ha roue al Lec’h-Du
Roue Poher en devoa eur mab, Ael e ano, ha setu amañ istor ar mab-se.
Eur mintinvez e kuita ti e dad war gein e varc’h, hag ez a eeun dirazañ o kana eur werz nevez savet gantañ.
Digouezout a ra hep dale war lein eur grec’hienn. Eno, e kav eur c’hoziad, bleo liou al ludu d’ezañ.
« Mab ar Roue, » eme an den koz, « ma ouzout c’hoari ker mat ha ma kanez, me a garfe ober eun taol ganez. »
« Memes tra, » eme Ael.
« Petra ’c’hoariomp ? »
« Ar pez a garot, tad koz. »
« Gouzout a rez c’hoari ’r c’hartou ? »
« Eun tammig. »
« Mat. Ma c’hounezez, e rin evidout ar pez a giri ; ma c’hounezan, ti a raio ar pez a girin evidoun. »
« Graet ar marc’had. »
Hag e c’hoarijont flu (trikon). Mab ar roue eo ar gounid d’ezañ. Hag an hini koz neuze :
« Petra ’rin evidout ? »
« Seurt ebet. C’houi a zo koz dija, ha skuiza ac’hanoc’h a rafen. »
« N’eus forz. Paeet em eus atao betek-hen kement klaoustre am eus graet. »
« Ma, neuze. Cheñchit he fenn d’am lezvamm. Bepred e vez o kavout abeg ennoun. Lakait eur penn-gavr d’ezi ha ra chomo ganti e-pad eur sizun penn-da-benn. »
« A vezo graet. »
Hag Ael en hent, war e varc’h, hep soñjal an distera e komzou an den koz. Pa zigouez er gêr e wel tud o c’hoarzin skiltrus er c’hastell, lod-all o ouela dourek.
« Petra an dra-mañ ? » emezañ d’eur mevel.
« Eur sorser bennak a zo bet en ti e kambr ar rouanez, ha cheñchet en deus he fenn d’ezi. Eur penn-gavr a zo outi bremañ. Mantrus eo ! »
« Setu eun dra nevez avat ! Ma vijen bet er gêr, em bije troc’het e benn ouz ar sorser milliget gant va c’hleze hir. »
Poan-galon en deus ar roue. Gervel a ra ar Fur d’e gavout hag heñ d’ezañ :
« Penaos eo c’hoarvezet kement-se gant ar rouanez ? »
« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h, aotrou roue : eun taol strobinell bennak a rank beza. »
Mab ar roue ne ziskouez ket e oar petra a zo penn-kaoz d’an tabut-se, hag antronoz-vintin, e-giz kustum, ez a darre da c’haloupat war gein e varc’h. Ha prestik emañ war ar grec’henn edo an den koz warni en derc’hent. Bez’ emañ eno adarre, hag heñ da Ael :
« C’hoari a rez hirio adarre ? »
« Memes tra, tad koz. »
« Ha bet ac’h eus gouestl ar glaoustre, dec’h ? »
« Rik ha rak. »
« Memes klaoustre hirio adarre ? »
« Mat. »
…Ael eo a c’hounez.
« Petra ’rin evidout ? » eme an den koz.
« Va zad, roue Poher, a zo eur park a bemp devez-arat adreñv e gastell. Ra vezo karget a saout a bep ment, a bep liou hag a bep oad. »
« Graet a vezo. »
Hag Ael war-du ar gêr. Eur bern medisined brasoc’h, gouiziekoc’h an eil eget egile, a zo o louzaoui e lezvamm. Ober vad d’ezi ne c’hellont ket avat.
Antronoz, mintin mat, setu ar paotr-saout o vont da gaout e saout da vaez. Kemennet e oa d’ezañ just kas anezo d’ar park, a-dreñv ar c’hastell. Boemet e chom o welout loened-korn er park, ken start eno ha beleien vihan en eur varrikenn, ha n’eus ket daou heñvel anezo, nag a vent nag a liou. Mont a ra da gonta kement-se d’ar roue.
