou zenjentil yaouank : Nik ha Seven.
Nik a oa krog en e c’houezek vloaz, ha Seven ne oa c’hoaz nemet pevarzek.
Seven a gare an aotrou Doue hag ar beorien a zo bugale muia-karet an Aotrou. Ne chome ket pell e wenneien en e c’hodell. Nik avat ne roe nemet ar pez a ranke, ha marc’hata a rae c’hoaz zoken.
O zad a oa aet diganto, hag o mamm a soñjas kas anezo da flec’h da di eun eontr d’ezo a oa o chom e pell-bro. Eun devez eta, e roas bep a yalc’had, bep a vantell vouk ha bep al loen-kezek d’ezo ; hag an daou vugel ha mont, laouen o c’halon, da welout broiou nevez.
Hogen, en eur c’hroazhent, eur mintinvez, e kavjont en he c’hoazez e-tal eur groaz, eur vaouez kaez kuzet e fenn ganti en he zavañcher. Seven a reas d’e varc’h chom a-sav, hag heñ goulenn ouz ar baourez petra a rae d’ezi leñva. Hi a lavaras d’ezañ oc’h hirvoudi :
« Maro eo va mab diganin ! Ha bremañ eo red d’in mont da glask va zammig bara ! »
Seven a voe mantret ; met Nik, aet eun tammig larkoc’h, a hopas goap warnezañ.
« Ha kredi a ri ar pez a glevi gant kement klufan a gavi ? Huanadou ar wrac’h-se a zo eur griped da gaout da yalc’h diganez. »
« Va breur, ro peoc’h, en an’ Doue ! Da gomzou c’houero a ra d’ezi gouela muioc’h-mui. »
Hag heñ, o rei e yalc’h d’ar wreg paour :
« Dalit : ne c’hellan rei nemet an dra-mañ d’eoc’h, met pedi a rin Doue ma plijo gantañ skuilha eur beradig gliz bennak war ho kalon. »
Ar baourez a gemeras ar yalc’h en eur lavarout :
« Pa ’z eo gwir hoc’h eus bet ar vadelez da rei d’in ar pez ho poa, kemerit ar graoñenn-mañ a zo enni eur wespedenn hag he deus eur flemm dir. »
Hag an daou vreur gant o hent.
Digouezout a rejont a-benn eur pennadig e-kichen eur c’hoad. Er c’hoad-se, eur bugelig noaz-pilh a glaske eun dra bennak, mel marteze, e toullou ar gwez ; ha kana a rae war eun ton ker klemmus ha gousperou an Anaon :
« Riou am eus ! »
Seven a lavaras d’e vreur :
« Jezuz ! Nik, nag ar paour-kaez bihan-se a c’houzañv gant an avel yen ! »
« Rividik eo eta ! Me ne gavan ket an avel tamm yen ebet. »
« N’eo ket diaes d’it. Te a zo gwisket mat, e lec’h heñ n’eus seurt en dro d’ezañ. »
Hag heñ a-sav, gervel ar paotrig, ha goulenn outañ petra a rae.
« Me a zo o klask an nadoziou-aer a zo kuzet er gwez, » eme ar bugel.
« Ha petra ri ganto ? »
« P’am bezo kavet kalz, me a yelo da werza anezo, ha me a breno dilhad da gaout tomm d’in »
« Ha kavet ac’h eus ? »
« Unan hepken. Er gaoued vroenn-mañ emañ. Sellit aotrou. »
« Mat, kemerout a ran kaoued hag all. Dal va mantell vouk, paour-kaezig ; tomm a roio d’it. »
Hag an daou vreur gant o hent adarre. Seven en devoe riou da genta ; met hep dale, an avel a davas, ar c’houmoul a zispakas, hag eur wazienn heol a baras.
Edont neuze tostik d’eur prad. Er prad-se e oa eur feunteun hag, azezet e-tal ar feunteun, eun den koz. Eur val a oa gantañ war e skoaz, ha seblant skuiz a oa war e zremm. Gervel a reas an daou zen yaouank gant eur vouez truezus. Ha Seven da dostaat outañ.
« Petra hoc’h eus c'hoant, tad koz ? » emezañ.
« Allas ! aotrounez, gwelout a rit peger gwenn eo va bleo ha peger roufennet eo va zal ! Kabac’h oun deuet da veza, ha va divesker o deus bec’h o tougen ac’hanoun ! Ret e vezo d’in mervel amañ nemet gwerza a rafe unan ac’hanoc’h e varc’h d’in. »
« Gwerza eur marc’h d’it ! klasker bara ! » eme Nik. « Ha penaos e paeï ? »
« Gwelout a rit ar vezenn-mañ. Enni ez eus eur gevnidenn hag a oar ober gwiad kreñvoc’h eget an dir. Evit eul loen ho pezo anezi. »
Ha Nik dirolla da c’hoarzin. Seven avat a lavaras gant douster :
« Dalit va loen, va den mat. »
« Bennoz Doue d’eoc’h, aotrou ! »
Hag an den koz a sav war ar marc’h hag a gerz seder.
Nik ne voe ket evit mirout da lavaret traou d’e vreur :
« Genaoueg ! » emezañ. « Mez a dlefes da gaout ! Te a vezo reuzeudik da stad bremañ ! Soñjal a rejout marteze em bije daouhanteret va zraou ganez ? O ! tra ! ne vezo ket ar stal e-giz-se !… Skiant-prena, skiant gwella. Te a zesko diwar da goust beza furoc’h hiviziken. »
« Ne oa ket bet em soñj, Nik, kaout lod eus ar pez a zo d’it. Kae eta. Me a yelo ivez. »
Nik a dec’has, lorc’h ennañ war gein e varc’h. E vreur a gerze war e droad war e lerc’h, hep rebech seurt d’ezañ.
Digouezout a rejont e-giz-se war eur straed striz gwasket a bep tu gant eur menez. Ar straed-se a oa he ano ar Straed Villiget, rak, en e c’hichen, e veve eur roñfl hag a bake atao an dud pa gleve anezo o tremen. Dall e oa, seizet e zivesker, met ken tano e oa e ziskouarn ma ouie pe da vare e teue eur vuzugenn eus an douar. Da vevelien gantañ e oa daou erer doñv a nije war e gomz da dapout nep piou bennak a yae gant ar straed.
Nik ne ouie seurt. Hag heñ gant e varc’h dre ar straed.
« Va chas mat, » eme ar roñfl, « kit da gerc’hat an tremeniad d’in d’am lein. »
Hag an daou labous da vont herr e-giz eur bolod. Kemerout a reont Nik ha kas a reont anezañ d’ar roñfl.
Seven a zigoueze d’an ampoent e penn an hent striz. Gwelout a eure e vreur o vont gant an daou erer. Hag heñ koueza war bennou e zaoulin.
« Aotrou Doue holl-c’halloudek, » emezañ, « grit ma vezo va breur e savete ! »
« N’a ket da zirenka Doue gant eun dra ken dister-all, » eme deir mouezig flour en a gichen.
« Piou a zo o kaozeal ? » emezañ. « Pelec’h emaoc’h ? »
« E godell da chupenn, » eme an teir mouez.
Hag an den yaouank klask en e c’hodell, ha tenna er-maez ar graoñenn, ar gaoued hag ar vezenn. E pep hini, c’houi a oar, e oa eur loenig bihan.
Ha Seven d’ezo :
« C’houi eta eo a fell d’eoc’h savetei Nik ? »
« Ya, » emezo.
« Ha penaos, va netraigou ? »
« Digor warnomp hag e weli. »
Hag ar gevnidenn steui eur wiad kalet evel an dir ; hag hi sevel war gein an nadoz-aer a zougas anezi en aer. Hag en eur vont he devoa graet eur skeul. Seven a bignas gant ar skeul vurzudus, ar wespedenn o nijal dirazañ, ken a zigouezjont e ti ar roñfl.
Ar roñfl, dall ha seizet, a oa en e goazez war ar leur-di. Bralla a rae e gorf en eur gana :
Me ’gav mat ar c’hig leonard
Maget druz-druz gant fars ha lard ;
Re Dreger a zo mat o blaz,
Blaz krampouez fritet ha laez glas ;
Met re Wened ha re Gemper,
Foei, re a yod ’zo en o r… !
Hag, o lavarout ar son-se, e renke pastellou kig sall da lakaat da boaza da heul Nik. Hemañ a oa e-harz e dreid, staget e-giz eur penn-yer da lakaat ouz ar ber. An daou erer a oa eno ivez : unan o tresa ar ber, egile o c’houeza an tan.
Trouz ar roñfl o kana a viras outañ da glevout Seven hag e deir mignonez. An daou erer avat a oa o vont da blanta o skilfou e Seven, met dallet e voent gant flemm dir ar wespedenn. Ar gevnidenn a dapas ar roñfl en he gwiad dir. Gervel e zaou vevel a reas ar roñfl ; diredek a rejont, n’eo ket d’e zifenn met d’e zispenn. Dibri a rejont anezañ hag e krevjont.
Ha Seven da ziliamma e vreur ha da bokat d’ezañ. Hag int er-maez. An nadoz-aer hag ar wespedenn a oa eno, sterniet ouz ar gaoued a oa bremañ eur wetur, gant ar graoñenn hag ar vezenn da rodou. Ar gevnidenn a grogas er gidou. Ha yao ! ker buan hag an avel.
Ar wetur a dapas douar e-kichen ti eontr ar baotred yaouank. An daou vreur a gavas o loened eno. Ouz dibr marc’h Seven edo yalc’h hemañ hag e vantell, met ar yalc’h a oa teurennek hag ar vantell goloet gant perlez aour.
Sebezet, na petra ’ta, Seven a droas war-du ar wetur da c’houlenn ouz e loenedigou petra a oa an dra-ze. Ar wetur n’edo ken eno, hag e lec’h ar wespedenn, an nadoz-aer hag ar gevnidenn e oa tri ael lugernus.
Hag an daou vreur a gouezas war o daoulin.
Neuze, eun ael, an hini kaera ha gwisket ar splanna, a lavaras da Seven :
« N’az pez aon ebet, te hag a zo mat da galon, rak ar vaouez, ar bugel hag an den koz ac’h eus graet vad d’ezo, a oa ar Werc’hez Vari, ar Mabig Jezuz ha Sant Josef. Ni a zo bet roet d’it evit da sikaour da gas da veaj da benn. Bremañ pa ’z out digouezet, ez eomp en-dro d’ar Baradoz. Kenavezo. » Hag heñ da Nik : « Az pez soñj eus ar pez ac’h eus gwelet ! Ha gra vad d’ar paour. »
Hag an tri ael digeri o diouaskell ha nijal kuit o kana an Alleluia.
Kroaz ar Vretoned,
gouere 1904.
Me a zo o vont da lavarout eun istor am eus lennet n’eus ket gwall-bell c’hoaz : istor Marc’h, roue Poulmarc'h.
Marc’h, roue Poulmarc’h, a veze laouen bras e qalon pa c’helle mont da redek ar moc’h gouez e koadou bras e rouantelez. Eur sparr dir kalet en e zorn gantañ, nag e c’haloupe war-lerc’h ar yourc’hed hag ar c’hirvi ! Nag heñ o freuze gant e vestr-taoliou !
Eur marc’h en devoa Marc’h, roue Poulmarc’h, met eur marc’h na voe biskoaz ha na vezo biken e bar er bed-mañ. E voue, gant an avel, a lamme war vrug al lanneier, ha ker lijer e oa ma veze bec’h kavout roudou e dreid, houarnet gant arc’hant. Na traonienn zoun na krec’henn sounn ne virent outañ da vont, nag houlennou ar mor zoken. E lost a oa eur roeñv hag eur stur d’ezañ, ha kerzout a rae war ar mor daoust d’e darziou kounnaret. Kerzout a rae er mor e-giz ma kerz ar vagig skañv, displeg he goueliou par da askell eul labous. Rak-se, marc’h Marc’h, roue Poulmarc’h, a voe e hano Morvarc’h.
Gwelloc’h e vije bet gant Marc’h, roue Poulmarc’h, koll e rouantelez eget koll e varc’h Morvarc’h.
…Hogen, en deiz-se, e tomme d’an dud gant ar chase. Kuitaet gantañ e balez kerkent ha kan ar c’hilhog, ar roue en devoa gwelet eun heizez, kaera hini en devoa redet biskoaz. Hag heñ mont war he lerc’h dre ar parkeier, hag heñ mont war he lerc’h dre ar c’hamboulou hag ar saviou, hag heñ mont war e lerc’h adalek ar mintin-goulou betek an abardaez-noz. Buan e oa Morvarc’h, buanoc’h e oa an heizez.
Pell a oa chomet tud Marc’h war e lerc’h, pell war e lerc’h e chas, hag int chas mat, ar re wella koulskoude. Ha Morvarc’h a zaoulamme atao, a zaoulamme bepred, a zaoulamme c’hoaz, ha dalc’hmat an heizez koant araozañ.
Daoulammat a rae, daoulammat a rae ken a zigouezas e-tal pleg-mor Douarnenez. Eno edo Keriz gwechall goz, Iz ar gêr villiget abalamour d’he fec’hedou mezus. Keriz a gousk bremañ e goueled ar mor ; gwelout a raer, pa vez sioul an amzer, beg touriou an iliz vras, hag enni ez eus tud — eun ugent bennak anezo — o selaou an oferenn. N’eo ket aet an dour betek enno, met kaer o deus gedal ne zeu marchigod ebet da respont « Et cum spiritu tuo » d’ar beleg a zo c’hoaz ouz an aoter ha troet war-du an dud abaoe. Klevet em eus e vezo diveuzet Keriz pa ’z ay eur marchigod fur da lavarout « Et cum spiritu tuo ». Mall eo d’ezañ mont rak, a’chan di, tud Keriz ne vezo baradoz ebet evito.
Daoulammat a ra Morvarc’h. An heizez a zo berr warnezi, hag o veza ma ne c’hell ket mont larkoc’h eo chomet war ar garreg e-lec’h m’emañ c’hoaz roud houarn ar marc’h a voe douget ar roue Gralon gantañ, pa dec’he rak an doureier a isfonte dre skluziou digor Keriz.
Er penn pella d’ar garreg emañ, hag hi a glemm, a hirvoud, a leñv.
Marc’h, didruez e galon, a dap eur bir, a stenn e wareg, a yao ! war an heizez koant.
Na souezet eo !
N’eo ket aet ar saez tre betek an heizez, ma ’z eo distroet yud ganti ha ma ’z a da skei Morvarc’h en e galon. Al loen a gouez, o c’houirinat ker skiltrus ma tasson kaviou an aod hag heñ, ruilh-diruilh, diwar ar reier en tonnou.
Bec’h ma c’hell ar roue divarc’ha e dreid eus ar stleugou Kollet e benn gantañ gant ar c’heuz d’e varc’h mat, d’e varc’h buan. Marc’h a dap e goñtell-laz, hag heñ war eeun da gavout an heizez, e zent o skrigna gant ar gounnar.
« Harp ! den kriz ! » eme eur vouez taer.
Hag heñ sellout. Heizez ebet ken. E-lec’h ma edo, setu eur plac’h yaouank, koant e-giz ar gliz-mintin. Eur gurunenn vezin a zo en dro d’he fennn : he bleo, melen-aour evel an ed a fuilh gant ar vorenn war e skoaz noaz ; ouz he c’herc’henn ez eus en istribilh eun alc’houez aour. Ha Marc’h anavezout Ahez, pe Zahut, merc’h ar roue Gralon ; Dahut, an hini a rae yaouank ganti ; Dahut hag a rae teurel anezo, goude o fec’hed, e mengleuziou an Huelgoad hag e re Boullaouen, e-lec’h ma vezint klevet oc’h huanadi ken a zeuio evit plijout d’eur priñs kaer a oa an diaoul beo e-unan ; Dahut, bet cheñchet e morwreg abalamour d’he fec’hedou diniver.
Hag hi lavarout :
« Marc’h, roue Poulmarc’h, pa ’z eo gwir out deuet war va lerc’h, herr e-giz an tan, hag ac’h eus kredet tenna warnoun-me ha n’em eus graet droug ebet d’it morse, te a vezo da ziskouarn heñvel ouz diskouarn al loen a zougas ac’hanout betek-hen. »
Hag hi en he sav war he lost-pesk, hag en eur par berr e stok ouz penn Marc’h gant e baz korrigan. Hag hi war he fenn er mor. Neui a ra eur c’hrapad, ken emañ e-kichen Morvarc’h. Hag hi eun taol d’ezañ gant e baz, hag heñ a zo buhez ennañ raktal. Hi war e gein, ha gant eur c’hoarzadenn skiltrus : « Marc’h en deus diskouarn Morvarc’h ! »
Hag an ekleviou war eun dro : « Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
Ar paour-kaez roue ne ra van gant ar c’homzou-se. E zaoulagad, tan enno, a bar war Vorvarc’h, e varc’h mat, e varc’h buan, war Vorvarc’h hag a red, renet gant Dahut. Kas a ra e gammedou war-du Kraon, e pleg-mor Morgad, e-lec’h ma ’z eus eur bern toullou graet gant an tarziou, toullou kaer meurbet ; enno eo emañ o chom ar briñsez Dahut, Doue d’he fardono evit ma ne sponto ken ar paour-kaez merdeidi, gant he c’houitell strobinellet a ra d’ezo mont d’he c’havout, da bec’hi ha da vervel dizale evit beza daonet !
Deuet eo an noz war Varc’h, roue Poulmarc’h. Ar stered a lugern en oabl e-giz tachou aour plantet ennañ gant biz Doue. Ober a reont al lez d’ar rouanez he fenn koar a zo hanter-souchet he faotr e vec’h-lann gant eur goumoulennig.
Deuet eo an noz war Varc’h, roue Poulmarc’h. Ar stered a lugern en oabl e-giz tachou aour plantet ennañ gant biz Doue. Ober a reont al lez d’ar rouanez he fenn koar a zo hanter-souchet he faotr e vec’h-lann gant eur goumoulennig.
Pa ’z eo divadaouet Marc’h, nag estlamm en deus o welout e vleo kresket c’hoaz : war e skoaz e kouezont hag heñveloc’h int ouz moue eur loen-kezeg eget ouz bleo eun den.
War eun dro gant ar zouezet ma ’z eo, e klev an hekleo o c’hoarzin goap en eur lavarout : « Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
Hag heñ a gas e zorn d’e benn hag a gav diskouarn marc’h e lec’h e re, nijet ne oar dare da belec’h.
Hag ar paour-kaez Marc’h a goll e spered, ha tec’hout a ra timat ac’hano. Dre an noz du-dall e tec’h, e tec’h, e-unan penn. Koll a ra e skiant vat gant an hekleviou a gendalc’h gwelloc’h-gwella da gas an eil d’egile :
« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
Treuzi a ra eur c’hoad bras, hag ar skourrou, o plega gant an avel, a lavar kenetrezo :
« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
Tremen a ra dre eul lanneg, ha brug ha lann a vouskan :
« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
Geot ar parkeier, bleuñv ar pradeier, kivni ar vein, touskan ar gwez, an ezenn o redek er saonenn, pep tra a hop :
« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
An hoper-noz a gri d’al loar :
« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
An teuzed o deus da son-dañs :
« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
Ar gaouenn ha labous an Ankou a zo seder o voudal :
« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
An eostig, war e vod, a richan, war eun dro gant hiboud an dour :
« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
Marc’h a c’haloup endra ’c’hell, met an eil pez eus e zilhad o steki ouz egile a ra :
« Marc’h en deus diskouarn e Vorvarc’h ! »
Atao o tec’hout, bepred o redek, dalc’hmat o c’haloupat, ar roue Marc’h a zigouez en e gêr, berr warnañ, e c’hellit kredi, a-barz ma ’z eo strinket ar goulou-dreiz.
Mont a ra d’e balez ha ne ro aotre ebet ken da zen da zont betek ennañ. Ma ne oar ken an dud hag heñ ez eus anezañ, kerkoulz lavarout. Pa ro eun urz d’eur mevel bennak, dioustu eur ouel hag a dap betek an douar a souch e benn. Met a vouez a zo ken taer ma ne gred nikun chom hep senti war an tomm.
Kreski a ra e varo evelato, hag o veza an ne fell ket d’ezañ kaout anezo hir, e teu eur perukenner bep sizun da droc’ha anezo d’ezañ. Rankout a ra ar roue lezel ar perukenner da welout e ziskouarn-marc’h hag e vleo reun. Gant aon e tiskuilhfe kement-se e laz anezañ raktal bep gwech.
Ouspenn ugent a oa maro e-giz-se. Ar re-all, c’houen en o loerou o welout na zistroe hini a gement a yae d’ar palez, a zo redet e pell-bro.
Ne chom ken nemet unan, Yeunig, e ano. Breur-mager eo da Varc’h hag e berukenner a-raok an darvoud. Yeunig ne oar ket petra a zo c’hoarvezet gant ar roue na perak ne gemer ken anezañ da droc’ha e varo d’ezañ. Ne gav ket d’ezañ koulskoude en dije displijet d’e roue.
Ar roue ne gred ket lavarout da Yeunig dont d’e gavout, rak diskredi a ra eun tammig warnezañ ha n’en deus c’hoant ebet d’e laza.
Met pa ne gav perukenner-all ebet ken, e kemenn d’ezañ dont d’ober e vicher en-dro.
Bras eo levenez Yeunig, met pa wel bleo ar roue, pa wel e ziskouarn, e laosk eur skrijadenn hag e kouez e-harz treid e vestr o skuilha daelou puilh.
« O Mestr ! » emezañ. « piou ar gorrigan he deus graet ken divalo d’ho penn-roue ? Piou en deus disleberet ho tremm gaer ? Ma karjec’h beza anzavet ouzin kentoc’h, em bije renket ac’hanoc’h brao dioustu, rak bez’ em eus bet digant Urjelez ar Gorrigan, eur sizailh vurzudus : ar bleo a vez bet troc’het ganti ne greskont tamm morse ken goude. »
« Bennoz Doue warnout, Yeunig ! » eme Varc’h, eürus e galon o klevout ar c’homzou-se.
E-pad ma ra Yeunig e labour, e lavar Marc’h d’ezañ petra a zo bet c’hoarvezet gantañ.
Yeunig, krennet brao bleo ar roue gantañ, a glask penaos diskolpa ar pez a zo re hir eus diskouarn ar roue, met re a boan a rafe d’e vestr, hag e lez anezo en he stad. Direuna a ra anezo avat, gwella ma c’hell, met n’eo ket evit cheñch o liou. Ha neuze da betra hen ober ? Gwelloc’h eo c’hoaz da Varc’h kaout diouskouarn e varc’h eget kaout re eur… respet d’eoc’h !
Toui a rank Yeunig na vrudo morse ar pez a oar diwar-benn Marc’h.
…Karout a ra Yeunig ar roue ha, rak-se, ne fell ket d’ezañ anzav netra. Met eun teoteg a-zoare eo ivez.
En deveziou kenta ez a mat an traou.
Met dont a ra an dud da c’houzout e ya Yeunig da welout ar roue bep ar mare. Hogen den-all ne c’hell mont. Perak ? Ha setu penn da gaoziou.
Yeunig ne lavar seurt da genta. A-benn eur c’hrapad e ro tro da gredi en deus bet eur get kuz digant Marc’h. Lavarout a ra, eur pennad goude, e pleg ar skouarn, gwir eo, n’eo ket diskouarn ar roue heñvel ouz re ar re-all.
Hag an dud gwasoc’h-gwasa warnezañ, na petra ’ta ? Poan-benn o deus o klask gouzout. Torr-penn int da Yeunig. Tud-a-lez, priñsed vras a zeu d’e gavout gant ar soñj da c’houzout ar sekred.
Priñsezed koant a c’houlenn, gant ho muzellou flour par d’ar roz, penaos eo graet diskouarn ar roue. Unan zoken a lavar dimezi d’ar perukenner ma kar lavarout d’ezi.
War beg e deod emañ ar ger klasket, hag an derzienn a grog e Yeunig. Da serr-noz, eun devez, heñ kuit. Mont a ra eeun dirazañ hep gouzout dare da belec’h. Eur soñj n’en deus ken :
« Marc’h en deus diskouarn e Varc’h ! »
Gouda beza baleet eur frapadig, setu heñ e-tal ar mor a verv an eon gwenn ennañ o lipat ar reier. Emañ o vont da lavarout d’ar c’hoummou :
« Marc’h en deus diskouarn e Varc’h ! »
Met krena a ra e lavarfe ar wagenn d’ar wagenn :
« Marc’h en deus diskouarn e Varc’h ! »
Ha ma lavarfe ar ger d’an avel ? Kas a rafe dre-holl :
« Marc’h en deus diskouarn e Varc’h ! »
Hag e tiskenn en aod, hag e ra eun toull ker bras hag e benn en traez, hag eno e lavar goustadik, ker goustadik ma ne glev ket e-unan :
« Marc’h en deus diskouarn e Varc’h ! »
Sevel a ra, divec’hiet e damm kalon, hag e stank mat an toull. Chom a ra eun tammig e-kichen, digor e skouarn gantañ. Netra ne lavar netra. Ne glev seurt nemet an houl o tregerni gant ar gorventenn, met ne ’z eus netra ganto diwar-benn Marc’h.
« Marc’h en… » eme Yeunig ; met ne da ket larkoc’h.
An hekleo a lavar :
« Marc’h en… » hep mui ken.
Ha Yeunig a zo laouen e galon. Ne c’hoarvez seurt ebet eno, nemet teir gorzennig kresket en eun taol dioustu war-c’horre an toull stouvet mat gant Yeunig. Bransigellat a reont koantik o fenn gant an avel-vor, hep ger ebet avat.
Ha Yeunig d’ar gêr, eürus e benn.
Dimezi e verc’h a reas Marc’h, nebeut goude.
Koant e oa ar briñsez, lemm he spered, eeun he c’halon : eur berlezenn. Meur a hini a c’hoantae he c’haout da bried. Gwelloc’h a voe ganti dimezi d’eur Breizad, da vab roue Kemper, eget da vab roue Bro-Saoz a oa bet o c’houlenn anezi.
Goueliou kaer a voe, e c’hellit kredi.
Pedet e voe d’ar friko holl dud ti ar roue, ar briñsed hag ar priñsezed, an aotrounez markizien, baroned, ha me a oar ?
- Tudjentil ha barnerien,
- Tud-a-iliz ha marc’heien…
Er c’hroazhentou e oa taoliou evit ar vourc’hizien kerkoulz hag evit ar re baour.
- Ne vanke d’ezo na kig na bara,
- Na gwin na dourvel da eva.
Debret e voe en deiz-se, eme ar skridou, daou-c’hant pemoc’h, daou-c’hant ejen, kant karo, tri-c’hant penn-dañvad, ha ne ran meneg ebet eus ar gedon, ar c’honifled, ar c’hlujiri, ar yer, ar c’houlmed, a oa bras-bras an niver anezo ivez. Hag an dourvel, ar chufere ? Ar barrikennadou a yae kant ha kant.
Goude ar pred, setu an dud, laouen holl, o tañsal war an aod.
Marc’h a chomas e-unan. E vleo ne oant ket kresket abaoe ma oant bet touzet gant sizailh Urjelez ar Gorrigan, hag eun tog kroc’hen ki-dour a oa souchet e ziskouarn-marc’h gantañ.
Levenez e galon a bare war e dal, hag heñ a oa ken kaer ha biskoaz.
Ne yeas d’ober abadenn ebet evelato.
Yeunig avat a zañse, marteze gant ar briñsez he divije roet he c’halon evit ar ger kuz.
Tron ar roue a oa savet dindan eun telt, e-lec’h ma ne oa ket eur mouch-avel.
War an dañserien, eur aezenn flour a c’houeze sederik. Hanter-kant soner a gempenne o biniaouiou hag o bombardou Allas ! aet e oa o zeotennou gant ar gornandoned e-pad an noz du. Klemm a reont, hag e redont war an aod da welout ha kavout a raint peadra d’ober teotennnou. Drant int pa zigouez tri anezo gant teir gorzenn, enno danvez tregont teotenn pep hini. Teir gorzennig Yeunig eo ar re-ze, kredabl.
Ha setu paotred ha merc’hed yaouank biz-ha-biz. Mall a zo warno da zivorza o divesker.
Graet eo an teotennou nevez. Yao dao ! Jabadao ! Avel er seier !
Estlamm ! Lavarout a reont e lec’h seni :
« Marc’h en deus diskouarn e varc’h ! »
« Setu ar ger kuz ! » eme Yeunig d’e zañserez.
« Ha gwir ? » eme houmañ.
« Allas ! ya ! »
Hag ar bombardou da ziston :
« Marc’h en deus diskouarn e varc’h ! »
Hag an holl o daoulagad war Varc’h. Hemañ ne oar ket perak e sell kement an dud outañ.
Mont a ra er-maez eus e delt, ha lavarout a ra :
« Dañsit laouen eta, tud vat. »
Kerkent eun taol-avel a zeu da bila tog ar roue, ha setu diskouarn e varc’h stag ouz e benn a-wel d’an holl. Hag int, neuze :
« Marc’h en deus diskouarn e varc’h ! »
Hag ar roue d’ar red da soucha gant ar vez. Met e droad a riskl, e benn a sko ouz eur roc’h, hag an dud a glev eur skrijadenn skiltrus gant eur vorwreg pignet war gein eur marc’h diskouarn-den d’ezañ. Hag int a youc’h :
« Hemañ eo Morvarc’h, marc’h Marc’h, roue Poulmarc’h ! Hag an diskouarn a zo ouz penn Morvarc’h eo re Varc’h ! Ha diskouarn nevez Marc’h eo re e varc’h Morvarc’h ! »
Taolet ha distaolet eo Marc’h gant an tarziou digalon, hag hep dale eo lonket ganto.
Ar friko ne ehan ket evit-se. Betek hanternoz ez eus reuz gant an dud a gan dalc’hmat :
« Marc’h en deus diskouarn e varc’h ! »
Merc’h Marc’h hag e fried, ha Yeunig ivez hepken a ra kañv d’ar roue Marc’h.
Antronoz pa ’z eo dihunet an dud, ez eont da sellout ouz al lec’h m’en devoa ar roue faoutet e benn. Eur penn-den diskouarn-marc’h d’ezañ, a oa roudennet er roc’hell. Ha raktal e cheñchont ano a bro : ne vezo ken Poulmarc’h, hogen Penn-Marc’h.
Courrier du Finistère.
genver, c’houevrer 1905.
Gwechall goz, n’ouzon dare pegeit a zo abaoe, eur vamm he devoe daou vab war ar memes tro.
Deuet eun tammig oad d’ezo, evit d’ezo beza breudeur gevell, ne oant ket breudeur heñvel.
An hini kenta ganet a oa sempl, gwezel, met ker koant hag eun ael eus Baradoz Doue ha ker mat ivez. Baskig a oa e ano.
Egile, anvet Lell, a oa eun den peuz-bihanik, met ken divalo hag an diaoul, hag e galon a oa heñvel-mil ouz e zremm.
Baskig a oa karet gant an holl. Lell avat a veze tec’het dioutañ e-giz diouz eur c’hi klañv.
Kasoni en devoa rak-se ouz e vreur, ha bep tro ma c’helle e rae droug d’ezañ.
Tamall a eure anezañ, eun devez, da veza lavaret edo o vont da laza e dad da gaout ar madou holl d’ezañ e-unan.
Kredi Lell a reas an tad ha kounnari.
Hag heñ tapout krog e Baskig, ha bazata anezañ ken a strinke ar gwad.
Ar vamm a c’houlenne perak e skoe ken taer :
« Perak ? setu a lavar d’eoc’h perak ! »
Ha dao adarre ! A-greiz skei e teuas gantañ :
« Ah ! ya ! c’hoant laza ac’hanoun a zo ennout ! Dal ! »
Ha flip ! ha flap ! ha taoliou-treid ! ha flac’hadou ! M’hen talvezo d’it ! Puilhoc’h e komz an taoliou eget ar morzoliou e miz meurz.
Ar paour-kaez Baskig a lavar :
« Truez ! tad ! truez ! »
« Dal evit da druez ! »
Ha bac’hadou c’hoaz.
« N’em eus lavaret netra ebet ! »
« Nac’h eus lavaret netra ! Daoust ha tamall da vreur a faot d’it bremañ ? Dal ! »
A-benn ar fin ez eo taolet ar paotr en eun toull teñval e-lec’h ma n’eus ket eur banne sklerijenn, ha tri devez e chom eno hep eur begad bara.
Kaer he deus ar wreg n’eo ket truezus an tad.
Brevet e izili d’ezañ c’hoaz meur a wech. Bastig a zo stlapet er-maez, e-giz eun tamm koz tra brein bennak, ha difennet outañ, gant e dad, dont morse ken d’ar gêr ma ne c’houlenn ket beza krouget.
Ar paour-kaez a ouel dourek : e vamm a bok d’ezañ, hag hi, abaoe an deiz kriz-se, ne reas ken nemet hirvoudi.
Lell avat, noilh (moumoun) e dad, a zo seder an tamm anezañ. « Bremañ avat, » emezañ, « me a vezo pep tra d’in ! Me a zesko d’it, Baskig, beza karet gant an holl ! »
An drougober, siouaz ! a laka tud a zo da veza laouen. Doue ne lavaran ket.
Baskig, kaset kuit, ne oar ket petra d’ober na pelec’h trei. Mont a ra eeun dirazañ. Treuzi a ra eur c’hoad bras pa zeu ar c’housked d’ezañ, pa loc’h war e lec’h e dreid skuiz-maro. Klevout a ra al loened gouez o yudal, abalamour ma klevont c’houez ar c’hig fresk marteze. Aon en deus ha fallout a ra d’ezañ chom war-sao. Mes trec’het eo gant ar faez (skuiz) ma ’z eo ha gant e naon-ki.
E-tal eur waz flour emañ. Gourvez a ra war eur gwele-bleuñv. An dour a hiboud eur ganaouenn-luskellat d’ezañ. Pell-pell e chom da huñvreal.
Pa sav, e wel eur vaouez koant en e gichen. Truez he deus outañ, ha lavarout a ra :
« Paour out, hag ankeniet eo da galon, a gav d’in, va bugelig. »
« O ! ya, itron vat, rak kaset oun bet kuit eus ar gêr gant va zad, daoust ma n’em eus graet netra fall ebet morse. Tamallet oun bet e gaou gant va breur. Met pardoni a ran d’ezo o-daou. »
« Mat eo, paotrig. Pa ’z eo gwir out ker mat ouz da dud hag int ker fall… »
« O ! itron, va mamm a zo mat. »
« Ya, ha karout a rez anezi war a welan. »
« O ! ya, ha va zad ha va breur ivez. »
« Mat tre, va faotrig. Dal amañ eur bizou hag a ra burzudou. Eur berlezenn a zo warnañ ; pa zalc’hi anezi en tu diabarz eus da zorn, ne vezi gwelet gant den, n’eus forz pelec’h e vezi ; pa vezo en tu diavaez e vezi gwelet. Pa lakai ar bizou war da viz bihan e vezi par da vab ar roue hag heñvel-poch outañ ; pa vezo ar bizou war biz da galon, e vezi e-giz ma ’z out bremañ. Diwall avat d’ober droug gant ar bizou, pe… ! »
« Ho trugarekaat a ran a-greiz kalon, itron vat ! »
Hag ar gorrigan, rak eur gorrigan eo, a lavar d’ezañ ober ar pez ez an da zisplega.
Mont a ra Baskig da di e dad, ar berlezenn gantañ en e zorn, hag, hep beza gwelet, e wel hag e klev pep tra.
Kavout a ra e vamm o leñva, hag, e berlezenn en diavaez, e sec’h he daelou d’ezi. Na tener e pok d’ezañ ! Heñ avat a lavar a rank mont kuit gant aon da lakaat e dad da gounnari. « Met, mamm, » emezañ, « bezit dinec’h diwar va fenn. A-benn eur bloaz pe zaou, ni a vezo eürus. » Hag e tiskleri istor e vizou d’ezi hag ar pez he devoa lavaret ar gorrigan d’ezañ ober.
« Gra eta, va faotrig, » emezi.
« Kenavezo neuze, mamm. Pelec’h emañ tad ? rak daoust d’ar pez en deus graet d’in, c’hoant gwelout anezañ am eus, ha pardoni a ran d’ezañ ha da Lell. »
« Mat, va faotrig. En tu-all emañ. »
Hag a pokont an eil d’egile.
Ha Bastig en tu-all, e vizou war e viz bihan,
Spontet eo an tad o welout mab ar roue en e di. Stoui a ra dirazañ o c’houlenn e zigarez ma ’z eo ken dister e di.
« Pet mab hoc’h eus ? » eme Vastig.
« Daou a zo anezo, aotrou priñs. »
« Digasit anezo amañ ma teuint ganin. »
« Setu amañ unan. Lell a vez graet anezañ. »
« Hag egile ? »
« Aet eo kuit. »
« Aet eo kuit ? »
« Skoet em boa gantañ. »
« Mat eo suja ar vugale. Kalonet fall e oa ? »
« Eun tammig. »
« Ha perak hoc’h eus skoet gantañ ? »
« Lavarout a rae laza ac’hanoun. »
« Krisat mab ! Laza e dad ! »
« Allas ! Allas ! »
« Ha klevet hoc’h eus an dra spontus-se gantañ ? »
« N’em eus ket avat, met e vreur amañ eo en deus diskleriet kement-se d’in, mantret va c’halon ouz e glevout. »
« Ha gwir eo ? Lell. Ha gwir eo ? »
Lell ne lavar seurt.
« Petra ? » eme Vaskig, « ne c’houlennez ket anzav ? »
Lell ne lavar seurt.
« Ha tamallet e vije bet da vreur e gaou ganez ? »
Lell ne lavar seurt.
« Tamall anezañ e gaou ac’h eus graet, eta ? Lavar pe e kredin kement-se. »
Lell a anzav e dorfed hag an tad da veza glac’haret.
« Lell a zeuio ganin memes tra. Mat e vezin outañ. Heñ avat a ranko beza mat ivez. »
« Hag e vezin, aotrou priñs. »
« Mat neuze. Deomp. »
Ha Baskig en hent. Hag heñ da balez ar roue. En amzer-se mab hemañ a oa an d’ar brezel, ha paket e oa bet gant al laeron-vor. Hounnez a oa ar vrud. Met e vatimant eo a oa bet bruzunet gant eun arne spontus, hag heñ taolet en eun enezenn na oa den enni.
Baskig, dre nerz e vizou, a voe kemeret, hep poan ebet, evit mab ar roue. Heñvel-dres e oa outañ hag en e zremm hag en e c’hiziou. Ha setu levenez vras er vro ouz e welout distro, rak karet e oa gant an holl, bihan ha bras. Graet e voe lidou kaer e pep keriadenn.
Beva a eure Baskig sioul eur pennad brao. Alc’houez kalon an holl a oa gantañ : mat a oa ivez avat ouz kement den. Ranna a rae e arc’hant gant an dud ezommek ; eur gomz vat a gave da lavarout d’ar re a c’houzañve poan ; cheñch a rae tu da galon ar re a oa er prizon ha dont a raent da veza tud eus ar gwella…
Klask a eure ivez cheñch kalon d’e vreur, rak Lell a lavare laza Baskig ma kavje anezañ. War e veno, Baskig eo a oa kaoz d’ezañ da rankout senti e palez ar roue, e lec’h beza digabestr er gêr o redek ar gedon.
Ha mab ar roue da Lell :
« Deuet out ganin amañ hag eürus out, a gredan. »
« Ya ’vat, aotrou priñs. »
« Ha koulskoude, Lell, me a oar ne dout nemet eur gaouiad hag emañ da vreur o kaout poan marteze, siouaz ! Met me a fell d’in ez afes da c’houlenn pardon digantañ. »
« Gwir a livirit, aotrou priñs, met keuz am eus da veza graet ar pez am eus graet. »
« Mat eo. Memes tra, kae da gavout da vreur. Em c’hambr emañ ha da-unan e vezi gantañ. »
Lell a ya, o klask en e benn penaos kas e vreur da welout ar bed-all. Met ne gred ket beza muntrer e kambr mab ar roue. « Pa gavin anezañ e lec’h-all, » emezañ, « me a roio eur stal nevez d’ezañ. »
E keit-se, Baskig a zo aet d’e gambr, ha gant e vizou war biz e galon, e teu d’ezañ an doare en devez pa vez er gêr.
Lell, pa zeu, a zo soubl e gein. Lavarout a ra e vreur d’ezañ :
« Galloud bras am eus amañ. Mab ar roue ha me a zo ar memes hini. Met pardoni a ran d‘it da gasoni ouzin. Disoñjomp eun dra ker poanius-all, ha bezomp gwir vreudeur gant karantez leiz hor c’halon. »
« Ya, Baskig, ha da drugarekaat a ran. »
Hag e pokont an eil d’egile.
Met, kerkent er maez, e ro Lell da c’houzout e lavare gevier e c’henou d’e galon adarre. En eur skei war eur c’hi dizrouk e kunuc’he : « Ma vijes-te bet va breur Baskig e oas krouget ! »
Mantret eo Baskig. Kavout a ra eun digarez bennak hag ez a d’ar gêr da gonta d’e vamm penaos emañ kont gant e vreur. Glac’haret eo houmañ ivez, ha lavarout a ra da Vaskig kaout truez ouz Lell.
« Hag em eus ivez leiz va c’halonig. » emezañ.
Hag heñ da vont en-dro d’e balez.
Eur brezel a voe diskleriet neuze d’ar roue gant eur roue-all. Baskig, mab ar roue, a gasas ar soudarded d’an emgann, ha gounit a eure e pep tachenn. Perak ? gant e vizou ne veze ket gwelet, hag e kleve petra a venne a enebour ober. E-giz-se ne voe ket diaes d’ezañ rei bazad d’egile hag an trec’h a chomas gantañ.
Pa voe distroet gant enor, e penn e arme, ar roue a fellas gantañ lakaat anezañ da ren en e lec’h, rak heñ a oa aet kozik ha kabac’h.
En desped da Vaskig e voe deiziaded ar goueliou a vije lidet en enor d’an darvoud pouezus-se. Ne ouie ken penaos ober, rak ar gorrigan n’he devoa roet kelennadurez d’ezañ nemet betek eno.
Hag heñ neuze mont d’ar c’hoad e-lec’h m’en devoa kavet an eienenn eus kement a vadou. Kavout a eure c’hoaz ar gorrigan, hag houmañ a lavaras d’ezañ :
« Na ro ket da gredi pelloc’h out gwir vab ar roue, rak keuz az pefe. Kae war eeun da gerc’hat anezañ. Me a c’houezo e goueliou ar vag a gavi er pleg-mor a welez ac’han. »
Ha Baskig d’an enezenn. Digas a reas mab ar roue d’e dad, hag e tisklerias ar wirionez.
Bec’h en devoe ar roue o kredi anezañ. A-benn ar fin e lavaras :
« Petra a c’hellin-me ober evit ar vad ac’h eus graet d’in ha d’am mab ? »
« Ne c’houlennan seurt, aotrou roue, nemet e kendalc’hfec’h en e garg Lell a zo breur d’in. Evidoun va-unan, eul loen-kezeg da sikour ac’hanoun da drei douar va zad. »
« Kae eta, den eus ar gwella, ha Doue d’az pennigo. Lell a chomo en e garg. Emichañs e labouro ervat. »
« Karout a rafen. Kenavezo va roue. »
« Kenavezo ! va muia-karet goude va mab. Laouen e vijen bet o kaout ac’hanout da eil vab d’in. Met peogwir eo beo da dud, e rez mat mont daveto. »
Ha Baskig a ya d’ar gêr. Seder e galon, e labour an douar, an douar a sav c’houez ker mat ha ker yac’hus anezañ.
E-giz m’he devoa gourc’hemennet ar gorrigan, mont a ra da gas he bizou d’ezi.
« Ho trugarekaat a ran, itron ger, da veza bet ker mat em c’heñver, ha ne reketan tra ken nemet beza karet gant va zad e-giz ma ’z oun karet gant va mamm. »
« Mat a lavarez, den yaouank. Ya, chom war ar maez : eno emañ ar gwir beoc’h ar gwir eürusted… D’az preur ez an bremañ da gas ar bizou-mañ. Ne ehan tamm d’ober droug gwasa ma c’hell. Ha poent eo d’ezañ paea. »
« Ho pet truez outañ, itron vat, ha grit d’ezañ distrei d’ar gêr da garout e dud. »
« Ne daio ket. »
« O ! itron vat. Truez ! »
« Amzer an druez a zo aet e-biou d’ezañ. »
« Truez ! Me a gar anezañ. »
« Mont a ran. Gant at bizou-mañ e raio burzudou kerkoulz ha te. Met droug eo a raio, ha paket e vezo ! »
« Gant ar bizou mat-se, itron ? »
« Ar bizou-mañ a zo eur laoñenn a zaou droc’h : vad a ra gant lod ha noazout gant re-all. »
Hag ar gorrigan da balez ar roue. Mont a ra da wrac’h koz, hag hi da Lell :
« Gant da vreur e oa eur bizou burzudus. »
« A ! ya ? »
« Setu heñ amañ. Dal ! »
« Mat, gwrac’h koz. Dal aze eur vozad gwenneien evit da boan. »
« N’em eus ket ezomm eus da arc’hant. Arc’hant laeret int : c’houez a zo ganto. »
« Lavar kement a gari. Muioc’h a ze a chomo em chakot (godell). »
« Ya ! Ya ! met diwall ! »
Hag ar gorrigan kuit.
Lell a glask gouzout petra a vad a zo er bizou. N’emañ kel pell o tont da c’houzout e c’hell gwelout hep beza gwelet gant den.
Hag heñ, gant e vizou, laerez teñzor ar roue, laerez traou eus ti ar roue.
Hag heñ, neuze avat, friko gantañ war friko.
Ker sod ez a ma ped ar roue da zont da leina d’e di. Digouezet e ti Lell, ar roue a gav d’ezañ emañ en e balez o tribi en e bladou aour gant e loaiou arc’hant.
Hag heñ lavarout :
« Lell, pelec’h ac’h eus kavet an traou kaer-mañ heñvel-beo ouz ar re am boa va-unan n’eus ket pell hag a zo aet gant eul laer bennak. Daoust ha n’eo ket ar re-mañ eo va re ? Va merk a zo warno ! Ha prena anezo ac’h eus graet ? »
Lell a ya ruz e-giz ar roz-moc’h.
Hag ar roue a c’hourc’hemenn kas Lell d’ar prizon. Lamet eo e vizou digantañ, hag a-benn eur pennad ez eo krouget war al leurgêr dirak an holl a ra an hu warnañ…
Ar roue, evit laouenaat Baskig eun tamm, a gas ar bizou d’ezañ, rak kredi a ra en bet laeret ar bizou-se gant Lell diwar Vaskig.
Baskig a ya da goad ar gorrigan da rei he bizou d’ezi.
Hirvoudi a ra o lavarout :
« Me ho ped, kemerit ho tra. Paneve d’ezañ, va breur n’en divije ket taolet ar vez war e dad hag e vamm. Ni holl a vije bet eürus er gêr paneve d’ar bizou-se… »
« N’eo ket va bizou, » eme ar gorrigan, « eo a zo bet kiriek da gement a zo c’hoarvezet. Nann, tamm ebet : da galon-te a zo eur galon vat, ha vad ac’h eus graet : kalon da vreur a oa brein, ha droug hepken he deus graet. Az pez soñj atao penaos :
A denn d’o had.
Kroaz ar Vretoned,
c’houevrer 1904.
Gwelloc'h eget aour ha gened :
Eur spered aes da bep pried.
Gwechall e oa daou diegez e Toull-ar-C’hefeleg, etre Pleiben ha Kastellin.
E unan anezo e veve Laou, lesanvet « Ar C’hoad » abalamour ma edo e di er c’hoad a oa bras d’an ampoent.
Bez’ en devoa Laou eur wreg eus ar re wella, ha gouzout a rae pegement e talveze eun teñzor ken dispar. Fant ne oa ket eur vaouez eus ar re goanta, hogen
A zo dreist ar gaera gwreg a zo.
Rak-se, an daou bried a dremene o buhez peoc’h etrezo ha dilogod o zi. Dinec’h e oant diwarbenn madou ar bed kerkoulz ha diwarbenn o oad a gerze, a zoug e gamm, ker goustadik hag ar ster vihan e-touez bleuñv ar prad.
Morse ne veze dizunvaniez etrezo. Pa gave da Laou e veze mad ober an dra-mañ-tra, e wreg a lavare eveltañ. Ha soñjezonou Fant a blije ivez da Laou.
A hend-all, aes-tre e tougent o samm : an tiegez a oa d’ezo, diou vuoc’h vat a oa er c’hraou, hag eur c’hant skoed bennak en eul loer goz en armel. Ne vanke netra d’ezo, ha mont a c’hellent da goz hep aon rak an dienez.
Eun dra hepken a rae poan d'ezo : an nao bugel o devoa bet a oa bet sammet abret gant an Ankou. Ne glemment ket evelato, rak soñjal a raent e vije o mibien eur gurunenn gaer d’ezo eun deiz er Baradoz.
…Eun nozvez ma edont o varvailhat, e-tal an tan, ennañ eur penngos dero ha sklosou lann, gwreg Laou a lavaras :
« Klev, va mignon : eur soñj a zeu d’in. Ma ’z afes da Bleiben da werza ar Velen ? Petra ’lavarez ? An Duez a zo eur vat a vuoc’h hag a ro laez kement ha teir-all. Amann a-walc’h hor bezo diganti he-unan. Ha neuze, perak labourat evit ar re-all ? Hor bugale, siouaz ! n’eus chomet nikun ebet anezo ganeomp. Diaes eo bet d’am c’halon, met p’eo gwir eo bet fellet gant Doue, n’hon eus ket da sevel en e enep. »
« O ! nann, ha kavout a raimp anezo dizale. »
« Ya, mignon. Ma eta, ha ne vefe ket mat divec’hia pelloc’h hon divrec’h paour ? N’eo ket labour a vanko d’eoc’h evit-se : eun dra bennak a vezo atao da zresa. Ha ni a vezo muioc’h a ze an eil gant egile. Petra ’soñjez ? »
« Warc’hoaz kenta ez in neuze. »
« Mat. »
Antronoz, Laou d’ar marc’had. Ne oa ket krog an heol c’hoaz da suna ar gliz a lintre, o luskellat, war ar geot laouen. Sin ar groaz avat en devoa lakaet Laou en e gerc’henn.
Met ar paour-kaez anezañ ! n’en deus ket soñj ken. Ha n’eo ket deiz ar foar eo a oa. D’ar merc’her edod, ha da veurz eo a veze marc’had e Pleiben.
Rak-se Laou ne gavas den da brena e vuoc’h digañtañ.
« N’eus droug ebet, » emezañ. « Ha petra goude ? N’em eus nemet distrei d’ar gêr, ha me a gav d’in na vezo ket hiroc’h an hent eget pa edon o tont. Ar Velen a vezo lakaet adarre en he c’hraou ouz he strapenn hag he nask, eun dornad brug dindani, eur vriad foenn en he rastell gant eur voetrabezenn drailhet bennak, hag echu va zamm tro kuit a chalamant. N’em bezo nemet dont en-dro a-benn an trede meurz, hep beza paket er wech-se avat. »
(Setu aze eun den ha n’eo ket nec’het avat ! a vezo lavaret marteze. Ma ! selaouit c’hoaz.)
Ha Laou en hent, goude eur bater e-tal ar Groaz vras ha goude beza diwisket e dog da sant Jermen benniget, ha graet sin ar groaz dirak Kroaz an Holen. Hag heñ kuit eus al leurgêr.
O tiskenn an hent kalet anvet bremañ hent ar Vered, e dreid brevet a loc’h war e lerc’h.
E Sao-penn-ar-gêr e wel Yeun ar Meilher o kas eul loen-kezeg d’ar vourc’h. D’ober petra ? an istor ne lavar ket. Met eul loen eo hennez ha n’eo ket eur c’harkan eo ; ha dibret eo ker kempenn, gant Fanchig ar Mous, ma c’hoarz ar geot gant al lufr da velezour d’ezo.
« Hir eo an hent, » a soñj Laou. « Bremaik e vezo noz. O sacha e-giz-mañ war nask va buoc‘h a rankan da stleja ha na ra nemet mouza ouzin, morse ebet ne c’hellin mont betek ar gêr. Ha va hini-goz he-unan du-mañ ! Ma n’eo ket eun druez beza o foueta bro gant eul loen ! Me a garfe gwelloc’h beza o tiwall ar yer war Venez Arre ! »
Ha pa soñj er marc’h :
« O ! va Jezuz benniget ! ma rofec’h eun aneval e-giz-se d’in-me bremañ, na me a ganfe kalonek meuleudi d’eoc’h ! Bezit meulet evelato daoust d’am foaniou ! Bezit meulet ganto ! Koulskoude, eul loen-kezeg a rafe va stal, hag ez afen d’ar gêr gant kement a fouge ennoun ha ma vez e markiz koz Bizien, eus a gichen Garz-Varia du-ze. Ha piou a vefe seder o welout he gwaz ker sounn e benn ha ken didort e gein hag eur paotr yaouank ? »
Ha war-ze e ra marc’had gant Yeun. Laou a ro e vuoc’h evit ar marc’h Laouig n’eo c’hoaz, da lavarout gwir, nemet eun ebeul.
Ne voe banne ebet.
E droad war eur maen-pignouer, hag ac’hano er stleug, setu Laou war e loen.
« Laou war Laouig ! koanta tra ! » emezañ.
Me a lavar d’eoc’h n’eo ket war an talier eo aet, ha ne grog ket er moue kennebeut. Eo marteze ! Met keuz a zeu d’ezañ dizale. Laouig a zo buhez ennañ hag eun tammig pendolok eo ivez.
N’emañ ket c’hoaz war Bontig-ar-Wern (hed pemp pe c’houec’h park diouz Sao-penn-ar-gêr), ma rank Laou diskenn diwar Laouig gant aon da veza graet leue anezañ d’e oad, ha stlapet da c’houredi an hent gant livenn e gein. Lerenn ar brid gantañ en e zorn, en deus bec’h o kas Laouig na ra nemet gwiñkal, o rei avel d’ar c’helien.
« Marc’had fall ! » a lavar Laou. « Va buoc’h a oa siouloc’h kalz. Keus am eus d’ezi. Allas ! re ziwezat oun bremañ. Eur wech-all ne vezin ket tiet (tapet). »
D’an ampoent, Yann ar Gwelien, eus ar vourc’h, a zeu da dremen gant eur pez pemoc’h lart-toaz a skub an hent gant e gof.
« Gwelloc’h eo, » eme Laou, « eun tach a c’heller ober eun dra bennak gantañ eget eur berlezenn n’eo mat da netra. »
Ha Yann, lorc’h ennañ, a zo roet eur marc’h d’ezañ evit e bemoc’h, respet d’eoc’h.
Laou avat n’eo tamm gwelloc’h. Al loenig koant (ar pemoc’h) a zo skuiz, ha ne fell ket d’ezañ finval eur meutad ken, mar plij ! Ne rafe ket hag e vefe lakaet eur varazad mez dirak e fri minoc’hellet ?
Darbet eo da Laou mont er-maez anezañ e-unan. Hopal a ra war al loen paour a zo muzik brao gantañ. Sacha a ra Laou war e ziskouarn, bunta war e benn-adreñv, skei gantañ zoken, ar paour-kaez ! Labour aner eo, rak an aotrou a dou en e c’hiz, e kouezo kentoc’h an neñv war an douar eget ne ray heñ eur gammed.
En em chala a ra an tieg. N’eo ket hep gwir, neketa ?
« Va marc’h, da vihana, ne oa ket maro !… »
Met setu Reunan ar Flaouit gant e suterez. Ar pemoc’h a ra eun abadenn-dañs hep mont pelloc’h avat. Gant Reunan ez eus eur c’havr. Ar c’havr-se a vale avat, lammat, mont ha dont, e-giz eur wir c’havr a zo anezi, ken a c’hoarz Laou o sellout outi.
« Va gavr a blij d’eoc’h, Laou ? » eme Reunan.
« Ya ’vat. Lart eo, skañv eo, n’eo ket e-giz an tamm tra fall-mañ na da ket founnusoc’h eget eur velc’houedenn. »
Ha roet ar pemoc’h evit ar c’havr. Eur c’hard-eur ez a mat an traou en-dro. Met, pa vezer aet war an oad, e teuer abret da skuiza o vont en andoufiou, o vrellat da dreuzi an hent e-giz eun den mezo-dall, o pignat war ar c’hleuziou da douza an drez, hag oc’h ober e-giz-se diou ha teir gwech an hent.
Rak-se, Laou ne varc’hata tamm da rei e c’havr evit eun danvadez, pa gav Loeiz ar Meser, gant e vandenn, e pradou an Dreverz.
« Al loenig-mañ a vez peoc’h gantañ. » emezañ, « ha ne rav poan na d’in na d’am hini goz. »
Gwir a lavare. Petra didrousoc’h eget eur mennig ?
N’eo ket pennfoll an danvadez, ne dourt ket (ar meot hepken a oar tourtal) ; hogen « meat » a ra, ha meat forz. Ne c’houlenn ket beza dispartiet diouz he c’hoarezed ha krial (gouela) a ra ouz ho c’huitaat, Laou gaez a sach warnezi, met ne glemm nemet muioc’h ha truezusoc’h a ze. Mont a ra memes tra betek an Ti-Gwenn.
« Falla loen ! » eme Laou, « ker pennek eo ha gwreg Per ar Bordeller ! Piou en devo an dra-mañ ? »
« Graet ar marc’had mar karit, » eme Baol-ar-pleuñv a zo o tremen. « Kemerit ar gway lart-mañ, mat—tre d’ober morlajez a-benn eiz deiz amañ. Gwelloc’h eo eur penn-gwazi beo eget eun dañvad liou ar maro warnañ. Met abalamour d’eoc’h, va den mat, e rofen va gway a-walc’h. »
« Doue d’ho paeo, » eme Laou. « Dalit. »
Ha setu troket ar mennig ouz ar penn-gwazi.
Tra aes n’emañ ket er bed-mañ. Ar gway, choupet gant Laou war e vrec’h kleiz, a zo nec’het bras ha gant e veg, gant e dreid, gant e ziouaskell, e klask mont kuit. Laou a ya skuiz buan er gouren nevez-se.
« Foei ! divaloa loen eur gway ! »
Hag e Mogwenn e ra marc’had adarre. Eur c’hog en deus evit e way, eur c’hog kaer e bleuñv, hir e hellou, ruz-tan e glipenn. Ar wech-mañ avat, Laou a zo laouen. Ar c’hog, eur poell ouz e zivesker ha dalc’het e benn d’an traon, ne lavar ket kalz a dra : tevel mik a ra token pa wel ne dalv netra d’ezañ kas e gan en-dro bep ar mare. Ha peoc’h a zo ganto o-daou.
Gwasa ’zo eo e teu an noz, goustadik avat, met dont a ra. Ha n’emañ Laou c’hoaz nemet en Ti-Ruz.
O veza ma ’z eo aet mintin mat eus ar gêr, emañ war yun, gwak e gof goullo, ha, siouaz ! gwenneg ebet en e chakod. E zivesker a bleg dindan bec’h e gozni, e vouzellou a c’halv eun dra bennak, e c’hourlañchenn a zo ker kras hag eur balforn. Ret eo dibri, n’eus ket da durlutat, pe chom da vervel war an hent. An dra ziweza-mañ ne blijfe ket nemeur da zen.
Ha Laou en ostaliri. Soñjal a ra :
« Eur banne dour sklaer hag eun tamm bara sec’h am bezo, en an’ Doue. »
Ne gred ket goulenn evelato. Otus (fier) eo an tamm anezañ. Emañ digor e vuzellou memes tra — an naon a zo trec’h d’ar vez — hag eur gomz truezus a zo war veg e deod, pa glever unan o hopal :
« He ! pegement ho kog ? »
Ha gwerzet al loenig paour.
Peogwir eo digor e gof, e tebr Laou e bemp real betek an diner diweza : n’eo ket souez, neketa ?
« Petra am bije graet gant va c’hog ma vijen maro gant an dienez ? » emezañ.
Ha dinec’h eo. Perak ne vefe ket.
Dre ma tosta ouz ar gêr, e laka Laou e spered da soñjal e kement en deus graet en deiz-se, penaos en deus graet e varc’had, penaos en deus kaset e Velen da varc’h, e varc’h da bemoc’h, e bemoc’h da c’havr, e c’havr da zañvadez, e zañvadez da way, e way da gog, e gog da bemp real, e bemp real en e gof hag teu d’ar gêr diner ebet gantañ. N’en eus tamm chalamant ebet evit-se. A-barz mont d’e di, ez a da gavout Per ar C’hamm.
« Ac’hanta ? Laou, » eme hemañ. « Hag ar foar ? Mat e oa war ar saout ? »
« Ar foar n’eo bet na mat na fall evidoun. Ne c’hellan ket lavaret eo bet mat tre va zro, ha koulskoude n’am eus tamm ebet da glemm. »
« Petra ? »
« Feiz, Per, me ne soñjen ket, er mintin-mañ, edo ar merc’her hirio, hag eo bet foar Bleiben dec’h. »
« Ya avat. »
« Memes tra eo graet va marc’had. »
« Penaos an diaoul, eta ? »
« N’eus bet diaoul ebet war va zro. »
Ha Laou a gont da Ber kement a zo c’hoarvezet gantañ.
« Eur stal vrao ! » eme hemañ. Na digemer mat ho pezo digant ho kwreg ! Doue da vezo ganeoc’h, va faour-kaez Laou ! Evit dek skoed ne garfen ket kaout va zreid en ho potou ! »
« Mat avat ! Falloc’h e c’hellje beza aet an traou hep mar : met pe fall pe vat ar pez am eus graet. Fant ne lavaro grik. »
« Kredit an dra-ze hag evit dour. Komz brao a rit hag estlammet oun ouz ho klevout : met ne gredan ket eur c’hraf divar-benn kement-se. »
« E-giz ma plijo ganeoc’h ; met me a oar petra a lavaran. »
« Ne lavaran ket. Koulskoude… »
« Petra ? »
« Diaes eo d’in kredi. »
« Ma ! gwir e vezo. »
« Me ’bario na vezo ket ! »
« Pe seurt klaoustre a rit-hu ? »
« E-giz a garot. »
« Ma ! bez’ em eus eun dra bennak o kousket du-mañ ha lakaat a rafen a-walc’h eun tammig… »
« Pegement ? »
« Evel a garot. »
« Ma ! tregont skoed ! »
« N’eo ket netra eo ! »
« Re eo ? »
« Gounit a rin sur. Met re eo, a gav d’in. »
« Tregont skoed pe netra ! »
« Graet ar marc’had. »
« Tregont skoed ? »
« Tonkit aze. Bremaik me a zañso eur jabadao e-giz pa oan paotr yaouank er gêr. »
Hag an daou vignon war-du ti Laou, goude yec’hedou gant bep a chopinad sistr eus an hini gwella.
Oc’h aoza koan emañ Fant. Per a ya ker goustadik en ti ma ne glev ket Fant anezañ, ha chom a ra a-dreñv ar speurenn a zo e-tal toull an nor ; ha bez’ en deus fiziañs leiz e c’hodell.
« Nozvez vat, an hini goz, » eme Laou. « Prest eo koan ? »
« C’houi eo, Laou : nozvez vat d’eoc’h ! Doue da vezo meulet pa ’z oc’h deuet ken abret d’ar gêr. C’houi a vez atao fur, Laou. Hag ar foar ? »
« E feiz, na fall na mat. Pa oan digouezet er vourc’h, ne oa den ebet war al leurgêr. Me a grede d’in e oan an hini kenta, ha me da blas ar saout, stad ennoun evel just. A-benn eur c’hrapad, eun ostizez a lavaras d’in :
» Petra c’hortozit ? va den mat. Ma ’z oc’h deuet da werza ho puoc’h, c’houi a zo digouezet fall. Ne vezo marc’hadour ebet hirio, rak dec’h edo ar foar. »
« Ho trugarekaat ! » emezoun d’ezi.
« A ! Traou Doue ! » eme Fant, « gwir eo. Na me a oa kollet va fenn ganin an neizour ! »
« Bah ! Bah ! koantig, n’eus droug ebet. Roet em eus ar Velen evit eur marc’h. »
« Evit eur marc’h ! »
« Ya. »
« O ! na mat hoc’h eus graet, Laou. Bennoz Doue a lavaran d’eoc’h eus a greiz va c’halon. Ni a c’hello ivez eta mont d’an oferenn en eur charbañ, kerkoulz ha kement-all a dud hag a zelle ouzomp diwar o hellou. »
« A ! feiz, Fant gaez ! ni a c’hello hag a ranko mont war hon troad c’hoaz. Ar marc’h n’eo ket deuet ganin. O vont d’ar gêr e troguzulis, hag em eus roet anezañ evit eur pemoc’h, respet d’eoc’h. »
« Sellit eta, just ha just, keit ar walenn hag ar fust. Setu ar pez am bije graet va-unan. Bremañ e c’hellin ober gwadegennou e-giz n’eus forz piou, hep disoñjal nag ar silzig nag ar mikammou. Ha neuze, pa zeuio an amezegiez da welout ac’hanomp, ni hor bezo, e-giz an holl, kig sall hag anduilh da rei d’ezo. Na seder e vezint, ha me ivez ! Pa soñjan ez-leal ivez, livirit d’in petra hor bije graet gant eur jao ? Mat eo hon treid ar drugarez Doue. Pa vijemp bet gwelet, hor bije klevet : Sellit eta ! Sellit, al lorc’hentez o tremen ! Evel re-izel eo d’ezo mont war o zroad da welout an Aotrou Doue, heñ ha n’eo ket bet morse e gwetur ebet !… Ar pemoc’h d’e graou. »
« N’em eus ket digaset anezañ : evit eur c’havr… »
« Hoc’h eus roet anezañ ? Eus ar gwella, mignon. C’houi, Laou, a zo eun den fur hag a oar an traou. Ya ! Petra hor bije graet gant eur pemoc’h ! Astennet e vije bet o biz gant an dud war-du ennomp ha lavaret ganto : An dud lontrek ! an dud dislañgour ! an dud lipous ! kement a c’honezont a zebront ! Ne soñjont nemet en o c’hof !… Met gant eur c’havr me am bezo laez hag amann gwenn, ha marteze, Gwerc’hez Vari ! gevred bihan ker skañv o izili. Ar vouchig d’he c’hraou ma ’z an dioustu d’he gwelout ! »
« Na dit ket re-vuan, va Fantig. Ar c’havr a zo chomet war va lerc’h evit eun dañvadez. »
« A ! Laou, evidoun-me eo hoc’h eus graet an dra-ze. Ha pa ’m eus neiziou logod eo d’in mont da c’haloupat kamboulou, savennou, girzier, warlerc’h eur c’havr, da derri va gouzoug marteze ? Met eun dañvadez (a vez maget gant soul ha palez), bennoz Doue d’eoc’h ! Eur sout a zo eviti ma n’eo ket mat kraou an Duez. »
« O ! mat tre eo, met ne vezo ket evit an dañvadez. Eur gway am eus bet eviti. »
« Ho trugarekaat ! Laou…
(Per a gren gant aon da goll e arc’hant.)
…Petra d’ober gant eur mennig ? N’em eus na karr na stern ha tenn eo stenni (gwiat) ; ha ret e vefe ouspenn lakaat va bizied koz da gas an nadoz en-dro. Aesoc’h eo, ha ken dizispign tostik, prena mezer ha gloan da gas da Soaz ar Gemenerez, e-giz m’am eus graet evit ar wech bete-vremañ N’eo ket evit lavarout e tilezin va c’hegel evit-se. O ! nann, re e plij d’in, ha va gwerzid ivez, da lezel anezo dilabour. Hag e-giz-se ivez, c’houi a vezo kuit da douza an dañvadez. »
« C’houi a zo re vat, Fant. »
« O ! evit eun den eveldoc’h, ha ne ra nemet ober plijadur d’e wreg, ne vezer morse re-vat. Gwelout a rit, ha n’eo ket eur gway hoc’h eus e lec’h an dañvadez ? eur gway lart ? Setu ar pez a c’hortozen, pellik amzer a zo, pleuñv am boa c’hoant da gaout evit hor pennwele, hag eur c’hrapad a zo emañ em fenn dibri eur gway, eun deiz bennak, gant va mignonezed. »
« Dao e vezo d’eoc’h gedal eun tammig c’hoaz, eur c’hog ruz am eus bet evit ar penn-gwazi. »
« Feiz, evit doare oc’h furoc’h egedoun-me. Eur c’hog ! brava loen ! Gwelloc’h eo eget eun horolaj a ranker sevel e boueziou d’ezañ eur wech bep sizun. Eur c’hog ! setu a gan bep mintin da deir eur, pa ne ra ket abretoc’h zoken, da lavarout d’eomp e vez poent dont er-maez da bedi an Aotrou Doue ha da labourat. Eur c’hog ! setu a laka ar vatez da sevel d’ober boued d’ar mevel. Eur c’hog ! eur c’hog ruz dreist-holl ! setu a zo gwelloc’h eget eur c’hi da ziwall an ti. Eur c’hog ruz ! setu a laka dall n’eus forz pe seurt laer… Ho trugarekaat kant gwech !… Petra hor bije graet gant eur gway ? N’oun ket keginerez tamm ebet hag, evit ar pennwele, an Aotrou Doue en deus hadet keoni e-tal ar ster, keoni boukoc’h kalz eget ar pleuñv… Ar c’hog d’e glud ma kano warc’hoaz vintin. »
« Ma kan, ne gano ket amañ. En Ti-Ruz e welen a-walc’h e oa dimezet em c’hof ilboed da sec’hed. Ha dao eo bet d’in gwerza ar c’hog pe maro e vijen gant an naon, pell diouzoc’h, va Fant gaez, war an hent bras. »
« Doue da vezo meulet pa ’z oc’h digouezet er gêr hep droug ebet. Petra hor bije graet gant eur c’hog ? Livirit d’in ? Me a gav d’in n’en deus den da zont da c’hourc’hemenn d’eomp pe da vare sevel. Ni a zo hor mestr hon-unan. Mat hoc’h eus graet. Stagit bremañ ouz taol, rak skuiz oc’h emichañs ? »
« O ! n’oun ket : me a zo yac’h-pesk c’hoaz. »
« Gwell a ze. Yod ha laez goell a zo da goan. »
« Bennigit, va Doue, ar pred-mañ ez eomp da gemerout evit kenderc’hel da veva en ho servij. »
« Evel-se bezet graet. »
Ha Laou dic’hala eun taol dorn war ar speurenn en eur lavarout :
« Ac’hanta, Per ? Gwelout a rit ? »
« C’houi a zo aze, Per ? » eme Fant. « Deuit da goania ganeomp ivez eta. »
« Gortozit eur frapad ! » eme Ber.
Hag heñ d’ar red da gerc’hat an arc’hant. Kollet en devoa. Perak ivez paria ?
Laou avat a vouch d’e wreg ken laouen ma ’z eo, e-giz da zeiz o eured, goude ar soubenn-laez, na petra ’ta ? Ha n’eo ket hi eo he deus graet d’ezañ digoll e zevez ha kaout ouspenn talvoudegez e vuoc’h ?…
Ha n’eo ket mat kavout mat pep tra e-giz-se ? Koulskoude arabat beza e-giz Fant a c’houlenn « Petra a lavaro an dud ?… Arabat klask sevel uheloc’h eget ar re-all ; met, pa raer ar pez a dleer ober, eo ret
Lezel ar chas tagnous da harzal
hag ober ar vad ha mat.
E-giz ma soñjit, va zud vat, Laou ar C’hoad a veve eürus en e di. Arabat kredi avat eo ret, evel Laou, rei eur vuoc’h evit eur begad. Furoc’h e c’hell unan beza, hep mar. Met ar pez a zo mat kemerout skouer warnañ e buhez Laou, eo beza laouen atao, n’eus forz petra ’c’hoarvez.
Deomp bremañ da di an hini-all a oa o chom e Toull-ar-C’hefeleg.
Per ar C’hamm, anvet ivez Per ar Bordeller — da lavarout eo Per an Trouzer — ne oa neudenn heñvel ebet ennañ ouz Laou. Buanek e oa, rust, paotr e vanne, he n’en devoa ket muioc’h a zouster eget eur c’hi a ziskroc’hener ez-veo.
Ne ouie ket eo « an douster benveg ar fur », nag an divizou-mañ :
A-benn eus pep tra e teuer.
E veüra ar mesper.
N’en dije gellet den beva gantañ. Met Doue, en e vadelez dispar, en devoa roet d’ezañ eur wreg hag a dalveze kement hag heñ pe dost. Penn digabestr e oa, grignous, stagellet pa ne gomze ket Per, ha dour en he meilh adal ma tigore he gwaz e c’henou.
Eun teñzor e voe d’ezañ, sur mat.
