Mont d’an endalc’had

Toull ar Gornandoned

Eus Wikimammenn
Le Dault, 1950  (p. 82-91)




Toull ar Gornandoned


Bremañ ez eus pell-amzer, e veve e Sao-Penn-ar-Gêr eur c’here, Laou an Huere e ano. N’en devoa ket e bar da gempenn eur re voutou-ler. Annaig, e wreg, a oa hep mar ar wella da werza he marc’hadourez er foariou. Met an ozac’h hag e bried n’o devoa nemet en dra-ze da gaout bara d’o femp bugel ha d’ezo o-unan.

Hogen an abardaez-se, e oa eun arne spontus o sevel dreist kribell ar menez. Kurun a rae, luc’hed a darze da zalla o daoulagad d’an dud, glao a goueze gwasoc’h eget biskoaz.

E-keit ha ma edo o bugale o tibri kreien (krign) yod kerc’h, Laou hag Annaig a oa an eil o sellout ouz egile.

« Ma pad an amzer-mañ pell c’hoaz, » eme Laou, « ne c’hellimp ket gwerza hor bouteier-ler ken, rak piou a gredfe lakaat anezo e-kerz ar goañv ? Ar voutaouerien a vezo mat ar stal ganto. Gwell a ze ! Met ar gereourien geiz !… Gwir eo e c’hellin labourat eun nebeud c’hoaz, met va ler a vihana an tamm anezañ, ha n’hon eus gwenneg ebet ken ! n’eus eskenn (tamm) er guchenn !… Reuzeudig eo hor stad ! Hogen, Annaig bezomp feal da Zoue, hag heñ a bourvezo d’hon ezommou. »

« Ya, Laou. » eme Annaig, « bezomp mat ouz Doue hag e vezo mat en hor c’heñver. »

N’he devoa ket peurlavaret he c’homz ker fur, ma voe graet dao-dao war an nor.

Daoust ha piou eta e grede mont er-maez da vale dre eun amzer ken divalo ?

Ha Laou digeri.

Ouz sked eul luc’hedenn ec’h anavezas Katell goz. Ober a reas raktal sin ar groaz, rak Katell goz he devoa ar vrud da veza eur sorserez, abalamour ma n’he devoa ti ebet.

Soñj a zeuas d’ezañ da gas anezi kuit ha da serri an nor outi, met e galon vat a voe trec’h d’e reuñkeun (doñjer, euz), ha neuze, komz Jezuz a oa en e spered :

« Me a oa hep ti, ha digemeret hoc’h eus ac’hanoun. »

Hag heñ lavarout d’ezi dont tre.

Gleb-dour-teil he zruilhou, ar baourez a ya d’azeza war an oaled. Kridienn a zo gant he izili, kloka a ra he dent.

Annaig, truez leiz he c’halon, a c’houez c’hoaz eun tammig tan raden sec’h. Ha Kastell goz a astenn he daouarn askornek a-us d’ezañ. An tan-se, tan roet d’eur paour gant eur paour, a laka he zal da ziroufenna eun nebeud, hag hi a ra van da vousc’hoarzin gant he muzellou glas.

Ar vugale, tamolodet (dastumet) en dro d’o mamm a sell ouz ar vaouez paour, ha strafuilhet int.

« Diwezat edoc’h war an hentou, ha koulskoude eo divalo an amzer, » eme Laou.

« Divalo tre eo hag, evelato, den-all ebet nemedoc’h n’en deus digoret e zor d’in. Bet oun o skei war zor ar Gwerzig a zo d’ezañ kement park a zo amañ, tro-war-dro. Kaset en deus ac’hanoun kuit ha tamallet oun gantañ beza sorserez. Ma ! gwelout a ray hag heñ ez oun-me eur sorserez ! gwelout a ray ma rank evit-se lakaat e chas war va lerc’h ! »

Daoulagad an hini goz a sav tan ar gasoni enno dre ma lavar ar c’homzou-se. Ma klask Laou lakaat he c’halon da deneraat ; hi avat ne selaou ket.

« Ya ! ya ! » emezi, « va enebourien a ranko paea kement o deus graet d’in ! Met ar re a ra vad d’in, me a oar ober vad d’ezo ivez. Me a heuilh c’hoaz al lezenn goz : lagad evit lagad ! »

« Pardonit, » eme Laou.

