Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
229
AR C’HORNANDON DU HAG AR PEULVAN RUZ

Raktal, setu ar roue o tont, ar c’hleze gantañ. Hag heñ d’e gas d’e vab. Digeri a ra dor ar gambr. Goullo eo ar c’havell.

« Pelec’h emañ va mab ? » emezañ.

« Dirazoc’h, » eme an hini goz.

« N’eo ket heñ eo. »

« Me eo, » eme e vab. « Betek va bloaz warnugent e ranken chom e-giz ma oan a-raok. Bremañ, avat, ez eus em izili nerz kant den, ha mont a c’hellan da gerc’hat va c’hoar. »

Hag en hent. Hag e tigouezont e-tal kastell ar Peulvan. Hemañ a wel anezo o tont.

« Piou oc’h ? » emezañ.

« Roue Kerne deuet da glask e verc’h. »

« He gounit a rankot a-barz he c’haout. »

« Va mab a zo amañ d’hen ober. »

Ar Peulvan a zeu er-maez eus e gastell, eur mell kleze gantañ en e zorn. Mab ar roue a denn ivez eus e c’houhin e gleze a zaou droc’h. Ha yao an eil war egile. Teir eur e pad an emgann, hep ma voe gloazet nikun. Ar Peulvan a sav droug ennañ.

« Te eo ar gouesta den bet dirazoun, met laza a rin ac’hanout ! »

Bec’h d’ezañ beza lavaret kement-se, eo faoutet e benn outañ gant mab ar roue.

« Aiou ! » emezañ. « Eur poezon a zo en da gleze, pe kemmesket eo bet gant gwad mamm an Dear. »

An hini goz a zeu neuze : « Me eo mamm an Dear. Skoit eun taol c’hoaz, mab roue, ma vezo lazet an trubard ! »

Graet eo. Ar vaouez koz a dap eur goñtell hag a ziskolp kalon ar Peulvan : « Setu paeet gwad va mab, » emezi.

Ar roue a red neuze d’ar c’hastell hag a zistag e verc’h. Hag houmañ d’an hini goz : « Ho trugarekaat, maouez vat, da veza deuet a geit-all d’am gwelout amañ ha da veza roet eus ho kwad evidoun. Petra ho pezo ? »

« A-walc’h am eus gant kalon ar Peulvan… »

Ar roue a zistroas da Gerne… A-benn eur pennad e timezas e verc’h da vab roue ar Spagn, hag e vab da verc’h roue ar Skos. Friko a voe, e c’hellit kredi… Me a oa just o tremen dre eno en deiziou-se, ha va lod am boe.


Ar Bobl,
mae 1906.