Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Ar C’hornandon
du hag ar Peulvan ruz


En amzer goz, pell ’zo abaoe, e oa eur roue o chom en hanternoz eus Bro Gerne. Kalz a baotred hag a blac’hed en devoa bet, met mervel a rejont holl, nemet eur mab hag eur verc’h. Ar paotr ne greskas ket eur meutad pa voe paket e c’houec’h miz gantañ, hag en e gavell e rankas chom atao. Ar verc’h a zeuas da veza eur plac’h yaouank koant, hag ar roue, he zad, he c’hare muioc’h eget n’eus forz piou.

Bez’ e oa, e Treger, eur Peulvan ruz ; klevout a eure kelou eus merc’h ar roue ; dont a reas en he bro hag he c’hasas gantañ daoust d’ar roue ha d’ar soudarded. Unnek vloaz e talc’has anezi en e gastell, hag a bep seurt a reas d’ezi. Hi ne felle ket d’ezi dimezi gantañ, hag e talc’has anezi klosoc’h eget biskoaz.

Mantret e oa kalon ar roue. Kinnig a eure hemañ sac’hadou aour d’an hini a dennje e verc’h eus a-dre daouarn ar Peulvan. Den ne c’hellas, rak an taoliou kleze ne raent ket muioc’h a zroug d’ezañ eget ma vije bet skoet gant breunennou plouz. Ar c’haz a zo nao buhez ennañ, lavare an dud : er peulvan e oa nao mil…

Eun deiz, eur vaouez koz a zigouezas e palez ar roue, hag hi d’ezañ :

« Eus a di ho merc’h e teuan, Aotrou Roue. Gant ar Peulvan ruz emañ en e gastell. Eun den hepken a c’hell tenna