« Lezit ac’hanoun ganto. Roit d’in, mar plij, eun tamm plouz da c’hourvez amañ henoz en ho ti. N’hoc’h eus netra ebet da goll. »

Eur voudenn c’hoaz en tan, lavaret ar pedennou, hag an dud da gousket.

Huñvreou kaer a reas Laou hag Annaig. Ar baourez koz a zo dirazo par d’eur briñsez hag, evit o faea, a ra d’ezo dont da veza pinvidik-mor. Peziou aour a zo berniet en o c’hichen, ha kemerout a c’hellont kement ha ma plij ganto.

Tapet int pa zihunont. An hini goz, he filhou bepred en dro d’ezi, a zo astennet e-kreiz al ludu war an oaled. He fri, kamm evel beg eur sparfell, a zo stok ouz he chiñk (groñch) ; he zal a zo roufennet splann ; he chotou a zo krizet. An trouz a zo gant ar vugale a ra d’ezi divorfila, hag e trugareka ar c’here o lavarout, en eur rei eur c’horned d’ezañ : « Er c’horned-mañ e kavi peadra da zont pinvidik. »

Laou a soñj en e huñvre. Emañ o vont da lavarout « Bennoz Doue » da Gatell, met houmañ a zo aet kuit.

Ha Laou er-maez da lonka eur banne aezenn-vintin. Klevout a ra komzou kounnaret ha malloziou ; Gwerzig hag e bried a zo war an hent bras o skraba o fenn, o chas o yudal en o c’hichen. An tan a zo kroget e ti Gwerzig, ha devi a ra kement tra a gav : keuneud, plouz, foenn, kreier hag all…

Laou a soñj e komzou Katell : « Paeet e vezin ! »

Heñ avat a zo laouen da veza digemeret ar sorserez. Perz a gemer, koulskoude, e chalamant Gwerzig a zo revinet tre.

N’en deus ket digoret Laou e gorned c’hoaz. Ennañ e kav eun tamm paper hag eur c’houlaouenn.

« Hag aze ez eus peadra da vont da binvidig ? Eun tamm paper hag eur c’houlaouenn ! Katell goz he deus graet goap ouzin ! »

Savet eo e zorn da stlepel an traou-se pell dioutañ.

« Mat ! n’her grin ket koulskoude, » emezañ. « Sellomp outo. Ha da genta ar paper. Skrivet ez eus warnañ. Gwelomp petra. » Hag e lenn :

E-kreiz ar maen a zo e-kreiz an oaled, el lochennig-mañ, ez eus eun alc’houez hag eur bizou (gwalenn). Setu amañ da betra int mat : an alc’houez a zigor ar roc’hell a zo er penn pella da Doull ar Gornandoned, pa vez lakaet warnañ en eur lavarout : Digor da zigor ; an hini a vez ar bizou en e zorn ne vez ket gwelet. E-keit ha ma chomo ar c’houlaouenn war elum, ar roc’hell a chomo digor ivez pe, da vihana, a c’hello beza digoret. Met gwaz a ze d’an hini a vezo en Toull pa vezo maro ar c’houlaouenn ! Da viken e chomo eno !… Gwaz a ze d’an hini a vezo paket gant an deiz en Toull ! Lazet e vezo !!!

« Alo ! » eme Laou, « setu kavet teñzoriou, rak ar gornandoned a zo paotred pinvidik ! »

Ha brevi a ra ar maen-kreiz en oaled, o lakaat e-giz-se e wreg da c’houlenn ha kollet eo e benn gantañ. Heñ avat a sko bepred, a ziskolp tammou ken ez a e vailh (morzol) diouz e zorn en eun toull. Eno e kav an alc’houez hag ar bizou.

Lakaat a ra ar bizou en e zorn ha gervel e wreg.

« Petra a zo ? » eme Annaig.

« Deuit da welout. »

Hag hi mont.

« Met pelec’h emaoc’h eta ? » emezi.

« Sellit ouzin. »

« Kaer am eus sellout, ne welan nemet ar maen-oaled faoutet. »

Hag heñ a ra eur c’hrogad c’hoarzin hag a c’halv e vugale :

« Laouig ! Annaig, Yannig ! Mari-Janig ! » (Egile ar galonig, ne oa ket gwall-vras c’hoaz.)