« Kas anezo er-maez, » eme hemañ.
Ar mous a sent raktal. O c’has kuit ne c’hell. Hag ez a d’hen lavarout d’e vestr.
« Lez-int, » eme ar roue. « Saout sorset int, mesaer kaez. »
Pa wel Ael ar saout, e soñj ennañ e-unan : « Mont a rankan adarre da c’hoari gant an den koz, ken fentus-all eo an traou a ra ! »
Mont a ra war gein e varc’h. Ar c’hoziad a zo eno a-benn neuze. Hag heñ da vab ar roue :
« C’hoari ’r c’hartou a ri adarre ? »
« Klaskit eun dra-all, tad koz, pe ar gounid ne day morse ganeoc’h. »
« Gouzout a rez c’hoari dotu ? »
« Ya, evelkent. Met c’hoari ganeoc’h ne rin ket : ne vefe ket leal. »
« A gav d’it ? Koz oun, gwir eo, ha te a zo yaouank-flamm. N’eus forz, c’hoariomp dotu. »
« Ya, met n’eus ket frankiz a-walc’h amañ. »
« Fellout a ra d’it c’hoari ouzin ? »
« Lavaret em eus. »
« Deus ganin neuze. »
Hag e treuzont an draonienn hag e tigouezont war ar menez. An den koz a grog neuze en e vaz hag a lavar komzou n’intent ket Ael anezo. Ar menez a frailh da rei plas d’ezo da dremen. Diskenn a reont dre veur a draonienn dispar, hag emaint en eur jardin vras, kaeroc’h an eil tra eget egile enni. En eur c’horn ez eus frankiz d’ezo da c’hoari. Tenna a reont plouz berr da welout piou ’c’hoario da genta. D’an den koz eo, ha c’hoari a ra ken mat ma c’hounez. Lakaat a ra ar bont en toull, daoust da Ael da veza skañv a droad hag eeun e zorn da skei. Ael avat, deuet e dro da gas ar bont, a chom pell-bras da glask hen lakaat en toull. Ne c’hell ket dont a-benn, skuiza a ra hag e lavar :
« Ma ! koll a ran : biskoaz n’em bije kredet koulskoude. Ha bremañ, tad koz, petra ’rin evidoc’h ? »
« Me eo roue al Lec’h-Du. Klask va bro, setu pez a ri. Ha kavout a ranki ac’hanoun a-barz bloaz amañ. Ma n’am c’havez, me da gavo, hag a ray daou damm ac’hanout ! »
Hag e teu er-maez eus ar menez gant Ael, hag ez a kuit.
Teñval eo Ael o vont d’ar gêr, e c’hellit kredi…
En deiz-se, diouz an abardaez, e welas ar roue e oa eur bod-spern e-kreiz tal e vab. Ha pa oa aet hemañ d’e wele, ar roue hag e dud a glevas anezañ o klemm dre e gousk hag oc’h alteri. Poan en devoa bet ar roue o welout eur penn-gavr war ziouskoaz a wreg. Seiz gwech muioc’h avat e c’houzañvas pa lavaras Ael d’ezañ petra a ranke da ober : klask roue al Lec’h-Du.
Hag ar roue a c’halv ar Fur bag a c’houlenn outañ :
« Pelec’h emañ roue al Lec’h-Du o chom » »
« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h, aotrou roue, met ker sur ha tra, mervel a ray ho mab a-benn bloaz amañ ma n’her c’hav ket…
Hag Ael en hent war gein e varc’h. Bale a ra a-hed an deiz ha, diouz an noz, e tigouez gant eur c’hoad bras. Mont a ra ennañ, o soñjal kavout goudor eno da dremen an noz. Digeri a ra e val da zibri eun tamm bennak, rak du eo gant an naon ha brevet gant ar skuiz ma ’z eo. Kerkent setu eur pez labous dirazañ.
