Mont d’an endalc’had

Yeunig Spradiz

Eus Wikimammenn
Le Dault, 1950  (p. 70-81)





Yeunig Spradiz


Nozvez a oa dec’h da noz e ti Lan Gerdiktak. En eur pod war an tan e verve sistr yac’hus. Met a-barz kaout bep a vanne, pep-hini a rankas kana pe dibuna eun draig bennak.

Edo merc’h Lan gant son « Ar Jikolodenn », pa zeuas en ti eun denig bihan daoubleget dindan samm e vloaveziou, lakaet d’ezañ ganto eur gurunenn erc’h en dro d’e benn. Eur vaz a zo gantañ en e zorn dehou hag eur chapeled en e zorn kleiz. Hag heñ goulenn, en an’ Doue, eun tammig lojeiz da dremen an noz.

Lan, mat e galon e-keñver ar beorien, a lavar d’ezañ tostaat. Ne gred ket dont. Chom a ra e toull an or. Ha Lan neuze a grog en e zorn da gas anezañ d’ar penn huela d’an oaled, war ar skaon zero. Ha rei a raer eur skudellad soubenn domm d’ar paour.

Ouz sked ar goulou ec’h anavezomp Yeun ar Gerzu, Yeun ar c’haner. Ne lavar grik, ha seblantout a ra d’eomp ez eo gwasket e galon, rak teñval eo e benn e-giz ma vefe an arne war e dal. N’eus ger gant nikun ac’hanomp kennebeut : den ne gred komz a-raok paour an Aotrou Doue.

A-benn eur frapad, ar paour a sav e benn :

« Bennoz Doue warnoc’h ! Lan, » emezañ, « ha bennoz Doue war ho tud ivez ! Ra ziwallo santez Barba venniget ho tiegez diouz an tangwall hag ho pugale diouz skilfou bleizi ar c’hêriou ! »

« Ho trugarekaat ! Tad koz, » eme Lan. (Tad koz a vez graet eus Yeun ar Gerzu.) « Bennoz Doue warnoc’h ha war ho mab Yeunig Spradiz, war vab ho merc’h maro e-giz eur santez. Daoust hag e pelec’h emañ ? Eun den yaouank a zoare e tle beza bremañ, tad koz, rak, me a gav d’in, ez eus tost da c’houec’h vloaz abaoe ma n’oc’h ket bet er vro. Me a grede d’in e oac’h maro pa ne gleven kelou ebet ac’hanoc’h, met, dre c’has Doue, n’oc’h ket c’hoaz. »

Komzou mat a oa re Lan, neketa ? Ha, koulskoude, Yeun ar Gerzu a sav en e sao, luc’hed en e zaoulagad e-giz e re eul leon dihunet e-kreiz e gousk.

« Salo d’in beza maro pell a zo ! » emezañ. « Neuze, da vihana, em bije gellet beza eürus e ti an Aotrou Doue. Met bremañ n’ouzon ken nemet hirvoudi ha gouelet em eus kement ken eo disec’het va daoulagad. »

Per Gerdiktak, mab Lan, a lavar neuze :

« Perak eta, tad koz, ez eo bet ret d’eoc’h leñva kement ? Ha maro eo Yeunig, va c’hamarad gwechall ? »

« Maro Yeunig ? N’eo ket ! n’eo ket ! Gwelloc’h e vije bet d’ezañ beza maro ha beza aet d’ar Baradoz davet e dad hag e vamm, Doue d’o fardono. »

« Petra eta en deus graet Yeunig, tad koz ? »

Lan a lavar d’e vab rei peoc’h gant aon da zigeri brasoc’h gouli e kalon an tad koz. Met klevet eo bet komz Per gant Yeun ar Gerzu, hag hemañ neuze :

« Petra en deus graet ? te a c’houlenn. Selaouit holl, c’houi hag emañ an diaoul o stegna e bechou milliget war ho seuliou Ha, koulskoude, me a garfe gwelloc’h tevel war gement-se pa ra kement a boan d’am c’halon a dad koz, ha va muzellou a sklas kentoc’h eget digeri da lavarout ar pez ez it da glevout. Met lavarout a rin evelato, rak vad a ray marteze da unan bennak en ho touez.