Diredek a reont, hag e lavaront :

« Tad, tad, pelec’h emaoc’h ’ta ? »

« Klaskit, ac’hanoun ! Koukouk ! »

A-benn eur pennad e tenn e vizou, hag heñ :

« Ac’hañ ! n’oc’h ket gouest da gavout ac’hanoun ! »

Hag e c’hoarz eun abadenn hag e dud ivez.


…Noz eo anezi. Deuet eo ar mare da vont da Doull ar Gornandoned.

Toull ar Gornandoned a oa en tu-all da Bontig-ar-Wern dindan an hent a gas da Gasteliin. Da vont ennañ avat e oa dao mont d’ober tro an Dreverz pe dro Rubuskuñv.

Buan a-walc’h e tigouez Laou. An avel a c’houitell en Toull. Ken du hag en eur sac’h eo. Laou ne wel ket eur banne. Ken e teu aon d’ezañ. Petra emañ o klask en Toull-se ? Eun teñzor. Ha n’eo ket sot mont da glask eun teñzor e-lec’h ma n’eus bet kristen ebet morse ? Ha neuze da biou eo an teñzor-se ? Da laeron emichañs. Ha ma kouez al laeron war e chouk ? Echu gantañ…

Hag e teu war e giz. Evelato a-benn eur c’hrapadig, e ra Laou teir pe beder gammed e-barz. Ne glev seurt. Kement-all c’hoaz. Seurt ebet bepred. Kement-all adarre. E-giz trouz eskell a zo e krec’h an toull, stok ouz ar volz. Eur mell labous a ra eur pez taol d’ezañ e-kreiz e dal, ken a wel n’ouzon dare pet mil steredenn ha tregont.

Hag heñ war e giz. Raktal, setu eur bern kaouenned, gant eur vandenn askilli-kroc’hen (logod-dall), en dro d’ezañ, hag int reuz ganto avat da veza bet dihunet, bec’h d’ezo beza aet da gousket.

Strafuilhet-holl, e c’hellit kredi, Laou a ya kuit. Mar deo kornandoned al laboused-se !…

Met petra a lavaro Annaig ma teu Laou d’ar gêr hep digas netra gantañ ? Ar soñj-se a ra d’ezañ chom eno. Hag ez a, e galon o lammat d’an daoulamm ruz, hag ez a larkoc’h eun tammig hag eun tammig-all c’hoaz. Peoc’h a zo bremañ gant pep tra. Laou, war eur pondalez, a gendalc’h da vont pelloc’h. Er penn-all, setu eun diri (skalier, biñs). Ha Laou diskenn gantañ. Hag eur pondalez hag eun diri, hag eur pondalez hag eun diri-all.

Ha diskenn a ray d’an ifern ?

Hag eur pondalez-all adarre ; hemañ n’eus diri ebet er penn pella d’ezañ. Na teñval eo eno ! Ha Laou a glask gant e zaouarn. Eur roc’hell a zo dirazañ. Penaos mont larkoc’h ?

Hag eun trouz dudius a zeu betek e ziskouarn. Lavaret e vefe trouz flour peziou arc’hant hag aour o tañsal eun abadenn, kemmesket hag a-zaouiou, war ar vein-duf… Kreski a ra ar jabadao : eur c’harrad aour d’an nebeuta a ziskarger en eur veol staen.

Laou a zo seder o selaou, hep tenna e alan. War-bouez diou gammed dioutañ emeur o palat aour. War-hed daou baz dioutañ e red eur ster aour, lirzin he hiboud. E benn o voudinellat, an derzienn gantañ, setu heñ da glask paka aour ; met, kaer en deus, ne gav dindan e zaouarn nemet begou lemm ar roc’h ma ’z eo spinac’het e vizied ganto. Dor ebet, digor ebet. Ha distrei a ray ac’hano ker paour ha ma ’z eo aet di ?

« A ! traou Katell goz, » emezañ.

Hag e laka e vizou en e zorn hag e c’houlaouenn war elum, hag e alc’houez war ar roc’h, hag e lavar :

« Digor da zigor. »

Hag ar roc’h a ra kerkent eun hanter-dro warni he unan, ha Laou a zo dallet gant ar sklerijenn a bar neuze warnañ. Dre ar frailh ez a war a-raok hag e chom harpet, alvaonet, laouen, badaouet.