Pinvidik e oant o-daou. Per en devoa eun tiegez bras ; hi — Mari-Louiz — a oa pemp mezerenn ouz he brec’h da seiz he eured : da lavarout eo he devoa pemp mil lur da gaout evit he argourou. Met Per a lonke e beadra ha Mari-Louiz a lakae traou kaer — ha ker — en dro d’ezi… ha n’eo ket diaes gouzout petra a oa da c’hoarvezout.
Met n’eo ket eno emañ va stal bremañ.
Eun devez, ma oa bet Per war-dro ar foenn, e teuas d’ar gêr droug en e gorf, muioc’h eget biskoaz. O c’houlenn e lein ha na oa ket aozet c’hoaz, e toue war ar merc’hed, e taole e valloz warno hag e tanfoeltre anezo da gement diaoul a zo.
« Diegusa tra a zo war an douar », emezañ, « eo eur plac’h ! Gwelloc’h eo eur velc’houedenn !… »
(Ne blije ket nemeur ar merc’hed da Ber, evit doare ; dre eurvad, plac’hed, ar baotred a zo nebeut anezo eveltañ.)
« Malloz ! malloz ! malloz ruz !!! »
« Jezuz Maria Kredo ! » eme Vari-Louiz, « c’houi a lavar brao, aotrou flammik. Ha troka a rit-hu micher ganin ? »
« A rin ! »
« Warc’hoaz eta, me a yelo da leda foenn. »
« Troc’ha a vezo da ober er prad bihan. »
« N’eus forz, mont a rin. C’houi a raio traou an ti, hag e vezo gwelet piou a zeuio an dro evit ar gwella gantañ. »
« Mat ! Graet ar marc’had ! Dao eo d’eoc’h deski dre skiant-prena (ha prenet mat !) ar pez a c’houzañv eun den kaez. Hag e ouezot e-giz-se penaos beza en amzer da zont. Ezomm ho poa eur gentel pell-bras a zo. »
« Ha c’houi eta !… »
Antronoz, mintin mat, pa c’houlaou an deiz, setu Mari-Louiz en hent, eur rastell war he skoaz, eur falz war he brec’h. « Eur falz evit ar foenn ? » emezoc’h-c’houi. « Hep ! paour-kaez Yann, koll a rez da benn. » O ! nann da ! Paotred, ne ran ket ! Da genta n’emañ ket ganin da goll ! Ha goude, petra ’faot d’eoc’h ? ne oa ket ganet ar falc’h c’hoaz… ha rak-se… roit peoc’h ! Hag eur c’horn dindan he c’hazel. Ha laouen eo he c’halon o welout an heol o tibikouza e lagad, hag ar gliz o steredenni war ar bleuñv. Hag hi da gana ken drant ha labous-an-aer pa ’z a da c’houlenn digor digant Sant Per, o toui d’ezañ ne bec’ho morse ken, morse…
Per avat a zo badaouet e benn o veza ma ’z eo chomet en ti da lakaat an traou dilastez. Ne oar ket re dre be benn mont d’ezo. Ne fell ket d’ezañ koll gant e wreg koulskoude, na kalz na nebeut. « Kentoc’h mervel ! » emezañ.
Ha ribota a ra kerkoulz ha ma n’en dije graet netra-all morse en e vuhez,
A vez gounezet o c’houezi.
eme eul lavar koz. Gwir eo, netra gwiroc’h. Met pa vezer nevez war eur vicher e tiver buan an dour. Kras eo javed Per, hag, o veza ma n’eo ket boazet da chom er stad-se, ez a d’ar c’hao da denna eur banne sistr bennak, na petra ’ta ? N’eus barriken doullet ebet. Re c’houllo ne lavaran ket. Kerc’hat eun duellenn n’eo ket pell d’ober hag emañ an duellenn o vont e-barz ar varrikenn (ar bont a zo aet), pa glev Per soroc’h a-us d’e benn.
« Kollet va amann ! siouaz d’in ! Traou Doue ! c’houi a ya da welout ! »
Ha war-laez pevar ha pevar gant an diri, an duellenn en e zorn.
Petra ’gav ? Ar ribot pilet hag al loen divalo o torimellat en eur morad laez. Pe seurt stlabodenn, va Doue ! Furoc’h eget Per en dije kollet e benn.
Heñ avat a sailh war al loen kaez a dec’h oc’h oc’hal. Siouaz d’ezañ, rak e vestr a zistag gantañ eun taol ker kreñv, gant an duellenn war e ividig, ma ’z eo lazet mik hep daou daol ; hag ec’h astenn e bevar droad, peoc’h gantañ, e c’hellit kredi.
O tenna er-maez, ar benveg leun a wad, e teu da soñj da Ber eo distank ar varrikenn hag emañ ar sistr o redek emichañs. Hag heñ d’ar c’hao, en eur stampad. Dre chañs, ne ver ken ar fust : gwir eo na chom banne ebet ken ennañ…
Dao eo ober al labour en-dro ma ’z eus c’hoant da gaout amann, ha Per da ribota adarre pa wel e chom dienn a-walc’h c’hoaz.
E-keit ha ma storlok ar vaz, e-giz ma vefe an derzienn gantañ, e teu da soñj da Ber emañ ar vuoc’h er c’hraou c’hoaz, ha n’eo na goroet, na bouetet, na douret, hag uhel an heol koulskoude.
Dre eurvad eo nasket ar vuoc’h. Paneve da ze e rafe e-giz ar wiz, e hejfe an nor a zo war he c’hraou, e lakafe ar prenn da goueza, hag e redfe kuit da reujal (ober reuz).
Ha Per da zinaska ar Vriz. Mes en eur vont e soñj :
« Yannig a zo aze o ruilhal war al leur-di, ha gellout a rafe skuilha va laez d’in adarre ! »
Ha samma a ra ar ribot war e chouk :
« E-giz-se, » emezañ, « ne c’hoarvezo droug ebet na ganin na gant va mab. »
Ha tenna a ra dour d’ar vuoc’h a zo o vlejal :
« Ha yun a zo hirio ? »
Doun eo ar puñs, ar sparl ne dro ket mat. Diskenn a ra ar sailh (kelorn) evelato, met ne garg ket. Per, prim an tamm anezañ, a bleg e gorf war ar vardell da heja ar chadenn, hag al laez a liv e vleo a-barz mont da wenna an dour… (Aet eo an dienn da get !…) Ha Per a laosk eul ledoued pantier (mezvier).
« Hag ar vuoc'h ? » emezañ goude. « N’ouzon ket goro, siouaz ! Penaos sacha war ar bronnou, o kas hag o tigas ar bizied ? Penaos gwakaat an tez ? Hag an taoliou lost ? Penaos azeza war eur skaon vihan gant eur girin war va barlenn, ha lakaat al laez da zivera eeun enni ?… Bah ! evit eur wech, ne vezo ket falloc’h ar vuoc’h gant he laez, ha koulskoude, me a blijfe a-walc’h d’in eur banne laez goroet dioustu… Re ziwezat emaoun da gas anezi da vaez. Hogen, aze war an doenn ez eus foenn druz ha n’am eus ket bet soñj da droc’ha. Ken a ze : eun droug a dalv da eun dra vat bennak. Ne gollo ket Brizig evit beza chomet er gêr.
Kas ar vuoc’h war an doenn n’eo ket diaes : evel an tiez d’ar mareou-se, hini Per a oa harp a gein ouz eur savenn-zouar, hag an doenn ne oa ket kalz a sao ganti.
Ha setu ar vuoc’h en he feuri uhel, eur gwir foenneg.
Per avat ne c’hell ket chom eno da ziwall anezi : lein a zo d’aoza ha da gas d’ar falc’herien, a zo gleb par-teil emichañs, e lec'h heñ, Per, a zo mat dispar ar stal gant e roched, sec’h kement neudenn enni, nemet ar re o deus bet laez.
Ijin a zo deuet da Ber (a soñj d’ezañ) abaoe m’en deus laosket ar chistr da vont da goll, ha ne c’houlenn ket lakaat ar Vriz da vrevi he fevar ezel. Staga a ra eur gorden ouz he c’herniel ha, dre doull ar siminal, e daol ar penn-all en ti.
Kerkent ha ma tigouez eno e stard anezi en dro d’e c’har gamm lakaet gantañ d’ober strapenn.
« Er mod-se, n’em eus tamm aon ebet da gaout, » emezañ. « Ma finv ar Vriz, me a ouezo dioustu, ha ne vezin ket pell oc’h ober d’ezi furaat. »
Ha lezel a ra ar vuoc’h sioul da astenn he zeod war ar geot. Hi ne c’houlenn ket gwell.
Lein bremañ.
Karga a ra Per ar pod-houarn : eur pez kig sall, eun tamm kig bevin, eun tamm kig saeson, irvin, kaol, karotez, ougnon, pour, ha dour war an traou-se holl. N’eo ket
Dour, holen, baraig.
eo houmañ ! Bleñchou ha skolpou dindan ar pod, eur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’houez an tan.
Ken… poudoudoum ! Per a zo savet e gilhou d’an nec’h e benn en traon, hag heñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den. Nemet e tigouez gantañ ar varenn houarn a zo da lakaat an anduilh da vogedi, hag e chom loc’het en-istribilh… Petra ’zo c’hoarvezet ? Ar vuoc’h a zo risklet diwar an doenn hag, o veza ma ’z eo stag he nask ouz gar Per, e sach warnañ ken eo darbet d’ezañ beza diskalfet, ar paour-kaez !
O-daou avat, ar vuoc’h ha Per, a laosk huanadou, a gri o bueziou, gant bep a vouez gouest da lakaat ar vein zoken da deneraat.
Na brao eo o stal ! Ha ne vije ket bet gwelloc’h da Ber
A be du e teuje barrad ?
Dre chañs, ar wreg-tiegez ne chom ket pelloc’h da c’hortoz he fred eget ma chome he gwaz. Pa ’z eo sonet an hanter-munud goude unnek eur, mare lein, o welout ne zeu ket ar boued, setu hi d’an daoulamm ruz d’an ti, e-giz eun ounner o vreskenn.
Pa wel ar Vriz krouget ouz beg ar siminal, Mari-Louiz a denn he falz hag a droc’h an nask. Eur vras a levenez eo d’al loen kaez beza adarre war al leur-di a blij d’ezi dreist pep hini, leur an ti a zo ar volz glas e doenn, hag an heol e c’houlou.
Eun dra vat eo ivez da Ber, n’eo ket boazet da sellout ouz ar c’houmoul o korolli er goabrenn, e benn d’an traon gantañ. Koueza a ra eeun-hag-eeun er chidhouarn. Met an tan n’eo ket kroget, ar pod n’emañ ket sounn en e bloum rak an trebez a zo kostezet. Kerkoulz ma teu e dro da vat gant Per, nemet… e dal bloñset, e fri kignet, e ziouchot disklipet. Doue da vezo meulet ! ar gaoter hepken a zo torret.
P’emañ Mari-Louiz en ti ha pa wel Per :
« Ac’hanta, leue ? » a lavar hi o sellout skerj outañ. « ac’hanta ? piou emañ ar wirionez gantañ ? Troc’het, foennet, rastellet, heoliet, berniet am eus, ha me a zo ken ampart ha biskoaz… »
Ne lavar ket he deus graet eun troc’h en he brec’h hag unan-all en he gar.
« …Ha c’houi, mestr keginer, paotr-saout, penn-tiegez, pelec’h emañ an amann ? ar wiz ? ar Vriz ? ar pod-houarn ? hor pred ??? »
Ha m’he dije gwelet ar sistr ? Karout a rae he banne ivez, siouaz !…
« …Ma n’eo ket maro Yannig, ar paour-kaez a zo anezañ ! n’eo ket c’houi hoc’h eus miret outañ ! Paour-kaez bihanik ! ma kollfes da vamm !… »
Hag hi hag huanadi, en em chala, difroñka ha gouela.
Vad a ra kement-se d’ezi.
Per avat ne lavar grik, ha mat a ra : mat eo plega. Tapet eo. Ha gant ar vez e tou raktal trei kein d’ar voutailh daonet. E bried a ra eveltañ. Diaes eo d’ezo, met muioc’h a ze a verit n’o deus ken.
Mirout a rejont atao o le, hag ar peoc’h a renas etrezo adalek neuze, hag o zraou a zeuas da vat ganto.
Bremañ e livirin da bep hini beza heñvel ouz an tiad a blij ar muia d’ezañ : beza e-giz Laou pe beza evel Per. Setu amañ eur reolenn am eus klevet e Perwenan, e-lec’h m’am eus dastumet istor Laou ha Per :
An Eskop en e iliz, ar Person o sermon…
Ha me a lavar ouspenn :
Hep koueza er Vezventi nag el Leziregez.
Courrier du Finistére,
eost ha gwengolo 1903.
Nozvez a oa dec’h da noz e ti Lan Gerdiktak. En eur pod war an tan e verve sistr yac’hus. Met a-barz kaout bep a vanne, pep-hini a rankas kana pe dibuna eun draig bennak.
Edo merc’h Lan gant son « Ar Jikolodenn », pa zeuas en ti eun denig bihan daoubleget dindan samm e vloaveziou, lakaet d’ezañ ganto eur gurunenn erc’h en dro d’e benn. Eur vaz a zo gantañ en e zorn dehou hag eur chapeled en e zorn kleiz. Hag heñ goulenn, en an’ Doue, eun tammig lojeiz da dremen an noz.
Lan, mat e galon e-keñver ar beorien, a lavar d’ezañ tostaat. Ne gred ket dont. Chom a ra e toull an or. Ha Lan neuze a grog en e zorn da gas anezañ d’ar penn huela d’an oaled, war ar skaon zero. Ha rei a raer eur skudellad soubenn domm d’ar paour.
Ouz sked ar goulou ec’h anavezomp Yeun ar Gerzu, Yeun ar c’haner. Ne lavar grik, ha seblantout a ra d’eomp ez eo gwasket e galon, rak teñval eo e benn e-giz ma vefe an arne war e dal. N’eus ger gant nikun ac’hanomp kennebeut : den ne gred komz a-raok paour an Aotrou Doue.
A-benn eur frapad, ar paour a sav e benn :
« Bennoz Doue warnoc’h ! Lan, » emezañ, « ha bennoz Doue war ho tud ivez ! Ra ziwallo santez Barba venniget ho tiegez diouz an tangwall hag ho pugale diouz skilfou bleizi ar c’hêriou ! »
« Ho trugarekaat ! Tad koz, » eme Lan. (Tad koz a vez graet eus Yeun ar Gerzu.) « Bennoz Doue warnoc’h ha war ho mab Yeunig Spradiz, war vab ho merc’h maro e-giz eur santez. Daoust hag e pelec’h emañ ? Eun den yaouank a zoare e tle beza bremañ, tad koz, rak, me a gav d’in, ez eus tost da c’houec’h vloaz abaoe ma n’oc’h ket bet er vro. Me a grede d’in e oac’h maro pa ne gleven kelou ebet ac’hanoc’h, met, dre c’has Doue, n’oc’h ket c’hoaz. »
Komzou mat a oa re Lan, neketa ? Ha, koulskoude, Yeun ar Gerzu a sav en e sao, luc’hed en e zaoulagad e-giz e re eul leon dihunet e-kreiz e gousk.
« Salo d’in beza maro pell a zo ! » emezañ. « Neuze, da vihana, em bije gellet beza eürus e ti an Aotrou Doue. Met bremañ n’ouzon ken nemet hirvoudi ha gouelet em eus kement ken eo disec’het va daoulagad. »
Per Gerdiktak, mab Lan, a lavar neuze :
« Perak eta, tad koz, ez eo bet ret d’eoc’h leñva kement ? Ha maro eo Yeunig, va c’hamarad gwechall ? »
« Maro Yeunig ? N’eo ket ! n’eo ket ! Gwelloc’h e vije bet d’ezañ beza maro ha beza aet d’ar Baradoz davet e dad hag e vamm, Doue d’o fardono. »
« Petra eta en deus graet Yeunig, tad koz ? »
Lan a lavar d’e vab rei peoc’h gant aon da zigeri brasoc’h gouli e kalon an tad koz. Met klevet eo bet komz Per gant Yeun ar Gerzu, hag hemañ neuze :
« Petra en deus graet ? te a c’houlenn. Selaouit holl, c’houi hag emañ an diaoul o stegna e bechou milliget war ho seuliou Ha, koulskoude, me a garfe gwelloc’h tevel war gement-se pa ra kement a boan d’am c’halon a dad koz, ha va muzellou a sklas kentoc’h eget digeri da lavarout ar pez ez it da glevout. Met lavarout a rin evelato, rak vad a ray marteze da unan bennak en ho touez.
« Anavezet hoc’h eus Yeunig, ha gouzout a rit peger brao e tistage hor soniou hag hor gwerziou, ha dreist-holl hon nouelou koant. Siouaz ! ne gano ken anezo gant ar feiz virvidik a welen bemdez o kreski en e galonig, evel ma kresk eur vleuñvenn en douar mat. Nann ! ne gano ken anezo !…
« Eur pennad mat a zo abaoe ma ’z omp aet eus ar vro. Me a oa tri-ugent vloaz d’an ampoent, ha c’houec’h ha tri-ugent oun bremañ. Aet e oamp hon-daou da redek bro, e-giz ma ’z oun boazet, da gana hon nouelou da gaout eur gwennegig bennak, en ano an Aotrou Doue hag en ano Santez Anna venniget.
« E-kichen Kemper edomp, ha me mont da glask eur gware (goudor) en eur verouri bennak, rak ne blij ket d’in mont da loja e kêr, n’ouzon dare perak. War ar maez, me a gav d’in, ez eo gwelloc’h an dud ouz ar re baour.
E Kerstiff edon, hag eno e kavan eur c’henderv d’in, marc’hadour-saout eus e vicher, ha c’hoant en deus da gas ac’hanoun gantañ da welout Roazon eun tammig.
« Me ne fell ket d’in.
« Met Yeunig a grog em dorn hag a lavar d’in :
« O tad koz, deomp eta da gêr-benn Breiz ; eno me a gred, ni a welo traou kaer, ha kalz-kalz tud e selaouo hon nouelou, ha ni a zastumo kalz arc’hant, ha ni a vezo pinvidik evit eur pennad mad. »
« Me ne fell ket d’in memes tra.
« Met heñ a bed hag a asped ac’hanoun.
« Ha me sellout outañ. E zaoulagad a lugern e-giz diou steredenn an neñv.
« Ha me, paour-kaez tad koz, ha me lavarout :
« Deomp eta, neuze. »
« Mat tre, » eme va c’henderv, « deuit eta. »
« A-dreñv va c’hein, unan-bennak a c’hoarz goap ouzin neuze, e-giz ma c’hoarz ar gornandoned. Eun darvoud a oa da c’hoarvezout, hep mar. Met penaos mont enep va ger hag ober poan d’am faotrig ?
« Ha ni en hent.
« O ! nag hir eo an hent eus Kemper da Roazon ? Na skuiza a teas va divesker koz oc’h ober kement-all a leoiou ! Daou-ugent a zo. Goude beza lavaret kenavezo da sant Kaourintin e tigouezomp e Rosporden. Eno e oa tud o tañsal hag o c’houren. Ha ni a sko war-du ar Faoued, war Bondi, hag e Roazon emaomp.
« Daoust ha brao eo ar broiou-mañ ? » a c’houlennot ouzin marteze. Lavarout a rin d’eoc’h ne sellen ket outo ; va c’halon a oa chomet em C’herne ger.
« Erruet e Roazon ha diskuizet va c’henderv, fier an tamm anezañ, pe, mar kavit gwelloc’h, eun tamm krak aotrou anezañ, e talc’h warnoun da virout ouzin da vont da gana dre gêr. Mez en devoa ouzin ! mez ouz va giz Kerne ! mez ouz va bragou bras ! ouz va zog ledan !
« Ha lavarout a ra c’hoaz :
« C’houi, va c’henderv Yeun, n’ouzoc’h kana nemet e brezoneg ; hag amañ e Roazon n’ez eus nemet eur pemp pe c’houec’h den bennak hag a c’hellfe kompren ac’hanoc’h, kompren eun draig eus ar pez a zeufe ganeoc’h. Rak-se ez eo gwelloc’h d’eoc’h chom peoc’h. »
« Allas ! gwir a lavare, rak e Roazon ne vez ken nemet galleg ; ha goap a zo bet graet ouzin zoken, gant meur a hini a wele ac’hanoun o sellout out an traou gant peziou daoulagad sabaturet, hag a gleve ac’hanoun o savarat e yez va mamm !
« Ma ! va bugale, me a lavaro d’eoc’h n’he deus ket plijet tamm ebet kêr Roazon d’in. He ziez a zo graet gant mein-duf : he ster a zo louz kenañ ha maro an dour enni : he falez-a-justis a zo bep seurt traou, bep seurt skeudennou warnañ ha n’ouzon ket petra int. Kaset e voen gant va c’henderv da welout eur jardin vras a bep seurt plant enni. Gwelout a ris skeudennou eno adarre : me a grede d’in e oant sent, ha me mont da lavaran va fater dirazo : met erruet en o c’hichen e rankis anzav gant tristidigez n’eo ket sent eo e oant, hogen paotred ha merc’hed noaz-pilh, mesk ha mesk ! Ma n’eo ket eur vez kaout traou e-giz-se en eur vro gristen ! traou hag a wel daoulagad glan ar vugale anezo !… Va c’henderv a lavare o tiskouez an traou d’in : Na brao int ! Sellit ar stivell-mañ eta !… Me ne lavaren seurt ; met soñjal a raen : Petra eo an traou-mañ graet gant dorn an den e-keñver traou va C’herne, traou graet gant dorn Doue. Petra eo ar stivell-mañ, hini ar palez-a-justis zoken (stivell hag a flistr an dour eun daou ugent troatad bennak) ; petra eo e-skoaz ar mor gouez o strinka eon dreist kern ar rec’hell ?… Hag ilizou Roazon ? Na paour int ! Kreier kaziamant e-keñver hor re a sav o zouriou dantelezet betek bro or stered. »
Nann, va bugale, kêr Roazon n’eo ket bet plijet d’in abalamour d’an traou-se, ha dreist-holl abalamour d’am faotrig Yeun.
Me a yae gant va c’henderv, (c’hoant en devoa bet da lakaat giz kêr d’in, met va fenn kalet ne blegas ket ar wech-mañ : a-walc’h a oa chom hep kana), Yeunig avat, gwisket e aotrou bihan, a zo lammet pell diouzomp.
A-benn daou zevez, me a chom atao e ti va c’henderv, hep mont ken er-maez ; koaza a raen dija o veza ma n’em boa ken va Bro-Gerne.
Bemdez-bemdez e veze an traou e-giz-se : me o fallaat, ha Yeunig bepred o c’haloupat. Eun devez e welan anezañ gant bugale stumm lamponed d’ezo. E galleg e komzont, ha rak-se ne gomprenan ket ar pez a lavaront ; n’int ket traou mat evit doare, rak ruzia a ra Yeunig ouz o c’hlevout. A-benn eur pennad, koulskoude, ne ra van ebet ken ; seblantout a ra zoken kaout plijadur ganto.
Neuze e teu da soñj d’in e tlean diwall ar vleuñvenn gaer am boa bet digant Doue, diwall anezi diouz pep aezenn fall gouest d’he lakaat da weñvi.
Deuet Yeunig d’an ti, e lavaran d’ezañ emaomp o vont d’ar gêr ; d’ar gêr, dousat ano !
« N’eo ket gwir, tanfoeltr emichañs ? » emezañ o c’hoarzin glas.
« Eo. »
« Ne chomimp ket an noz-mañ zoken ? nom de… »
« Nann ! dioustu d’ar gêr ! »
« Nag a zroukchañs ! tonnerre de nom de… Perak mont da foueta kement bro a zo dindan an heol da gana ranezennou ? »
« Da gana petra ? mec’hieg ! »
« Da gana nouelou eo a felle d’in lavarout. Ya, perak mont da gana a-hed an hentou pa gavomp amañ plijadur evit netra ? »
« Me a gave d’in eo kaeroc’h ar maeziou eget kêr ? » emezoun.
« Hag ez int ivez, tad koz, met amañ n’eus netra ebet da ober. »
« Peoc’h ! ha debr da goan ! »
Ha ni lavarout kenavezo d’hor c’henderv na van ebet ouz hor gwelout o vont kuit.
P’emaomp o vont er-maez eus kêr, Yeunig a c’hrozmol :
« Hag atao a chomimp e-giz-mañ evel daou choulaz ? »
Ar wech-mañ, va zudou keiz, va fennbaz a serr e c’henou d’ezañ… Petra ? Ober eur choulaz ac’hanoun-me ? me hag a c’hounez va boued gant ar vouez am eus bet digant Doue ! Re eo kement-se memes tra ! Labourat tenn am eus graet em amzer ! Me n’eo ket eur « c’holl-bara » eo a oa ac’hanoun ! Ha bremañ pa ’z eo dinerzet va divrec’h, pa ’m eus dispignet va gwad evit va zud, lavarout oun eur choulaz ! O ! va Doue !
Leñva a ra an tad koz o tisplega an traou mantrus-se d’eomp, ha ni a ouel gantañ. Kenderc’hel a ra evelato :
Adalek an deiz glac’harus-se, e welis n’em boa ken ar memes mab. Diagent, e vouskane en hentou doun, o tastum eur bod brug bennak da lakaat ouz boulouzenn e dog, ha kaozeal a rae koant ha seder ouz e dad koz.
Allas ! echu e oa d’in gant an amzer vat-se ! Her gouzout a ris buan pa veze du dalc’hmat penn Yeunig ha pa ne veze ken na komz na netra gantañ.
Ha pa veze ret kana, nag a vec’h d’in gantañ, heñ hag a oa e lesano Pintig an Tad koz ! Va fennbaz, siouaz ! a ranke beza va zeod alies ! Ha me a lavar d’eoc’h, pep taol a skoen warnezañ a veze eun taol koñtell d’in va-unan e-kreiz va c’halon ! Kana a rae neuze, met penaos ! Gwerc’hez Vari ! Ne grede ken ar pez a lavare. Mouzet e oa ouz ar Mabig Jezuz !
Ha ne veze gwenneg ebet ken ! ha ne veze tamm ebet ken !
Eun devez edomp e Santez-Anna-Wened, ha Yeunig a zrailhas e soniou e lec’h o c’hana. Goude beza kavet lojeiz en eur c’hraou a c’hoarie ar peder avel ennañ, e-giz e kraou Bethleem, me a c’hourdrouzas (skandalas) Yeunig goustadik ha tenerik, met heñ avat a lavaxas rok d’in :
« A-walc'h e-giz-se ! a-walc'h gant an tamm buhez treñk-mañ ! Me a ya va-unan-penn da c’haloupat bro e-giz ma plijo ganin ! Evidoc’h-c’houi, diod a zo ac’hanoc’h grit e-giz ma karot ! »
Neuze, bugale geiz, e savas droug ennoun, ha me teurel va malloz warnañ.
Hag e klevan adarre ar glasc’hoarz am boa klevet e-tal Kemper, soñj hoc’h eus.
Yeunig a dec’has, uhel e benn gantañ, hag o lavarout na rae foueltre kaer ebet gant va malloz ! Ha me, me a ouele ken a zeve va diouchot !
Antronoz, va-unan, e voe ret d’in kerzout, hag en desped d’in e troen va fenn alies hag alies da welout hag heñ ne zeue ket Yeunig war va lerc’h. Allas ! ne zeue ket ! hag abaoe emaoun va-unan war an douar !…
« Met, tad koz, » eme Ber Gerdiktak, « ha ne ouzoc’h ket da belec’h e oa aet Yeunig ha petra eo deuet da veza ? »
« O ! va bugale baour, ha ret e vezo d’in lavarout ar pez eo deuet da veza, ar paour-kaez a zo anezañ ? O ! va Doue, ha lavarout a rin ? » emezañ o sellout ouz ar groaz a oa a-us d’an oaled.
Eur pennad e chomas e-giz-se, e zaoulagad o para war skeudenn Jezuz, Salver ar bed, hag heñ adarre :
« Ma ! va bugale, me a gav d’in e c’hourc’hemenn an Aotrou Doue d’in lavarout d’eoc’h. »
Soñjal a ris e oa aet Yeunig en-dro da Roazon. Mat e soñjen. Va c’henderv a zo bet er vro-mañ abaoe, hag er Folgoad eo em eus klevet an traou skrijus-mañ gantañ. Distroet eo Yeunig da Roazon eta da gavout al lamponed am boa gwelet anezañ ganto. Deski a ra o zroiou fall ha dont a ra da veza o mestr. Laerez a ra kant lur eun devez. Tapet eo gant an archerien ha kaset d’ar prizon. Eno o chom daou viz da c’hedal beza barnet. O veza ma ’z eo ar wech kenta d’ezañ, n’eo kondaonet nemet da eur miz prizon. Eur miz prizon d’ar paour-kaez ! heñ ha ne oa c’hoaz nemet pemzek vloaz ! Furaat eno avat n'en deus ket graet. Krog a gav e yalc’h unan-bennak adarre ; ar wech-mañ ez eo kaset d’an ti e-lec’h ma vez sujet ar vugale fall. Met chom eno ne fell ket d’ezañ, ha, pa c’hell, e tec’h. Klasket e voe, met ne voe ket kavet ; eun ano nevez en deus kemeret ha da bortezer eo aet.
Eun tri miz bennak ez a mat an traou en-dro. Arboella (espern) a ra kement a c’hounez ken a c’houlenn e vignoned outañ, perak ne da ken ganto d'ober « bos ». Heñ ne respont grik met, p’en deus dastumet a-walc’h, e lavar d’ezo :
« C'houi a c’houlenn ouzin perak ec’h espernan. Setu amañ perak : c’hoant mont da Bariz a zo krog ennoun, ha mont a ran. Ho kêr vrein amañ ne c’hell ket unan ober enni ar pez a blij gantañ. Kenavezo ! bandenn « glerikaled » a zo ac’hanoc’h ! »
Ya, va bugale, re-vat eo c’hoaz kêr Roazon, war veno Yeunig deuet da veza ker fall, heñ hag a oa ker mat gwechall ! Ne vez ket reuz a-walc’h e Roazon evitañ. Guell a ze ma ’z eo Roazon eur gêr vat. Gwir eo, e-keit ha ma ’z oun bet eno, n’em eus ket klevet trouz ha kalz tud am eus gwelet en oferenn, war ar pemdez zoken, ha kalonek e pedent. Gwell a ze.
Hag ar paour-kaez Yeunig eta a zo aet da Bariz. Seitek vloaz hanter n’eo ken c’hoaz. Met brein-put eo e galon ! N’eo ket da glask labour eo aet da Bariz. O ! nann ! Da glask ar pec’hed ne lavaran ket ! Mont a ra e strollad an dud-se a zo o ano « Apached », ha lesanvet eo an Diaoul ganto. N'eo ket hep gwir. Allas ! gwasho’h eo Yeunig eget n’eus forz pehini anezo ! Na diroll eo e vuhez ! Atao e vez gant ar merc’hed divergont-se a zo falc’het ho flourenn pell a zo. Pa vez reuz da ober, heñ eo a vez atao er-penn kenta ; laerez a ra, laza a ra, lakaat a ra an tan en tiez hag en ilizou. Kasoni diaoulek en deus leiz e galon ouz an Aotrou Doue !…
Graet en deus kement ha kement ma ’z eo aet brein hudur e gorf gant kleñvedou mezus. « Na Doue na Mestr ! » e youc’he. Allas ! e Zoue, ar plac’h fall, he deus roet d’ezañ, eur c’hleñved euzus da Vestr ! Hag en ospital ema c’hoaz ma n’eo ket maro ! Ma c’hellfe distrei ouz Doue da vihana !… O c’houlenn an dra-ze oun bet digant ar Werc’hez Vari e kement chapel a zo d’ezi er pevar eskopti, ha setu perak n’oun ket bet pell ’zo er vro. En an’ Doue ! pedit ivez evit va mabig paour !
« Hag e raimp, tad koz, » emezomp holl neuze.
Leñva a rae bepred an tad koz, ha Lan a lavaras d’ezañ :
« Marteze, tad koz, hoc’h eus c’hoant da vont da gousket ? Skuiz maro e tleit beza. Kemerit eur banne sistr da rei eun tammig nerz d’ho kalon glac’haret. Va mab Per a ya da gas ac’hanoc’h d’ar gwele a zo e solier ar c’hrañch. »
« Ho trugarekaat ! Bennoz Doue ! Lan, ha ken’ arc’hoaz. »
Kaset an tad koz d’e wele, Per a zeuas en-dro, hag heñ da lavarout :
« Ar c’hi a oa oc’h harzal bremaik. »
« Abalamour m’en deus gwelet goulou er solier, emichañs, » eme Lan.
« Ne gav ket d’in, tad ; harzal a rae e-giz war unan-bennak. »
« Ma teu unan-bennak e vezo gwelet, » emezañ. « Met na trista tra, memes tra, buhez Yeunig Spradiz, mab bihan Yeun ar Gerzu. »
« Gwir eo, » eme an holl.
Ha dao-dao war an nor.
« Hañ ! » eme Ber, « gouzout a raen e oa war unan bennak edo Mindu oc’h harzal. »
« Kae da zigeri Per, » eme Lan.
« Nozvez vat d’eoc’h » eme, o tont tre, eun den yaouank ha n’anavezemp ket. Giz kêr a oa gantañ, ha baro ouz e chink (helgez, groñch).
« Nozvez vat d’eoc’h, va den mat, » eme Lan.
« O ! Lan, roit d’in va ano, mar plij ! »
« E feiz, penaos e ouezin-me hoc’h ano d’eoc’h ? ne gav ket d’in beza gwelet ac’hanoc’h morse ? »
« Pell ’zo, gwir eo, n’oun ket bet er vro. »
Hag an den yaouank a grogas da leñva. Goude beza gouelet eur pennadig e lavaras :
« Lan, ha ne gasfec’h ket ac’hanoun er-maez ma lavaran d’eoc’h piou oun ? »
« Va zi a zo digor da bep kristen. »
« Dre c’hras an Aotrou Doue, kristen oun deuet da veza en-dro. Me eo Yeunig Spradiz. »
« A ! » emezomp holl.
« Gouzout a rit marteze, tud vat, em eus-me nac’het va zad koz, Yeun ar Gerzu, Doue d’e ziwallo ! Nac’het em eus anezañ hag hen lezet e-unan, heñ ker koz ! Me am eus e zilezet, me hag a dlee beza skoazell e gozni ! Ho pezit truez ouzin ! tud vat ! Pedit Doue evidoun ma plijo gant va zad koz tenna diwar va fenn ar valloz en deus taolet warnoun ! »
« Paour-kaez Yeunig ! » eme Lan.
« Allas ! ya ! Lan, paour-kaez Yeun ! N’oun ken nemet naontek vloaz c’hoaz, ha roufennou a zo war va zal ! Ma oufec’h ar pez am eus-me graet, ho pefe doñjer (heug) ac’hanoun. Eur vuhez fall-fall am eus renet abaoe ma ’z eo kuitaet va zad koz ganin ! K1añv e chomis da heul kement am boa graet ! Hag e voen kaset d’an ospital. Dre c’hras Doue, seurezed santel o oa eno. Ar wech kenta ma teuas unan da gaozeal ouzin, me a grañchas outi ! Hi avat a sec’has sioul he dremm hag a gendalc’has da gomz flour ouzin ! Da genta ne ris van ouz he c’hlevout, met hi ne golle ket kalon evit-se. Digas a reas soñj d’in eus ar gêr, eus va zad ha va mamm, Doue d’o fardono ! Ha me lavarout d’ezi e oan eus Breiz-Izel. E lec’h tama1l d’in beza dizenoret va bro, e tigasas eur beleg d’am c’havout. « A bas la calotte, » emezoun kerkent ha ma welan e soutanenn. Heñ avat ne ra ket a stad ouz va c’homz a vrezel a-enep d’ezañ. Hag e c’houlenn ouzin e yez va bro.
« Ha disoñjet ac’h eus da vrezoneg ? »
« O ! tra ! ’vat, » emezoun raktal.
« Hag e komz d’in eus ar gêr, eus an aotrou person en deus va lakaet da ober va faskou.
« Ret e voe d’in anzav em boa ankounac’haet kement-se pell a oa.
« Me a zo sur, » emezañ, « hoc’h eus klevet istor ar Mab Prodig ? » « O ! ya, va zad, » emezoun, « soñj mat a zeu d’in bremañ. Pa edon oc’h ober va fask kenta, eur beleg a gontas an istor-se d’eomp. Met, va zad, me am eus graet gwasoc’h eget ar Mab Prodig. »
« N’hoc’h eus ket, va bugel, » emezañ, « hag ho pefe, Doue a zo bras-bras e vadelez. Pardoni a ra atao da gement hini a vez glac’har gwirion en e galon. »
« Ha pardonet e vezin neuze, va zad ? »
« Ya, va mab, pardonet e viot : Doue en devez muioc’h a joa ouz eur pec’her a zistro outañ eget n’en devez gant naontek ha pevar-ugent den just a gendalc’h da veva en e garantez. »
« Ma ! va Zad, ha selaou a reot-hu va fec’hedou ? »
« Ya, va mab ; grit sin ar groaz. »
Ober a ris ar sin santel, ha kofes a ris. N’ouzon dare petra a voe goude eù c’halon : e-giz laouenedigez dispar. Ken eürus e oan da veza disammet va c’houstiañs ma pareis e-giz d’an daoulamm.
Neuze ar beleg a roas eun nebeud arc’hant d’in, en eur lavarout d’in distrei da Vreiz.
« O ! ya ! va zad, » emezoun, « mont a rin da Vreiz da glask va zad-koz, da gaout pardon digantañ ma c’hellan kaout. »
« Pardoni a ray d’eoc’h, sur mat. Ar Mab Prodig a voe pardonet d’ezañ gant e dad, ha c’houi en devezo ho tad-koz truez ouzoc’h… »
Ha setu me digouezet, va zud vat, el lec’h ma edo ma zad-koz ennañ gwechall. Ha c’houi a oar pelec’h emañ ? Ha klevet hoc’h eus ano anezañ ? O ! ma welfen anezañ, me a gouezfe war va daoulin dirazañ en eur lavarout :
« O ! va zad-koz ! n’oun ket din da gaout ken diganeoc’h an ano a vab ! Met, en an’ Doue ! tennit diwarnoun ar valloz hoc’h eus roet d’in d’an deiz ma lezis ac’hanoc’h hoc’h-unan ! »
« A ! Yeunig, » eme Lan, « bremañ e welan peger mat eo an Aotrou Doue e-keñver an dud. Graet en deus d’it dont en-dro d’ar vro gristen-mañ ma c’helli ren eur vuhez vat hiviziken. »
« Hag e rin ivez, Lan, hag e rin eus va gwella. »
« Alo, Yeunig, debr eun tamm a-barz mont da gousket. »
Debret e goan gantañ, e voe lavaret ar pedennou. Yeunig a voe kaset war eun dornad plouz er c’hraou. Goude-ze, me a yeas d’ar gêr mall ganin gwelout an deiz war-lerc’h, rak Lan en devoa lavaret d’in ar pez a raje antronoz.
Deuet eo an heol mat d’am dihuni, ha me buan da di Lan. Yeunig a zo war-sao o rei dorn da Ber da voueta al loened. Hag an tad-koz da ziskenn, o leñva bepred d’e vab, d’e Yeunig…
« Alo ! tad-koz, » eme Lan, « deuit da zibri eun tammig bennak. »
« Ne gavan mat tamm boued ebet ken, » eme an tad-koz.
« Eur begadig a gemerot evelato, tad-koz. Va merc’h Seza a ya d’ober eur banne kafe mat d’eoc’h. »
« C’houi a zo re vat, Lan. »
« Doue hepken a zo mat, tad-koz. Livirit ar bater a-raok ar pred. »
« Bennigit, va Doue, ar boued-mañ ez eomp da gemerout evit ma c’hellimp kenderc’hel da veva en ho servij. »
« Evel-se bezet graet. »
« Ya, Lan, evel-se bezet graet. »
Per ha Yeunig a oa o tont neuze eus ar c’hraou, e-giz daou gamarad evel ma oant gwechall.
Ha Lan d’ezo :
« Alo ! paotred, poent eo staga ouz taol. Hirio ho pezo ar pez n’hoc’h eus ket bet morse c’hoaz d’ho tijuni : eur banne kafe, hag emichañs eun tamm mat a levenez en ho kalon. »
Per a vousc’hoarz. Yeunig avat ne gompren ket, hag int en ti.
Kenta kristen a wel Yeunig eo e dad-koz. Ha lammat a ra ouz e c’houzoug :
« O ! tad koz ! » emezañ : pardon ? pardon ? pardon ?
« O ! va mab ! Va mabig kaez ! » eme an tad-koz o pokat d’ezañ.
Goude beza chomet eur c’hrapadig da leñva, an tad-koz ha Yeunig a lavar war eun dro da Lan :
« Bennoz Doue warnoc’h ! Lan. »
« Lan, » eme Yeunig, « ha kemerout a rit-hu ac’hanoun da vevel ? Ne root koumanant ebet d’in, met maga a reot va zad-koz. Me a c’houlenn kement-se diganeoc’h, en an’ Doue. »
« Graet ar marc’had, » eme Lan.
An tad-koz a zo ker laouen ma teu e benn da veza splann, e-giz an heol pa sav ar vrumenn diwarnañ. Ha Yeunig a lavar :
« Gouzout mat a rit petra a zo digouezet ganin o vont e kêr. Kredit ac’hanoun. Chomit atao war ar maez : amañ e ren ar peoc’h hag an eürusted. »
Kroaz ar Vretoned,
eost ha gwengolo 1905.
Bremañ ez eus pell-amzer, e veve e Sao-Penn-ar-Gêr eur c’here, Laou an Huere e ano. N’en devoa ket e bar da gempenn eur re voutou-ler. Annaig, e wreg, a oa hep mar ar wella da werza he marc’hadourez er foariou. Met an ozac’h hag e bried n’o devoa nemet en dra-ze da gaout bara d’o femp bugel ha d’ezo o-unan.
Hogen an abardaez-se, e oa eun arne spontus o sevel dreist kribell ar menez. Kurun a rae, luc’hed a darze da zalla o daoulagad d’an dud, glao a goueze gwasoc’h eget biskoaz.
E-keit ha ma edo o bugale o tibri kreien (krign) yod kerc’h, Laou hag Annaig a oa an eil o sellout ouz egile.
« Ma pad an amzer-mañ pell c’hoaz, » eme Laou, « ne c’hellimp ket gwerza hor bouteier-ler ken, rak piou a gredfe lakaat anezo e-kerz ar goañv ? Ar voutaouerien a vezo mat ar stal ganto. Gwell a ze ! Met ar gereourien geiz !… Gwir eo e c’hellin labourat eun nebeud c’hoaz, met va ler a vihana an tamm anezañ, ha n’hon eus gwenneg ebet ken ! n’eus eskenn (tamm) er guchenn !… Reuzeudig eo hor stad ! Hogen, Annaig bezomp feal da Zoue, hag heñ a bourvezo d’hon ezommou. »
« Ya, Laou. » eme Annaig, « bezomp mat ouz Doue hag e vezo mat en hor c’heñver. »
N’he devoa ket peurlavaret he c’homz ker fur, ma voe graet dao-dao war an nor.
Daoust ha piou eta e grede mont er-maez da vale dre eun amzer ken divalo ?
Ha Laou digeri.
Ouz sked eul luc’hedenn ec’h anavezas Katell goz. Ober a reas raktal sin ar groaz, rak Katell goz he devoa ar vrud da veza eur sorserez, abalamour ma n’he devoa ti ebet.
Soñj a zeuas d’ezañ da gas anezi kuit ha da serri an nor outi, met e galon vat a voe trec’h d’e reuñkeun (doñjer, euz), ha neuze, komz Jezuz a oa en e spered :
« Me a oa hep ti, ha digemeret hoc’h eus ac’hanoun. »
Hag heñ lavarout d’ezi dont tre.
Gleb-dour-teil he zruilhou, ar baourez a ya d’azeza war an oaled. Kridienn a zo gant he izili, kloka a ra he dent.
Annaig, truez leiz he c’halon, a c’houez c’hoaz eun tammig tan raden sec’h. Ha Kastell goz a astenn he daouarn askornek a-us d’ezañ. An tan-se, tan roet d’eur paour gant eur paour, a laka he zal da ziroufenna eun nebeud, hag hi a ra van da vousc’hoarzin gant he muzellou glas.
Ar vugale, tamolodet (dastumet) en dro d’o mamm a sell ouz ar vaouez paour, ha strafuilhet int.
« Diwezat edoc’h war an hentou, ha koulskoude eo divalo an amzer, » eme Laou.
« Divalo tre eo hag, evelato, den-all ebet nemedoc’h n’en deus digoret e zor d’in. Bet oun o skei war zor ar Gwerzig a zo d’ezañ kement park a zo amañ, tro-war-dro. Kaset en deus ac’hanoun kuit ha tamallet oun gantañ beza sorserez. Ma ! gwelout a ray hag heñ ez oun-me eur sorserez ! gwelout a ray ma rank evit-se lakaat e chas war va lerc’h ! »
Daoulagad an hini goz a sav tan ar gasoni enno dre ma lavar ar c’homzou-se. Ma klask Laou lakaat he c’halon da deneraat ; hi avat ne selaou ket.
« Ya ! ya ! » emezi, « va enebourien a ranko paea kement o deus graet d’in ! Met ar re a ra vad d’in, me a oar ober vad d’ezo ivez. Me a heuilh c’hoaz al lezenn goz : lagad evit lagad ! »
« Pardonit, » eme Laou.
« Lezit ac’hanoun ganto. Roit d’in, mar plij, eun tamm plouz da c’hourvez amañ henoz en ho ti. N’hoc’h eus netra ebet da goll. »
Eur voudenn c’hoaz en tan, lavaret ar pedennou, hag an dud da gousket.
Huñvreou kaer a reas Laou hag Annaig. Ar baourez koz a zo dirazo par d’eur briñsez hag, evit o faea, a ra d’ezo dont da veza pinvidik-mor. Peziou aour a zo berniet en o c’hichen, ha kemerout a c’hellont kement ha ma plij ganto.
Tapet int pa zihunont. An hini goz, he filhou bepred en dro d’ezi, a zo astennet e-kreiz al ludu war an oaled. He fri, kamm evel beg eur sparfell, a zo stok ouz he chiñk (groñch) ; he zal a zo roufennet splann ; he chotou a zo krizet. An trouz a zo gant ar vugale a ra d’ezi divorfila, hag e trugareka ar c’here o lavarout, en eur rei eur c’horned d’ezañ : « Er c’horned-mañ e kavi peadra da zont pinvidik. »
Laou a soñj en e huñvre. Emañ o vont da lavarout « Bennoz Doue » da Gatell, met houmañ a zo aet kuit.
Ha Laou er-maez da lonka eur banne aezenn-vintin. Klevout a ra komzou kounnaret ha malloziou ; Gwerzig hag e bried a zo war an hent bras o skraba o fenn, o chas o yudal en o c’hichen. An tan a zo kroget e ti Gwerzig, ha devi a ra kement tra a gav : keuneud, plouz, foenn, kreier hag all…
Laou a soñj e komzou Katell : « Paeet e vezin ! »
Heñ avat a zo laouen da veza digemeret ar sorserez. Perz a gemer, koulskoude, e chalamant Gwerzig a zo revinet tre.
N’en deus ket digoret Laou e gorned c’hoaz. Ennañ e kav eun tamm paper hag eur c’houlaouenn.
« Hag aze ez eus peadra da vont da binvidig ? Eun tamm paper hag eur c’houlaouenn ! Katell goz he deus graet goap ouzin ! »
Savet eo e zorn da stlepel an traou-se pell dioutañ.
« Mat ! n’her grin ket koulskoude, » emezañ. « Sellomp outo. Ha da genta ar paper. Skrivet ez eus warnañ. Gwelomp petra. » Hag e lenn :
E-kreiz ar maen a zo e-kreiz an oaled, el lochennig-mañ, ez eus eun alc’houez hag eur bizou (gwalenn). Setu amañ da betra int mat : an alc’houez a zigor ar roc’hell a zo er penn pella da Doull ar Gornandoned, pa vez lakaet warnañ en eur lavarout : Digor da zigor ; an hini a vez ar bizou en e zorn ne vez ket gwelet. E-keit ha ma chomo ar c’houlaouenn war elum, ar roc’hell a chomo digor ivez pe, da vihana, a c’hello beza digoret. Met gwaz a ze d’an hini a vezo en Toull pa vezo maro ar c’houlaouenn ! Da viken e chomo eno !… Gwaz a ze d’an hini a vezo paket gant an deiz en Toull ! Lazet e vezo !!!
« Alo ! » eme Laou, « setu kavet teñzoriou, rak ar gornandoned a zo paotred pinvidik ! »
Ha brevi a ra ar maen-kreiz en oaled, o lakaat e-giz-se e wreg da c’houlenn ha kollet eo e benn gantañ. Heñ avat a sko bepred, a ziskolp tammou ken ez a e vailh (morzol) diouz e zorn en eun toull. Eno e kav an alc’houez hag ar bizou.
Lakaat a ra ar bizou en e zorn ha gervel e wreg.
« Petra a zo ? » eme Annaig.
« Deuit da welout. »
Hag hi mont.
« Met pelec’h emaoc’h eta ? » emezi.
« Sellit ouzin. »
« Kaer am eus sellout, ne welan nemet ar maen-oaled faoutet. »
Hag heñ a ra eur c’hrogad c’hoarzin hag a c’halv e vugale :
« Laouig ! Annaig, Yannig ! Mari-Janig ! » (Egile ar galonig, ne oa ket gwall-vras c’hoaz.)
Diredek a reont, hag e lavaront :
« Tad, tad, pelec’h emaoc’h ’ta ? »
« Klaskit, ac’hanoun ! Koukouk ! »
A-benn eur pennad e tenn e vizou, hag heñ :
« Ac’hañ ! n’oc’h ket gouest da gavout ac’hanoun ! »
Hag e c’hoarz eun abadenn hag e dud ivez.
…Noz eo anezi. Deuet eo ar mare da vont da Doull ar Gornandoned.
Toull ar Gornandoned a oa en tu-all da Bontig-ar-Wern dindan an hent a gas da Gasteliin. Da vont ennañ avat e oa dao mont d’ober tro an Dreverz pe dro Rubuskuñv.
Buan a-walc’h e tigouez Laou. An avel a c’houitell en Toull. Ken du hag en eur sac’h eo. Laou ne wel ket eur banne. Ken e teu aon d’ezañ. Petra emañ o klask en Toull-se ? Eun teñzor. Ha n’eo ket sot mont da glask eun teñzor e-lec’h ma n’eus bet kristen ebet morse ? Ha neuze da biou eo an teñzor-se ? Da laeron emichañs. Ha ma kouez al laeron war e chouk ? Echu gantañ…
Hag e teu war e giz. Evelato a-benn eur c’hrapadig, e ra Laou teir pe beder gammed e-barz. Ne glev seurt. Kement-all c’hoaz. Seurt ebet bepred. Kement-all adarre. E-giz trouz eskell a zo e krec’h an toull, stok ouz ar volz. Eur mell labous a ra eur pez taol d’ezañ e-kreiz e dal, ken a wel n’ouzon dare pet mil steredenn ha tregont.
Hag heñ war e giz. Raktal, setu eur bern kaouenned, gant eur vandenn askilli-kroc’hen (logod-dall), en dro d’ezañ, hag int reuz ganto avat da veza bet dihunet, bec’h d’ezo beza aet da gousket.
Strafuilhet-holl, e c’hellit kredi, Laou a ya kuit. Mar deo kornandoned al laboused-se !…
Met petra a lavaro Annaig ma teu Laou d’ar gêr hep digas netra gantañ ? Ar soñj-se a ra d’ezañ chom eno. Hag ez a, e galon o lammat d’an daoulamm ruz, hag ez a larkoc’h eun tammig hag eun tammig-all c’hoaz. Peoc’h a zo bremañ gant pep tra. Laou, war eur pondalez, a gendalc’h da vont pelloc’h. Er penn-all, setu eun diri (skalier, biñs). Ha Laou diskenn gantañ. Hag eur pondalez hag eun diri, hag eur pondalez hag eun diri-all.
Ha diskenn a ray d’an ifern ?
Hag eur pondalez-all adarre ; hemañ n’eus diri ebet er penn pella d’ezañ. Na teñval eo eno ! Ha Laou a glask gant e zaouarn. Eur roc’hell a zo dirazañ. Penaos mont larkoc’h ?
Hag eun trouz dudius a zeu betek e ziskouarn. Lavaret e vefe trouz flour peziou arc’hant hag aour o tañsal eun abadenn, kemmesket hag a-zaouiou, war ar vein-duf… Kreski a ra ar jabadao : eur c’harrad aour d’an nebeuta a ziskarger en eur veol staen.
Laou a zo seder o selaou, hep tenna e alan. War-bouez diou gammed dioutañ emeur o palat aour. War-hed daou baz dioutañ e red eur ster aour, lirzin he hiboud. E benn o voudinellat, an derzienn gantañ, setu heñ da glask paka aour ; met, kaer en deus, ne gav dindan e zaouarn nemet begou lemm ar roc’h ma ’z eo spinac’het e vizied ganto. Dor ebet, digor ebet. Ha distrei a ray ac’hano ker paour ha ma ’z eo aet di ?
« A ! traou Katell goz, » emezañ.
Hag e laka e vizou en e zorn hag e c’houlaouenn war elum, hag e alc’houez war ar roc’h, hag e lavar :
« Digor da zigor. »
Hag ar roc’h a ra kerkent eun hanter-dro warni he unan, ha Laou a zo dallet gant ar sklerijenn a bar neuze warnañ. Dre ar frailh ez a war a-raok hag e chom harpet, alvaonet, laouen, badaouet.
E-tal eur sal vras kaer-kaer emañ. Ne gred ket mont hiroc’h. Piou a zo o chom eno ?
Eur maread tud du-mouar, treid gavr d’ezo, a gerz dre ar palez-se. Ar roue a zo azezet war e dron. O niveri e deñzoriou emañ. Mat eo bet ar bloavez, ha seder eo. Ar gornandoned o devoa lakaet seiz batimant ha seitek-ugent da oueledi. Da heul ar peñseou-se o devoa dastumet seiz-ugent milion e peziou aour ; war an hentou o devoa laeret diwar goust seitek kant den ; el lanneier seiz kement-all ; aet e oa ganto, da werza, n’ouzon dare pet seiz ugent lost loen-kezeg.
Hag ar roue neuze a drugareka e vevelien eus o labour vat hag a bed anezo da dremen an noz el laouenedigez. Hag, en eur sal-all, ez eont ouz taol.
Ha Laou a zo e-unan e-tal toull an teñzoriou. Droug a zo ennnañ ouz ar gornandoned daonet-se. Int eta eo a ra d’ar bagou mont da goll e-kreiz ar mor bras ha war gerreg an aodou ! Int eta eo a laka an dud en douar ez-veo ! Ha kement-se evit kaout arc’hant ! an arc’hant a zo dirazañ eno ! Ha ne gasfe ket eus an arc’hant-se gantañ ? N’eo ket d’ezañ eo e vez dibunet seurt diotachou !
Hag e karg e c’hodellou, e vruched, e grubuilh, e gerc’henn, e vragou bras. Sammet eo e-giz eur marc’h-limon, ha keuz en deus peogwir ne c’hell ket kas muioc’h c’hoaz gantañ !… Sellout a ra ouz e c’houlaouenn. Hantet-zevet n’eo ken ; gallout a ray Laou dont en-dro ha kas traou gantañ avat !
Bralla (horjella) a ra gant e vec’h o vont er-maez. Hag e laka e alc’houez war ar roc’hell ; houmañ a zigor raktal. Hag heñ kuit. Laza a ra e c’houlaouenn, hag ar roc’hell a serr war an Toull. Ha Laou er c’hao teñval. Aezenn an noz a ra vad d’ezañ, rak torc’houezi a ra. Sevel a c’hell gant an diri. Digouezet er-maez, ez eo nec’het bras. Da belec’h mont gant e deñzor ? Ma kas anezañ d’ar gêr e teufe laeron marteze, hag an dud a lavarfe en deus hen laeret diwar goust Gwerzig…
« O ! » emezañ, « eur maen bras a zo e-kreiz ar c’hoad. Gant traou Katell goz e tigorin anezañ da guzat va aour ennañ, ha den n’o c’havo eno. »
Ober a ra e-giz ma lavar. Ma ! va zud, sklankat a ra pa glev e deñzor o trouzal sart war ar maen. Na bihan eo ar re-mañ e-keñver ar re a zo du-ze ! « Ha ma tistrofen d’an Toull ? » emezañ. « Va goulou a zo hir a-walc’h an tamm a chom anezañ c’hoaz. Digas a rin ganin kement hag en dro genta da vihana ; ha gant an aour-se, me a breno tiez a roin e koumanant. Ha me, me eun aotrou ac’hanoun ! me a vevo diwar va leve ! na petra ’ta ? Na brao e vezo ar bed ! Laou an Huere a yelo da chom d’ar vourc’h, en eun ti bras, ar brasa ! en eun ti brao, ar brava ! hag ennañ e ruilho steriadou gwin ! hag ennañ e vezo friko war-lerc’h friko ! »
Ha Laou war an hent d’an Toull.
« A ! » emezañ, « eur sac’had ar wech-mañ. »
Ha da gerc’hat eur sac’h ez a. M’hen dije bet eur c’harr-tumporell e vije aet gantañ, hep mar !
Kousket eo an holl en ti e-giz aelez, nemet Annaig a zo war-sao o c’hortoz Laou.
« Deuet oun da glask eur sac’h da garga aour ! »
« Mat ! mat ! ni a vezo eürus ! » eme Annaig.
Ha Laou d’an Toull. Gwelout a ra e krog en oabl ar stered da guzat o zachou aour ; diouz tu ar sav-heol emañ an deiz o vont da c’houlaoui. Hag, eur pennadig, e soñj chom hep mont larkoc’h, rak paper Katell goz a lavar : « Gwaz a ze d’an hini a vezo paket gant an deiz en Toull !… » Met e c’hoant da gaout aour a zo trec’h d’e aon, hag ez a. Eun taol gant e alc’houez hag emañ e-barz an toull.
Ar gornandoned a zo c’hoaz ouz taol. Sonerien a son o brava toniou. Laou avat ne blij d’ezañ nemet dañs an aour o vont en e sac’h, ha bounta a ra ennañ, me a lavar d’eoc’h. Ne chomo seurt war e lerc’h, sur mat ! Re-bounner eo e sac’h da samma war e gein, hag e stlej anezañ, betek an nor. Lakaat a ra e alc’houez war an nor, met houmañ ne flach ket.
Spontet-holl, Laou a ya d’eur c’horn hag a chom tamolodet eno da c’hedal ar pez a zo da c’hoarvezout. E vleo a sav war e benn, e spered a ya kuit, hag e sko, e sko, e sko gant e alc’houez war ar maen. Netra, netra nemet eur neudenn-c’houlou a zeu davetañ, dre eur frailh. « Deiz eo ! an deiz ! » eme Laou ; « lazet e vezin ! O ! aour brein ! » Skei a ra c’hoaz. Netra, netra nemet youc’h ar gornandoned war al laer. Ar roue, a-barz mont da gousket, a zo aet da welout e deñzor, ha gwelout a ra eo nijet kuit. Mont a ra en egar, hag e lavar krouga ar gornandoned holl, ma ne zigasont ket en-dro a-benn eun distera, e-lec’h m’edont kent, kement a zo aet kuit !
Furchal o falez a ra ar gornandoned. Gwelet eo Laou gant unan anezo a laosk eur you ! hou ! hou ! ker kreñv ma tired ar re-all. Paket eo Laou ha kaset dirak ar roue.
Paket eo Laou daoust d’e alc’houez, d’e c’houlaouenn, d’e vizou, rak pa vez deiz an traou-se ne dalvezont da netra.
Ar roue a varn al laer daonet. « Aour eo a faot d’it ? » emezañ, da Laou. « Sebeliet e vezi en aour ! »
Hag eun abadenn dañs-tro a raer en dro d’ar paour-kaez kere. Starda a ra muioc’h-mui ar gornandoned ar c’helc’h o deus graet. Trei a reont buanoc’h-buana. Bralla a ra Laou, plega a ra, daoubleget eo, koueza a ra, emañ war e grabanou, er c’hao emañ, ruilha a ra war an aour, mouget eo…
Ken a glever eur vouez maouez. Ar gornandoned a dav gant o c’hoari. Souezet-maro, Laou a wel Katell goz war dreuzou ar palez. N’emañ-hi ket tre ennañ ma koll he filhou, ma n’eo ken he dremm ar memes hini. Ar sorserez a rae doñjer da Laou a zo bremañ eur briñsez ar gaera. Ar roue a ziskenn diwar e dron hag a ya d’he diarbenn ; ar gornandoned e stou dirazi e-giz dirak o rouanez.
Goude beza komzet ouz ar roue, ez a rouanez ar gornandoned da gavout Laou, hag e lavar : « Laou, c’hoant am eus bet da c’houzout ha ker fur e vijes bet ha ma’z out bet mat ouzin. Hogen da sod out aet pa ’z out digouezet war eur bern aour. Met, o klask kaout re, e kollez pep tra ! N’az pezo ket eul liard ! Hag ar yalc’had ac’h eus roet da vaen ar c’hoad a chomo ennañ. Ar roue, va fried, a zistaol d’it ar gaou ac’h eus graet outañ, abalamour ma ’c’h eus digemeret ac’hanoun en da di en noz all ; met n’az pezo nag aour na netra. Ha n’a ken da sevel kestell el loar. Bez laouen gant ar pez ac’h eus bet digant Doue… Koulskoude, peogwir out bet mat em c’heñver, dal ar plad houarn gwenn-mañ. Teir gwech bemdez e teuio d’it ennañ ar pez a vezo ret du-ze d’ar predou. Kae eta ha dalc’h soñj d’ober vad atao d’ar re baour. Kae ha ped Doue evidomp ma vezo berraet hor poaniou. »
« Hag a rin, itron vat. »
« A-raok mont kuit, e c’houlennan ouzit ober eun abadenn ganin. »
« Ober a walc’h a rin, itron vat. »
« Ya, rak me a zo bet lavaret diwar va fenn e vije echu va foan pa c’helljen dañsal gant eun den kere eus e vicher, ur wreg vat ha pemp bugel d’ezañ. »
« Me a zo ho ten marteze neuze, itron, rak kere oun eus va vicher, Annaig va gwreg a zo ar wella a oufe den da gaout, ha pemp bugel koant a zo du-mañ. »
« Doue ra vezo benniget eta ! Kemer eun dra bennak da rei nerz d’it. Seblant skuiz a zo warnout. »
« Ha skuiz oun ivez, itron. Ho tud aze o deus graet d’in c’houezi yen ha semplaat. Mat o deus graet. Kement-se a oa dleet d’in. »
« Dal, eur banne gwin a ra vad d’ar galon. »
« Ho trugarekaat, itron. »
Eva a ra Laou. E keit-se, ar sonerien a laka c’houez en o seier. O c’hanaouenn-dañs a zo houmañ a lavaront hep ehan :
« Dilun, dimeurz, dimerc’her. You ! »
Ha Laou, biz-ha-biz gant ar rouanez, da gana :
« Dilun, dimeurz, dimerc’her,
Diriaou ha dirgwener… »
« You ! hou ! hou ! » eme ar gornandoned. « Start ! start ! start ! »
Ha Laou adarre :
« Dilun, dimeurz, dimerc’her,
Diriaou ha dirgwener.
Disadorn ha disul,
Hag echu ar sizun ! »
Hag ar roc’hell a zo frailhet ; hag an Toull n’eus ken anezañ ; hag ar gornandoned a zo nijet d’ar Baradoz, echu o finijenn ganto ; hag ar maen a oa e-kreiz ar c’hoad a zo aet kuit ha Laou a zo e-unan, gant e blad houarn gwenn, e-kreiz an hent bras.
Hag heñ d’ar gêr. Annaig n’eo tamm laouen ebet pa wel anezañ o tistrei, netra gantañ nemet eur plad houarn-gwenn en e zorn, hag e sac’h goullo war e chouk.
Hag hi a ziframm ar plad a-dre daouarn Laou hag a stlap anezañ er porz.
Laou a lavar :
« Ra vezo krampouez war ar plad ! »
Ha d’Annaig :
« It da gerc’hat ar plad, Annaig. »
« Kit da gousket gant ho plad : pez diot a zo ac’hanoc’h ! Gourvezet out bet war an aour ha n’eus ket deuet eul liard ganez ! »
« Alo, koantiz, ne felle ket da Zoue. »
« A ! Laou, gwir eo. Ni ne soñjemp tamm ebet e Doue pa vezemp oc’h huñvreal beza pinvidik. Abalamour da ze, sur mat, eo n’eus ket fellet d’ezañ rei netra d’eomp. Ra vezo benniget ! Ha ni, bevomp mat en hor stad, ha perz hor bezo eun devez er Baradoz dudius. Ma, Laou, mont a ran davit ar plad. Hennez ne dorro ket da vihana : eun dra vat eo eta. Pardonit d’in, va Laou gaez, da veza bet re daer. »
« Pardonet oc’h pell ’zo. »
« Bennoz Doue d’eoc’h. »
Ha mont a ra da gerc’hat ar plad. Na souezet eo o kavout warnañ krampouez melen doare vat d’ezo !
Gant levenez e lamm en ti, en eur lavarout :
« Sellit eta, Laou, krampouez amanennet war ho plad, ha viaouet int zoken. Eur fest ! »
« Ya, » eme Laou, « ha kement ho pezo c’hoant da gaout a zeuio warnañ. »
« O ! Laou, bennigomp eta an Aotrou Doue. Na mat eo bet ouzomp memes tra ! Labouromp start da servija anezañ ervat. »
Kroaz ar Vretoned,
Here, du ha kerzu 1901.
N’oc’h ket bet morse e Lokeored, marteze ? Klevet hoc’h eus ano eus ar gêr vras-se, evelato ? Gouzout a rit petra eo eur pilhaouer memes tra ? Ha gwelet hoc’h eus meur a hini, moarvat, o youc’hal a-bouez-penn : « Tamm pilhou tamm ! pilhou d’ar pilhaouer ! » Mat ar bilhaouerien a zo an darn vuia anezo eus Lokeored, e-giz hini ar son :
E koumanant Toull-al-Laer…
Koulskoude, kement den en deus bevet e Lokeored n’eo ket bet pilhaouer. O ! nann ! ha me a fell d’in rei d’eoc’h da c’houzout eun abadenn, ha diou zoken, c’hoarvezet gant kloc’her ar barrez-se.
Pell a zo, pell-pell a zo abaoe ma ’z eus bet kelou war ar bed eus Bertele.
Bertele e oa e ano da gloc’her Lokeored.
Seiz vloaz penn-ha-lost e oa bet soudard gant Napoleon koz, ha brudet e oa — heñ Bertele — er Spagn kerkoulz hag en Aotrich, ha me n’ouzon dare pelec’h an Aotrou Doue c’hoaz.
Deuet e oa d’ar gêr pa oa echu e goñje gantañ. O veza ma oa mat da gana, e voe goulennet da gloc’her gant an aotrou person. An aotrou maer, diouz e du, a c’hoantaas gantañ kaout anezañ da dabouliner. Ha Bertele a ya da ganer ha da dabouliner.
Rak-se, ne veze graet tamm netra e Lokeored hep Bertele. Kana a rae d’ar badeziantou, d’an eureujou, d’an interramantou, d’an oferennou ; embann a rae traou ar gouarnamant hag e rae ivez gwerz ar sant er vered ; toullou ar re varo a veze graet gantañ hag o lakaat a rae enno. Son a rae ar c’hleier hag e tinte hag e vralle anezo, lakaat a rae bole enno hag e save poueziou an horolaj, ar pez a gave an enorusa evitañ. Ha ne oa ket hep gwir rak daoust ha n’eo ket heñ eo a verke da bep hini, e-giz-se, ar mare da ober pep tra ?
Dao eo d’in lavarout d’eoc’h ivez e ouie Bertele labourat mat-tre an douar, ha lakaat a rae kaol, irvin hag avalou-douar e-touez an ed :
« Perak koll douar ? » emezañ, « Ar pez na gavo ket mat ar gwiniz a yelo gant an traou all. »
O vont euz e bark, eun devez, edo e bal gantañ war e skoaz hag en e zorn eur gordenig, hag ouz penn ar gordenig eur c’havr, Bouchig e ano, kerniel sounn d’ezi ha reun flour hag hir. Hag hi seder war he divesker moan ha mistr ha war he zreid na stokent ket ouz an douar, koulz lavarout. Prenet en devoa Bertele ar c’havr-se evit meur a abeg, met dreist-holl evit divega ar c’haol tener.
Da vare an añjeluz edod, eun tammig en tu-all zoken, pa voe Bertele dirak an iliz. Hag heñ da son an añjeluz e-ser « drailha eun hanter pater ».
O vont da baka e bal en dro edo, pa welas poueziou an horolaj diskennet izelik. Hag eur soñj d’e spered. « Ha ma’z afen d’o sevel ? »
Lezel a ra e bal harp ouz ar voger, staga a ra Bouchig, ha yao en tour. Ar pouez kenta a zo diaesoc’h eget boaz da sevel : glao a zo bet, hag, emichañs, ar gorden a zo distrempet. Egile avat a zo skañv.
Graet e labour gantañ, e tiskenn Bertele en eur vouskana. Seder eo an tamm anezañ da veza kaset eun devez-all en e dro, ha da vont da welout hag aozet eo koan gant Godig, ar fura gwreg a voe morse dindan bolz an neñvou, ar vaouez ar wella da arboella an traou.
Digouezet en traon, e kav Bertele e bal. Met ar c’havr ? Gavr ebet ken ! Klask a ra a bep tu d’ezañ, trei ha distrei a ra, amañ, aze, du-mañ, du-ze, du-hont, e diabarz an iliz, en diavaez. Gavr ebet ! gavr ebet !
Hag e klemm hag e krog da c’hervel :
« Va gavr ! va gavr ! pelec’h emañ va gavr ? N’hoc’h eus ket kavet va gavr ?… Bouchig ! d’ar gêr !… D’ar gêr va Bouchig ker ! d’ar gêr !… »
Gant Bouchig n’eus grik ebet.
« Hag aet e vije va gavr gant al laer ? Gant piou eo aet ? Piou eo aet va Bouchig gantañ ?… Distaga he nask he deus graet kredabl ; mall a oa warnezi da vont da gavout Godig… Bouchig d’ar gêr !… D’ar gêr ! va Bouchig ! d’ar gêr !… Ne c’hell beza nemet eul lampon, eun arsouilh e-giz Paohir hag a vije aet va gavr gantañ !…
Paohir ha Bertele ne oant ket mignoned, abalamour, just a-walc’h, ma oa hir ano unan, ha ber ano egile.
Ha Bertele er-maez eus ar vered, kollet e spered gantañ, ar paour-kaez ! Ha, dre vourc’h Lokeored, e c’houlenn, e c’halv, e hop e-giz eun den peursot :
« Bouchig d’ar gêr !… Piou en deus gwelet va Bouchig, va gavr ?… Bouchig ! Bouchig ! toeik ! toeik !… Bouchig ! d’ar gêr !… tie ! tie ! Bouchig ! »
Bertele gaez ! n’eo ket bet gwelet da Vouchig gant den ebet, na gant Paohir zoken.
« Bouchig ! Bouchig ! »
« Petra a zo ganeoc’h, Bertele ger ? » a lavar Godig strafuilhet.
« Bouchig, amañ emañ-hi ? »
« N’emañ-hi ket ! aet e oa ganeoc’h d’ar park. »
« Kenavo va gavr kaez ! kenavo !… Eur feunteun laez ganti !… O ! Paohir ! anduilhenn daonet ! laeret eo va gavr gantañ ! »
« Penaos ? Petra ? Bertele ger ! »
Hag heñ lavarout d’e wreg ar pez a zo bet c’hoarvezet, penaos eo bet graet an taol judaz-se d’ezañ, penaos edo o tremen, edo an añjeluz, edo an horolaj, en devoa staget e c’havr er mod-mañ, er mod-se, er mod-all, hag e-giz-mañ hag e-giz-hont, n’ouzon dare petra.