« Anavezet hoc’h eus Yeunig, ha gouzout a rit peger brao e tistage hor soniou hag hor gwerziou, ha dreist-holl hon nouelou koant. Siouaz ! ne gano ken anezo gant ar feiz virvidik a welen bemdez o kreski en e galonig, evel ma kresk eur vleuñvenn en douar mat. Nann ! ne gano ken anezo !…

« Eur pennad mat a zo abaoe ma ’z omp aet eus ar vro. Me a oa tri-ugent vloaz d’an ampoent, ha c’houec’h ha tri-ugent oun bremañ. Aet e oamp hon-daou da redek bro, e-giz ma ’z oun boazet, da gana hon nouelou da gaout eur gwennegig bennak, en ano an Aotrou Doue hag en ano Santez Anna venniget.

« E-kichen Kemper edomp, ha me mont da glask eur gware (goudor) en eur verouri bennak, rak ne blij ket d’in mont da loja e kêr, n’ouzon dare perak. War ar maez, me a gav d’in, ez eo gwelloc’h an dud ouz ar re baour.

E Kerstiff edon, hag eno e kavan eur c’henderv d’in, marc’hadour-saout eus e vicher, ha c’hoant en deus da gas ac’hanoun gantañ da welout Roazon eun tammig.

« Me ne fell ket d’in.

« Met Yeunig a grog em dorn hag a lavar d’in :

« O tad koz, deomp eta da gêr-benn Breiz ; eno me a gred, ni a welo traou kaer, ha kalz-kalz tud e selaouo hon nouelou, ha ni a zastumo kalz arc’hant, ha ni a vezo pinvidik evit eur pennad mad. »

« Me ne fell ket d’in memes tra.

« Met heñ a bed hag a asped ac’hanoun.

« Ha me sellout outañ. E zaoulagad a lugern e-giz diou steredenn an neñv.

« Ha me, paour-kaez tad koz, ha me lavarout :

« Deomp eta, neuze. »

« Mat tre, » eme va c’henderv, « deuit eta. »

« A-dreñv va c’hein, unan-bennak a c’hoarz goap ouzin neuze, e-giz ma c’hoarz ar gornandoned. Eun darvoud a oa da c’hoarvezout, hep mar. Met penaos mont enep va ger hag ober poan d’am faotrig ?

« Ha ni en hent.

« O ! nag hir eo an hent eus Kemper da Roazon ? Na skuiza a teas va divesker koz oc’h ober kement-all a leoiou ! Daou-ugent a zo. Goude beza lavaret kenavezo da sant Kaourintin e tigouezomp e Rosporden. Eno e oa tud o tañsal hag o c’houren. Ha ni a sko war-du ar Faoued, war Bondi, hag e Roazon emaomp.

« Daoust ha brao eo ar broiou-mañ ? » a c’houlennot ouzin marteze. Lavarout a rin d’eoc’h ne sellen ket outo ; va c’halon a oa chomet em C’herne ger.

« Erruet e Roazon ha diskuizet va c’henderv, fier an tamm anezañ, pe, mar kavit gwelloc’h, eun tamm krak aotrou anezañ, e talc’h warnoun da virout ouzin da vont da gana dre gêr. Mez en devoa ouzin ! mez ouz va giz Kerne ! mez ouz va bragou bras ! ouz va zog ledan !

« Ha lavarout a ra c’hoaz :

« C’houi, va c’henderv Yeun, n’ouzoc’h kana nemet e brezoneg ; hag amañ e Roazon n’ez eus nemet eur pemp pe c’houec’h den bennak hag a c’hellfe kompren ac’hanoc’h, kompren eun draig eus ar pez a zeufe ganeoc’h. Rak-se ez eo gwelloc’h d’eoc’h chom peoc’h. »

« Allas ! gwir a lavare, rak e Roazon ne vez ken nemet galleg ; ha goap a zo bet graet ouzin zoken, gant meur a hini a wele ac’hanoun o sellout out an traou gant peziou daoulagad sabaturet, hag a gleve ac’hanoun o savarat e yez va mamm !