E-tal eur sal vras kaer-kaer emañ. Ne gred ket mont hiroc’h. Piou a zo o chom eno ?

Eur maread tud du-mouar, treid gavr d’ezo, a gerz dre ar palez-se. Ar roue a zo azezet war e dron. O niveri e deñzoriou emañ. Mat eo bet ar bloavez, ha seder eo. Ar gornandoned o devoa lakaet seiz batimant ha seitek-ugent da oueledi. Da heul ar peñseou-se o devoa dastumet seiz-ugent milion e peziou aour ; war an hentou o devoa laeret diwar goust seitek kant den ; el lanneier seiz kement-all ; aet e oa ganto, da werza, n’ouzon dare pet seiz ugent lost loen-kezeg.

Hag ar roue neuze a drugareka e vevelien eus o labour vat hag a bed anezo da dremen an noz el laouenedigez. Hag, en eur sal-all, ez eont ouz taol.

Ha Laou a zo e-unan e-tal toull an teñzoriou. Droug a zo ennnañ ouz ar gornandoned daonet-se. Int eta eo a ra d’ar bagou mont da goll e-kreiz ar mor bras ha war gerreg an aodou ! Int eta eo a laka an dud en douar ez-veo ! Ha kement-se evit kaout arc’hant ! an arc’hant a zo dirazañ eno ! Ha ne gasfe ket eus an arc’hant-se gantañ ? N’eo ket d’ezañ eo e vez dibunet seurt diotachou !

Hag e karg e c’hodellou, e vruched, e grubuilh, e gerc’henn, e vragou bras. Sammet eo e-giz eur marc’h-limon, ha keuz en deus peogwir ne c’hell ket kas muioc’h c’hoaz gantañ !… Sellout a ra ouz e c’houlaouenn. Hantet-zevet n’eo ken ; gallout a ray Laou dont en-dro ha kas traou gantañ avat !

Bralla (horjella) a ra gant e vec’h o vont er-maez. Hag e laka e alc’houez war ar roc’hell ; houmañ a zigor raktal. Hag heñ kuit. Laza a ra e c’houlaouenn, hag ar roc’hell a serr war an Toull. Ha Laou er c’hao teñval. Aezenn an noz a ra vad d’ezañ, rak torc’houezi a ra. Sevel a c’hell gant an diri. Digouezet er-maez, ez eo nec’het bras. Da belec’h mont gant e deñzor ? Ma kas anezañ d’ar gêr e teufe laeron marteze, hag an dud a lavarfe en deus hen laeret diwar goust Gwerzig…

« O ! » emezañ, « eur maen bras a zo e-kreiz ar c’hoad. Gant traou Katell goz e tigorin anezañ da guzat va aour ennañ, ha den n’o c’havo eno. »

Ober a ra e-giz ma lavar. Ma ! va zud, sklankat a ra pa glev e deñzor o trouzal sart war ar maen. Na bihan eo ar re-mañ e-keñver ar re a zo du-ze ! « Ha ma tistrofen d’an Toull ? » emezañ. « Va goulou a zo hir a-walc’h an tamm a chom anezañ c’hoaz. Digas a rin ganin kement hag en dro genta da vihana ; ha gant an aour-se, me a breno tiez a roin e koumanant. Ha me, me eun aotrou ac’hanoun ! me a vevo diwar va leve ! na petra ’ta ? Na brao e vezo ar bed ! Laou an Huere a yelo da chom d’ar vourc’h, en eun ti bras, ar brasa ! en eun ti brao, ar brava ! hag ennañ e ruilho steriadou gwin ! hag ennañ e vezo friko war-lerc’h friko ! »

Ha Laou war an hent d’an Toull.

« A ! » emezañ, « eur sac’had ar wech-mañ. »

Ha da gerc’hat eur sac’h ez a. M’hen dije bet eur c’harr-tumporell e vije aet gantañ, hep mar !

Kousket eo an holl en ti e-giz aelez, nemet Annaig a zo war-sao o c’hortoz Laou.

« Deuet oun da glask eur sac’h da garga aour ! »

« Mat ! mat ! ni a vezo eürus ! » eme Annaig.