« Va Doue ! va Doue ! petra d’ober ? » a lavar Godig, daelou druz en he daoulagad. « Va Doue ! va Doue ! eur c’havr hag a dalveze he fouez a aour ! eur c’havr a garen-me kement-all ! kement arc’hant ec’h arboelle d’eomp ! he laez ! he amann !… Sellit ! Bertele ! grit kofig moan ! yunit diwar zour ha patatez ! c’houezit, it, sonit ! kanit ! sebeliit ! savit e boueziou d’an horolaj !… Dao e vezo d’eomp arboella hag arboella c’hoaz da gaout unan-all ! Va Doue ! va Doue !… »
Noz eo anezi. Bertele ha Godig da gousket, eur bod spern e-kreiz o zal ha mut o zeod. Nikun anezo o-daou ne glozas lagad ebet en noz-se penn-da-benn. Seblantout a rae d’ezo edont o vont da glevout bê-bê Bouchig o c’houlenn digor diganto, goude beza bet o touza an drez, war girzier ar vro. Hag o c’halon baour a lamme en o c’hreiz, hag e redent, piou da genta, da bokat d’ezi, o zeñzor.
Pa ne gouskent ket, e klevjont an horolaj. N’he c’hlevent nemet re, ha n’edont ket o-unan e Lokeored. Ez it da welout ha gwir eo.
« Petra an diaoul eo kement-mañ ? » eme Vertele, o sevel spontet en e wele-kloz hag o tigeri ar stalafennou da glevout gwelloc’h. « Nann ! nann ! eur gwalleur ne c’hoarvez morse e-unan. O ! Paohir ! Klevout a rit, Godig ? »
« Ya, emañ an eur o son… Dek eur eo anezi. »
« N’eo ket nav eur c’hoaz, hag ez eus bet unnek taol ! Klevout a rit ? Daoñ ! daoñ ! daoñ ! Son a ra c’hoaz ! son a ra bepred. An eur war-lerc’h an eur ! hanter-eur ebet ! Hanternoz ! eun eur ! div eur ! teir eur ! peder eur ! kollet eo e benn gantañ ! Daoñ ! daoñ ! Na buan ez a ! Daoñ ! daoñ ! daoñ atao ! Emañ an teuzed (lutined) o c’hoari ar wech-mañ avat ! Eun diaoul bennak a zo o kas anezañ, sur tandelo ! d’an daoulamm ruz ! Daoñ ! daoñ ! daoñ ! Ma n’eo ket Paohir eo ! Daoñ ! daoñ ! daoñ ! N’ehano ket ! »
« Petra a vezo goude, Bertele ger ? »
« Petra, Godig ? Ne welit ket eo trelatet va horolaj ? Hag oun-me, bremañ da viken, eun den kollet ! Petra ’vezo lavaret warc’hoaz-vintin diwar va fenn e Lokeored ? Astenn a raio an dud o biz etrezek ennoun ! Me a zo dizenoret, Godig ! Me a zo dizenoret ! A ! Paohir milliget ! Biz an dud war-du ennoun ! »
« Biz an dud war-du ennoc’h ! Jezuz, Maria, Kredo ! »
« Eun horolaj evel hennez ! eun horolaj, enor Bertele, e-giz ma’z eo, e-giz ma oa Bertele enor Lokeored ! eun horolaj ha n’eo ket bet direnket morse evit ar wech ! eun horolaj ha n’eus ket aet eur gwenneg morse da renka anezañ ! Pe seurt liou a vezo warnoun ! Mervel a rankan dioustu ! »
Aet a-walc’h e vije ouz ar groug panevet e talc’has Godig start warnezañ.
Hag an horolaj adarre : daoñ ! daoñ ! daoñ ! c’houec’h eur ! seiz eur ! eiz ! nao ! dek ! unnek ! daouzek !
« Kreizteiz ! » eme Vertele, « ha n’eo ket savet an heol c’hoaz ! Eun eur ! div eur ! teir eur ! peder eur ! c’hoaz ! adarre ! E-giz glaz da Vouchig !… »
Meur a hini ne gouskas ket gwelloc’h eget Bertele, hag hiniennou a savas da vont d’an tangwall…
Nag hir e voe an noz-se da Vertele ! hir e-giz eur sizun dindan ar yeo ! Memes tra, dont a reas an deiz da darza. Kerkent Bertele d’an tour, e kambr an horolaj a sone atao. Hag heñ da zresa anezañ, eus an eil tu hag egile…
Neuze e welas Bouchig, e Vouchig, e c’havr, krouget en hanter hent eus an traon d’an nec’h ha maro-mik…
Sempla a eure.
En derc’hent, a-barz pignat en tour, en devoa staget e Vouchig, gouzout a rit ; ya met staget en devoa anezi ouz pouez an horolaj, ouz ar pouez a oa pounneroc’h eget boaz. O sevel anezañ, en devoa, heñ Bertele, krouget e Vouchig, e c’havr vat !…
« Va Doue ! va Doue ! » e lavaras, a-hed an deiz-se penn-da-benn. « Traou Doue ! na me a oa kollet va spered ganin en neizour ! Staga Bouchig ouz pouez an horolaj ! ha sevel ar poueziou ha krouga anezi ! me, me va-unan ! Va Doue ! va Doure ! truez ouzin !… »
C’houi a lavaro :
« Sur mat o devoe truez an dud ouz ar paour-kaez den ? » — Ya da ! truezus a lavaran-me ivez ! Truezus a-walc’h evit ober goap ouz fri hir Bertele ! Truezus a-walc’h evit mirout outañ da zont ken dirazo ! Ya ! ya ! truezus e voent ! Paohir dreist-holl ! Hemañ avat a voe truezus, e c’hellit kredi !…
« Ma ! n’eus forz, » eme Vertele, « eur c’havr am bezo c’hoaz kousto pe gousto, eur c’havr ker kaer ha Bouchig, Doue d’he fardono ! Arboella a rin ! Bara sec’h hag avalou-douar ! Setu ar pez am bezo ! Avalou-douar da lein ! dic’houitez da verenn ! patatez da goan ! ha yun bemdez !… »
…Ya ! ya ! Bertele, arboell ! mat a rez ! eur c’havr az pezo !… Ha c’houi, va c’henvroiz ker, taolit evez da veza ken dibenn ha Bertele ! Me a lavar d’eoc’h e-giz ar werz koz :
Gra pa ri tra, to pa ri ti…
Ha bremañ, ma n’oc’h ket skuiz gant ar ranezennou-se, me a ya da lavarout re-all d’eoc’h c’hoaz, diwar-benn Bertele atao, evel just, ha kavet e vefe c’hoaz da lavarout…
Miz a zo abaoe an darvoud kriz c’hoarvezet gant ar c’havr, abaoe an darvoud euzus ! Ha setu ma tosta pardon Lokeored. Teir sizun c’hoaz, ha setu eur pardon bras.
E Lokeored n’eo ket paour an dud, evit doare. Eur sant nevez a zo bet prenet e lec’h ar sant koz na chome anezañ ken nemet tammou koad toull-didoull.
Bertele, me a gav d’in, eo an hini a zo ar muia a vall gantañ o c’hortoz ar pardon rak, da geñver an deiz-se, kloc’her Lokeored a ra eur gest evitañ e-unan, en iliz, mar plij. Ha, peogwir ez eus eur sant nevez, e vezo madelezus an dud gant ar fouge a vezo enno, emichañs.
Skrivet en deus an aotrou person da Bariz da gaout ar sant nevez, ha bet en deus lizer da lavarout d’ezañ e tigouezo d’ar yaou a-raok ar pardon. Netra welloc’h, hep mar da renka anezañ ha da c’hreia (ficha) an aoter.
…Setu ar merc’her. Bertele a ya da zresa kement tra n’eo ket renket mat. Diboultrenna a ra ar mogeriou, an aoteriou, ar gador-govez, ar gador-sarmon.
Setu ar yaou vintin. Larda ar c’hleier hag o sparl, ha lakaat eol gant an horolaj, a ra Bertele.
D’ar yaou d’abardaez : n’eo ket deuet ar sant nevez c’hoaz.
D’ar yaou da noz : sant ebet !
D’ar gwener vintin ha d’ar gwener da noz : sant ebet !
« Sant ebet ! » eme an aotrou person, klemmus e vouez evel mouez an anaon.
D’ar sadorn vintin : hirio e teuio hep mar !… Bertele a ro eun taol kempenn diweza d’an traou ! ar c’hantoloriou a zo ker sklaer ma vefent kemeret a-walc’h da velezouriou ; ar chantele a zo lakaet koar fresk outañ, ma tarb d’ar c’hloc’her spura anezañ, c’houi a oar gant petra… Kerc’hat a ra ar palennou, palennou an aoteriou, eus ar presbital.
Eno e klev c’houez ar c’hig ouz ar ber, hag e teu avi d’ezañ. Hag heñ d’ar c’halatrez. Diskenn a ra, eur bec’h gantañ war e chouk. Er gegin, e wel Marc’harid goz, Marc’harid ar presbital.
« Friko a vezo ? Marc’harid. C’houez vat a zo. »
« Ya, ya, Bertele, abalamour d’ar sant nevez. An aotrou person, gouzout a rit, n’eo ket boazet d’ober koantik d’e gof. Met gant ar sarmoner a vezo, hag a zo erru bremaik, e vezo dao ober eun tammig en tu-all. Kustum eo hemañ koulskoude d’ober yun bemdez rik. Evit eur wech, ober eur pred mat n’eo ket pec’hed, neketa ? Eur wech n’eo ket atao eo… Ha neuze, me n’oun ket fachet tamm ebet : me am bezo lod ivez, e c’hellit kredi, ha ma vez mat va c’heusteurenn e vezo mat ar gwerz-butun ivez. Eur porc’hellig war e vamm hag eur c’hilhog lart, al larta, a zo lazet, hag ouz ar ber emaint zoken. An aotrou maer, ar fabrisianed, kuzulierien an ti-kaer a vezo holl amañ warc’hoaz… Ha c’houi, Bertele, d’ho lein pe d’ho koan ? »
« Foeltr netra ebet ! Ha friko du-mañ ne vezo ket ! nann ! nann ! nann !!! Siouaz Doue ! nann ! ne vezo ket ! Va gavr, gouzout a rit, a zo maro, ha dao eo d’in arboella da gaout unan-all. Ha, siouaz d’in ! abaoe ma’z eo aet gant an ankou didruez, n’eus bet nemet eur vadeziant baour, eur vadeziant evit netra. »
« Ma teufec’h amañ warc’hoaz, me laoskfe va gwerz-butun ganeoc’h, hag e c’hellfec’h prena eur c’havr-all dizale. »
« Ho trugarekaat, Marc’harid ! Allas ! nann ! n’em bezo tamm friko warc’hoaz ! tamm ebet ! Me a zo re baour ! »
« Ne lavaran ket, met warc’hoaz ho pezo kest. »
« Kest a-walc’h ! Warlene n’em boa ket touchet pevar real. Er bloaz-mañ, me a gred, em bezo nebeutoc’h c’hoaz, rak an dud o deus roet evit ar sant nevez. Ha va gavr, va Bouchig ker, eo a vezo kaoz eun tammig ivez, va Jezuz benniget ! Paohir a ra da gement hini a wel ober goap ouzin. Met arabat chom amañ da gonta kaoziou. Kalz labour am eus c’hoaz d’ober en iliz. Ar sant nevez a vezo mat ouzin, marteze. »
Ha Bertele gant e samm…
Pemp pe c’houec’h tro a ra, ha dre ma ’z a, e sav c’hoant kig en e vouzellou. D’ar seizvet gwech ez eo trec’h e c’hoant d’ezañ, hag evel m’emañ Marc’harid goz o troc’ha kaol el liorz, setu heñ da gavout ar ber ha da redek kuit gant al loen pevarzroadek, poaz a-walc’h a-benn neuze !
Digouezet er gêr, e c’halv e wreg da ranna ganti lod ar pardon, bet digant an aotrou person. Godig a gred Bertele war e gomz. Ne reont ket giziou da gregi e tamm pe damm. Godig a zebr kement ma koll he fenn. Bertele avat a yafe daou gement-all gantañ c’hoaz. Keit-all a zo emañ war yun ! Met n’eus ken !
Hag heñ d’an iliz, d’ar sakristiri. An aotrou person a zo eno o c’hortoz tud da gofes. Bertele a zeu hag ha ya hep ober van ouz netra. Hag an aotrou person da gomz d’ezañ eus al laeronsi graet er presbital.
« An dra-ze ne c’hell ket beza, aotrou person, » eme Vertele.
« A c’hell beza pa ’z eo gwir eo bet. »
« Hag ar sant nevez, aotrou person, ha deuet eo ? »
« N’eo ket ! »
« Petra a vezo graet eta neuze, aotrou person ? »
« Petra a vezo graet ? Bremaik me a lavaro d’eoc’h ! Ha n’hoc’h eus ket klevet piou a zo bet er presbital ? »
« Nann, aotrou person. »
« Ha n’hoc’h eus gwelet den ebet du-mañ ? »
« Kristen ebet, aotrou person, nemet Marc’harid ha me ? »
« C’houi ! C’houi eo eta hoc’h eus laeret ac’hanoun ? »
« Me ? aotrou person. »
« Ya ! c’houi ! »
« Me ? »
« Ya ! sur mat ! pa’z eo gwir e livirit hoc’h-unan n’eus bet den du-mañ nemedoc’h. Ha ganeoc’h eo aet !… Gwelout a rit, aet oc’h ruz betek beg ho tiskouarn. Ya ! ganeoc’h eo aet ! C’houi a zo eul laer ac’hanoc’h ! Ma c’hell beza ! Ar c’hloc’her o laerez diwar goust ar person ! Ar c’hloc’her o laerez an hini a ro bara d’ezañ !… »
Bertele a govez war bennou e zaoulin, o lavarout :
« Aotrou person, c’houi a zo mat ho kalon, c’houi a bardono d’in ! »
« Ne rin ket ! »
« Eo ! »
« Ne rin ket ! a lavaran. »
« Eo ! keuz am eus ! »
« Keuz a lavaran-me ! Keuz, e-giz eur louarn, tri biz ar forc’h war e c’houzoug ! Keuz, e-giz… n’ouzon dare petra ken ! »
« Keuz gwirion ! glac’har bras ! Ne rin ken ! »
« N’eo ket diaes, pa’z eo gwir n’eus ken ! »
« Hag e vefe ne rafen ken ! Pardon ! »
« Ha ! pardoni a ran d’eoc’h gant ma ’z eot da gerc’hat ar sant nevez. »
« Da belec’h, aotrou person ? Me a zo pare da vont. »
« D’an Uhelgoad. »
« Hag ez in. »
« A-benn pet eur e viot distro ? »
« Peder eur eo anezi… A-benn c’houec’h eur pe e-giz-se. »
« Mat, kit. »
…Aet eo Bertele. Ne gav sant ebet. Distrei a ra, teñval a-walc’h e benn, daoust d’ar maeziou beza alaouret kaer, gant an heol o kuzat dreist barr ar meneziou. Met hag heñ a ra van ouz an traou-se ?
N’eo ket deuet ar sant gantañ. Penaos mont dirak an aotrou person ?… Met n’eo ket heñ, Bertele, eo a zo kaoz, ha mont a ra :
« Aotrou person, en Uhelgoad n’eus sant ebet evit Lokeored amañ, hag an holl a c’hoarze goap ouz va fri, rak brud va Bouchig a zo aet di. »
« Ha n’hoc’h eus kavet sant ebet ? »
« Nann, aotrou person, nikun. »
« Bet oc’h e pep ti o c’houlenn ? »
« Ya, aotrou person, ha goap a-walc’h a zo bet graet ouzin, daoust ma n’eo ket peskig ebrel eo ez oun koulskoude. »
« Petra ’vezo graet eta neuze ? »
Bertele ne lavar grik.
« Ma ! Bertele, eur soñj a zeu d’in… »
« A ! aotrou person, gwell a ze ! »
« Laeret hoc’h eus ac’hanoun, neketa ? »
« Ya, aotrou person mat, ya, siouaz ! »
« Ma ! evit ho pinijenn, c’houi a yelo d’ober ar sant nevez warc’hoaz ! »
« Aotrou person ! »
« Va mantell gousperou a vezo lakaet d’eoc’h war ho kein ! »
« Aotrou person ! »
« C’houi a junto ho taouarn, a ranko beza gwelc’het gant daou wennegad saonetez, da vihana ! »
« Aotrou person ! »
« C’houi a savo war an aoter raktal goude an añjeluz, warc’hoaz-vintin ! »
« Aotrou person ! »
« Me a zigoro dor an iliz eur pennadig goude-ze, ha c’houi a chomo war an aoter a-hed an deiz betek an noz teñval ! »
« Aotrou person ! »
« Arabat e vezo d’eoc’h serri lagad ebet ! »
« Aotrou person ! »
« Arabat e vezo d’eoc’h finval an distera, na tenna hoc’h alan zoken ! »
« Aotrou person ! person mat ! petra a rin eta pa zeuio ar merc’hed yaouank da blanta spilhou d’in em zreid ? »
« Chom peoc’h ! »
« Ne vezin ket gouest da c’houzañv kement-se ! »
« Ne viot ket gouest ! Gouest a-walc’h oc’h bet da laerez koulskoude ! »
« Ne vezin ket gouest ! »
« Gouest pe get, ne ran van ! Eur wech-all e viot furoc’h hag e lezot va friko ganin ! »
« Ne vezin ket gouest ! »
« Petra ? C’hoant laerez a zo en da gorf c’hoaz ! »
« N’eus ket, aotrou person ! N’eo ket an dra-ze eo em boa c’hoant da lavarout. »
« Petra eta ? »
« Ne vezin ket gouest gant ar goulou hag ar spilhou ! »
« Ne viot ket gouest ! Gwaz a ze evidoc’h ! »
« O ! aotron person ! ivez eta ! »
« Ta ta ta ! ta ra ta ta ! peoc’h ! »
« Aotrou person ! »
« Ha fenoz, gwelc’hit ho taouarn, hag ho penn, hag ho treid. It da droc’ha ho paro, ha goulennit digant ar perukenner hag hen en deus re-all hiroc’h da staga ouz ho chiñk (groñch). »
« Aotrou person ! »
« Dalit. Setu amañ pemp gwenneg, ha kit buan ! Kenavezo warc’hoaz ! »
« Aotrou person ! »
« Ken’ arc’hoaz-vintin, rik da bemp eur !… »
Hag an aotrou person d’e gador-gofez e-lec’h ma ’z eus eun nebeudig tud o c’hortoz anezañ. Ar c’hloc’her a chom ivez da c’hedal.
Deuet an aotrou person en-dro, Bertele a lavar d’ezañ ne ray ket ar sant antronoz.
« A reot avat ! »
« Aotrou person ! »
« Aotrou person ! kement ha ma karot ! Ober a reot ar sant warc’hoaz, pe c’houi a vezo mat ar stal ganeoc’h, pe c’houi ne vezo ket ! »
« Aotrou person ! »
« D’ar gêr, d’ar gêr ! ha founnus ! »
Ret eo d’ar paour-kaez senti, kaer en deus. Digouezet er gêr, eo du e benn e-giz sac’h an huzil.
« Petra a zo, Bertele ? » eme C’hod.
« Allas ! Godig ! me a zo kollet ! »
« Adarre ! »
« Ya ! ha gant an aotrou person ar wech-mañ | »
« O ! neuze n’eus droug ebet rak an aotrou person a zo eun den mat anezañ, ha roet en deus d’eomp eul lod-ar-pardon kaer-tre. »
« N’eus droug ebet ! c’houi a lavar. Allas ! allas ! ma oufec’h, ne gomzfec’h ket e-giz-se ! »
« Petra ’zo eta ? »
« Soñjit n’eo ket deuet ar sant nevez ! »
« An hini koz a zo mat c’hoaz, emichañs ? »
« Mat e vije bet, met e ludu emañ ! »
« E ludu ? »
« Ya ! e-giz ma vez graet d’an traou benniget, devet eo bet. »
« Ha neuze ? »
« Ha neuze n’eus sant ebet ! »
« Sant ebet ? »
« Nann ! »
« Ha goude, feiz ? »
« Goude ? e rankin mont d’ober ar sant warc’hoaz ! »
« D’ober ar sant ? »
« Allas ! ya ! »
« Ha gouest e vefec’h ? »
« N’ouzon dare ! »
« Grit da welout. »
« Ober a rin a-walc’h ! »
« Neuze eo mat ar stal. »
« Ne viot ket en egar ouzin ? »
« O ! nann, da ! »
« Mat neuze, met ha va c’hest ? »
« A ! gwir eo ! ha kollet e vezo ? »
« Ha me e oar me ? Marteze ! »
« Goulennit digant an aotrou person rei d’eoc’h kement a vo lakaet en ho kef. »
« Hag a rin avat !… »
War-ze koan a voe debret, koan dreut goude eur verenn e-giz an hini o devoa graet. Hag int da gousket. Ha kousket a rejont pe ne rejont ket ? N’ouzon ket, n’edon ket eno.
Ar pez a ouzon avat eo edo Berteie e-tal dor an iliz pell a-barz sav-heol antronoz. Kluchet e oa en eur c’horn eus ar porched, e-giz eun den o kaout aon leiz e groc’hen.
An aotrou person ne oa ket deuet c’hoaz, met ne zaleas ket, hag heñ da Vertele :
« Ha graet eo ho soñj ganeoc’h ? »
« Pa ’z eo gwir eo ret, aotrou person ! »
« Setu aze kaozeal. »
« Ya, aotrou person kaez ; met gouzout a rit eo dleet d’in hirio ober ar gest oun kustum da ober bep bloaz ? »
« Gouzout a ran, »
« Ma vezin sant, ne c’hellin ket ober va c’hest ! »
« Me a ray anezi evidoc’h en eur lavarout : Da Vertele, an nep en eus devosion ! »
« Bennoz Doue d’eoc’h, aotrou person ! Ya, met an dud a c’houlenno pelec’h e vezin-me ? ha mar teu da soñj d’ezo sellout ouz an aoter, e-lec’h ma vezin, me ne c’hellin ket mirout da vont ruz e-giz eun aval karantez. »
« An dra-ze a sell ouzoc’h, paotr ! »
« Aotrou person ! »
« Deuit da wiska ho tilhad sant. »
« Aotrou person ! »
« Aotrou person a-walc’h ! »
« Aotrou person, marteze e vefe gwelloc’h lakaat Godig ? »
« Godig ? »
« Ya, aotrou person. Hounnez a zo yaouankoc’hik ha koantoc’hik egedoun, ha muioc’h e piijo d’an dud. »
« Sur mat ? »
« Sur mat. Ma, aotrou person, me a zo o vont da lavarout d’ezi dont dioustu. »
« Ta ta ta ! c’houi eo a ray ar sant ha n’eo ket ho kwreg eo ! Ha deuet e vefe ar c’hiz bremañ da lakaat eur vaouez da ober eur sant ? Koantat tra ! Hag abaoe pe da vare, mar plij ? »
« Neuze, aotrou person, me a yelo ! »
« Ya ! c’houi ha n’eo ket den-all ebet. »
« Aotrou person, e lec’h ar gest evidoun-me… »
« Ne fell d’eoc’h kaout kest ebet ? »
« O, eo ! aotrou person, met ma rofec’h d’in ar pez a vezo lakaet e kef ar sant ? »
« Rei a-walc’h. »
« Bennoz Doue d’eoc’h ! aotrou person mat. »
« N’ho pezo nemet an hanter, ha c’hoaz zoken !… »
« Mat ! memes tra ! aotrou person. »
« Deuit eta ! »
« Ha diwiska a rin va dilhad-all, aotrou person ? »
« Ho chupenn traken. Setu amañ eur sae vouk, e-giz hini eun eskop. Ar sant a oa eskop, gouzout a rit. »
« Ya, aotrou person, hag eun eskop mat. »
« Mat kenañ, ha gouzout a rit, emichañs, perak eo kemeret da batron gant an dud yaouank ? »
« N’ouzon ket re, aotrou person. »
« N’hoc’h eus ket lennet e vuhez an neizour, eta ? Paian a zo ac’hanoc’h ! Ma, en e amzer, Sant Nikolaz (A ! tud vat ! bremañ e teu da soñj d’in n’em eus ket lavaret d’eoc’h gouel pe sant a oa e Lokeored : bremañ e ouzoc’h), Sant Nikolaz a oa eskop Mir. Met a-raok beza eskop, edo o chom en eur gêr anvet Pataar.
« Hogen, er ger-mañ e oa eun denjentil paour hag en devoa teir merc’h en oad da zimezi. Met n’en devoa ket a beadra d’o argouraoui, ha boued da rei d’ezo n’en devoa mui kennebeut. Neuze, tra euzus da soñjal ! e teuas en e spered lezel anezo da ren eur vuhez fall evit m’o divije eun tamm boued bennak da lakaat etre ho dent.
« Nikolaz, o veza klevet an dra-ze, a gemeras truez ouz ar merc’hed keiz, ha setu heñ ha mont diouz an noz da deurel eur yalc’had arc’hant e ti an denjentil. Dre chañs en devoa kavet ar prenestr digor.
« An tad reuzeudik a resevas an arc’hant-se evel eun teñzor digaset d’ezañ gant Providañs Doue, ha raktal e timezas e verc’h kosa. Nikolaz a roas ar memes tra diou wech-all hag, evel-se, merc’hed an denjentil paour a c’hellas ober ho zeir eur fortun onest ha dereat. » (Buhez ar sent, gant an aotr. Nikolaz.)
« Ac’hanta ? Bertele, he n’eo ket brao an dra-ze ? »
« Brao tre, aotrou person. »
« Mat eo ar sae d’eoc’h, ’m eus aon. E-giz eur roue emaoc’h aze bremañ, Bertele, ma oufec’h ! ha dreist-holl gant ar vantell-mañ. Eun tog eskop bremañ, eur mintr… Mat… Siouaz ! n’eus baz eskop ebet na baz-dotu mat a-walc’h da ober unan. »
« Mar karjec’h-c’houi beza lavaret d’in, aotrou person, em bije graet unan. »
« Ha me a ouie-me em bije bet ezomm ?… An dra-ze ne ra netra : c’houi a junto ho taouarn… Diarc’hen e vezo dao d’eoc’h mont ivez, rak sant Nikolaz ne veze re-voutou ebet gantañ, gwechall, ha ne vezo ket lakaet d’ezañ bremañ kennebeut. »
« E-giz ma plijo ganeoc’h, aotrou person. »
« A ! Bertele, c’houi a zo eun den ac’hanoc’h ! Sellit ! Grit ar santig bremañ da welout. Mat ! Digorit ho taoulagad… savit anezo eun tammig… Er mod-se. Mat… Serrit ho kenou avat ! Mat tre. Kit war ar sichenn bremañ, hag e chomot eno ac’han d’an noz, neketa ? »
« Ya, aotrou person. Met na zisonjit ket e vezo d’in an hanter eus ar pez a gouezo er c’hef. »
« N’ankounac’haan ket. »
« Aotrou person, ha ma teu… »
« Petra ? digareziou adarre ? »
« Selaouit ouzin, mar plij, aotrou person ! »
« Komzit. »
« Ha ma teu tud da lakaat spilhou em zreid d’in ? pe da lakaat goulou war elum dindan va fri ? »
« Lazit ar goulou, ha roit eun taol troad d’an dud ! »
« Aotrou person ! c’houi a ra goap ouzin ! N’eo ket brao da eur sant ober traou e-giz-se ! »
« Boh ! ha sot oc’h aet ? Me a viro outo da dostaat ouzoc’h. »
« Mat neuze, aotrou person. »
« Pignit eta… Aze… er mod-se… Juntit mat ho taouarn eta !… Mat… Chomit aze e-giz-se bremañ… Ha diwallit da fiñval eun netraig… Serrit mat ho kenou… Tennit hoc’h anal dre ho fri, goustadik… ar goustadika ’r gwella. Ho pet soñj da chom sounn… Arabat d’eur sant nevez beza tort, c’houi a oar. »
« Aotrou person… »
« Roit peoc’h eta ! poezon a zo ac’hanoc’h ! Grik ebet ken ! Ha na droit ket ho penn… ha na rit ket lagadig… klevout a rit ? »
Hag ar c’hloc’h da son an oferenn-vintin. Ruzia a ra Bartele, ker ruz eo ha klipenn eur c’hilhog. Hag an dud d’an iliz da welout ar sant nevez, rak an aotrou person a lavare pellik a oa e vije digouezet a-benn hirio. Teñval eo c’hoaz an aoter, ha ne c’hellont ket dianaout ar sant ervat. Met e sae satin glas hag e vantell aour flamm a ra d’ezo toui eo kaer dispar, ken a skop o daoulagad. A-raok fin an oferenn, an aotrou person a lavar d’an dud chom hep lakaat spilhou d’ar sant nevez e-giz ma edo ar c’hiz evit an hini koz, rak taraset ha dic’hailhet e vefe dioustu. « Diwezatoc’h, a-benn bloaz pe zaou, e c’hellot hen ober. »
Bertele a zo laouen an tamm anezañ, hag a gav d’ezañ beza Sant Nikolaz kig hag eskern…
Setu an oferenn-bred. Mall a zo war an dud da zigouezout evit kaout bep a gador, rak rouez int.
Ar baotred lemn, dindan o sao,
A lugern ouz ar plac’hed brao ;
Gant eur sell flemmus, ar merc’hed
A lavar d’ezo : « Kendalc’het ». (Proux)
Bertele avat a sell eeun dirazañ, ha ne wel netra. Lavaret e oa bet d’ezañ sellout ouz trec’h, met disoñjal en deus graet.
War an ton bras e kan an aotrou person ar C’hyrie ha dare eo ar c’hloc’her da zistona e-giz ma ’z eo boazet. Met, dre eurvad, e chom sioul ; eur c’houzougad alan hepken en deus kemeret. Den ne daol evez dre chañs… »
Gloria, aviel ha sarmon.
Ar sarmoner e zo eur manac’h. Prezeg a ra diwar-benn sant Nikolaz, evel just ; lavarout a ra peger madelezus eo bet ar sant e-keñver an teir blac’h yaouank-se eus kêr Bataar ; ober a ra meuleudi tud Lokeored o deus roet arc’hant, hep sellout re-dost, da brena eur skeudenn nevez d’ar sant.
An holl neuze a sell ouz ar sant, a gavont kaer meurbet.
« Aotrou sant Nikolaz, » eme ar baotred, « roit d’eomp bep a verc’h koant ! »
« Aotrou sant Nikolaz, » a lavar ar merc’hed. « roit d’eomp bep a waz jentil ! »
Goustadik e pedont, hag ar sarmoner a gendalc’h :
« Ya, va breudeur ha va c’hoarezed kristen, ho pezit fiziañs er sant bras-se, ker bras e c’halloud ha tarziou houlennus ar mor, ker bras niver e vertuziou ha stered bolz vouk an neñv. Hag evit lavarout va soñj digoumoul :
Sant Nikolaz n’en deus ket e bar… »
Traou kaeroc’h c’hoaz a zeu gant an tad ; hogen pell ’zo ne ra an dud yaouank van ebet ouz e gomzou, hag e sell an eil rumm ouz egile, o toui karantez kenetrezo da viken.
« …Ar c’hras-se, » eme an tad, « a c’houlennan digant ar sant evidoc’h hag evidoun va-unan. En ano an Tad, hag ar Mab hag ar Spered-Santel. »
Credo neuze, hag an holl a gan. D’an Et incarnatus an dud, war bennou o daoulin, a dro adarre o daoulagad war-du ar sant nevez. Hemañ a zo trellet e re, hag o serr hag o digor e-giz un den dare da vont en e basion.
« Beo ar sant ! » eme an dud a zo an tosta d’ezañ.
« Beo ar sant ! » eme ar re-all.
« Beo ar sant ! » eme an ilizad a-bez.
Paohir, hag a oa e-harz an aoter a hop :
« Ya, ya, me a gred d’in eo beo ar sant ! Daoust ha n’eo ket Bertele eo ? E fri ’zo gantañ da vihana ! Abaoe dec’h n’eo ket bet gwelet gant eur c’hristen !… »
Ar sant eo kroget ar c’hemener en e dreid.
« Beo ar sant ! beo ar sant ! »
« Peoc’h ! » eme an aotrou person. « Ha trouzal a vez graet e iliz Lokeored bremañ ? Peoc’h ! ha pedit ar sant a zo gwelloc’h d’eoc’h ! Kanit e gantik bremañ. »
Senti a ra an dud ouz an aotrou person.
Goude ar gorreou, setu Bertele o kana :
« Be… »
Met ne da ket larkoc’h ganti. Ker boazet eo da gana ar Benedictus ma ’z eo deuet gantañ hep gouzout dare d’ezañ.
Paohir avat, p’en deus klevet « Be… » a lavar :
« Sellit eta ! deuet e c’havr da Vertele ! »
« Peoc’h ’ta ! » eme an aotrou person.
« Hañ ! » eme Baohir, « an aotrou person a zo droug ennañ ! Rak-se, me a ya da rei peoc’h. »
Ha betek an Ite, missa est, ar sant hag an dud a zo didrouz kaer. D’ an Ite avat, ez eus c’hoari adarre. An dud a ya da rei o frof d’ar sant. Hemañ a zeu eur gaouad paz d’ezañ gant an ezañs devet dirazañ, met leñva eo a ra ! Hag an dud da gemerout o arc’hant en-dro, ouspenn ar pez o deus lakaet zoken. (Kredi a reont eo ar sant nevez par d’ar Santig Du, a vousc’hoarz pa vez kinniget eun dra-bennak d’ezañ hag a ouel pa roer d’ezañ.) Neuze eo sioul tre ar sant, hag eur beg treuz a ra, e c’hellit kredi.
Peurlavaret an aviel diweza, an aotrou person a zifenn adarre ouz an dud lakaat spilhou e treid ar sant nevez, e-giz ma raent d’ar sant koz. Gant aon na vefe ket doujet d’e ali, e chom eun anter-eur e-tal an aoter. Lod a laka o spilhou e plad ar profou, lod-all e dilhad ar sant (Eno ez eus koñje).
Diou pe deir avat, pennek an tamm anezo, a blant (sank) o re e troad kleiz ar sant - troad ar galon - daoust d’an aotrou person beza lavaret e oa difennet. Eul lamm a ra ar sant, na petra ’ta ?
Aet an holl kuit, an aotrou person a ya d’e lein. Lavarout a ra d’an tad sarmoner en deus graet eur sarmon dispar, ha goulenn a ra outañ, penaos e kav ar sant nevez.
« Dispar ivez, ha gwech ebet n’em eus gwelet liou an den tapet ker mat-all. »
An aotrou person a vousc’hoarz.
« Petra a zo eta ? » eme an tad.
« Ne vezo ket bras ar friko, tad, rak eur porc’hellig war e vamm, eur porc’hellig rostet a zo bet aet dec’h d’abardaez gant eul laer divalo. »
« Ha petra neuze ? »
« E rankimp ober pinijenn eun tammig. »
« An dra-ze a ra vad… Lavaret ho poa d’in, aotrou person, e vije deuet an aotrou maer gant e guzulierien, hag ho fabrisianed ivez, d’o lein amañ. Ar porc’hell aet kuit eo a zo kaoz marteze n’int ket deuet, »
« Allas ! ya ! Diaes am eus kavet lavarout kement a oa digouezet. Ma o deus kredet ac’hanoun, da vihana c’hoaz ! Met, tad, n’eo ket aze eo emañ an dalc’h. »
Hag heñ lavarout tro Bertele. An tad a c’hoarz e walc’h
…Ar gousperou a zo da deir eur, evel just.
Eun nebeudig plac’hed, ha n’en deus paeet den yaouank ebet d’ezo eun dro gezek-koat, a zo aet d’an iliz. Pedi a reont kalonek :
Roit d’eomp-ni bep a bried ! »
Ha bec’h d’ar spilhou. Unan anezo a ya hag a laka he re e troad kleiz ar sant, evit sur ; unan-all a ra evelti hag eun deirvet ivez.
Ar sant ne ra ket kalz a van, met ar merc’hed a wel gwad o redek. « Sin vat ! » emezo, « sin vat ! » Hag e kanont :
Bennoz d’eoc’h evit hor pried ! »
Goude ez eont er-maez. Raktal eo anavezet ar c’helou gant kement hini a zo e Lokeored. Hag an dud d’ar red d’an iliz da welout ha gwir eo. Dre eurvad, an aotrou person a zo eno. Kavet en deus ar c’hloc’her kaez o krena gant an aon ha gant an naon.
« Aotrou person, » emezañ, « c’hoant… dibri am eus. »
« Goude ar gousperou ! »
Hag ar c’hleier o zrede kloc’had.
Prosession a vo ivez, ha dao eo diskenn ar sant da lakaat war eur c’hravaz a beder brec’h, arc’hantet kaer ha kizellet ker kaer-all. Ker eo bet koustet, met petra eo an dra-mañ da Lokeored ? Paohir ha daou-all a grog er sant. Paohir a stok e zaouarn ouz re ar sant hag a gav ar re-mañ klouarik, unan eur biz kamm ennañ. Pikou panez a wel ivez war e dal, hag heñ :
« Me a roio daou wenneg d’an hini a lavaro d’in pelec’h emañ Bertele ! Ha ma n’eo ket hemañ Bertele, me a ro va buhez da… ! » Gouzout a rit da biou.
Kredi anezañ a ra an holl. Met pa lavar an aotrou person tevel e tavont. Ha pevar baotr yaouank a grog er c’hravaz. D’ar mare-mañ eo e vez kustum ar merc’hed da gas ar gwasa ho spilhou en dro. Ar rumm kenta a zo fur. Ar re donius avat hag ar re dagnous a vunt an eil war eben ken ez a spilhou e troad kleiz ar sant kaez.
« Difoeltret va zant nevez | » eme an aotrou person. « Chomit peoc’h eta ! tud divergont a zo ac’hanoc’h ! »
« Ar c’hiz koz, ar c’hiz wirion ! » eme an dud.
Hag ar spilhou a ya en-dro !
Ken… hep ! ar sant kuit.
« Beo ar sant ! » eme an dud.
« Beo ar sant ! » eme an aotrou person.
« Beo Bertele ! » eme Baohir.
« Beo Bertele ! » eme an dud.
Ha brasoc’h reuz e iliz Lokeored eget e marc’had ebet morse.
C’houi a gav d’eoc’h, emichañs, n’eus prosesion ebet ? O ! eo, unan a zo : hini an dud war-lerc’h ar sant.
An dud a lavar :
« Beo eo ! »
« Beo eo ! » a respont ar person.
« Resurrexit ! » eme an tad.
Kaer a zo furchal bourc’h Lokeored e kement korn, den ne gav Bertele.
Ha jabadao war al leurgêr betek hanternoz bennak, Paohir a son taboulin Bertele, hag ar re-all oc’h ober cholori warnañ gant traou e di. An tad hag an aotrou person a dle c’hoarzin c’hoaz.
Bertele avat n’eus bet kelou ebet abaoe diwar e benn. E C’hodig a oa kollet ivez.
Setu ar pez am eus klevet. Unan-bennak marteze a oar tra pe dra diwar o fenn. Hag ar vadelez en defe da skriva kement-se da
Courrier du Finistère,
eost, gwengolo 1904.
Lom ar Marichal a oa e stal e ludu. E amezeien a lavaras maga bep eil etrezo e zaou vab, c’houec’h vloaz d’ezo. Heñ ha Leza, e wreg, a rankas loja dindan ar stered. Bras eo an ti-mañ a dra sur, kaeroc’h n’eus ket, goudoroc’h avat ne lavaran het. Ha Lom a garfe gwelloc’h kaout gwasked, n’eus forz e pe seurt tamm koz lochenn, eget beza o chom e palez ar peder avel.
Petra d’ober neuze ? Ma vije bet eur c’hement c’hoantaat ha kaout, nag a dud eürus a vije ! Na Lom a yaje mat ar stal gantañ ! Met, siouaz ! pell emañ ar werenn diouz e vuzell.
Petra d’ ober ? Mont a ra Lom d’an iliz, hag e komz evel-hen ouz Sant Per :
« Sant Per, c’houi a zo eur sant mat hag a blij d’eoc’h rei skoazeil d’an dud ezommek. Ma, aotrou, ma ’z eus eun den ezommek bennak, me eo hennez : va zi, benviji hag all, a zo bet boued d’an tangwall. Marichal oun eus va micher, gouzout a rit, ha m’hoc’h eus defaot dresa tra pe dra er Baradoz, marc’hou an nor, ar potenn pe ar morailh, me a vefe laouen ouz hen ober. »
« Tra ebet, » eme Sant Per. « N’eus morailh ebet en Neñv. Alc’houez ha potenn a ya eus ar gwella… Met, evel ma leverez, karout a ran ober vad d’an dud. Dal amañ eta neuze ar skoed am boa kavet e genou ar pesk pa rankis paea an tailhou evidoun hag evit va Mestr. »
« N’eo ket kalz a dra, sant mat, »
« Gwir eo. Met bep miz az pezo unan. »
« Bennoz d’eoc’h, ha yec’hed mat. »
Ha Lom er-maez. E-tal an iliz e wel eun den gwisket faro, hag hemañ d’ezañ :
« Ac’hanta ? Lom, pelec’h out bet e-giz-se ? »
« En iliz, evel ma welit. »
« Hag oc’h ober petra ? »
« E fec’h, aotrou, c’houi n’ouzoc’h ket marteze. Va zi a zo bet devet gant an tangwall, va benviji-marichal hag all ivez. Hag oun bet eta o c’houlenn eun dra bennak digant Sant Per. »
« Ha petra ac’h eus bet digantañ ? »
« Eur skoed, ha lavaret en deus rei unan bep miz d’in. »
« Eur skoed ar miz, daou wenneg bemdez. N’eo ket druz. »
« Disterik eo sur ; gwelloc’h eget netra eo, memes tra. »
« Ma, Lom, mar karez ober rnarc’had ganin, me a roio gwelloc’h d’it. »
« Petra ’root d’ in ? aotrou. »
« Te a c’houlenno an tri dra a gari. »
« Mat avat ; met pe seurt marc’had am eus d’ober ? »
« Beza d’in a-benn dek vloaz ac’han. »
« Ha piou hoc’h-hu ? aotrou. »
« Satanaz kig hag eskern. Ober a rez marc’had ? »
« Dek vloaz ? An dra-ze n’eo ket hir. Ne c’hellfec’h ket gortoz eun tammig muioc’h ? »
« Dek vloaz, pe marc’had ebet. »
« Mat. »
« Alo, kenavo a-benn neuze eta. »
« Tri dra am eus da gaout, aotrou, »
« E feiz, gwir eo. »
« Da genta, e c’houlennan e savfec’h eun ti nevez d’in, gant eur c’hovel goant, benviji va micher enni hag houarn, peadra da labourat ken e teuot. »
« Graet e vezo. »
« D’an eil, me a c’houlenn e chomo warnañ, ken a fello d’in, nep piou bennak a azezo war ar bendell-karr a dalv da skaon e-tal an nor du-mañ. »
« Mat, »
« D’an trede, ne c’hello den, nemedoun, digeri va yalc’h pa vezo bet skoulmet ganin. »
« Memes tra. Kenavo. »
« Eun dra-all a root d’in c’hoaz ; n’eo ket gwir, aotrou ? »
« Peogwir eo te eo, goulenn. »
« Diaes e kavfen kuitaat va zavañcher ler. Grit eta ma vezin atao e-lec’h ma vezo. »
« Mat. N’ac’h eus ken da c’houlenn ? »
« Ne gav ket d’in. Ho trugarekaat. »
« Mat. Kenavo. »
« Kenavo a-benn dek vloaz ac’han pe belloc’h. War ar poent-mañ ne vezin tamm figus ebet. »
Antronoz, Lom, souezet-holl, a sell ouz e di nevez, kalz kaeroc’h eget e di koz. Hag heñ da houarna kezeg hag ezen, da ober pili, erer ha langedeou, ha me oar ? Eur blijadur a oa d’ezañ labourat. Soñjit ’ta ! eur stal eus ar re gaera, gant barinier houarn a bep ment ouz ar mogeriou, eur vegin vras, eun anneo hag eur morzol nevez-flamm.
Evelato, an amzer a dremene buan, ha dilost an dekvet bloavez a oa tost. Hag eur mintivez, setu Paol Gornek.
« Ac’hanta ? Lom, » emezañ, « dont a rez ? »
« Dioustu. Lezit ac’hanoun c’hoaz da vihana da houarna an tamm azen-mañ a zo amañ o c’hortoz eun hanter-eur a zo. »
« Hast buan avat, rak me a zo skuiz. »
« Kit da lakaat eun azez war ar skabell aze. »
« Arabat d’it beza pell. »
Ha Lom a gemer rilhenn ar vegin, a c’houez an tan, a domm an houarn, hag a laka anezañ d’an azen. Neuze e wel Satan azezet war ar bank.
Graet e labour, Lom a lavar d’ezañ :
« Pare out ? Deus ma c’hellez ! »
Satan a glask sevel, met n’eo ket gouest.
« Sell ’ta ! » emezañ. « Petra an dra-mañ ? »
« Hañ ! » eme Lom, « ankounac’haet ac’h eus ! Gortoz ! me a zesko d’it derc’hel soñj ! »
Hag e tap eur loc’h houarn, ha dao war gein an diaoul.
Hemañ a youc’h, a yud, ha ne c’hell mont kuit nemet pa lavar da Lom lezel anezañ dek vloaz c’hoaz.
…Mont a eure an dek vloaz-mañ en o zro, ha setu Satan.
« Erru e oas ? » eme Lom d’ezañ. « Ouz da c’hedal edon. Mont a ran ganez dichipot. »
Hag int en hent war o gorregez. Evel ma ’z aent e-biou d’eun iliz, Paol a gren evel eun delienn gant an avel. Lom ne ra van, hag heñ :
« Kleo, Paol, ha gwir eo e c’hellez beza ker brao hag eur pez pevar real nevez ? »
« Ya. »
« E c’hellez beza ker bras hag an tour-mañ ? » « Ya. Sell. »
Hag an diaoul a zeu hir-hir-hir.
« Gouzout a rez, » eme Lom d’ezañ, pa ’z eo en em gavet en e stum bemdez, « aon am eus bet ! Gellout a rez ivez beza ker bihan ha ma biz bihan ? »
« Ya, sell. »
Hag an diaoul a vihana, a vihana. Lom a bleg, da welout gwelloc’h, en eur lavarout :
« O ! na brao out ! na koant !… »
Ha, yao ! ar yalc’h a zo war benn an diaoul ha tapet eo e-barz.
An diaoul a fulor ; dont er-maez avat, va fri !
Ha Lom d’ar gêr, ha gervel e vugale, tud yaouank kreñv :
« Alo ! paotred, amañ ez eus labour ! »
Hag e kemeront bep a vorzol, ha dao war ar yalc’h. Paol a wic’h, a wig. A-benn ar fin e tav. Lom a zigor ar yalc’h hag a stlap Paol war ar bern hernaj koz.
N’eo ket maro. A-benn eur pennad e tastum e gilhou dindan e gazel, hag en hent buanoc’h eget ma c’hellit soñjal ha biken goude ne zeuas da glask Lom.
Hag hemañ a vevas eürus ha laouen.
…Mont a reas koz-koz. Ha gant aon e vije troet ar bajenn e-lec’h m’emañ e ano war levr bras an Ankou, setu heñ war-du ar bed-all. Hag e pign da gavout Sant Per. Hemañ avat a lavar d’ezañ :
« Kae pell ac’han, koz tra fall a zo ac’hanout ! Kae da gavout an diaoul peogwir e plije muioc’h e draou d’it eget ar skoedou a lavaren rei d’it ! »
Setu nec’het va faotr.
« Ma ! » emezañ, « mont a ran da gavout an diaoul. Digemerout a ray ac’hanoun da vihana, kredabl. »
Hag e tiskenn, hag e tiskenn gant eun hent ledan goloet a vleuniou. Eur bern tud a zo warnañ.
Met, dichañs an dichañsusa ! an diaoul a zo o c’houarn toull forn an ifern a zo just an hini a oa bet pladet gant Lom. Hag an diaoul a c’halv e vreudeur :
« Buan ! buan !! serrit an nor ! an orin a zo erru amañ a blado ac’hanomp bremaik ! »
Gwigourat a ra an nor gant ar merglet ma ’z eo : digor bras e vez atao da lonka an dud dre vern.
« Dal ! » eme Lom, « setu me tapet avat ! Sant Per ne fell ket d’ezañ kaout ac’hanoun nag an diaoul kennebeut ! Petra a rin bremañ ?… Na me a zo sot ac’hanoun ! Deomp gant ar c’hristen a zo e-unanik du-ze o sevel gant an hent striz n’eus nemet pikou spern warnañ. »
Skei a ra ar c’hristen war zor an neñv. Per a zigor d’ezañ gant mall, en eur lavarout :
« Deus da gemerout da lod e levenez an Aotrou. »
Ha da Lom :
« Te a zo aze c’hoaz, koz loen vil ? »
Hemañ a junt e zaouarn palv-ha-palv :
« Ma ! Sant Per, » emezañ, « ne din ket e-barz pa ne fell ket d’eoc’h. Lezit ac’hanoun da sellout eun tammig, eun tammig bihan hepken. Ar Baradoz a zo ker brao, war a lavarer ! »
Sant Per a zo mat e galon hag a lez Lom da sellout.
Hemañ a zistag e davañcher hag a daol anezañ dre doull an nor, ar pella ma c’hell. Ha raktal emañ gantañ er Baradoz. Kerkent e stlap anezañ larkoc’h, ha larkoc’h emañ e-unan.
Sant Per a red eur pennad war e lerc’h da gas anezañ er porz, met n’eo ket evit e dizout ; ha, neuze ivez, unan-bennak a ra dao-dao war an or.
« Ma ! laer a zo ac’hanout, » eme Sant Per, « e-barz emaout, chom e-barz ! »
Ha Lom a chomas.
Courrier du Finistère,
kerzu 1905.
Yann a oa bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent. Pa voe aet dinerz gant an oad hag an taoliou-kleze en devoa bet er brezeliou, ne voe kavet mat da netra ken. Hag e voe lavaret d’ezañ mont da flipat e drantell da lec’h ma karje, hep rei seurt ebet d’ezañ, nemet eun dorz-vara a dri lur hag eur vozad mouneiz.
« Seurt ! » emezañ, « nemet eun tamm bara hag eun dornad mouneiz, ha me bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent ! A-benn ar wech kenta, ma teuan c’hoaz war an douar, n’eo ket me a vezo soudard, e-pad pemp bloaz warnugent da vihana ! Met petra ’dalv d’in klemm ? Gwelloc’h ne vezin tamm. Doue a bourvezo. »
Hag heñ da foeta bro, truilhek e zilhad.
Hogen, just er mintinvez-se, Jezuz ha Sant Per a oa o leoiata. Dizale e tigouezjont gant Yannn, ha Per da c’houlenn an aluzen digantañ.
« Rei a-walc’h, » eme Yann. « Koulskoude, me a zo bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent ha n’em eus bet seurt, nemet eun tamm bara hag eun dornadig mouneiz. Ranna ’rin anezo ganeoc’h evelkent. »
Hag e ro da bep hini eul lur vara hag eun nedeud gwenneien.
« Ho trugarekaat ! » eme Sant Per.
Hag int en hent, pep hini diouz e du. Etretant e lavar Sant Per da Jezuz :
« Mestr, c’houi a dlefe ober eun dra bennak evit ar soudard koz-se. Ranna en deus graet e beadra ganeomp. »
« Memes tra. » eme Jezuz.
Ha Sant Per a ya da gavout Yann :
« Klevit va den mat : va Mestr a zo bet laouen gant ar pez hoc’h eus roet d’eomp, ha da baea ac’hanoc’h, e roio d’eoc’h ar pez hoc’h eus c’hoant da gaout. Goulennit ho silvidigez. »
« Diwezatoc’h ! Me a c’houlenn ma teuio d’in em sac’h kement a garin. »
« Mat, » eme Sant Per.
Eur pennadig da c’houde, Yann a dremen dirak ti eur marc’hadour silzig ha bara.
« Eun dorz-vara a dri lur, » eme Yann.
« Eun dorz ? » eme ar bouloñjer. « Hag ober goap ouzin a fell deoc’h ? »
« Tra ’vat. Met eun dorz-vara a dri lur a faot d’in. »
« Gant eun tamm bara ho pezo a-walc’h kredabl. »
« Eun dorz eo a c’houlennan, petra ? Me ’zo bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent. »
« Soudard pe get, ne ran foutre. N’ho pezo na torz na tamm ! »
« Ne root ket ? »
« Nann ! »
« Evel a garot. Bez’ em bezo memes tra… Silzig ha bara em sac’h ! »
Hag ar bara, ruilh-diruilh, a ya da gavout sac’h Yann, hag ar silzig, kamm-digamm, a ya davetañ ivez.
Ha Yann a ra eur c’hofad mat…
Dirak eun ostaleri e sav sec’hed gantañ.
« Eur chopinad sistr, » emezañ d’an ostiz.
« Sistr ? » eme hemañ, « Dour, ma karit. »
« Setu amañ tud avat ! » eme Yann. « Ne roont seurt ebet d’eun den bet soudard pemp bloaz warnugent !… Diou voutailhad sistr em sac’h ! »
Hag e c’hell distana e javed…
Aet an heol da guzat, Yann a glask lojeiz.
« A roin d’eoc’h a galon vat, » eme ar merour a oa aet Yann d’e gavout. « Met mont a rankot en ti bras a zo aze e-kichen, er c’hastell. Ar perc’henn, hag a oa va mestr, a zo maro daou viz ’zo, hep beleg na netra. En ifern e tle beza rak bemnoz e teu en-dro d’ober reuz. Ma n’hoc’h eus ket aon, n’hoc’h eus nemet mont. »
« Aon ? » eme Yann, « Me ’zo bet soudard pemp bloaz warnugent, hag aon n’am eus bet morse. Mont a ran. »
Ha Yann d’ar c’hastell. Eur gwele bouk a gav eno.
« Na brao e vezin amañ ! » emezañ.
Hag e tiwisk e zilhad, ha yao ! etre ar liñseriou.
A-benn eur pennad (n’en devoa ket bet amzer da roc’hal tamm ebet c’hoaz), setu eur vouez pounner o sevel :
« Urz a zo da vont tre ? »
« Ya, ya. Mar deo c’houi aotrou ar c’hastell, deuit, deuit. Aon razoc’h n’am bezo ket. Me zo bet soudard pemp bloaz warnugent. »
« Just avat, » eme egile. « Eun den dispont a glaskan, abaoe pell ’zo, da denna ac’hanoun a-dre skilfrou Satan. Grit ar pez a livirin, hag e viot pinvidik. »
« Memes tra, » eme Yann.
« Deuit ganin neuze. »
Hag int d’al liorz.
« Kemerit eur bal, » eme an aotrou da Yann, « ha toullit aze. »
Yann a doull hag a zizolo teir bodez. En hini genta ez eus aour, en eil arc’hant, en deirvet mouneiz.
« Ha petra ’rin gant ar c’hirinadou-mañ ? » eme Yann.
« Setu amañ : roit ar mouneiz d’ar beorien (kastizet oun bet abalamour ma n’oun ket bet mat en o c’heñver) ; an arc’hant a vezo da lakaat oferennou gant va ene ; an aour a vezo d’eoc’h ma rit kement-se. »
« A galon vat, » eme Yann. « Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent, hag ober ar pez a livirit n’eo ket diaes. »
« Ho trugarekaat. Bezit war evez avat ouz an diaoul, rak hennez a vezo droug ennañ pa welo ac’hanoun o vont kuit digantañ, hag a glasko noazout ouzoc’h. »
« Lezit-heñ. Me ’zo bet soudard pemp bloaz warnugent, ha n’em eus ket bet aon morse. »
Hag an aotrou kuit. Ha Yann a zo pinvidik-mor goude beza graet ar gefridi roet d’ezañ.
Satan, evel just, a skrign e galon pa ’z a ene an aotrou kuit :
- « Tan ha kurun ! Den evit den !
- Pe n’eo ket me eo Satan ken ! »
emezañ. « Yann a rankan da gaout bremañ, ha d’in e vezo kousto pe gousto ! »
Hag heñ da gavout Yann.
« Kren, paotr ! »
« Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent, ha krena n’em eus graet morse. Ha n’eo ket rak eur c’hoz tamm diaoul eveldout eo a rin ! »
« Tankerru ! Tan ha kurun ! mil malloz ruz ! te a ya da welout. »
« O ! la la ! paotrig e vourrou koant ! Te eo a ya d’ober eun abadenn ha n’az poa ket soñjet enni. »
« Me ? »
« Ya, em sac’h ! »
Ha Paol Gornek, kaer en deus freta-difreta, mallozi-divallozi, yudal-diyudal, a zo er sac’h.
« Ac’hanta ’ta ! » eme Yann. « N’em boa ket lavaret d’it ! ha gortoz ! n’eo ket echu c’hoaz ! »
Tapout a ra Yann eun horz da bilat lann, ha darc’hao ! war gein an diaoul.
« Dal ! evit tankerru ! »
« Dal ! evit tan ha kurun ! »
Hag evit troc’ha berr, Satan a zo graet yod gantañ. Neuze eo lezet da vale. Ha war-dro Yann ne zeuas ken.
Eur c’hrapad brao goude-ze, Yann a oa aet koz-koz, hag heñ :
« Ma, marteze eo mall d’in mont da welout petra ’zo en tu-all d’ar bed-mañ. »
Hag e sko war-du an neñv, hag e lavar da Sant Per :
« Mont tre a c’heller ? »
« Marteze. Petra a vad hoc’h eus graet ? »
« Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent. »
« An dra-ze ne ra ket. »
« Ha n’am lezot ket da vont e-barz ? »
« Nann. »
« Lezel a rit ? »
« Ne ran ket. »
« Eur wech ? »
« Nann ! »
« Diou wech ? »
« Nann ! nann ! »
« Teir gwech ? »
« Nann ! nann ! nann !!! »
« Em sac’h, paotr an alc’houez ! »
Ha Sant Per a zo e sac’h Yann. Hemañ a samm anezañ war e gein, hag a ya e-giz-se er Baradoz.
C’hoarz a zo war Sant Per. Heñ a c’hoarz ivez. Ha Yann a chom e ti Doue, hag eno emañ c’hoaz ma n’eo ket deuet er-maez.
Kroaz ar Vretoned,
meurz 1905.
Gwechall goz koz-koz e oa o veva, e Lanbaotr, eun den yaouank, e ano Houarn. Karout a rae Rozenn, eur plac’h koant er memes oad gantañ. Met o-daou n’o devoa ken madou nemet o divrec’h.
« M’hor befe eur vuoc'h vihan hag eun tamm pemoc’h, » a lavare Houarn da Rozenn, « me a c’houlennfe eun atant digant hor mestr ; an aotrou person a eureujfe ac'hanomp, ha ni a vevfe eürus hon-daouig en hor merouri. »
« Ya ’vat, » a huanade Rozenn, « met ken diaes eo beva bremañ ! Ha keraet eo c'hoaz war ar saout hag ar moc'h e foar Bloubrug, bremañ 'z eus eiz deiz. Kredabl, Houarn gaez, n'eo ket chalet Doue da glask gouzout penaos ez a ar bed en-dro. »
« E c’hell beza gwir, Rozennig ger, hag e rankimp gedal pell-bras c'hoaz a-barz dimezi ! Hag evit gwir, morse ne zigouez ganin ar banne diweza pa vezan o c'houlloi eur voutailhad gant va mignoned. »
« Na ganin klevout ar goukoug, kaer am bez !… »
Ken alies ha bemdez e save seurt klemmou gant an daou zen yaouank. Eur mintinvez avat, Houarn a yeas da gavout e Rozenn, evel ma vije bet eun dra bennak a nevez en e benn.
« Va Rozenn goant, » emezañ. « va Rozenn ger, al laboused a glask eur parkad-ed, ar gwenan a glask eur c’hleuziad-bleuniou. Me ivez, me a zo ret d’in mont da glask ar pez a ra diouer d’eomp, peadra da brena eur vuoc’h hag eur pemoc’hig ! »
Leñva a eure Rozenn o klevout ar c’homzou-se.
« Mar karez ac’hanoun, Rozennig ger, » eme Houarn, « ne ri van evit va gwelout o vont diouzit. A-raok nemeur amañ e vezin distro gant eur yalc’hadig, hag e c’hellimp beza pried an eil d’egile. »
« Ma ! va Houarnig, kae ha ra vezo Doue ganez. Ranna ’rin ganez koulskoude, a-raok ma ’z i kuit, ar pez am eus bet e susit digant va c’herent, Doue d’o fardono ! »
Hag hi ha digeri he armel ha kemerout enni eur c’hloc’h, eur goñtell hag eur vaz.
« An traou-mañ a zo bet a-hed ar wech d’am zud. » emezi. « Ar c’hloc’h-mañ a zo kloc’h Sant Ke : n’eus forz pegeit e vezer diouz ar vignoned ma vez ganto, her c’hlever o seni p’o devez ezomm skoazell. Houmañ eo koñtell Sant Kaourintin ; kement tra a vez stoket outañ ganti, ne vez ken dindan galloud diaoul na korriqan ebet. Ar vaz-mañ a zo baz Sant Jaoua Brasparz ; kas a ra an den ma vez gantañ d’al lec’h ma fell d’ezañ mont. Rei a ran ar goñtell d’it evit ma c’helli pellaat pep droug diouzit. Dal ar c’hloc’h ivez. Ma c’hoarvez eun dra bennak ganez, me her c’hlevo o seni hag a ouezo evel-se e vezi war var eus da vuhez, ha gant ar vaz-mañ, a viran evidoun, e c’hellin mont d’az sikour mar bez ret. »
« Da drugarekaat eus a-greiz va c’halon, Rozenn vat Kenavo ! kalonig, dalc’h soñj ac’hanoun ha ped evidoun. »
« Hag a rin, e c’hellez kredi. »
Goude beza gouelet eur c’hrapadig ha stardet e zousig war e galon, setu Houarn en hent.
Mont a eure e-giz-se betek aod Kerdraez, kêrig vrao, bras an dour en he ster ha kelc’hiet gant eur gurunenn gwez-elo.
Kaoz a oa eno, gant daou zen, diwar-benn Gwrac’h an Enezenn.
« Gwrac’h an Enezenn ? » eme Houarn. « Petra eo ? »
« Gwrac’h an Enezenn, » emezo, « eo an ano a reomp eus ar gorrigan a zo o chom en enezenn a welez dirazout aze, teir leo bennak er mor. Setu aze eur gorrigan binvidik avat ! Kement he deus d’ezi he-unan hag holl rouaned ar bed war eun dro. Meur a hini a zo bet o klask laerez diwar he c’houst, met holl int bet tapet ganti, kredabl, rak nikun anezo n’eo bet deuet ac’hano. »
« Mat ! » eme Houarn, « me a ya da welout ivez. »
« N’ a ket, paour-kaez paotr ! » eme an daou zen-all. « n’ a ket ! pe kenavo a c’hellez lavarout d’ar bed-mañ ! »
« Kenavo a-walc’h a lavaran-me ivez ! Gwelout a reot ! An nep a venn, hennez a c’hell. N'eo ket gwir ? Ma ! me a fell d’in kaout eun tamm arc'hant, hag arc’hant a rankan da gaout ! hag arc’hant am bezo ha pa vefe dao d’in mont d’an ifern d’o c’herc’hat ! »
« Doue ra vezo ganez ! kaezig paour ! »
Hag Houarn ha sevel eor eur vatimant, displega he goueliou, roeñvat endra ’c’hell, ha yao war-du an enezenn.
Tapout a ra douar prestik, hag heñ da gerzout drezañ. Met kaer en deus trei ha distrei, beza heñchet du-mañ ha du-hont gant e soñjezennou, ne gav na tra, na den :
« Daoust ha didud tre eo an enezenn ? » emezañ. « Kredabl, rak n’eus ket eur vouez tro-war-dro. Deomp larkoc’h memes tra, marteze e kavin unan-bennak, marteze e kavin ar wrac'h-se a lavarer a zo pinvidik evel ar mor, ha pinvidikoc’h zoken »
War-bouez bale eun hantereur-all, Houarn a zigouez gant eul lenn. Den ebet kennebeut, na merdead na pesketaer. Met en eur c’horn-tro e wel eur vag, doare eun alarc’h d’ezi. Gwenn-kann eo an alarc’h-mañ, e c’houzoug a ra eun dro weet hag e benn a zo chouchet dindan e askell. Kousket eo.
« Pe seurt bag eo houmañ ’ta ? » eme Houarn.
Tostaat a ra outi. Kaeroc’h-kaera e kav anezi dre ma tosta. Mont a ra enni da welout gwelloc’h pe seurt ha petra eo. Met, bec’h d’ezañ beza lakaet e zaou droad e-barz, ma sav buhez enni. Displega a ra he gouzoug, sevel e fenn, hag en eun taol-kont emañ e-kreiz al lenn.
Ken alvonet eo Houarn ma ne lavar grik. Hag an alarc’h a daol e veg en dour, a ya dindanañ hag a neuñv betek palez ar wrac’h.
Ar palez-mañ a oa graet gant kregin an diavaez anezañ. Tro-dro d’ezañ e oa liorzou kaer, a bep seurt bezin enno : bezin arc’hant, bezin aour.
« Mat avat ! » eme Houarn, « setu kavet traou ganin n’eus forz pegement. »
Met dor ar palez a zigor. War an treuzou, setu eur vaouez ken kaer hag an deiz, ha dilhad perlez ganti.
Houarn a chom balc’h e zaoulagad da sellout outi. Trellet int ganti.
Ar wrac’h a zeu betek ennañ, o vousc’hoarzin koantik.
« Deus tre, » emezi d’ezañ. « Digemeret mat e vezi ganin, e-giz ma tigemeran atao ar baotred vrao. »
Hag Houarn er palez.
« Piou out ? » eme ar wrac’h gant eur vouez flour. « Eus a belec’h e teuez ? Ha petra ’glaskez ? »
« Houarn eo va ano. Eus a Lanbaotr oun. Ha peadra da brena eur vuoc’h hag eur pemoc’hig a glaskan. »
« Mat. Houarn. Netra ne vanko d’it ha bez’ az pezo kement a fell d’it. »
Hag ar wrac’h a gas Houarn d’eur sal gaer hag a ro d’ezañ eus a seiz seurt gwin da eva, e seiz hanaf arc’hant kizellet. Houarn a ev hep marc’hata eus ar seiz seurt gwin, ha ker mat o c’hav ma kemer seiz gwech eus pep hini eus ar seiz seurt. Seul vui a werennadou a ya gantañ, seul goantoc'h e kav ar wrac’h yaouank.
Houmañ a lavar d’ezañ eva hep aon :
« Evit revinet ne vezin ket ganez, » emezi, « rak kement a gouez er mor a zeu amañ. »
« Daonet ’vezin ! » eme Houarn, « N’eo ket souez neuze ma troukkomz tud an aod ac’hanoc’h : ar re binvidik a vez aign (avi) outo atao. Evidoun-me avat a vefe laouen gant an hanter hepken eus ar pez hoc’h eus. »
« Mar karez az pezo. »
« Penaos eta ? »
« Intañvez oun. Va fried, ar c’hornandon, a zo maro ha, m’am c’havez eus da zoare, e timezin ganez. »
Beuzet eo kalon Houarn en he levenez. Heñ, mevel e Lanbaotr, dimezi da eur wrac’h yaounk ker koant, ker mistr, ker pinvidik ! Lavaret en devoa da Rozenn ne vije ken plac’h nemeti e vaouez. Met eur vaouez. Petra eo an dra-ze ? An eil a dalv eben, atao sur !
Hag heñ lavarout d’ar wrac’h :
« N’eo ket d’eur plac’h ker koant ha choui e lavarer nann ! O tra ! Hag eun enor a vezo d’in beza gwaz deoc’h. »
« Mat ! eme ar wrac’h. « A-raok an eured, greomp fest ar weladenn. »
Hag hi lakaat traou a bep seurt dirak Houarn, traou mat, traou c’houek, traou lipous.
Hag hi neuze mont e-tal an nor ha gervel :
« Prokulor ! Miliner ! Kemener ! Kaner ! »
War-lerc’h pep ano e tired eur pesk. O zeurel a ra dioustu en eur roued dir ha pa ’z eo leun houmañ ez a d’ober fritadenn gant ar pesked en eur billig aour (eur baelon aour).
Houarn a gav d’ezañ klevout komz er billig.
« Petra ’ta, » emezañ, « gwrac’hig, va dousig, petra a vouskomz en ho pillig aour ? »
« An tan o strakal eo. »
A-benn eur pennad, Houarn a glev adarre.
« Petra ’zo oc’h hirvoudi, gwrac’hig flour ? »
« An amann o teuzi eo. »
Dizale e voe cholori er billig.
« Petra ’zo o hopal, gwrac’hig vistr ? »
« Ar c’hrilh o kana eo. »
Hag hi da gana ivez, hag Houarn ne glev seurt ebet ken.
Lavarout a rae outañ e-unan avat :
« Petra eo an dra-mañ ’ta ? Ar pesked a zo bet anvet ganti Kemener, Kaner, ha me ’oar ? O zaolet he deus er billig ha, dre ma poazent, e komzent kreñvoc’h-kreñva. Petra eo an dra-ze ? Aon am eus tost… Keuz am eus da veza lavaret dimezi gant ar wrac’h daonet-se. O ! ha Rozenn goant a raen-me ken alies va Rozennig ker anezi ! Setu hi dilezet ganin evit eur wrac’h a dle beza merc’h an diaoul beo ! Sur oun da vont ganti da gavout he zad ! »
Endra ma soñj Houarn ar seurt traou, ar pesked a zo aozet mat. Ar wrac’h o digas dirazañ hag a lavar d’ezañ dibri leiz e gof, e-keit ha ma vezo hi o vont da gerc’hat gwin-all d’ezañ c’hoaz.
Ha setu Houarn ha dispaka koñtell Rozenn. Huanadi a ra o soñjal en hini en deus bet ar goñtell-se diganti… Hag ar goñtell a zo war eur pesk, ha raktal setu eun denig e lec’h ar pesk.
« Sell ! » eme Houarn, « setu amañ traou avat ! Hemañ eo ar miliner, sur ; bleud a zo c’hoaz ouz e chupenn. »
Ha heñ steki gant e goñtell ouz ar pesked-all ivez. Holl e teuont da veza tud. Gant unan anezo ez eus eur soutanenn hag eur surpiliz divañch.
« Sell ur c’haner ! » eme Houarn.
Gant unan-all ez eus eur rebech.
« Ar prokulor ! » eme Houarn.
Hag heñ da unan azezet war eun dorchenn :
- « Kemener, kemenerig,
- Kluchet mat war e reorig !… »
Met an dud vihan-mañ a sav o mouez :
« Houarn, » emezo, « tenn ac’hanomp ac’halen ma fell d’it beza da-unan e savete ! »
« Gwerc’hez Vari ! Piou oc’h-hu ? »
« Kristenien eveldout, deuet eveldout d’an enezenn da glask arc’hant digant ar wrac’h. Lavarout a rejomp d’ezi dimezi ganti, ha setu petra he deus graet ac’hanomp antronoz an eured.
» Eur bern c’hoaz a zo krañked, ligistri, kevnid-mor. A-bep seurt he deus graet ac’hanomp ! Tenn ac’hanomp ac’halen, Houarn, ha kae kuit da-unan ! »
« Petra ! » eme Houarn, « eur vaouez ker yaouank-all a zo intañvez ac’hanoc’h tout ? »
« Ya, d’eomp tout rac’h. Ha warc’hoaz, ma timezez ganti, te a vezo en hor metou ivez. »
« Penaos ober evit mont kuit ? »
« Kuit ne day hini ac'hanoc’h ! » eme ar wrac’h gant eur vouez taer.
Hag hi ha teurel he roued dir war ar pesked ha war Houarn ivez.
« Ra vezi glesker, te ! » emezi da Houarn.
Ha Houarn a zo eur glesker anezañ.
Raktal, ar c’hloc’h a oa gantañ en e gerc’henn a ta tri daol, tri daol evel glaz d’eun den maro.
Ha d’an ampoent-se, Rozenn hag a oa o lavarout he fater a-barz mont da gousket, a laosk eur skrijadenn glac’haret.
« Houarn a zo c’hoarvezet droug gantañ ! » emezi oc’h huanadi.
Antronoz-vintin, a-raok ma ’z eus den war-sao, setu hi o lakaat he dilhad da zul hag o vont er-maez, hag en hent, baz Sant Jaoua ganti.
Digouezet en eur c’hroazhent ne oar pe nodenn kemerout. Hag hi neuze d’ar vaz :
« En ano Sant Jaoua, bet perc’henn d’it, baz venniget, kas ac’hanoun d’al lec’h ma tlean mont ! »
Hag ar vaz a zeu da veza eur loen kaer. Pignat a ra Rozenn war e gein. Hag heñ d’ar pilpazig.
« Buanoc’h ! » eme Rozenn.
Hag heñ d’ar piltrotig.
« Primoc’h ! » eme Rozenn.
Hag heñ d’ar c’haloup.
« Dillooc’h ! »
Hag heñ d’an daoulamm ruz. Ker buan ez a ma ne c’hell Rozenn dianaout na gwezenn, na ti, na tour ebet.