« Ma ! va bugale, me a lavaro d’eoc’h n’he deus ket plijet tamm ebet kêr Roazon d’in. He ziez a zo graet gant mein-duf : he ster a zo louz kenañ ha maro an dour enni : he falez-a-justis a zo bep seurt traou, bep seurt skeudennou warnañ ha n’ouzon ket petra int. Kaset e voen gant va c’henderv da welout eur jardin vras a bep seurt plant enni. Gwelout a ris skeudennou eno adarre : me a grede d’in e oant sent, ha me mont da lavaran va fater dirazo : met erruet en o c’hichen e rankis anzav gant tristidigez n’eo ket sent eo e oant, hogen paotred ha merc’hed noaz-pilh, mesk ha mesk ! Ma n’eo ket eur vez kaout traou e-giz-se en eur vro gristen ! traou hag a wel daoulagad glan ar vugale anezo !… Va c’henderv a lavare o tiskouez an traou d’in : Na brao int ! Sellit ar stivell-mañ eta !… Me ne lavaren seurt ; met soñjal a raen : Petra eo an traou-mañ graet gant dorn an den e-keñver traou va C’herne, traou graet gant dorn Doue. Petra eo ar stivell-mañ, hini ar palez-a-justis zoken (stivell hag a flistr an dour eun daou ugent troatad bennak) ; petra eo e-skoaz ar mor gouez o strinka eon dreist kern ar rec’hell ?… Hag ilizou Roazon ? Na paour int ! Kreier kaziamant e-keñver hor re a sav o zouriou dantelezet betek bro or stered. »

Nann, va bugale, kêr Roazon n’eo ket bet plijet d’in abalamour d’an traou-se, ha dreist-holl abalamour d’am faotrig Yeun.

Me a yae gant va c’henderv, (c’hoant en devoa bet da lakaat giz kêr d’in, met va fenn kalet ne blegas ket ar wech-mañ : a-walc’h a oa chom hep kana), Yeunig avat, gwisket e aotrou bihan, a zo lammet pell diouzomp.

A-benn daou zevez, me a chom atao e ti va c’henderv, hep mont ken er-maez ; koaza a raen dija o veza ma n’em boa ken va Bro-Gerne.

Bemdez-bemdez e veze an traou e-giz-se : me o fallaat, ha Yeunig bepred o c’haloupat. Eun devez e welan anezañ gant bugale stumm lamponed d’ezo. E galleg e komzont, ha rak-se ne gomprenan ket ar pez a lavaront ; n’int ket traou mat evit doare, rak ruzia a ra Yeunig ouz o c’hlevout. A-benn eur pennad, koulskoude, ne ra van ebet ken ; seblantout a ra zoken kaout plijadur ganto.

Neuze e teu da soñj d’in e tlean diwall ar vleuñvenn gaer am boa bet digant Doue, diwall anezi diouz pep aezenn fall gouest d’he lakaat da weñvi.

Deuet Yeunig d’an ti, e lavaran d’ezañ emaomp o vont d’ar gêr ; d’ar gêr, dousat ano !

« N’eo ket gwir, tanfoeltr emichañs ? » emezañ o c’hoarzin glas.

« Eo. »

« Ne chomimp ket an noz-mañ zoken ? nom de… »

« Nann ! dioustu d’ar gêr ! »

« Nag a zroukchañs ! tonnerre de nom de… Perak mont da foueta kement bro a zo dindan an heol da gana ranezennou ? »

« Da gana petra ? mec’hieg ! »

« Da gana nouelou eo a felle d’in lavarout. Ya, perak mont da gana a-hed an hentou pa gavomp amañ plijadur evit netra ? »

« Me a gave d’in eo kaeroc’h ar maeziou eget kêr ? » emezoun.

« Hag ez int ivez, tad koz, met amañ n’eus netra ebet da ober. »

« Peoc’h ! ha debr da goan ! »

Ha ni lavarout kenavezo d’hor c’henderv na van ebet ouz hor gwelout o vont kuit.

P’emaomp o vont er-maez eus kêr, Yeunig a c’hrozmol :

« Hag atao a chomimp e-giz-mañ evel daou choulaz ? »

Ar wech-mañ, va zudou keiz, va fennbaz a serr e c’henou d’ezañ… Petra ? Ober eur choulaz ac’hanoun-me ? me hag a c’hounez va boued gant ar vouez am eus bet digant Doue ! Re eo kement-se memes tra ! Labourat tenn am eus graet em amzer ! Me n’eo ket eur « c’holl-bara » eo a oa ac’hanoun ! Ha bremañ pa ’z eo dinerzet va divrec’h, pa ’m eus dispignet va gwad evit va zud, lavarout oun eur choulaz ! O ! va Doue !