Ha Laou d’an Toull. Gwelout a ra e krog en oabl ar stered da guzat o zachou aour ; diouz tu ar sav-heol emañ an deiz o vont da c’houlaoui. Hag, eur pennadig, e soñj chom hep mont larkoc’h, rak paper Katell goz a lavar : « Gwaz a ze d’an hini a vezo paket gant an deiz en Toull !… » Met e c’hoant da gaout aour a zo trec’h d’e aon, hag ez a. Eun taol gant e alc’houez hag emañ e-barz an toull.

Ar gornandoned a zo c’hoaz ouz taol. Sonerien a son o brava toniou. Laou avat ne blij d’ezañ nemet dañs an aour o vont en e sac’h, ha bounta a ra ennañ, me a lavar d’eoc’h. Ne chomo seurt war e lerc’h, sur mat ! Re-bounner eo e sac’h da samma war e gein, hag e stlej anezañ, betek an nor. Lakaat a ra e alc’houez war an nor, met houmañ ne flach ket.

Spontet-holl, Laou a ya d’eur c’horn hag a chom tamolodet eno da c’hedal ar pez a zo da c’hoarvezout. E vleo a sav war e benn, e spered a ya kuit, hag e sko, e sko, e sko gant e alc’houez war ar maen. Netra, netra nemet eur neudenn-c’houlou a zeu davetañ, dre eur frailh. « Deiz eo ! an deiz ! » eme Laou ; « lazet e vezin ! O ! aour brein ! » Skei a ra c’hoaz. Netra, netra nemet youc’h ar gornandoned war al laer. Ar roue, a-barz mont da gousket, a zo aet da welout e deñzor, ha gwelout a ra eo nijet kuit. Mont a ra en egar, hag e lavar krouga ar gornandoned holl, ma ne zigasont ket en-dro a-benn eun distera, e-lec’h m’edont kent, kement a zo aet kuit !

Furchal o falez a ra ar gornandoned. Gwelet eo Laou gant unan anezo a laosk eur you ! hou ! hou ! ker kreñv ma tired ar re-all. Paket eo Laou ha kaset dirak ar roue.

Paket eo Laou daoust d’e alc’houez, d’e c’houlaouenn, d’e vizou, rak pa vez deiz an traou-se ne dalvezont da netra.

Ar roue a varn al laer daonet. « Aour eo a faot d’it ? » emezañ, da Laou. « Sebeliet e vezi en aour ! »

Hag eun abadenn dañs-tro a raer en dro d’ar paour-kaez kere. Starda a ra muioc’h-mui ar gornandoned ar c’helc’h o deus graet. Trei a reont buanoc’h-buana. Bralla a ra Laou, plega a ra, daoubleget eo, koueza a ra, emañ war e grabanou, er c’hao emañ, ruilha a ra war an aour, mouget eo…

Ken a glever eur vouez maouez. Ar gornandoned a dav gant o c’hoari. Souezet-maro, Laou a wel Katell goz war dreuzou ar palez. N’emañ-hi ket tre ennañ ma koll he filhou, ma n’eo ken he dremm ar memes hini. Ar sorserez a rae doñjer da Laou a zo bremañ eur briñsez ar gaera. Ar roue a ziskenn diwar e dron hag a ya d’he diarbenn ; ar gornandoned e stou dirazi e-giz dirak o rouanez.

Goude beza komzet ouz ar roue, ez a rouanez ar gornandoned da gavout Laou, hag e lavar : « Laou, c’hoant am eus bet da c’houzout ha ker fur e vijes bet ha ma’z out bet mat ouzin. Hogen da sod out aet pa ’z out digouezet war eur bern aour. Met, o klask kaout re, e kollez pep tra ! N’az pezo ket eul liard ! Hag ar yalc’had ac’h eus roet da vaen ar c’hoad a chomo ennañ. Ar roue, va fried, a zistaol d’it ar gaou ac’h eus graet outañ, abalamour ma ’c’h eus digemeret ac’hanoun en da di en noz all ; met n’az pezo nag aour na netra. Ha n’a ken da sevel kestell el loar. Bez laouen gant ar pez ac’h eus bet digant Doue… Koulskoude, peogwir out bet mat em c’heñver, dal ar plad houarn gwenn-mañ. Teir gwech bemdez e teuio d’it ennañ ar pez a vezo ret du-ze d’ar predou. Kae eta ha dalc’h soñj d’ober vad atao d’ar re baour. Kae ha ped Doue evidomp ma vezo berraet hor poaniou. »