« Bez dispont, Ael ! » emezañ. « Gouzout a ran out mab da rout Poher. Eur mignon d’in eo da dad, ha ma roez da varc’h d’in da rei da zibri d’am re vihan a zo dare da vervel gant an naon, e tougin ac’hanout war va c’hein pelloc’h eget ma rafe da varc’h, ha lakaat a rin ac’hanout, marteze, war roudou roue al Lec’h-Du. »
« Kemerout a c’hellez va marc’h. Poan a ra d’in, koulskoude, kimiadi dioutañ. »
« Mat eo. Warc’hoaz-vintin e vezin amañ a-benn sav-heol, pare d’az kas. »
Digeri a ra al labous eur pez genou, hag e kas al loen gantañ, evel ma toug eur pintig eur vuzugenn. Hag Ael a zebr e goan hag a gousk c’houek. A-barz ma tihun, emañ al labous eno.
« Ael, » emezañ, « poent eo d’it finval ha sevel. An hent a zo hir. Samm da sac’h, ha sav war va c’hein. »
Hag int en hent dre wenodennou plaen an aer. Betek an noz e nij al labous ; treuzi a ra krec’hennou, traoniennou, lagennou, ar mor bras, hag e tiskenn en eul lec’h gouez. Eno e lavar da Ael :
« Kemer an hent war an dorn dehou. Dizale a tigouezi gant eur migon. Me a zo ret d’in mont da rei da zebri d’am re vihan. »
Hag Ael gant ar wenodenn a zo en dorn dehou d’ezañ. Prest emañ e-tal eun ti. Heñ e-barz. Eun den koz a zo azezet e korn an oaled, hag heñ da Ael :
« Deuet mat ra vezi, mab roue Poher. »
« N’anavezan ket ac’hanoc’h, » eme Ael.
« Me ’m eus anavezet mat da dad koz a oa d’az oad heñvel beo ouzit. Laka eun azez. Naon ac’h eus, kredabl. »
« Gwir eo. »
An den koz a sko neuze e zaouarn an eil ouz egile, ha setu daou vevel o tont da lakaat kig ha bara war an daol.
« Debr, Ael, debr da walc’h, » eme an den koz.
« Ho trugarekaat, tad koz, « eme Ael.
« O vont da glask roue al Lec’h-Du emaout, a gav d’in. Me a ya da duriat va levriou e-keit ha ma vezi o kousket, ha marteze e livirin d’it warc’hoaz-vintin pelec’h emañ o chom. »
Antronoz, an den koz da Ael :
« Hir eo an hent. Pemp kant leo a ranki ober a-barz kreizteiz. »
« Biken ne c’hellin ober kement-se. »
« Gouzout a rez mont war varc’h ? »
« Deuet e oa unan ganin ; met roet em eus anezañ evit sikour eul labous da rei da zibri d’e re vihan. »
« Mat ac’h eus graet. Me a roio eul loen d’it hag a ray pemp kant leo a-raok dek eur. »
« Bennoz Doue ra gouezo puilh warnoc’h ! »
« Setu al loen amañ. Eur mul eo. Pign warnañ. Na grog tamm er c’habestr. Lez-heñ da vont d’al lec’h ma plijo gantañ : da gas a ray en hent mat… Pa chomo a-sav, sav da benn ha sell en nec’h. Gwelout a ri tri alarc’h ker gwen hag an erc’h. An tri alarc’h-se a zo merc’hed da roue al Lec’h-Du. Gant unan anezo e weli, en he beg, eur seizenn liou gwer. Hounnez eo ar yaouanka, hag hi hebken a c’hello kas ac’hanout da balez he zad. Pa chomo ar mul a-sav, e vezi e-tal eul lenn. An tri alarc’h a ziskenno neuze hag en em droio e teir blac’h yaouank, ha mont a raint da neui el lenn. Sell mat out ar seizenn wer ha, pa vezo ar merc’hed en dour, dilamm buan, tap ar seizenn ha mir anezi ganez. Kae neuze da guzat ha, pa zeuio ar plac’hed e-maez al lenn, diou anezo a vezo daou alarc’h adarre hag a yelo kuit. Ar yaouanka a lavaro neuze :