Leñva a ra an tad koz o tisplega an traou mantrus-se d’eomp, ha ni a ouel gantañ. Kenderc’hel a ra evelato :

Adalek an deiz glac’harus-se, e welis n’em boa ken ar memes mab. Diagent, e vouskane en hentou doun, o tastum eur bod brug bennak da lakaat ouz boulouzenn e dog, ha kaozeal a rae koant ha seder ouz e dad koz.

Allas ! echu e oa d’in gant an amzer vat-se ! Her gouzout a ris buan pa veze du dalc’hmat penn Yeunig ha pa ne veze ken na komz na netra gantañ.

Ha pa veze ret kana, nag a vec’h d’in gantañ, heñ hag a oa e lesano Pintig an Tad koz ! Va fennbaz, siouaz ! a ranke beza va zeod alies ! Ha me a lavar d’eoc’h, pep taol a skoen warnezañ a veze eun taol koñtell d’in va-unan e-kreiz va c’halon ! Kana a rae neuze, met penaos ! Gwerc’hez Vari ! Ne grede ken ar pez a lavare. Mouzet e oa ouz ar Mabig Jezuz !

Ha ne veze gwenneg ebet ken ! ha ne veze tamm ebet ken !

Eun devez edomp e Santez-Anna-Wened, ha Yeunig a zrailhas e soniou e lec’h o c’hana. Goude beza kavet lojeiz en eur c’hraou a c’hoarie ar peder avel ennañ, e-giz e kraou Bethleem, me a c’hourdrouzas (skandalas) Yeunig goustadik ha tenerik, met heñ avat a lavaxas rok d’in :

« A-walc'h e-giz-se ! a-walc'h gant an tamm buhez treñk-mañ ! Me a ya va-unan-penn da c’haloupat bro e-giz ma plijo ganin ! Evidoc’h-c’houi, diod a zo ac’hanoc’h grit e-giz ma karot ! »

Neuze, bugale geiz, e savas droug ennoun, ha me teurel va malloz warnañ.

Hag e klevan adarre ar glasc’hoarz am boa klevet e-tal Kemper, soñj hoc’h eus.

Yeunig a dec’has, uhel e benn gantañ, hag o lavarout na rae foueltre kaer ebet gant va malloz ! Ha me, me a ouele ken a zeve va diouchot !

Antronoz, va-unan, e voe ret d’in kerzout, hag en desped d’in e troen va fenn alies hag alies da welout hag heñ ne zeue ket Yeunig war va lerc’h. Allas ! ne zeue ket ! hag abaoe emaoun va-unan war an douar !…

« Met, tad koz, » eme Ber Gerdiktak, « ha ne ouzoc’h ket da belec’h e oa aet Yeunig ha petra eo deuet da veza ? »

« O ! va bugale baour, ha ret e vezo d’in lavarout ar pez eo deuet da veza, ar paour-kaez a zo anezañ ? O ! va Doue, ha lavarout a rin ? » emezañ o sellout ouz ar groaz a oa a-us d’an oaled.

Eur pennad e chomas e-giz-se, e zaoulagad o para war skeudenn Jezuz, Salver ar bed, hag heñ adarre :

« Ma ! va bugale, me a gav d’in e c’hourc’hemenn an Aotrou Doue d’in lavarout d’eoc’h. »

Soñjal a ris e oa aet Yeunig en-dro da Roazon. Mat e soñjen. Va c’henderv a zo bet er vro-mañ abaoe, hag er Folgoad eo em eus klevet an traou skrijus-mañ gantañ. Distroet eo Yeunig da Roazon eta da gavout al lamponed am boa gwelet anezañ ganto. Deski a ra o zroiou fall ha dont a ra da veza o mestr. Laerez a ra kant lur eun devez. Tapet eo gant an archerien ha kaset d’ar prizon. Eno o chom daou viz da c’hedal beza barnet. O veza ma ’z eo ar wech kenta d’ezañ, n’eo kondaonet nemet da eur miz prizon. Eur miz prizon d’ar paour-kaez ! heñ ha ne oa c’hoaz nemet pemzek vloaz ! Furaat eno avat n'en deus ket graet. Krog a gav e yalc’h unan-bennak adarre ; ar wech-mañ ez eo kaset d’an ti e-lec’h ma vez sujet ar vugale fall. Met chom eno ne fell ket d’ezañ, ha, pa c’hell, e tec’h. Klasket e voe, met ne voe ket kavet ; eun ano nevez en deus kemeret ha da bortezer eo aet.

