Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/226

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
KONCHENNOU

Buan-buan e kerzent ha bec’h am boa o vont d’o heul. An dud-all a oa chomet war hon lerc’h, ha ne oa ken nemedoun. Hag ar pevar den o trei war-du ennoun :

« Alo, gagn goz ! dont a ri c’hoaz ? »

« Piou oc’h ? »

« Pevar diaoul, kig hag eskern. Hag an den-mañ a zo d’eomp. »

« Perak ? »

« O tiwall deñved e veze. »

« Gouzout a ran. »

« Met an deñved-se ne oant ket d’ezañ. O gwerza a rae koulskoude, ha mirout an arc’hant. Ha setu perak e teu ganeomp d’an ifern, rak kofes e bec’hed n’en deus ket graet morse. »

Hag eun toull a zigor ; an arched a gouez ennañ : c’houez ar c’hig suilhet a glevan. Skrijal a ran, gwennaat a ra va bleo… Hag ac’han d’ar varn ne varvin ket, siouaz !


Ar Bobl,
ebrel, mae 1906