« An avel a ya founnus, al luc’hed founnusoc’h c’hoaz, » eme Rozenn. « Ha te, va loenig, mar karez ac’hanoun, te a yelo kalz buanoc’h egeto, rak hanter gwella va c’halon, va Houarnig ker, a zo e poan. »
Hag ar marc’h a ya affo-affo, ken a zigouez e-harz krec’henn Skrab-ar-Glujar. Eno e rank chom a-sav, kaer en deus.
Ha Rozenn neuze :
« En ano Sant Jaoua bet perc’henn d’it, loen benniget kas ac’hanoun d’al lec’h ma tlean mont. »
Hag ar marc’h a ya da labous hag, en eun taol-askell, emañ war ar gribell sounn.
Rozenn a gav eno eul laouer, hag enni, war eun tamm keoni, eur c’hornandon bihan du.
Hemañ a lavar d’ezi :
« Setu deuet ar plac’h koant a dle va diboania. »
« Da ziboania, kaezig. Piou out eta ? »
« Yannig, pried Gwrac’h an Enezenn. Hi eo a ra d’in chom amañ. »
« Ha petra ’rez el laouer-ze ? »
« O c’hoari c’houec’h vi maen emaoun, ha ken a vezint digloset e rankin chom amañ. »
« Kozig kaez ! » eme Rozenn o c’hoarzin eur pennadig, « Gori viou maen !… Ha penaos e c’hellin-me da ziboania ?»
« O tiboania Houarn a zo mestr ar wrac’h warnañ. »
« O lavar buan d’in petra am eus da ober. Hag e vefe ret d’in ober tro Kerne, Leon ha Treger war bennou va daoulin noaz, me her grafe ! »
« Daou dra ’zo ret. Da genta, mont da gavout ar wrac’h evel ma vefes eun den yaouank ; d’an eil, tenna diganti ar roued dir a weli ouz he bandenn ha serri anezi enni evit ma chomo e-barz ac’han da zeiz ar varn. »
« Ha pelec’h e kavin-me dilhad-paotr war an dorgenn-mañ ? »
« Me a zo o vont da lakaat ober d’it. »
Hag heñ displanta peder blevenn eus e benn, c’houeza warno en avel en eur zrailha eun tamm tra bennak e-giz eur bater. Ha setu ar bleo deuet da veza pevar gemener. Gant ar c’hemener kenta ez eus eur gaolenn, gant an eil eur sizailh, gant an trede eun nadoz, ha neud gant ar pevare.
Hag int a stag d’al labour. Gant an delienn genta eus ar gaolenn e reont eur chupenn vleuniet ; gant an eil delienn eur jiletenn ; diou zelienn n’int ket re evit ober eur bragou giz Goezeg ; gant kalon ar gaolenn e ront eun tog bidoul hag an dreujenn a zeu da veza eur re-voutou.
Ma oa Rozenn eur rozenn goant, gant he dilhad-plac’h, ez eo bremañ eur paotr yaouank dispar.
Hag hi da trugarekaat ar c’hornandon ; hag he labous a nij, hi war e gein, betek an enezenn. Eno e ya al labous da vaz adarre.
Rozenn a gav ar vag a zo par d’eun alarc’h. Mont a ra enni hag e tigouez e palez ar wrac’h.
Pa wel houmañ eun den yaouank ker kaer hag an heol, e chom sabaturet naet.
« Setu ar paotr brava a voe morse dirak va lagad, » emezi outi he-unan. « Karout a rin anezañ ouspenn teir gwech tri devez. »
Hag hi d’ober flourig da Rozenn o rei d’ezi an anoiou an dousa : va mignonig, va c’haredig, va c’halon, ha me ’oar me ? Hag e ped anezi da leina ganti.
« Ober a-walc’h, » eme Rozenn.
Hag int d’ar sal. Eno, Rozenn a gav koñtell Houarn. He c’hemerout a ra.
« Marteze e talvezo d’in. » emezi.
Ha goude beze debret hag evet, hi d’al liorz gant ar wrac’h. Houmañ a ziskouez tout he zraou kaer d’ezi : al leton, leun a vleuniou c’houez vat, ar gwaziou-dour arc’hantet, ha dreist-holl al lenn, pesked aour dre vern enni.
Ar re-mañ a zo ker brao ma chom bamet Rozenn da sellout outo.
Ar wrac’h, pa wel anezi ken estlammet, a c’houlenn outi hag heñ ne garfe ket chom atao ganto.
« Memes tra avat ! » eme Rozenn.
« Kemerout a rez ac’hanoun da bried neuze ? » eme ar wrac’h.
« A galon vat. Da c’hortoz hon eured, ro d’in da roued ma c’hellin pesketa unan eus ar loenedigou brao-mañ. »
Ar wrac’h, ken dinec’h ha tra, a ro dioustu he roued dir da Rozenn en eur lavarout :
« Gwelomp petra ’dapo koanta pesketaer a voe biskoaz. »
« Me ’dapo an diaoul ! » eme Rozenn o teurel ar roued digor war benn ar wrac’h. « En ano Jezuz benniget, ra vezi, gwrac’h villiget, ar pez eo dleet d’it beza ! »
Ha raktal ar wrac’h a zo aet da dog-touseg.
Rozenn a skoulm ar roued warni neuze hag a stlap anezi en eur puñs. War genou ar puñs e laka eur maen bras, ha war ar maen-mañ e ra sin ar groaz venniget.
« E-giz-se, » emezi, « ar puñs a chomo stanket, ha ne zigoro nemet da zeiz ar varn gant an holl veziou. »
Ha Rozenn war-du al lenn ; ar pesked hag eur bern anevaled-all a zo dija er-maez anezi, ha lavarout a reont :
« Setu an hini en deus tennet ac’hanomp eus ar roued dir hag eus ar billig aour. »
« Ha me ivez, » eme Rozenn, « eo a raio d’eoc’h beza ar pez a oac’h gwechall. »
Hag hi dispaka koñtell Sant Kaourintin. Emañ o vont da steki dre renk ganti ouz ar pesked, ha setu eur glesker en o c’hichen. Eur c’hloc’h, kloc’h Sant Kae, a zo en istribilh ouz e c’houzoug…
Mantret eo, Rozenn ouz e welout.
« Te eo a zo er stumm-se ? Houarnig kaez, » emezi.
« Me eo ! » a hirvoud ar glesker.
Ha Rozenn a laka he c’hoñtell war ar glesker, hag Houarn a zo war e dreid a gristen dirazi. Pokat a reont an eil d’egile en eur leñva evit an trubuilhou tremenet, hag en eur c’hoarzin evit o flijadur bremañ.
Ha stoket ar goñtell outo, an holl loened a zo eno a zeu da veza tud evel ma oant diagent.
Peurc’hraet al labour, setu ar c’hornandon bihan du o tigouezout. En e laouer emañ atao, ya, el laouer cheñchet e kalech stag outañ c’houec’h c’houil-dero deuet eus ar vein a oa bet heñ o c’hori.
« Setu me, plac’hig koant, » emezañ da Rozenn. « Ho trugarekaat, setu me eun den ac’hanoun adarre, ha n’eo ket eur yar ez oun ken. Bennoz d’it. »
Hag heñ ha kas Rozenn hag Houarn da armeliou ar wrac’h, ha lavarout d’ezo kemerout, kemerout ha kemerout c’hoaz. Karga a reont o godellou gant peziou aour, ken o deus bec’h ouz o dougen.
Rozenn neuze a lavar d’he baz :
« En ano Sant Jaoua bet perc’henn d’it, baz venniget, kas ac’hanomp da Lanbaotr ! »
Hag ar vaz a zo raktal eur wetur vras, bras a-walc’h evit kas Rozenn, Houarn hag an holl dud-all. Hag int enni, ha yao war-du ar gêr.
Ar c’hornandon a chom en enezenn, mestr meur war an holl draou eno.
N’eo ket eur vuoc’h treut nag eur pemoc’hig hepken eo e bren Houarn. Ar barrez a-bez a zeu da veza d’ezañ ha d’e Rozenn garet, goude ma voent eureujet gant an aotrou person. An dud a zo deuet ganto eus an enezenn a zo koumanantet bep a atant d’ezo. Hag holl e voent eürus pell-pell ha keit-all c’hoaz.
Courrier du Finistère,
here 1906.
Goude beza bet seiz vloaz en e vanati, ar manac’h yaouank-mañ a voe roet koñje d’ezañ da vont da welout e dud. War e droad e rankas mont, rak an dra-mañ a oa en amzer goz. Mintin mat e yeas en hent, ha kerzout a eure a-hed an deiz. Deuet an noz du warnañ, edo e-kichen eur maner. Hag heñ mont tre er porz. Hag e voe digemeret mat gant an aotrou.
Paotr koant e oa ar manac’h, ha merc’h an aotrou a grogas ar big en he skouarn kerkent ha m’her gwelas. Aoza a reas eur goan vat d’ezañ, e c’hellit kredi.
Aet an dud da gousket, e yeas ar plac’h yaouank neuze d’ar gambr e-lec’h m’edo ar manac’h. Hag hi d’ezañ :
« Dilezit ho manati, ha dimezit ganin. Pennhêrez oun, ha va zud a zo pinvidik bras. »
« Na livirit ket ar seurt traou-ze d’in, » eme ar manac’h, « Eureujet oun a-benn vremañ d’ar bennhêrez ar goanta, ar wella hag ar binvidika a zo. Eureujet oun d’an Itron Varia a zo va Mestrez ha va Rouanez. Biken n’em bezo pried-all nemeti. »
Hag hi kuit neuze, o welout na dalveze ket ar boan d’ezi aspedi…
Eur plad aour flamm a zo en ti, hag eur soñj diaoulek a zeu en he fenn. Eur pennad da c’houde, pa gav d’ezi e kousk mat ar manac’h, e ya adarre d’e gambr da lakaat ar plad d’ezañ en e val.
« M’ho tesko, » emezi, « d’am dispriza ! »
Antronoz-vintin, gwener anezi ha deiz yun, e ya ar manac’h kuit hep dibri begad.
« Ne da eskenn ganeoc’h ! » eme ar plac’h yaouank « Gortozit ! M’hen talvezo d’eoc’h c’hoaz ! »
Hag hi ha lakaat eun tamm kig en e c’hodell, hep gouzout d’ezañ.
Pa soñj d’ezi emañ pellik ar manac’h, e ya da gavout he zad.
« Tad, » emezi, « ar manac’h a zo bet amañ en noz-mañ n’eo ket eur manac’h eo sur, eun den fall ne lavaran ket. Ar plad aour a zo aet gantañ, hag er mintin-mañ, gwener koulskoude, en deus kemeret ar c’hig chomet en e zilerc’h dec'h da noz. »
Kredi a ra an tad e verc'h, hag heñ ha sternia e varc’h dioustu, hag en hent. Tapet ar manac’h gantañ, e stag e zaouarn d’ezañ hag e tigas anezañ d’ar maner.
« Me grede d’in, » emezañ, « e oas eun den mat, padal ne dout nemet eul lampon ! »
Ha kerkent eo kaset ar manac’h dirak ar varnerien, hag eo barnet ganto da veza krouget.
« Laer e vadoberour a zo boued c’houek d’ar groug ! » emezo.
A-raok beza dibradet war-bouez e c’houzoug, ar manac’h a c’houlenn komz ouz ar bobl bodet dirazañ. Asanti a ra ar varnerien. Hag heñ ha lavarout eo eur manac’h a oa o vont da welout e gerent, met emañ c’hoaz pell diouto. O veza baleet eun devez penn-da-benn, e kavas goudor, ha boued ivez, e ti an aotrou a damall anezañ da veza laeret ar plad aour diwar e goust.
« Mar d-emañ ar plad em sac’h, » emezañ, « n’eo ket ganin eo bet lakaet ennañ »
« A zo aes da lavarout, » eme ar varnerien, Gant piou eta eo bet lakaet ennañ ? »
« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h. Met, mar karit va selaou, e livirin, dres ha dres, kement a zo c’hoarvezet. Debret va c’hoan ganin, en neizour, ez is d’ar gambr en devoa bet an aotrou ar vadelez da rei d’in. Eur pennad da c’houde, e klevis an nor o tigeri, hag e verc’h a zeuas d’am c’havout. »
« Dilez da vanati, » emezi, « ha dimez ganin. »
« Ne c’hellan ket, » a respontis d’ezi.
Mont a eure kuit neuze, droug enni. Ha me a soñj eo hi he deus lakaet ar plad aour hag ar pesk em sac’h.
« O ! » eme merc’h an aotrou, « n’eo ket eur pesk eo a oa en ho sac’h en deiz-mañ. Kig ne lavaran ket. »
« Kig da wener ! » eme ar varnerien. « An den digristen. »
« Kig a zo lakaet em sac’h marteze, » eme ar manac’h, « eur pesk avat eo am eus kavet ennañ. Gwelout a c’hellit, n’em eus debret griñsenn hirio c’hoaz. An aotrou a oar mat kement-mañ, rak n’edon ket eun hanter kard-eur diouz e vaner p’oun bet paket hag ereet gantañ. »
« Gwir eo, » eme an aotrou.
« Digorit ar sac’h, » eme ar varnerien.
Hag ar boureo a ziskoulm anezañ hag a gav ar plad aour hag eur pesk, tamm kig ebet avat. Hag ar varnerien neuze :
« Ar plac’h fall ! Ar c’haouierez ! D’ar groug ! Ar manac’h a zo divlam. Mont a c’hell gant e hent. »
Mont a ra kuit raktal ivez avat. Ar gorden a zo lakaet en-dro da c’houzoug ar verc’h, hag hi d’ar manac’h :
« Ma ! n’eus forz ! Me a felle d’in kaout ac’hanout d’in, ha d’in e vezi beo pe varo !… »
Hag ar manac’h da gavout e gerent. Tremenet eun tamm amzer gantañ en o ser, e kimidias da vat diouto. Kaset eo goude-ze gant an tad manac’h da sevel eur gouent nevez. Mont a ra raktal. Eun aotrou, perc’henn da zouarou bras, eo a roe douar ha peadra da sevel ar manati.
Edo gantañ en e liorz o kerzout dre ar baliou, bleuniou a bep tu d’ezo, pa welas eun itron wenn o tont war-du ennañ. Pa voe hi dirazañ, e tic’halas eur javedad gantañ, ar manac’h kaez ! Hag e tec’has buan.
« Piou eo an itron-se ken divergont ? » eme ar manac’h d’an aotrou.
« Pe seurt itron ? » eme hemañ.
« An itron wenn am eus bet eur flac’had diganti. »
« N’em eus gwelet itron ebet : trouz ar skouarnad am eus klevet avat. »
« Dre amañ eo aet kuit. »
« Kit da welout piou eo, tad ; n’he anavezan ket. »
Hag ar manac’h da vont. Eur pennadig ac’hano e wel adarre an itron. Houmañ a zeu dioustu d’e gavout, o komz flour ha tener, hag o vriata anezañ. Hag e pok d’ezañ endra ’c’hell… Pa ’z eo skuiz, e lavar :
« Hañ ! n’em boa ket lavaret d’it e vijes d’in beo pe varo ? Me eo ar verc’h he flad aour hag he zamm kig aet da besk. D’in a oas ! d’in e vezi ! D’an ifern e teui ganin ! hag eno e vezimp e-pad an holl amzer ! »
Pokat a ra c’hoaz d’ezañ hag e ya kuit. Sempla a ra ar manac’h.
« Daonet oun ! daonet oun ! » emezañ.
Hag heñ neuze mont da gavout an tad manac’h ha displega d’ezañ ar pez a zo digouezet gantañ. Setu ma lavar an tad :
« Ya ! daonet out da viken ! Ne vezo baradoz ebet evidout morse ! »
« Daonet oun ! » a skrij ar manac’h.
« Ya ! daonet out ! nemet ober a rafes kement-mañ : Kemerout a ri eur c’hlochedad nadoziou da wriat dantelez flour. Goude-ze ez i d’an aod, hag eno e kavi eur vag. Mont a ri enni, ha yao war ar mor. Bep tri droatad ha tregont a ri (en enor da oad Hor Salver benniget), e taoli eun nadoz en dour. Hag e stlapi anezo e-giz-se, an eil war-lerc’h eben, betek an diweza. Ma n’out ket evit ho dastum holl da c’houde, hag ho digas d’in amañ, out sur da veza daonet. »
« Neuze avat oun daonet ! »
Mont a eure memes tra d’an aod. Kavout a reas eur vatimant, hag heñ enni. Teurel a reas e nadoziou e-giz ma oa lavaret d’ezañ ober. Neuze avat e voe nec’het. Dastum an nadoziou, ne dalveze ket ar boan klask hen ober. Hag heñ lakaat ar stur war-du an douar. Tapet douar gantañ, e vale betek an noz. Neuze edo e-tal eur c’hoad bras. Gwelout a eure goulou e-kreiz etre ar gwez, hag heñ war-du ennañ. Daouzek plac’h yaouank a gavas en eun ti, o tomma e-kichen eun tantad-tan. Hag heñ goulenn eun tamm bara diganto, en an’ Doue. Hag e voe aozet koan d’ezañ.
E-keit ha ma tebre, e kontas e zoare d’ar merc’hed hag ar binijenn en devoa da ober.
« Doue ra vezo ganez ! » emezo. « Eur binijenn galet eo da hini avat ! »
« Ya ! siouaz ! ha biken ne zeuin a-benn anezi… Daoust hag anavezout a rit unan-bennak hag a zisammfe ac’hanoun eus va fec’hedou ? »
« N’ouzon dare hag aes eo ! » eme unan eus ar plac’hed… « Bemdez e teu eur beleg da lavarout an oferenn d’eomp amañ, eun tammig a-raok kreisteiz. Ma ne c’hell ket ar beleg-se kelenn ac’hanout, gwaz a ze evidout ! »
Ar manac’h kaez a oa skuiz hag a gouskas c’houek, na petra ’ta ? ker mat, zoken, ma ne zihunas ket antronoz a-benn an oferenn. Ankeniet e oa o c’houzout na welje ket ar beleg an deiz-se, rak, pa veze lavaret e oferenn gantañ e yae kuit. Ha neuze, gant aon da chom kousket en deiz war-lerc’h adarre, e kemeras eun oged, hag e c’hourvezas warni. Kousket a eure memes tra ker mat, ma oa graet ouspenn an hanter eus e dro gant an heol pa zihunas. Ma oa bet enkrezet en derc’hent, ar wech-mañ e voe gwasoc’h c’hoaz. Daou zevez en devoa kollet, hag ar merc’hed a lavare d’ezañ :
« Ma ne welez ket ar beleg warc’hoaz, ez eus eun den kollet ac’hanout ! »
Kemerout a reas spern begou lemm neuze ha, noaz-pilh, e kouskas warno ! Ar wech-mañ e tivorfilas abret a-walc’h justadik : edo ar beleg gant an Ite, missa est.
Hag ar manac’h d’e gavout ha da zisplega e dro d’ezañ.
« Warc’hoaz, » eme ar beleg, eur sant anezañ, « kae d’ar ru-mañ-ru ; eno e kavi eur varc’hadourez pesked. Ar pesk kenta a weli ganti, kemer anezañ. Pemp gwenneg a c’houlenno diganez evitañ. Dal amañ ar pemp gwenneg a roi d’ezi. E kof ar pesk-se emañ an nadoziou taolet ganez er mor.»
Hag ar manac’h da vont, kemerout ar pesk ha rei e bemp gwenneg evitañ. Ennañ e kav e nadoziou : ne vanke nikun.
Hag heñ, herra ma c’hell d’e vanati.
Souezet e voe an tad manac’h ouz e welout ker laouen hag an heol.
« Digouezet out ? » emezañ. « Ha da binijenn ? »
« A zo graet. Setu amañ an nadoziou. Hag e lavar kement a zo bet c’hoarvezet gantañ. »
« Va fec’hed a zo gwasoc’h eget da hini ! » eme an tad. « Mont a ran da glask an absolvenn anezañ. E keit-se, te a vezo mestr amañ. »
Da gavout ar Pab e yeas an tad manac’h. P’en devoe klevet, e komzas an tad Santel evel-hen :
« Evit kaout ar pardon, grit hoc’h-unañ ar pez ho poa lavaret d’ho manac’h ober. Hennez a zo eur sant a zen. It, ha na bec’hit mui ! »
An tad manac’h a yeas. N’eo ket bet gwelet abaoe avat, hag e vanac’h a zo chomet da vestr en abati.
Ar Bobl,
here 1905.
Paour e oa Yann, ha Janed, e wreg. N’en devoa seurt nemet ar pez a c’houneze bemdez, hag ar pez a c’houneze ne oa ket brazik, pell ac’hano. E vicher ne dalveze ken da netra d’ezañ : potennou a c’hiz nevez a oa deuet, hag ar re n’o c’hemerent ket a gave a-walc’h kaout eur prenn-koad. Ha Yann da zevezia neuze.
Eun devez bennak, n’ouzon dare peur, e troas en e benn mont d’eur vro-all. Hag heñ da lavarout kenavo d’e wreg, hag en hent.
O tremen war eur pont, e voe darbet d’ezañ koueza ; hag heñ, neuze :
« Kenta tro ma tremenin war ar pont-mañ, ra vezo gweet va gouzoug d’in gant an diaoul ! »
Digouezout a reas a-benn eur frapad e kêr ar Yeoded. Hag heñ da vevel. Pevar bloaz e chomas eno, ha neuze e lavaras d’e vestr :
« Mont a ran bremañ d’ar gêr da welout va gwreg. »
« Ma ! » eme ar mestr, « gwaz a ze evidoun ! Dal amañ ar pez a zo d’it ; gounezet mat ac’h eus anezañ. Yec’hed mat d’it. »
« Ha d’eoc’h, mestr. »
Ha Yann a sko war-du ar gêr.
Digouezet en eur c’hroazhent, e kav eur paour-kaez dall koz hag a c’houlenn an aluzen digantañ.
« Doue d’ho pennigo ! » eme ar paour.
« Doue hag ar Werc’hez d’ho tiwallo ! » eme Yann.
« Pelec’h oc’h bet ? »
« E kêr ar Yeoded. »
« Neuze ez eus eun dra bennak ganeoc’h. Roit eur pezig d’in, en an’ Doue. »
« Dalit, » eme Yann.
Hag e ro unan eus ar c’houec’h pez ugent real a oa gantañ. Tregont lur en devoa bet evit e bevar bloaz ; maget ha gwisket e oa ivez.
« Bennoz Doue d’eoc’h, Yann an alc’houezer, » eme an den dall. « Petra ’fell d’eoc’h da gaout evit an ugent real am eus bet diganeoc’h ? »
« N’eus forz petra am bezo diouer anezañ, me a c’houlenn ma vezo em godell arc’hant a-walc’h d’e brena. Ha n’eus forz petra a raio diaes d’in, me a c’houlenn gallout lakaat anezañ er voutailh-mañ a zo ganin em dorn. »
« Mat sur ! » eme an dall.
Yann a skamp hent adarre. En eur c’hroazhent-all, setu eur paour c’hoaz.
« Doue ra vezo ganeoc’h ! » emezañ da Yann.
« Doue hag ar Werc’hez ra vezo ganeoc’h ! » a respont hemañ.
« Pelec’h oc’h bet e-giz-se ? »
« E kêr ar Yeoded. »
« Neuze ez eus eur gwenneg bennak ganeoc’h. Roit unanig d’in anezo, en an’ Doue. »
« Dalit. Setu amañ ugent real d’eoc’h. »
« Bennoz Doue, Yann an alc’houezer. Petra ’rafe plijadur d’eoc’h da gaout ? Me hen roio d’eoc’h. »
« N’eus forz piou a rafe droug d’in, e karfen beza gouest d’hen lakaat em sac’h, ha gellout e zerc’hel ennañ e-keit ha ma plijo ganin. »
« A vezo graet hervez ho c’hoant. »
Ha Yann a ra eur flipad hent adarre. Hag e kav eur paour-all en eur c’hroazhent.
« Setu an trede, » emezañ. « Dre chañs, n’eus kroazhent ebet ken ac’han da zu-mañ. Paneve da ze e kavfen peorien-all c’hoaz, hag e yafe va arc’hant holl ganto. »
« Bennoz an Dreinded warnoc’h ! » eme ar paour.
« Doue hag ar Werc’hez Vari r’ho pennigo ! »
« A belec’h e teuit ? »
« Eus kêr ar Yeoded. »
« Roit an aluzen d’in, en an’ Doue. Arc’hant hoc’h eus hep mar, peogwir emaoc’h o tont eus kêr ar Yeoded. »
« Daou baour-all am eus kavet war va hent, ha bep a ugent real o deus bet diganin. Dalit amañ ugent real d’eoc’h ivez. »
« Bennoz Doue d’eoc’h, Yann an alc’houezer. Petra ho pezo diganin-me ? Ar pez a ray vad d’eoc’h. »
« Feiz ! » eme Yann, « pa edon er gêr du-mañ, ne c’hellen kaout aval ebet eus ar wezenn a zo a-dreñv va zi. Bremañ peogwir emaoun o vont d’ar gêr, e c’houlennan ma vezo paket, er faout a rin er wezenn, kement hini a glasko laerez ac’hanoun. »
« Mat tre, » eme ar paour.
« Ma ! » eme Yann outañ e-unan, « fentus a-walc’h eo memes tra e vefen-me anavezet ker mat gant an holl, ha n’oun ket evit anaout nikun anezo. »
Ha dao gant an hent c’hoaz. Digouezout a ra dizale gant ar pont e-lec’h ma oa bet asoupet pevar bloaz kentoc’h, soñj hoc’h eus. Unan a zo eno en e sav. Piou eo, a gav d’eoc’h ?… an Diaoul !
« Piou out ? » eme Yann d’ezañ.
« Kripi goz. »
« Ha petra ’c’hortozez aze ? »
« Te da-unan ! »
« Me ? »
« Ya ! Ankounac’haet ac’h eus eta ? Me a zo o vont da zigas soñj d’it, en eur wea da c’houzoug d’it, evel m’az poa lavaret d’in ober, pa oas kouezet amañ en eur vont da gêr ar Yeoded. »
« E feiz, gwir eo. »
« Rak-se oun deuet da vrevi da c’houzoug ouzit ! »
« A gav d’it e ri ? »
« A rin ! »
« Gra ’ta da welout ! »
Hag an diaoul da vont war-du Yann.
« Em sac’h ! paotr e gerniel ! » eme Yann d’ezañ.
Hag er sac’h e rankas Paol mont, kaer en devoe. Yann a oa mestr d’ober an dra-ze d’ezañ, hervez komz unan eus ar beorien digouezet gantañ.
Setu sammet an diaoul war skoaz Yann. Digouezout a ra dizale e-kichen eur poull-kanna. Gervel a ra ar gwelc’herezed.
« Deuit amañ, ha skoit war va sac’h gant ho kolvizi. Ugent real ho pezo etrezoc’h. »
« Hag ez eomp a galon vat, » eme ar plac’hed.
« Darc’haouit start avat ! »
« O ! nonde ! » eme ar merc’hed. « Kaletoc’h eo ar sac’h eget an diaoul beo e-unan, sur mat. »
« Hag an diaoul e-unan eo a zo ennañ. Gant-se, lakait eol gant ho tivrec’h dizamant. »
Hag e tornont an diaoul ken ez eont skuiz. Ha Yann a daol hemañ war e gein adarre, hag a gerz ken a zigouez e-tal eur c’hovel.
« Houarner ? » emezañ.
« Petra ? va den mat, » eme hemañ.
« C’hoant hoc’h eus da c’hounit ugent real ? »
« A blijfe d’in, e c’hellit kredi. Ne gavan ket kement-se bemdez e karn troad loen-kezeg ebet. »
« Mat. Kemerit eun horz pounner, ha skoit gwella ma c’hellot war va sac’h. »
« Kement-se n’eo ket diaes d’ober. Lakait anezañ war va anneo. »
A-benn eur pennad, setu heñ :
« Mantrus eo ne vefen ket, gant ar morzol-mañ, evit plada ho sac’h. Kaletoc’h eo eget an diaoul. »
« An diaoul, » eme Yann, « eo a zo ennañ ivez. »
« Neuze avat, » eme ar marichal, « e c’hellan beza didruez ! »
Hag e sko, hag e sko endra ’c’hell, kement ha ker buan ma toull ar sac’h gantañ. Sellout a ra dre an toull. Lagad Satan a wel o lugerni. Tapout a ra neuze eur skod-tan hag e plant anezañ, en e lagad d’an diaoul. Abaoe n’eo ket bet gouest Paol goz da veza dibikous !
Ha Yann a samm an diaoul adarre. Met Satan, ar c’hompaer, a rog ar sac’h dre an toull graet gant ar marichal. Ha yao ! er-maez, hag e tec’h kuit d’an daoulamm ruz, re-bar d’eur c’haz skaotet.
Ha Yann d’ar gêr gant ar pez ugent real a chome e-unanik gantañ. Digemeret mat e voe memes tra gant e Janedig ker.
Tri miz goude, setu an diaoul o tont d’e gavout.
« Ret eo d’it dont ganin, Yann. Lavar da bater mar karez. Me a zo o vont da laza ac’hanout, ha truez n’am bezo tamm ! »
« Mont a ran ganez, » eme Yann. « Koulskoude, bez paotr mat eur wech ivez ; ro amzer d’in betek warc’hoaz. Te a gav d’it na gavin ket diaes kuitaat va gwreg ? Lez ac’hanoun eur pennadig devez ganti c’hoaz ! Neuze avat ez in dichipot ganez. »
« Lampon a zo ac’hanout ! Dioustu e teuï ganin, ha n’eo ket warc’hoaz eo ! Mall am eus da rosta da beñsou eun tammig bihan d’it ! da baea ac’hanout ivez evit da drubarderez. »
« Me, trubard ? Onestoc’h egedoun n’eus ket. Ha mont a ran neuze. Tap eun aval d’in, da vihana, m’am bezo eun tamm nerz d’ober hent. »
« Memes tra, » eme an diaoul.
Ya met an diaoul eo a zo tiet : n’eo ket evit diskregi diouz ar wezenn. Seiz vloaz e chomas eno, ha chomet e vije c’hoaz m’en divije lakaet Yann eun tammig bihan muioc’h a evez. Eun devez ez eas d’al liorz da zastum koad sec’h evit e Janed. Ha petra ’reas ? Diskolpa ar skoultr faoutet, distaga anezañ diouz ar wezenn. Hag an diaoul a voe dishual adarre. Hag heñ raktal :
« Bremañ avat, Yann, gra da bedenn ziweza ; emaout o vont dioustu ganin. »
« Memes tra. Mar karit, koulskoude, ec’h evimp bep a vanne a-raok, »
« An dra-ze a ray vad. Kraz a-walc’h eo va c’horzailhenn, keit-all ’zo n’em eus bet beradenn ebet. »
Hag int en ti. Janed ne oar ket piou a zo deuet gant he fried ; rak an diaoul ne c’helle beza gwelet nemet gant Yann hepken. Goullonderet (goulloet) ar voutailh, an diaoul a zo o vont da lammat ouz gouzoug Yann.
« Hep ! Hola ! » eme Yann. « Kae er voutailh bremañ pa ’z out ken dizonest-all. »
…Seiz vloaz da c’houde, Janed a gouezas klañv gant ar boan-vugale. Eur paotr he devoe. Met ezomm a voe da gaout eur voutailh da lakaat n’ouzon dare pe seurt louzou eviti. Ha just e voe kemeret ar voutailh edo an diaoul enni. Distanket warnañ, hemañ a voe mall gantañ tec’hout hep lavarout tamm kenavo da zen.
Eur paeron a ranke Yann da gaout ivez, evel just. Hag heñ da glask unan. Met eun den leal a felle d’ezañ. Kenta hini a zigouezas gantañ a oa Doue.
« Bennoz d’it, Yann, » emezañ.
« Ha d’eoc’h, aotrou. »
« Da belec’h ez ez e-giz-se ? »
« Da glask eur paeron d’am mab ez an, aotrou. »
« Mar karez me a yelo. »
« Ha piou oc’h-c’houi ? aotrou. »
« An Aotrou Doue. »
« Neuze, ne viot ket paeron d’am mab, rak c’houi n’oc’h tamm leal ebet : da lod e roit a bep seurt poaniou ha da lod poan ebet. Kenavo. »
Eur pennad da c’houde, Yann a welas eun den, tamm kig ebet war e eskern.
« Salut d’it, Yann, » emezañ.
« Ha d’it. Piou out ? Treut out da vihana. »
« N’eo netra eston. Me eo an Ankou. Da belec’h emaout o vont ? »
« Da glask eur paeron d’am mab. »
« Mar karez me a vezo. »
« Leal a-walc’h out ? »
« Me ’gav d’in, sur. An holl a zeu ganin. »
« A zo gwir avat. »
« Lavar da bater, rak da dro a zo digouezet. »
« Goude ar vadeziant, Ankou kaez. »
« Memes tra. »
Badezet ar bugel, Yann a voe sammet gant an Ankou. N’ouzon dare etrezek pe du ez eas gantañ avat, pe war-du ti Doue, pe war-du ti an diaoul…
An hini en deus c’hoant da c’houzout n’en deus nemet mont da welout.
Ar Bobl,
here 1905.
Eun denjentil diwar ar maez en devoa eur mab… Mestr ar Burzudou a zeuas d’e vaner, eun abardaevez, da c’houlenn lojeiz evitañ e-unan, hag evit e zaouzek breur a oa gantañ. A galon vat e voe roet koan d’ezañ, ha lojeiz ivez. P’o devoe debret mat, Mestr ar Burzudou a lavaras d’e vreudeur sevel hag ober troiou. Ha troiou a rejont avat, ken a chomas alvaonet an denjentil a sellout outo. Biskoaz n’en devoa gwelet kement-all.
« Ma oufe va mab c’hoari ar seurt traou-se, » emezañ « na me a vefe laouen va c’halon ! »
« Roit anezañ d’in, » eme ar Mestr ; « va filhor e vezo, hag a-benn bloaz amañ, e vezo ker gouest hag ar re-mañ. »
« Mont a ray, mar karit, gant ma tigasot anezañ en-dro a-benn eun deiz hag eur bloaz ac’halen. »
« A vezo graet. »
Kousket c’houek a rejont holl, hag antronoz, mab an denjentil a heulias anezo ha chom a eure eur bloaz ganto. Neuze e teujont d’ar maner. Goude koant e c’hoarijont adarre, hag ar filhor a c’hoarie tost kerkoulz hag int.
« N’eo ket ker gouest ha va breudeur c’hoaz. » eme ar Mestr. « Lezit anezañ eur bloavez-all ganin c’hoaz ha, m’hen tou d’eoc’h, gouestoc’h egeto e vezo. »
« Lezel a rin anezañ, gant ma tigasot anezañ a-benn bloaz. »
« A rin. »
Bloaz goude, deiz evit deiz, an denjentil o gwelas o tont war gavout e vaner. Gant levenez o digemeras, ha friko e-leiz a reas d’ezo. C’hoari a voe war-lerc’h koan, hag ar filhor a oa gouestoc’h eget an daouzek breur. Ne oa den war ar bed evit gouren outañ nemet ar Mestr e-unan.
Hag an denjentil neuze :
« N’eus nikun ac’hanoc’h trec’h d’am mab. Na fouge a zo ennoun ! »
« E c’hell beza, » eme ar Mestr. « N’eus nemedoun ha n’eo ket ho mab gouest d’in. Hogen, lezit anezañ eur bloavez-all ganin c’hoaz, hag e ouezo kement hag a ouzon-me va-unan. »
« E feiz, leuskel a rin anezañ ganeoc’h. »
An dro-mañ, an denjentil a zisoñjas lavarout : gant ma tigasot anezañ a-benn bloaz.
Bloaz goude, an aotrou a oa, war voger ledan e vaner, o sellout gant lunedou hirwel. Met kaer en devoe gedal, ne zeuas ket e vab en deiz-se, na Mestr ar Burzudou kennebeut. Ankeniet e voe an tad, e c’hellit kredi, hag heñ neuze :
« N’eus forz pelec’h emañ va mab, me a ranko e gavout. »
Hag ez eas en hent. Tri devez ha teir nozvez e kerzas. Hag e tigouezas neuze e-kichen eun ti bras-bras, ha dirak an ti e oa trizek den o c’hoari ar vell. Unan anezo a zalc’he penn d’an daouzek-all. Heñ tostaat outo, hag ec’h anavezas e vab karet : heñ eo a oa trec’h d’ar re-all.
« Tad kaez, » emezañ, « kollet oun evidoc’h ! N’ho poa ket graet mat an traou gant ar Mestr ; n’ho poa ket lavaret d’ezañ, evel en troiou kenta, digas ac’hanoun en-dro d’ar gêr. »
« Kement-se a zo gwir. » eme an tad.
« Met, va zad, setu amañ penaos e c’hellot kaout ac’hanoun. Pa ouezo ar Mestr ez oc’h deuet da gerc’hat ac’hanoun, e raio koulmed ac’hanomp hon-trizek hag e lavaro d’eoc’h va dibab e-touez ar c’houlmed. Ed-du a roio d’eomp da zibri ; ar re-all a zebro, me ne rin ket avat, met kanna a rin anezo gant va beg. Neuze c’houi a lavaro eo me eo a yelo ganeoc’h, ha lezet e vezin da vont. »
Hag ar mab a ya kuit diouz e dad. Hemañ a ya neuze da gavout Mestr ar Burzudou. Digemer laouen a zo graet d’ezañ. Goulenn a ra kelou eus e vab, hag e lavar eo deuet da gerc’hat anezañ peogwir n’eo ket digaset d’ezañ en-dro.
« N’em boa ket graet marc’had ivez » eme ar Mestr, « Met pa ’z oc’h deuet a geit-all, e roin anezañ d’eoc’h gant ma tibabot anezañ. »
Hag ar Mestr a gas an denjentil betek eur gambr a oa trizek koulm enni.
« Choazit en o zouez an hini a zo ho mab, ha ma tigouez ho mab beza an hini a zibabot, e yelo ganeoc’h. »
Dibri greun a ra ar c’houlmed. Unan hepken a zeu hag a ya o rei taoliou beg d’ar re-all. Hag houmañ, evel just, eo an hini goulennet gant an tad.
« Ho mab eo, » eme ar Mestr. « Kasit anezañ ganeoc’h. Eur paotr gouest eo bremañ, m’hen tou war va le. »
Antronoz, mintin mat, an denjentil hag e vab a ya en hent.
War-dro unnek eur e tigouezont en eur gêr vras. Foar a zo eno. Hag ar mab neuze :
« Tad, prenit eur c’habestr evidoun. Ar Mestr a red war va lerc’h. Met me a gemero stumm eul loen-kezeg. Prena a raio ac’hanoun diganeoc’h. Roit ac’hanoun d’ezañ hep nec’hamant. Mirit ar c’habestr ganeoc’h avat ha neuze e c’hellin dont en-dro d’ho kavout. Arabat e vezo d’eoc’h disoñjal derc’hel ar c’habestr. »
Ha setu ar mab aet da varc’h. E dad a laka ar c’habestr d’ezañ neuze, hag a gas anezañ da blas ar c’hezeg. Prestik setu Mestr ar Burzudou. Hag heñ d’an denjentil :
« Pegement ho loen ? »
« Kant skoed. »
« Graet ar marc’had. »
N’eus forz pegement e vije goulennet digantañ en divije roet evit kaout mab an aotrou adarre.
« Mat, » eme an tad ; « al likol avat a chomo ganin. »
« Rei a dlefec’h anezañ war ar marc’had. »
« Ar marc’h hepken. »
Hag ar Mestr kuit, al loen-kezeg gantañ. An denjentil, teñval eun tamm e benn, a ya etrezek ar gêr. Bec’h d’ezañ beza graet eur c’hard-eur bale, emañ e vab en e gichen.
« Tad, » emezañ, « foar a zo warc’hoaz e lec’h-mañ-lec’h. Grit e-giz hirio ma fell d’eoc’h kaout ac’hanoun : va gwerzit ha mirit ar c’habestr. »
Kerkent emañ Mestr ar Burzudou er marc’hallac’h.
« Pegement al loen ? » emezañ.
« Daou c’hant skoed, hep ar westegn. »
« An taok war ar marc’had ne vefe ket re koulskoude. »
Ha Mestr ar Burzudou kuit. Hag an tad ivez. Dizale setu ar mab :
« Gounezet hon eus betek-hen. Foar a zo warc’hoaz adarre ha mont a zo ret. »
Raktal pa ’z eo aet ar mab da loen, setu ar Mestr :
« Pegement an aneval ? »
« Tri c’hant skoed. »
« Dalit. »
Hag e tap krog er brid a-raok m’en deus amzer an denjentil da lavarout na ro ket ar c’habestr.
Gedal e vab a ra an denjentil goude ar foar. Gortoz a c’hellas. E baotr ne zeuas ket.
« Kollet eo va mab da vat an taol-mañ, » emezañ, eur bod-spern e-kreiz e dal. « Biken ken ne welin anezañ, sur ! Allas Doue ! »
Mestr ar Burzudou a yeas d’e gêr, mab an aotrou gantañ, hag a bep seurt a reas d’ezañ. Stag e veze atao, morse ne c’helle mont er-maez, bazatet e veze a-wechou.
Eun devez, ar Mestr a yeas da c’haloupat bro, e zaouzek breur gantañ. Mab an aotrou avat a oa staget berr ha berr.
Aet an dud kuit, ne chome eno nemet merc’h ar Mestr.
« Plac’hig, va c’harantez, » eme ar filhor, « ro d’in eur banne dour, en an’ Doue. »
« A rofen a-walc’h, » eme houmañ, « Met ma tigouez va zad warnoun, e lazo ac’hanout krak ha krenn. »
« Ne ouezo seurt. Pell eo aet da vale. Ha neuze, pa c’hellin, me a zimezo ganez, rak karout a ran ac’hanout. »
« Ha me ivez a gar ac’hanout. »
Hag e ro dour d’ezañ. Heñ avat, adal m’emañ stok e vuzellou ouz an dour, a ya da silienn. Hag e lavar d’ar verc’h :
« Taol ac’hanoun er ster a red aze e-kichen. »
Hag e kerz war-du ar gêr.
Pa ’z eo distroet Mestr ar Burzudou, e ya hemañ da welout e filhor. Kavout a ra ar c’habestr ; den ebet avat. Hag heñ d’e verc’h :
« Penaos eo aet ar paotr kuit ? »
« N’ouzon dare, tad. »
« Nac’h eus roet seurt d’ezañ ? »
« Eo, eur banne dour. »
« Evet en deus betek ar berad diweza ? »
« N’eus ket. Tañva hepken en deus graet. »
« Ha pelec’h ac’h eus stlapet ar pez a chome ? »
« Er ster aze. »
« Mat. Ar paotr a zo aet da silienn neuze. Tapet e vezo memes tra !… Pare oc’h ? » emezañ d’e vreudeur.
Hag ar re-mañ a yeas da zaouzek ki-dour, hag int da redek war-lerc’h ar silienn. Edont o vont d’he faka hag hi neuze da labous, ha sevel en aer, buana ma c’hellas.
An daouzek a yeas da sparfilli, ar Mestr da skoul, ha dao war-lerc’h al labousig, eun alc’houeder anezañ.
« Echu eo ganin ! » a hirvoud hemañ. « Tapet e vezin, siouaz ! »
Hag e welas, a-iz d’ezañ, eur vaouez o nizat ed-du. Hag heñ mont da c’hreunen.
An daouzek a ziskennas ivez.
« Emañ d’eomp, » eme ar Mestr, « Me a vezo eur c’hog, ha c’houi daouzek yar. Ha debromp avat hag e lonkimp anezañ. »
Ar vaouez a voe spontet o welout eun dousen yer war he ed en eun taol-kont, hag a dec’has kuit.
Krena a rae ar paour-kaez mab ; debret ne voe ket, rak kuzat a c’hellas dindan eur maen.
Aet e oa kement greunenn ganto, a soñje an daouzek hag ar Mestr a oa reut o c’hof, ken reut ma ne c’hellent finval ken.
« Kouskomp eur c’hrapad, » eme ar Mestr. « E unan-bennak ac’hanomp emañ ha tec’hout ne ray na dre ar penn-mañ na dre ar penn-all. »
Hag int ha kregi da roc’hal.
E-keit-se, ar mab a sav, a ya da louarn hag a we o gouzoug d’ezo.
Neuze ez a war eeun da di ar Mestr, e timez gant merc’h hemañ hag e tistro ganti da gavout e dad, hag eürus an eürusa e voent.
Ar Bobl,
here, du 1905.
Pell-pell ’zo abaoe an dra-mañ, hag e oa daou bried : Jakez ha Paia. Eur bloaz warnugent a oa e oant dimezet, ha n’o devoa bet bugel ebet.
Eur wech, abardaez anezi, Jakez a oa o tont d’ar gêr. Pa voe e-kichen moger bered ar barrez, setu eun den aet war an oad o tont d’e gavout.
« Perak eo teñval da benn, Jakez ? » emezañ.
« Soñjal a ran na badin ket gwall-bell ken, ha n’em eus na paotr na merc’h da bokat d’in. »
« N’eo ket lavaret e chomi atao dishêr, hep kaout bugel ebet. »
« Eo, kredabl. Paia a zo koz dija. »
« Doue a zo bras e c’halloud, Jakez. »
« Gwir eo. Bennoz d’ezañ, ma ro eur bugel d’in. »
« A-benn nao miz ac’han az pezo eur mab. Kred ac’hanoun. »
Jakez, laouen e galon a redas etrezek ar gêr. Hag heñ ha displega da Baia komzou an den koz.
« Goap en deus graet ouzit, Jakez. »
« Gwelet a vezo. »
A-barz c’houec’h miz goude, Jakez e welas e roje Paia eur bugel d’ezañ. Ha fouge a oa ennañ, e c’hellit kredi. Hag heñ ha kregi raktal da lakaat urz war-dro e verouri da zigemerout e bennhêr.
En deiz ma edo Paia gant ar boan-vugale, e plante Jakez eur c’hlastenn-dero e-tal dor e di. Pa ouezas e oa ganet eur mab d’ezañ, en devoe ker bras levenez ma torras eur wazienn en e greiz ha ma varvas. Gwall-boaniet e voe Paia o klevout kement-se, hag hi ha lavarout d’he mab :
« Me a vago ac’hanout gant va laez ken a vezi gouest da ziwrizienna ar wezenn edo da dad o planta pa ’z out deuet er bed. »
Jakezig e voe anvet ar bugel. E vamm her magas e-pad seiz vloaz. Neuze e kasas anezañ da gavout ar wezenn da welout hag he displanta a c’hellje. Ne voe ket evit hen ober.
« Ma ! » eme ar vamm, « seiz vloaz e vagin ac’hanout c’hoaz. »
Ha me lavar d’eoc’h, gouestoc’h eget Jakezig ne oa bugel ebet.
Tapet e bevarzek vloaz gantañ e voe kaset adarre d’ar wezenn. Ma oa kresket ar bugel, an dervenn ivez he devoa taolet gwriziou mat ha start. Ha Jakezig ne voe ket eviti.
« Seiz vloaz-all e vezi maget, » eme ar vamm.
A-benn neuze e oa kollet e ano Jakezig. Magetpell e voe lesanvet, hag al lesano-se ne oa ket eul lesano laeret, evit sur.
Tremenet ar seiz vloaz-mañ, ar paotr a oa kreñv ha terrubl evel eur ramz.
Hag heñ d’ar wezenn, hag e vamm d’ezañ :
« Displant an dervenn-se. Banne laez ebet n’az pezo ken diganin ! »
Magetpell a dufas en e zaouarn hag a grogas e treujenn ar wezenn. D’an hejadenn genta, an douar a grenas eun troatad warnugent tro-zro. D’an eil, an dervenn a voe kostezet. D’an deirvet e voe displantet, ha da heul he gwriziou e teuas douar, peadra da garga seiz karr-tumporell.
« Te eo karantez va c’halon, » eme ar vamm neuze. « Ne oa ket re rei laez d’it e-pad eur bloaz warnugent. »
« Mamm, » eme Vagetpell, « start eo bet d’eoc’h maga ac’hanoun abaoe ma ’z oun bet ganet, ha me eur bloaz warnugent d’in. Bremañ me a zo mall ganin ober eun dra bennak evidoc’h ivez, ma vezo sioul ha didrabas ho kozni. Houmañ eo ar wezenn genta tennet ganin gwriziou hag all. Gant he c’hef, me a zo o vont d’ober eur vaz d’in da gerzout. »
Hag e tap eun heskenn hag eur vouc’hal, hag e troc’h hag e tiskolp ar wezenn. Lezel a ra eun troatad warnugent a hed ganti, hag er penn huela eun ulmenn (skoulm) ker bras ha kloc’h bras Brasparz. Hir e oa ar vaz, pounner ivez avat. Met ne oa ket pounneroc’h eget eur gorzenn-blouz da Vagetpell.
Antronoz-vintin, Magetpell a lavar kenavo d’e vamm hag, e vaz gantañ, ez a en hent. C’hoant mont da vevel en deus. Hag e kerz beteg palez roue Gorre-ar-Ster.
« Petra ’fell d’it ? » eme ar roue.
« Mont da vevel davedoc’h, mar plij ganeoc’h. »
« Eur vicher ac’h eus ? »
« N’em eus ket, Aotrou Roue ; gouest on d’ober avat kement pe vuioc’h a c’hell gour-all ebet ober. »
« Mat ! » eme ar roue. « Greomp marc’had. Ma ’z out evit kas da benn kement a c’hourc’hemennin d’it ober, e-kerz c’houec’h miz, e roin d’it kement a aour ha ma c’helli dougen hag, ouspenn c’hoaz, va merc’h da bried. A-hend-all e vezi krouget. Gra da soñj. »
« Graet ar marc’had, Aotrou Roue. »
« Kae d’al leur, ha dorn endra ’c’helli ken a vezo aozet lein. »
Ha Magetpell a ya d’al leur hag a gemer eur freilh. Re zister eo ar c’houist anezañ. Ha gant e vaz eo ez a d’an ed. Ne voe ket pell o torna kement a oa war al leur. Hag heñ d’ar porz. Eno e oa pemp gwrac’hell-ed. Dorna anezo a reas raktal gant e vaz. Ar roue a oa o tigouezout neuze :
« A-walc’h ! a-walc’h ! » emezañ. « Te a zo gouest da gas va holl draou da get ! Kae da gerc’hat daou zailhad-dour d’am mevelien : pa vezi distro e vezo pare ar yod. »
Ha Magetpell da vont gant an daou bicher. Met o tremen e-tal an ti, e welas eno daou benton (kelorn, bailh).
« Buanoc’h graet a vo gant ar re-mañ, » emezañ. Hag e tapas unan e pep dorn, ha goude beza aet d’o leunia d’al lenn e tigasas anezo dirak an ti. Souezet e vo ar roue, hag heñ da Vagetpell :
« Eun den gouest a zo ac’hanout ! Deus tre, ha debr yod leiz da gof. »
Ar roue avat a yeas da gavout e sorser.
« Petra, sorserig, » emezañ, « a c’hellan-me rei da Vagetpell da ober ? »
« Livirit d’ezañ disec’ha al lenn a zo du-ze hag ober kement-se a-barz an noz hirio. »
Hag ar roue a c’halvas Magetpell.
« Disec’h al lenn a zo aze, a-barz an noz. »
« Mat, Aotrou Roue ; met e pelec’h e lakain an dour ? »
« En draonienn a zo e-kichen. »
Etre al lenn hag an draonienn ne oa nemet eur voger, hag an draonienn a oa eun tammig izeloc’h eget al lenn. Magetpell a gemeras eur langede (pig, pigell) hag eur bal, hag heñ d’al lenn.
« Ma n’eus nemet an dra-mañ avat, » emezañ, « ne vezo ket hir an abadenn. »
Hag heñ a ra eun toull dindan ar vur, ha an dour a red anezañ e-unan, pesked hag all, betek ar gamboulenn (traonienn pe stankenn vihan). Diou vag a oa ivez war al lenn. Magetpell a dap krog enno dre o staon hag o stlap dreist ar voger er saonenn. Hag e stank an toull graet gantañ evit an dour.
Ar roue a oa neuze o sellout dre brenestr e gambr, ha mantret e chomas o welout goueled ar ster ken hesk ha palv e zorn. Prestik e voe Magetpell en e gichen.
« Echu al labour, Aotrou Roue, » emezañ. « Petra ’zo d’ober c’hoaz ? »
« Seurt ebet ken hirio. Warc’hoaz avat e savo bec’h war da ler. »
« Ne gav ket d’in. »
Ar sorser a voe galvet da gavout ar roue.
« Petra ’roin d’ober da Vagetpell ? » eme hemañ. « Riñset eo bet ar poull gantañ ker buan ha tra. »
« Me a oar eun dra ha ne vezo ket evit ober. Skrivit d’ho preur, roue Penn-al-Lenn, ha livirit d’ezañ rei d’eoc’h dek mil lur ed, ha grit da Vagetpell digas anezo a-benn warc’hoaz da noz. Kas a c’hello gantañ ar gazeg koz hag ar c’harr bras. Ne gredan ket e vefe amañ warc’hoaz. »
Antronoz, ar roue a c’halvas Magetpell.
« Kae da Benn-al-Lenn da di va breur a zo roue eno. Goulenn digantañ dek mil lur ed evidoun. Kas ar c’harr bras hag ar gazeg koz ganez. »
« Ken ’emberr, Aotrou Roue. »
Ha Magetpell en hent. Ar gazeg ne rae ket eul leo bep eur. Hag heñ a vout anezi er c’harr, hag a samm ar c’harr war e ziouskoaz, ha yao ! Digouezet, e lavar da roue Penn-al-Lenn :
« Ho preur, roue Gorre-ar-Ster, va mestr, a zigas ac’hanoun davedoc’h da gerc’hat dek mil lur ed. »
« Er solier aze emaint. Kemer a pez a gari, ha gra va gourc’hemennou d’am breur. »
Hag ar gazeg el limon, ha karga ar c’harr. Ne oa ket mil lur ennañ pa rannas kein al loen dre an hanter.
« Dal ! » eme Vagetpell.
Ar c’harr ivez a vrevas. Ha Magetpell a daolas an ed er solier en-dro, hag heñ d’al lenn. Kement fun a oa ouz al listri a yeas gantañ. Hag heñ neuze toulla dindan ar c’hrañch, tremen ar c’herdin dre an toullou, skoulma mat anezo, ha dao ar c’hrañch a zo war e chouk. Hag heñ ha skampa avat, dre ar c’hrec’hennou hag an izelennou, ken a zigouezas e Gorre-ar-Ster.
Mintin mat, antronoz, ar roue a oa o sellout dre doull e brenestr, ha petra ’welas ? Grignol e vreur !
« Va ene a vezo d’an diaoul, » emezañ, « ma ’z eus gouestoc’h den eget Magetpell ! »
Hag heñ a ziskenn neuze :
« Ac’hanta, Magetpell ? » emezañ, « deuet eo an dek mil lur ed ganez ? »
« Deuet int. Ar gazeg koz avat a zo krevet. »
Hag e tispleg e damm tro d’ar roue. Boemet e chom hemañ ouz e glevout.
« Biskoaz kement-all ! » emezañ.
Hag heñ mont da gavout e sorser :
« Ma ne lavarez ket petra n’eo ket Magetpell evit ober, e troc’hin da benn ouzit. »
« Roit d’ezañ da gredi, » eme ar sorser, « hoc’h eus eur breur en ifern hag e vefec’h laouen o welout anezañ. Livirit da Vagetpell mont d’e gerc’hat ha digas anezañ d’ho kêr. Pa vezo en ifern, ne zeuio ken er-maez ! »
Hag ar roue da Vagetpell :
« Eur breur d’in a zo en ifern, ha c’hoant am eus da savarat eun tammig gantañ. Kae da glask anezañ d’in eta. »
« Mat, Aotrou Roue, met penaos ec’h anavezin-me ho preur e-touez kement-all a dud a zo eno ? »
« Eun dant marc’h en deus. »
Ha Magetpell a ya en hent. Prestik e tigouez e toull unan eus doriou an ifern. Digor bras eo, e-giz ma vez atao an hini genta. N’eus den ebet eno. Ha Magetpell larkoc’h. Eun nor-all a gav hag e tarc’h warni gant e vaz, kement ha kement ma strink anezi war an diaoulou a oa oc’h ober jabadao en tu-all.
Kripi Gornek a zo lostek ouz e welout hag a zeu d’e gavout en eur grena :
« Petra ’faot d’eoc’h ? »
« Breur roue Gorre-ar-Ster a rankan da gaout. »
« ’Touez—touez gant an holl aze emañ. Dibabit an hini a glaskit. »
Ha Magetpell a sell ouz an dud. Ouspenn daou-ugent a zo gant bep a zant marc’h pep hini.
« Gant aon da fazia gant va zaol, e kasan anezo holl ganin. Ar roue, ’michañs, a anavez e vreur, hag ar re-all a c’hello distrei amañ. »
Hag e laka an daou-ugent dirazañ, hag e kas anezo araozañ betek palez ar roue, evel m’en divije kaset eur vandenn deñved. Pa ’z eo digouezet, e c’halv ar roue :
« Aotrou Roue, » emezañ, « choazit ho preur er vandenn aze ; bep a zant marc’h en deus pep hini eus an daou-ugent-mañ. »
Ar roue ouz o gwelout a sav aon gantañ, hag a lavar da Vagetpell o c’has en-dro. Hemañ a grog en e vaz hag a sko warno endra ’c’hell, ha me ’lavar d’eoc’h ne voe ket hir an abadenn. Holl e redjont d’an ifern, ha d’an daoulamm c’hoaz.
Hag ar roue da gavout ar sorser :
« N’out ket evit rei da Vagetpell, » emezañ, « eun dra ha n’eo ket gouest da ober. Warc’hoaz eta e vezi dibennet ! »
« Eun dra-all c’hoaz, Aotrou Roue. »
« Mat. Unan a zaou : te pe Vagetpell a rank mervel ! Ma c’hounez e vezo ret d’in rei d’ezañ n’ouzon dare pet sac’had aour, ha va merc’h da bried war ar marc’had. »
« Warc’hoaz-vintin, livirit d’ezañ disec’ha… »
« Adarre gant disec’ha ! Kollet out eta, peogwir ne gavez seurt ebet ken. »
« C’hoant laza anezañ eo am eus an taol-mañ. Livirit d’ezañ disec’ha an eienenn a zo dirak ho kastell. Gwazed ho pezo e-kichen, ha pa vezo Magetpell e-tal an eienenn, int a daolo eur maen-milin war e benn, ha lazet e vezo pe ez in d’en em grouga. »
Antronoz e lavar ar roue da Vagetpell :
« Kae da zisec’ha an eienenn a zo dirak va zi. Pa vezo graet al labour, me a zigaso eun tog nevez d’it, rak dister a-walc’h eo an tamm boned truilhek a zo ganez. »
Magetpell a ya. P’emañ an douna eno, e stlap mevelien ar roue ar maen-milin war a benn. An toull a zo e-kreiz ar maen a zo bras a-walc’h just evit e benn. Ha Magetpell a soñj eo ar maen-se an tog nevez roet d’ezañ gant ar roue.
« Bennoz d’eoc’h, Aotrou Roue, evit ho tog nevez ! » emezañ.
Ha fouge a zo ennañ gant eur seurt tog. Sevel a ra ac’hano, ar maen war e benn, hag estlammet eo ar roue hag e wazed ivez.
Ar sorser, o c’houzont an doare, a laka eur gorden en dro d’e c’houzoug hag a ya en-istribill ouz eur wezenn.
Ar roue avat a wel ne dalv ket d’ezañ klask rei mui da Vagetpell traou diaes-all da ober, hag heñ :
« Gwella den am eus gwelet biskoaz, Magetpell, eo te. Hag ar marc’had hor boa graet a zo gounezet ganez. Va merc’h a zo re yaouank c’hoaz da zimezi. Divezatoc’h az pezo anezi. »
« Amzer a zo. »
« Da bouez en aour a roin d’it evel m’hor boa graet klaoustre. Diwisk da dog eta, ha kae war ar baskul. »
« Diwiska va zog ne rin ket. Perak ne dennfen ket va bragez ivez ? »
Ha Magetpell war ar baskul. Aour a-walc’h d’ober e bouez n’eus ket er palez. »
« Me a vezo eur paotr mat, Aotrou Roue, » emezañ. « Roit d’in daou sac’had aour, hag e vezimp kites. »
Eur sac’had a laka Magetpell dindan pep kazel hag, e dog maen gantañ, setu heñ war-du ar gêr.
Ker bras ha pal eur forn e chomas digor o genou gant an dud, en e gêr, pa voe gwelet. E vamm avat, pa ouezas petra a oa en daou sac’h, a voe darbet d’ezi mervel gant al levenez.
Diwiska e dog a reas Magetpell neuze, hag e faoutas anezañ etre pevar damm, ha pep tamm a voe lakaet d’ober eur c’horn eus eun ti nevez kaer dispar. Ennañ e vevas, pell hag hir-amzer, Magetpell hag e vamm, o karout an Aotrou Doue hag oc’h ober vad d’an dud.
Ar Bobl,
du 1905.
Eur roue a oa gwechall roue e Bro-Ac’h. Tri mab en devoa bet war eun dro, ha karout a rae anezo o zri. Nec’het e oa ganto, avat, o klask gouzout pehini anezo a vije roue war e lerc’h.
Eur wezenn-avalou a oa e liorz ar palez ha bep bloaz e veze daou-ugent aval enni. Hogen, bec’h d’ezo beza hanter azo, e vezent laeret. Ar roue a lavaras eun devez d’e vugale :
« Va avalou a ya bep bloaz gant al laer, daoust d’in da lakaat tud d’o diwall noz-deiz. An hini ac’hanoc’h ho-tri a dapo al laer, hennez a vezo va rouantelez d’ezañ. »
Setu amañ anoiou mibien ar roue : Ac’h, Bad ha Dell. Ac’h a gomzas ar c’henta, evel-hen :
« Me a yelo fenoz d’al liorz da ziwall an avalou. »
« Ha me warc’hoaz da noz, » eme Vad.
« Ha me an noz da c’houde, » eme Zell.
Diouz an abardaez, en deiz-se, e yeas Ac’h d’ar jardin. Kas a eure gantañ peadra da dremen an noz war-sao : bara ha sistr.
En eur vont e tigouezas eur vaouez koz gantañ, hag houmañ d’ezañ :
« An aluzen, en an’ Doue ! aotrou. »
« N’em eus ket re evidoun va-unan. »
« Evel a gari, paotrig kaez. »
War-dro hanternoz, setu ar c’housked o tont d’ezañ ; dibikouza a ra e zaoulagad gwella ma c’hell. Ha kerkent, setu eun trouz bras a-us d’ar wezenn. Aon a grog e Ac’h. Sevel a ra e benn, koulskoude, hag e wel eur mell pez labous a zo e zaoulagad ker bras hag al loar pa vez ar c’hann, ha lugerni a reont evel an heol da greizteiz. Plaoufa a ra war an avalou hag e kas poent enn tokad mat gantañ. Stigna a ra Ac’h e wareg hag e tenn ganti. Tiza al labous avat ne ra ket.
Diouz ar mintin antronoz, e teu ar roue da gavout Ac’h.
« Tapet eo al laer ganez ? » emezañ.
« N’eo ket. Gwelet em eus anezañ ha tennet warnañ, ha va bir, kredabl, a zo aet e-biou. »
« Va rouantelez ne vezo ket d’it. »
Deuet an noz, Bad a ya d’al liorz. Evel e vreur, e kas bara ha sistr gantañ. Ar vaouez koz a zeu d’e gavout :
« An aluzen, en an’ Doue, » emezi.
« N’eus ket re ganin evidoun. »
« Evel a gari, paotrig kaez. »
Hag e c’hoarvez gantañ evel gant e vreur Ac’h. A-barz ma ’z eo savet an heol antronoz, emañ ar roue e dad en e gichen.
« Paket eo al laer ? »
« Gwelout anezañ am eus graet ha tennet warnañ. »
« Ha skei e-biou ? »
« Allas ! »
« Ne vezi ket roue war va lerc’h. »
Ha setu tro Dell. Ober a ra evel e vreudeur : bara ha sistr a gas gantañ. Hag an hini goz d’ezañ :
« An aluzen, en an’ Doue ! »
Ranna a ra Dell e vara hag e sistr ganti.
« Chañs vat d’it, paotrig, » emezi.
Hag hen d’an atil. Da hanternoz, setu trouz a-us d’ar wezenn, hag al labous o tont. Skedusoc’h eget an heol eo e zaoulagad, ha brasoc’h int eget al loar. Pa blav war an avalou e tenn Dell warnañ. N’eo ket lazet koulskoude, met pleuñv avat a gouez dioutañ. Dell a zastum anezo hag a ya d’ar gêr. Ouz ar goulou e wel e lufront e-giz aour flamm, ha koantoc’h egeto ne gavfed ket.
Abret mat e teu ar Roue.
« Hag al laer ? »
« N’eo ket lazet. Gloazet avat eo bet. Setu amañ pleuñv anezañ. Aval ebet n’ez eus aet gantañ. »
An tad a gemer ar pleuñv, hag :
« Al labous pleuñv aour a rankan da gaout, » emezañ. « pe mervel a rin dizale. An hini a zigaso anezañ d’in, hennez a vezo va rouantelez d’ezañ ha va madou holl ivez. »
Hag e kemenn d’ar Fur dont d’e gavout, hag e tiskouez ar pleuñv aour d’ezañ.
« Petra a soñj d’it eo ar re-mañ ? » emezañ.
« Roue galloudus, » eme ar Fur, « ar re-mañ a zo pleuñv eul labous burzudus n’en deus ket e bar dre ar bed. Daou vaen lintrus a zo oc’h ober e zaoulagad, hag an daou vaen-se a dalv muioc’h eget ho rouantelez a-bez. Hag ar pleuñv aour-se, bep miz e kresk re nevez warnañ. »
« Ha pelec’h emañ al labous-se ? »
« War gribell eur menez sounn e Bro-Spagn. Eur c’hastell kaer en deus eno. Hag al labous-se n’eo ket eul labous eo. Plac’h koantoc’h n’eus ket. War an deiz e vez plac’h ha diouz an noz labous aour. »
« Ne chomin ket beo pell, » eme ar roue d’e vugale goude, « ma ne zeu ket al labous laer avalou d’in. An hini hen digaso amañ eo a vezo roue. »
« Ni a ya d’e glask, » eme an tri mab war eun dro, « ha mervel a raimp kentoc’h eget dont amañ heptañ… »
Bep a varc’h ha bep a yalc’had-aour melen a ro ar roue d’ezo antronoz. Hag int en hent, ha war-raok avat ! En eur c’hroazhent, Dell a lavar :
« Deomp pep-hini en e bart e-unan. An hini kenta a zigouezo amañ en-dro, yac’h hag ampart hag al labous gantañ a raio eur groaz war ar maen-hir a zo aze er park e-tal an hent. »
« A vezo graet, » eme Ac’h ha Bad.
Lezomp ar vreudeur da vont pep-hini diouz e du, ha ni a heulio anezo evel-hen : Ac’h da genta, Bad da c’houde ha Dell da ziweza.
Ac’h a ya, seder an tamm anezañ : eur vaouez koz a zigouez gantañ.
« An aluzen, en an’ Doue ! » emezi.
« Hir eo an hent am eus da ober, ha tamm re a arc’hant ebet n’am eus. »
« Evel a gari, paotrig kaez. »
Hag Ac’h a ro kentr d’e varc’h. Da zek eur noz e fell d’ezañ diskuiza, hag ez a en eun ti dister.
« Lojeiz a gavin amañ ? » emezañ.
« Ya, ya, evit netra c’hoaz, nemet rei a reot teir reunenn eus lost ho marc’h d’in. »
« A galon vat, ha kant mar karit. »
Ha roet ez eus da zebri ha da eva d’ezañ. Goudeze, setu mestrez an ti, eur plac’h koz, da lavarout :
« Da belec’h emaoc’h o vont ? »
« D’ar Spagn da glask eul labous aour a zo eno o chom en eur c’hastell kaer, war lein eur menez sounn. Ma c’hellan kaout anezañ, va zad a lakay ac’hanoun da roue war e lerc’h. »
« Hañ ! da glask al labous aour milliget-se eo ez ez ? Va mab-me a zo aet gantañ, ha n’em bezo anezañ ken am bezo kement a reun eus lostou kezeg hag a zo a bleuñvenn war benn al labous. Hogen, ar pleuñv-se a gresk bep miz re nevez warnañ ! siouaz ! »
« Kemerit reun eus lost va marc’h kement ha ma karot. »
« Teir reunenn hepken a c’hellan da gemerout digant pep-hini… Al labous-se a zo taer. Gwelloc’h e vefe d’it chom hep mont. »
« Lavaret em eus digas anezañ d’am zad pe mervel. »
« E-giz ma plijo ganeoc’h. Kit da gousket bremañ : faez oc’h emichañs. »
« Eun tammig bihan met an dra-ze ne ra seurt. »
Mintin mat, antronoz, e sav Ac’h. Rei a ra teir reunenn d’ar wreg, hag en hent pell ’zo. En deiz-se e c’hoarvez evel en derc’hent gantañ : mont a ra, pa ’z eo an noz anezi, en eun ti da loja hag e ro teir reunenn. Meur a wech e ra kement-all, kement ha ken alies ma ’z eo direunet lost e varc’h. Ar c’helien-mors a c’hoarz o gwalc’h neuze diwar-benn e loen-kezeg, hag a sun anezañ, na petra ’ta ? Hag ar Marc’h-e-lost-direun e voe lesanvet gant an holl.
Digouezet en aod, e chom Ac’h da ziskuiza en eun ti bihan… Met e-pad an noz, al laeron-vor a zeuas hag a gasas anezañ ganto. Brezel o devoa neuze, hag e-pad an emgann, Ac’h a voe lazet gant eur boled en e benn…
Ne dalv ket d’in displega kement a c’hoarvezas gant Bad, rak ober a eure evel e vreur d’an hini goz, ha rei reun eus lost e varc’h e kement ti ma tiskennas. Digouzet en aod, e paeas tud eur vag d’her c’has d’ar Spagn. Met a-benn tri devez, ar mor a goeñvas, an tarziou a gounnaras hag a gasas ar vatimant d’ar strad, ha Bad kaez a voe beuzet.
Dell, aet diouz e du, a zigouezas gant ar memes maouez koz o devoa kavet e vreudeur.
« Doue d’ho pennigo, mab, » emezi.
« Ha c’houi ivez, moereb. »
« An aluzen, en an’ Doue. »
« Dalit, » eme Zell, o rei eur pez aour d’ezi.
« Bennoz Doue, Dellig. Ha selaou a reot eun ali diganin ? »
« Ya, ha laouen c’hoaz. »
« Mat. Diwallit da rei reunenn ebet, nag eus lost nag eus moue ho loen, ken a viot o tistrei eus ar Spagn. Ma roit unan hepken e viot kollet, e vezo graet ganeoc’h hag al labour aour a chomo e-lec’h m’emañ. »
« Ho trugarekaat eus a-greiz va c’halon. Dalit eur pez aour-all. »
« Mat eo ho kalon, mab. Ma rit ar pez am eus lavaret e teuio ho tro da vat ganeoc’h. Gouzout a rit n’eo ket eur gwir labous eo al labous aour : eur plac’h yaouank sorset ne lavaran ket. Pa zigouezot en e gastell, tennit eus ho kodell ar voest vihan-mañ a roan d’eoc’h, ha taolit al ludu a zo enni warnañ. Lezit ar voest digor, hag al labous aour deuet da veza eul laouenaning a nijo enni. Serrit warnañ neuze ha deuit amañ d’am c’havout ha me a lavaro d’eoc’h petra da ober… Ho pezit soñj avat da virout en o flas reun ho loen-kezeg, pe e vezo echu ganeoc’h prestik… »
Dell a ziskennas e kement ti a oa bet e zaou vreur enno araozañ. Ne roas reunenn ebet avat ha ne c’hoarvezas droug ebet gantañ. Hag e tigouezas er Spagn.
Tri devez e chomas e-tal dor ar c’hastell hep gallout mont tre, rak morailhet mat e oa.
D’an trede devez, diouz an abardaez, setu al labous o vont da bourmen en e wetur, eur wetur aour eveltañ. Dell a dosta outañ hag a stlap al ludu warnezañ. Raktal, al labous bras aour a zeu da veza eul laouenanig hag a ya er voest chomet digor.
Serri a ra Dell warnezañ, pignat war e varc’h, hag en hent.
Buanoc’h eget avel veurz ez a al loen ha Dell a zo dizale e-kichen ar baourez koz.
« Deuet mat ra viot, Dell, » emezi.