Eun tri miz bennak ez a mat an traou en-dro. Arboella (espern) a ra kement a c’hounez ken a c’houlenn e vignoned outañ, perak ne da ken ganto d'ober « bos ». Heñ ne respont grik met, p’en deus dastumet a-walc’h, e lavar d’ezo :

« C'houi a c’houlenn ouzin perak ec’h espernan. Setu amañ perak : c’hoant mont da Bariz a zo krog ennoun, ha mont a ran. Ho kêr vrein amañ ne c’hell ket unan ober enni ar pez a blij gantañ. Kenavezo ! bandenn « glerikaled » a zo ac’hanoc’h ! »

Ya, va bugale, re-vat eo c’hoaz kêr Roazon, war veno Yeunig deuet da veza ker fall, heñ hag a oa ker mat gwechall ! Ne vez ket reuz a-walc’h e Roazon evitañ. Guell a ze ma ’z eo Roazon eur gêr vat. Gwir eo, e-keit ha ma ’z oun bet eno, n’em eus ket klevet trouz ha kalz tud am eus gwelet en oferenn, war ar pemdez zoken, ha kalonek e pedent. Gwell a ze.

Hag ar paour-kaez Yeunig eta a zo aet da Bariz. Seitek vloaz hanter n’eo ken c’hoaz. Met brein-put eo e galon ! N’eo ket da glask labour eo aet da Bariz. O ! nann ! Da glask ar pec’hed ne lavaran ket ! Mont a ra e strollad an dud-se a zo o ano « Apached », ha lesanvet eo an Diaoul ganto. N'eo ket hep gwir. Allas ! gwasho’h eo Yeunig eget n’eus forz pehini anezo ! Na diroll eo e vuhez ! Atao e vez gant ar merc’hed divergont-se a zo falc’het ho flourenn pell a zo. Pa vez reuz da ober, heñ eo a vez atao er-penn kenta ; laerez a ra, laza a ra, lakaat a ra an tan en tiez hag en ilizou. Kasoni diaoulek en deus leiz e galon ouz an Aotrou Doue !…

Graet en deus kement ha kement ma ’z eo aet brein hudur e gorf gant kleñvedou mezus. « Na Doue na Mestr ! » e youc’he. Allas ! e Zoue, ar plac’h fall, he deus roet d’ezañ, eur c’hleñved euzus da Vestr ! Hag en ospital ema c’hoaz ma n’eo ket maro ! Ma c’hellfe distrei ouz Doue da vihana !… O c’houlenn an dra-ze oun bet digant ar Werc’hez Vari e kement chapel a zo d’ezi er pevar eskopti, ha setu perak n’oun ket bet pell ’zo er vro. En an’ Doue ! pedit ivez evit va mabig paour !

« Hag e raimp, tad koz, » emezomp holl neuze.

Leñva a rae bepred an tad koz, ha Lan a lavaras d’ezañ :

« Marteze, tad koz, hoc’h eus c’hoant da vont da gousket ? Skuiz maro e tleit beza. Kemerit eur banne sistr da rei eun tammig nerz d’ho kalon glac’haret. Va mab Per a ya da gas ac’hanoc’h d’ar gwele a zo e solier ar c’hrañch. »

« Ho trugarekaat ! Bennoz Doue ! Lan, ha ken’ arc’hoaz. »

Kaset an tad koz d’e wele, Per a zeuas en-dro, hag heñ da lavarout :

« Ar c’hi a oa oc’h harzal bremaik. »

« Abalamour m’en deus gwelet goulou er solier, emichañs, » eme Lan.

« Ne gav ket d’in, tad ; harzal a rae e-giz war unan-bennak. »

« Ma teu unan-bennak e vezo gwelet, » emezañ. « Met na trista tra, memes tra, buhez Yeunig Spradiz, mab bihan Yeun ar Gerzu. »

« Gwir eo, » eme an holl.

Ha dao-dao war an nor.

« Hañ ! » eme Ber, « gouzout a raen e oa war unan bennak edo Mindu oc’h harzal. »

« Kae da zigeri Per, » eme Lan.

« Nozvez vat d’eoc’h » eme, o tont tre, eun den yaouank ha n’anavezemp ket. Giz kêr a oa gantañ, ha baro ouz e chink (helgez, groñch).