« Me a raio n’eus forz petra evit an hini a zigaso va seizenn wer d’in. »
Kae d’he c’havout neuze, ha lavar d’ezi e fell d’it beza kaset da di he zad, hag ez out mab roue galloudus Poher. »
Ober a eure Ael a-boent-da-boent ar pez a oa bet merket d’ezañ gant an den koz. En eur rei ar seizenn da verc’h roue al Lec’h-Du, e lavaras d’ezi :
« Me eo Ael, mab roue galloudus Poher. Kas ac’hanoun da gavout da dad ; pell ’zo emaoun ouz e glask. »
« Mar karez, Ael, e rin eun dra-all evidout ? »
« Tra ken. Kas ac’hanoun d’az tad. »
« Diskouez an ti d’it a vezo a-walc’h, neketa ? »
« Memes tra. »
« Bremañ avat, na lavar ket d’am zad eo me eo am eus da zigaset, ha me a garo ac’hanout hag a ray vad d’it. »
« Doue d’az pennigo ! Pe ano ac’h eus ? Me a zo o vont d’hen lakaat doun em c’halon. »
« Skoaz-Wenn eo va ano. »
« Bravat ano ! Me da gar, Skoaz-Wenn. »
« Mat. Na lavar grik d’am zad neuze, ha diskouez d’ezañ ez out galloudus war an traou. »
« E-giz ma lavarez a rin. »
Hag hi, aet da alarc’h, a zoug anezañ dreist al lenn, ha pell-pell en tu-all c’hoaz. Neuze ez eus eun ti bras dirazo.
« Gwelout a rez ar maner-se, Ael ? » emezi. « Palez va zad eo. Kae d’e gavout. Ha yec’hed mat d’it. Pa ’z pezo ezomm eus eun dra bennak, eur sikour, me a vezo en da gichen. Kenavo. Da gavout va diou c’hoar a rankan mont. »
Ael a bok d’ezi, hag hi a ya kuit, hag heñ war-du ar c’hastell. Gwelout a ra eno an hini koz e-vleo-liou-d’al-ludu a oa bet o c’hoari ’r c’hartou hag o c’hoari baz-dotu outañ.
« Salud d’eoc’h, aotrou tad koz, » eme Ael. « Setu me, deuet d’ho pro. Kavet em eus ac’hanoc’h. »
« Ya avat, hag a-barz bloaz c’hoaz. Pegeit ’zo out aet eus ar gêr ? »
« Er mintin-mañ, p’edon o tont eus va gwele, em eus gwelet ar ganevedenn. Lamma warni a-c’haoliad am eus graet, hag oun bet lakaet ganti amañ e-kichen. »
« Eun taol kaer ac’h eus graet aze. »
« Disterik eo e-skoaz ar pez a c’hellan ober, mar karfen. »
« Ni a welo, » eme roue al Lec’h-Du. « Tri dra az pezo da gas da benn. Teir merc’h am eus, ha ma rez ar pez a roin d’it da ober, e c’helli kemerout unan anezo o zeir da bried. Ma c’houitez war unan hepken eus an tri dra, n’az pezo nemet ar maro da c’hedal… Naon ac’h eus ivez marteze ? Gwaz a ze d’it ! Amañ ne vez da zibri nemet eur wech bep sizun, ha dec’h edo an devez ganeomp. »
« N’eus forz, ne ran ket a foutre : ma a c’hell chom eur miz penn-da-benn war yun. »
« War-sav e c’hellez chom keit-all ? »
« Ya, evelkent. »
« Mat eo, rak eur gwele kalet az pezo fenoz. Deus ganin m’hen tiskouezin d’it. »
« Hola avat ! Klaoustre am boa graet d’ober ar pez a lavarjec’h d’in. Seurt ouspenn. Hogen, petra hor boa divizet ? Petra ho poa goulennet ? Klask ac’hanoc’h, ha netra ken. Kavet oc’h, ha graet va labour eta… Koulskoude, evit diskouez d’eoc’h petra oun ha petra ’c’hellan, e rin tri dra. »
« Deomp eta neuze. »
Ha roue al Lec’h-Du a gas Ael da gavout eur wezenn skalfek.
