Mont d’an endalc’had

Tag hag an ebeul

Eus Wikimammenn
Le Dault, 1950  (p. 177-181)




Tag hag an ebeul


Tag en devoa daouzek kazeg, ha kenep e oant ho daouzek. Trei mat a rejont holl. Unan eus an ebeulien (bouchou, ealed), avat, a oa glas-glizin. Hag eun deiz, Tag d’e welout. Kerkent ha m’emañ tost d’ezañ, setu an ebeul o komz :

« Tag, » emezan, « arabat d’it krena abalmour ma klevez ac’hanoun o kaozeal. Gra kement a livirin d’it, hag eülus e vezi. »

« Ha petra ’liviri d’in ? »

« Da genta ez i paour. Gwerza da diegez a ranki ha da gezekenned da heul. Da c’hortoz avat, laz an unnek ebeul-all hag e giz-se e viri d’in va-unan laez an daouzek mamm e-pad c’houec’h miz. Tap eur reunenn eus va lost ha sko ar bouchou bihan all ganti. Raktal e varvint. Me, neuze, a cheñcho liou hag a vezo eun ebeul kaer ac’hanoun. »

Tag a gemer ar reunenn raktal, a stok ouz an ebeulien-all ganti. Mervel a reont kerkent. Ha dioustu an ebeul glaz-geot a cheñch liou hag a zo eur c’haer a ebeul : kaeroc’h ne voe ket.

Met Tag a gouezas an dichañs warnañ. Ret e voe d’ezañ gwerza e vereuri hag e loened, ha ne chomas gantañ nemet an ebeul komzer, tra ken. Hag hemañ d’ezañ :

« Tag, me a rank mont kuit diouzit. Te ’lavaro oun dianket. Hag e teuï da balez ar roue da glask ac’hanoun. Va c’havout a ri eno. Ne liviri da zen, evel just, e ouzoun-me an traou. Ar roue a c’houlenno ouzit petra out gouest da ober. Te a responto d’ezañ n’eus netra ha n’out ket evitañ. Hag e ray marc’had ganez neuze. Setu amañ petra : Ma rez kement a lavaro d’it, hag an dra-ze e-kerz c’houec’h miz, e roio da bouez a aour d’it ; ha lavarout a ray c’hoaz : « Ma ne rez ket, e vezi lazet ! » Gra marc’had gantañ, ha bez dizoan : me a vezo eno, ha da heñcha a rin war bep tra. Kenta tra a vezo gourc’hemennet d’it a vezo kas ar c’hezeg d’an dour. E-pad eiz deiz a-raok ne vezo bet gouest den da zont a-benn anezo ; er marchosi e vezin-me ganto hag o sorset am bezo holl. Te a lakaio ac’hanoun er penn kenta, ha war va lerc’h e teuint. Az pez soñj avat da rei d’in da zibri ken alies gwech ha ma tebri da-unan. »

« Ober a rin e-giz m’ac’h eus displeget. »

« Mat. Kenavo evit an deiziou, ha yec’hed mat d’it. »


Antronoz, Tag a c’houlennas digant e amezeien hag hen n’o devoa ket gwelet e ebeul.

« Tra ’vat, » emezo.

« Kollet eo. D’e glask a rankan mont. »

Ha Tag war-du palez ar roue. Kenta hini a zigouez gantañ eno eo ar roue e-unan, hag ar roue d’ezañ :

« Petra ’glaskez ? »

« Goulenn a ran beza kemeret da vevel ganeoc’h. »

« Petra ’ouzout ober ? »

« N’eus forz petra. »

« Greomp marc’had neuze. Ma rez, e-kerz c’houec’h miz, kement ha ma roin bemdez d’it da ober, az pezo da bouez en aour. Ma ne rez ket, avat, e vezi krouget. »

« Mat eo, » eme Dag.

« Krog el labour raktal. Kas ar c’hezeg a zo er marchosi aze d’an dour. »

Ha Tag d’ar marchosi. E ebeul a zo eno e-touez ar c’hezeg-all. Kas a ra Tag e ebeul er-maez da genta, hag al loened-all holl a ya d’e heul. Estlammet e chom ar roue, rak, e pad ar sizun a-raok, den ebet n’en devoa gellet o c’has er-maez. Evet dour a-walc’h ganto, Tag o c’has d’o c’hraou en-dro, hag ar roue d’ezañ :

« Gouesta gwaz bet mevel ganin eo te. Kae da zibri eun tamm bennak bremañ, ha pa vezi pare da vont d’ober eur gefridi evidoun, deus d’am c’havout. »

Ha Tag ouz taol. Diskenn a ra mat e bred, na petra ’ta ? Hag, evel just, kas a ra lod d’e ebeul. Hag heñ d’ar roue :

« Pare oun, mestr. »

« Mat tre. Kae da Gastell ar Vran Zu. Ar mestr eno en deus eur verc’h yaouank koant, ha c’hoant dimezi ganti am eus-me. Kae eta da gerc’hat anezi d’in amañ. »

« Pegeit emañ ar maner ac’han ? »

« Eur pennad brao. Kas a c’hellez eul loen ganez. »

« Bennoz d’eoc’h, aotrou roue. »

Ha Tag da gichen e ebeul a lavar d’ezañ petra en deus da ober.