« Nozvez vat d’eoc’h, va den mat, » eme Lan.

« O ! Lan, roit d’in va ano, mar plij ! »

« E feiz, penaos e ouezin-me hoc’h ano d’eoc’h ? ne gav ket d’in beza gwelet ac’hanoc’h morse ? »

« Pell ’zo, gwir eo, n’oun ket bet er vro. »

Hag an den yaouank a grogas da leñva. Goude beza gouelet eur pennadig e lavaras :

« Lan, ha ne gasfec’h ket ac’hanoun er-maez ma lavaran d’eoc’h piou oun ? »

« Va zi a zo digor da bep kristen. »

« Dre c’hras an Aotrou Doue, kristen oun deuet da veza en-dro. Me eo Yeunig Spradiz. »

« A ! » emezomp holl.

« Gouzout a rit marteze, tud vat, em eus-me nac’het va zad koz, Yeun ar Gerzu, Doue d’e ziwallo ! Nac’het em eus anezañ hag hen lezet e-unan, heñ ker koz ! Me am eus e zilezet, me hag a dlee beza skoazell e gozni ! Ho pezit truez ouzin ! tud vat ! Pedit Doue evidoun ma plijo gant va zad koz tenna diwar va fenn ar valloz en deus taolet warnoun ! »

« Paour-kaez Yeunig ! » eme Lan.

« Allas ! ya ! Lan, paour-kaez Yeun ! N’oun ken nemet naontek vloaz c’hoaz, ha roufennou a zo war va zal ! Ma oufec’h ar pez am eus-me graet, ho pefe doñjer (heug) ac’hanoun. Eur vuhez fall-fall am eus renet abaoe ma ’z eo kuitaet va zad koz ganin ! K1añv e chomis da heul kement am boa graet ! Hag e voen kaset d’an ospital. Dre c’hras Doue, seurezed santel o oa eno. Ar wech kenta ma teuas unan da gaozeal ouzin, me a grañchas outi ! Hi avat a sec’has sioul he dremm hag a gendalc’has da gomz flour ouzin ! Da genta ne ris van ouz he c’hlevout, met hi ne golle ket kalon evit-se. Digas a reas soñj d’in eus ar gêr, eus va zad ha va mamm, Doue d’o fardono ! Ha me lavarout d’ezi e oan eus Breiz-Izel. E lec’h tama1l d’in beza dizenoret va bro, e tigasas eur beleg d’am c’havout. « A bas la calotte, » emezoun kerkent ha ma welan e soutanenn. Heñ avat ne ra ket a stad ouz va c’homz a vrezel a-enep d’ezañ. Hag e c’houlenn ouzin e yez va bro.

« Ha disoñjet ac’h eus da vrezoneg ? »

« O ! tra ! ’vat, » emezoun raktal.

« Hag e komz d’in eus ar gêr, eus an aotrou person en deus va lakaet da ober va faskou.

« Ret e voe d’in anzav em boa ankounac’haet kement-se pell a oa.

« Me a zo sur, » emezañ, « hoc’h eus klevet istor ar Mab Prodig ? » « O ! ya, va zad, » emezoun, « soñj mat a zeu d’in bremañ. Pa edon oc’h ober va fask kenta, eur beleg a gontas an istor-se d’eomp. Met, va zad, me am eus graet gwasoc’h eget ar Mab Prodig. »

« N’hoc’h eus ket, va bugel, » emezañ, « hag ho pefe, Doue a zo bras-bras e vadelez. Pardoni a ra atao da gement hini a vez glac’har gwirion en e galon. »

« Ha pardonet e vezin neuze, va zad ? »

« Ya, va mab, pardonet e viot : Doue en devez muioc’h a joa ouz eur pec’her a zistro outañ eget n’en devez gant naontek ha pevar-ugent den just a gendalc’h da veva en e garantez. »

« Ma ! va Zad, ha selaou a reot-hu va fec’hedou ? »

« Ya, va mab ; grit sin ar groaz. »

Ober a ris ar sin santel, ha kofes a ris. N’ouzon dare petra a voe goude eù c’halon : e-giz laouenedigez dispar. Ken eürus e oan da veza disammet va c’houstiañs ma pareis e-giz d’an daoulamm.

Neuze ar beleg a roas eun nebeud arc’hant d’in, en eur lavarout d’in distrei da Vreiz.

