Gwechall goz e oa eun den, e ano Kuñv. Dimezet e oa, hag e verc’h, ganet dall, a voe anvet Nora an Dallez. Paour e oa Kuñv… Bep noz ez ae da redek ar maeziou, hep aon rak ar gornandoned, na rak an teuzed, na rak ar c’horriganed a oa anezo holl c’hoaz d’an ampoent, na rak seurt.
Eun nozvez, da gala-goañv, Kuñv a yeas da c’haloupat e-giz ma oa kustum. En nozvez-se, koulskoude, eo ez ae ar c’horriganed da zañsal war eun dosenn bennak. Met Kuñv a oa dispont kaer. Laeret ganto ne vije ket peogwir n’en devoa liard ebet war e ano.
Mont a eure betek bered Kerzistum. Er vered-se e oa, d’an ampoent, eur wezenn vras, eur wezenn-ivin plantet tri c’hant vloaz a oa. Al loar a strinke bannou melen-koar war an douar. Kuñv a savas e zaoulagad da sellout outi ; met, e-lec’h paotr e vec’h-lann el loar, e welas eur mell pez den o lammat, er wezenn-ivin, eus an eil skour d’egile. Ne oa ket aonik, eur wech c’hoaz ; sevel a reas evelato e vleo war e benn hag eur c’houezenn yen a drempas anezañ, adalek chouk e gil betek seul e droad.
An den-se, eur spes anezañ, a reas eul lamm war an douar. Gouzout a rit, en amzer goz, pep tra (park, menez, mor, gwezenn) a veze eur spes o veva ennañ. An dud, didruez evel ma ’z int, o deus o c’haset n’ouzon dare da belec’h. siouaz ! rak krouadurien vat e vezent peurvuia, nemet pa veze graet droug d’ezo…
Hag ar spes eta a zo fri-ouz-fri gant Kuñv, met lavarout a reas :
« Bez dinec’h, Kuñv, droug ebet ne rin d’it. Deus ganin da welout ar c’horriganed o c’hoari ar vell war dosenn an Troc’h-Yalc’h. »
Hag ar spes a dap Kuñv dre e zaouarn hag her samm war e gein : hag en hent. Digouezet en Troc’h-Yalc’h, hen laka war ar brug.
Diou vandennad korriganed a zo eno : re C’hoezeg ha re Laz ; hag int a c’hoari avat. C’hoarzin a ra Kuñv ouz ho gwelout, c’hoarzin leiz e c’henou. A-benn ar fin, rouanez korriganed Goezeg a lavar :
« Ha ! Spes ar Gwez, gant piou eo aet al lore ? »
« Gant bandennad Goezeg. »
« Gaou a leverez ! » eme rouanez Laz. « Stourm a raimp adarre hag e weli ! »
Neuze avat ez eus c’hoari, ha c’hoari da vat, eur gwir emgann. Pennou a zo faoutet, korfou drailhet, ha poulladou-goad a red. Skuiz, emichañs, e lavar re Laz :
« A-walc’h ! ar gounid a zo d’eoc’h ! A-benn kala-mae e stourmimp adarre. »
Ha Spes ar Gwez neuze :
« Mat ! Paeit bremañ an den beo a zo amañ rak, ma ne vije ket deuet, n’ho pije ket gellet stourm. »
« Gwir eo, » eme Rouanez Goezeg o rei eur yalc’had-aour da Guñv.
« Ker brokus hag hi e vezin, » eme Rouanez Laz, o rei eur yalc’had-aour ivez da Guñv.
Ha dao ! an diou vandenn a ya d’ar gêr, pep hini d’he c’horn-bro, darn da dal eur poull da waska liñseriou, darn-all da gichen eur feunteun da griba o bleo melen…
Spes ar Wezenn a lavar neuze :
« Alo ! Kuñv, setu te pinvidik-mor bremañ. Petra a vank d’it c’hoaz ? »
« Va merc’h a zo dall. Me ’garfe e welfe sklaer. »
« N’eo ket diaes, Kuñv. Eur vodenn-spern a zo war vez da vamm. Kemer eun draen anezi, ha toull ar gor a zo e lagad da verc’h, ha raktal e welo sklaer. Na lavar grik da zen, avat, pe e vezo dall adarre. »
« O ! ne livirin ket, neuze. »
« Deomp ac’halen bremañ rak, peogwir emaout ganin, eo kerkoulz d’it dont da welout va zi. »
« Memes tra, » eme Guñv.