« N’eo tamm diaes ebet, » eme an ebeul. « Me eo al loen a yelo ganez. Kas ac’hanoun e-maez ar porz ha sav neuze war va c’hein. E Kastell ar Vran Zu e tigouezimp dizale. Me a zo bet alies eno. Pa vezimp e-tal ar c’hael orjal melen a ra an dro d’ar maner, diskenn divarnoun, sell el liorz, hag e weli merc’h perc’henn ar c’hastell o pourmen. Goulenn a ray ouzit lezel anezi da bignat war va c’hein. Te a laosko anezi, evel just. Ha pa vezo warnoun, te a savo ivez, hag, o tont en-dro amañ, ne vezimp ket eur begad. »


Digouezout a eure, just ha just, evel ma lavare an ebeul. Tag a zigas merc’h ar c’hastell d’ar roue.

« Roue, » emezañ, « setu merc’h mestr Maner ar Vran Zu. »

« Gwella den a voe biskoaz eo te Tag. Kae bremañ da gerc’hat eur beleg d’eureuji ac’hanomp. »

« Dimezi ne rin ket, » eme ar verc’h, « ken a vezo digaset d’in an dilhad a zo em arc’h e-barz va c’hambr. »

« Kae da gerc’hat an arc’h, Tag. » eme ar roue.

« Ne gavo ket anezañ, » eme ar bennherez, « nemet e vefen eno va-unan. »

« M’emañ er maner e vezo kavet, » eme Dag.

Tag a zebr eun tamm neuze, hag a ro ivez d’an ebeul en eur lavarout d’ezañ petra ’zo c’hoaz da ober.

« Diaes n’eo ket, » eme an ebeul. « Sav war va c’hein, ha deomp en hent. Pa vezimp digouezet e Bran-Zu, tap ar bont bihan a zo em skouarn gleiz ha stlap anezañ er sal vras. An tan a grogo prest goude en ti, hag ar vevelien a daolo an annez er-maez. An eil tamm arrebeuri a strinkint, te a gemero anezañ hag her sammo warnoun : hennez eo an arc’h a zo da gerc’hat. »

Hag eeun hag eeun e c’hoarvez an traou e-giz-se.

« Bremañ, » eme ar roue, en eur rei an arc’h da verc’h mestr Maner ar Vran Zu, « dimezi a ri ganin ? »

« A-barz dimezi, e rankin kaout bizou va mamm-goz. E goueled eur feunteun, e liorz va zad, emañ. »

« Kae d’e gerc’hat, Tag, » eme ar roue.

Ha Tag hag e ebeul en hent. P’emaint e-kichen ar c’hastell, an ebeul en em dro e yar-zour da genta, e pesk da c’houde, hag a ya da dapout ar bizou. Rei a ra ar walenn da Dag, hag eun ebeul a zo anezañ adarre. Hag int da gavout ar roue.

« Petra ’ra diouer c’hoaz ? » eme Dag.

« N’ouzoun dare, » eme ar roue. « Mont a ran da welout. »

A-benn eur c’hrapad e teu en-dro hag e lavar :

« Tag, sav eun iliz er mor, hag eul leo diouz an aod. Neuze n’az pezo seurt ebet ken da ober ha da bae a vezo roet d’it, rak eur gwaz a zo ac’hanout. »

« Mat, aotrou roue, warc’hoaz e rin kement-se. »

Ha Tag a gont an dra-se d’an ebeul.

« Warc’hoaz, Tag, » emezañ, « emañ an devez diweza d’it da gaout poan hag anken. Pign warnoun : me a ray al labour. Ha goude-ze, e livirin d’it pe seurt da ober. »

Sevel war an ebeul a ra Tag, hag ez eo douget betek an aod, hag al loen d’ezañ :

« Tap eus va skouarn zehou eur maen ker bitous hag eur c’hreunenn draez, ha darc’haou anezañ en dour. »

Graet eo. Raktal setu eur pont, kaera hini a voe biskoaz, war an tarziou. Eul leo a ra an ebeul warnañ neuze, hag e sko gant e droad war ar vein. En eur par berr, setu eun iliz en he sav, o winta beg he zour betek an oabl.

« Deomp d’ar palez bremañ, » eme an ebeul. « Lavar d’ar roue eo graet al labour. Gourc’hemenn a ray d’it sternia ar c’hezeg hag o staga ouz e wetur vras. Arabat d’it ankounac’haat lakaat ac’hanoun outi ivez. »


Ha Tag d’ar roue :

« Graet eo al labour, va mestr. »

« Stern ar c’hezeg neuze. »

Ha Tag a stag anezo. Ne zisoñjas ket e ebeul, e c’hellit kredi. Ha dao war-du ar mor, ar roue ha merc’h Bran-Zu er wetur. Diskenn a reont o-daou e-tal ar pont, hag int kazel-ha-kazel warnañ. A-benn eur pennad, ar bennhêrez a ro eun taol skoaz d’ar roue hag her pil en dour, dreist ar vardell ha beuzet e voe.

An ebeul neuze a strink e sternaj diwar e dro, hag a zo eun den yaouank anezañ. Kazelia a ra ar plac’h yaouank, hag e pokont an eil egile. Eiz deiz goude e voent eureujet. Neuze, an hini a oa bet ebeul a lavaras da Dag perak e oa bet cheñchet stum d’ezañ. Me n’edon ket o selaou, ha setu perak n’ouzon ket. Gouzout a ran avat e roas ar roue nevez eur bern aour da Dag, hag e c’hoar, priñsez Gorrester, da bried.


Ar Bobl,
genver, c’houevrer 1906.