anezi ac’hano, hag ho mab, ar C’hornandon du, an hini eo. Kit da gavout ar marichal ha livirit d’ezañ ober d’eoc’h eur c’hleze a zaou droc’h. Ho mab a lazo ar Peulvan ruz gant ar c’hleze-se. Setu amañ eur vured : gwad a zo enni, gwad eus va c’halon. Livirit d’ar marichal teurel tri berad war an dir pa vezo ruz… Diskouezit d’in ho mab hag, e-keit ha ma vezin gantañ, it da gavout ar marichal. »
Hag ar roue d’ar marichal :
« Gra eur c’hleze a zaou droc’h d’am mab. Emañ a vont da stourm ouz ar Peulvan ruz a zo e Bro-Dreger. Gant ar Peulvan eo aet va merc’h, bremañ ’z eus eur bloaz warnugent. Va mab a ya d’he zenna eus e skilfou. »
« Mat eo, met ober ne ray ket, nemet tri berad gwad en defe da lakaat war an dir pa vezo ruz, tri berad eus gwad mamm an Dear. »
« Emaint aze, sell ! »
Ar marichal a gemer dir neuze ha, pa ’z eo ruz, e tap eur morzol. Hag heñ d’ar roue :
« Taolit warnezañ, Aotrou Roue, teir beradenn eus gwad mamm an Dear, rak anez ne dalvezfe seurt. An Dear, marteze e ouzoc’h, a zo bet lazet gant ar Peulvan, ha tri berad gwad eus kalon e vamm a zo evit laza ar ruz… »
E-keit-se e oa aet ar vaouez koz e kambr mab ar roue ; hag hi d’ezañ :
« Setu eur bloaz warnugent ’zo m’emaoc’h en ho kavell, ha deuet eo ar mare da denna ho c’hoar digant ar Peulvan ruz. »
« Gwir eo, met hepdoc’h ne c’hellan seurt. »
« Deuit er-maez. Me a zo o vont da cheñch neuz d’eoc’h. Bremaik e tigouezo ho tad gant eur c’hleze a zaou droc’h ; tri berad gwad a zo er c’hleze-se, hag e c’hellit beza dispont rak ar Peulvan. »
Hag heñ er-maez, ker skañv hag eur c’had. E vleo a oa ken du hag eur vran. Abalamour da ze e oa bet anvet ar C’hornandon du. An hini goz a dap eur wialenn vurzudus, a ro tri daol d’ezañ ganti, ha setu heñ e-giz unan-all en e blas.
« N’ouzon dare ken piou oun ! » emezañ.
« Mab ar roue, penn, kil ha troad, ha, da zeiz ar stourmad, me a vezo ganeoc’h… »