Digouezet er vered, e sav ar spes eur maen bras hag a zo dindan e wezenn.
« Deus war va lerc’h, Kuñv, » emezañ.
Gant eun diri e tiskennont, eun nor a zigor, ha setu int tre. Eun niver bras a dud a zo eno, ha Kuñv a anavez meur a hini, maro en e geriadenn. Hag int d’ezañ :
« Pegeit ’zo abaoe ma ’z out maro, Kuñv ? »
« Maro ! Me n’oun ket maro me. »
« Goap a fell d’it ober ouzomp : den beo ebet ne zeu amañ morse. »
« Lez ar re-ze, Kuñv, » eme ar spes. « Maro n’out ket, sur, hag e-pad meur a vloavez e vevi c’hoaz. Deus larkoc’h. »
Pelloc’h, setu eur gambr kaer. War eun tron, eur vaouez a zo azezet.
« Sell, » eme Guñv, « Rouanez Goezeg eo. »
« Ya, » eme ar spes, « ar rouanez a vez trec’h a vez gwreg d’in… Alo ! poent eo d’it mont d’ar gêr. Dal amañ eur pod bihan. P’ az pezo ezomm boued, sko tri daol war ar golo en eur lavarout : Mezur hag evaj ha, kerkent, e vezo dirazout bevañs ha boeson. Arabat d’it na rei na presta da bod da zen ebet : ne rofe seurt da c’houde… Dal ar c’houitell—mañ ivez : p’ az pezo ezomm skoazell, c’houez enni, ha sikouret e vezi. Na ro anezi da zen kennebeut. »
Hag ar spes a gas Kuñv war an hent.
« Kenavo, Kuñv. Bez mut war ar pez ac’h eus gwelet en noz-mañ. »
« Hag e vezin, hag ho trugarekaat. »
Ha Kuñv d’ar gêr.
P’ az eo digouezet Kuñv en e di, e wreg a c’houlenn outañ :
« Pelec’h out bet en noz-mañ ? »
« N’em eus ket kollet va amzer, e c’hellez kredi. »
Hag heñ ha lakaat e bod bihan war an daol, skei tri daol warnezañ en eur lavarout : Mezur hag evaj. Ha raktal, setu boued ha boeson n’eus forz pegement.
Dibri a ra, hag e wreg ha Nora vihan ivez. Debret leiz o c’hof ganto, Kuñv a laka ar golo war ar pod, ha mat pell ’zo.
« Ha neuze, » emezañ d’e wreg, « Nora ne vezo ket dall e-pad pell ken. Mont a ran da gerc’hat al louzou. Ne dalv ket d’it klask kompren petra eo, rak ne livirin grik. »
« Te a zo oc’h ober goap. Parea Nora hag hi ganet dall ? »
« Gwelout a ri. »
Hag heñ da glask eun draen war bod-spern bez e vamm. Toulla a ra ar gor, ha Nora a lavar : « Me ’wel sklaer. »
Laouen eo ar vamm, na petra ’ta ? Hag e stard he fried war he c’halon…
Ar vrud a yeas buan en devoa kavet Kuñv teñzoriou, hag en devoa kement a gare. Me savas avi outañ e-touez an dud, hag ar re-mañ raktal a lavaras laza anezañ. Dre chañs evit Kuñv, e vreur-kaer a glevas kement-se hag her c’hontas d’ezañ.
« Lez-int ! » eme Guñv.
Ha Kuñv ha c’houeza en e c’houitell, hag e klevas e pleg e skouarn :
« Kae er-maez, kemer eus ar geot a zo ouz troad ar voger en da liorz. Debr anezo, ha ro ivez d’az pried ha d’az merc’h, hag e savo nerz ennoc’h ho-tri. Ker bras nerz ho pezo ha nerz kement a zen hag a vlevenn a zo war ho pennou. Gant an horz a zo en da di, e c’helli laza kement den a zo er barrez. »
Antronoz-vintin, gwazed ha merc’hed ar geriadenn a oa e-tal ti Kuñv, cholori ha jabadao ganto.