« Bennoz d’eoc’h, moereb. Al laouenanig a zo ganin. »
« Diskouezit anezañ d’in : pell ’zo n’em eus ket e welet. »
Digeri a ra Dell ar voest. Er-maez anezi e lamm, n’eo ket eul laouenanig, met ar plac’h koanta a voe biskoaz er bed.
« O ! va merc’h ker ! » eme ar vaouez koz o pokat d’ar plac’h yaouank. « Keit-all ’zo n’em eus ket da welet ! Ha, paneve d’ar paotr mat-mañ, e vijes labous aour c’hoaz. D’ezañ e vezi ma fell d’ezañ. »
« Hag e fell d’in, moereb… va mamm bremañ. Gwelloc’h e kavan kaout anezi eget holl vadou ar bed… Met diskouez a c’hellin anezi d’am zad dindan furm al labous aour, evit ma kredo eo heñ eo, ha ma vezo d’in e rouantelez ? »
« Memes tra, va mab. Disorset eo bremañ avat… Ha kendalc’hit, Dell ker, d’ober vad war hoc’h hent. Kasit ho kwreg ganeoc’h. Evidoun-me, me a ya da gavout va c’herent koz d’ar bez. Kenavezo ! Ha Doue ra vezo ganeoc’h ! »
Hag ar vaouez koz a ya kuit a zirazo, goude rei bep a dri bok tener d’ezo. Ha Dell a gerz war-du Bro-Ac’h gant e wreg muia-karet. Eur groaz a ra war ar maen-hir, er park e-tal an hent, e-lec’h ma oa aet e zaou vreur hag heñ pep-hini diouz e du. Ober a c’helle eur groaz, rak yac’h hag ampart e oa, ha deuet da vat e dro gantañ.
Ar roue a oa o pourmen en e liorz, o leñva d’e avalou, pa welas Dell o tont. Redek a reas war-du ennañ hag e pokas d’ezañ oc’h e starda, endra ’c’helle war e galon. Ken laouen e oa ma chomas eur pennad hep gellout lavarout grik.
« Deuet mat ra vezi, va mab ker, » emezañ a-benn ar fin. « Piou eo ar plac’h a zo ganez ? »
« Va gwreg eo, va zad : al labous aour. »
« Heñ eo, » eme ar Fur a oa eno d’an ampoent. « Dell a zo deuet a-benn eus e daol. Ac’h ha Bad, avat, a zo maro : an hini kenta lazet gant al laeron-vor, egile bet beuzet e-kreiz an arne spontus war ar mor dirollet. »
« N’eus forz, » eme ar roue. « Dell a oa ar gwella hag ar fura eus va zri mab. Heñ, eta, eo a vezo roue war va lerc’h. »
En noz-se, ar roue a welas gwreg Dell dindan stumm al labous aour. Ha c’hoarzin a eure kement, o welout e zaoulagad bras evel al loar hag e bleuñv melen skedus evel an heol, ma varvas mik eno.
Dell a voe roue neuze. Hag heñ hag al labous aour, deuet da vat da blac’h yaouank, a voe an eürusa tud a voe biskoaz war an tamm douar-mañ.
Doue da vezo gant an Anaon !
Ar Bobl,
du, kerzu 1905.
Gwechall goz e oa eun den, e ano Kuñv. Dimezet e oa, hag e verc’h, ganet dall, a voe anvet Nora an Dallez. Paour e oa Kuñv… Bep noz ez ae da redek ar maeziou, hep aon rak ar gornandoned, na rak an teuzed, na rak ar c’horriganed a oa anezo holl c’hoaz d’an ampoent, na rak seurt.
Eun nozvez, da gala-goañv, Kuñv a yeas da c’haloupat e-giz ma oa kustum. En nozvez-se, koulskoude, eo ez ae ar c’horriganed da zañsal war eun dosenn bennak. Met Kuñv a oa dispont kaer. Laeret ganto ne vije ket peogwir n’en devoa liard ebet war e ano.
Mont a eure betek bered Kerzistum. Er vered-se e oa, d’an ampoent, eur wezenn vras, eur wezenn-ivin plantet tri c’hant vloaz a oa. Al loar a strinke bannou melen-koar war an douar. Kuñv a savas e zaoulagad da sellout outi ; met, e-lec’h paotr e vec’h-lann el loar, e welas eur mell pez den o lammat, er wezenn-ivin, eus an eil skour d’egile. Ne oa ket aonik, eur wech c’hoaz ; sevel a reas evelato e vleo war e benn hag eur c’houezenn yen a drempas anezañ, adalek chouk e gil betek seul e droad.
An den-se, eur spes anezañ, a reas eul lamm war an douar. Gouzout a rit, en amzer goz, pep tra (park, menez, mor, gwezenn) a veze eur spes o veva ennañ. An dud, didruez evel ma ’z int, o deus o c’haset n’ouzon dare da belec’h. siouaz ! rak krouadurien vat e vezent peurvuia, nemet pa veze graet droug d’ezo…
Hag ar spes eta a zo fri-ouz-fri gant Kuñv, met lavarout a reas :
« Bez dinec’h, Kuñv, droug ebet ne rin d’it. Deus ganin da welout ar c’horriganed o c’hoari ar vell war dosenn an Troc’h-Yalc’h. »
Hag ar spes a dap Kuñv dre e zaouarn hag her samm war e gein : hag en hent. Digouezet en Troc’h-Yalc’h, hen laka war ar brug.
Diou vandennad korriganed a zo eno : re C’hoezeg ha re Laz ; hag int a c’hoari avat. C’hoarzin a ra Kuñv ouz ho gwelout, c’hoarzin leiz e c’henou. A-benn ar fin, rouanez korriganed Goezeg a lavar :
« Ha ! Spes ar Gwez, gant piou eo aet al lore ? »
« Gant bandennad Goezeg. »
« Gaou a leverez ! » eme rouanez Laz. « Stourm a raimp adarre hag e weli ! »
Neuze avat ez eus c’hoari, ha c’hoari da vat, eur gwir emgann. Pennou a zo faoutet, korfou drailhet, ha poulladou-goad a red. Skuiz, emichañs, e lavar re Laz :
« A-walc’h ! ar gounid a zo d’eoc’h ! A-benn kala-mae e stourmimp adarre. »
Ha Spes ar Gwez neuze :
« Mat ! Paeit bremañ an den beo a zo amañ rak, ma ne vije ket deuet, n’ho pije ket gellet stourm. »
« Gwir eo, » eme Rouanez Goezeg o rei eur yalc’had-aour da Guñv.
« Ker brokus hag hi e vezin, » eme Rouanez Laz, o rei eur yalc’had-aour ivez da Guñv.
Ha dao ! an diou vandenn a ya d’ar gêr, pep hini d’he c’horn-bro, darn da dal eur poull da waska liñseriou, darn-all da gichen eur feunteun da griba o bleo melen…
Spes ar Wezenn a lavar neuze :
« Alo ! Kuñv, setu te pinvidik-mor bremañ. Petra a vank d’it c’hoaz ? »
« Va merc’h a zo dall. Me ’garfe e welfe sklaer. »
« N’eo ket diaes, Kuñv. Eur vodenn-spern a zo war vez da vamm. Kemer eun draen anezi, ha toull ar gor a zo e lagad da verc’h, ha raktal e welo sklaer. Na lavar grik da zen, avat, pe e vezo dall adarre. »
« O ! ne livirin ket, neuze. »
« Deomp ac’halen bremañ rak, peogwir emaout ganin, eo kerkoulz d’it dont da welout va zi. »
« Memes tra, » eme Guñv.
Digouezet er vered, e sav ar spes eur maen bras hag a zo dindan e wezenn.
« Deus war va lerc’h, Kuñv, » emezañ.
Gant eun diri e tiskennont, eun nor a zigor, ha setu int tre. Eun niver bras a dud a zo eno, ha Kuñv a anavez meur a hini, maro en e geriadenn. Hag int d’ezañ :
« Pegeit ’zo abaoe ma ’z out maro, Kuñv ? »
« Maro ! Me n’oun ket maro me. »
« Goap a fell d’it ober ouzomp : den beo ebet ne zeu amañ morse. »
« Lez ar re-ze, Kuñv, » eme ar spes. « Maro n’out ket, sur, hag e-pad meur a vloavez e vevi c’hoaz. Deus larkoc’h. »
Pelloc’h, setu eur gambr kaer. War eun tron, eur vaouez a zo azezet.
« Sell, » eme Guñv, « Rouanez Goezeg eo. »
« Ya, » eme ar spes, « ar rouanez a vez trec’h a vez gwreg d’in… Alo ! poent eo d’it mont d’ar gêr. Dal amañ eur pod bihan. P’ az pezo ezomm boued, sko tri daol war ar golo en eur lavarout : Mezur hag evaj ha, kerkent, e vezo dirazout bevañs ha boeson. Arabat d’it na rei na presta da bod da zen ebet : ne rofe seurt da c’houde… Dal ar c’houitell—mañ ivez : p’ az pezo ezomm skoazell, c’houez enni, ha sikouret e vezi. Na ro anezi da zen kennebeut. »
Hag ar spes a gas Kuñv war an hent.
« Kenavo, Kuñv. Bez mut war ar pez ac’h eus gwelet en noz-mañ. »
« Hag e vezin, hag ho trugarekaat. »
Ha Kuñv d’ar gêr.
P’ az eo digouezet Kuñv en e di, e wreg a c’houlenn outañ :
« Pelec’h out bet en noz-mañ ? »
« N’em eus ket kollet va amzer, e c’hellez kredi. »
Hag heñ ha lakaat e bod bihan war an daol, skei tri daol warnezañ en eur lavarout : Mezur hag evaj. Ha raktal, setu boued ha boeson n’eus forz pegement.
Dibri a ra, hag e wreg ha Nora vihan ivez. Debret leiz o c’hof ganto, Kuñv a laka ar golo war ar pod, ha mat pell ’zo.
« Ha neuze, » emezañ d’e wreg, « Nora ne vezo ket dall e-pad pell ken. Mont a ran da gerc’hat al louzou. Ne dalv ket d’it klask kompren petra eo, rak ne livirin grik. »
« Te a zo oc’h ober goap. Parea Nora hag hi ganet dall ? »
« Gwelout a ri. »
Hag heñ da glask eun draen war bod-spern bez e vamm. Toulla a ra ar gor, ha Nora a lavar : « Me ’wel sklaer. »
Laouen eo ar vamm, na petra ’ta ? Hag e stard he fried war he c’halon…
Ar vrud a yeas buan en devoa kavet Kuñv teñzoriou, hag en devoa kement a gare. Me savas avi outañ e-touez an dud, hag ar re-mañ raktal a lavaras laza anezañ. Dre chañs evit Kuñv, e vreur-kaer a glevas kement-se hag her c’hontas d’ezañ.
« Lez-int ! » eme Guñv.
Ha Kuñv ha c’houeza en e c’houitell, hag e klevas e pleg e skouarn :
« Kae er-maez, kemer eus ar geot a zo ouz troad ar voger en da liorz. Debr anezo, ha ro ivez d’az pried ha d’az merc’h, hag e savo nerz ennoc’h ho-tri. Ker bras nerz ho pezo ha nerz kement a zen hag a vlevenn a zo war ho pennou. Gant an horz a zo en da di, e c’helli laza kement den a zo er barrez. »
Antronoz-vintin, gwazed ha merc’hed ar geriadenn a oa e-tal ti Kuñv, cholori ha jabadao ganto.
« Deus er-maez, Kuñv, pe e lakaimp an tan en da lochenn, hag e vezo rostet da benn-adreñv d’it ! »
Kuñv a yeas betek an treuzou.
« It alese, » emezañ. « N’em eus graet droug ebet d’eoc’h na gaou ouzoc’h morse. Perak eta hoc’h eus kas ouzin ? »
« Ar maro d’it ! D’ar groug ! mevel an teuzed ! »
« Mat, » eme Guñv. « It alese, eur wech c’hoaz, pe e savo keuz diwezat ganeoc’h ! »
An dud a dostaas muioc’h-mui ouz e di. Heñ a dapas e horz neuze, e wreg eun troad-balaenn, e verc’h ar vaz-ribot, ha dao war an dud. Ha me a lavar d’eoc’h e teuas tomm d’o ler, ha mac’hagnet a-zevri e voent holl.
Diwar an deiz-se e rojont peoc’h da Guñv.
Met, siouaz d’ezañ ! perak en devoa eur wreg ? pe gentoc’h, perak he devoa e wreg eun teod eun tammig re-hir ? Houmañ a lavaras d’eur vaouez-all e oa eur pod bihan en he zi, e roe he fried tri daol warnezañ, hag e teue boued hag evaj er-maez anezañ. Ar vaouez-se a gontas an dra-ze d’unan-all, hag houmañ d’unan-all c’hoaz. Hogen,
Da dri den, eun dra nep a lavar,
Dizale brao an holl her goar.
Ha mestr Kuñv ne zaleas ket da c’houzout kement-se ivez. Dont a eure d’e gavout :
« Me am eus klevet, » emezañ, « e kavez boued hag evaj, n’eus forz pegement, en eur pod bihan. Diskouez anezañ d’in. »
Ha ret eo da Guñv senti.
Hag e vestr :
« Traou mat a zeu d’it alese ? Tenn da welout. »
Ha Kuñv a ro tri daol en eur lavarout : « Mezur hag evaj, » ha kerkent, setu kig ha gwin a bep seurt war eun douzier war an daol.
« Mat sur, » eme ar mestr. « Just avat, warc’hoaz e teu tri aotrou bras du-mañ da lein ha n’em eus ket eur c’hriñsenn da rei d’ezo. Met te a ray va stal : deus du-mañ gant da bod, ha peadra am bezo. »
Plega a rankas Kuñv, ha mont a eure. Ar pod a zo war an daol, tri daol war ar golo. « Mezur hag evaj, » eme Guñv. Ar pod a chom serret.
« Traou d’eomp ! » eme ar mestr.
Met ne zeu netra anezañ.
« Petra ? mec’hieg a zo ac’hanout ! Digas a ri bevañs ? »
« Kaer am eus, ne c’hellan ket. »
« Perak ? »
« Me a ya da c’houlenn. »
Hag e c’houez en e c’houitell. Ha mouez ar spes a zistag fraez ha sklaer :
« Kuñv, lavaret em boa d’it na rei na presta da bod. Aet out a-eneb va gourc’hemenn, ha setu ma ne dalvezo an traou da netra d’it ken ! »
« Ac’han ! » eme ar mestr. « Kae er-maez ! »
Hag e ro eun taol-troad d’ezañ e-lec’h ma vez roet ar seurt taoliou-se peurvuia.
Ha Kuñv d’ar gêr. Gwelout a ra Nora.
« Den ebet, avat ! » emezañ, « ne ouezo penaos am eus pareet daoulagad va merc’h. Va gouzoug a vezo troc’het ouzin kentoc’h. »
Hag heñ d’an ti : an diou yalc’h en devoa bet e Troc’h-Yalc’h a zo nijet kuit.
Ha setu heñ ker paour ha diagent.
Mar karje beza chomet hep lavarout grik da zen, e vije bet pinvidik atao, ha padal n’en deus seurt muioc’h eget Job war e vern-teil.
Kement-se en deus desket d’ezañ, hag a zesko d’eomp, marteze, mirout ar sekredou.
Ar Bobl,
kerzu 1905.
ha roue al Lec’h-Du
Roue Poher en devoa eur mab, Ael e ano, ha setu amañ istor ar mab-se.
Eur mintinvez e kuita ti e dad war gein e varc’h, hag ez a eeun dirazañ o kana eur werz nevez savet gantañ.
Digouezout a ra hep dale war lein eur grec’hienn. Eno, e kav eur c’hoziad, bleo liou al ludu d’ezañ.
« Mab ar Roue, » eme an den koz, « ma ouzout c’hoari ker mat ha ma kanez, me a garfe ober eun taol ganez. »
« Memes tra, » eme Ael.
« Petra ’c’hoariomp ? »
« Ar pez a garot, tad koz. »
« Gouzout a rez c’hoari ’r c’hartou ? »
« Eun tammig. »
« Mat. Ma c’hounezez, e rin evidout ar pez a giri ; ma c’hounezan, ti a raio ar pez a girin evidoun. »
« Graet ar marc’had. »
Hag e c’hoarijont flu (trikon). Mab ar roue eo ar gounid d’ezañ. Hag an hini koz neuze :
« Petra ’rin evidout ? »
« Seurt ebet. C’houi a zo koz dija, ha skuiza ac’hanoc’h a rafen. »
« N’eus forz. Paeet em eus atao betek-hen kement klaoustre am eus graet. »
« Ma, neuze. Cheñchit he fenn d’am lezvamm. Bepred e vez o kavout abeg ennoun. Lakait eur penn-gavr d’ezi ha ra chomo ganti e-pad eur sizun penn-da-benn. »
« A vezo graet. »
Hag Ael en hent, war e varc’h, hep soñjal an distera e komzou an den koz. Pa zigouez er gêr e wel tud o c’hoarzin skiltrus er c’hastell, lod-all o ouela dourek.
« Petra an dra-mañ ? » emezañ d’eur mevel.
« Eur sorser bennak a zo bet en ti e kambr ar rouanez, ha cheñchet en deus he fenn d’ezi. Eur penn-gavr a zo outi bremañ. Mantrus eo ! »
« Setu eun dra nevez avat ! Ma vijen bet er gêr, em bije troc’het e benn ouz ar sorser milliget gant va c’hleze hir. »
Poan-galon en deus ar roue. Gervel a ra ar Fur d’e gavout hag heñ d’ezañ :
« Penaos eo c’hoarvezet kement-se gant ar rouanez ? »
« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h, aotrou roue : eun taol strobinell bennak a rank beza. »
Mab ar roue ne ziskouez ket e oar petra a zo penn-kaoz d’an tabut-se, hag antronoz-vintin, e-giz kustum, ez a darre da c’haloupat war gein e varc’h. Ha prestik emañ war ar grec’henn edo an den koz warni en derc’hent. Bez’ emañ eno adarre, hag heñ da Ael :
« C’hoari a rez hirio adarre ? »
« Memes tra, tad koz. »
« Ha bet ac’h eus gouestl ar glaoustre, dec’h ? »
« Rik ha rak. »
« Memes klaoustre hirio adarre ? »
« Mat. »
…Ael eo a c’hounez.
« Petra ’rin evidout ? » eme an den koz.
« Va zad, roue Poher, a zo eur park a bemp devez-arat adreñv e gastell. Ra vezo karget a saout a bep ment, a bep liou hag a bep oad. »
« Graet a vezo. »
Hag Ael war-du ar gêr. Eur bern medisined brasoc’h, gouiziekoc’h an eil eget egile, a zo o louzaoui e lezvamm. Ober vad d’ezi ne c’hellont ket avat.
Antronoz, mintin mat, setu ar paotr-saout o vont da gaout e saout da vaez. Kemennet e oa d’ezañ just kas anezo d’ar park, a-dreñv ar c’hastell. Boemet e chom o welout loened-korn er park, ken start eno ha beleien vihan en eur varrikenn, ha n’eus ket daou heñvel anezo, nag a vent nag a liou. Mont a ra da gonta kement-se d’ar roue.
« Kas anezo er-maez, » eme hemañ.
Ar mous a sent raktal. O c’has kuit ne c’hell. Hag ez a d’hen lavarout d’e vestr.
« Lez-int, » eme ar roue. « Saout sorset int, mesaer kaez. »
Pa wel Ael ar saout, e soñj ennañ e-unan : « Mont a rankan adarre da c’hoari gant an den koz, ken fentus-all eo an traou a ra ! »
Mont a ra war gein e varc’h. Ar c’hoziad a zo eno a-benn neuze. Hag heñ da vab ar roue :
« C’hoari ’r c’hartou a ri adarre ? »
« Klaskit eun dra-all, tad koz, pe ar gounid ne day morse ganeoc’h. »
« Gouzout a rez c’hoari dotu ? »
« Ya, evelkent. Met c’hoari ganeoc’h ne rin ket : ne vefe ket leal. »
« A gav d’it ? Koz oun, gwir eo, ha te a zo yaouank-flamm. N’eus forz, c’hoariomp dotu. »
« Ya, met n’eus ket frankiz a-walc’h amañ. »
« Fellout a ra d’it c’hoari ouzin ? »
« Lavaret em eus. »
« Deus ganin neuze. »
Hag e treuzont an draonienn hag e tigouezont war ar menez. An den koz a grog neuze en e vaz hag a lavar komzou n’intent ket Ael anezo. Ar menez a frailh da rei plas d’ezo da dremen. Diskenn a reont dre veur a draonienn dispar, hag emaint en eur jardin vras, kaeroc’h an eil tra eget egile enni. En eur c’horn ez eus frankiz d’ezo da c’hoari. Tenna a reont plouz berr da welout piou ’c’hoario da genta. D’an den koz eo, ha c’hoari a ra ken mat ma c’hounez. Lakaat a ra ar bont en toull, daoust da Ael da veza skañv a droad hag eeun e zorn da skei. Ael avat, deuet e dro da gas ar bont, a chom pell-bras da glask hen lakaat en toull. Ne c’hell ket dont a-benn, skuiza a ra hag e lavar :
« Ma ! koll a ran : biskoaz n’em bije kredet koulskoude. Ha bremañ, tad koz, petra ’rin evidoc’h ? »
« Me eo roue al Lec’h-Du. Klask va bro, setu pez a ri. Ha kavout a ranki ac’hanoun a-barz bloaz amañ. Ma n’am c’havez, me da gavo, hag a ray daou damm ac’hanout ! »
Hag e teu er-maez eus ar menez gant Ael, hag ez a kuit.
Teñval eo Ael o vont d’ar gêr, e c’hellit kredi…
En deiz-se, diouz an abardaez, e welas ar roue e oa eur bod-spern e-kreiz tal e vab. Ha pa oa aet hemañ d’e wele, ar roue hag e dud a glevas anezañ o klemm dre e gousk hag oc’h alteri. Poan en devoa bet ar roue o welout eur penn-gavr war ziouskoaz a wreg. Seiz gwech muioc’h avat e c’houzañvas pa lavaras Ael d’ezañ petra a ranke da ober : klask roue al Lec’h-Du.
Hag ar roue a c’halv ar Fur bag a c’houlenn outañ :
« Pelec’h emañ roue al Lec’h-Du o chom » »
« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h, aotrou roue, met ker sur ha tra, mervel a ray ho mab a-benn bloaz amañ ma n’her c’hav ket…
Hag Ael en hent war gein e varc’h. Bale a ra a-hed an deiz ha, diouz an noz, e tigouez gant eur c’hoad bras. Mont a ra ennañ, o soñjal kavout goudor eno da dremen an noz. Digeri a ra e val da zibri eun tamm bennak, rak du eo gant an naon ha brevet gant ar skuiz ma ’z eo. Kerkent setu eur pez labous dirazañ.
« Bez dispont, Ael ! » emezañ. « Gouzout a ran out mab da rout Poher. Eur mignon d’in eo da dad, ha ma roez da varc’h d’in da rei da zibri d’am re vihan a zo dare da vervel gant an naon, e tougin ac’hanout war va c’hein pelloc’h eget ma rafe da varc’h, ha lakaat a rin ac’hanout, marteze, war roudou roue al Lec’h-Du. »
« Kemerout a c’hellez va marc’h. Poan a ra d’in, koulskoude, kimiadi dioutañ. »
« Mat eo. Warc’hoaz-vintin e vezin amañ a-benn sav-heol, pare d’az kas. »
Digeri a ra al labous eur pez genou, hag e kas al loen gantañ, evel ma toug eur pintig eur vuzugenn. Hag Ael a zebr e goan hag a gousk c’houek. A-barz ma tihun, emañ al labous eno.
« Ael, » emezañ, « poent eo d’it finval ha sevel. An hent a zo hir. Samm da sac’h, ha sav war va c’hein. »
Hag int en hent dre wenodennou plaen an aer. Betek an noz e nij al labous ; treuzi a ra krec’hennou, traoniennou, lagennou, ar mor bras, hag e tiskenn en eul lec’h gouez. Eno e lavar da Ael :
« Kemer an hent war an dorn dehou. Dizale a tigouezi gant eur migon. Me a zo ret d’in mont da rei da zebri d’am re vihan. »
Hag Ael gant ar wenodenn a zo en dorn dehou d’ezañ. Prest emañ e-tal eun ti. Heñ e-barz. Eun den koz a zo azezet e korn an oaled, hag heñ da Ael :
« Deuet mat ra vezi, mab roue Poher. »
« N’anavezan ket ac’hanoc’h, » eme Ael.
« Me ’m eus anavezet mat da dad koz a oa d’az oad heñvel beo ouzit. Laka eun azez. Naon ac’h eus, kredabl. »
« Gwir eo. »
An den koz a sko neuze e zaouarn an eil ouz egile, ha setu daou vevel o tont da lakaat kig ha bara war an daol.
« Debr, Ael, debr da walc’h, » eme an den koz.
« Ho trugarekaat, tad koz, « eme Ael.
« O vont da glask roue al Lec’h-Du emaout, a gav d’in. Me a ya da duriat va levriou e-keit ha ma vezi o kousket, ha marteze e livirin d’it warc’hoaz-vintin pelec’h emañ o chom. »
Antronoz, an den koz da Ael :
« Hir eo an hent. Pemp kant leo a ranki ober a-barz kreizteiz. »
« Biken ne c’hellin ober kement-se. »
« Gouzout a rez mont war varc’h ? »
« Deuet e oa unan ganin ; met roet em eus anezañ evit sikour eul labous da rei da zibri d’e re vihan. »
« Mat ac’h eus graet. Me a roio eul loen d’it hag a ray pemp kant leo a-raok dek eur. »
« Bennoz Doue ra gouezo puilh warnoc’h ! »
« Setu al loen amañ. Eur mul eo. Pign warnañ. Na grog tamm er c’habestr. Lez-heñ da vont d’al lec’h ma plijo gantañ : da gas a ray en hent mat… Pa chomo a-sav, sav da benn ha sell en nec’h. Gwelout a ri tri alarc’h ker gwen hag an erc’h. An tri alarc’h-se a zo merc’hed da roue al Lec’h-Du. Gant unan anezo e weli, en he beg, eur seizenn liou gwer. Hounnez eo ar yaouanka, hag hi hebken a c’hello kas ac’hanout da balez he zad. Pa chomo ar mul a-sav, e vezi e-tal eul lenn. An tri alarc’h a ziskenno neuze hag en em droio e teir blac’h yaouank, ha mont a raint da neui el lenn. Sell mat out ar seizenn wer ha, pa vezo ar merc’hed en dour, dilamm buan, tap ar seizenn ha mir anezi ganez. Kae neuze da guzat ha, pa zeuio ar plac’hed e-maez al lenn, diou anezo a vezo daou alarc’h adarre hag a yelo kuit. Ar yaouanka a lavaro neuze :
« Me a raio n’eus forz petra evit an hini a zigaso va seizenn wer d’in. »
Kae d’he c’havout neuze, ha lavar d’ezi e fell d’it beza kaset da di he zad, hag ez out mab roue galloudus Poher. »
Ober a eure Ael a-boent-da-boent ar pez a oa bet merket d’ezañ gant an den koz. En eur rei ar seizenn da verc’h roue al Lec’h-Du, e lavaras d’ezi :
« Me eo Ael, mab roue galloudus Poher. Kas ac’hanoun da gavout da dad ; pell ’zo emaoun ouz e glask. »
« Mar karez, Ael, e rin eun dra-all evidout ? »
« Tra ken. Kas ac’hanoun d’az tad. »
« Diskouez an ti d’it a vezo a-walc’h, neketa ? »
« Memes tra. »
« Bremañ avat, na lavar ket d’am zad eo me eo am eus da zigaset, ha me a garo ac’hanout hag a ray vad d’it. »
« Doue d’az pennigo ! Pe ano ac’h eus ? Me a zo o vont d’hen lakaat doun em c’halon. »
« Skoaz-Wenn eo va ano. »
« Bravat ano ! Me da gar, Skoaz-Wenn. »
« Mat. Na lavar grik d’am zad neuze, ha diskouez d’ezañ ez out galloudus war an traou. »
« E-giz ma lavarez a rin. »
Hag hi, aet da alarc’h, a zoug anezañ dreist al lenn, ha pell-pell en tu-all c’hoaz. Neuze ez eus eun ti bras dirazo.
« Gwelout a rez ar maner-se, Ael ? » emezi. « Palez va zad eo. Kae d’e gavout. Ha yec’hed mat d’it. Pa ’z pezo ezomm eus eun dra bennak, eur sikour, me a vezo en da gichen. Kenavo. Da gavout va diou c’hoar a rankan mont. »
Ael a bok d’ezi, hag hi a ya kuit, hag heñ war-du ar c’hastell. Gwelout a ra eno an hini koz e-vleo-liou-d’al-ludu a oa bet o c’hoari ’r c’hartou hag o c’hoari baz-dotu outañ.
« Salud d’eoc’h, aotrou tad koz, » eme Ael. « Setu me, deuet d’ho pro. Kavet em eus ac’hanoc’h. »
« Ya avat, hag a-barz bloaz c’hoaz. Pegeit ’zo out aet eus ar gêr ? »
« Er mintin-mañ, p’edon o tont eus va gwele, em eus gwelet ar ganevedenn. Lamma warni a-c’haoliad am eus graet, hag oun bet lakaet ganti amañ e-kichen. »
« Eun taol kaer ac’h eus graet aze. »
« Disterik eo e-skoaz ar pez a c’hellan ober, mar karfen. »
« Ni a welo, » eme roue al Lec’h-Du. « Tri dra az pezo da gas da benn. Teir merc’h am eus, ha ma rez ar pez a roin d’it da ober, e c’helli kemerout unan anezo o zeir da bried. Ma c’houitez war unan hepken eus an tri dra, n’az pezo nemet ar maro da c’hedal… Naon ac’h eus ivez marteze ? Gwaz a ze d’it ! Amañ ne vez da zibri nemet eur wech bep sizun, ha dec’h edo an devez ganeomp. »
« N’eus forz, ne ran ket a foutre : ma a c’hell chom eur miz penn-da-benn war yun. »
« War-sav e c’hellez chom keit-all ? »
« Ya, evelkent. »
« Mat eo, rak eur gwele kalet az pezo fenoz. Deus ganin m’hen tiskouezin d’it. »
« Hola avat ! Klaoustre am boa graet d’ober ar pez a lavarjec’h d’in. Seurt ouspenn. Hogen, petra hor boa divizet ? Petra ho poa goulennet ? Klask ac’hanoc’h, ha netra ken. Kavet oc’h, ha graet va labour eta… Koulskoude, evit diskouez d’eoc’h petra oun ha petra ’c’hellan, e rin tri dra. »
« Deomp eta neuze. »
Ha roue al Lec’h-Du a gas Ael da gavout eur wezenn skalfek.
« Pign er skalf, » emezañ, « setu da wele. » Ael a sav er wezenn hag ar roue a ya kuit…
Deuet ar c’housked d’he zad, Skoaz-Wenn a zo e-kichen Ael, a lavar d’ezañ mont ganti d’he c’hambr, hag a ro eur gwele bouk d’ezañ. Eun tammig a-raok ma tihunas ar roue antronoz, e tougas Ael d’ar wezenn. Eur pennad goude, setu ar roue. Roc’hal a ra Ael, hag ar roue d’ezañ :
« Sav bremañ ma roin labour d’it. »
« Demat d’eoc’h, » eme Ael. « Na kousket c’houek am eus graet ! »
Hag e tiskenn.
« Yac’h hag ampart oun. Petra ’zo da ober ? »
Hag ar roue a gas anezañ e-tal eul lenn. War ar riblenn ez eus eur c’hoz kastell.
« Freuz ar c’hastell, » eme ar roue, « ha taol ar vein er stank. Ha ra vezo graet da labour a-barz ma vezo kuzet an heol ! »
Hag Ael a stag gant al labour pa ’z eo aet ar roue kuit. Met ne da ket buan gantañ : ar vein a so stag an eil ouz egile. Hag e laka eun azez da soñjal petra da ober ha penaos dont a-benn eus e labour. Kerkent, setu Skoaz-Wenn en e gichen, hag hi :
« Petra, Ael ger, a laka da benn ken teñval ? »
« Ar c’hoz kastell-mañ am eus da bilat d’an traon ha da stlepel er poull aze. »
« N’a ket d’en em chala gant kement-se. Dal amañ da genta peadra da zibri. »
Ael a gemer bara ha kig, ha me a lavar d’eoc’h n’eo ket sounnet e zent outañ. E-keit-se, Skoaz-Wenn a sko gant he baz vurzudus war ar c’hastell, hag hemañ a ra tourta-pennig el lenn.
« Arabat avat, » emezi da Ael, « lavarout grik d’am zad. »
« Da drugarekaat, va c’hoantiz. »
Hag hi kuit. Kuzet an heol, setu ar roue.
« M’eus aon eo graet al labour ? » emezañ.
« Ne oa ket diaes kennebeut. Ha neuze, n’eus forz petra a root d’in da ober, e vezin evitañ. »
Ar roue a soñj eo Ael galloudus bras.
« Warc’hoaz, » emezañ, « e tenni ar vein eus ar stank hag e savi en-dro ar c’hastell ganto. »
« Memes tra : a-barz kreizteiz am bezo echu. »
Hag ar roue d’e balez. Evel en derc’hent, e teu Skoaz-Wenn da gerc’hat Ael da gas d’he c’hambr…
Antronoz, setu ar roue :
« Poent eo kregi el labour : start e vezo. »
« Tra ’vat. Evit start ne vezo ket, ha buan e vezo graet. »
Eur pennad da c’houde, setu Skoaz-Wenn. Gourc’hemenn a ra d’ar vein dont er-maez eus al lenn. Senti a reont, ha setu, en eur par berr, ar c’hastell koz e-ratre. Hag int kuit… Ar roue, pa zeu, a wel eo graet al labour, ha soñjal a ra eo gouestoc’h Ael egetañ. Warc’hoaz avat, e lavar, e vezo diaesoc’h ar stal ! Hag heñ mont kuit. Hag Ael gant Skoaz-Wenn d’he c’hambr. Dibri mat a ra, ha koushet gwelloc’h c’hoaz.
Mintin mat antronoz, setu ar roue :
« Deus ganin betek ar stank a zo du-hont. Va maeronez, Doue d’he fardono ! he deus kollet he bizou ennañ. Klask anezañ a vezo da labour hirio. »
Bras eo ar stank : kant troadad dounder hag ugent leo tro. Eun toull-mengleuz a zo en e greiz. Ha nec’het Ael an taol-mañ avat. Met, dizale, setu Skoaz-Wenn.
« Petra ac’h eus d’ober hirio ? » emezi.
« Klask bizou maeronez da dad. »
« Diaes eo da gavout. Va foan a lakain avat da dapout ar walenn, rak da vuhez a vezo kollet ma c’houitan warni. »
Hag hi war he fenn en dour, ha d’ar goueled. Raktal, setu moged, luc’hed ha kurun o tont eus an toull. An ifern, kredabl, a oa en tu-all d’ezañ.
A-benn eur pennad e tav an trouz ha setu Skoaz-Wenn.
« Bec’h am eus bet, » emezi. « An diaoulou holl a strinke traou ouzin ; met ar bizou a zo deuet ganin. Dal. »
« Te a zo gwazied va c’halon ! N’ac’h eus bet droug ebet ? »
« Nikun, nemet va biz bihan torret. An dra-ze n’eo netra. Ha neuze, chañs am bezo e-giz-se, rak, gouzout mat a rez, bremañ az pezo da zibab unan ac’hanomp hon-teir, merc’hed roue al Lec’h-Du. Ha peogwir eo torret biz bihan va dorn dehou, ec’h anavezi ac’hanoun aes tre. »
« Ya, ha te eo a gemerin. »
Diouz an noz, setu ar roue :
« Kavet eo ar bizou ganez ? »
« Kavet eo. Arme an ifern a oa o tiwall anezañ. Trec’het eo bet ganin : hag e vije bet seiz gwech brasoc’h e vije bet ivez. Me eo mab roue Poher, gouzout a rit ! »
« Ro anezañ d’in. »
« Ne roan ket avat. D’an hini a zibabin e-touez ho merc’hed eo a vezo. »
« Mat. Aze er gambr tosta emaint. Pep-hini anezo o-zeir a ya da dremen he dorn dehou dre zindan an or. An hini a lakaï ar walenn d’ezi a vezo da wreg. »
An diou verc’h hena a dremen ho dorn, met Ael ne laka ar bizou da hini anezo. Neuze, setu eun dorn-all, eur biz torret ennañ.
« Houmañ a vezo va gwreg, » eme Ael.
Hag Ael ha Skoaz-Wenn a dec’h kuit war gein ar mul a oa chomet da c’hortoz. Kas a ra Ael ar mul en-dro da vignon e dad. Eur pennad e tiskuiz eno, ha p’emañ o vont kuit, setu an erer, al labous bras en e gavout. Hag int warnañ. Digouezet er c’hoad, Ael a gav e varc’h, an hini en devoa bet al labous digantañ da rei da zibri d’e re vihan. hag Ael war e gein, ha choupa Skoaz-Wenn war e varlenn. Ha d’ar gêr !
Eiz deiz goude e voent eureujet, hag eürus e voent pell hag hir amzer. An Tad a voe fouge ennañ o welout Ael kavet eur vaouez gantañ, hag al lezvamm he devoa ankounac’haet he devoa bet eur penn-gavr. Ar saout a oa er park, a-dreñv ar palez, a voe lazet evit ober ar friko.
Ar Bobl, kerzu 1905, genver 1906.
Tag en devoa daouzek kazeg, ha kenep e oant ho daouzek. Trei mat a rejont holl. Unan eus an ebeulien (bouchou, ealed), avat, a oa glas-glizin. Hag eun deiz, Tag d’e welout. Kerkent ha m’emañ tost d’ezañ, setu an ebeul o komz :
« Tag, » emezan, « arabat d’it krena abalmour ma klevez ac’hanoun o kaozeal. Gra kement a livirin d’it, hag eülus e vezi. »
« Ha petra ’liviri d’in ? »
« Da genta ez i paour. Gwerza da diegez a ranki ha da gezekenned da heul. Da c’hortoz avat, laz an unnek ebeul-all hag e giz-se e viri d’in va-unan laez an daouzek mamm e-pad c’houec’h miz. Tap eur reunenn eus va lost ha sko ar bouchou bihan all ganti. Raktal e varvint. Me, neuze, a cheñcho liou hag a vezo eun ebeul kaer ac’hanoun. »
Tag a gemer ar reunenn raktal, a stok ouz an ebeulien-all ganti. Mervel a reont kerkent. Ha dioustu an ebeul glaz-geot a cheñch liou hag a zo eur c’haer a ebeul : kaeroc’h ne voe ket.
Met Tag a gouezas an dichañs warnañ. Ret e voe d’ezañ gwerza e vereuri hag e loened, ha ne chomas gantañ nemet an ebeul komzer, tra ken. Hag hemañ d’ezañ :
« Tag, me a rank mont kuit diouzit. Te ’lavaro oun dianket. Hag e teuï da balez ar roue da glask ac’hanoun. Va c’havout a ri eno. Ne liviri da zen, evel just, e ouzoun-me an traou. Ar roue a c’houlenno ouzit petra out gouest da ober. Te a responto d’ezañ n’eus netra ha n’out ket evitañ. Hag e ray marc’had ganez neuze. Setu amañ petra : Ma rez kement a lavaro d’it, hag an dra-ze e-kerz c’houec’h miz, e roio da bouez a aour d’it ; ha lavarout a ray c’hoaz : « Ma ne rez ket, e vezi lazet ! » Gra marc’had gantañ, ha bez dizoan : me a vezo eno, ha da heñcha a rin war bep tra. Kenta tra a vezo gourc’hemennet d’it a vezo kas ar c’hezeg d’an dour. E-pad eiz deiz a-raok ne vezo bet gouest den da zont a-benn anezo ; er marchosi e vezin-me ganto hag o sorset am bezo holl. Te a lakaio ac’hanoun er penn kenta, ha war va lerc’h e teuint. Az pez soñj avat da rei d’in da zibri ken alies gwech ha ma tebri da-unan. »
« Ober a rin e-giz m’ac’h eus displeget. »
« Mat. Kenavo evit an deiziou, ha yec’hed mat d’it. »
Antronoz, Tag a c’houlennas digant e amezeien hag hen n’o devoa ket gwelet e ebeul.
« Tra ’vat, » emezo.
« Kollet eo. D’e glask a rankan mont. »
Ha Tag war-du palez ar roue. Kenta hini a zigouez gantañ eno eo ar roue e-unan, hag ar roue d’ezañ :
« Petra ’glaskez ? »
« Goulenn a ran beza kemeret da vevel ganeoc’h. »
« Petra ’ouzout ober ? »
« N’eus forz petra. »
« Greomp marc’had neuze. Ma rez, e-kerz c’houec’h miz, kement ha ma roin bemdez d’it da ober, az pezo da bouez en aour. Ma ne rez ket, avat, e vezi krouget. »
« Mat eo, » eme Dag.
« Krog el labour raktal. Kas ar c’hezeg a zo er marchosi aze d’an dour. »
Ha Tag d’ar marchosi. E ebeul a zo eno e-touez ar c’hezeg-all. Kas a ra Tag e ebeul er-maez da genta, hag al loened-all holl a ya d’e heul. Estlammet e chom ar roue, rak, e pad ar sizun a-raok, den ebet n’en devoa gellet o c’has er-maez. Evet dour a-walc’h ganto, Tag o c’has d’o c’hraou en-dro, hag ar roue d’ezañ :
« Gouesta gwaz bet mevel ganin eo te. Kae da zibri eun tamm bennak bremañ, ha pa vezi pare da vont d’ober eur gefridi evidoun, deus d’am c’havout. »
Ha Tag ouz taol. Diskenn a ra mat e bred, na petra ’ta ? Hag, evel just, kas a ra lod d’e ebeul. Hag heñ d’ar roue :
« Pare oun, mestr. »
« Mat tre. Kae da Gastell ar Vran Zu. Ar mestr eno en deus eur verc’h yaouank koant, ha c’hoant dimezi ganti am eus-me. Kae eta da gerc’hat anezi d’in amañ. »
« Pegeit emañ ar maner ac’han ? »
« Eur pennad brao. Kas a c’hellez eul loen ganez. »
« Bennoz d’eoc’h, aotrou roue. »
Ha Tag da gichen e ebeul a lavar d’ezañ petra en deus da ober.
« N’eo tamm diaes ebet, » eme an ebeul. « Me eo al loen a yelo ganez. Kas ac’hanoun e-maez ar porz ha sav neuze war va c’hein. E Kastell ar Vran Zu e tigouezimp dizale. Me a zo bet alies eno. Pa vezimp e-tal ar c’hael orjal melen a ra an dro d’ar maner, diskenn divarnoun, sell el liorz, hag e weli merc’h perc’henn ar c’hastell o pourmen. Goulenn a ray ouzit lezel anezi da bignat war va c’hein. Te a laosko anezi, evel just. Ha pa vezo warnoun, te a savo ivez, hag, o tont en-dro amañ, ne vezimp ket eur begad. »
Digouezout a eure, just ha just, evel ma lavare an ebeul. Tag a zigas merc’h ar c’hastell d’ar roue.
« Roue, » emezañ, « setu merc’h mestr Maner ar Vran Zu. »
« Gwella den a voe biskoaz eo te Tag. Kae bremañ da gerc’hat eur beleg d’eureuji ac’hanomp. »
« Dimezi ne rin ket, » eme ar verc’h, « ken a vezo digaset d’in an dilhad a zo em arc’h e-barz va c’hambr. »
« Kae da gerc’hat an arc’h, Tag. » eme ar roue.
« Ne gavo ket anezañ, » eme ar bennherez, « nemet e vefen eno va-unan. »
« M’emañ er maner e vezo kavet, » eme Dag.
Tag a zebr eun tamm neuze, hag a ro ivez d’an ebeul en eur lavarout d’ezañ petra ’zo c’hoaz da ober.
« Diaes n’eo ket, » eme an ebeul. « Sav war va c’hein, ha deomp en hent. Pa vezimp digouezet e Bran-Zu, tap ar bont bihan a zo em skouarn gleiz ha stlap anezañ er sal vras. An tan a grogo prest goude en ti, hag ar vevelien a daolo an annez er-maez. An eil tamm arrebeuri a strinkint, te a gemero anezañ hag her sammo warnoun : hennez eo an arc’h a zo da gerc’hat. »
Hag eeun hag eeun e c’hoarvez an traou e-giz-se.
« Bremañ, » eme ar roue, en eur rei an arc’h da verc’h mestr Maner ar Vran Zu, « dimezi a ri ganin ? »
« A-barz dimezi, e rankin kaout bizou va mamm-goz. E goueled eur feunteun, e liorz va zad, emañ. »
« Kae d’e gerc’hat, Tag, » eme ar roue.
Ha Tag hag e ebeul en hent. P’emaint e-kichen ar c’hastell, an ebeul en em dro e yar-zour da genta, e pesk da c’houde, hag a ya da dapout ar bizou. Rei a ra ar walenn da Dag, hag eun ebeul a zo anezañ adarre. Hag int da gavout ar roue.
« Petra ’ra diouer c’hoaz ? » eme Dag.
« N’ouzoun dare, » eme ar roue. « Mont a ran da welout. »
A-benn eur c’hrapad e teu en-dro hag e lavar :
« Tag, sav eun iliz er mor, hag eul leo diouz an aod. Neuze n’az pezo seurt ebet ken da ober ha da bae a vezo roet d’it, rak eur gwaz a zo ac’hanout. »
« Mat, aotrou roue, warc’hoaz e rin kement-se. »
Ha Tag a gont an dra-se d’an ebeul.
« Warc’hoaz, Tag, » emezañ, « emañ an devez diweza d’it da gaout poan hag anken. Pign warnoun : me a ray al labour. Ha goude-ze, e livirin d’it pe seurt da ober. »
Sevel war an ebeul a ra Tag, hag ez eo douget betek an aod, hag al loen d’ezañ :
« Tap eus va skouarn zehou eur maen ker bitous hag eur c’hreunenn draez, ha darc’haou anezañ en dour. »
Graet eo. Raktal setu eur pont, kaera hini a voe biskoaz, war an tarziou. Eul leo a ra an ebeul warnañ neuze, hag e sko gant e droad war ar vein. En eur par berr, setu eun iliz en he sav, o winta beg he zour betek an oabl.
« Deomp d’ar palez bremañ, » eme an ebeul. « Lavar d’ar roue eo graet al labour. Gourc’hemenn a ray d’it sternia ar c’hezeg hag o staga ouz e wetur vras. Arabat d’it ankounac’haat lakaat ac’hanoun outi ivez. »
Ha Tag d’ar roue :
« Graet eo al labour, va mestr. »
« Stern ar c’hezeg neuze. »
Ha Tag a stag anezo. Ne zisoñjas ket e ebeul, e c’hellit kredi. Ha dao war-du ar mor, ar roue ha merc’h Bran-Zu er wetur. Diskenn a reont o-daou e-tal ar pont, hag int kazel-ha-kazel warnañ. A-benn eur pennad, ar bennhêrez a ro eun taol skoaz d’ar roue hag her pil en dour, dreist ar vardell ha beuzet e voe.
An ebeul neuze a strink e sternaj diwar e dro, hag a zo eun den yaouank anezañ. Kazelia a ra ar plac’h yaouank, hag e pokont an eil egile. Eiz deiz goude e voent eureujet. Neuze, an hini a oa bet ebeul a lavaras da Dag perak e oa bet cheñchet stum d’ezañ. Me n’edon ket o selaou, ha setu perak n’ouzon ket. Gouzout a ran avat e roas ar roue nevez eur bern aour da Dag, hag e c’hoar, priñsez Gorrester, da bried.
Ar Bobl,
genver, c’houevrer 1906.
Gwechall goz, eur vaouez a chomas intañvez gant tri grouadur. Tapet e drizek vloaz gant ar mab hena, e vamm a lavaras d’ezañ :
« Ma, va faotrig kaez, poent eo d’it, marteze, mont da c’hounit da vara. »
« Mat, va mamm, warc’hoaz kenta ez in. »
Ar vamm a reas eur wastellenn neuze, hag a droc’has anezi etre daou damm.
Hag antronoz, p’edo he mab o vont en hent, hi d’ezañ :
« Kae, Per. Setu amañ gwastell evidout. Pe seurt tamm az pezo ? An hini bihan, gant va bennoz, pe an hini bras, gant va malloz ? »
« Feiz, » eme Ber, « an hini bras gant n’eus forz petra. »
An tamm bras a zo roet, hag heñ kuit. E vamm a daol he malloz warnezañ neuze.
Hag ar paotr kuit ken seder ha tra. Bale a ra betek an noz. Skuiz eo neuze, hag heñ d’azeza e-tal eur feunteun.
« Amañ, » emezañ, « e vezin brao. Dour am bezo da drempa va zamm gwastell ennañ. »
Kerkent, setu eur baourez koz en e gichen.
« Per, » emezi, « ro eun tamm d’in en an’ Doue. »
« Nag en ano Doue, nag en ano n’eus forz petra, tamm n’az pezo, gwrac’h koz ! N’em eus ket re d’in va-unan. »
« Mat, » eme an him goz, « gwelloc’h e vije bet d’it, koulskoude, rei an tañva d’in. »
« Pe mat, pe fall am eus graet, ne ran ket a foutre kaer ! »
Kousket a ra Per eno, hag antronoz e kerz adarre gant an hent, hag e tigouez en eun tiegez bras.
« Petra ’glaskez ? » eme ar mestr d’ezañ.
« Beza kemeret da vevel ganeoc’h. »
« Labourat mat a rez ? »
« Mat a-walc’h. »
« Te a chomo ganin neuze. Troc’ha a rin da benn ouzit avat ma ne zeu ket da vat ganez ar pez a roin d’it da ober ! »
Ha koania a ra Per, goude beza graet marc’had gant ar penn-tiegez ; ha kousket a ra goude.
Antronoz ar perc’henn a gas anezañ d’ar c’hraou hag a ziskouez d’ezañ daouzek gwilhou alaouret.
« Ar re-mañ, » emezañ, « az pezo da ziwall e-kerz an deiz. Diouz an abardaez e tigasi anezo en-dro amañ. Ma vank unan hepken e vezi dic’houzouget ! »
Hag ar merour d’e labour.
« Gagn ! » eme Ber. « Kollet oun ! Diwall ar gwilhaoued-mañ ne c’hellin biken ! »
Gwir a lavare, ar paour-kaez ! Ar gwilhaoued a nijas du-mañ du-hont. Ha digas anezo d’ar gêr ne c’hellas ket Per. Ha dibennet e voe didruez…
Ar bloaz war-lerc’h. Paul, an eil mab, a yeas kuit ivez. Evel e vreur Per, kemerout a eure an tamm gwastell bras, hag e vamm a daolas he malloz warnañ. Evel gant e vreur ivez e tigouezas gantañ : ne roas tamm d’ar baourez ; karget e voe da ziwall ar gwilhaoued, ne voe ket evito, ha krouget e voe…
« Alo, Yannig, » eme ar vamm, eur bloaz da c’houde, « mall eo d’it mont da c’hounit da voued ivez. »
« Hag ez in, mamm ger, pa ’z eo ret. »
« Setu amañ daou damm gwastell. Pe hini anezo az pezo ? An hini bras, gant va malloz, pe an hini bihan, gant va bennoz ? »
« O ! mamm, roit an hini bihan d’in gant ho pennoz. »
« Mat, va mabig kaez, va bennoz a roan d’it. Ha pedi a ran an Aotrou Doue d’az penniga ivez. »
Ha Yannig en hent. E-doug an deiz e kerz, hag e tigouez e-tal ar feunteun ma oa chomet e zaou vreur da ziskuiza en he c’hichen. Dizale, setu ar baourez koz o tostaat.
« Yannig, » emezi, « ro eum tamm d’in, en an’ Doue. »
« A galon vat e rannin ganeoc’h, moereb. »
Hag ober a ra e-giz ma lavar.
« Da drugarekaat, » emezi, « ha Doue d’az pennigo ! Te a zo o vont da vevel, neketa ? Mat, prest e vezi e-kichen eun ti bras. Di ez i da glask labour. Setu amañ petra a vezo roet d’it da ober : mesa daouzek gwilhou. Da zaou vreur a zo bet eno ivez, ha n’o deus ket gellet ober o labour, ha dic’houzouget int bet. Te avat, peogwir out bet mat em c’heñver, dal amañ eur c’houitell d’it. Gantañ e c’helli dastum ar gwilhaoued en da gichen, ha senti a raint ouzit. Arabat d’it rei ar c’houitell da zen ebet avat, n’eus forz petra ’vefe kinniget d’it evitañ, rak n’az pefe ken neuze nemet ar maro da c’hedal.
« Bennoz Doue d’eoc’h, mamm goz. »
Hag hi kuit. Ha Yann, kerkent ha ma c’houlaou an deiz antronoz, a ya war-du an ti bras. Ar mestr a zo war an treuzou, hag heñ da Yannig :
« Petra ’glaskez ? »
« C’hoant am eus e rafec’h koumanant ouzin, mar plij ganeoc’h. »
« Petra out gouest da ober ? »
« Trizek vloaz n’oun ken c’hoaz, aotrou. Eus va gwella a rin, koulskoude. »
« Mat e komzez. Greomp marc’had hon-daou eta, ha marc’had leal. Ma n’out ket evit ober ar pez a c’hourc’hemennin d’it, e vezi dibennet. »
« Ha ma ran anezañ ? »
« E vezi paeet ker mat ha ma kari. »
Antronoz, mintin mat, e tigorer ar c’hlud, ha setu an daouzek gwilhou da nijal er-maez.
« Diwall ar re-ze, Yannig, ac’h eus da ober betek an abardaez, ha digas anezo en-dro ivez, » eme an tieg.
« Mat, » eme Yannig. « Ken’ emberr neuze. »
Hag heñ gant ar gwilhaoued. A-benn eur pennad e c’houez en e c’houitell, ha setu al laboused en-dro d’ezañ.
« N’it ket re bell diouzin, » emezañ d’ezo.
Hejal a reont o fenn e-giz da lavarout : « Ne daimp ket kennebeut. Bez disoursi. »
Da greisteiz e tigaser e lein d’ezañ, ha chom a ra e-unan gant ar gwilhaoued betek an abardaez-noz. Neuze e tap e c’houitell, e c’houez ennañ, hag int da zont d’e gavout ha da vale dirazañ, evel eur vandenn gwayed ! (gwazi).
Mantret eo tud an tiegez ouz e welout o tont gant al laboused.
« Graet mat eo da labour, » eme ar mestr.
« O ! n’eo ket diaes ivez. »
Koania a ra Yann, hag an ozac’h d’e wreg :
« Penaos en deus graet ? »
« N’ouzon dare avat. Gouzout a rankimp. Ma kasfemp hor merc’h warc’hoaz da welout ? »
Hag, antronoz, e ya ar verc’h da gas lein da Yannig.
« Penaos, » emezi, « e c’hellez mirout outo da vont kuit ? »
« Gant ar c’houitell-mañ. Sell. »
Hag e sut, hag ar gwilhaoued a zo holl en e gichen.
Hag ar verc’h d’ar gêr, hag e tispleg kement-se d’he zad ha d’he mamm.
« Kaout ar c’houitell a rankin, » eme ar vamm.
Deuet Yann gant ar gwilhaoued, ar mestr a c’houlenn outañ prena ar c’houitell digantañ.
« Ne werzin ket anezañ, » eme Yann.
« Ma ! » eme ar wreg outi he-unan, « kousto pe gousto, ar c’houitell-se am bezo. »
Hag antronoz ez a he-unan da gas e lein da Yann.
« Mont mat a ra ganez, Yannig ? » emezi.
« Ma ’z a ker mat ganeoc’h, mestrez ? »
« Penaos e virez ouz ar gwilhaoued da vont kuit ? »
« Gant ar c’houitell-mañ. Me a c’houez enni, ha raktal e teu al laboused d’am c’havout. »
Hag ober a ra kement-se.
« Gwir eo, » eme ar vaouez. « Evit pegement e roï ar c’houitell d’in ? »
« N’emañ ket da werza. »
« Ugent real a roin d’it evitañ. »
« Ne roin ket anezañ. »
« Hanter-kant lur ? »
« Ne roin ket anezañ. »
Hag hi d’ar gêr. Heñ a zastum ar gwilhaoued hag a ya ivez.
Antronoz, ar verc’h adarre a zigas e lein da Yann.
« Va mamm he deus lavaret d’in dont, » emezi.
« Mat, » eme Yann, « Hegarat tre out em c’heñver. »
« Ya, neketa ? Ar c’houitell a roi d’in ? »
« Ne roin ket. »
« Me a roio kant lur d’it. »
« N’az pezo ket anezañ. »
« Selaou mat : daou-c’hant hag eun dra ouspenn. »
« Petra eo ? »
« Aotre da bokat d’in e-pad eun eur penn-da-benn. »
« Ro d’in ar pez a zo ouspenn da genta. »
« Mat. Kemer kement a gari. »
Tremenet an eur (berr eo kavet, na petra ’ta !), ar verc’h a lavar da Yann :
« Dal daou-c’hant lur, ha ro ar c’houitell d’in. »
« Ne roan ket avat, » eme Yann.
Hag hi d’ar gêr, ha lavarout d’he mamm penaos he deus graet ha manket war he zaol memes tra.
Hag ar wreg d’he gwaz :
« Ma ! Hennez, ar Yann-ze, a rank mont kuit ac’han, c’houitell hag all ! »
Pa ’z eo digouezet Yann, e lavar ar mestr d’ezañ :
« Kae kuit ! »
« Graet em eus va labour, » eme Yann, « pelec’h emañ va fae ? Lavaret ho poa d’in e vijen paeet ker mat ha ma karjen. Daou sac’had aour a rankan da gaout, hag ar gazeg c’hell da gas anezo ganin. »
Roet int d’ezañ, ha Yannig a zistro d’ar gêr. Eürus e voe e-pad pell hag hir amzer… Setu petra eo kaout bennoz eur vamm ha beza trugarezus e-keñver ar re baour.
Ar Bobl,
c’houevrer 1906.
Bran a oa roue Traon-ar-Ster, hag eur wreg koant en devoa. Maro houmañ, e c’hoantaas kaout unan-all, hag e lakaas e vab, eur bloaz warnugent d’ezañ, en eun enezenn kollet er mor bras. Neuze e timezas adarre, hep lavarout d’e eil gwreg avat en devoa bet eur mab digant e wreg kenta.
Eur miz goude an eured e rankas ar roue mont d’ar Spagn hag e lezas ar rouanez er palez. Ne oa ket aet gwall-lark c’hoaz er mor, ma teuas eur vaouez koz da gavout e wreg, hag a lavaras d’ezi en devoa ar roue eur mab hag a oa en eun enezenn pell er mor. Gourc’hemenn a ra ar rouanez raktal mont da gerc’hat mab ar roue. Hag hi d’ezañ :
« C’hoari an diñsou a ouzout ? »
« Eun tammig. »
« Petra ’rin ma c’hounezez ? »
« Me a welo goude. Ha ma kollan ? »
« Ez i da gerc’hat merc’h roue Traonienn-an-Ein. Ha me petra ’rin ? »
« Pa vezin aet davit merc’h roue Traonienn-an-Ein, c’houi a zrebo dre doull eun nadoz a roin d’eoc’h. Ne zebrot e doare-all ebet, ken a vezin distro, nemet dre graoenn an nadoz-se. Graet eo ar glaoustre ? »
« War va enor. »
Hag e c’hoariont. Ar mab a goll, ha mont a ray. Eun eil tro, hag ar rouanez a c’houit war he zaol.
« Kitez omp, » emezi.
« O ! tra ! pep hini a ray ar pez a zo divizet… War hoc’h enor hoc’h eus touet. Gwaz a ze ! »
Hag ar mab, lakaomp anezañ Arzur, a ya da gavout keginerez ar palez. Houmañ a oa eur sorserez anezi. Hag hi :
« Dal, paotr, setu amañ eur wastellenn evidout. Keit ha ma vezo ganez ne c’hoarvezo ganez droug ebet, rak eur banne eus va laez a zo enni. Emberr ez i da di va breur, hag e roi ar wastell-mañ d’ezañ da c’houesa, hag heñ a ziskouezo d’it an hent a dleez mont drezañ… Bremañ deus ganin ma kavin eul loen-kezeg da gas ac’hanout. »
Hag hi ha mont d’al liorz, seni eur c’hloc’h ha, kerkent, setu eur marc’h gwenn, diouaskell d’ezañ, o tont d’he c’havout.
« Pign war al loen-ze, » emezi d’Arzur. « War eeun az kaso da di va breur. »
Hag al loen ha digeri e ziouaskell, ha setu int en hent war gein ar c’houmoul.
Mont a reont ha mont c’hoaz, ken a zeu an heol da ruzia gwagennou ar mor.
Neuze e tiskennont e-tal eun ti bras. Artur a ya tre en ti-ze, hag a wel eur roñfl bras :
« Me ’glev c’houez ar c’hristen ! » eme hemañ.
Savet eo e gontell da laza Arzur. Hemañ a laka buan ar wastellenn dindan e fri d’ezañ.
« Ha ! » eme ar roñfl, « e oas lazet paneve d’ar wastell-se a zo enni eus laez va c’hoar garet. Penaos ez a ar bed ganti ? »
« Mat tre. »
« Da belec’h emaout o vont ? »
« Da glask merc’h roue Traonienn-an-Ein, ha ne c’hellan ket distrei hepti. »
« Pemp kant vloaz ’zo emaoun amañ ha ger ne glevis morse diwar-benn Traonienn-an-Ein. Met eur breur am eus hag a zo ganet daou c’hant vloaz araozoun. Marteze e oar eun dra bennak. Mont a ri d’e gavout hag e weli. Ar marc’h gwenn askellet a zougo ac’hanout adarre. Arabat d’it disoñjal rei ar wastell d’am breur da c’houesa, pe lazet e vefes. »
Antronoz, mintin mat, Arzur a zo en hent. P’emañ an heol o kuzat, ar marc’h a dap douar ha mab ar roue a ya en ti bras a gav eno dirazañ.
« C’houez ar c’hristen a glevan ! » eme ar roñfl.
Ar wastellenn a zo lakaet dindan e fri, hag heñ da vriata Arzur.
« Penaos emañ ar bed gant va c’hoar ? » emezañ.
« Magnifik, disteñget. »
« Ha da belec’h ez ez e-giz-se ? »
« Da glask merc’h roue Traonienn-an-Ein. »
« Sorset eo. Warc’hoaz e weli anezi el lenn vihan a zo a-dreñv va zi. N’ouzon dare pelec’h emañ o chom. Met bemdez e teu amañ gant daouzek maouez-all da neui. Ne vezont ket en o stumm plac’hed yaouank. Da drizek alarc’h int aet bremañ. Merc’h ar roue a vezo eur seizenn c’hlas ouz he gouzoug. Pa vezint digouezet war c’hlann ar stank e teuint da blac’hed adarre. Taol pled ouz merc’h roue Traonienn-an-Ein. Ha pa vezo en dour, tap he dilhad. Klask a ray anezo ha lavarout a ray ober n’eus forz petra evidout. »
E-giz-se e c’hoarvezas penn-da-benn. Arzur a lammas dilhad merc’h ar roue. Deuet er-maez eus an dour, houmañ ne gavas neudenn da lakaat en dro d’ezi. Hag hi :
« Nep a zigaso va dilhad d’in a vezo paeet. »
Hag Arzur a gas he dilhad d’ar briñsez. Tri aval a ro merc’h ar roue d’ezañ. Hi a zo eun alarc’h anezi adarre. Heñ a ya da gavout ar roñfl, hag a lavar d’ezañ penaos eo bet an traou.
« Mat eo, » eme hemañ ; « ma c’hellan e kavi Traonienn-an-Ein. Holl laboused ar bed a zo dindan va galloud, ha posubl eo e oar unan anezo tra pe dra diwar-benn ar vro-ze. »
Hag heñ da c’houeza en eur c’horn-boud. Eun hanter-eur goude ez eus eul labous a bep rumm en e gichen.
« Piou ac’hanoc’h, laboused, a oar eur c’helou bennak diwar-benn roue Traonienn-an-Ein ? »
« Tost d’e di emaoun o chom, » eme eur pez-labous bras, anvet erer.
« Mat, erer, kas an den-mañ, mab d’eur roue, betek Traonienn-an-Ein. »
Hag Arzur a bign war gein an erer. Hag en hent. Mont a ra ha mont c’hoaz, ken emañ a-us d’eur mor ledan-ledan.
« Skuiz oun, » eme an erer : « ro d’in da zibri, pe mont pelloc’h ne c’hellin. »
« Eun aval bras a zo ganin, » eme Arzur.
« Taol anezañ em genou. »
An tri aval a ya e-giz-se gant an erer. Hag e tigouez e Traonienn-an-Ein, hag e sko war an nor.
« Piou a zo aze ? » eme ar roue. « Petra ’glask ? »
« Da verc’h eo e klask : Arzur eo e ano. »
« Va merc’h ne vezo ket d’it, nemet ober e rafes an tri dra a roin d’it da ober. »
« Ha d’in e vezo neuze ? »
« Ya. »
« Graet ar glaoustre. »
« Gwelout a rez ar c’hastell a zo aze ? Pil anezañ a-barz kuz-heol, ha stlap ar vein anezañ, bras ha bihan e goueled ar mor. »
Mont a ra Arzur. Eur morzol hag eur langede a zo ouz troad ar c’hastell. Kregi a ra gant al labour. Met, e gwirionez, e-unan ne vije ket deuet a-benn anezañ a-benn hirio c’hoaz. Hogen merc’h ar roue a zired d’e gavout ha, gant eur gomz hepken, a ra d’ar c’hastell mont war e benn er mor.
Deuet an abardaez, Arzur a ya da gavout ar roue, hag a lavar d’ezañ eo graet al labour.
« Mat, » eme hemañ. « Gwasoc’h labour az pezo warc’hoaz. »
« N’eus forz petra, gouest oun d’hen ober. »
« Warc’hoaz eta e savi ar c’hastell en-dro, maen war-lerc’h maen, e-giz ma edont en deiz-mañ.
« Dioustu, mar karit. »
« Warc’hoaz e vezo deiz c’hoaz, emichañs. Kae da gousket, er marchosi, gant ar gazeg c’hell. »
« N’eus tamm da zibri ? »
« Amañ ne vez predet nemet eur wech bep sizun, ha tri devez a zo c’hoaz da c’hortoz. »
« Gedal a rin eur miz ma ’z eo ret. »
Hag Arzur d’ar marchosi. Gourvez a ra war eun dornad plouz. Dizale, setu merc’h ar roue o tont.
« Ac’hanta, mab roue ? » emezi, « kousket mat e oas ? »
« Kalet eo ar gwele. »
« Gortoz. Me a zo o vont da rei unan boukoc’h d’it. »
Hag hi a zigor he c’hof d’ar gazeg, hag a denn eur gwele pleuñv anezañ. Ouspenn, rei a ra da Arzur kig, bara ha gwin, hag e lavar :
« Kenavo warc’hoaz. Abret e teuin da lakaat ar gwele-ze en-dro en e blas. »
Mintin mat, e gwirionez, e teuas. Planta a reas ar gwele e kof ar gazeg adarre. Hag hi :
« Gouzout a ran petra az pezo da ober hirio c’hoaz. Me her graio evel dec’h. Hag emberr, e-giz en neizour, e savin d’it eur gwele amañ. »
Hag Arzur d’al lenn-vor. Nec’het e vije bet evit tenna ar c’hastell eus ar strad, met merc’h ar roue ne zaleas ket da zont, hag hi da skei tri daol war an dour gant he dorn kleiz, ha kerkent ar c’hastell a zo en e sav. Hag hi kuit.
Diouz an abardaez, setu ar roue.
« Ma, » emezañ da Arzur, « eur micherour mat a zo ac’hanout. »
« Gwasoc’h eget an dra-ze am eus graet. »
« Kae da gousket. Warc’hoaz e livirin d’it petra da ober. »
Da hanternoz, merc’h ar roue a zo e-kichen Arzur.
« Diaes e vezo da labour feteiz, » emezi. « Va zad en deus eun taro penn-foll, bet lazet gantañ kement a glaskas tostaat outañ. Met dal amañ eur weskenn. Kerkent ha ma vezi er park, hej an nask-se hag an taro a zoujo d’it evel eun ounner doñv. »
Diouz ar mintin, Arzur d’ar roue :
« Petra ’rin hirio ? »
« Eun taro am eus du-ze er park. Digas anezañ amañ ha va merc’h a zo d’it. »
Hag Arzur d’ar park. Heja a ra an taok, hag an taro a voe sujet gantañ ha kaset d’ar roue.
« Kae da gousket er marchosi ! » eme hemañ, mezevellet o welout an taro doujus.
Hag heñ a ya d’e gambr o soñjal penaos dont a-benn eus Arzur.
E verc’h a ya da gavout hemañ.
« Va zad, » emezi, « a zo o klask an tu d’az laza. Met setu amañ teir gwastellenn, ha ganto e tiarbenni e gounnar. Gervel a ray ac’hanout, hep rei urz d’it da vont dirazañ. Laka unan eus ar re-mañ e-tal dor e gambr, an eil e hanter an diri, chom en traon tre. Pep hini anezo a zisplego eur gontadenn goude pep gourc’hemenn a ray va zad d’it. Int a responto evidout, hag e-keit ha ma vezo ar c’hoñchennou o vont en-dro, ni a c’haloupo war-du da vro.
Graet eo kement-se, hag int en hent.
« Mab roue, » eme roue Traounienn-an-Ein, « deus amañ. »
« Setu. »
« Eus traon an diri aze, kont eun istor d’in. »
Hag ar wastellenn lakaet eno a zispleg eun dra gaer bennak.
« Pign, mab roue, ha displeg unan-all. »
An eil gwastellenn a gomz d’he zro, ha bravoc’h eget an hini genta.
« Deus betek toull va dor, ha kont c’hoaz. »
An deirvet gwastellenn a zo helavar meurbet. Mes da heul he c’homz diweza en deus ar roue eur gwall-zisaouzan :
« Mab roue Traon-ar-Ster ha merc’h roue Traonienn-an-Ein a zo e hanter hent da Vro Gerne… »
Kounnaret eo ar roue gant ar c’homzou-mañ, e c’hellit kredi, rak heñ a soñje sanka e gleze e kalon Arzur pa vije echu gantañ e deirvet kontadenn.
Hag heñ, pignat war gein e daro penn-foll, ha redek war o lerc’h .
« Ne welez seurt o tont ? » eme ar verc’h d’Arzur.
« Eo, da dad war an taro. »
Hag hi a duf (krañchat) war an douar, ha raktal eur mor a zo etrezo hag he zad.
A-benn eur pennad :
« Ne welez seurt o tont, Arzur ? »
« Eo, eur bern listri. »
Hag hi a daol eur maen war an douar, ha raktal eur voger a zo etrezo hag ar roue.
Manket eo ar roue war e daol, koll a rank, distrei a ra d’e vro. Arzur a ya da balez e dad gant merc’h roue Traonienn-an-Ein. He diskouez a ra d’e lezvamm :
« Setu amañ merc’h roue Traounienn-an-Ein. »
Hi ne c’hell ket respont : maro e oa. Penaos ne vije ket bet ? Ne c’helle dibri nemet dre graoenn eun nadoz.
Arzur a zimezas gant an hini e oa bet o klask. Eürus e voe…
Gras d’eoc’h da veza ivez.
Ar Bobl, c’houevrer, meurz 1906.
Eur roue en devoa tri mab : Bras, Galloudus ha Meur. Bras ha Galloudus a oa desket o-daou ; Meur, avat, ne ouie seurt, met kalon a oa en e greiz.
Ar roue a glevas e oa e Spagn eur verc’h ha n’he devoa ket he far. Lararout a eure kement-se d’e vibien.
« Ni a yelo d’he c’herc’hat, » eme Vras ha Galloudus.
« Me a yelo ivez, » eme Veur.
En noz-se, Bras ha Galloudus a yeas en hent, hep gouzout dare da Veur. Kerkent dihunet, hemañ a redas war o lerc’h. En eur c’hoad bras edont neuze, hag e stagjont Meur ouz eur wezenn. Graet eun hanter-leo ganto, Meur, o strilha ar wezenn, a zisplant anezi, ha yao en hent ganti war e gein. Digouezout a eure gant e vreudeur e-tal eur c’hael-houarn. Droug a sav enno ouz e welout, ha goude eur fest bazadou d’ezañ, ec’h ereont anezañ ouz ar c’hael. Met gant eun taol skoaz, ar c’hael a zo e-maez e vudurunou, ha Meur a gerz c’hoaz. Mantret e voe e vreudeur, ha spontet ivez o welout e nerz. Hag int d’hen dilamma ha d’hen lezel da vont, hep ober van outañ avat.