« O ! ya ! va zad, » emezoun, « mont a rin da Vreiz da glask va zad-koz, da gaout pardon digantañ ma c’hellan kaout. »

« Pardoni a ray d’eoc’h, sur mat. Ar Mab Prodig a voe pardonet d’ezañ gant e dad, ha c’houi en devezo ho tad-koz truez ouzoc’h… »

Ha setu me digouezet, va zud vat, el lec’h ma edo ma zad-koz ennañ gwechall. Ha c’houi a oar pelec’h emañ ? Ha klevet hoc’h eus ano anezañ ? O ! ma welfen anezañ, me a gouezfe war va daoulin dirazañ en eur lavarout :

« O ! va zad-koz ! n’oun ket din da gaout ken diganeoc’h an ano a vab ! Met, en an’ Doue ! tennit diwarnoun ar valloz hoc’h eus roet d’in d’an deiz ma lezis ac’hanoc’h hoc’h-unan ! »

« A ! Yeunig, » eme Lan, « bremañ e welan peger mat eo an Aotrou Doue e-keñver an dud. Graet en deus d’it dont en-dro d’ar vro gristen-mañ ma c’helli ren eur vuhez vat hiviziken. »

« Hag e rin ivez, Lan, hag e rin eus va gwella. »

« Alo, Yeunig, debr eun tamm a-barz mont da gousket. »

Debret e goan gantañ, e voe lavaret ar pedennou. Yeunig a voe kaset war eun dornad plouz er c’hraou. Goude-ze, me a yeas d’ar gêr mall ganin gwelout an deiz war-lerc’h, rak Lan en devoa lavaret d’in ar pez a raje antronoz.

Deuet eo an heol mat d’am dihuni, ha me buan da di Lan. Yeunig a zo war-sao o rei dorn da Ber da voueta al loened. Hag an tad-koz da ziskenn, o leñva bepred d’e vab, d’e Yeunig…

« Alo ! tad-koz, » eme Lan, « deuit da zibri eun tammig bennak. »

« Ne gavan mat tamm boued ebet ken, » eme an tad-koz.

« Eur begadig a gemerot evelato, tad-koz. Va merc’h Seza a ya d’ober eur banne kafe mat d’eoc’h. »

« C’houi a zo re vat, Lan. »

« Doue hepken a zo mat, tad-koz. Livirit ar bater a-raok ar pred. »

« Bennigit, va Doue, ar boued-mañ ez eomp da gemerout evit ma c’hellimp kenderc’hel da veva en ho servij. »

« Evel-se bezet graet. »

« Ya, Lan, evel-se bezet graet. »

Per ha Yeunig a oa o tont neuze eus ar c’hraou, e-giz daou gamarad evel ma oant gwechall.

Ha Lan d’ezo :

« Alo ! paotred, poent eo staga ouz taol. Hirio ho pezo ar pez n’hoc’h eus ket bet morse c’hoaz d’ho tijuni : eur banne kafe, hag emichañs eun tamm mat a levenez en ho kalon. »

Per a vousc’hoarz. Yeunig avat ne gompren ket, hag int en ti.

Kenta kristen a wel Yeunig eo e dad-koz. Ha lammat a ra ouz e c’houzoug :

« O ! tad koz ! » emezañ : pardon ? pardon ? pardon ?

« O ! va mab ! Va mabig kaez ! » eme an tad-koz o pokat d’ezañ.

Goude beza chomet eur c’hrapadig da leñva, an tad-koz ha Yeunig a lavar war eun dro da Lan :

« Bennoz Doue warnoc’h ! Lan. »

« Lan, » eme Yeunig, « ha kemerout a rit-hu ac’hanoun da vevel ? Ne root koumanant ebet d’in, met maga a reot va zad-koz. Me a c’houlenn kement-se diganeoc’h, en an’ Doue. »

« Graet ar marc’had, » eme Lan.

An tad-koz a zo ker laouen ma teu e benn da veza splann, e-giz an heol pa sav ar vrumenn diwarnañ. Ha Yeunig a lavar :

« Gouzout mat a rit petra a zo digouezet ganin o vont e kêr. Kredit ac’hanoun. Chomit atao war ar maez : amañ e ren ar peoc’h hag an eürusted. »


Kroaz ar Vretoned,
eost ha gwengolo 1905.