« Pign er skalf, » emezañ, « setu da wele. » Ael a sav er wezenn hag ar roue a ya kuit…
Deuet ar c’housked d’he zad, Skoaz-Wenn a zo e-kichen Ael, a lavar d’ezañ mont ganti d’he c’hambr, hag a ro eur gwele bouk d’ezañ. Eun tammig a-raok ma tihunas ar roue antronoz, e tougas Ael d’ar wezenn. Eur pennad goude, setu ar roue. Roc’hal a ra Ael, hag ar roue d’ezañ :
« Sav bremañ ma roin labour d’it. »
« Demat d’eoc’h, » eme Ael. « Na kousket c’houek am eus graet ! »
Hag e tiskenn.
« Yac’h hag ampart oun. Petra ’zo da ober ? »
Hag ar roue a gas anezañ e-tal eul lenn. War ar riblenn ez eus eur c’hoz kastell.
« Freuz ar c’hastell, » eme ar roue, « ha taol ar vein er stank. Ha ra vezo graet da labour a-barz ma vezo kuzet an heol ! »
Hag Ael a stag gant al labour pa ’z eo aet ar roue kuit. Met ne da ket buan gantañ : ar vein a so stag an eil ouz egile. Hag e laka eun azez da soñjal petra da ober ha penaos dont a-benn eus e labour. Kerkent, setu Skoaz-Wenn en e gichen, hag hi :
« Petra, Ael ger, a laka da benn ken teñval ? »
« Ar c’hoz kastell-mañ am eus da bilat d’an traon ha da stlepel er poull aze. »
« N’a ket d’en em chala gant kement-se. Dal amañ da genta peadra da zibri. »
Ael a gemer bara ha kig, ha me a lavar d’eoc’h n’eo ket sounnet e zent outañ. E-keit-se, Skoaz-Wenn a sko gant he baz vurzudus war ar c’hastell, hag hemañ a ra tourta-pennig el lenn.
« Arabat avat, » emezi da Ael, « lavarout grik d’am zad. »
« Da drugarekaat, va c’hoantiz. »
Hag hi kuit. Kuzet an heol, setu ar roue.
« M’eus aon eo graet al labour ? » emezañ.
« Ne oa ket diaes kennebeut. Ha neuze, n’eus forz petra a root d’in da ober, e vezin evitañ. »
Ar roue a soñj eo Ael galloudus bras.
« Warc’hoaz, » emezañ, « e tenni ar vein eus ar stank hag e savi en-dro ar c’hastell ganto. »
« Memes tra : a-barz kreizteiz am bezo echu. »
Hag ar roue d’e balez. Evel en derc’hent, e teu Skoaz-Wenn da gerc’hat Ael da gas d’he c’hambr…
Antronoz, setu ar roue :
« Poent eo kregi el labour : start e vezo. »
« Tra ’vat. Evit start ne vezo ket, ha buan e vezo graet. »
Eur pennad da c’houde, setu Skoaz-Wenn. Gourc’hemenn a ra d’ar vein dont er-maez eus al lenn. Senti a reont, ha setu, en eur par berr, ar c’hastell koz e-ratre. Hag int kuit… Ar roue, pa zeu, a wel eo graet al labour, ha soñjal a ra eo gouestoc’h Ael egetañ. Warc’hoaz avat, e lavar, e vezo diaesoc’h ar stal ! Hag heñ mont kuit. Hag Ael gant Skoaz-Wenn d’he c’hambr. Dibri mat a ra, ha koushet gwelloc’h c’hoaz.