Ha war-du ar Spagn, betek palez ar plac’h heb he far.
« Me a ya da genta, » eme Vras.
Mont a ra. Da vont er palez e ranker digeri eun nor dir, hag a bep tu d’an nor ez eus eul leon. Aon a grog e Bras, hag heñ war e giz, ha lavarout d’e vreudeur :
« Morse ne welis plac’h ken divalo ! »
« N’eus forz, » eme C’halloudus, « me a rank gwelout anezi. »
Spontet eo ivez gant an daou leon. Hag heñ :
« Gwir eo, plac’h ken difetet ne voe biskoaz ! »
« Me a ya da welout anezi, memes tra, » eme Veur.
Mont a ra.
« Deomp ac’han, » eme Vras neuze, « ha lezomp hor breur da c’hoari e-giz ma karo. »
Hag int en hent.
…Meur, eta, a ya. Gwelout a ra an daou leon.
« Garc’h ! » emezañ, « gwasoc’h loened ne voe ket, war a gredan. Pe seurt chas eo ar re-mañ ’ta gant bleo keit-se war o chouk ?… Met an dra-ze ne ra netra. »
Hag heñ ha lammat dreist an nor er porz. Sevel a ra e benn hag, e toull eur prenestr, e wel eur plac’h koant-koant, ken na oa ket unan-all war an douar eun hanter ker koant hag hi.
« Demat d’eoc’h, plac’h ar goanta, » eme Veur. « Pemp kant leo am eus graet evit dont d’ho kwelout, ha komz ganeoc’h a garfen, ma roit aotre d’in da vont betek ennoc’h. »
« Serret eo an doriou, hag an alc’houeziou a zo gant va zad. »
« Me a yelo memes tra, ma roit urz d’in. »
« Ma, deuit. »
Hag en eul lamm emañ heñ en he c’hambr. Laouen e oa-hi, ha bouchat a eure d’ezañ… Deuet an noz, heñ a lavaras e oa mall d’ezañ mont kuit, rak e zaou vreur a oa ouz e c’hortoz.
« Leal a vefe d’eoc’h kas ac’hanoun ganeoc’h, » eme ar plac’h yaouank, Gwener he ano.
« Memes tra, » eme Veur : « met penaos ? »
« Azezit war ar skabell-mañ ha livirit : Me ’garfe beza e lec’h-mañ-lec’h, ha raktal e viot eno. »
Azeza a ra Meur war ar skaon. Gwener a ya war e varlenn, hag heñ :
« Me ’garfe beza e Gorre. »
Eun hantereur goude edo e Gorre. Prena a ra eun ti eno, hag ez a da gavout roue ar vro-ze da c’houlenn labour digantañ.
« Pe vicher a rez ? » eme ar roue.
« Marichal oun. »
« Labour am eus d’it evit seiz vloaz. Setu amañ daou bez bern staen. Gra eur vatimant d’in ganto. »
A-raok ar c’huz-heol eo graet ha peurc’hraet al lestr. Paea a ra ar roue hon den hag e lavar d’ezañ :
« Gwella micherour a welis biskoaz eo te. »
…Goudeze e klevas Meur ano eus Penn hag eus ar Benniz, e dud. Mont a ra da c’houlenn labour diganto.
« Pe seurt micher ac’h eus ? » eme Benn.
« Marichal oun. »
« Labour a vezo kavet d’it… »
Ar Benniz a oa neuze o c’hoari gant ar maen-pouez. Meur a dap krog en eur maen diou wech brasoc’h eget o hini hag her stlap diou wech pelloc’h egeto.
Penn a oa souezet, hag heñ ha lakaat biz-meud e zorn dehou en e c’henou ha gwaska warnezañ gant e zent. Neuze e teuas da c’houzout, en doare-se, e oa daou c’halloud e Meur : galloud eur sorser a-berz e wreg, ha galloud ar gouesta den, eus e berz e-unan…
A-benn eur pennad amzer, rouanez ar Sav-Heol a skrivas da Benn na vije ket trec’h d’ezi. Eur sorserez e oa-hi, e gwirionez. Penn a gontas kement-se da Veur.
« Me a yelo, » eme hemañ, « hag a galon vat zoken. »
Ar roue Penn a gemeras mil Pennad gantañ, hag int en hent.
« Dont a rez eta, Meur ? » emezañ.
« Kit atao, me a vezo araozoc’h eno. »
War zouar ar sorserez koz e oa tri Beulvan. Meur, digouezet a-raok Penn, a yeas d’o c’havout. C’hoarzin a reont d’ezañ.
« Perak e c’hoarzit e-giz-se ? » eme Veur d’ezo.
« Abalamour ma ’z eomp da lonka ac’hanout ! »
Meur a dap e gleze :
« Piou ar gwella ac’hanoc’h ? » emezañ, « ma tibennin anezañ ! »
« Kalon a zo ennout, » eme eur Peulvan, « met gortoz ! Me a ya d’it ! »
Hogen penn ar peulvan a gouez war an douar. Ha pennou an daou-all ivez.
Hag heñ da skei war zor ar rouanez koz.
« Piou a zo aze ? »
« Meur. »
« Petra glaskez ? »
« Kig, bara ha gwin evit Penn hag e Benniz. Warc’hoaz e vezint amañ. »
« Kae da gavout va mevelien, ha goulenn ar pez a gari diganto. »
Ha Meur da gavout ar baraer.
« Bara, » emezañ, « da arme ar roue Penn. »
« N’em eus ket re evit arme ar rouanez, ha n’eo ket d’eur c’hlasker eveldout eo e roin va bara ! »
Dibennet eo ar bouloñjer, hag ar bara kaset da di ar Beulvaned varo.
Ha Meur d’ar c’higer :
« Kig da arme ar roue Penn. »
« Dal an askorn-mañ ! Seurt-all n’az pezo ? »
Gant an askorn-se eo faoutet e benn ouz ar c’higer, hag ar c’hig kaset da di ar Beulvaned.
Ha Meur d’an ostiz :
« Gwin da arme ar roue Penn. »
« Kae kuit ! lampon ! pe er gwin e vezi beuzet ! »
Dic’houzouget eo ar gwinaer, hag ar podezadou gwin kaset da di ar Beulvaned.
Antronoz, pa zigouezas Penn hag e soudarded, e kavjont peadra da zibri ha da eva. E-keit ha ma kargont o chof, Meur a ya da gavout ar rouanez.
« Petra ’glaskez ? » eme houmañ.
« Ma teufes da stoum ouz Penn hag e Benniz ? »
« Mat. Warc’hoaz em bezo mil den da stourm ouz Penn. »
Ha Meur da Benn :
« Rann da zoudarded e diou vandenn : unan a vezo d’it, eben d’in. »
« Mat eo, ha graet e vezo. »
Antronoz, setu ar c’hrogad. Meur, gant e gleze, a ra evel eun eoster gant e falz. Dizale ne chom geotenn ebet en he sav, den ebet eo a fell d’in lavarout.
« Da drugarekaat, Meur, » eme Benn.
« Gortoz, gortoz, n’eo ket echu c’hoaz. »
Hag heñ d’ar rouanez :
« Emgann, pe ar gounid da Benn ! »
« Emgann ! » emezi. « Penn ha me hon-daou ! »
« Mat ! » eme Benn. « Trec’het n’oun bet morse ! »
Ya, met an hini goz he deus eur gwall-giez ganti.
« M’am bije va c’hiez Bran, » eme Benn.
« Dont a ray mar deo beo, » eme Veur.
Hag heñ da hopal. E wreg, e Gorre, a glevas anezañ.
« Petra ’faot d’it ? » emezi.
« Digas d’in Bran, kiez Penn, buana ma c’helli. »
Gwener a gav Bran, a c’houez warni, hag, a-benn eun hantereur goude, emañ al loen e-kichen Penn.
Hag hemañ d’ar stourm ouz ar rouanez. Koll a ra hi. He c’hiez a lamm neuze war Benn, met a-raok m’emañ warnañ, Bran he deus lazet anezi. Ha Penn a voe trec’h, evel just.
Antronoz-vintin, Meur a lavar da Benn :
« Me a zo mab da roue Kerne, ha mont a ran d’ar gêr. »
Na laouen e voe tad Meur ouz e welout distro, ha gantañ ar plac’h koanta a voe biskoaz. Gwener a zisplegas an istor penn-da-benn.
« Ma, » eme ar roue, « va rouantelez a vezo da Veur. »
« Unan vrasoc’h en deus : ar Spagn a zo d’ezañ. »
En deiz war-lerc’h, Meur hag e wreg a oa er Spagn… Abaoe n’em eus klevet seurt diwar o fenn.
Ar Bobl,
meurz 1906.
E Breiz-Izel e oa eur roue hag en devoa dek mab… Mont a eure, eun devez, da c’haloupat war ar maez. E-tal eul lenn edo hag heñ ha gwelout warni eun houadez, dek vihan d’he heul. Hag ar vamm a roe taoliou beg d’unan anezo e-giz evit her c’has kuit diouti. An nao-all avat a c’helle c’hoariellat en dro d’ezi.
« Petra an dra-mañ ? » eme ar roue.
Hag heñ da gavout e sorser, ha diskleria d’ezañ ar pez en devoa gwelet.
« An houad pellaet diouz ar re-all eo houad an Deog. »
« An Deog ? » eme ar roue.
« Ya, p’en devez unan-bennak dek tra a bep seurt e rank rei unan anezo d’an Deog. »
« Unan eus va mibien a zo d’an Deog neuze ivez ? »
« An dud hag al laboused n’int ket ar memes tra. »
« Evelato, me a roio unan eus va bugale d’an Deog. A-hend-all ez afe droug ennañ marteze… Met penaos ober ? »
« Lakait anezo holl da c’hoari ar vell. An hini a c’hounezo war an nao-all, hennez eo a vezo d’an Deog. »
Graet e voe e-giz-se, hag ar roue d’e vab :
« Kae da gavout an Deog. »
« Da gavout an Deog ne din ket. Roit d’in peadra da c’haloupat ha me a yelo kuit e-giz ma vijen d’an Deog. »
Ha mintin mat antronoz, setu heñ en hent. Betek an noz du e kerzas. Bez’ edo neuze e-tal ti eun den koz.
« Deuet mat ra vezi, Lean, » eme ar c’hoziad d’ezañ. « Dont a ray an traou da vat ganez mar gouzout tapout laboused. Merc’h roue ar Sav-Heol a zeuio warc’hoaz-vintin d’al lenn a zo aze e-kichen va zi. Bep seiz vloaz hepken e teu, ha warc’hoaz emañ he devez merket. Daouzek plac’h a vezo ganti. Bep a gap a vezo gante. An daouzek a daolo o re n’eus forz pelec’h ; hi avat, o veza ma ’z eo merc’h d’eur roue, a lakaio he hini en-istribilh ouz ar wezenn-elo aze. Pa vezo en dour, kae d’ar red da dapout he c’hap. » Deuet er-maez, hi a lavaro : « Ledan, ro d’in va c’hap. » Te a responto : « Ne roin ket anezañ. » Hag hi adarre : « Ro anezañ a galon vat pe en desped d’it, e ranki her rei.» Ha te : « Tra ! tra ! n’az pezo da gap e doare ebet, nemet dimezi a ri d’in. » Hag hi : « D’it e vezin, mar dout gouest da anavezout ac’hanoun e-touez ar re-all. » Hag hi hag he daouzek plac’h a vezo siliou anezo. Ar re-all a yelo da c’houeled ar ster : hi avat a chomo beg he lost war-c’horre an dour, hag e-giz-se ec’h anavezi anezi. Hag ouspenn, hi a gomzo hag hi hepken, rak ar re-all a davo mik. Neuze e huanado : « Hañ ! an hini roet gant e dad d’an Deog a zimezo gant merc’h roue ar Sav-Heol ! Met ha gounit a vezo ret d’ezañ ! »
E-giz-se e c’hoarvezas an traou penn-da-henn. Merc’h roue ar Sav-Heol a chomas neuze gant Ledan, hag an daouzek-all a redas d’ar gêr pe da lec’h-all, n’ouzon dare.
Koantig, merc’h roue ar Sav-Heol, a ro neuze bep a daol da zaou vod-lann, hag ar re-mañ a zeu da veza daou loen-kezeg. Ha Ledan hag hi pignat war bep a hini, hag en hent. Da serr-noz e tigouezont e ti eun eontr d’ezi.
« Kae da gavout va eontr, » emezi da Ledan, « ha goulenn digantañ alc’houez kambr an teñzoriou. Eno e kavi ac’hanoun adarre. »
An tonton ne ouie ket edo Koantig er gambr-se, ha soñjal a rae e oa deuet Ledan da c’houlenn e verc’h digantañ. Rak-se e roas raktal an alc’houez. Ha Koantig da Ledan :
« Laka da benn war va barlenn. »
Ober a ra, hag hi a blant spilhenn ar c’housked etre e zaoulagad. Diouz ar mintin, e tenn ar spilhenn kuit hag e lavar :
« Eur peulvan bras a zo er c’hoad aze. Klask a ra va maro hag hini va c’heniterv. Laza anezañ a ranki. »
Ha Ledan d’ar c’hoad da glask ar peulvan.
« Fou ! fad ! fec’h ! ec’h ! » eme hemañ. « Me a glev c’houez ar breizad. »
« Ra varvi ! peulvan drouk a zo ac’hanout ! »
« Alo ! marmouz ! bez didrouz da c’hortoz ma vezo malet da eskern ! »
« Stourmomp da welout. »
« Pa fell d’it. Petra a gavez ar gwella : stourm a nerz-korf war houarn ruz, pe a daoliou-koñtell war c’heot glas ? »
« A nerz-korf war houarn ruz. »
Hag int da c’houren avat ! Ledan, ’benn ar fin, a bouez kement war ziouskoaz ar peulvan, ma ya treid hemañ en douar, a-dreuz eur frailh a zo en houarn. Bunta a ra c’hoaz ha, betek bandenn e vragou, emañ ar peulvan en douar. Eur gwask adarre, hag emañ betek e c’houzoug.
« Eun tamm douar war da benn bremañ, peulvan ! »
« Trec’het oun, gwir eo. Lez va buhez ganin, ha va zeñzor a zo d’it. »
« Ro anezañ d’in dioustu, laer a zo ac’hanout ! »
« Kleze ar sklerijenn az pezo ivez. »
« Pelec’h emañ ? »
« Aze, e-tal ar wezenn. »
« Ha penaos e ouezin eo mat ? »
« Setu du-ze eur penngos dero seiz kant vloaz. Sko warnañ hag e daou damm e vezo rannet. »
« Gwasa penngos divalo a zo er c’hoad-mañ eo da benn-te ! Dal ! »
Ha penn ar peulvan a zo faoutet.
« Pebez taol ! » eme ar penn. « Ma ’z afen en-dro war va c’horf ne zeufe den a-benn ac’hanoun ken ! »
« Evit ar pez ac’h eus graet en da vuhez, ne dalv ket ar boan ! »
Ha Ledan da di eontr Koantig, ar penn maro gantañ.
« An drederenn eus va merc’h ac’h eus gounezet, » eme an eontr.
Ha Ledan da gambr Koantig ha konta an abadenn d’ezi. Goude, e laka hi spilhou ar c’housked d’ezañ etre e zaoulagad adarre, ha pa zihun antronoz :
« Eur peulvan ac’h eus da laza hirio c’hoaz. »
Hag heñ d’ar c’hoad.
« Ec’h ! ec’h ! » eme ar peulvan. « C’houez ar breizad gaouiat ha divergont ! »
« Gaouiat n’oun ket na divergont kennebeut ; gouest d’az tibenna ne lavaran ket. »
« Petra a gavez ar gwella : stourm korf ouz korf war houarn ruz, pe war c’heot glas a daoliou-koñtell ! »
« Korf ouz korf war houarn ruz. »
Ha dao d’ezi ! Ar peulvan a ya en douar betek e zaou-ufern, betek bandenn e vragou, betek e c’houzoug.
« Eun tamm douar war da benn bremañ ! »
« Mestr out d’in. Lez va buhez ganin, ha me a roio d’it va marc’h gell a ya nao gwech buanoc’h eget an avel. »
« Ta, ta, ta ! Dal ! »
Hag e benn a ruilh nao gwech nao droatad ac’hano.
« Allas ! pebez dichañs ! » eme ar penn. « Ma savfen war va c’horf… »
« Evit ar pez ac’h eus graet en da vuhez ne dalv ket ar boan ! »
Ha Ledan, gant ar penn maro, da di an eontr hag hemañ d’ezañ :
« Eun drederenn-all eus va merc’h ac’h eus gounezet. »
Ha Ledan da gambr Koantig. Koantoc’h plac’h ne voe na ne vezo. Spilhenn ar c’housked a zo lakaet etre e zaoulagad da Ledan. Pa ’z eo dihunet :
« Ledan, » eme Goantig, « tennoc’h abadenn a vezo c’hoaz hirio eget dec’h. Va eontr a lavaro d’it laza eur peulvan-all c’hoaz : ne chom ken nemetañ. Met bez dispont memes tra. Setu amañ eur c’hi bihan : dister eo, met sikour a ray ac’hanout evelato. Me ivez. dindan stum eur goulm, me a vezo en da gichen. »
Ha war gomz an eontr, Ledan d’ar c’hoad.
« N’am lazi ket gant da gi, mec’hieg ! » eme ar peulvan, « e-giz mac’h eus lazet va daou vreur. Setu aze kalon d’it avat: unan anezo a oa pemp bloaz, egile seiz. Me a zo tregont, ha trec’h d’in n’eus den. »
Adalek ar mintin-goulou betek kreizteiz, e voent o c’houren, ha nikun ne c’houneze war egile. Ledan a wel ar goulm war e skoaz. Nerz a sav adarre en e galon. Ar peulvan ivez a wel ar goulm, hag heñ o vont da falc’hun. Met Koantig a ya da falc’hun ivez, ha Ledan hag ar c’hi.
« Tapet oun ! » eme ar peulvan.
« Ac’hanta ’ta ! » eme Ledan.
« Trec’h d’in ne vezo den memes tra, nemet Ledan, mab roue Breiz-Izel. »
« Me eo hennez, » eme Ledan.
« Mar deo te eo, tenn va c’hleze kuit eus ar penngos-se. »
Ledan a denn ar c’hleze kuit, hag a droc’h gantañ e benn ouz an peulvan. E-unan avat e voe gloazet en e skoaz kleiz. Koantig a dap eul louzaouenn, a verv dour warni, hag e pare anezañ. Hogen, eur gleizenn a chomas.
Hag int d’ar gêr, da di an eontr, hag hemañ da Ledan :
« Va merc’h ac’h eus gounezet penn-kil-ha-troad ha d’it hepken e vezo. Warc’hoaz e tañvi ar soubenn amañ ha ma plij d’it e chomi amañ, ha perc’henn ar vro e vezi. »
Ha Ledan da gavout Koantig.
« Ledan, » emezi, « setu gounezet va c’heniterv ganez, ha digoret ac’h eus hent ar gêr d’in en eur laza an tri beulvan. Da drugarekaat ! Bremañ, warc’hoaz, e vezo roet soubenn d’it da dañva gant va eontr. Ha ma kavez mat anezi e chomi amañ. »
« Ha te ? »
« Me a yelo d’ar gér da leñva da viken, rak d’it eo va c’halon. »
« Va hini-me, Koantig, n’eo ket d’az keniterv eo ; d’it hepken eo hag e vezo. »
« O ! va Ledan ger ! »
Hag e pokont an eil d’egile.
« Petra ’rin eus ar soubenn ’ta neuze ? » eme Ledan.
« Teir gwech e vezo goulennet ouzit hag hen eo mat. An diou dro genta, te a lavaro ya : kement-se a ri evit ober plijadur d’an eontr ha d’e verc’h. D’an deirvet avat e vezo ret d’it lavarout n’eo ket, pe chom amañ a ranki. »
Antronoz-vintin, Leda da dañva ar soubenn.
« Mab roue Breiz-Izel, ha gwelloc’h ac’h eus bet morse ? »
« N’em eus ket. »
« Mab roue Breiz-Izel, ha gwelloc’h ac’h eus bet morse ? »
« N’em eus ket. »
N’en deus ket kredet Ledan lavarout « eo » goude beza lavaret « nann » diou wech.
Hag heñ da gavout e Goantig : dindan furm eur vran zu e kav anezi.
« O ! va C’hoantig ! petra out deuet da veza ? »
« Te ac’h eus lavaret e oa mat ar boued amañ, ha bremañ va c’heniterv a vezo da bried. »
« Ne vezo ket ! Te pe hini ebet ! »
Hag heñ a leñv. Hi a lamm war e skoaz, ha gant he fleuñv a sec’h e zaelou d’ezañ.
« Evit va c’haout, Ledan ger, e ranki dont betek ti va zad, betek al lec’h ma sav an heol. »
« Ha mont a rin, Koantig, rak te am bezo ! »
Hag hi kuit diwar nij.
Antronoz-vintin, dioustu, e felle d’an eontr dimezi e verc’h da Ledan.
« Ret eo diskuiza eun tammig, goude beza lazet an tri beulvan, » eme hemañ.
« Mat ! » eme an tonton.
Pa voe e-unan penn, e kemer Ledan ar gouriz plouz, hag heñ en hent. Kerzout a reas betek an noz. Neuze e tigouezas en eun ti bihan, eur vaouez koz o chom ennañ.
« Te eo Ledan, » emezi, « mab roue Breiz-Izel. Te eo a zo karet gant an houadez ruz. Ne vevo ket pell gant ar c’heuz he deus d’it. En noz-mañ eo bet amañ o kousket. »
« Gwir eo ez oun-me Ledan. Dre belec’h eo aet hi ? »
« War-du ar meneziou. »
Antronoz-vintin, heñ en hent adarre, hag ec’h en em gav dirak eun ti bihan, eur vaouez koz ennañ.
« Te eo Ledan, » emezi ; « an houadez ruz a varvo abalamour d’ar garantez he deus evidout. En neizour eo bet amañ. »
« Ha dre belec’h eo aet ? »
« War-du ar meneziou. »
Ha Ledan war-raok antronoz adarre, ken a zigouez gant eul lochenn, eur plac’h koz hag unan yaouank o chom enni.
« Te eo Ledan, » eme an hini goz. « An houadez ruz a hirvoud gant ar c’hoant d’az kaout. »
« Dre be hent eo aet ? »
« War-du ar meneziou. Met ne vevo ket pell gant he foan-galon. Diwada he deus graet he c’halon amañ, en noz tremenet, er mouchouer-mañ. Ha neuze ne vezi ket gouest da vont betek enni. Daouzek bleiz a viro ouzit da genta, goude eur ster hep pont na seurt, goude eun hent bras a zigoro, pa vezi en e greiz, hag a lonko ac’hanout. »
« Roit d’in, maouez, ar mouchouer emañ he gwad ennañ. »
« N’az pezo ket ! d’her gwalc’hi ez an. »
« Te, plac’h yaouank, ro anezañ d’in. »
« Tra, tra. »
« Roit anezañ, pe me ho tibenno ! »
Ha roet eo d’ezañ, hag en hent. Daouzek bleiz a zeu dirazañ. Heñ a dap krog en hini tosta d’ezañ hag a laz ar re-all gantañ.
Eun den hen gwelas oc’h ober kement-se.
« Mat. mat. An den a galon a sikourin, » emezañ. Hag heñ ha stlepel eun aval en tu-all d’ar ster. Eur pont a sav raktal warni. An aval a ruilh c’hoaz, hag an hent ne zigor ket da lonka Ledan. E penn an hent, setu eur pez ti bras. Eno emañ an houadez ruz, karantez Ledan. Met penaos he c’aout, penaos mont betek enni ?
Tad Koantig a zo brezel etrezañ hag eur roue-all, just d’an ampoent-se.
« Mat, » eme Ledan. « Peogwir oun bet trec’h d’an tri beulvan, ha n’eo ket morzet va izili, e c’hellan emichañs ober eun dra bennak. »
Hag heñ a c’houlenn ouz ar roue :
« Petra a gavez ar gwella : kaout eun den a-du ganez pe a-eneb d’it ? »
« Kaout eun den a-du ganin, atao sur. »
« Mat, me a vezo ganez, ha labour mat a rin, m’hen tou ! »
Ha falc’hat a eure o fenn d’an enebourien, e gwirionez.
« Den out ! Va merc’h a vezo laouen ouzit marteze, » eme ar roue.
« Plijout a rez d’in, » eme Goantig, « dimezi d’it avat ne rin ket : va c’halon a zo da Ledan, mab roue Breiz-Izel. »
Koantig ne anaveze ket Ledan, hag hemañ ne lavare seurt.
Hag hi d’he zad : « Eur brezelour dipar eo hemañ. Hogen gwelloc’h eo Ledan c’hoaz. »
Diou bobl a reas brezel c’hoaz da dad Koantig, ha Ledan a droc’has o gouzoug onto. Met, kaer en devoe an tad, e lavare Koantig bep tro :
« Eur brezeler mat eo, gwir eo, met Ledan, va c’harantez, mab roue Breiz-Izel, a zo gwelloc’h c’hoaz, ha d’ezañ hepken e vezin eureujet. »
Kaset e voe Ledan d’he c’havout memes tra. E galon neuze a grog da lammat hag eur c’houezenn a c’holo e dal. Hi a dap eur servied da dorcha anezañ. E chupenn a ruilhas diwar e skoaz, hag hi a welas ar gleizenn a oa chomet war-lerc’h an taol en devoa bet digant an trede peulvan.
« O ! Ledan ! » emezi. « Va zad, pa garot ec’h eureujot ac’hanomp hon-daou. »
Kerc’het e voe eur beleg, hag eureujet e voent.
« Allas ! » eme Goantig da Ledan, « ne badin ket pell, rak va gwad a zo bet diveret war-bouez leñva d’it va gwalc’h. »
« Setu heñ amañ, er mouchouer-mañ. »
Gwelc’het eo ar mouchouer en eur podig. Koantig a ev an dour-wad neuze, ha nerz a sav enni adarre. Ha Ledan hag hi a voe eürus e-pad pell hag hir-amzer an eil gant egile.
Ar Bobl,
meurz 1906.
En amzer goz, e yeas da chom da Vene-Blevek eur vaouez koz hag he merc’h. Den ne ouie eus a belec’h e teuent, den ne ouie petra e oant.
Pinvidik a-walc’h e oa an hini goz, hag hen diskouez a eure dizale. Prena a reas eun ti bras, eur vereuri, eul loen-kezeg, saout ha deñved ; hag hi da gas he ziegez en-dro. Koumanant c’houec’h miz a rae ouz he mevelien, ha ne c’hopre anezo nemet gouest e vijent d’ober kement a labour ha ker buan hag hi. Beva a rae he zud gant soubenn, bara, yod babig ha yod kerc’h.
Lavarout a rin bremañ e oa eur sorserez anezi. Meur a zevezour a rankas chom war he lerc’h el labour ha, gant ar vez, e varvjont. Ne c’helle ket unan hepken chom pemzek deiz ganti, lazet e veze gant ar skuiz ma veze o heulia ar wrac’h koz.
Hogen Garhir a glevas ano eus ar wrac’h-se.
« Me a welo ha trec’h e vezo d’in-me ! Eun druez eo e vez trec’het paotred taer evel re ar vro-mañ gant eur vaouez ! Mont a rin da stourm outi el labour ha, ma n’oun ket eviti, e kavin eur gorden, kredabl, da starda en dro d’am gouzoug. »
Ret eo gouzout e oa Garhir ker heñv hag eur marc’h, ha ker skañv hag eur c’haro. Pa veze droug ennañ, ne veze ket pell o karga leur ar c’hêriou gant e bennbaz. Doujet e oa ar pennbaz-se, e c’hellit kredi, hag atao e veze gantañ : e vignon brasa e oa… Met n’eo ket breujou e bennbaz eo am eus c’hoant da gonta…
Ha Garhir da gavout ar wrac’h :
« Eur mevel a faot d’eoc’h, war a glevan. »
« E fec’h, ya. Mevelien ar vro-mañ ne dalvezont ket daou liard toull ! Meur a hini a zo bet em atant, met a-benn eur zizun e vezent maro gant ar skuizder. N’eus ket a wad en o gwaziedou. »
« Mat, em re-me ez eus, hag hini yac’h c’hoaz ! Ha me bario oun gouest da chom eun hanter-bloaz amañ avat, gant ma vezin paeet mat ha maget mat ivez. »
« Memes marc’had ha gant ar re-all. »
« Pehini ? »
« Triugent lur er pemp miz kenta, ha triugent lur e miz eost. Hag, ouspenn, eun dañvadez lart da gala-goañv, ma vezes gouest da deurel anezi dreist ar voger a zo aze. Ma ne vezes ket evit ober kement ha me, n’az pezo mann (seurt) ! »
« Goap a rit ouzin ! Teurel eun dañvadez dreist ar voger-se ! M’ho pije lavaret ugent c’hoaz ! Neuze em bije graet marc’had ! »
« Mat, ugent. »
« Hag ar bevañs ? »
« Papaig… »
« Papaig ? Hag eur babig oun-me ? »
« Yod kerc’h neuze, soubenn, bara, patatez, kig sall. »
« Graet ar marc’had neuze. Warc’hoaz kenta e krogin el labour. »
Hag heñ d’ar gêr en eur soñjal :
« M’ho tesko ! gwrac’h koz :
Pa vez c’hoant d’ober berz,
Gelloc’h ijin eget nerz.
» Hogen, me am eus ijin ha nerz ivez. »
Antronoz-vintin, setu Garhir e ti ar wrac’h.
« Debr, » eme houmañ ; « terri a ra ar mekanik o vont en-dro pa ne vez ket bouetet. »
« Gwir eo, hag eur sac’h goullo ne c’hell ket chom en e sav. »
Ha Garhir ouz taol. Merc’h ar wrac’h eo a roe mezur d’ezañ. Ar verc’h a oa ken divalo hag an diaoul.
« Sorserez eo ar wrac’h war a lavarer, » eme C’harhir ; « he merc’h a zo ivez, marteze. Greomp chiboudig d’ezi, hag e vezo a-du ganin. »
Hag heñ d’ezi :
« Laouen bras oun da veza deuet da vevel e-lec’h ma ’z eus eur verc’h koant ha ken mistr ! »
« Tav da c’henou ! » emezi. « Ma klevfe va mamm !… »
« Hag e vefe eul leurgêriad tud, e lavarfen ar memes tra. Petra ? Merc’hed koant ne vez ket kavet bemdez ! Eun tamm mat stankoc’h eo ar re all ! »
Ha lorc’h er verc’h, na petra ’ta ?
Met ar wrac’h a zeuas dizale.
« Da varrat ez eomp hirio, » emezi.
Hag int d’ar park. Hi a grogas el labour raktal. Garhir ivez. Devez ken tenn avat n’en devoa ket bet graet c’hoaz, hag a-benn an noz e oa hanter-varo.
Soñjal a eure redek kuit. Met merc’h ar wrac’h, pa gavas an tu, a c’houlennas outañ :
« N’out ket re skuiz ? »
« Skuiz maro. Ma ne roez ket da galon d’in, ez an kuit dioustu. »
« M’am c’harez, » emezi, « me da gar ivez nebaon. Chom, ha me a raio d’it kavout aes al labour, rak nerz eul leon a lakain ennout. Va mamm he deus eur c’hi du, hag eun tamm bara glebiet gant halo ar c’hi-se a ro nerz d’an dud. Me a roio eus ar bara-se d’it, ma karez chom. »
« Chom a rin neuze. »
Bara ar seurt-se a voe roet da C’harhir antronoz, hag a-hed an deiz e heulias ar wrac’h hep poan. A-benn an eil devez, e laboure buanoc’h ha gwelloc’h egeti. Goude-ze hi a loc’he ouspenn an hanter war e lerc’h, hag a damalle he marr. Hag hi da gavout ar marichal, ha lavarout d’ezañ ober eur varr nevez vat d’ezi. Tamm gwelloc’h ne voe, rak Garhir a zebre bemdez bara soubet e halo ar c’hi du, ha rak-se e kreske bemdez e nerz…
Eun devez edod o palat, ha Garhir a dremenas a-raok ar wrac’h, ar pez a lakaas droug enni.
« Chom war va lerc’h ! » emezi.
« War ho lerc’h ne chomin ket. Ma n’oc’h ket evidoun, roit ar plas kenta d’in. »
« N’eus bet den morse araozoun, ha n’eo ket te eo a yelo ! »
« Me a yelo pa ’z oun gouestoc’h egedoc’h ! »
Hag hi neuze ha tapout he fal da skei gantañ. Met heñ a grogas er bal, he zennas diganti, a dorras an troad anezi e daou damm war benn e c’hlin, hag a stlapas anezo kant troatad ac’hano. Hi neuze a lamm gant e c’houzoug hag a stard anezi ken a ginnig mouga ar mevel. Kaer en devoa hemañ, ne oa ket eviti hag e skilfou lemm a yae ennañ. Met ar verc’h a ziredas da lakaat ar peoc’h…
A-c’houdevez ez eas mat-kenañ an traou, ken a zeuas mare ar foenn. Bep a falc’h a zo gant ar wrac’h ha gant Garhir.
« Warc’hoaz e falc’himp, » eme ar wrac’h.
« Mat. Pare oun da vont. »
En noz-se, ar verc’h a yeas da gavout Garhir :
« Warc’hoaz ez i da falc’hat, » emezi. « Laka evez. Me a blanto dent oged e lodenn va mamm, hag e-giz-se e vezo aes d’it mont d’he heul. »
« Da drugarekaat, kalonig. Mont a c’hellan d’he heul hep an dra-ze. »
« Ne c’hellez ket. Va mamm a lavar evel ar son :
Va maen ’zo mat, va falc’h ’zo lemm :
N’emañ ket ar c’hal war he dremm !
« Met ma vefe dantet ar falc’h-se eur wech hepken, ne vefe tamm gwelloc’h eget ar re-all. »
Ha d’al lun-vintin, setu an daou falc’her en hent, hag abret. Ar wrac’h a gemer er prad war an dorn dehou ; eno eeun emañ an dent oged. Dizale e sko war unan.
« Kalet eo louzaouenn ar basianted er bloaz-mañ ! » emezi.
« Ya, » eme C’harhir.
Hag hi eun lemma d’he falc’h.
A-benn eur pennad e sko war eun dant oged-all adarre.
« War va ene ! » emezi, « gwall-galet eo treujou al louzeier er foenneg-mañ ! »
« Kalet int, » eme C’harhir.
Falc’hat a ra hi c’hoaz, met he falc’h ne droc’h tamm.
« Pa ne droc’hez ket, e vezi brevet ! » emezi.
Hag hi ha lakaat ar falc’h war he g1in. Terri ne reas ket ; plega ne lavaran ket, ha troc’het he gar betek an askorn ; hemañ a voe boulc’het zoken. Hag e chomas peoc’h ar wrac’h da barea, hag e lezas Garhir d’ober ar foenn e-unan…
Da vare ar c’herc’h e oa pare.
« …Warc’hoaz ez aimp da vedi, » emezi.
« Pa garot, » eme C’harhir, « me ne ran ket forz. »
En noz-se e lavaras ar verc’h d’ezañ :
« Warc’hoaz ec’h eosti kerc’h ; laka evez, pe va mamm a zeuio a-benn ac’hanout. »
« Lez-hi, me a droc’ho diou wech kement hag hi. »
« Ne lavaran ket, ma ne… »
« Petra ? Sorserez a zo adarre ? »
« Ya. Eur c’houil a zo e troad he falz, hag e-keit ha ma vezo ar c’houil-ze eno, den ne vezo trec’h d’ezi. »
« Te eo va zeñzor, va c’halon. Panevedout e vijen maro n’ouzon ket pegeit ’zo. Met pa vezo maro da vamm, e vevimp eürus war an tamm douar-mañ. Bremañ e ouezin penaos ober. »
Ha d’ar c’herc’h antronoz ; ar wrac’h da genta. Garhir war he lerc’h. Ar wrac’h ne zaleas ket da vont pell a-raok Garhir, hag hi :
« Diegus omp hirio, Garhir. »
« Petra ’leverez, gwrac’h ? »
Hag heñ ha redek etrezek enni, tenna he falz diganti, didroada ar falz ha laza ar c’houil.
« Medomp adarre, » eme C’harhir.
« Ne rin ket pelloc’h, » emezi ; « eren a rin war da lerc’h. Laka eun azez, ha chom da ziskuiza. »
« N’em eus ket ezomm da ziskuiza tamm ac’han da gala-goañv. »
« Kae kuit pa gari : da goumanant az pezo memes tra, evel ma vije deuet kala-goañv… Mar touez d’in na gonti netra da zen diwar va fenn ken a vezin maro, (hag a-barz pell e varvin, rak koz-koz oun), me a roio da c’hobr d’it hag e c’helli mont d’ar gêr. »
« Koz, gwrac’h, c’houi ’lavar. Pet bloaz eta ? »
« Ouspenn nao-ugent. Tou na lavari da zen, ha va buhez a zisplegin d’it. »
« Den ne glevo. »
Hag hi neuze :
Dizenoret e voen gant eur paotr yaouank eus a gichen du-mañ. Ha me kuit eus ar gêr. O vont gant an hent e tigouezis gant eur marichal.
« Bez’ az pezo ? » emezañ.
« Petra ? » emezoun.
« Galloud eur sorserez. »
« Memes tra avat. »
« Dal ar c’hi du-mañ hag ar c’houil-mañ ivez. »
« Ha da betra int mat ? »
« Glebia bara e halo ar c’hi du a ro brasoc’h nerz eget hini an nerzusa a zo. »
« Hag ar c’houil ? »
« Dougen anezañ a zo a-walc’h evit beza trec’h d’ar gouesta den d’ober n’eus forz pe labour. »
« Mat. O c’hemerout a ran a galon vat, hag ho trugarekaat. »
« Soubla a ris bara e halo ar c’hi du, ha nerzus e voen. E ti ar marichal e teuas va merc’h er bed. Heñ neuze a yeas droug ennañ. « Petra ? » emezañ, « me ’sonje d’in e oas eur plac’h yaouank onest ? Padal n’out nemet eur wiz ! Ra vezi gwiz e gwirionez ! »
« Kant vloaz e chomis er stad-se. Neuze ez is adarre da gavout ar marichal ha da vaouez e teuis en-dro. Kavout a ris va merc’h, eur plac’h yaouank anezi. Ar c’hi du a voe roet d’in hag ar c’houil. Amañ e teuis da chom. Gouzout a rez bremañ va istor ; met na lavar seurt da zen, ken a vezin maro. »
« Ne rin ket ivez. »
…Dont a eure kala-goañv. Diouz ar mintin, en deiz-se, ar wrac’h a roas c’houec’h-ugent lur da C’harhir, hag a lavaras d’ezañ mont da deurel an dañvadez lart dreist ar voger.
« Biken ne c’helli, » emezi ; « ugent troadad he deus ar voger. »
« Petra goude ? » eme C’harhir, « nerz a zo em izili, emichañs ! »
Ha Garhir ha tapout ar gloaneg pounner, ha stlepel anezañ dreist ar voger, ken aes ha ma taolfen-me eur maen bihan aze. Naontek-all a yeas c’hoaz.
« Mat eo da goumanant ! » eme ar wrac’h.
« Bras eo bet va foan ivez. »
Hag heñ ha kas an ugent dañvad d’ar gêr.
…Nebeut goude e kouezas klañv ar wrac’h.
« Pe oad oc’h ? » eme an dud d’ezi.
« Ouspenn nao-ugent vloaz. »
« Perak oc’h ker kreñv ? »
« Dibri am eus graet p’am beze naon, eva p’ am beze sec’hed, kousket p’am beze c’hoant. »
Traou mat, ha fur, sur ; met gevier holl gant ar wrac’h, gevier a zisplijas da Zoue. Rak-se arne a savas en noz-se, ar gurun a strakas hag a gouezas war di ar wrac’h. Hi a voe lazet, he merc’h hag he c’hi du ivez. Ha setu fin d’ar sorserez, ha setu Garhir ken digabestr ha biskoaz. Petra ’reas ? Petra e teuas da veza ?… N’ouzon dare. Mar gouzoc’h, livirit d’in.
Ar Bobl,
meurz, ebrel 1906.
Skiant o devoa o zri, met tri dra a oa ha ne ouient ket. Hag, evit o gouzout, e rankent mont da gavout Arraiz. Hag int ha mont.
« Ni ’zo tri baotr a garfe mont davedoc’h da vevelien. »
« Ma ouzoc’h eur vicher eo mat. »
« Gouzout a ouzomp. »
« Pe vicher, te ? » emezañ d’ar c’henta,
« Kiger. »
« Mat. Te a chomo. Ha te ? » emezañ d’an eil.
« Munuzer. »
« Mat ivez. » Ha d’an trede : « Ha te ? »
« Marvailher. »
« Mat tre. Chomit eta ho-tri. »
Antronoz Arraiz d’ar c’higer :
« N’em eus tamm kig ebet ken : kerz da laza ar c’hole a zo aze er c’hraou. »
Hag ar c’higer ha mont. E lec’h laza an ejen, e wisk hag e tiwisk e zilhad.
« Petra ’rez ? » eme Arraiz. « N’eo ket lazet al loen c’hoaz ? »
« Setu amañ : me a zo ganin eun hiviz bet d’am mamm hag eur roched bet d’am zad, hag e karfen lakaat krez an hini a zo an tosta d’in ! »
« N’eo ket eur paotr eo a zo ac’hanout ? »
« Kredabl ! »
« Ma ! Ennout ez eus diou drederenn eus da dad hag unan eus da vamm. »
Hag ar c’higer a zispenn an ejen en eur par berr. Klevet en devoa ar pez a glaske.
« Te, munuzer, » eme Arraiz, « kemer eur vourc’hal ha pil ar wezenn-zero-se. »
Hemañ ne sko ket war an dervenn.
« Perak ne labourez ket ? » eme Arraiz.
« Aon am eus : ma skoan re uhel, eo gouest va bouc’hal da vont d’an neñv, ma skoan re izel, d’an ifern ; ha n’ouzon dare pehini eo an tosta ? »
« Keit ha keit emaint, an eil hag egile. »
Ar wezenn a voe pilet prestik : kavet en devoa ar pez a glaske.
« Mavailher out ? » eme Arraiz d’an trede.
« E feiz, ya, met n’ouzon dare pe d’eoch pe d’in eo da rei an taol kenta. »
« An dra-ze a zo diouz ma vez an traou. Ma ’z eus eur bod spern e-kreiz tal mestr eun ti, displeg da goñchennou d’ezañ ; mar deo lemm e deod, lez-heñ da drei, hag e kavo ez out eun dezrevellour dispar. »
Setu an trede tra. E-pad an noz, e soñjas Arraiz e oa an tri-mañ an tri a faote skiant d’ezo.
« Mab, » emezañ, « sav ha dic’houzoug an tri-ze. »
Ar mab a ya. An tri labous avat a oa nijet kuit :
« Kae war o lerc’h, ha digas o fennou d’in ! »
Dizale e tigouez ar mab ganto. Ar re-mañ a grog d’en em ganna.
« Perak emaoc’h an eil a-eneb egile ? eme ar mab.
« Hon tad a zo maro, ha da c’houzout piou a susito d’ezañ eo e stourmomp. »
« Petra a zo da susita ? »
Eur wezenn etrezomp hon-tri. »
« Petra a zo d’it enni ? » emezañ d’ar c’henta.
« Kement a zo anezi dindan an douar ha war-c’horre. »
« Ha d’it ? » emezañ d’an eil.
« Kement a zo eeun enni ha kement a zo gweet. »
« Ha d’it ? » emezañ d’an trede.
« Kement a zo glas ha kement a zo sec’h. »
« N’ouzon dare da biou eo. Pehini ar c’hosa ac’hanoc’h ? »
« N’ouzon ket, » eme ar c’henta. « Gouzout a ran ervat en devoa prenet va zad eur vatimantad aotennou d’in, hag o rac’hat va baro em eus uzet anezo holl. »
« Me n’ouzon ket ivez, » eme an eil. « Va zad en devoa prenet eur vatimantad nadoziou d’in, hag uzet em eus anezo holl o tresa va dilhad ganto. »
« D’in-me, » eme an trede, « e oa bet prenet eur vatimantad koñtilli, hag uzet em eus anezo holl o trailha bara da zibri d’am predou. »
« Ma ! n’oun ket evit gouzout, » eme ar mab. « Pehini ar buana ac’hanoc’h ? »
« O ! » eme ar c’henta, « pa vezo ar gorventenn wasa en he gwasa, diskarg eur sac’had pleuñv diwar beg eur siminal, hag o zapin holl a-barz ma vezo nikun anezo war an douar. »
« Kemer eur marc’h daoulammer, an hini gwella, » eme an eil. « Me a lakay pevar houarn d’ezañ e-keit ha ma vezo e dreid en aer. »
« Ma ! » eme ar mab. « D’an diegusa e vezo eta. »
« Me, » eme ar c’henta, « a oa en eun ti pa grogas an tan-gwall ennañ. Ne savis kuit nemet pa voe an tan em roched, goude beza devet va bragou. »
« Me, » eme an eil, « a oa gourvezet war an hent bras. Kezeg a zeue braoik ha ne savis nemet pa voe o zreid o vont war va c’hein. »
« Me, » eme an trede, « a zo bet seiz vloaz noz-deiz gant va gwreg. E-keit-se, en desped d’ar c’hoant a on ennoun, ne drois ket da rei eur bouch d’ezi. »
« E feiz, » eme ar mab, « ret eo d’in mont da gavout va zad da c’houlenn outañ da biou e vezo ar susit. »
Hag heñ da gavout Arraiz, ha displega nec’hamant an tri-ze d’ezañ, hag ar pez a oa abeg d’ar cholori a oa savet etrezo.
« Ranezennou ! » eme an tad. « Digas o fennou d’in buan ! »
Hag heñ war o lerc’h. Int-i her gwelas, hag int-i da guzat en eul leur. Tri den a oa eno o torna.
« Roit ho freilhou d’eomp, ha ni a labouro en ho lec’h. »
« Memes tra avat, » eme an tri-all.
Hag an tri-mañ da gousket. Mab Arraiz o gwel er stad-se hag a zibenn anezo. Hag heñ d’ar gêr.
« Mat, » eme an tad. « Peoc’h hor bezo bremañ… »
Tri mab ar merour a dec’h pelloc’h. Dizale, setu ma lavaront :
« Pell a-walc’h ’zo emaomp an eil gant egile. Deomp pep hini diouz e du. A-benn bloaz e teuimp amañ da gonta ar pez a vezo c’hoarvezet gant pep hini ac’hanomp. »
Unan anezo, Louarn e ano, a ya e kêr. Kenta kristen a wel eno a zo eur c’here.
« Ro d’in eun tamm bara, » emezañ.
« Labour, mar karez, a roin d’it. »
« Mat, ro d’in eur votez d’ober. »
« Dal amañ ler. Labour mat avat. »
Louarn a ra eur votez. Unan-all a zo c’hoaz goude, met eun hanter gwelloc’h eget ar genta.
« Laeret oun ganez, » eme ar c’here. « Penaos e werzin-me eur re voutou disparet ? Deus da zibri evelato. »
Goude lein, Louarn a ra diou votez-all, heñvel-mik ouz an diou genta. Neuze e c’houlenn ouz ar c’here petra eo ar c’hastell a zo dirak an ti.
« Palez an teñzor. »
« Hag aour a zo ennañ, e gwirionez ? »
« Sur mat. »
« Ha n’it ket da gemerout eus an aour-se ? »
« O ! nann ! »
« Ma, koulskoude ! M’ho pefe eun tamm anezañ, e vefec’h kuit-da labourat. »
« Gwir eo. »
« Deomp emberr neuze. »
« Roit daou sac’h d’in, » eme Louarn d’ar wreg.
« D’ober petra ? »
« Da garga aour eus teñzor ar roue. »
« Met ma vezez tapet e vezi krouget ! »
« Ne vezin ket tapet. »
Hag int d’an teñzor, karga ar seier, ha d’an ti.
« Setu daou sac’had aour. »
« N’oc’h ket bet gwelet ? » eme ar wreg.
« Nann sur. »
Antronoz e red ar c’helou eo bet al laer gant an teñzor. Hag ar roue d’e sorser :
« Piou eo al laer ? »
« Emberr e teuio adarre. Lakait eur varrikennad mel dindan pep prenestr e diabarz an ti. Al laer a gouezo e hini pe hini anezo, ha dont er-maez ne c’hello ket. »
E-giz-se e voe graet. Deuet an noz :
« Deomp adarre, » eme Louarn d’ar c’here.
« It, » eme ar wreg, « ha kargit mat ho seier ! »
« D’it eo da vont da genta hirio, » eme Louarn.
« Evel just. »
Hag ar c’here a gouez en eur varrikennad mel.
« Petra eo an dra-mañ, » emezañ.
« Seurt ebet. Chom aze : me a yelo dreist da skoaz. »
Ha Louarn a lamm dreist ar c’here, a garg ar seier hag o stlap bep eil er-maez. Ar c’here avat a ranke chom er varrikenn.
« Tapet oun avat ! » emezañ.
Louarn a grog neuze en e vleo, hag a droc’h e benn ouz ar c’here en eur lavarout :
« E-giz-se den ne ouezo piou out. »
« Piou eo al laer ? » eme ar roue antronoz.
Den ne ouie. Louarn a stlapas penn ar c’here dindan ar gwele. Krial (gouela) a eure ar wreg.
« Ro peoc’h, » eme Louarn d’ezi. « Pinvidik a-walc’h out bremañ emichañs ! hag evit ar pez a sell ouz da waz, me a gemero e blas. »
« Petra ’raimp ? » eme ar roue d’e sorser.
« Eur feunteun a zo e kêr, ha di ez a ar wragez da gerc’hat dour. Pried an den-se a leñvo pa welo korf he gwaz. »
Met ar wreg ne yeas ket davit dour. Louarn avat a gemeras ar c’horf hag her stlapas kuit gant ar penn.
« Petra d’ober ? » eme ar roue antronoz.
« Eur wiz desket hoc’h eus. Kasit-hi da glask ar c’horf. »
Eur soudard kaset da welout pelec’h ez aje ar wiz ne c’hellas ket heulia anezi. Hi avat a voe faoutet he fenn outi gant Louarn.
« Petra d’ober ? » eme ar roue.
« Eun ali a roin d’eoc’h, mar karit, aotrou roue. Dimezit ho merc’h gant al laer ; eürus e vezo hi sur. »
Embannet eo kement-se antronoz, ha Louarn a zimezas gant merc’h ar roue, ha roue e voe war e lerc’h…
E-giz m’o devoa lavaret, ec’h en gavas an tri breur e-lec’h ma oant bet aet an eil diouz egile. Louarn hepken a oa bet chañsus ; an daou-all a oa paour-Job. Louarn o c’hemeras er palez, a eureujas anezo gant bep a briñsez flour, hag o-zri e vevjont eürus e-pad hir-amzer.
Ar Bobl,
ebrel 1906.
Spered-Berr a oa ano eur vaouez. Dimezet e oa houmañ da Douzedig. Eur vuoc’h o devoa, ha setu o holl beadra. Geot ne oa ket ken er park, war an ti ne lavaran ket.
« Kasomp ar vuoc’h war an doenn, » eme Douzedig.
« Penaos ? » eme eben.
« N’eo ket diaes. Krog en he lost, me ’bego en he fenn hag en eun taol, emañ-hi eno. »
Hogen ne oant ket evit ar vuoc’h.
« Me a oar, memes tra. Tap ar vouc’hal d’in. »
Spered-Berr a dap ar vouc’hal, ha distaget eo penn ar vuoc’h diouz he c’horf. Ar penn a zo taolet da beuri. Lezet eo tri devez eno. Neuze e lavar Touzedig :
« N’ouzon dare petra ’c’hoari gant ar vuoc’h, n’he deus debret begad. »
Hag heñ war an ti o soñjal lakaat ar penn en e blas war c’houzoug ar vuoc’h. Ne c’hellas hen ober.
« Maro ar vuoc’h ! » emezañ. « O ! Doue benniget ! Ma ! debromp anezi. »
Hag heñ ha troc’ha ar vuoc’h a-dammou, ha lakaat eun tamm e-kichen pep kaolenn el liorz.
« Friko a vezo ! » emezañ da Spered-Berr.
Hag int da gousket. Antronoz-vintin ez eont d’al liorz. Kaol a zo c’hoaz, kig avat n’eus tamm… Chas a oa er vro, kredabl… Ha Touzedig d’ar park.
« Gra lein Spered-Berr. »
« Yod a vezo. »
« Mat tre. »
Hi a laka ar chidhouarn war an tan. Dour a daol enni. Bleud bremañ ; digeri a ra ar sac’h ; eun dornad er pod. Neuze e krog eur c’houanenn en he gar. Heja a ra he broz hag al loen er sac’h.
« Allas ! allas ! » emezi, « ma kav Touzedig ar c’houanenn er yod e lazo ac’hanoun. »
Hag hi d’al liorz gant ar sac’had bleud. Eur liñser a led war an douar. Hag ar bleud warni.
« C’houanenn vrein ! me az tapo hag az flastro ! »
Diskarget ar sac’h ganti, setu hi da glask ar c’houanenn. Ne gav na c’houanenn na seurt war al liñser. Ar bleud a zo aet kuit war askell an avel.
Deuet Touzedig d’ar gêr :
« Aozet eo lein ? » emezañ.
« N’eus na kig, na bara, na bleud, na seurt. Netra ! »
« Deomp ac’han neuze ha sach an nor war da lerc’h. »
Touzedig a soñje e serrje hi an nor. Hi avat a sachas an nor ganti, e gwirionez, hag he stleja a eure a-hed an deiz-se penn-da-benn, betek an noz du, teñval, kriz, yen, ken a faoute ar vein.
« Deomp er c’hoad da guzat, » eme Douzedig.
Hag int er c’hoad hag azeza e-harz eur wezenn onn.
« Laeron a c’hellfe dont amañ, » eme Douzedig, « laeron hag a laerfe ac’hanomp. Pignomp er wezenn. »
Hag heñ a bign. Hi a bign ivez gant an nor. Eur pennad goude, setu pevar laer o tont. Tan a reont dindan an onnenn da domma. Soubenn a aozont ivez. E-pad ma verv ar soubenn, e niveront an arc’hant laeret en deiz-se. Goude-ze e lakaont an arc’hant en eur sac’h, hag e taolont ar sac’h en eun toull, tost ac’hano…
Spered-Berr a ginnige mouga gant ar moged.
« Ne c’hellan ket derc’hel an nor, » emezi da Douzedig.
« An nor ? » eme hemañ.
« Ya, sachet em eus anezi war va lerc’h e-giz m’ho poa lavaret d’in. »
« Serri anezi eo a felle d’in lavarout. Met diwall bremañ da lezel anezi da goueza, pe lazet e vezimp gant al laeron. »
« N’oun ket gouest ken ! » emezi.
Hag an nor a ruilh d’an traon. Alvaonet eo al laeron, ha spontet na petra ’ta ? Soñjal a reont eo kouezet an diaoul beo warno. Hag int da redek kuit, o zreid ganto dindan o c’hazel, a c’hellit kredi.
Pa ’z int tec’het, Spered-Berr a ziskenn. Dibri a ra he gwalc’h, hag hi ha kana eur ganaouenn flour.
Al laeron, pa ne glevont trouz ebet ken, a lavar d’unan anezo mont da welout petra ’zo. Hemañ a glev Spered-Berr o kana, hag ar big a grog en e skouarn.
« Desk da ganaouenn vrao d’in, koantig, » emezañ.
« Laka da deod em genou, ha me a lavaro va son d’it. P’am bezo echu anezi, e vezo en da benn. »
Ar genaoueg a oa anezañ ! Senti a ra outi, lakaat a ra e deod en he genou. Hi a wask warnañ gant he dent hag an teod a zo troc’het. Hag an den kuit avat. Al laeron-all a zo ouz e c’hortoz.
« Petra ’zo ? » emezo.
Heñ n’eo ket evit respont. Spouronet int hag e tec’hont ac’hano, ha mervel a rejont a redek. Touzedig a ziskenn neuze ivez, a zebr leiz e gof, hag a gan laouen d’e dro. Hag heñ ha mont d’ar guzadenn arc’hant, samma ar sac’h war e gein ha d’ar gêr.
Furaat a rejont o-daou war am eus klevet, re marteze. Touzedig a zeuas da veza Touzer, ha Spered-Berr, Spered-Lemm ha Spered-Flemm.
Doue ra vezo ganto ma ’z int beo c’hoaz, ha gant an holl lennerien ha selaouerien ivez !
Evel-se bezet graet.
Ar Bobl.
ebrel 1906.
Tri den a oa vont d’ar foar. War an hent e tigouezas ganto eur c’houer pignet war gein eun azen, hag ouz lost hemañ e oa eur c’havr, eur c’hloc’h ouz he gouzoug.
« Me ’bari laerez ar c’havr, » eme ar c’henta.
« Me, an azen, » eme an eil.
« Me, dilhad an den-se, » eme an trede.
Hag ar c’hentañ ha distaga ar c’hloc’h diouz gouzoug ar c’havrig, staga anezañ ouz lost an azen, ha kas ar vouchig gantañ. Ar c’hloc’h a son evel a-raok, hag ar c’houer ne oar seurt.
Pemp munud goude e teu an eil.
« Sell ’ta, » emezañ, « perak ac’h eus staget eur c’hloc’h ouz lost da azen ? »
Ar c’houer a dro e benn hag a wel eo aet e c’havr kuit.
« Aet eo va gavr gant eul laer bennak. »
« A ! » eme egile, « ho kavr marteze eo am eus gwelet o vont er c’hoad du-ze gant eun den, tres laer warnañ. »
« Eur c’havr vriz, neketa, baro hir ouz he chiñk ? »
« Eeun, unan e-giz-se. »
« Derc’hel a rafec’h va azen e-keit ha ma vezin o vont war-lerc’h al laer ? »
« Ober a-walc’h. »
Hag ar c’houer kaez d’ar red war-du ar c’hoad, hag an eil laer d’ar red kuit ivez gant an azen.
Pa zeu va den mat en-dro, gavr ebet gantañ, ne gav mui e azen.
« Allas ! » emezañ, « setu me tapet adarre ! Marteze koulskoude n’oun ket. An den-ze a oa skuiz o c’hortoz ac’hanoun hag a zo aet atao. Deomp ivez… »
Tremen a ra e-kichen eur puñs. Eno ez eus eun den o ouela. Hag ar c’houeriad d’ezañ :
« Perak emaoc’h o leñva e-giz-se ? »
« Va yalc’h a zo kouezet er puñs aze. »
« Petra ’root d’in, ha me a yelo d’he zapout ? »
« An hanter eus ar pez a zo enni.
- Pa vezer e tro da goll,
- Gwelloc’h hanter eget holl. »
- Pa vezer e tro da goll,
« Gwir eo. Mont a ran eta, »
Hag heñ a ziwisk e zilhad hag a ziskenn er puñs.
P’emañ er goueled, egile a dec’h, dilhad va den gantañ.
Tapet eo ar c’houer adarre. Penaos e teuas er-maez ha petra a reas da c’houde, an istor n’hen lavar ket. N’ouzon ket kennebeut petra e teuas an tri laer da veza.
Steredenn Boulvriag,
mae 1905.
Gwechall e oa eur wrac’h koz-koz, ha ma vijen bet beo neuze ne vijen ket bet bremañ.
Koz-koz e oa ar wrac’h, met nag hi na gour ne ouie pe oad he devoa.
Eur manac’h hag e vevel a oa o vale eun devez, hag int ha digouezout e ti ar wrac’h.
« Benniget ra vezo an ti-mañ ! » eme al lean.
« Benniget an nep a zeu ennañ ! » eme ar wrac’h.
Hag ar manac’h a mont tre, ha goulenn ouz an hini goz : « Pe oad oc’h ? »
« Abaoe va ugent vloaz. » emezi, « am eus lazet eun ejenn bep bloaz ha taolet plañkenn e skoaz gleiz er solier aze ’krec’h an ti. Kont ar plankennou-se hag e ouezi va oad. »
Hag ar manac’h a lavar d’e vevel : « Pign er c’halatrez, ha gra niver an eskern ! »
Sevel a ra ar mevel er c’hrignol, hag heñ : « N’oun ket evit mont e-barz ken leun ma ’z eo. »
« Ma ! taol anezo en traon hini hag hini, hag e ouezimp pet ’zo anezo. »
Skuiza a eure buan, rak eun hantereur a oa ma tiruilhe eskern ha, war a lavare ar mevel, e oa eno c’hoaz nao gement- all.
« Ma ! » eme ar manac’h d’ar wrac’h, « peogwir oc’h ker koz, hoc’h eus gwelet meur a dra emichañs ? Livirit unan d’in. »
« A galon vat. Setu. Eun devez edon o c’horo ar saout. An heol a oa skedus. A-greiz va labour e welis eur goumoulenn deo o tispaka. Hastomp, a soñjen, hastomp distrei d’an ti pe glebiet e vezin. Hogen, o sellout, n’eo ket glao eo a welis ; eur vaouez ne lavaran ket, eur vaouez ker gwenn hag eun alarc’h war eul lenn. Evel eur barr-avel e tremenas dirazoun ; hag hi a yae buanoc’h eget an avel zoken. Nebeut goude, setu daou gi o redek, daou bez-ki bras, daou droatad teod e-maez o genou. War-lerc’h ar chas eur wetur zu, stag daou varc’h outi. Chom a reont a-sav dirazoun hag eur vouez a c’houlenn ouzin : « N’hoc’h eus gwelet den o tremen ? »
« Eo, avat ! Eur vaouez wenn o nijal buanoc’h eget an avel war-du n’ouzon dare pelec’h. »
« War-du ar Baradoz. Hounnez a zo eur bec’herez hag a zo d’in, diaoul ma ’z oun ! Ma ne vez ket tizet gant va daou gi bras, a-barz ma vezo e toull dor an neñv, ar Werc’hez a choupo anezi ennañ dreist ar voger, ha me, chomet va fri war ar gloued, a c’hello mont da sutal brulu da Venez-Arre. E mod-all e vezo d’in… »
Antronoz, setu an diaoul o tont en-dro.
« C’houitet oun war va zaol, » emezañ d’in.
« Gwell a ze, » a soñjis. « Mat eo, eta, beza devot d’ar Werc’hez, dor ar Baradoz… »
« Gwelet hoc’h eus eun dra bennak-all c’hoaz ? » eme ar manac’h.
« C’houec’h sizun goude beza gwelet an diaoul em boe lizer da vont d’eun interamant. Mont a ris. Ar c’horf maro a oa en eur serch. Pevar den a zeuas, met ne voent ket gouest d’e zibrada. Pevar-all a grogas c’hoaz. Tamm gwelloc’h ne voent. Pevar-all adarre. Hag an arched ne ziloc’he ket ganto. Spontet e voe an holl nemedoun. Ha me goulenn :
» Pe seurt e oa hemañ ? »
« O tiwall deñved e veze. »
« Petra en deus graet ? »
« N’ouzomp ket. »
Ha setu pevar den o tont da lavarout : « Ni hor pevar a gaso anezañ d’an douar ! »
Hag int ha kregi e pep a benn eus an diou vaz-dougen, hag en hent hep goulenn digant den pelec’h kas ar c'horf. Buan-buan e kerzent ha bec’h am boa o vont d’o heul. An dud-all a oa chomet war hon lerc’h, ha ne oa ken nemedoun. Hag ar pevar den o trei war-du ennoun :
« Alo, gagn goz ! dont a ri c’hoaz ? »
« Piou oc’h ? »
« Pevar diaoul, kig hag eskern. Hag an den-mañ a zo d’eomp. »
« Perak ? »
« O tiwall deñved e veze. »
« Gouzout a ran. »
« Met an deñved-se ne oant ket d’ezañ. O gwerza a rae koulskoude, ha mirout an arc’hant. Ha setu perak e teu ganeomp d’an ifern, rak kofes e bec’hed n’en deus ket graet morse. »
Hag eun toull a zigor ; an arched a gouez ennañ : c’houez ar c’hig suilhet a glevan. Skrijal a ran, gwennaat a ra va bleo… Hag ac’han d’ar varn ne varvin ket, siouaz !
Ar Bobl,
ebrel, mae 1906
du hag ar Peulvan ruz
En amzer goz, pell ’zo abaoe, e oa eur roue o chom en hanternoz eus Bro Gerne. Kalz a baotred hag a blac’hed en devoa bet, met mervel a rejont holl, nemet eur mab hag eur verc’h. Ar paotr ne greskas ket eur meutad pa voe paket e c’houec’h miz gantañ, hag en e gavell e rankas chom atao. Ar verc’h a zeuas da veza eur plac’h yaouank koant, hag ar roue, he zad, he c’hare muioc’h eget n’eus forz piou.
Bez’ e oa, e Treger, eur Peulvan ruz ; klevout a eure kelou eus merc’h ar roue ; dont a reas en he bro hag he c’hasas gantañ daoust d’ar roue ha d’ar soudarded. Unnek vloaz e talc’has anezi en e gastell, hag a bep seurt a reas d’ezi. Hi ne felle ket d’ezi dimezi gantañ, hag e talc’has anezi klosoc’h eget biskoaz.
Mantret e oa kalon ar roue. Kinnig a eure hemañ sac’hadou aour d’an hini a dennje e verc’h eus a-dre daouarn ar Peulvan. Den ne c’hellas, rak an taoliou kleze ne raent ket muioc’h a zroug d’ezañ eget ma vije bet skoet gant breunennou plouz. Ar c’haz a zo nao buhez ennañ, lavare an dud : er peulvan e oa nao mil…
Eun deiz, eur vaouez koz a zigouezas e palez ar roue, hag hi d’ezañ :
« Eus a di ho merc’h e teuan, Aotrou Roue. Gant ar Peulvan ruz emañ en e gastell. Eun den hepken a c’hell tenna anezi ac’hano, hag ho mab, ar C’hornandon du, an hini eo. Kit da gavout ar marichal ha livirit d’ezañ ober d’eoc’h eur c’hleze a zaou droc’h. Ho mab a lazo ar Peulvan ruz gant ar c’hleze-se. Setu amañ eur vured : gwad a zo enni, gwad eus va c’halon. Livirit d’ar marichal teurel tri berad war an dir pa vezo ruz… Diskouezit d’in ho mab hag, e-keit ha ma vezin gantañ, it da gavout ar marichal. »
Hag ar roue d’ar marichal :
« Gra eur c’hleze a zaou droc’h d’am mab. Emañ a vont da stourm ouz ar Peulvan ruz a zo e Bro-Dreger. Gant ar Peulvan eo aet va merc’h, bremañ ’z eus eur bloaz warnugent. Va mab a ya d’he zenna eus e skilfou. »
« Mat eo, met ober ne ray ket, nemet tri berad gwad en defe da lakaat war an dir pa vezo ruz, tri berad eus gwad mamm an Dear. »
« Emaint aze, sell ! »
Ar marichal a gemer dir neuze ha, pa ’z eo ruz, e tap eur morzol. Hag heñ d’ar roue :
« Taolit warnezañ, Aotrou Roue, teir beradenn eus gwad mamm an Dear, rak anez ne dalvezfe seurt. An Dear, marteze e ouzoc’h, a zo bet lazet gant ar Peulvan, ha tri berad gwad eus kalon e vamm a zo evit laza ar ruz… »
E-keit-se e oa aet ar vaouez koz e kambr mab ar roue ; hag hi d’ezañ :
« Setu eur bloaz warnugent ’zo m’emaoc’h en ho kavell, ha deuet eo ar mare da denna ho c’hoar digant ar Peulvan ruz. »
« Gwir eo, met hepdoc’h ne c’hellan seurt. »
« Deuit er-maez. Me a zo o vont da cheñch neuz d’eoc’h. Bremaik e tigouezo ho tad gant eur c’hleze a zaou droc’h ; tri berad gwad a zo er c’hleze-se, hag e c’hellit beza dispont rak ar Peulvan. »
Hag heñ er-maez, ker skañv hag eur c’had. E vleo a oa ken du hag eur vran. Abalamour da ze e oa bet anvet ar C’hornandon du. An hini goz a dap eur wialenn vurzudus, a ro tri daol d’ezañ ganti, ha setu heñ e-giz unan-all en e blas.
« N’ouzon dare ken piou oun ! » emezañ.
« Mab ar roue, penn, kil ha troad, ha, da zeiz ar stourmad, me a vezo ganeoc’h… »
Raktal, setu ar roue o tont, ar c’hleze gantañ. Hag heñ d’e gas d’e vab. Digeri a ra dor ar gambr. Goullo eo ar c’havell.
« Pelec’h emañ va mab ? » emezañ.
« Dirazoc’h, » eme an hini goz.
« N’eo ket heñ eo. »
« Me eo, » eme e vab. « Betek va bloaz warnugent e ranken chom e-giz ma oan a-raok. Bremañ, avat, ez eus em izili nerz kant den, ha mont a c’hellan da gerc’hat va c’hoar. »
Hag en hent. Hag e tigouezont e-tal kastell ar Peulvan. Hemañ a wel anezo o tont.
« Piou oc’h ? » emezañ.
« Roue Kerne deuet da glask e verc’h. »
« He gounit a rankot a-barz he c’haout. »
« Va mab a zo amañ d’hen ober. »
Ar Peulvan a zeu er-maez eus e gastell, eur mell kleze gantañ en e zorn. Mab ar roue a denn ivez eus e c’houhin e gleze a zaou droc’h. Ha yao an eil war egile. Teir eur e pad an emgann, hep ma voe gloazet nikun. Ar Peulvan a sav droug ennañ.
« Te eo ar gouesta den bet dirazoun, met laza a rin ac’hanout ! »
Bec’h d’ezañ beza lavaret kement-se, eo faoutet e benn outañ gant mab ar roue.
« Aiou ! » emezañ. « Eur poezon a zo en da gleze, pe kemmesket eo bet gant gwad mamm an Dear. »
An hini goz a zeu neuze : « Me eo mamm an Dear. Skoit eun taol c’hoaz, mab roue, ma vezo lazet an trubard ! »
Graet eo. Ar vaouez koz a dap eur goñtell hag a ziskolp kalon ar Peulvan : « Setu paeet gwad va mab, » emezi.
Ar roue a red neuze d’ar c’hastell hag a zistag e verc’h. Hag houmañ d’an hini goz : « Ho trugarekaat, maouez vat, da veza deuet a geit-all d’am gwelout amañ ha da veza roet eus ho kwad evidoun. Petra ho pezo ? »
« A-walc’h am eus gant kalon ar Peulvan… »
Ar roue a zistroas da Gerne… A-benn eur pennad e timezas e verc’h da vab roue ar Spagn, hag e vab da verc’h roue ar Skos. Friko a voe, e c’hellit kredi… Me a oa just o tremen dre eno en deiziou-se, ha va lod am boe.
Ar Bobl,
mae 1906.
Mamm ar Bihan a oa aet d’ar foar. Eun eur goude, setu eur glaouaer o tont, eun azen du gantañ. Hag heñ da skei war an nor.
« N’eus ket ezomm a c’hlaou ? » emezañ.
« Nann, » eme ar Bihan.
« Glaou ho pezo ? »
« N’am bezo ket ! »
« Mont a ran tre memes tra. »
« Na zeuit ket ! »
« Sell ! eur marmouz eveldout eo a viro ouzin ? »
Ar Bihan a lamm gantañ raktal, a ro eun taol dorn d’ezañ etre e zaoulagad, hag a stlap anezañ dindan treid an azen du. Ar glaouaer a ya droug ennañ o veza ma ’z eo bet ruilhet gant eun tamm tra bitous e-giz-se. Sevel a ra, ha yao war ar Bihan. Hemañ a ro eur flac’had d’ezañ, hag her c’has adarre dindan treid an azen du. Breugal a ra hemañ, ha d’ar Bihan : « Lazet eo va mestr ganez. N’em eus ket keuz d’ezañ, rak bazatet oun bet gantañ meur a wech. »
Souezet eo ar Bihan o klevout eun azen o kaozeal : « Te n’eo ket eun azen ez out ? » emezañ.