« Deus er-maez, Kuñv, pe e lakaimp an tan en da lochenn, hag e vezo rostet da benn-adreñv d’it ! »
Kuñv a yeas betek an treuzou.
« It alese, » emezañ. « N’em eus graet droug ebet d’eoc’h na gaou ouzoc’h morse. Perak eta hoc’h eus kas ouzin ? »
« Ar maro d’it ! D’ar groug ! mevel an teuzed ! »
« Mat, » eme Guñv. « It alese, eur wech c’hoaz, pe e savo keuz diwezat ganeoc’h ! »
An dud a dostaas muioc’h-mui ouz e di. Heñ a dapas e horz neuze, e wreg eun troad-balaenn, e verc’h ar vaz-ribot, ha dao war an dud. Ha me a lavar d’eoc’h e teuas tomm d’o ler, ha mac’hagnet a-zevri e voent holl.
Diwar an deiz-se e rojont peoc’h da Guñv.
Met, siouaz d’ezañ ! perak en devoa eur wreg ? pe gentoc’h, perak he devoa e wreg eun teod eun tammig re-hir ? Houmañ a lavaras d’eur vaouez-all e oa eur pod bihan en he zi, e roe he fried tri daol warnezañ, hag e teue boued hag evaj er-maez anezañ. Ar vaouez-se a gontas an dra-ze d’unan-all, hag houmañ d’unan-all c’hoaz. Hogen,
Da dri den, eun dra nep a lavar,
Dizale brao an holl her goar.
Ha mestr Kuñv ne zaleas ket da c’houzout kement-se ivez. Dont a eure d’e gavout :
« Me am eus klevet, » emezañ, « e kavez boued hag evaj, n’eus forz pegement, en eur pod bihan. Diskouez anezañ d’in. »
Ha ret eo da Guñv senti.
Hag e vestr :
« Traou mat a zeu d’it alese ? Tenn da welout. »
Ha Kuñv a ro tri daol en eur lavarout : « Mezur hag evaj, » ha kerkent, setu kig ha gwin a bep seurt war eun douzier war an daol.
« Mat sur, » eme ar mestr. « Just avat, warc’hoaz e teu tri aotrou bras du-mañ da lein ha n’em eus ket eur c’hriñsenn da rei d’ezo. Met te a ray va stal : deus du-mañ gant da bod, ha peadra am bezo. »
Plega a rankas Kuñv, ha mont a eure. Ar pod a zo war an daol, tri daol war ar golo. « Mezur hag evaj, » eme Guñv. Ar pod a chom serret.
« Traou d’eomp ! » eme ar mestr.
Met ne zeu netra anezañ.
« Petra ? mec’hieg a zo ac’hanout ! Digas a ri bevañs ? »
« Kaer am eus, ne c’hellan ket. »
« Perak ? »
« Me a ya da c’houlenn. »
Hag e c’houez en e c’houitell. Ha mouez ar spes a zistag fraez ha sklaer :
« Kuñv, lavaret em boa d’it na rei na presta da bod. Aet out a-eneb va gourc’hemenn, ha setu ma ne dalvezo an traou da netra d’it ken ! »
« Ac’han ! » eme ar mestr. « Kae er-maez ! »
Hag e ro eun taol-troad d’ezañ e-lec’h ma vez roet ar seurt taoliou-se peurvuia.
Ha Kuñv d’ar gêr. Gwelout a ra Nora.
« Den ebet, avat ! » emezañ, « ne ouezo penaos am eus pareet daoulagad va merc’h. Va gouzoug a vezo troc’het ouzin kentoc’h. »
Hag heñ d’an ti : an diou yalc’h en devoa bet e Troc’h-Yalc’h a zo nijet kuit.
Ha setu heñ ker paour ha diagent.
Mar karje beza chomet hep lavarout grik da zen, e vije bet pinvidik atao, ha padal n’en deus seurt muioc’h eget Job war e vern-teil.
Kement-se en deus desket d’ezañ, hag a zesko d’eomp, marteze, mirout ar sekredou.
Ar Bobl,
kerzu 1905.