Mintin mat antronoz, setu ar roue :
« Deus ganin betek ar stank a zo du-hont. Va maeronez, Doue d’he fardono ! he deus kollet he bizou ennañ. Klask anezañ a vezo da labour hirio. »
Bras eo ar stank : kant troadad dounder hag ugent leo tro. Eun toull-mengleuz a zo en e greiz. Ha nec’het Ael an taol-mañ avat. Met, dizale, setu Skoaz-Wenn.
« Petra ac’h eus d’ober hirio ? » emezi.
« Klask bizou maeronez da dad. »
« Diaes eo da gavout. Va foan a lakain avat da dapout ar walenn, rak da vuhez a vezo kollet ma c’houitan warni. »
Hag hi war he fenn en dour, ha d’ar goueled. Raktal, setu moged, luc’hed ha kurun o tont eus an toull. An ifern, kredabl, a oa en tu-all d’ezañ.
A-benn eur pennad e tav an trouz ha setu Skoaz-Wenn.
« Bec’h am eus bet, » emezi. « An diaoulou holl a strinke traou ouzin ; met ar bizou a zo deuet ganin. Dal. »
« Te a zo gwazied va c’halon ! N’ac’h eus bet droug ebet ? »
« Nikun, nemet va biz bihan torret. An dra-ze n’eo netra. Ha neuze, chañs am bezo e-giz-se, rak, gouzout mat a rez, bremañ az pezo da zibab unan ac’hanomp hon-teir, merc’hed roue al Lec’h-Du. Ha peogwir eo torret biz bihan va dorn dehou, ec’h anavezi ac’hanoun aes tre. »
« Ya, ha te eo a gemerin. »
Diouz an noz, setu ar roue :
« Kavet eo ar bizou ganez ? »
« Kavet eo. Arme an ifern a oa o tiwall anezañ. Trec’het eo bet ganin : hag e vije bet seiz gwech brasoc’h e vije bet ivez. Me eo mab roue Poher, gouzout a rit ! »
« Ro anezañ d’in. »
« Ne roan ket avat. D’an hini a zibabin e-touez ho merc’hed eo a vezo. »
« Mat. Aze er gambr tosta emaint. Pep-hini anezo o-zeir a ya da dremen he dorn dehou dre zindan an or. An hini a lakaï ar walenn d’ezi a vezo da wreg. »
An diou verc’h hena a dremen ho dorn, met Ael ne laka ar bizou da hini anezo. Neuze, setu eun dorn-all, eur biz torret ennañ.
« Houmañ a vezo va gwreg, » eme Ael.
Hag Ael ha Skoaz-Wenn a dec’h kuit war gein ar mul a oa chomet da c’hortoz. Kas a ra Ael ar mul en-dro da vignon e dad. Eur pennad e tiskuiz eno, ha p’emañ o vont kuit, setu an erer, al labous bras en e gavout. Hag int warnañ. Digouezet er c’hoad, Ael a gav e varc’h, an hini en devoa bet al labous digantañ da rei da zibri d’e re vihan. hag Ael war e gein, ha choupa Skoaz-Wenn war e varlenn. Ha d’ar gêr !
Eiz deiz goude e voent eureujet, hag eürus e voent pell hag hir amzer. An Tad a voe fouge ennañ o welout Ael kavet eur vaouez gantañ, hag al lezvamm he devoa ankounac’haet he devoa bet eur penn-gavr. Ar saout a oa er park, a-dreñv ar palez, a voe lazet evit ober ar friko.
Ar Bobl, kerzu 1905, genver 1906.