« E feiz, n’oun ket. Seiz vloaz ’zo, avat ez eus eun azen ac’hanoun. Diagent e oan mab eun denjentil. »
« Mab eun denjentil ? »
« Kuz ar glaouaer e kreiz ar bern teil ; kae en ti goude hag e livirin va abadenn d’it. »
Graet kement-se, setu an azen :
« Mab oun d’eun denjentil ; bugel mat ha sentus n’oun ket bet. Maro oun gant eun ene du-du d’in ha, paneve d’ar Werc’hez, e vijen bremañ o leski e tan an ifern. Bemdez e lavaren eur Bater hag eun Ave en enor d’ezi, hag hi he deus bet truez ouzin. Goulenn a eure digant he mab beza mat em c’heñver. Heñ a glevas ouz e vamm hag, e lec’h beta striñket en tan, e voe graet eun azen ac’hanoun. Hag e voen roet d’eur glaouaer evit seiz vloaz, nemet lazet e vije araok. Ar glaouaer-se a oa mevel an diaoul beo : me eo am eus roet nerz a-walc’h d’it da zont a-benn anezañ ; met n’eo ket echu gantañ c’hoaz. ’Benn seiz deiz ac’han e savo buhez ennañ adarre, ha disklipa a ray ac’hanout, kig ha eskern, mar bezes-te amañ. »
« Da belec’h ez in da guz ? N’oun ket bet aet morse ac’han, ha ne garfen ket kuitaat va mamm. »
« Ha ne vefe ket gwelloc’h d’it kuitaat da vamm eget beza lazet gant ar glaouaer ha mont da leski da viken en ifern ? »
« Gwelloc’h eo sur. Met n’ouzon ket da belec’h mont. Hogen, peogwir eo te ac’h eus roet nerz d’in da drec’hi war ar glaouaer, te ivez, kredabl, a ouezo pelec’h souchat ac’hanoun, ’ket ’ta ? »
« Anavezout a rez Enezenn al Loc’h ? »
« Va mamm-goz a zo bet eno. Me, avat, n’oun ket. »
« Me a gaso ac’hanout di warc’hoaz da noz. Eur manati a zo dindan an douar en enezenn, hag ennañ ez eus eul lean koz hag a wel ar Werc’hez bep sadorn. Lavar d’ezañ ar pez ac’h eus graet, hag heñ a roio kuzul mat d’it. Gra kement a c’hourc’hemenno d’it : gwelloc’h eo paea er bed-mañ eget paea er bed-all… Gouzout a rez pelec’h emañ ar c’hleuz demdost d’ar c’hastell koz ? »
« Ya. »
« Bez eno da ziv eur warc’hoaz-vintin ; me a vezo eno, ha kas a rin ac’hanout da Enezenn al Loc’h. »
« Hag e vezin. Met ha ma sav buhez er glaouaer ? »
« Maro e chomo, nemet lavarout a rafez da unan-bennak ar pez ac’h eus graet. Ma tiskleriez eun dra pe dra e savo eus e vern teil d’ho laza, te ha da vamm. »
« Ne glevo gour grik ganin. »
Deuet mamm ar Bihan d’ar gêr, hi d’ezañ : « N’eus bet den amañ ? »
« Kristen. »
« Gour ? »
« Eo, eur marc’hadour seier fetis. Seurt n’en deus bet diganin. »
Hag int da gousket. Klemm a ra ar Bihan, e-kreiz e gousk, o soñjal er glaouaer hag en azen du.
« Petra ’zo ? » eme ar vamm.
« Seurt ebet. »
Kousket maro mik e vamm, ar Bihan a ya e-maez an ti hag a gerz betek kleuz ar c’hastell koz. An azen du a zo eno.
« Pare out ? » emezañ.
« Hag ez oun, » eme ar Bihan. « Met nec’het e vezo va mamm vat pa welo na vezin ket er gêr. »
« Tra, tra ! Eur Bihan-all heñvel-poch ouzit a zo en he c’hichen. »
« Mat eo neuze. Ha mont a ran ganez. »
Sevel a ra war gein an azen. Raktal eun tarz-kurun a zo klevet hag eur pez luc’hedenn gwelet. Eur goumoulenn deo a dremen dre zindan kof an azen. Ar Bihan a zo moredet e zaoulagad ha morgousket a ra. Pa zihun emañ e Enezenn al Loc’h, en e sav dirak al lean koz. Hag hemañ d’ezañ :
« Da ober petra out deuet amañ, va mab ? »
« N’ouzon dare. »
« Gouzout a rin dizale. Deus ganin. »
Hag int ha mont eeun dirazo. Digouezet en eur c’hao toullet er roc’hell : « Bremañ, » eme ar manac’h, « kae war bennou da zaoulin, ha lavar piz ha piz d’in kement ac’h eus graet. »
Hag ar Bihan a gont d’al lean ar pez a zo c’hoarvezet gant ar glaouaer. Seiz devez pinijenn rust a zo roet d’ezañ gant ar manac’h : beva e-keit-se gant bara sec’h hepken, ha kerzout, e zaoulin noaz, war ar reier lemm o begou.
« Echu ar binijenn, setu al lean : « Mall eo d’it mont d’ar gêr. »
« N’ouzon ket dre be hent mont. »
« An azen du a gaso ac’hanout. Henoz e teuio d’az kerc’hat. Na lavar da zen out bet amañ. Bez mat ha bev santel avat ! »
« Ar glaouaer ne raio droug ebet d’in ? »
« Nikun. Da azen eo aet e-unan peogwir ne oa ket bet mat e-keñver an hini a zo bet roet d’ezañ. Hag azen e vezo e-pad eur bloaz warnugent. Goude-ze ez ay da ziskuiza da virviken. Kae da gousket bremañ. Pa glevi eur c’hloc’h o son, sav gant an diri. Pa vezi war laez e kavi an azen du ha, betek kleuz ar c’hastell koz, e tougo ac’hanout. Ha benniget ra vezi !… »
Hag an azen du d’ar Bihan : « Kae da gavout da vamm bremañ. Ne ouezo ket eo bet cheñchet he mab d’ezi. »
« Hag ar glaouaer ? »
« Lavaret ez eus bet d’it, emichañs, na c’hell ober netra d’it. Me a vezo ganez bepred. Kemer em skouarn gleiz ar yalc’h a gavi enni : leun e vezo atao. Gra vad gant an aour-se d’ar beorien, d’an emzivaded ha d’an intañvezed, ha buhez hir az pezo, eur maro mat hag an neñv da c’houde. »
Hag ar Bihan d’ar gêr. Ne ouezas ket e vamm e oa bet eur Bihan-all e plas he faotr.
’Benn eiz deiz, ar Bihan d’ezi : « Mamm, n’eo ket hirio emañ foar Gastell ? »
« Eo. »
« Mat, mamm, it da brena eur vuoc’h. »
« Arabat ober goap eus da vamm, pe chañs n’az pezo ket. »
« Goap ne ran ket. Eur yalc’h am eus kavet, ha peadra da brena eur vuoc’h ha traou-all a zo enni. »
« Penaos eo deuet ar yalc’h-se d’it ? Diwall mar dout bet dizonest ! »
« Dizonest n’oun ket bet, met difennet ez eus ouzin lavarout penaos am eus bet anezi. »
« Ma, ro d’in priz eur vuoc’h. »
« Setu aze kant skoed : eur vuoc’h vat ho pezo. »
« Ya. Eur pemoc’h a garfen da gaout ivez. »
« A-walc’h evit eur wech, va mamm. »
Hag ar vamm d’ar foar. Ar Bihan a ya neuze da gofes gant an aotrou person. Hag e tispleg d’ezañ e dro gant ar glaouer hag an azen du, e veaj e Enezenn al Loc’h, e binijenn, e zistro, e yalc’h.
« Petra a vad a rin gant houmañ ? » emezañ.
« Ro d’in talvoudegez eul loen-kezeg evit ma c’hellin mont buanoc’h da welout ar re glañv. »
« Setu. »
« Gwelout a rez an iliz : dizolo eo, freuzet he mogeriou, dare eo da goueza en he foull. Peogwir e chom leun da yalc’h atao, ro d’in peadra da sevel unan nevez. »
« A galon vat. Nebeut ha nebeut, avat, n’ho pezo ken. »
« Memes tra. Bennoz Doue warnout ! Gwelloc’h e kavfen kaout anezo holl dioustu. »
« Setu amañ. »
Hag e tiskarg, hag e tiskarg. Ugent mil lur ; daou gement-all c’hoaz. Hag ar yalc’h a zo leun bepred… Ha dizale eun iliz koant a sav drant e zour dantelezet war-du bro ar stered.
Hag ar Bihan d’ar gêr. E vamm a zo eno, eur vuoc’h kaer ganti.
« Nag eur vuoc’h vat eo houmañ, » eme ar Bihan. « Na laez a vezo da rei d’an dud ezommek. »
« N’eo ket laez dre e zien eo o devo. Me a ray amann hag al laez ribot eo a vezo d’ezo. »
« Laez goroet dioustu (livriz) a root d’ezo va mamm. Ni a zo pinvidik a-walc’h da brena amann. »
« Koll a rez da benn, va faotr kaez. »
« Ne ran ket. E-giz ma lavaran e vezo graet. »
Ha graet e voe. An holl a zeuas da gavout ar Bihan da c’houlenn skoazell digantañ en o ezommou, hag heñ a lakaas eürus an holl.
Mervel a eure e vamm hag heñ a zimezas. Adalek neuze ne voe tamm eürus ebet e galon. E wreg a glevas en devoa eur yalc’h vurzudus, hag a lavaras na vije seder ken a vije ar yalc’h etre he daouarn. Ar Bihan ne felle ket d’ezañ, rak difennet groñs e oa bet outañ lavarout seurt da zen, na rei ar yalc’h da zen. Met hi a c’houlenne anezi noz-deiz, hi a glemme, hi a leñve o lavarout na gare ket he fried anezi. ’Benn ar fin e voe roet d’ezi. Hag hi da Gastell ganti da brena mezer ha seiz ker tre. Met pa zigor ar yalc’h da baea, ne gav enni nemet mein vunut… Droug a ya enni, na petra ’ta.
« Va gwaz en deus graet goap ac’hanoun. Roet en deus d’in ar yalc’had vein-mañ e lec’h ar yalc’h a vez leun atao a aour flamm. M’hen talvezo d’ezañ, nebaon ! »
Hag hi d’ar gêr, hag ober reuz d’ar Bihan.
« Ar yalc’h wirion ? Eur sac’had mein eo ! »
Digeri ar yalc’h a ra ar Bihan. Mein hepken a gav enni. Mantret eo, koll a ra e benn, follet eo. Hag heñ kuit d’ar red. Eur sizun goude e voe kavet e gorf war an aod.
Ar Bobl, mae 1906.
Bretoned, va c’henvroiz ker, selaouit hag e klevot, hag e klevot konta istor Yann Seitek, an hini a lakae triouec’h d’ober naontek.
Bremañ avat, arabat e vezo d’eoc’h kaout droug ouzin ma ne zisplegan ket anezi penn-da-benn ha kraf ha kraf evel m’emañ. Soñjit eo bet savet an heol seiz mil hag eun tri c’hant pemp gwech bennak abaoe ma ’z eo bet marvailhet d’in ! N’eo ket souez, eta, em bije ankounac’haet tra pe dra… Ha neuze, ma ’z eus unan bennak en ho touez hag a oar anezi gwelloc’h eget a ran-me, ma ! n’en deus nemet kemerout e bluenn ha skriva ar pez a zisoñjin, pe lemma beg e deod ha dezrevella anezi flour ha brao, ar pez n’oun ket evit ober.
E Kerne, e Leon, e Treger, e Gwened, pe e lec’h-all, eo e voe ganet Yann Seitek ? Me n’ouzon dare. Ma vijen bet paeron d’ezañ, am bije gouezet, kredabl bras. Met n’oun ket bet.
Evelato, Yannig a oa eur paotrig a-zoare. — me a lavar p’edo c’hoaz en e vailhurou. Koant e oa e-giz eur veradenn c’hliz-mintin, daoulagad glas bleuñv lin en e bennig, diouchotig ker ruz ha plouz ed-du d’ezañ. Heñvel-poch ouz e dad, — pa oa bihan hemañ, evel just — ; fri e vamm en devoa koulskoude.
Lavarout tad, mamm, eo a voe desket d’ezañ da genta, ha, goude-ze, ober « Patris ».
Kreski a eure mat-tre, evel eur blantenn en douar a blij d’ezi.
Met, siouaz ! e-giz daou zen a oa ennañ. A-wechou e veze heñvel-mik ouz e dad, teotet mat an tamm anezañ ; a-wechou-all heñvel-beo ouz e vamm, bec’h d’ezañ ranna daou c’her o veza ma chome luziet e soñjezonou en e spered…
Abredik e voe kaset d’ar skol. Met ne zeskas ket eur seurt en daou vloaz genta.
« Ar skolaer, » eme ar vamm, « n’eo nemet eur mul bras, sur a-walc’h, eun azen gornek, peogwir n’eo ket gouest da blanta eun dakenn netra en da benn. Ma ! Yannig, neuze e chomi er gêr. »
« Mat, va mamm. Na me a zo laouen ! »
« Mat sur. A-walc’h a foñsou brageier ac’h eus kaset da bilhou war ar skinier sot-se !… »
Diouz ar mintin, antronoz, Yannig a oa eur pez fouge ennañ, o c’hoari e-tal e di, p’edo ar vugale-all o vont d’ar skol.
« Deus ’ta, Yann Seitek ! » eme ar re-mañ.
« Seitek hoc’h-unan ! » eme ar vamm, droug en he c’horf o klevout rei an ano-se d’he mab. « Tec’hit ac’halese ! pe eur vaz a bilo war ho chouk ! »
Ne chomas ket an hailhoned da c’hedal ar fest, met kana a rejont pouilh da vamm Yannig. An dra-mañ ne oa ket gwall-vrao avat.
« Yannig, » eme ar vamm, « lavar o fegement d’ezo ivez. »
Yannig o kredi edo er skol ha krog gant eur gentel bennak : « O… fe… ge… ment… » emezañ.
« Ma ! » eme ar vamm, « ar wirionez a oa ganto evit doare. Eur Yann Seitek out, hep mar… Petra ’ri bremañ ? »
« Netra ebet, mamm. Dibri ha c’hoari a-hed an deiz. Set’ aze eur vicher vrao ! »
« Re vrao evelato. Lez da gas ; arabat d’it kredi e chomi d’ober da aotrou amañ. Labourat a ranki pe ober kofig moan. »
« Ma ! mamm, me a labouro. »
« Kae da ziwall ar saout, neuze. »
Ha Yannig a gas ar saout da vaez. Ar c’hi Loull a yeas gantañ ivez avat, na petra ’ta ? Ha Yann hag ar c’hi a c’hoarias harzal o-daou hag, ouz o c’hlevout, ne oa ket aes anaout piou a oa ar paotrig ha piou ar c’hi.
Da vare kreizteiz e teu ar vamm da hopal war Yannig :
« Deus d’ar gêr da zibri da lein. »
« Emaoun a vont dioustu. Petra ’zo ? »
« Yod silet. »
« O ! ma vije bet krampouez viou ! »
A-benn neuze edo ar vamm en e gichen.
« Pelec’h emañ ar Wenn ? » emezi. « Ne welan nemet ar Ruz. »
« N’ouzon dare. »
« Penaos ? Ne ouzout ket ? »
« Nann. »
« War-du pelec’h eo aet »
« N’em eus ket gwelet anezi. »
« Petra e oas oc’h ober neuze ? »
« O c’hoari gant Loull. »
Ha ret d’ar vamm redek e pep tu da glask ar vuoc’h dianket : « Gant ma ne vezo ket aet da vreskin ! »
« Pelec’h emañ ar geriadenn-se, mamm ? »
« Genaoueg a zo ac’hanout ! An dra-ze n’eo ker eur gêr eo. Ha n’ac’h eus ket gwelet morse saout o sevel o lost er vann, o rei taoliou korn d’an ave], o kanna ar c’helien hag o vont kuit d’an daoulamm ruz ? »
« O ! ar Ruz a zo amañ ? »
« Sarr da veg, pez diot ! »
Ha, betek an noz, e c’haloupjont e pep korn, da c’houzout pelec’h e oa aet ar vuoc’h. »
Abardaezi a rae pell a oa, stegnet e oa he mantell zu gant an noz zoken, hag an daou gaez n’o devoa gwelet liou eus ar Wenn. Teñval e oa o fenn, e c’hellit kredi, o tistrei d’ar gêr. Yannig a c’houitelle bep eur mare evelato, e-giz eul labous kavet digor gantañ dor e gaoued. Digabestr e oa bet e-pad an deiz-se ha dinec’h e oa.
« Pelec’h out bet ken diwezat, Janed ? » eme Ber. « Sell, berr eo warnout. Petra ’zo c’hoarvezet, eta ? »
« Kollet eo ar Wenn. »
« N’eo ket. Bez dichal. En he c’hraou emañ-hi hag ar Ruz ivez. Bouetet int zoken… Ha ni, pelec’h emañ hor c’hoan ? Me a zo digor va c’halon fenoz. »
« Abaoe kreizteiz emaoun o foueta an hentou. »
« N’eo ket gwir, tad. Ne oa fouet ebet gant mamm. Ha neuze, n’eo ket an hentou eo a vez fouetet. Ma a-wechou, ne lavaran ket, pa ne vezan ket bet re-fur. »
« Selaou, va mab, poent eo d’it, mall bras zoken, labourat mat er skol hag e kompreni petra eo foueta hentou. Foueta hentou a zo redek kalz war galz a hentou. Foueta arc’hant a vez graet ivez : an dra-mañ a zo forana, dispign kalz. Arabat foueta morse er c’hiz-mañ. »
« Mat, va zad, a-benn eur wech-all, me a ouezo. »
« Alo, Janed, aoz eun dra bennak d’eomp. »
Ha Janed a grog da ficha ar boued.
« Ac’hanta ! paotr. N’out ket bet er pinijenn hirio ? »
« Me n’oun ket bet er skol, va zad. »
« N’out ket bet er skol ? Ha perak ? »
« Ne yelo ken, zoken ! » eme Janed.
« Mat a oa d’it beza lavaret d’in kentoc’h. »
« Me ar vestrez emichañs ! Hag ober a rin a gari ! »
« Koulskoude ne oar ket ar paotr nemeur c’hoaz. »
« Ne ouezo seurt morse gant ar penn moal a zo aze oc’h ober skol ! »
« Eun den mat ha desket eo. »
« Mat ha desket a lavaran-me ivez !… Ha neuze, ar vugale-all a ra Yann Seitek eus ar paotr. »
« Pout a-walc’h eo, a dra sur. Met petra ’ra an dra-ze ? »
« Petra ’ra ? Ne day ken di ! »
« Gra da benn. N’eo ket amañ e tiseitego Yann, koulskoude. Gwaz a ze evidout diwezatoc’h ! Me ne badin ket atao, hag e weli petra eo noilha ar vugale, moumouna anezo, ober kamambre d’ezo. Te eo a baeo da froudenn. »
« Mat, mat, hag e paein ! Ne vern petra ’c’hoarvezo ! »
« Mar bez glao e c’hlebo, gwir eo. Met keuz az pezo. Ha keuz diwezat ne dalv ket. »
« Keuz pe zigeuz, Yannig a chomo er gêr hag a chomo … »
Koan a zo graet ha debret, hag ez a an dud da gousket.
Deuet en oad, e voe kaset Yannig d’ar c’hatekiz. Korbellet e voe dioustu er bloavez kenta. N’eo ket souez kennebeut, avat. Setu darn eus e respontou :
« Pet person a zo en Dreinded ? »
« Nikun. »
Gwir e lavare koulskoude, rak, e chapel an Dreinded, n’eus na person na kure.
« Pelec’h emañ Doue ? »
« E ti va zonton Fañch an Añsien, war ar pres bras (an armel vras) ha amaret e gof gant eur gorden. »
Dirolla a reas ar vugale-all da c’hoarzin. Yannig a lavaras neuze :
« N’eo ket gwir marteze ? Baro hir en deus zoken. O ! her gwelet mat am eus disul, pa oan bet gant va mamm e ti va zonton !… »
E feiz ! eur skeudenn d’an Tad Eternel a oa war an armel, e ti Fañch.
« Peur eo maro Jezuz-Krist ? »
« N’am boa ket klevet e oa bet klañv, zoken ? »
« Mat, va faotr, » eme ar beleg, « yod az pezo evit da bask. »
Ha Yannig a ouele forz en eur vont d’ar gêr. Pa voe en em gavet eno, e c’houlennas e vamm outañ :
« Perak emaout o leñva kement-se ? »
« Lavaret ez eus d’in em bezo yod (e vezin korbellet). »
« Hag abalamour da betra ? »
« Goulennet ez eus bet diganin pe da vare eo maro Jezuz-Krist. Hag em eus respontet ne ouien ket. »
« E fec’h, me n’ouzon ket kennebeut. Mont a rankan da gavout ar person, ha me ’welo ! »
Ha Janed d’ar presbital.
« N’emañ ket ar person amañ ? » emezi d’ar vatez.
« E Kerwern emañ. »
« Pegeit e vezo eno ? »
« Keit ha ma vezo laosket gant Doue, kredabl. »
« Ha koll a rez da benn ? »
« War va diouskoaz emañ bepred, a gav d’in. »
« N’eo ket an dra-ze am eus c’hoant da lavarout. »
« Gouzout a ran. »
« Met c’houi, petra ’livirit ?… N’ouzon dare. »
« Gouzout mat. »
« Ne ran ket. »
« Ma ! setu amañ. Ar Person a zo o chom e Kerwern. Kompren a rit ? »
« Petra ? N’emañ ket amañ ken ? Me a soñje d’in edo amañ ar presbital, koulskoude. »
« Hag emañ ivez. »
« Neuze ? »
« Ar Person n’emañ ket amañ. An aotrou person ne lavaran ket. »
« Ganeomp-ni, du-mañ, n’emañ ket ar c’hiz da lavarout an aotrou person. »
« Kemerit ar c’hiz, mar karit, pe ne welot ket anezañ. »
« Mat. C’hoant am eus da gaozeal eur pennad gant an aotrou person. »
Ha Marc’harid a c’halv ar beleg. Hemañ a ziskenn raktal. A-zindan e voned e tispak e vleo ker gwenn hag an erc’h.
« Ac’hanta, Janed ? » emezañ, « petra ’zo a nevez ? »
« N’oun ket kontant ! »
« Hañ ! ar paotrig, kredabl ? »
« Ya, lavaret en deus d’in n’en devo ket e bask. »
« Ne c’hellan ket ivez, ez-leal. »
« Perak eta ? »
« Kompren, ne oar ket eur seurt. Pa c’houlennan outañ pet person a zo en Dreinded, e lavar n’ez eus nikun. »
« Feiz, aotrou person, n’ez eus hini kennebeut, avat, her gouzout a rit. A-hend-all ne vefe ket ret d’eomp dont d’ar vourc’h d’an oferenn… »
« E chapel an Dreinded n’eus person ebet sur. Met n’eo ket an dra-ze eo. Hag e mister an Dreinded ? »
« Hañ ! ha me am bije soñjet ? »
« Emichañs ! Er c’hatekiz edomp ha n’eo ket e lec’h-all, na petra ?… Ne oar ket ivez pelec’h emañ Doue. »
« E pep lec’h emañ. »
« Te a oar evit doare… Pe da zeiz eo maro Jezuz-Krist ? »
« N’ouzon dare avat. »
« Yannig ne oar ket ivez. »
« N’eo ket souez, aotrou person, na oufemp ket. Soñjit pegeit emaomp diouz ar vourc’h, ha pell diouz an hent bras. Du-mañ ne zeu den, ha rak-se ne glevan ket ar c’heleier. C’houi n’eo ket diaes d’eoc’h sur. Lenn a rit ar c’hazetennou hag e klevit an traou e-giz-se. »
Rankout a reas an aotrou person moustra war ar mousc’hoarz a oa savet war e vuzellou.
« Ac’han d’ar bloaz a zeu, » emezañ, « en devezo bet amzer Yannig, marteze, da zeski e gatekiz, ha neuze e raio e bask. »
« Ma, aotrou person, » eme Janed.
Ha Yannig a voe ret d’ezañ gortoz eur bloaz pe zaou.
Eun nebeud deveziou goude, e teuas eur beleg da welout an aotrou Person. Er c’hloerdi e oant bet o studia asamblez. Tremen a eure dre gichen ti Yannig. Met ac’hano ne ouie ket war be du trei. Daou hent a oa dirazañ, dour enno o-daou. Hag heñ a oa war varc’h.
« Paotrig, » emezañ da Yannig, « ha bras eo an dour amañ ? » « N’ouzon darn. Houidi va zad ne deont e-barz nemet betek o c’hof. » « Orin (hailhon) a zo ac’hanout ! » eme ar beleg. « Dre be hent ez aer d’ar vourc’h ? » « Me a ya penn-da-benn dre war-c’horre ar c’hleuz. »
Ha ne c’hellas ket ar beleg tenna ger-all ebet digant an amparval.
A-benn eur pennad, e lakaas ar vamm eur verc’h er bed.
« Pelec’h eo bet kavet ? » eme Yann.
« En eun neiz pig, er c’hoad bras aze. »
Ha Yann a furchas an neiziou pig da glask c’hoarezed-all.
Tri bloaz war-lerc’h, an tad, mañsoner eus e vicher, a gouezas diwar eur voger hag a voe lazet mik.
« Ma, Yannig, » eme ar vamm, « klevet ac’h eus da dad o lavarout alies :
Ne zeu tamm boued.
Rak-se eo mall d’it mont da zeski eur vicher. »
« Pe seurt micher, mam ? »
« Pe hini a blij d’it ar muia ? »
« N’ouzon dare. »
« Kae da gousket fenoz ha gra da soñj en da wele. »
Antronoz-vintin e c’houlenn ar vamm :
« Petra ’vezi, Yann ? »
« Me ’garfe mont da laer. »
« Ya, met ha mar bezes tapet ? E vezi kaset d’ar bidouf. »
« O ! me a ouezo en em denna. »
« Ha gant piou ez i da zeski ? »
« Gant va faeron. »
« Gwir eo. Kemerout a ray ac’hanout hep mar. »
Ha Janed da gavout ar paeron, Yann e ano. »
« Demat d’it, Yann, » emezi.
« Ha d’it, Janed. Penaos ez a ar bed du-ze ? »
« Disterik a-walc’h avat, abaoe maro va faour-kaez Per, Doue d’e bardono ! »
« Ha va filhor, penaos emañ ? »
« Braoik emañ. Hag, eeun hag eeun, da gomz ganez diwar e benn oun deuet d’az kavout. »
« Mat avat. »
« Brazik eo dija. »
« E feiz, ya. Ha poent eo d’ezañ ober eun dra bennak gant e bevar ezel. »
« E-giz ma leverez. »
« Ha petra emañ en e soñj beza ? »
« Plijout a rafe d’ezañ dont davedout da zeski beza laer. »
« Ne ray ket morse eul laer mat. »
« A gav d’it. »
« Re-amlavar eo. »
« Ne vet ket atao. Ha bez dienkrez, ijin a zo en e benn, mantrus. N’eo ket fougeal gantañ eo a ran. Ar wirionez eo ha netra ken. »
« Mat. Kredi a ran ac’hanout. Digas anezañ d’in ’ta neuze, warc’hoaz kenta, war-dro serr-noz. Raktal e krogo gant al labour. »
Ha Yannig dont da di e baeron.
« Kleo, filhor, » eme hemañ, « bez didrouz atao, tap mat da grog pa gavi tro, ha, mar bezez paket, arabat va diskulia nag ar re a vezo ganin. Bremaik ez aimp da Gêrlogod da laerez eur vuoc’h. »
« Ac’hanta, Yann ? Erru out ? N’out ket pare c’hoaz ? » eme eun nebeud tud e toull dor ti Yann.
« Deuit tre, mignoned. Digouezet eo va filhor amañ da zeski ar vicher ganeomp. Triñkomp gantañ da lavarout yec’hed mat d’ezañ hag evit m’hor bezo chañs vat. »
« Chañs vat ! » eme ar re-all o lakaat ar gwer da steki.
« Eun tamm a baotr a zo eus da filhor. Enor a ray d’it. »
Hag int da Gêrlogod. N’eus goulou ebet war enaou. Kousket eo an holl ker sioul ha tra. Dibrenna dor ar c’hraou n’eo ket diaes hag ar vuoc’h a ya ganto hep leuskel eur vlejadenn. Mont a reont d’eur c’hoad hag unan anezo, kiger eus e vicher, a laz al loen gant eun taol bouc’hal war e vailh, e-kreiz e dal. Diskroc’henet eo en eur par berr ha graet pevar damm anezañ.
« Mat, » eme Yann, « ha lod va filhor ? »
« Gwir eo, » eme an tri-all.
« Dal, » eme ar c’higer da Yannig, « kas ar c’hroc’hen ganez. Daou skoed a dalv ha n’eo ket fall d’it evit ar wech kenta. »
« Ho trugarekaat, » eme Yannig.
Hag heñ kuit.
« Lakaomp bep a gorniad bremañ, » eme ar re-all, « pa ’z eo aet ar furlukin-se en e dro. »
Yannig, avat, a soñje :
« E-giz-se eo e vez graet ? C’houi a gred d’eoc’h oun diot. Bet oun bet, ne c’hellan ket nac’h, met dic’henaoueget oun, ha m’hen talvezo d’eoc’h. »
Ac’hanta, va zud vat ! Petra a gav d’eoc’h a reas Yannig ? Mont da damall ar re-all d’an archerien ? O ! tra ! selaouit hag e ouiot :
Pa voe aet eun tammig larkoc’h, setu Yannig o leda kroc’hen ar vuoc’h war eur bod spern hag o lopa warnañ gant eur vaz, endra ’c’hell, en eur youc’hal a-bouez penn : « Forz va buhez ! truez ! forz va buhez ! N’eo ket me eo ! » emezañ adarre gant e vouez-all.
Hag en eur cheñch e vouez : « Petra ? N’eo ket te eo ? »
« Forz va buhez ! Nann ! nann ! n’eo ket me eo ! » emezañ adarre gant e vouez-all.
Ha kerkent : « Piou eo ’ta, neuze, marmouz a zo ac’hanout ? »
« Va faeron eo. »
« Ha piou eo da baeron ? »
« Yann ar Gêrlosket. »
Ha Yann neuze d’e gamaraded :
« Ar sac’helleg bihan ! ar mec’hieg ! Emañ tapet ! Ne glevit ket ? »
« Eo, avat, » eme ar re-all.
« Forz va buhez ! forz va buhez ! » a hope, a yude Yannig, en eur skei war-bouez e zivrec’h war ar c’hroc’hen. « Du-ze emaint, er c’hoad aze, e-tal ar waz… »
« Tec’homp buan ! » eme Yann hag e genseurted.
Hag int d’an daoulamm etrezek ar gêr.
Pa soñj da Yannig en deus blejet a-walc’h, ez a d’ar c’hoad. Kavout a ra eno ar peder garterenn-gig. O samma a ra ha d’ar gêr ganto.
« Alo ! mamm, » emezañ, « setu amañ kig evit eur pannad brao. »
Hag heñ ha konta e droiad.
« Ac’hanta ’ta ! » eme Janed. « Me a ouie a-walc’h e vijes diseiteget mare pe vare ha setu deuet ar c’houlz. Heñvel out bremañ ouz da dad. Hennez a oa eur orin a zen hag a ouie deski an dud da strana. Sell ! setu me distagellet ivez. O burzud ! ne c’hello den kompren eur seurt tra !»
« Va zad a ouie troiou ? » eme Yannig.
« Ya, kleo :
Eun devez e teuas tud da breda ganeomp. Neuze ez ae mat an traou amañ.
Kalet e oa ar c’hig evit doare, hag unan-bennak a lavaras :
« N’em eus ket a zent mat. »
« Petra ? » eme da dad. « N’hoc’h eus ket a zent ? Kit d’ar baradoz da glask : eno e kavot n’eus forz pegement hag ouspenn, ha re vat eus an dibab c’hoaz. »
« Er baradoz ? » eme egile, nec’het an tamm anezañ.
« E pe lec’h ken ? » eme da dad. « N’eo ket sent eo a vank eno, atao sur ! »
« N’eo ket sent eo a lavaran-me, dent eo. »
« Daoust hag e ouien, » eme da dad, » pe sent pe dent eo a felle d’it ? Lavar fraez eur wech-all : Va dent n’int ket mat. »
Egile a intentas mat a gav d’in, rak abaoe ne glemmas ket diwar-benn ar pez a veze roet d’ezañ amañ.
« Mat a oa graet d’ezañ, » eme Yannig.
« Eur wech-all, » eme Janed adarre, « e c’hoantaas unan-bennak goapaat Per abalamour ma oa born ! »
« Petra ’fell d’it ? » eme da dad oc’h ober eun hej d’e ziouskoaz.
« Born divalo-mez ! » eme egile.
« E fec’h, born oun en diavaez : te, avat, a zo born en diabarz. Ma ’z oun born a gorf, te ’zo born a spered ! »
« Mat tre ! » eme unan—all. « Setu aze kas an dorz d’ar gêr, hag a zoare !… Evelato, n’eo ket brao beza born. »
« Perak eta ? » eme Ber.
« Ne welez ket kement hag ar re-all. »
« Klaoustre e welan diou wech muioc’h egedout-te ? »
« Klaoustre na rez ket ? »
« Pegement ? »
« Ugent skoed. »
« Re eo, rak koll a ri. »
« Tra ! Tra ! »
« Mat. Da zorn em hini… Lavaret em eus e welan diou wech muioc’h egedout. »
« Ya, ha me a lavar ne rez ket. »
« Mat. Pet lagad mat a welez em penn ? »
« Feiz ! unan ivez ’ta. »
« Mat, ha me a wel daou d’it. Ac’hanta ! ne welan ket diou wech muioc’h egedout ? »
« O ! » eme agile, « an dra-ze n’eo ket c’hoari eo ! »
« Gounezet en deus Per, » eme an holl.
Hag e rankas egile rei ugent skoed.
« Hañ ! hañ ! » eme Yannig, « flemmet e oa bet hennez avat ! »
« Ya ’vat, va faotr, ha da dad a lavare c’hoaz : « C’houi a gav d’eoc’h eo enorusoc’h kaout daou lagad eged unan hepken. Ha, koulskoude, pet lagad en deus an Aotrou Doue ? Unan hepken. Hag an heol ? unan ivez.
» Hag aesoc’h eo d’eoc’h gant daou lagad e lec’h unan ? Tra ! Pa ’z it da denna gant ho fuzul, e serrit eul lagad. D’in n’eo ket ret ober. Hag ouspenn, evit mervel, em bezo eun hanter nebeutoc’h a boan egedoc’h. C’houi ha pezo daou lagad da serri ha da goll, e lec’h me n’em bezo nemet unan. Hag eun hanter nebeutoc’h a geuz a vezo d’in-me : ne vezo nemet eul lagad nebeutoc’h war an douar ! »
« Daoust d’ar pez a lavare da dad, Yannig, keuz bras am eus d’ezañ. Met bremañ, avat, oun laouen, rak te a gavo boued d’in ha d’az c’hoar. »
« Keit ha ma c’hellin, » eme Yannig.
Ha fest a zo ganto da vare koan, hag al lodenn vrasa eus ar c’hig lakaet da salla…
Ne badas ket atao ar c’hig bevin, ha setu ma lavaras Janed d’he mab : « Poent eo d’it mont adarre, paotr ! N’eus begad ken er bailh. »
« Ya, mamm, met va faeron a zo droug ennañ ouzin. »
« Mont a rin d’e gavout ha kemerout a ray ac’hanout adarre. Te, avat, sach ganez gwella ma c’helli. »
Aet eo Janed.
« Ac’hanta ? » eme Yann d’ezi, « ha va filhor, al lorgnez a zo anezañ, ha pare eo ? »
« Emañ divac’hagn adarre, ha c’hoant en deus da zont d’az kavout en-dro. »
« Biken avat. Ha ret e oa d’ezañ pa oa bet paket, blejal kement ha ma rae ? N’eo ket bet diskroc’henet ganto, koulskoude ? »
« M’az pije gwelet ivez, Yann, e pe stad truezus e oa lakaet ar paour-kaez paotr. »
« Ha perak tamall ac’hanoun-me ? Evit ma vezo lakaet an hu warnoun ? »
« Ne oa ket desket mat c’hoaz ivez, Yann. Soñj e oa an dro genta d’ezañ. »
« Gwir eo. Lavar d’ezañ dont emberr ’ta, neuze. »
Ha Janed d’ar gêr, laouen, na petra ’ta ? gant ar soñj da gaout friko adarre.
« Alo ! va faotr, kae ha gra labour vat. »
« Bezit dinec’h, gouzout a ran bremañ an tu. »
Ha Yannig en hent, ken seder hag eun tred.
« Erru ’oas ? » eme ar paeron gwall-zichek. « Diwall ober evel ar wech-all pe e vezi dic’houzouget ganin ! »
« O ! sioul e vezin en dro-mañ. »
« Ya, ha dreist-holl n’ankounac’ha ket kement-mañ : arabat d’it diskulia piou a vezo ganez. Klevet ac’h eus ? »
« Intentet mat ha lakaet doun em penn. »
« Gwell a ze. Eun taol fin a zo da ober warc’hoaz da noz : laerez pemoc’h an aotrou person. »
« Pemoc’h ar person ? » eme Yannig.
« Ya da ! hag aon az pefe ? »
« Pell emañ aon diouzin. Ar c’hontml beo zoken. Kasoni am eus ouz ar person abalamour ma roas yod d’in evit va fask kenta. Ha laouen e vefen o kaout krog diwar e goust. »
Pa voe deuet an noz, setu Yann, Yannig hag an tri-all o vont war-du ar presbital.
« Te, Yannig, a raio da daol-esa, an dro-mañ. Te eo a yelo da gerc’hat ar pemoc’h. Mir outañ da soroc’hal re, avat ! Penaos emaout e soñj dont a-benn euz da daol ? »
« N’eo ket diaes. N’em bezo nemet laza mik al loen war al lec’h dioustu. »
« Ya, met gwic’hal a c’hellfe hag e vefe klevet. Abalamour da ze ez ay Job amañ d’an iliz, da vralla kloc’h an Añjeluz. Souezet e vezo an aotrou person hag e kerzo da welout petra a vezo c’hoarvezet. E-keit-se e ri da daol ha ni, chomet e-harz an nor d’az gedal, a yelo da rei an dorn d’it. Intentet eo ? »
« Ya, ya. » eme an holl.
Divarc’het eo an nor, ha setu Yannig er porz ha, goude, er c’hraou. Ki ebet ne harzas, rak ne oa nikun. Ne felle ket d’an aotrou person o dije bet aon an dud o tont d’e welout.
Kerkent, setu ar c’hloc’h o seni.
An aotrou person her c’hlevas hag a sellas ouz e vontr, ouz sklerijenn eun elumetezenn.
« Sell, » emezañ. « an Añjeluz, ha n’eo nemet div eur c’hoaz. Kollet eo e benn gant ar c’hloc’her. »
Dihunet e voe ar vatez ivez hag e reas trouz en he c’hambr.
« Marc’harid, » eme an aotrou person, « kae da welout petra ’zo. »
« O ! ne dan ket, aotrou person ! Me ’m eus aon ! »
Ha dao-dao war an nor.
« Goulenn piou a zo aze da vihana ! »
« Piou a zo aze ? » eme Varc’harid, en eur zigeri ar prenestr.
« Me. »
« Piou ? »
« Me, ar c’hloc’her, petra ? Digor buan d’in, al laer a zo en iliz ! »
Hag e tilamm ar sakrist da gavout an aotrou person.
« Petra ’zo Lom ? »
« Eul laer en iliz, aotrou person ! »
« Kae d’e dapout ’ta ! »
« Re a aon am eus. Ha ma lazfe ac’hanoun ? »
« Laza ac’hanout a lavaran-me ivez ! Kae buan ! »
« Ne dan ket va-unan. »
« Marc’harid, kae gantañ. »
« Ne dan ket, aotrou person. Petra ’ray al laer-se d’in-me ? »
« Me n’oun ket evit mont kennebeut. Eur c’hard-eur e vefen o wiska va dilhad ha kement-all o vont ac’halen d’an iliz. »
« M’ho tougo war va diouskoaz, aotrou person, » eme ar c’hloc’her.
« Memes tra, Lom. »
Ha setu Lom hag an aotrou person, an eil war gein egile, ha Marc’harid o vont etrezek an Iliz. E-kichen dor ar presbital e laoskas an aotrou person eun tenn-pistolenn. Ken strafuilhet e voe Yann hag e zaou genseurt gant an trouz ma tec’hjont buan kuit. Job, o klevout trouz er vered, a zeuas er-maez eus an iliz hag a c’houlennas : « Ac’hanta ? Ha lart eo ? »
Spontet e voe ar sakrist hag e laoskas an aotrou person da goueza diwar e chouk, en eur lavarout : « Evel m’emañ emañ ! Lart pe get, truez ouzin ! » Hag e semplas, ha Marc’harid ivez. Ne oa ket an aotrou person evit fiñval, rak sammet e oa gant an urlou.
War gorf e roched edo ha Job a dostaas outañ, o soñjal e oa heñ ar pemoc’h bet digaset betek eno, a-benn neuze, gant e vignoned.
« Treut a-walc’h eo, » eme Job, en eur deutal d’ezañ e gostezennou. « Petra ? en eur sac’h eo lakaet ganeoc’h ?
« Petra fell d’it, va mignon ? » eme ar beleg.
« O ! an aotrou person ! » eme Job. Hag e semplas ivez.
A-benn neuze en devoa Yannig lazet ar pemoc’h. O welout na zeue den d’e sikour, e sammas al loen maro ha yao gantañ d’ar gêr. Skampet e oa ar re-all kuit, hag e skarent bepred. Job d’ho heul, rak deuet e oa e anaoudegez d’ezañ en-dro…
Antronoz edo Yannig e ti e baeron…
« N’eo ket deuet hon tro da vat ganeomp an taol-mañ, » eme Yann. « Arabat koll kalon daoust da ze. Warc’hoaz emañ foar Lukaz ha, war am eus klevet, e tle Stevan ar Gêroued mont da werza diou gazeg. Kezekenned mat eo ar re-ze. Hag an arc’hant en devezo Steven evito, arc’hant bras hep mar ebet, rak mat kenañ ez a war al loened, a rankimp da gaout. Gouzout a raimp pelec’h e lakay e arc’hant da c’horren hag, e-keit ha ma vezo kousket, e tapimp ar yalc’h hag e vezimp pinvidik evit eur pennad brao. »
« Mat sur, » eme ar re-all.
Goude merenn vihan, setu Yann hag e filhor e ti re ar Gêroued. Ne oa gour eno.
« Pignomp war-c’horre ar gwele-kloz aze, » eme Yann.
« Ac’halese e welimp hag e klevimp pep tra, hep beza gwelet hon unan. »
Diwar an neo e savont war ar gwele.
« N’eo ket brao beza amañ, paeron, » eme Yannig.
« Gwir eo, filhor, met soñj en aour a gavimp amañ a-barz pell. »
« Va Doue ! n’oun ket gouest da badout amañ gant an irvin. Setu aze eur c’hiz ivez avat, lakaat irvin war ar gweleou ! »
« Peoc’h ! emañ an nor o tigeri. »
« Ar wreg eo, kredabl. »
« Ar wreg eo. »
« O vont d’ober petra emañ-hi ? »
« Serr da veg ’ta, amboubal ! »
« Ha ! eur pod a zo war an tan. Soubenn, kig ha farz. Emañ o tenna ar sac’h ez-maez. Pebez c’houez vat ! »
« Ro peoc’h, filhor. A-benn ar fin e vezi klevet. »
« O ! ne vezin ket. »
En em gavout a ra ar vevelien en ti hag ez eont da azeza ouz taol.
« N’eo ket digouezet an ozac’h c’hoaz ? » eme unan anezo.
« Nann, n’eo ket c’hoaz ; hogen ne zaleo ket mui pell-bras. Sellit emañ erru. »
Raktal e voe klevet : « Noz vat d’eoc’h holl. »
« Ha d’eoc’h, Stevan, » eme ar re-all en ti.
« Mat eo bet ar foar ? »
« Mat dreist. »
« Kalz kezeg a oa ? »
« E-leiz. »
« Gwerzet hoc’h eus, evelato ? »
« Ya, ha gwerzet mat zoken. »
« Pegement ar gazeg c’hlas ? »
« Nao c’hant lur. »
« Ac’hanta ? paeron, » eme Yannig, « setu aze arc’hant deomp. »
« Hag an hini rouan ? » a c’houlenne ar wreg.
« Unnek kant lur. »
« Foar vat sur, » eme an holl.
« Ya, ya ! » eme Yannig, « foar vat d’in-me ! O ! o ! paeron, nao c’hant hag unnek kant a dle ober daou vil, neketa ? »
« A zo gwir. Met tav ! »
« Alo ! Stevan, » eme ar wreg, « laka da arc’hant aze ha debr da goan. »
« Vad a ray d’in, rak hep tamm emaoun abaoe ergentaou. »
« N’ac’h eus debret begad ? »
« Griñsenn. »
« Nag evet kennebeut. Eun den mat a zo ac’hanout. »
Lavaret ar pater, e stagont gant o c’hoan. Unan eus ar vevelien a ranke beza war yun abaoe eiz deiz, hep mar ebet, rak kement a lonke ma ne c’helle ket Yannig mirout da c’hlabousat : « Ar marlonk divalo ! Pegen digempenn e tebr ar pemoc’h ! »
« Rei a ri peoc’h, glapez ! » eme Yann, « pe, a-hend-all, e c’hoarvezo ganeomp adarre e-giz derc’hent dec’h gant pemoc’h an aotrou person. »
« Amañ eo taolet ar yalc’h, war ar gwele dindanoun. »
« Serr da vilin ’ta ! »
« Mat, ne livirin grik ebet ken. »
A-barz ma voe echu ar pred, e oa aet skuiz Yann war e gof hag e klaskas trei. Hogen, darn eus an irvin e voe darbet d’ezo ruilhal d’an traon.
« Yannig, laka da droad da herzel ouz an irvinenn-mañ da goueza. »
« Ya, va faeron. »
Met, e lec’h senti, e taolas Yannig an irvinenn war leurenn an ti.
« Genaoueg ! » eme Yann. « Emaomp diskuliet ganez ! »
Ha Yann da zilammat kuit, ken prim ha tra, diwar lein ar gwele.
« Al laer ! al laer ! » eme an holl.
Hag int d’ar red war e lerc’h, er-maez eus an ti. « Harz al laer ! harz al laer ! » emezo. Hag ar vamm-goz ivez d’o heul eus ar gwellika ma c’helle. Neuze e tiskennas Yannig ivez diwar lein ar gwele-kloz, e tapas peg er yalc’h hag e troc’as gant an hent evel ma ouie ober a-wechou.
« Ha paket eo ? » a c’houlennas ar vamm-goz.
« Ya, ya ! » eme Yannig.
Ne oa bet tapet laer ebet ha laouen bras e oa Yannig gant e zaou vil lur. Diwar neuze ne deas mui war-dro e baeron. Gwir eo e lavare hemañ groñs n’her c’hemerje ken da vont gantañ, peogwir ne oa mat nemet da… bemoc’ha ar stal bep tro.
Mat a yae ar bed gant an holl e ti Yannig. Laerez ha laerez a rae hemañ atao, hogen, bremañ avat, edo war e gont e-unan.
Pemp pe c’houec’h vloaz diwezatoc’h, e oa deuet Yannig da veza eur paotr yaouank ouesk ha gwevn an tamm anezañ.
« Asa, mab, » eme ar vamm, « daoust ha n’eo ket mall d’it dimezi ? Aet oun koz ha poent eo d’in kaout unan bennak d’am sikour. »
« Dimezi, mamm ? Gant piou ? »
« A-walc’h a blac’hed yaouank flour a zo dre aze. »
« Pehini anezo a gemerin. »
« An hini a garez ar muia. »
« Ma, gant va c’hoar e timezin neuze, rak hi eo a blij ar muia d’in. »
« Gant da c’hoar, diot ?… Ne zimezer ket etre kerent ken tost ! »
« Nann ? Ha va zad ha c’houi, ha n’oc’h ket bet dimezet ? Piou a oa tostoc’h egedoc’h ho-taou, koulskoude ?
Dirolla a eure ar vamm da c’hoarzin, na petra ’ta ! War bouez poania a-walc’h e roas da intent da Yann e oa e dad hag hi deuet da veza ker nes an eil d’egile nemet en eur zimezi. Rak kent ne oant na kar na par.
Ha Yann a eureujas. Ne cheñchas ket buhez evit se. Kenderc’hel a eure da laerez gwasoc’h-gwasa. E-keit-se e varvas e c’hoar. Neuze e kuitaas e vamm.
« O va mab, » eme houmañ, « bremañ, pa ’z eo aet da c’hoar diganeomp, e teuez d’am dilezel ! Doue, bet servijet ker mat-all ganti, n’az pennigo ket… Disoñjet ac’h eur ar pevare eus e c’hourc’hemennou ? »
« Ar pevare gourc’hemenn ? »
Ya : « Da dad, da vamm a enori
- Ha da vuhez a astenni. »
« Petra, va mamm ? C’houi eo a lavar an dra-ze d’in ? Piou ’ta a zeskas d’in ober fae war ar gourc’hemenn kenta ? Piou a rae goap ouzin-me, o kunuc’ha hag a lavarout ne oa ket graet ar gourc’hemenn-se evit ar baotred ? Ar seizvet n’eo ket graet evidout kennebeut, emezoc’h. N’ouzon dare perak e virfen ar pevare, neuze ! »
Ha Yann kuit diouz e vamm. Berr e voe ar stal ganti da c’houde hag e teskas e-giz-se, diwar he c’houst he-unan.
Da nep a ro kenteliou fall.
Hiviziken ne voe ket a-walc’h da Yann laerez nemet evit dastum hepken. Korfata a rae endra ’c’helle, me lavar d’eoc’h, ha dont a rae da veza eul lonker eus ar gwasa.
Eur wech e tistroas mezo-dall d’ar gêr, hag e vleje : « Gwin-ardant d’in ! »
« Gwin-ardant a faot d’in ? » eme ar wreg. « Gortoz ! Leiz da gof az pezo an dro-mañ ! »
Hag hi mont da gerc’hat eur voutailhad rom ha planta ennañ ken a yeas reut.
« Dizonet e vezi, loen vil a zo ac’hanout ! » emezi.
Astennet e oa Yann war al leur-di, heñvel-mik ouz eun den maro.
« Petra ’rin d’ezañ c’hoaz ? » eme ar wreg… « Ober aon d’ezañ, na petra ’ta ! Ha marteze ne evo ken. »
Hag hi ha kempenn eur chapel wenn hag eur gwele, eeun evel ma vije maro unan-bennak en ti. Hag e taolas Yann warnañ, e zaouarn kroaziet hag eur chapeled en dro d’e vizied. Neuze e yeas, en eur leñva, d’an tiez a-ziwardro :
« Deuit, » emezi, « da lavarout gras gant va fried. Krevet eo. Doue d’e bardono. »
Dont a eure eun dek maouez bennak war-dro ar varvskaon. Goulou koar a voe lakaet war elum ha dour benniget, gant eur bod beuz, en eur plad. Betek hanternoz e voe didrouz an traou, nemet e laoske Yann eur bramm bep an amzer.
« Diskarga a ra, » eme ar c’homaerezed, « met n’eus ket c’houez fall gantañ, evit c’hoaz da vihana. »
Neuze avat, e voe eur c’hoari-all. Yann a laoskas eur pez « Aou ! » hag a savas war e goazez. Spontet-holl (ha piou ne vije ket bet ?), e tec’has ar merc’hed kuit, mall warno, e c’hellit kredi.
« Petra ’zo, Annaig ? » eme Yann. « Goulou war elum amañ ? Me, gant va dilhad, war va gwele ? Eur plad gant eur bod beuz ennañ ? Petra ’zo eta ? »
« Me a soñje d’in e oac’h maro ? »
« Maro, me ? Ampart ha beo oun, war a gredan ! »
« E-giz eun den maro out bet digaset amañ, hag edon oc’h ober noz-veilh ganez. »
Strafuilhet e voe Yann gant an asavandenn a oa c’hoariet d’ezañ, hag e touas na evje banne hini kreñv ebet ken biken, morse.
Ne zalc’has ket d’e le, evel ma welot diwezatoc’h. Laerez a eure, avat, kerkoulz ha biskoaz. Diwar goust eur gorrigan e laeras zoken. Edo o treuzi eur c’hoad pa zigouezas eur wrac’h gantañ.
« Noz vat, gwrac’hig koant, » emezañ.
« Petra a glaskez, va den mat, » emezi.
« Seurt ebet. Met da betra oc’h mat, c’houi ? »
« Da c’hoari troiou d’an dud. »
« Ha penaos eta ? »
« Sell, gant ar c’houitell-mañ. N’em eus nemet c’houeza ennañ, ha kement ’zo, an dud hag an traou d’o heul, a grog da zañsal raktal. »
« N’eo ket gwir an dra-mañ, moarvat. »
« Eo, hag ez an d’hen diskouez d’it dioustu. »
C’houeza a ra en he c’houitell ha, kerkent, setu ar c’hleuziou hag ar gwez, ha Yann ivez zoken, da zañsal ha da lammat diouz an douar.
« A-walc’h ! a-walc’h ! » eme Yann a-benn eur pennad. « Skuiz-maro oun ! »
« Kredi a rez bremañ ? »
« Ret eo d’in. »
« Kenavo ! »
« Kenavo ! »
Ha Yann gouestadik war-lerc’h ar wrac’h, da lakaat hep gouzout d’ezi, e zorn en he godell ha da lemel kuit ar c’houitell anezi… »
Nebeut amzer da c’houde e voe graet eul laeroñsi vras e ti eun aotrou pinvidik-mor.
Darn o devoa c’hoant da damall an taol-se da Yann, ha setu an archerien o tont war e dro. « Deuit ganeomp ! » emezo.
« Gedit eur pennadig, » eme Yann. « Eur benveg, bihan a-walc’h, am eus c’hoant da gas ganin. »
« Petra eo ? »
« Ar c’houitell a zo en istribilh ouz ar voger aze. »
« A ! da gaout diduamant er bidouf da c’hedal ma vezi barnet, neketa ? »
« Feiz ya ! na petra ’ta ? »
Roet eo ar suterez d’ezañ, hag heñ da c’houeza enni :
« Dañsit, archerien ! » emezañ. Hag e rankas paotred al lezenn dañsal, ha n’eo ket ober van. « A-walc’h ! a-walc’h ! » emezo. « Da lezel a raimp didrabas… » Hogen, bepred e c’houeze Yann endra ’c’helle, ha bepred ez ae divesker an archerien en-dro. Ker skuiz ez ajont ma kouezjont a-stok o c’horf war an douar, hag e kendalc’hent da zañsal daoust da ze. « En ho sav ! » eme Yann.
D’ar gêr e kerzjont en eur zañsal…
E-giz m’em eus lavaret deoc’h, n’en devoa troet Yann kein d’ar banneou nemet evit eur pennad. Hag e wreg ha soñjal hen dizona adarre. « Bepred e vez o trailha o fater d’ar venec’h, » emezi. « Mat, me her c’haso da vanac’h. »
En em glevout a eure gant an tad priol, rak eur gouent a oa, d’an ampoent, er vourc’h m’edo Yannig o veva enni.
Eun deiz ma oa chomet Yann da gousket e-kreiz al leur-gêr, e teuas daou zen d’her samma ha d’her c’has d’an abati.
« Setu gwaz Annaig, » emezo.
« A ! ya, mat eo. Laoskit-heñ ganeomp. »
Douget eo Yann en eur gambr, gwisket d’ezañ eur sae manac’h ha lakaet da c’hourvez war ar plankenn a dalveze eno da wele. Pa zihunas, antronoz, e voe souezet, e c’hellit kredi.
« Pelec’h an diaoul emaoun-me amañ ? » emezañ. « Ha pe seut dilhad a zo ganin ! Annaig ! Annaig ! »
Ne zeuas ket Annaig war e dro. Hag e skrabe e benn o klask kompren. Poan en devoa ivez en e vleo, arabat nac’h. « Annaig ! Annaig ! »
Eul lean a zigoras an nor : « Pax tecum ! » emezañ.
« Pask a-walc’h e-giz-se ! » eme Yann. « Oc’h ober petra emaoun-me amañ ? »
« Ra vezo ar peoc’h ganeoc’h, va breur. »
« Me, breur d’eoc’h-c’houi ? Eur c’hoar am eus bet, Doue d’he fardono ! Breur ebet avat biskoaz. »
« Amañ ez omp holl breudeur. »
« Pelec’h emaoun eta ? »
« E manati ar Vinimed. »
« En abati ? »
« Ya, va breur. »
« Setu perak eta e tougan ar vroz-mañ ? »
« Eur sae, va breur, sae hon Tad meurbet ker. »
« Sae pe vroz, me ne ran ket a foutre ! »
« Ha c’hoant hoc’h eus da zilezel hon urzh santel ? »
« Met me n’oun ket bet manac’h morse ! »
« Chomit eiz deiz-all c’hoaz da welout. Pedit start hag e kaso an Aotrou Doue ar soñjezonou fall-se diwar ho tro. Hag an diaoul, m’hen argas ! a dec’ho pell diouzoc’h. »
« Setu aze kaoziou avat ! N’oun ket manac’h a lavaran d’eoc’h eur wech c’hoaz ! »
« Kemerit dour benniget ha grit sin ar groaz, ma ’z ay an enebour kuit ! »
« Met, neuze, ez oun manac’h e gwirionez ? »
« Emañ sae an urz ganeoc’h. »
« Met dimezet oun. »
« N’eus den dimezet ebet en hon touez. Bez e c’hell beza intañvien avat. »
« N’oun ket intañv. E traon kêr du-ze, emañ Annaig, va gwreg, o chom, ha ganti e tlefen beza eno ivez. »
« Ar venec’h ne deont ket da verc’heta evel-se ! »
« Met va fried eo ! »
« N’hoc’h eus ken pried nemet Hor Salver Jezuz-Krist. »
« Manac’h oun neuze da vat ? »
« Evel just. »
« Me eo Yann, lesanvet Yann Seitek. »
« Ar breur Yann oc’h ha netra ken. »
« Va Doue, petra a zo c’hoarvezet ganin ? Mont a ran sot. »
« Tra, tra ! An diaoul zo a zo o klask c’hoari e baotr warnoc’h. Met laoskit-heñ, trec’h e viot d’ezañ. »
« Ma, chom a rankan neuze. It, koulskoude, da welout betek traon kêr, hag heñ emañ he gwaz gant Annaig Yann. M’her c’havit eno, ne ouezin ken neuze piou oun. »
« Kaset e vezo unan-bennak da welout… »
Hag e kredas Yann e oa eur manac’h anezañ… Eiz deiz goude, e voe kaset d’ober tro kêr gant eur bisac’h. « Tud vat, » emezañ, « eun tammig aluzen evit ar Vreudeur Vinim, mar plij. Doue ho paeo. » Hanter-garget e oa e sac’h pa welas eur vaouez o tremen tost d’ezañ. « Annaig ! » emezañ hag e tilammas d’he briata. « Annaig ! va Annaig ker ! »
Hogen an dud her gwelas o pokat d’ezi. « An diaoul ! » emezo. « Pebez manac’h direol ! » En em voda a rejont en dro d’ezañ. Den n’hen anavezas gant ar wiskamant a zouge. Batet e oant evelato o welout eur Breur Bihan divaro. « Kasomp heñ d’e vanati ! » emezo. Heñchet e voe Yann etrezek eno a daoliou baz war e gein. Annaig, avat, ne reas van ouz kement-se. « An taol-mañ e vezo dizonet ! » emezi.
« Petra ’zo ? » eme an tad priol o klevout kement a drouz.
« Setu aze eur manac’h avat ! » eme an dud. « Gant ar vez ! Pokat d’ar merc’hed e-kreiz al leurgêr vras ! »
« Petra, va breur ? » eme an tad. « Ha gwir eo kement-se ? »
« Re-wir n’eo ken ! Lakait an hailhon-se ouz ar groug ! »
Yann, avat, a blege e benn.
« O ! » eme an tad, « n’emañ ket ar c’hiz ganeomp da grouga an dud. Pinijenn rust a raio avat : e-pad eur sizun penn-da-benn e chomo hep eur c’hriñsenn da lakaat etre e zent… Ha c’houi, va mignoned, it e peoc’h d’ar gêr, ha Doue r’ho pennigo ! »
N’en devoe Yann begad ebet e-pad eiz deiz. Distroñket e oa a-benn neuze, e c’hellit kredi. Pa voe tremenet ar sizun e yeas an tad priol d’e welout, diouz ar mintin : « Breur Yann, » emezañ, « hirio ez eot, gant an Tad Goulc’hen, d’ober eun droiad war ar maez da glask an aluzen. Bezit war evez ouz ardou an droukspered. » Hag an Tad Goulc’hen ha Yann en hent.
« Naon am eus, naon du ! » eme Yann.
« Doue d’hor pourvezo va breur. Pedomp heñ eus a-greiz hor c’halon. »
Hag e lavaront eur chapeled.
« Bremañ, » eme an tad, « peogwir eo hir an hent, ez an da zisplega eur gontadenn. Gwelout a reot n’eo ket mat lavarout gevier hag ez eo ret pedi. Setu amañ marvailh an treid leueou. »
Eur wech e oa, eur wech ne oa ken, hag eur wech-all e oa c’hoaz, hag e oa daou vreur, Fañch ha Yon, kereourien eus o micher.
Yon a oa paour. En eur goz lochenn soul, war ar maez, edo o chom. Bep mintin ez ae e kêr da labourat gant e vreur, rak hemañ en devoa eur stal war e ano. Bemnoz e tistroe Yon d’ar gêr ha gwreg e vreur a roe d’ezañ eur sac’hadig riz da gas d’e bried ha d’e vugale. « An dra-mañ a zo war ar marc’had, » a lavare hi. E gwirionez, gouzout mat a rae en em denna gant Yon gaez war eur poent-all. Bep tro ma veze ar pae, e vire eun nebeut gwenneien diwar e goust.
Yon ne daole ket evez ha, daoust ma oa paour, e veze laouen evelato. E dud ivez a oa eürus en o stad dister. O zi-plouz a gavent mat kenañ ha diouz o doare ha, nemet plijet e vije kement-se da Zoue ha d’ar Werc’hez, n’o divije ket e droket ouz eur palez.
Mat, setu ar pez a c’hoarvezas koulskoude.
Eur wechad m’edo Yon o tremen, dre ar c’hoad a ranke mont drezañ d’ar gêr. Kana a rae en eur vont gant an hent, e sac’hadig riz gantañ dindan e gazel hag eur strep war goubl e vrec’h. « Amañ, » emezañ, « e tle beza keuneud sec’h. » Hag heñ ha troc’ha ken en devoe eun horzennig a-zoare. Met ken dall (dilemm) e oa e venveg, ma rae eun trouz mantrus.
Ha setu eur vaouez koz o tont d’e gavout : « Petra ’rez aze, va den mat ? » emezi.
« Gwelout a rit moereb. O klask keuneud emaoun evit an ti du-mañ. »
« Paour out eta ? »
« Ya, avat. »
« N’ac’h eus ket a zroug ouz Doue abalamour da ze ? »
« O ! nann da ! Kement a ra a vez graet mat atao. »
« Komz a rez e-giz an aotrou person. »
« Er c’hatekiz, gantañ gwechall, eo am eus desket an dra-ze ivez. »
« Mat eo. Ha ne vefes ket laouen o tont da veza pinvidik ? »
« Feiz eo, avat, gant ma plijo gant an Aotrou Doue. »
« Mat ! Mar karez e roin an tu d’it. »
« Memes tra. »
« Kae aze gant ar ribin (gwenodennig). War-hed tri-c’hant kammed ac’halen, e kavi eul leue en-istribilh ouz eur wezenn, war bouez e lost hag e ziskouarn. Troc’h e bevar droad outañ. Goulenn eun dra bennak digant pep troad. Ar pez a gari az pezo. »
« Bennoz Doue, mamm-goz. C’houi ’zo re-vat em c’henver. »
« Kae atao. »
Ha Yon gant ar ribin, ha kavout al leue. Bec’h a-walc’h en devoe o tiskolpa ar pevar droad rak, evel m’em eus lavaret d’eoc’h, ne oa ket gwall-lemm e strep. Dont a reas a-benn d’o distaga evelato, hag heñ ganto d’ar gêr. « Noz vat, Fant, » emezañ.
« Noz vat, Yon. Erru out ? »
« Noz vat, tad, » eme ar vugale o redek da doull an nor da lammat outañ.
Bep a bok a roont d’ezañ, ha Yon, ivez, a laka eur bouch tener war o diouchot livrin.
« Ac’hanta, Yon ? » eme Fant, « ha me ? »
« D’it-te kement ha ma kari. »
Hag holl e c’hoarzont laouen.
« Krampouez a zo da goan, » eme Fant.
« Mat eo. Goude-ze e livirin d’it eun dra bennak, pa vezo kaset ar re vihan da gousket… Lavar ar bedenn. »
A galon vat e voe drebet ar pred. P’he devoe graet d’ar vugale kas o fater d’an Tad hag a zo en neñv, ha pa voe klozet daoulagadouigou ar re-mañ, e teuas Fant da gavout Yon e-tal an tan. « Petra ’zo ’ta, Yon ? » emezi.
« Klask. »
« Ne gavin ket, hep mar. »
« Nann, sur avat ! Mat, selaou. »
Ha Yon da zisplega an abadenn, evel m’hoc’h eus he c’hlevet dija. « Petra a c’houlennimp, Fant ? » emezañ, pa voe echu gantañ.
« Lavaromp grasou da genta ha Doue hor sklerijenno. »
« Alo, Fant, » eme Yon goude, « furoc’h out egedoun-me ; rak-se te eo a c’houlenno an traou. »
« Mat, pa fell d’it. » Hag hi neuze : « Dre vertuz an troad kenta, e c’houlennan ar Baradoz evit Yon amañ, evit hor bugale hag evidoun va-unan ivez. »
Hag eun troad kuit a-zirazo. Ne reont ket a van evit se. « Dre vertuz an eil, e c’houlennan yec’hed padus evidomp-ni holl. » Hag an eil troad kuit.
« Dre vertuz an trede e plijfe d’in e teufe d’eomp amañ, e lec’h hon tiig plouz, eur maner, arrebeuri kaer ennañ. » An trede troad kuit.
Kerkent ez eus eno eur c’hastell kaer, gant annez koant en-diabarz anezañ. E-giz ma vijent bet atao o chom ennañ, e teuas Yon ha Fant da c’houzout an doareou anezañ raktal. Gant al levenez a oa enni, e poke Fant d’he Yon.
Hag hi adarre : « Dre vertuz ar pevare, ra zeuio d’in eur yalc’h leun a aour, ha ra chomo barr bepred. » Ober a ra ar pevare troad evel an tri-all. Kentiz ez eus en o c’hichen eur c’houfr leun a aour melen.
Trugarekaat a rejont an Aotrou Doue evit e vadelez dispar en o c’heñver. Hag int da gousket.
Ne voent ket lorc’husoc’h evito da vesa pinvidikoc’h eget kent. Mat e voent ouz ar beorien, brokus kenañ zoken… Souezet e voe Fañch avat, o veza ma ne zeue ket Yon ken war e dro. « Daoust ha klañv e vefe ? » emezañ.
« Kae da c’houzout. » a respontas Seza, e wreg. « Kas eur vozad riz ganez. Plijadur a ri d’ezo. »
Ha Fañch ha mont. Treuzi a reas ar c’hoad, met kaer en devoa klask ti Yon, n’her c’have ket. « Amañ, e-penn ar wenodenn, edo koulskoude ! » emezañ. Trei ha distrei a rae, sellout e pep lec’h, met ti soul ebet. Eur maner ne lavaran ket.
« Ma ! » emezañ, « n’oun ket faziet evelato, emichañs. Amañ edo ti va breur Yon ha n’emañ ken. Ne oa maner ebet ha setu unan. N’ouzon dare petra ’zo c’hoarvezet… Deomp er c’hastell hag e klevimp. »
Teurel a ra e sac’hagig riz a gostez hag heñ er maner. Kenta hini a wel eno eo Yon. « Sell Fañch, » eme hemañ, « te a zo deuet d’am gwelout ? »
« Sell ’ta Yon, te a zo mevel er maner-mañ bremañ ? »
« Mevel n’oun ket, Fañch. Perc’henn oun d’ezañ. »
« Te ? »
« Ya avat ! »
« Penaos kement-se ? »
« En eur stumm fentus a-walc’h : dre vertuz pevar droad leue. »
« Petra ? » eme Fañch, souezet maro an tamm anezañ.
Ha setu displeget an istor da Fañch.
« Dont a ri d’am gwelout alies, neketa Fañch ? »
« Ya, ya, Yon. »
Ha Fañch d’ar gêr.
« Ac’hanta ! » eme Seza. « Petra ’zo a nevez ? Ha klañv eo Yon ? »
« Klañv ? tra !… Pinvidikoc’h eo bremañ egedomp. »
« Moarvat ! »
« E feiz. »
Dibunet eo ar marvailh gank Fañch.
« Ma ! » eme Seza, « kae d’ar c’hoad ivez. Marteze e c’hoarvezo kement-all ganez. »
Diouz an abardaez emañ Fañch er c’hoad. Troc’ha a ra keuneud a dro strob. Hogen ne zeu maouez koz ebet. « Ne ran ket trouz a-walc’h marteze, » eme Fañch ; « bouzar e c’hell beza. » Eur strep vat a oa gantañ ivez avat. Gant eun taol hepken e oa peadra da ziskara ar skoultrou teva. « Greomp safar neuze ! » Hag e sko gant ar c’hil. Dioustu e voe ar vaouez koz en e gavout.
« Petra a rez aze, va den mat ? » emezi.
« O keuneuta emaoun. »
« Ha paour out eta ? »
« Ker paour ha Job war e vern teil. »
« N’out ket evelato ? »
« Ker sur ha m’emaoun amañ. »
« Mat, » eme an hini goz, gant eur mousc’hoarz kintus, « mar karez e vezi pinvidik. »
« Ne c’houlennan ket gwell. »
« Mat. Kae aze gant ar ribin. War-hed tri c’hant kammed ac’halen e kavi eur leue en-istribilh ouz eur wezenn war-bouez e lost hag e ziskouarn. Distag e bevar droad outañ ha goulenn eun dra bennak digant pep troad. Ar pez a gari az pezo. »
« Mont a ran, » eme Fañch.
Hag heñ gant an ode, hep trugarekaat na lavarout bennoz d’ar vaouez koz, a oa o c’hoarzin skiltrus en eur bellaat.
Gant eun taol strep da bep hini e voe distaget ar pevar droad. « Emaint amañ, Seza ! » eme Fañch, pa voe en em gavt e-tal dor e di.
« Ha, ha ! na pinvidik e vezimp bremañ ! »
« Pinvidik-mor ! »
« Debr da goan da genta. Goude-ze e welimp petra d’ober. »
Preda a reont hep beza lavaret pedenn ebet. « Bremañ, » eme Seza, « kae dioustu da Landivizio da brena ler. Kemer kement a gavi, n’eo ket arc’hant da baea eo a vanko d’eomp. Kas ganez ar c’houec’h kant lur a zo aze e tiretenn an daol da rei errez evelato. » Sternet eo al loen ha setu Fañch en hent. Hogen gwelet e voe o vont.
« Ho ! ho ! » eme eur gomer, « setu Fañch aet da c’haloupat. Mont a ran betek e di, rak gwall-inouet e vezo Seza he-unan er gêr… Noz vat, Seza ! »
« Noz vat. A ! c’houi eo, Mari ? Na mat hoc’h eus graet dont amañ. Aet eo Fañch da gerc’hat ler da Landi. »
« E-kerz an noz ? »
« Nebeutoc’h a amzer a gollo e-giz-se. »
« Gwir eo. Sell, emañ ar paotr bihan o leñva. »
« Feiz, ankounac’haet em eus rei d’ezañ da zena ker laouen e oan bremaik. »
Tennet eo ar c’hrouadur eus e gavell. « Na koant eo, » eme Vari. « Heñvel-Doue ouz e dad. O ! Seza, m’en divije bet moustachou brun evel ho kwaz ! »
« Mar plij ganin en devezo. »
« Ya, moarvat ! »
« Gwelout a reot. »
« Ne gredan ket an dra-ze. »
« Kredit pe chomit hep kredi, klaoustre en devezo. »
« Klaoustre n’en devezo ket ! Evit c’hoaz da vihana, divezatoc’h ne lavaran ket. »
« Pa garin. Petra a bariit ? »
« Eur banne kafe, gant eur chopinad chigodenn. »
« Memes tra. »
Ha Seza neuze : « Dre vertuz unan eus an treid leue-mañ, r’en devezo Saig baro brun e-giz Fañch, e dad ! » Kerkent e ya kuit eun troad leue diwar wel hag e teu baro brun d’ar mabig. Ma oa koant a-raok, evit bremañ n’eo ket mui ! Eur marmouz bihan a vije lavaret ouz e welout. Mantret eo Seza ha Mari, na petra ’ta !
« O ! » eme houmañ, « divalo-mez eo bremañ ! »
« Siouaz ! » eme Seza. Hag hi kerkent : « Dre vertuz an eil troad leue, ra yelo ar baro kuit ! »
Ar baro n’ez eus ken anezo hag an eil troad leue a zo dilammet kuit…
E-keit-se e kane Fañch, war an hentou, gant ar soñj e vije pinvidik-bras antronoz. Seza, avat, ne rae nemet leñva. Huanadi a rae c’hoaz pa zigouezas he fried er gêr.