« Hag a rin, itron vat. »

« A-raok mont kuit, e c’houlennan ouzit ober eun abadenn ganin. »

« Ober a walc’h a rin, itron vat. »

« Ya, rak me a zo bet lavaret diwar va fenn e vije echu va foan pa c’helljen dañsal gant eun den kere eus e vicher, ur wreg vat ha pemp bugel d’ezañ. »

« Me a zo ho ten marteze neuze, itron, rak kere oun eus va vicher, Annaig va gwreg a zo ar wella a oufe den da gaout, ha pemp bugel koant a zo du-mañ. »

« Doue ra vezo benniget eta ! Kemer eun dra bennak da rei nerz d’it. Seblant skuiz a zo warnout. »

« Ha skuiz oun ivez, itron. Ho tud aze o deus graet d’in c’houezi yen ha semplaat. Mat o deus graet. Kement-se a oa dleet d’in. »

« Dal, eur banne gwin a ra vad d’ar galon. »

« Ho trugarekaat, itron. »

Eva a ra Laou. E keit-se, ar sonerien a laka c’houez en o seier. O c’hanaouenn-dañs a zo houmañ a lavaront hep ehan :

« Dilun, dimeurz, dimerc’her. You ! »

Ha Laou, biz-ha-biz gant ar rouanez, da gana :

« Dilun, dimeurz, dimerc’her,
Diriaou ha dirgwener… »

« You ! hou ! hou ! » eme ar gornandoned. « Start ! start ! start ! »

Ha Laou adarre :

« Dilun, dimeurz, dimerc’her,
Diriaou ha dirgwener.
Disadorn ha disul,
Hag echu ar sizun ! »

Hag ar roc’hell a zo frailhet ; hag an Toull n’eus ken anezañ ; hag ar gornandoned a zo nijet d’ar Baradoz, echu o finijenn ganto ; hag ar maen a oa e-kreiz ar c’hoad a zo aet kuit ha Laou a zo e-unan, gant e blad houarn gwenn, e-kreiz an hent bras.

Hag heñ d’ar gêr. Annaig n’eo tamm laouen ebet pa wel anezañ o tistrei, netra gantañ nemet eur plad houarn-gwenn en e zorn, hag e sac’h goullo war e chouk.

Hag hi a ziframm ar plad a-dre daouarn Laou hag a stlap anezañ er porz.

Laou a lavar :

« Ra vezo krampouez war ar plad ! »

Ha d’Annaig :

« It da gerc’hat ar plad, Annaig. »

« Kit da gousket gant ho plad : pez diot a zo ac’hanoc’h ! Gourvezet out bet war an aour ha n’eus ket deuet eul liard ganez ! »

« Alo, koantiz, ne felle ket da Zoue. »

« A ! Laou, gwir eo. Ni ne soñjemp tamm ebet e Doue pa vezemp oc’h huñvreal beza pinvidik. Abalamour da ze, sur mat, eo n’eus ket fellet d’ezañ rei netra d’eomp. Ra vezo benniget ! Ha ni, bevomp mat en hor stad, ha perz hor bezo eun devez er Baradoz dudius. Ma, Laou, mont a ran davit ar plad. Hennez ne dorro ket da vihana : eun dra vat eo eta. Pardonit d’in, va Laou gaez, da veza bet re daer. »

« Pardonet oc’h pell ’zo. »

« Bennoz Doue d’eoc’h. »

Ha mont a ra da gerc’hat ar plad. Na souezet eo o kavout warnañ krampouez melen doare vat d’ezo !

Gant levenez e lamm en ti, en eur lavarout :

« Sellit eta, Laou, krampouez amanennet war ho plad, ha viaouet int zoken. Eur fest ! »

« Ya, » eme Laou, « ha kement ho pezo c’hoant da gaout a zeuio warnañ. »

« O ! Laou, bennigomp eta an Aotrou Doue. Na mat eo bet ouzomp memes tra ! Labouromp start da servija anezañ ervat. »


Kroaz ar Vretoned,
Here, du ha kerzu 1901.