« Petra ’zo ’ta, Seza ? » emezañ.
« Heu ! heu ! »
« Respont ’ta. »
« Heu ! heu ! heu ! »
« Tav gant da hirvoudou ! Petra ’zo ? »
« Fañch paour ! heu ! heu ! heu ! »
« Lavar ’ta ! »
« Dec’h da noz, heu ! heu ! e teuas Mari-Gatell amañ, heu ! heu ! heu ! »
« Hast buan ! kre gagn a zo ac’hanout ! »
« Hag hi a lavaras d’in : « Na koant eo ar paotrig ! O ! m’en dije bet moustachou brun evel e dad ! » ha me, neuze, heu ! heu ! am eus goulennet moustachou d’ezañ dre vertuz unan eus an treid leue, heu ! heu ! heu ! »
« Ha neuze ? »
« Neuze a savas baro d’ar mab, heu ! heu ! heu ! hag e oa vil, heu ! heu ! Ken vil hag eur marmouz ; heu ! heu ! heu ! »
« Ha goude ? »
« Goude, neuze, em eus goulennet dre vertuz an eil troad ma yaje ar baro kuit, heu ! heu ! heu ! »
« Ha setu kollet daou droad ganez, genaouegez ! »
« Siouaz ! »
« Ma ! Ra yelo an trede en da r… ! »
Kerkent lavaret ar c’homzou-mañ gant Fañch, e yeas an trede troad leue d’al lec’h ma oa gourc’hemennet d’ezañ mont. Ma klemme Seza a-raok, bremañ avat, he devoa digarez d’ober muioc’h c’hoaz ! Ne oa ket evit azeza, ne oa ket evit gourvez war he c’hein hag e chome he broz savet er vann.
Neuze, avat, e krias hag e youc’has : « Fañch, petra ac’h eus graet ? »
« Mat eo ! Kement-se a zesko d’it ! »
« An dud a raio goap ouzin. »
« Gwell a ze ! »
« O ! Fañch ! »
« Petra a rin-me bremañ ? »
« Goulenn ma yelo kuit. »
« Hag e vezimp revinet ganez, diodez fall ! »
« Gwelloc’h eo c’hoaz eget ar vez. »
« Ma ! Ra gaso ar pevare troad an trede kuit. »
Hag an daou droad a dec’has. Fañch, avat, ne voe liard muioc’h ebet en e chakot…
« Ac’hanta ! va breur Yann, » eme an Tad Goulc’hen, « ha kompren a rit bremañ perak eo arabat lavarout gevier hag eo ret pedi a-raok kregi d’ober ne vern petra. »
« Kompren mat a ran, met n’eo ket gant an dra-ze e kargin va c’hof ! »
« Me a zo war yun ivez. Ret eo ober pinijenn. »
« Ne lavaran ket, met chom eiz deiz hep dibri a zo kalet avat. »
« Bremaik e torrot ho naon. Sellit, setu eun ti du-ze. Di ez aimp da c’houlenn lojeiz. Tud vat a zo eno o chom ha digemeret mat e vezimp ganto. Met klevit mat : arabat ger a-dreuz ebet. »
« Ne livirin grik. »
« Gwelloc’h a ze ne vezo ken. Arabat, kennebeut, dibri re. »
« Emaoun o vervel gant an naon, koulskoude ! »’
« Grit pinijenn, va breur. »
« Penaos e ouezin em bezo debret a-walc’h ? »
« Me a vezo ouz eun tu d’an daol, ha c’houi ouz an tu-all. Pa soñjin ho pezo debret a-walc’h, e waskin war ho troad ha neuze ec’h ehanot da zibri, krak ha berr. »
« Mat, » eme Yann.
Hag int en ti.
« Doue da vennigo an holl, » eme an Tad Goulc’hen.
« Hag ar re a zeu ennañ, » a voe respontet d’ezañ.
« Nozvez vat d’an tiad. Ni a zo daou vanac’h o klask an aluzen evit hor c’houent. Ha lojeiz a gavimp amañ ? »
« Ya, hag a galon vat e vezo roet d’eoc’h. »
« Doue d’ho paeo ! » eme an Tad.
« Eun tamm bennak a zebrot ivez, neketa ? »
« Mar bez ho polontez rei d’eomp. »
« Ya, ya. » eme ar vamm. « Mariannaig, laka laez ha daou zornad bleud en toaz ma vezo peadra d’an daou vanac’h. »
« Ya, mamm. »
« Azezit aze, Tadou, » eme ar vamm, « da c’hedal ma vezo aozet ar yod. »
Lakaat a reont eun azez, unan a hep tu d’an daol. « N’ankounac’hait ket, va breur, » eme an Tad da Yann, e pleg e skouarn, « ar pez am eus lavaret d’eoc’h p’edomp o tont. »
« Ne rin ket kennebeut. »
« Bremañ, va Zad, » eme ar vamm, « livirit deomp eur gomz vat bennak da c’hortoz ma vezo pare koan. »
« Pa fell d’eoc’h, » eme an Tad. « Dezrevelli a rin eun dra c’hoarvezet em bro pa oan krennardig :
» Diou vaouez a oa o chom tre e-kichen du-mañ. Rozenn ha Mari-Jan. Eun deiz e teuas eur baourez kaez da c’houlenn an aluzen digant Mari-Jan : « Er-maez ac’halen, boued ar groug ! » eme houmañ. Ar vaouez koz a dec’has kuit dic’hrik. Hag hi da di Rozenn, lavarout he fater e-tal an nor ha goulenn eun draig bennak en an’ Doue.
« Yen eo an amzer, » eme Rozenn. « Deuit tre da lakaat eun azez ha da domma. »
« Bennoz Doue ! » eme ar baourez.
« Eur banne soubenn domm a ray vad d’eoc’h, » a lavaras Rozenn. « It ouz taol : ranna a rin ganeoc’h. »
Laouen e voe ar baourez, na petra ’ta ! Pa yeas kuit e lavaras da Rozenn : « Kenta tra a reot warc’hoaz vintin, goude sin ar groaz, a gendalc’hot da ober e-pad an deiz. »
Mont a ra Rozenn da gousket hep soñjal nemeur er c’homzou-se. Antronoz-vintin, kerkent ha ma voe dihunet, e lakaas sin ar groaz benniget en he c’herc’henn en eur lavarout : « Va Doue, me a ro d’eoc’h va c’halon… » En he c’hichen e oa lien d’ober hivizou. Kemerout a ra eur walenn d’e vuzulia. Mat, e-doug an deiz e vuzulias hag e vuzulias, ha lien ha lien a dremene dre he daouarn, kement ha kement ma ne ouie ken e pelec’h e c’horren. Leunia an eure he zi eus traon da grec’h, ken na chomas ket eun toull goullo. Pinvidik e voe, e c’hellit kredi, hag e kement lec’h e redas ar vrud eus ar seurt burzud.
Mari-Jan a geuzie, na petra ’ta ! « M’am bije gouezet, » emezi, « na mat em bije digemeret ar baourez-se ! O ! ma teufe eur wech-all, n’eo ket me he c’hasfe kuit, evel eur giez, diwar va zro, e-giz ma ris derc’hent dec’h ! » Eur miz goude, setu ar baourez adarre e-tal toull-dor Mari-Jan. « Deuit tre ’ta, paourez an Aotrou Doue, » eme houmañ. Hag a bep seurt traou a roas d’ar baourez en deiz-se.
« Ho trugarekaat, » eme ar glaskerez-voued. « Kenta tra a reot warc’hoaz-vintin a gendalc’hot da ober e-pad an deiz. »
« Alo ! » eme Vari-Jan, « setu me pinvidik bremañ. Furoc’h e vezin eget Rozenn an ti-all avat ! Me a zo o vont da lakaat va yalc’h dindan va fenn-wele ha, kentiz dihunet warc’hoaz, e krogin da gonta arc’hant. Na konta a rin-me ! »
Huñvreal a eure en he arc’hant da zont. « Gokoogog !… » eme ar c’hilhog, ha Mari-Jan a zo dihun. Emañ-hi o vont da dapout he yalc'h. Hogen kerkent e lammas eur c’hoanenn war he chot hag he sunas betek ar gwad. Mari-Jan a gravinas da gas an debron kuit, hag e krabiñsas, hag e kignas, ken e teuas he chot da wada…
Kentel : Grit vad d’ar paour evit plijout da Zoue ha n’eo ket evit kaout arc’hant an hini eo…
« Mat, va Zad, tostait ouz taol bremañ, » eme ar vamm. « Dister eo ar geusteurenn, avat, met a galon vat eo roet d’eoc’h. »
« Ho trugarekaat. Met morse ne bredimp e lec’h-all kerkoulz ha ma raimp amañ. »
Ha seu an tad Goulc’hen o lavarout ar Benedicite. Holl e krogont a-zevri gant ar pred : digor e oa ar c’halonou evit doare, hini Yann muioc’h eget nikun-all ebet. Lonka a rae, e c’hellit kredi. Met petra a c’hoarvezas ? En eun taol-kont ec’h ehanas da zibri.
« Debrit ’ta, va Zad ! » eme ar vamm.
« Debrit ’ta, » eme ar merc’hed.
« Debrit ’ta, » eme an Tad Goulc’hen.
Yann a sellas truezus ouz an Tad, o seblantout lavarout d’ezañ : N’eo ket mat ober goap e-giz-se ouz an dud.
« N’em eus ket naon ken, » emezañ, ha ne zebras genaouad-all ebet.
Lavaret ar grasou ha distalet an daol, e ya an daou vanac’h d’o gwele. Pa voent o-unan, e c’houlennas an Tad ouz Yann : « Perak ne felle ket d’eoc’h dibri, va breur ? »
« Mervel a ran gant an naon, » eme hemañ.
« Perak eta ne zebrec’h ket ? »
« Ha n’ho poa ket lavatet d’in paouez p’ho pije gwasket war va zroad ? »
« N’em eus ket graet. »
« Piou ’ta, neuze ? »
« War va hini ez eus bet eun dra bennak ivez. »
« Gwelout a rit ! »
« Ya, ar c’haz o turfurchal dindan an daol da glask e lod. »
« M’am bije gouezet !… Ne badin ket ac’han da warc’hoaz !… »
« N’eus droug ebet. Amañ just eo bet goarnet ar pez a zo manet a-zilerc’h koan. Debrit ’ta, neuze, ha kargit ho kof dinec’h. »
« Ya, met n’eus loa ebet amañ. »
« Loa petra ? Diou a zo ganeoc’h. »
« Diou loa ganin-me ? »
« Ya, re hon tad Adam : loaiou ha fourchetezou war eun dro. »
« Ne gomprenan ket. »
« Ho taou zorn eta. Debrit gant ho taou zorn hag hastit afo, me ’zo mall ganin kousket eur banne. »
Ha Yann a gas yod d’e c’henou. Laez a oa eno ivez hag e c’helle lakaat ar boued da ziskenn.
« N’hoc’h eus ket debret a-walc’h c’hoaz ? »
« Eun tammig kreien a chom : p’am bezo e zebret e vezo leun va c’hof. »
Pa voe lipet ar chidhouarn gantañ, ec’h en em gavas Yann nec’het : kaot a oa ouz e zaouarn.
« Gwelc’hit anezo, » eme an Tad.
« N’eus ket a zour amañ. »
« Banne ebet ? »
« Ne welan ket. »
« Petra ’zo er ribot aze ? »
« Laez. »
« Gwelc’hit ho taouarn el laez, ne vezo tamm falloc’h an amann evit se. »
Lakaat a ra Yann e zaouarn er ribot hag o gwelc’hi a ra. Met neuze e voe eun abadenn-all : ne c’helle ket o zenna kuit. « Setu me tapet, va Zad, » emezañ. « Ne zeu ket va daouarn er-maez. »
« Sachit anezo ganeoc’h. »
« N’oun ket gouest. »
« N’it ket d’en em chala. Sellit ha ne welit ket eur peul gwenn du-ze ? »
« Eo. »
« Kit da skei warnañ gant ar ribot. Hemañ a dorro hep mar hag ho taouarn a vezo dieub. »
Setu Yann o vont hag o tarc’haoui ouz ar post. Hemañ ne ra na trouz koad na trouz maen hag e kouez d’an douar Kenderc’hel a ra Yann atao da skei ken eo freuzet ar ribot. Hag heñ goude d’e wele.
« Souezus eo, » eme an Tad, « n’hoc’h eus ket graet an distera trouz. »
« N’ouzon dare petra a oa eno. »
« Na n’eo ket eur peul koat eo ? »
« Na koat na maen hag huanadi a rae. »
« Petra eo ? »
« N’ouzon dare. »
« Gortozit, emaoun o vont da welout. »
Hag e kavas an Tad Goulc’hen eno eur c’horf maro, korf ar vamm aet d’ar poull da ganna ouz sklerijenn al loar. Spontet e voe ar manac’h hag heñ ha tec’hout kuit. « O ! » emezañ, « petra hoc’h eus graet ? Laza an hini a roas repu d’eoc’h ! Milliget e vezimp gant Doue ! » Teñval o fenn, e tistrojont o-daou d’ar manati.
Eno e voe lavaret da Yann e oa gouezet ne oa ket eur gwir vanac’h hag e c’helle distrei da gavout e Annaig…
…Pokat a eure d’ezi, e c’hellit kredi : « Annaig ! Annaig kaez ! »
« Yann ger, pelec’h out bet, keit-all ’zo ac’h eus va c’huitaet ? »
« Ne liviri da zen ? »
« Da biou a gav d’it ? »
« D’ar c’hlakenned dre aze. »
« Bez dinec’h. »
« Ma ! Annaig, me a zo bet manac’h. »
« Manac’h ? »
« Ya, hag e kouent ar vourc’h amañ c’hoaz. » Konta a ra e abadenn, e vuhez lean.
« Met, Yann, penaos e oas aet di ? »
« N’ouzon dare. »
« Lezel ac’hanoun intañvez, ha te beo ! »
« Me n’oun ket kaoz. »
« Marteze a-walc’h. »
« Penaos eta ? »
« Ne oas ket mezo ? »
« E c’hellen beza, siouaz d’in ! Met ha neuxe ? »
« Neuze out bet dastumet war ar ru ha kaset d’an abati d’ober pinijenn. »
« Pinijenn rust am eus graet. Soñj Annaig, chom eiz deiz hep begad na banne. »
« Kalet eo. Gant na di ken da vihana. »
« N’ac’h eus ket da gaout aon. Ne vezo ket flemmet da Yann diou wech ! Ha diwar hirio, m’hen tou dirak an heol hag al loar ha dirak holl draou ar bed, banne ebet ne c’hlebo va javed ! »
« Ra zeuio kement-se da wir ! »
« Ker gwir ha m’emaoun amañ ! »
Yann a zalc’has start d’e c’her. Berad gwin-ardant ebet ne dremenas dre e gornailhenn. Hogen ne c’houlennas ket trei kein d’e vicher laer. « Petra a rafen ? » emezañ. « M’am bije gouezet labourat e mod pe vod c’hoaz, neuze ne lavarfen ket. Met bremañ ? »
« Gwelloc’h e vije koulskoude, Yann baour. Gwech pe wech e vezi tapet, rak n’eus den ken fin ha ne gav ket e bar. »
« Ac’han di e laerin atao. An dra-se eo va buhez, klev. »
Ha Yann a gendalc’has evel diagent. Skuiz o laerez an dud, e soñjas mont da laerez diwar goust ar gornandoned.
« Pinvidik eo ar re-mañ, » emezañ ; « met pelec’h e kavin o zeñzor. War a lavarer e vezont bemnoz o tañsal war an dosenn du-ze. Marteze e klevin ganto o-unan disaouzan eus o c’huzadenn. Hag an taol ne vezo ket re-ziaes an holl da c’hoari, emichañs. Paotred fin int koulskoude, war a gonter. Met ivin oc’h ivin ! Deomp da welout. Ha pa ne gavfen seurt, ne vefen ket paouroc’h evit an dra—ze. »
Da unnek eur hanter edo Yann o vale war-du an Dosenn. Didrouz e oa pep tra d’an ampoent. E bolz an oabl digatar e tiskoueze al loar he fenn koar, hag an aezenn-noz a lakae deliou ar gwez da sourral ken sioulik ha tra.
Hanternoz nemet kard. Setu ma klev Yann eun dra bennak o wigourat. Sevel a ra e vleo war e benn. Pevar loen treut-gagn, stag ouz eur c’harr, a zo o vont e-biou. Eun den, nemet eskern anezañ, a zo peg er siblou. Krena a ra Yann evel eur bern deliou. Hogen aet eo an Ankou e-biou hep beza graet droug ebet d’ezañ. Lavaret en deus hepken, gant eur glas-mousc’hoarz : « Nozvez ha chañs vat d’it, Yann. N’emañ ket da ano war va levr evit ar bloaz-mañ c’hoaz. » Ha setu tremenet ar spes.
Hanternoz a son en tour koz. « Fu fu fu u u u ! » eme eur c’huitell.
« Petra an dra-mañ ? » eme Yann. Kerkent e sav, eus pep bod brug, eun denig ken bihan ha va biz bihan. « Biskoaz kement-all ! » eme Yann. « Ha me hag a oa eeun-hag-eeun o vont da lakaat eun azez amañ « Tapet brao e vijen bet. »
« An dañs en dro ! » eme eur vouez. Kroget eo an dud vunut dorn-ha-dorn ha, yao ! o zreid a savont ker skañv ha ker buan ma n’o gwel ket Yann o steki ouz an douar.
« Ar re-mañ eo ar Gornandoned, hep mar, » emezañ. « Bitous a-walc’h int avat. Sell, petra emaint o kana ? »
Evit gwir, kanaouenn a oa ganto :
- Dilun, dimeurz, dimerc’her…
- Dilun, dimeurz, dimerc’her…
- Dilun, dimeurz, dimerc’her…
« Ranezenned ! » eme Yann. « Ato dilun, dimeurz ha dimerc’her ! N’eus nemet an tri devez-se er sizun eta ? »
Hag heñ d’o c’havout. Paouez a reont, hag int d’ezañ : « Piou out ? »
« Yann Seitek diseiteget. »
« Kan d’eomp eur son bennak. »
« Kompren a ran e tleit beza skuiz o youc’hal ken aliez : dilun, dimeurz, dimerc’her. »
« Desk d’eomp eun dra-all eta. »
« N’ouzon ket da gana. Met, mar karit, e c’houitellin d’eoc’h. »
« Eur biniou a zo ganez ? »
« Na biniou na bombard. »
« Petra neuze ? »
« Ar sutig-mañ. »
« C’houez ennañ. »
« Greomp marc’had a-raok. »
« Pegement a fell d’it ? »
« Pelec’h emañ ho teñzor ? »
« Ganeomp. »
« Ganeoc’h ? »
« Ne welez ket seier ler ouz hor bandenn (dargreiz) ? »
« Eo. »
« Mat, er re-ze ez eus peziou-aour. »
« Pegemement a root d’in ? »
« Kement hag a zo enno. O leunia a raimp adarre da c’houde.
« Taolit anezo em c’hichen. »
« Dal ! »
Eun trouz sklintin, hag a blij meurbet da zivskouarn Yann, a ra ar seier en eur goueza. N’eo ket souez : trouz aour a zo ganto.
« Son bremañ ’ta ! »
« Emaoun krog ganti. »
Yann a dap peg e c’houitell ar Wrac’h. Soñj hoc’h eus, moarvat, en devoa laeret ar sutig-se. Laouen-bras e tañs ar Gornandoned endra c’hellont. Yann, dre chañs (ar chañs hetet d’ezañ gant an Ankou marteze), Yann ne skuizas ket. Kerkent ha ma tarzas goulaouig an deiz, e kanas eur c’hilhog hag e skampas ar viltañsou, ne ouezas dare Yann da belec’h.
« An aour a zo d’in ! » emezañ. Digeri a ra unan eus ar seierigou. Netra ennañ nemet eun tamm reun. En eil, reun ivez. Enno holl reun, netra nemet reun.
Droug a yeas e Yann, kounnari a reas. Tamm gwelloc’h ne voe ha distrei a rankas diliard d’ar gêr. Prederia a c’hellas war ar c’hrennlavariou-mañ : « Nep a glask kaout re n’en devez netra… Nep a venn flemma a vez flemmet. »
« Ma ! » eme Yann eun nebeud da c’houde. « Paket brao oun bet gant ar Gornandoned vil-se. Met o mammou, ar C’horriganed, a zo da nebeuta ker pinvidik hag int. Ha ma ’z afen da c’houileta da balez ar re-mañ ? » Ha Yann d’eur c’hoad bras, e-lec’h ma oa anezo hervez ar vrud. Klevout a eure youc’hadennou. « Oc’h en em ganna emaint, » emezañ. « Ra c’hoarvezo e-giz er vojenn ! Diwar-benn eun azen laeret e oa daou laer o lopa an eil war egile. E-pad ma rede an taoliou e tegouezas eun trede laer hag a gasas Rouzig gantañ… Ma teufe kement-se da wir ganin-me, na brao e vefe ar stal ! » Ha Yann etrezek al lec’h ma kleve yudadennou. Kannerezed a oa eno o c’houlenn sikour da waska o liñseriou.
« Skoazell d’eomp den mat ! » emezo.
« Rei an dorn d’eoc’h ? » eme Yann. « Memes tra. Met paeet e rankin beza. N’emañ ket ar c’hiz ganin d’ober netra evit netra. »
« Eur wech evelato ? »
« Eur wech n’eo ket atao, gouzout a ran. Koulskoude, ne rin ket. »
« Petra hoc’h eus c’hoant da gaout ? »
« Alc’houez ho teñzor. »
« Emañ aze war ar maen. Dit e vezo. »
« Dao d’ezi neuze ! »
Kregi a ra en eur penn d’al liñser hag ar gannerez er penn-all. Houmañ a wask, Yann a ra ivez. « Muioc’h c’hoaz ! » emezi…
« Start ’ta ken na zivero banne ebet ken. » Kaer a oa plantañ tro el liñser, ne baoueze da deurel dour. »
« Ne c’hellan ken ! » eme Yann.
« Koz tra a zo ac’hanout ! »
Hag hi da waska atao, ken eo gweet divrec’h Yann. Sempla a ra hemañ ha laosket eo eno hanter-varo.
« Pebez liou a zo warnout, Yann baour ! » eme e wreg d’ezañ pa zigouezas er gêr. « Na distronket out, na distruj ! Petra ’zo c’hoarvezet ganez ? »
« Paket oun bet gant eur gannerez noz. »
Ker spountet e voe Annaig ma kouezas war al leur-zi, maro mik. Setu Yann intañv. Ret e oa interri Annaig ha Yann da gavout ar sakrist (kloc’her).
« Pe hini eus ar c’hroaziou a ya ganeoc’h ? » eme hemañ.
« N’oun ket pinvidik, » a respontas Yann. « Pegment eo ? »
« A bep seurt priziou a zo, adalek netra tout betek hanter-kant skoed. »
« Ne fell ket d’in evit netra avat. Greomp marc’had, mar karez. »
« N’emañ ket ar c’hiz. »
« Eur wech koulskoude ? »
« Setu amañ eun orin, » a soñje ar c’hloc’her. « Ma vezan tapet gantañ, hen tapin ivez. »
« Pe seurt marc’had a rez ? » emezañ.
« Me a roio ar pez a dalvezez. »
« Hag, ouspenn, ar pez a dalvezez da-unan ? »
« Memes tra, » eme Yann… « Pegement a dalvezez hervez da soñj ? »
« N’ouzon dare. »
« Ne dalvezez ket muioc’h eget an Aotrou Doue ? »
« Na tost, kredabl. »
« Brokus e vezin, daoust da ze. Dal ! setu amañ tregont diner. »
« Tregont diner ? »
« Ha n’eo ket ar priz-se e voe gwerzet Jezuz-Krist ? »
« Gwir eo. »
« Ro d’in ar groaz aour eta. »
« Hag ar pez a zo ouspenn. »
« Ouspenn ? »
« Ar pez a dalvezez-te ivez. »
« E fec’h, marc’had hor boa graet. »
« Pegement a dalvezez ? »
« N’ouzon dare. »
« Ma ! me am eus eun aotrou du—mañ er c’hraou, eur pemoc’h (respet d’eoc’h). Ha muioc’h a dalvezez egetañ ? »
« Kredabl ! »
« Mat. Pemp skoed ha tri-ugent a zo bet lakaet d’in ennañ dec’h. Me a c’houlenne pemzek. Troc’homp ar c’hemm dre an hanter. Dek skoed ha tri-ugent ! »
Yann a rankas paea. Ar groaz aour a yeas evit Annaig. Interramant bras a voe graet gant eun eizveted ha kement tra-all da heul… Laouen e oa ar c’hloc’her o son ar c’hlaz rak, ouspenn an tregont diner, e chome nao skoed gantañ.
Pa glevas mamm Yann e oa intañv he mab, e yeas d’e gavout. « Deus da chom ganin bremañ, va faotr. Inoui a ri da unan. »
« Ne dan ket, » eme Yann. « Bremañ, pa ’z oun digabestr ez in da vale bro da lec’h ma troio em penn. Netra ken ne viro ouzin da vont betek ar penn-all d’ar bed. »
« Pegeit, a gav d’it, emañ ac’halen ? »
« Eur pennadig brao, hep mar. »
« A soñj d’it ? Selaou ar pez a lavare da dad pa oas bihan. Ankounac’haet ac’h eus ? »
« Ya ’vat !»
« Mat. Eun devez e c’houlennjout outañ : Va zad, pelec’h emañ ar penn-all d’ar bed ? — Heñ a respontas d’it : En da gichen. — Em c’hichen ? emezout. — Ya, emezañ. Ar bed a zo ront, evel ma ouzout pe, ma n’ouzout ket, m’hen lavar d’it. Ma ! kae d’ober tro ar bed. Mont a ri betek ar menez du-ze. En tu-all e kavi eun draonienn. Goude eur blênenn, hag eur menez, hag eun draonienn. Hag an tevenn, hag ar mor, hag an douar adarre. Hag ez i keit-ha-keit, oc’h ober an dro atao, ken… ec’h en em gavi amañ adarre… »
« A zo gwir-bater penn-da-benn, » eme Yann.
« Chom ganin hag e teskin troiou-all d’it c’hoaz. »
« Mont a ran da c’haloupat, evelato. »
Ha Yann kuit diouz e vamm, hep eur pok, hag hep eun daelenn (daeraouenn) e korn e lagad.
Kenta tra a ra Yann eo klask eur c’hoad bras. Eno ne vezo ket gwall-aes d’an archerien her c’havout. Gwir eo na ra ket nemeur a van outo abalamour ma c’hell o lakaat da zañsal gant e c’houitell. Pa voe e-unan-penn e savas aon gantañ koulskoude. « Ha ma ’z eus loened gouez amañ ! » emezañ. « Na buan e vefen lonket gant ar bleiz ! » Dres ! setu eun aneval o tont d’her c’houesa hag e tap digantañ eun taol-dant en e gof-gar. « Aiaou ! » eme Yann.
En em zifreta a ra, gwella ma c’hell, da zifenn e groc’hen. Stank e ya an taoliou treid davet al loen gouez a zo o yudal hag o skrigna e zent. Lammat a ra ouz ar paour-kaez Yann. Dre eurvad evitañ e teuas da soñj da hemañ eus galloud e c’houitell. hag ar suterez en-dro, ma ouie. Dañsal ha dañsal a ra ar bleiz, gwelloc’h eget n’eus forz pe ours. Hag e kouez a-gas d’an douar gant ar skuiz ma ’z eo. Neuze e sank Yann eur goñtell en e gof : « Setu unan ha ne dago den ebet mui ! » emezañ… « Hogen marteze ez eus re-all c’hoaz ! Gwir eo ne vezin ket trec’h d’ezo holl gant va sutig ! Met ha ma vefe unan bennak sorset en o zouez ?… »
Mont a ra larkoc’h. E-harz eur wezenn, setu eul lagad o para warnañ. C’houeza a ra en e venveg, met ne finv ket al loen eun distera. « Echu ganin ! » eme Yann. « Nann, n’eo ket c’hoaz ma c’hellan sevel er wezenn-mañ. Ne vezo ket evit dont war va lerc’h. » Ha Yann da grimpa. Azezet war eur skourr, e chom da sellout a-is d’ezañ. Emañ al lagad o lugerni bepred. « Loan vil ! » eme Yann, « Ha tec’hout a ri ? »
Ne dec’has nemet pa savas al loar. Pa voe aet e spont kuit, e tiskennas d’an traon. Klask a reas roudou treid an aneval da c’houzout petra a oa. Hogen ne gavas seurt, nemet… eur preñv-goulou !
Antronoz e oa marc’had er gêr dosta. Nebeut a dud a yeas, evit doare, rak ne dremenas nemet eur c’harr war an hent a yae a-dreuz ar c’hoad. « Ar varc’hadourez pe an arc’hant a rankan laerez emberr, » eme Yann. Diouz an abardaez, setu ar c’harr o tistrei.
« N’hoc’h eus ket eur plas da rei d’in ? » a c’houlennas Yann.
« Eo da, » eme ar vaouez a oa o vlenia ar c’harr. « Savit e-barz. »
Azeza a ra Yann en he c’hichen. Komz a ra ganti diwar-benn an amzer hag a bep seurt traou-all. Hi a selle a-gorn outañ hag he devoe eur gridienn. « Eul laer a zo ganin, » e soñje. « An dremm a zo warnañ ! Ma c’hellfen her c’has er-maez ?… »
Hag a greiz-holl : « C’hri, Margod ! » emezi.
« Petra ’zo ? » eme Yann.
« N’emaoc’h ket aes aze. »
« Aes a-walc’h. »
« Gortozit ma renkin va fanerou. »
Trei ha distrei a ra he manikinou evit o lakaat kompez. Hag e laosk unan anezo da goueza, evel hep gouzout dare d’ezi.
« Setu kouezet eur vanikin war an hent, » eme Yann.
« It d’he zapout d’in, mar plij. »
Diskenn a ra Yann. Neuze e ro ar vaouez eur pez taol-fouet da Vargod a ya kuit d’an daoulamm. Ha Yann a chom e fri war ar gloued…
« Ma ! » emezañ, an dichañs a zo warnoun abaoe eur pennad ’zo. Ret eo d’in mont da gavout ar sorserez. Hag e ya.
« Demat, d’eoc’h, mamm-goz. »
« Ha d’it, va filhor. »
« Me n’oun ket filhor d’eoc’h. »
« Petra ’faot d’it ? »
« Gwechall edo ar voul ganin ha bremañ e tro pep tra da fall. Me a garfe gouzout petra a zo kiriek da ze. »
« Digas da zorn amañ ma welin en da waziedou. »
Sellout a ra piz ha piz ouz dorn Yann, ouz ar palv, ouz ar c’hil.
« Gwir eo, » emezi. « Digouezet ez eus warnout eur maread a zichañs. »
« Penaos lakaat va flanedenn da cheñch ? »
« Gant ar c’hartou-mañ a c’hellfen gwelout. Met paea a zo ret a-raok. »
« N’eus ket eul liard toull ganin. »
« Ma, neuze ne glevi seurt? N’eo ket deuet ar c’hiz c’hoaz da labourat evit netra. »
« Me a baeo goude. »
« Tra, tra ! ar pae da c’houde ne blij ket d’in. Flemmet oun bet eur wech : ne vezin ket diou, lez da gas ! »
« Met petra a roin d’eoc’h pa n’eus ket eur siseurt ganin ? »
« Kae d’ar gêr ! »
« Hep gouzout seurt ? »
« Ya, hep gouzout seurt. »
Edo Yann o vont er-maez eus lochenn an hini goz : « Va chupenn a roin d’eoc’h, » emezañ. »
« Me ne zougen ket chupennou. N’ac’h eus montr ebet ? »
« Nann. »
« Furch da c’hodellou. Marteze e kavi eun dra bennak enno. »
« Ne gredan ket. »
« Peogwir out paour, e vezo a-walc’h an distera tra. »
Kavout a ra Yann e c’houitell.
« Sell, » eme ar sorserez : « eur sutig ganez ? Mestr laeron out eta ? »
« N’oun ket avat. »
« D’ober petra eur c’houitell neuze ? »
« N’oc’h eus ket ezomm da c’houzout. »
« Marteze a-walc’h. »
« Gant ar c’houitell-mañ e lakaan da zañsal ne vern forz piou pa blij ganin. Ma ne gredit ket, emaoc’h o vont da welout :
- Eun taol sut ha souden,
- Ar wrac’h gant eun abadenn ;
- Eur bomm sounn ha raktal
- Ar sorserez o fringal… »
Tripal ha lammat he devoa graet ar wrac’h : « A-walc’h e-giz-se ! » emezi.
« Ac’hanta ! ha kredi a rit bremañ ? »
« Ro anezañ d’in hag e klevi da blanedenn. »
« Ne roan ket da ! »
« Evel a gari. Mut oun. »
« Livirit d’in. »
« Ro anezañ. »
« Dalit. »
« Digant piou ac’h eus bet anezañ ? »
« Digant piou ? Met digant den ebet. »
« N’eo ket aet e-unan en da c’hodell evelato ? »
« Nann sur. Laeret am eus anezañ. »
« Diwar goust piou ? »
« Diwar goust eur gorrigan hag he devoa hen diskouezet d’in. »
« Diot out bet. Ma karjes beza her goulennet e vije bet roet d’it ganti. »
« Memes tra eo peogwir emañ ganin. »
« N’eo ket, filhor, tamm ebet. Neuze he divije lavaret d’it da betra eo mat. »
« Mat eo da lakaat an dud da zañsal. »
« Ha d’ober traou-all ivez. »
« D’ober petra c’houaz ? »
« Gortoz ma kontin d’it. Bet eo ar gorrigan he-unan ouz va c’havout, ha displeget he deus kement-se d’in. Me a zo o vont da c’houeza er c’houitell hag e weli. »
Kerkent e krog da sutellat ha setu Yann oc’h ober eun abadenn.
« Gwir eo, » eme ar sorserez, « ober a ra d’an daol dañsal pa vez lakaet da son. »
« Gouzout a ran. Hag ouspenn ? »
« C’houitell, » eme ar wrac’h d’ar sutig, « ra vezo eun douzier fleurennet koant war va zaol. »
Eur sutadenn, ha setu ledet war an daol eun doal kaer-dispar.
« C’houitell, ra vezo kig ouz ar ber ha gwin koz, ha mat, war va zaol. »
Kig ha gwin a zo diouz an druilh. Da c’houde e teu c’hoaz : bara, holen, pebr, saladenn, eol ha gwinegr, sukr, kafe, patatez fritet, avalou poaz, per, kouignou a bep seurt.
« Ho ! ho ! » eme Yann, « n’em eus ket ezomm da glevout va flanedenn bremañ. Roit va c’houitell d’in en-dro. Pinvidik a-walc’h e vezin bremañ gantañ pa ouzon penaos ober. »
« A-raok e oa d’it beza gouezet ! D’in-me eo ! »
« Roit anezañ d’in, pe me ho lazo, memes tra evel eul leue. »
« Chom sioul, filhor, ha kae gant da hent. »
« Va c’houitell d’in ! » eme Yann o skrougnal.
« Eun abadennig a-raok, paotr. »
C’houeza a ra ar sorserez er c’houitell hag e rank Yann bale dillo kuit.
Kenta a gavas Yann war e hent a voe eul laer-all.
« Ar yalc’h pe ar vuhez, » eme hemañ.
« Ar yalc’h pe ar vuhez, » eme Yann ivez. « Ma ’z eus eul laer ac’hanout, me n’oun ket fall kennebeut d’ober ar vicher-ze. Ne ran seurt-all abaoe va femzek vloaz. »
« Abret e krogjout ganti neuze, kenderv. »
« Ha te ? »
« Pevar miz ’zo. »
« Deomp kevret. »
« Memes tra. »
« Boutin e vezo, evel just, kement tra etrezomp. Pa vezo eun dra bennak da c’hoari e vezimp rampo atao. »
« Hep ober kazeg nep tro, me ’laka. »
« Pa c’hellimp, ne c’houitimp ket. »
« Graet ar marc’had. »
Mont a reont eur pennadig ac’hano. »
« Alo ! » eme Yann, « setu an taol kenta dioustu. Ne welez ket eur pesketaer koz o tont war-du ennomp ? Greomp e stal d’ezañ. »
Pa ’z eo en em gavet en o c’hichen : « Ar yalc’h pe ar vuhez, » emezo.
« Gedit eun tammig, mar plij, » a respont ar pesketaer.
Tenna a ra e chik eus e c’henou hag en laka e ourl e voned. Goude e furch en e c’hodell. « Deuit da gerc’hat va mouneiz, » emezañ. Tostaat a reont outañ da skrapa e arc’hant. « Da behini ac’hanoc’h ar bolod kenta ? » eme ar pesketaer en eur zispaka e bistolenn. Met an daou-all a dec’h kuit, mall war o ler, a c’hellit kredi.
« Tud digalon ! c’houen a sav en ho loerou evit eur bistolenn ! Setu aze laeron ! Ma vijec’h bet eveldoun-me e vijec’h bet gwazed ! Me n’em bez aon nemet rak eun dra, rikla d’an douar ha terri va… fenn a-dreñv ! »
Setu ma lavaras e genseurt da Yann : « Hennez eo Troc’h-Yalc’h nep mar. Diouz e brezeg hen anavezan. Mont a ran da gomz gantañ. » Hag heñ da c’hervel : « Troc’h-Yalc’h ! »
« Petra ’fell d’it ? »
« Deus amañ ’ta buan. Ni ’zo mignoned koz. »
Mont a ra Troc’h-Yalc’h d’o c’havout : « Sell ! Mestr-Krog ! » emezañ. « Penaos e ya ar bed ganez ? »
« Baoik emaoun. »
« Ha petra ’rez dre aze ? »
« Klask eur yalc’h bennak da c’houllonderi. Ha te ? »
« Oc’h ober memes tra. »
« Mont a reomp kevret evel gwechall ? »
« Mat. »
« Me a zo eur c’hamarad ganin dija. »
« Neuze e vezimp tri. »
« Feiz, gwelloc’h e vezo. »
Difoupa a ra Yann neuze.
« Pe ano out ? » eme Droc’h-Yalc’h.
« Yann. »
« An dra-ze n’eo ket eun ano eo. »
« Gant va faeron eo bet roet d’in. »
« Ha piou oa da baeron ? » eme Vestr-Krog.
« Yann ivez. »
« Petra ’oa ? »
« Laer. »
« Pelec’h edo o chom ? »
« E Stank-ar-Wrac’h. »
« E Stank-ar-Wrac’h ? Pegeit ’zo abaoe ? »
« Eur pemp bloaz warnugent bennak. »
« O ! » eme Vestr-Krog, « te eo va filhor neuze. Te ’zo mab da Janed ha da Ber ? »
« Dres. »
« Va filhor ker ! »
Pokat a reont an eil d’egile.
« Hañ ! » eme Droc’h-Yalc’h, « setu kavet da niz ha da filhor ganez. Ha gouzout a oar e vicher ? »
« Gouzout mat, paotr. Ganin eo bet teski. »
« Neuze n’eo ket souez. »
« Mat, me ’soñje d’in n’en divije ket gellet deski ervat morse. Met ni eo a veze flemmet gantañ bep tro, an orin a oa anezañ ! »
« Mat tre. Hemañ eo Yannig neuze ? »
« Evel ma welez. »
« Eun den gouest ha ouesk a zo anezañ. Mont a ray mat ar stal ganeomp hon-tri, arabat kaout aon ! »
Ne d’an ket da gonta d’eoc’h penn-da-benn ar pez a reas an tri laer-mañ. Re-hir e vefe dre ar munud, skuiza a rafec’h hep mar ouz va selaou hag e krazfe va gourlañchenn, nemet eur banne sistr mat ha yac’hus ho pefe da rei d’in.
Daoust ma voe lesanvet Kraban-Dir gant e zaou genseurt, e kendalc’hin d’ober Yann anezañ evel diagent.
Eun deiz ma oa fall ha rust an amzer, e rankas va laeron chom en o zoull. Petra d’ober, pa vezer dilabour o waskedi en eun toull, nemet savarat ? Ha setu pe savar a voe ganto :
« Filhor, » eme Vestr-Krog, « dibun d’eomp eun dra bennak. »
« Mar gellan e tivunin. N’oun ket marc’h koulskoude. »
« Intentet fall ac’h eus. N’eo ket divuna hogen dibuna pe gonta eo a lavaran d’it. »
« Memes tra. Met petra ? »
« Eur marvailh bennak. »
« M’am bije gouezet. »
« Ne ouzout hini ? »
« Tra. »
« Lavar neuze, te, Troc’h-Yalc’h. »
« Lavar da-unan. Te a zo eur c’hog. »
« N’oun ket gwall vaout war an traou-se, hag hirio n’emaoun ket war va zu. »
« Kae atao. »
« Ma ! Berr e vezo ar gaoz ganin, berr kenañ. »
« Keit hag eul lost-leue… He ! filhor, pet lost-leue a vefe ret astenn etre amañ ha Paris ? »
« Eun toullad mat, kredabl ! »
« Leue da-unan !… Unan hepken ma vefe hir a-walc’h. Alo ! pe seurt marvailh a gontin d’eoc’h ? Feiz, istor unan eus hor c’henvreudeur.
Eur wech e oa eun den hag a reas e soñj da vont da bardona da Sant Jakez a Gompostel, e Bro-Spagn. Arc’hant en devoa, eun tokad mat, ha gant aon ez ajent gant unan-bennak eveldomp-ni, e c’houlennas ouz eur mignon o mirout d’ezañ keit ha ma vije oc’h ober e dro. An den-mañ o c’hemeras ha setu ar beajour o vont en hent, dinec’h e spered ha laouen e galon.
Petra a c’hoarvezas gantañ e-doug e droiad e pell bro ? N’oun ket evit lavarout, rak n’ouzon seurt diwar-benn kement-se. Hogen distrei a reas d’ar gêr a-benn eur c’hrogad amzer, hag heñ ha goulenn e arc’hant, na petra ’ta ! Egile avat ne felle ket d’ezañ renta ar pez a oa bet fiziet ennañ.
« O c’huzet em eus, » emezañ, « ha n’em eus tamm soñj ken e pe lec’h. Dalit ar vaz-mañ mar karit. »
« Va arc’hant eo a rankan da gaout ha n’eo ket eur vaz eo. Da c’hervel a rin dirak ar barner. »
« Ha neuze ? Pelec’h emañ da destou ? »
« Hor Salver war e groaz a oa test. »
« Eur pez kaer evit se ! »
Hag int d’al lez-varn : « Hervez ma lavar, » eme ar barner « en deus roet an den-mañ arc’hant d’it da virout d’ezañ e-keit ha ma vije o vont da Sant-Jakez a Gompostel. Ha gwir eo ? »
« Ya, gwir eo. »
« Pelec’h emañ an arc’hant ? »
« O c’hinniget em eus d’ezañ, met ne felle ket gantañ o c’hemerout. »
« Kinniget ac’h eus an arc’hant d’in, gaouiad divergont ma ’z out ? Gant an douar e tlefes beza lonket ez-veo ! »
« Mat, aotrou barner, ker gwir eo ar pez a lavaran ha m’emaon me va-unan amañ dirazoc’h. »
« Ha sevel a reot ho torn, dirak ar groaz, da doui kement-se ? »
« A galon vat. »
« Grit neuze. »
Rei a ra an hini tamallet e vaz da zerc’hel d’ar pardoner. « Toui a ran dre va le, » emezañ en eur sevel e zorn, « beza kinniget e arc’hant d’an den-mañ ! Toui a ran emaint gantañ ! »
« Ganin, pez divez ? »
« Arabat kunuja den ebet, » a lavaras ar barner. « Mat eo, » emezañ goude d’egile. « Ha bremañ, it kuit. »
« Ar vaz d’in, » eme an touer.
« D’ho tamaller eo ! » a c’hourc’hemennas an den a lezenn.
Ruzia a reas egile betek beg e ziskouarn : « Tapet oun ! » emezañ.
« Evel just, » a zistagas ar barner. « Digasit d’in ar vaz amañ ! »
Roet e voe d’ezañ hag e zerri a reas etre daou damm. Tiñk-dirliñk e kouezas ar peziou melen war an douar…
Dizoloet en devoa ar barner taol-gwidre ar paotr fin.
« Ar barner ne oa ket eur paotr sot anezañ, » eme Droc’h-Yalc’h. « Ma ! me ivez am eus bet c’hoariet d’eur beleg eun dro re-bar da hounnez.
« Laer oun bet a-viskoaz, evel ma ouzoc’h. Mat, eur wechad ez is da gofes. Digoret en doa ar beleg an drafig pa zeuas eur machigod (kurust) d’e glask. Raktal e yeas gantañ d’ar sakristiri. Chom a ris va-unan er gador-gofez, hogen, inouet o c’hedal, e sellen a bep tu d’in. Ha me gwelout montr ar beleg. E dapout ne oa tamm diaes ebet ha setu m’hen lakais em chakot. Pa voe distro va c’hofesour, e kinnigis d’ezañ e vontr.
« Kasit-heñ d’e berc’henn, » emezañ.
« Dalit, » emeve adarre.
« Roit-heñ d’e berc’henn, a lavaran d’eoc’h. »
« Ne fell ket d’ezañ e gemerout. »
« Mirit-heñ neuze. »
Ar pez a ris, na petra ’ta !
« Brao avat, » eme Vestr-Krog. « Eur mailh a zen a zo ac’hanout. Kont d’eomp eun dra bennak-all c’hoaz. »
Eul Leoniad a yeas eun deiz da di eur marc’hadour-levriou. E Bro-Leon du-ze,e lavaront euriou e-lec’h levriou.
« Deuet oun, » emezañ, « da brenañ eun euriou. »
« Sac’hellog daonet a zo ac’hanout ! » eme ar marc’hadour. « Er-maez ! ha buan ! N’eo ket em zi eo dont d’ober goap ac’hanoun ! Ha kavout a ra d’it oun-me an Ankou, pe an Amzer ? Goulenn euriou da brena ! Kemer war da amzer gollet hag e kavi euriou a-walc’h ! »
Rankout a reas al Leoniad kerzout kuit hep e « euriou »…
Eul Leoniad-all a yeas da Gemper da brena eun ebeul. Er gêr ma oa en em gavet e welas, war ar plas-foar, eur vaouez krog e penn eun ebeul bloaz. « Pegement ar bouch ? » emezañ. Kement a zroug a yeas er vaouez a klevout e gomzou, ma tic’halas eur pez flac’had gantañ en en eur lavarout : « Daoust ha bouchou a c’houlenner diganr merc’hed onest ? »
« Me a baeo anezañ. »
« Daoust hag e vez gwerzet an traou-se ? Eur bouch, paotr vil mez-e-welout, a vet roet ; gwerzet, avat, ne vez ket ! »
Ne gomprenas ket al Leoniad. Perak ivez mont da Gerne da glask bouchou ?… Dleet a oa d’ezañ beza gouezet a-raok n’eus kemm ebet eno etre eur bouch hag eur pok…
Ha va Leoniad da Vro-Dreger. E vouch a ranke da gaout « Pegement ar bouch ? » emezañ d’eun tieg.
« N’eo ket amañ emañ plas ar bouchou, » eme heman. « Du-ze en tu-all d’ar saout, e-touez an deñved. Eno e kavi bouchou a-walc’h ha tammou triakl (regaliz) ront dindano. »
E Treger, eur bouch hag eur c’havr a zo ar memes tra.
Sellout a reas hon den etrezek an tu ma lavared d’ezañ ober, hag e welas eno dimezelled kerniel hir. « N’eo ket eus ar seurt-se a fell d’in, » emezañ, « hogen eus ar seurt-mañ eo. » Hag e tiskoueze an ebeul.
« A ! » eme an ozac’h, « eun eal eo emaout o klask ? Neuze e oa d’it beza lavaret ! »
« Eun eal ? » a respontas egile gant souez. « Met me soñje d’in e oa ar re-ze speredou pur na c’hellomp ket da welout gant hon daoulagad, na touch outo gant hon daouarn. »
« Genaoueg ! en neñv eo emañ ar seurt-se ! Hemañ avat a zo ganet du-mañ hag e vamm a c’helli gwelout eno pa gari ! »
Ne gredas ket al Leoniad e c’helle eur gazeg trei eun eal. Ma ! kontant pe get, e Bro-Dreger e c’hoarvez kement-se…
« D’az tro, filhor, » eme Vestr-Krog. « Bremaik e felle d’it divunadennou. Ro d’eomp unan-bennak. »
« N’ouzon ket ar seurt traou-se. »
« Da dad a oa pabor warnezo koulskoude. »
« Mat. Divun d’in eun divunadenn :
- A c’holo an douar penn-da-benn
- Ha ne c’holo ket eur feunteun ? »
« An erc’h eta. »
- « Me am eus eun armelig wenn
- Hep toull-alc’houez na prenn ? »
- « Me am eus eun armelig wenn
« Eur vi. »
« O ! c’houi a oar kement hini. »
« Lavar atao. »
- « Eur gleuzenn fao put
- Leun a eskern-tud ? »
- « Eur gleuzenn fao put
« Hag a gig ivez ! Eur votez. »
« Petra eo an diaesa da zerc’hel war veg eun ibilh ? »
« An avel-draon. »
« N’ouzon nikun-all ebet ken. »
« Ma ! Divun d’in eun divunadenn, te ivez :
- Uhel pignet, fall wisket
- A laka ’r wrac’h da redet ? »
« Pignet uhel… gwisket fall… » eme Yann, « hag a laka ar wrac’h da redet… N’oun ket evit kompren. »
« Ma, ivez ! Ar c’hloc’h. Ha n’eo ket pignet uhel ? »
« Eo avat, en tour. »
« Ha gwisket mat eo ? »
« N’eo ket. Noaz-ran e vez atao. »
« Ha pa son ? »
« E red ar wrac’h koz… Gwir eo. »
« Unan-all c’hoaz : Perak e rank ar saout mont e-kichen ar c’hleuz da zisheolia ? »
« Abalamour ma klaskont eul lec’h fresk ha distan. »
« Diod ! Peogwir ne da ket ar c’hleuz d’o c’havout, e rankont mont en e gichen evit tostaat outañ. »
« Ma ! » eme Yann alvaonet.
« Kont kement-mañ : Tri bemp = pemzek, ha daou = seitek, ha tri = ugent. »
» Tri ha pemp a zo eiz ; ha pemzek a zo tri warnugent ; tri ha daou, pemp warnugent ; ha seitek, daou ha daou-ugent ; daou ha daou-ugent ha tri-ugent a zo daou ha pemp-ugent. Mat, daou ha kant. »
« Deuet eo ganez, » eme an daou-all o c’hoarzin ken a frail o genou.
« N’eo ket mat ar gont ? » eme Yann.
« Seitek out atao filhor, » eme Vestr-Krog. « Ugent a ra an dra-ze ha netra ken. Konta a raen va-unan en eur lavarout d’it ar c’hementadou. Tri bemp, teir gwech pemp, a ra pemzek, n’eo ket ’ta ? »
« Ya, avat. »
« Pemzek ha daou a ra seitek, seitek ha tri a zo ugent. »
« Gwir a-walc’h eo. »
« Gwir rik. Kalz a chom ganez da zeski c’hoaz. Met, dre eurvad, ez eus eul laer dispar ac’hanout. Gwelloc’h eo an dra-ze eget hor c’hoñchennou, neketa Troc’h-Yalc’h ? »
« Brigadier, ar wirionez a zo ganeoc’h. »
« C’hoariomp da gousket bremañ. »
« Emaoun krog ganti pell ’zo. Noz vat, huñvreou kaer, eun tammig chañs hag avel greñv ! Toutou ! toutouig la la ! Moredi a ran. Grit kement-all dillo ! »
…A-benn eur pennad e savas Troc’h-Yalc’h.
« Ma ! » emezañ, « n’oun ket evit serri lagad ebet. »
« Laosk ac’hanomp evelato, ha chom da ober ged aze. »
« Ya, da ziwall an avel dirollet hag an dour-bilh ! Selaouit, emañ an diaoul o c’hoari ’r c’hilhou. »
« Feiz ! Strakal a ra ar gurun. »
« Ma ! paouezit da gousket peogwir ne chom ket sarret va daoulagad. »
« Te a zo eur c’hristen a zen ac’hanout, avat ! Ne soñjez nemet ennout da-unan !… Kont eun dra bennak d’eomp neuze. »
« Memes tra. Istor ar Bleiz hag al Louarn. »
« Istoriou a-walc’h am eus-me klevet diwar-benn an daou-se. »
« N’ac’h eus ket klevet houmañ evelato ! N’eus ket eiz deiz c’hoaz abaoe ma ’z eo bet c’hoarvezet ar pez a zo enni. »
« Ranezenn ! Lavar atao : aesoc’h a ze ne vezo ken d’in da gousket. »
Eun deiz edo Laou ar Bleiz ha Lan al Louarn o-daou o vale bro. Setu ma kavjont eun dorz-vara war an hent. Gwelloc’h e vije bet ganto, hep mar, kavout eur penn-yer pe zaou. Hogen, pa ne oa ket a gig, e oa ret mat tremen gant bara nemet ken.
« Bep a hanter-torz da bep hini ac’hanomp, » eme Laou.
« Perak he zroc’ha etre daou damm ? » eme Lan. « Mignoned vat a-walc’h omp, emichañs, evit kaout fiziañs an eil en egile ? »
« A dra sur. »
« Mat. Kuzomp hor bara neuze ha, p’o devezo hor bouzellou ezomm a voued, ez aimp d’an dorz hag e kemerimp bep a damm. »
« Evel-se bezet graet, » eme Laou.
Hag int d’o labour. Eur parkad gwiniz o doa da c’hounit. A-benn eur pennad, setu ar c’hloc’h o son.
« Ged amañ, Laou, » eme Lom. « Emeur ouz va gervel da vont da baeron. »
« Kae ’ta, neuze. Goude e liviri d’in pe seurt ano az pezo roet d’az filhor. »
« Ya, ya, bez dinec’h war gement-se ha torr douar atao. »
Ha Lan en hent. Pa voe distro : « Pe ano eo da filhor ? »
« Boulc’h. »
« Morse ne glevis hevelep ano. E pe levr ac’h eus her c’havet ? »
« N’em eus ket soñj ken. »
Tapout a ra Lan krog en e bal hag al labour a ya en dro. Setu ar c’hloc’h o son eur wech-all. « Eur filhor-all, » eme Lan.
« Kae ha lavar e ano d’in. »
Graet eo e dro gant Lan. « Pe ano eo ? » eme Laou.
« Hanteret. »
« Enterret ? »
« Ro amzer d’ezañ da veva eun tammig da vihana. N’eo ket enterret eo, hanteret. »
« Ma, eun ano fentus eo. N’emañ ket war an almanag, a gredan. »
« Labouromp a-zevri, evelato. »
« Dal ! » emezañ a-benn eur pennadig, « setu ar c’hloc’h adarre ? Ne baouezo ket hirio eta ? Mont a ran. »
Pa voe deuet Lan en-dro : « Pe ano an taol-mañ ? » a lavaras Laou.
« Palevarz. »
« N’anavezan ket ar sant-se. »
« Te n’out ket bet er skolachou, kennebeut, eveldoun-me ? »
« Gwir eo. Ha galvet e vezi c’hoaz ? »
« Ha pa sonfe ar c’hloc’h hanter-kant gwech-all, ne din nemet eur wech ken… Selaou ’ta ! Ne glevez ket ? Emañ o tintal. Mont a rankan. Ne vezin ket keit an dro-mañ. Gouzout a ran mat bremañ penaos e vez graet. »
« Devez ar badeziantou a zo hirio evit doare ? »
« Eur wech-all bennak e vezo da dro-te, Laou. »
« Ne gav ket d’in. »
« Kenavo bremaik. Emañ graet hon labour demdost. »
Ne zaleas ket Lan pell bras. Kerkent ha ma voe distro : « Pe ano ? » eme Laou. — Man ne van… (Ne chom netra), » a repontas egile. Aet a oa an dorz en e gof, e gwirionez.
« Mantrus out gant da anoiou… Deomp da zibri eur begad bremañ. Labouret mat em eus hag evel ma ouzout :
- Ar gwella bara da zibri
- A vez gounezet o c’houezi. »
« Deomp, » eme Lan. Hag int d’o c’huzadenn.
« Sell ! » eme Laou, « n’emañ ket an dorz amañ ken. »
« Ar c’hi brein ! » eme Lan. « P’edon o tont eus an iliz, e welis eur c’hi aze. Al loen divergont ! Gantañ e rank beza aet ar bara ! »
« Hag e rankimp chom war yun bremañ ? »
« Evidoun-me ne chomin ket, tankerru ! Setu eur pesketaer o vont e kêr gant e varc’hadourez. Kavout a rin an tu warnañ. »
« Ha me ? »
« Te a ray eveldoun, mar karez. »
Gourvez a eure e-kreiz an hent bras, oc’h en em rei evel m’hen divije graet maro bihan. Ar pesketaer her gwelas, evel just. « Sell ! » emezañ, « eul loen lazet. Kignet e vezo hag e werzin e groc’hen eun dornad mat. » Tapout a ra peg e Lan d’e deurel er c’harr. Ne finv ket al loen nemeur, na petra ’ta ! Hogen, e-keit m’emañ ar pesketaer o klask tana e gornad-butun, e stlap al louarn pemp pe c’houec’h pesk er-maez. Gwall-c’hleb e oa ar butun evit doare, rak ne groge ket an tan ennañ. Setu ar pesketaer oc’h en em lakaat d’e chika, en eur gana ken na vouzare. Neuze e lammas Lan kuit eus ar c’harr hag e yeas da zibri e besked.
Gwelet en devoa Laou penaos e oa bet en em gemeret e genseurt. « Mont a ran d’ober heñvel, » emezañ. Setu ma voe kavet ivez gant ar pesketaer, war an hent bras. « Eun devez mat evidoun ! » emezañ. « Eur c’hroc’hen louarn hag eur c’hroc’hen bleiz. » Pa ya da deurel Laou er c’harr, e-kichen Lan, ne gav ket hemañ. « Da belec’h ’ta eo aet ar furlukin-all ?… Ho ! ho ! ha va fesked brava ivez ! Beo e oa, war a welan bremañ ; ha tapet oun bet gantañ. Gant hemañ, avat, ne vezin ket ! » Hag e tarc’haouas eur mestaol gant Laou en e ividig. Kerkent e laoskas ar bleiz paour e huanad diweza…
« Setu savet an heol ha tavet ar glao hag an avel. Deomp en hent. »
« Hag hirio, » eme Droc’h-Yalc’h, « emañ ar foar goz. Na pegen aes ober hor micher ! Ne zeu ket ar vicher-mañ digant Doue, kredabl, pa ’z eo gwir e lavar :
- Laerez na mirout madou den
- Gant gouiziegez ne ri biken.
« Setu aze eur gourc’hemenn fentus avat ! Laerez gant gouiziegez a zo difennet. Laerez sot n’eo ket marteze ? »
« Arabat goapat war an traou-se, » eme Vestr-Krog. « Gant gouiziegez a zo da lavarout : o c’houzout… pa ouzout… »
« Ret e vije beza lavaret sklaer, petra ! Me, pa laeran, a glask laerez atao gant gouiziegez, gant finesa, gant ijin. Sellit, ha bremañ e welot ho-taou. Ha gwelout a rit eun den o tont du-ze ? Mat ! me a laero ar c’havrig a zo gantañ. »
« Me a laero e varc’h, » eme Vestr-Krog.
« Ha me ? » eme Yann, « petra a laerin ? Ne chom netra gantañ ken.
« Te a chomo da sellout. »
« Hola !… E zilhad a laerin. »
« An dra-ze ne ri biken avat. »
« Gwelet a vezo… Emañ tost. »
Mont a ra buan Mestr-Krog ha Yann gant an hent, a-raok an den a zeu etrezek enno, e-keit ma ya Troc’h-Yalc’h da guzat a-dreñv eur c’harz-spern. Setu Kouer o vont e-biou war gein e inkane. Hemañ a zo stag ouz e lost, gant eur pennad korden, eur c’havr eur c’hloc’hig en-istribilh ouz he gouzoug. Ha Troc’h-Yalc’h da gerzout war o lerc’h. Tenna a ra ar c’hloc’hig digant ar c’havr hag her staga a ra ouz lost al loen-kezeg. Hag heñ kuit didrouz gant al loenig barvek. Son a ra ar brizilhon evel diagent ha Kouer ne oar seurt.
« Graet e daol gant Troc’h-Yalc’h, » eme Vestr-Krog, « d’am zro bremañ. » Setu egile o tont. « Hola ! » a lavar Mestr-Krog d’ezañ, « perak ez eus eun ourouler ouz lost da jao ? »
Trei a reas Kouer e benn hag e welas e oa aet ar c’havr digantañ. « laeret eo bet va gavr ! » emezañ.
« Hañ ! » eme Vestr-Krog, « da c’havr marteze eo am eus gwelet o vont gant eun den, er c’hoad du-ze ? Tres laer a-walc’h a oa warnezañ, hep gaou. »
« Eur c’havr vriz ? »
« Just. »
« Derc’hel a rafec’h va marc’h e-keit ha ma vezin o vont war-lerc’h al laer ? »
« Ober a-walc’h. »
Ha Kouer gaez war-du ar c’hoad. Ne gav tres eus e c’havr. Pa zeu en-dro, loen-kezeg ebet mui. « Allas ! » emezañ, « setu me tapet avat ! Ha, koulskoude, marteze n’oun ket. An den-se, moarvat, aet skuiz ouz va gortoz, a zo aet atao gant an hent. Deomp ivez. »
Tremen a ra e-kichen eur puñs. Emañ Yann eno, o ouela. Goulenn a ra Kouer outañ : « Perak emaout o leñva e-giz-se ? »
« Bremaik, p’edon o tenna dour, eo kouezet va yalc’h er puñs. Revinet naet oun ! Penaos e rin foar bremañ ? Na skandal (gourdrouz) ha kann am bezo emberr du-mañ ! kerkoulz eo d’in mont d’en em grouga ! »
« N’a ket, paotr paour ! D’an ifern ez afes rag-eeun ! »
« Petra d’ober neuze ? »
« Petra a roi d’in hag ez in da dapout da yalc’h ? »
« An hanter eus ar pez a zo enni.
- Pa vezer e tro da goll,
- Gwelloc’h hanter eget holl. »
« Gwir eo. Mont a ran eta. »
Diwiska a ra e zilhad hag e tiskenn er puñs penn-da-benn gant ar gordenn. Pa voe en traon, e tec’has Yann kuit gant e zilhad. Edo an daou-all, pelloc’hik o c’hedal. « Ac’hanta ? » emezo.
« Graet an taol, » eme Yann. « Setu ! »
Hag e tiskoueze eur bakadenn.
« Setu eun devez mat, » eme Vestr-Krog. « Met gwerza a vezo ret bremaik. »
« Evel just. »
« Ranna a raimp an arc’hant etrezomp ? »
« Gwelloc’h eo, gant aon e vefe tapet hini pe hini ac’hanomp. »
Hag int war-du ar vourc’h, d’ar foar.
« Alo ! » eme Droc’h-Yalc’h, « peogwir emaoun e tro da c’hoari hirio, klaoustre e roin eul lein a-zoare d’eoc’h evit netra. »
« Marc’had mat sur, » eme Vestr-Krog. « Koulskoude, me a zigaso ar gwin. »
« Ha me ar bara, » eme Yann.
« Ar stripou hag an traou-all war va c’hont neuze. N’ho pezo nemet asanti gant ar pez a livirin. Goude-ze e raimp eur c’hofad c’hoarzin. »
« C’hoarzin a-walc’h a ran dija gant ar soñj hepken, » eme Vestr-Krog.
Er vourc’h emaint bremañ, en eun ostaliri. « Ha preda a c’heller ? » eme Droc’h-Yalc’h.
« Ya da. »
« Petra ’zo ? »
« Soubenn ha stripou. »
« Eun tamm kig sall ivez pe silzig ha fourmaj ? »
« Mar karit. N’hoc’h eus nemet lavarout. »
« Mat. Digasit d’eomp atao eus ar pez a zo. Goude-ze e welimp. »
Yann a ya da di eur bouloñjer : « Eun dorz-vara a c’houec’h lur, » emezañ.
« Dalit ! Triouec’h gwenneg eo. »
« Da Yann ar Velin eo an dorz. »
« Mat neuze. Eur c’hoch (eun ask) ez an da ober en e goadenn. »
Mestr-Krog a ya d’eun ostaleri-all. « Teir boutailhad gwin ruz mat ha teir galopinad kognak, » emezañ. Roet eo d’ezañ ar pez a c’houlenn hag heñ er-maez. An ostiz a zeu d’e c’hervel.
« Petra ? » eme Vestr-Krog. « A ! ya, ankounac’haet em eus kemerout va mouneiz. Eur pez ugent real am eus roet d’eoc’h. »
« D’in-me ? »
« Ya, unan Napoleon trede eo zoken. »
« Mat ! Ar gwin a zo nao real hag ar c’hognak pemzek gwenneg. Dalit, setu eur rolled a eiz real. »
« Trugarekaat ha kenavo ar wech-all. »
« Digasit ar boutailhou en-dro avat. »
« Na petra ’ta ! »
Hag an tri louarn ouz taol. Leina a reont gwelloc’h eget n’o devoa graet biskoaz. Pa voe evet ar c’hafe e c’houlennas Troc’h-Yalc’h : « Pegement eo ? »
« C’houec’h skoed, » a respontas an ostiz.
« Mat, » a lavaras Troc’h-Yalc’h en eur gas e zorn d’e c’hodell.
« Me eo a baeo, » eme Vestr-Krog.
» Tra, tra ! me eo a dle ober, » eme Yann.
« Me eo, » eme Droc’h-Yalc’h.
« Me eo, » eme Vestr-Krog.
« Me eo, » eme Yann.
Ober a reont van d’en em ganna. An ostiz a zo o klask mirout outo. Hag heñ d’ezo : « N’eus forz piou. Tennit plouz berr. » — « Gwir eo, » eme Droc’h-Yalc’h. Tapout a ra tri damm kolo. Met ne zigouezas ar blouzenn verr gant nikun anezo, rak keit-ha-keit e oant, o zeir. Ha chipotal a reont adarre da c’houzout piou a baeo.
« Me a oar penaos gouzout, » eme Droc’h-Yalc’h.
« N’eo ket re abret, » eme an ostiz.
« Setu amañ. Mouchomp e zaoulagad d’an ostiz. Klask a ray lakaat an dorn war unan ac’hanomp. An hini a vezo paket gantañ a ranko paea. »
« Mat sur, » eme an daou-all.
Mouchet eo an ostiz ha trei a ra war-lerc’h an tri-all, en dro d’an daol. Eur voutailh hag eur werenn a zo torret. « An traou-mañ a vezo da baea ivez ! » — « Ya, ya, » eme ar baotred vrao.
A-benn an eil tro e ya Troc’h-Yalc’h er-maez. A-benn an deirvet, setu Yann o vont ivez. Ober a ra Mestr-Krog diou dro-all hag heñ kuit da heul e genseurted.
O klevout kement a cholori war-laez, e sav gwreg an ostiz d’an nec’h. Tapet eo gant he gwaz. « C’houi a baeo ! » eme hemañ.
« Genaoueg ! » emezi. « Ha bremañ emañ ar mare da c’hoari mouchig-dall ? »
« Sell, te eo Fin ? »
« Mul bras ! Te eo a baeo hep mar. An tri-ze a zo pell ac’han bremañ. »
« Va Doue ! flemmet brao oun bet gant an istrogelled-se. Ha me roet d’ezo eul lein ker mat-all ! »
« A-benn eur wech-all e vezi furoc’h. »
« Bez dinec’h. Skiant prenet a zo mat da virout. »
« Kerik mat eo koustet d’it. »
« En em dapout a rin diwar goust ar re-all : eun tamm nebeutoc’h e pep plad hag eur banne bihanoc’h e pep gwerenn. »
« Me a soñje d’in az poa lavaret beza leal atao ? »
« Ni a welo. »
« Laerez na mirout madou den… »
« Ne rin ket kennebeut. Me a lavaro eo keraet an traou. »
« Gaou ebet ne liviri. »
« Petra a rin neuze ? »
« Gwerza muia ma c’helli e pep onestiz… »
« Bremañ, » eme Droc’h-Yalc’h, « eo poent d’eomp ober arc’hant eus hon traou. » Ha pep hini anezo kuit gant e dra.
Bec’h d’ar foar beza krog da vat, setu an archerien, eur c’houer d’o heul, oc’h ober eun droiad dre douez an dud hag al loened.
« Petra o deus laeret diwar da goust ? »
« Eur c’havr, eur marc’h ha va dilhad. »
« Da zilhad ivez ? Fentus a-walc’h eo kement-se. »
« Setu amañ penaos. » Ha Kouer da zisplega an troiou c’hoariet d’ezañ.
« Hag anaout a rafes al laeron ? »
« Ma n’o deus ket cheñchet giz. »
« Ha da loened ? »
« Mat tre. »
Mont a reont da blas ar c’hezeg.
« Emañ va marc’h aze, » eme Gouer. « N’eo ket da hemañ, koulskoude, e oa bet roet ganin da ziwall. »
« Pegeit ’zo emañ al loen-mañ ganez, va den mat ? » a c’houlennas an archerien.
« Em marchosi eo ganet. »
« Ha pelec’h emaout o chom ? »
« E Skrab-ar-Yar. »
« N’eus nemet gevier ganez ! » eme Gouer. « Te a lavar emañ al loen-kezeg-mañ du-ze abaoe ma ’z eus anezañ ? »
« Hag emañ ivez. »
« Neuze e ouzout, » eme Gouer adarre, en eur soucha daoulagad al loen gant e zaou zorn, « pe lagad d’ezañ a zo fall. »
« E lagad kleiz, » a respontas Troc’h-Yalc’h ken dinec’h ha tra.
« Archerien, » eme Gouer, « ha n’em boa ket lavaret d’eoc’h ? Hemañ a zo unan eus al laeron ! »
« Gwir eo, » emezo. « Gaouiad vil ! al loen-se a zo sklaer-dour e zaoulagad. »
Lakaet eo ar minotezou da Droc’h-Yalc’h.
En eur vont da blas an deñved e tremenas Kouer hag an archerien dre blas an dilhad koz.
« Tregont skoed a rankan da gaout evito, » eme eun den eno.
« M’ho pefe tregont lur ne vefe ket fall. »
« Tregont skoed ? »
« Dek. »
« Pemp warnugent ? »
« Dek. »
« Ugent ? »
« Liard ebet, » eme an archer. « Ar re-ze a zo dilhad laeret ! »
« Laeret ? Ar re-ze eo dilhad va eontr Fañch Chapel-ar-Viou, Doue d’e bardono ! »
« Me a zo tonton d’it neuze, paotr-e-yalc’h-er-puñs, » eme Gouer. « Ar re-ze eo va dilhad. »
« N’em eus anaoudegez ebet ac’hanoc’h. »
« Ne lavaran ket, met da anavezout a ran-me mat-kenañ. »
Ha chadennet Yann d’e dro.
« Ho ! ho ! » eme an archerien, « mat tre e ya an traou. Ne c’houitimp ket war egile kennebeut, kredabl bras. »
« Emañ aze ouz taol, » eme Gouer.
Gwerzet en devoa Mestr-Krog ar c’havr hag edo o vont da douch an arc’hant. Kouer eo o c’hemeras hag egile a voe ereet e zaouarn d’ezañ.
Ha setu va zri laer er prizon.
Barnet e voent, eur pennad da c’houde. Graet o devoa eun niver bras a dorfedou, hervez kalz testou diredet eus pevar c’horn ar vro. Ha setu ma voent kondaonet d’ar galeou.
« Va mab ! va mab paour ! na kalet eo ar pez a c’hoarvez ganez ! » eme vamm Yann, deuet ivez d’al lez-varn.
« Tec’hit pell diouzin, mamm fall ! » eme Yann. « Piou a zo kiriek d’in da veza amañ ? Piou, e lec’h va lakaat da suja, a rae noilh d’in ? Piou am c’hasas da zeski beza laer ? » Koueza a eure ar vamm, semplet, hag e varvas, nebeut da c’houde ar fallaenn-se.
Ne chomas ket beo gwall-bell an tri laer er galeou. Pardon a c’houlennjont digant Doue eus a-greiz o c’halon ha, moarvat e roas an Aotrou digor d’ezo en e balez kaer.
Chañs vat d’eomp holl da vont di !
Ar Vro (adalek here 1908
betek genver 1910).
Courrier du Finistère (adalek
genver betek ebrel 1911).