Mont d’an endalc’had

Lom ar Marichal

Eus Wikimammenn
Le Dault, 1950  (p. 111-115)




Lom ar Marichal


Lom ar Marichal a oa e stal e ludu. E amezeien a lavaras maga bep eil etrezo e zaou vab, c’houec’h vloaz d’ezo. Heñ ha Leza, e wreg, a rankas loja dindan ar stered. Bras eo an ti-mañ a dra sur, kaeroc’h n’eus ket, goudoroc’h avat ne lavaran het. Ha Lom a garfe gwelloc’h kaout gwasked, n’eus forz e pe seurt tamm koz lochenn, eget beza o chom e palez ar peder avel.

Petra d’ober neuze ? Ma vije bet eur c’hement c’hoantaat ha kaout, nag a dud eürus a vije ! Na Lom a yaje mat ar stal gantañ ! Met, siouaz ! pell emañ ar werenn diouz e vuzell.

Petra d’ ober ? Mont a ra Lom d’an iliz, hag e komz evel-hen ouz Sant Per :

« Sant Per, c’houi a zo eur sant mat hag a blij d’eoc’h rei skoazeil d’an dud ezommek. Ma, aotrou, ma ’z eus eun den ezommek bennak, me eo hennez : va zi, benviji hag all, a zo bet boued d’an tangwall. Marichal oun eus va micher, gouzout a rit, ha m’hoc’h eus defaot dresa tra pe dra er Baradoz, marc’hou an nor, ar potenn pe ar morailh, me a vefe laouen ouz hen ober. »

« Tra ebet, » eme Sant Per. « N’eus morailh ebet en Neñv. Alc’houez ha potenn a ya eus ar gwella… Met, evel ma leverez, karout a ran ober vad d’an dud. Dal amañ eta neuze ar skoed am boa kavet e genou ar pesk pa rankis paea an tailhou evidoun hag evit va Mestr. »

« N’eo ket kalz a dra, sant mat, »

« Gwir eo. Met bep miz az pezo unan. »

« Bennoz d’eoc’h, ha yec’hed mat. »

Ha Lom er-maez. E-tal an iliz e wel eun den gwisket faro, hag hemañ d’ezañ :

« Ac’hanta ? Lom, pelec’h out bet e-giz-se ? »

« En iliz, evel ma welit. »

« Hag oc’h ober petra ? »

« E fec’h, aotrou, c’houi n’ouzoc’h ket marteze. Va zi a zo bet devet gant an tangwall, va benviji-marichal hag all ivez. Hag oun bet eta o c’houlenn eun dra bennak digant Sant Per. »

« Ha petra ac’h eus bet digantañ ? »

« Eur skoed, ha lavaret en deus rei unan bep miz d’in. »

« Eur skoed ar miz, daou wenneg bemdez. N’eo ket druz. »

« Disterik eo sur ; gwelloc’h eget netra eo, memes tra. »

« Ma, Lom, mar karez ober rnarc’had ganin, me a roio gwelloc’h d’it. »

« Petra ’root d’ in ? aotrou. »

« Te a c’houlenno an tri dra a gari. »

« Mat avat ; met pe seurt marc’had am eus d’ober ? »

« Beza d’in a-benn dek vloaz ac’han. »

« Ha piou hoc’h-hu ? aotrou. »

« Satanaz kig hag eskern. Ober a rez marc’had ? »

« Dek vloaz ? An dra-ze n’eo ket hir. Ne c’hellfec’h ket gortoz eun tammig muioc’h ? »

« Dek vloaz, pe marc’had ebet. »

« Mat. »

« Alo, kenavo a-benn neuze eta. »

« Tri dra am eus da gaout, aotrou, »

« E feiz, gwir eo. »

« Da genta, e c’houlennan e savfec’h eun ti nevez d’in, gant eur c’hovel goant, benviji va micher enni hag houarn, peadra da labourat ken e teuot. »

« Graet e vezo. »

« D’an eil, me a c’houlenn e chomo warnañ, ken a fello d’in, nep piou bennak a azezo war ar bendell-karr a dalv da skaon e-tal an nor du-mañ. »

« Mat, »

« D’an trede, ne c’hello den, nemedoun, digeri va yalc’h pa vezo bet skoulmet ganin. »

« Memes tra. Kenavo. »

« Eun dra-all a root d’in c’hoaz ; n’eo ket gwir, aotrou ? »

« Peogwir eo te eo, goulenn. »

« Diaes e kavfen kuitaat va zavañcher ler. Grit eta ma vezin atao e-lec’h ma vezo. »

« Mat. N’ac’h eus ken da c’houlenn ? »

« Ne gav ket d’in. Ho trugarekaat. »

« Mat. Kenavo. »

« Kenavo a-benn dek vloaz ac’han pe belloc’h. War ar poent-mañ ne vezin tamm figus ebet. »

Antronoz, Lom, souezet-holl, a sell ouz e di nevez, kalz kaeroc’h eget e di koz. Hag heñ da houarna kezeg hag ezen, da ober pili, erer ha langedeou, ha me oar ? Eur blijadur a oa d’ezañ labourat. Soñjit ’ta ! eur stal eus ar re gaera, gant barinier houarn a bep ment ouz ar mogeriou, eur vegin vras, eun anneo hag eur morzol nevez-flamm.

Evelato, an amzer a dremene buan, ha dilost an dekvet bloavez a oa tost. Hag eur mintivez, setu Paol Gornek.

« Ac’hanta ? Lom, » emezañ, « dont a rez ? »

« Dioustu. Lezit ac’hanoun c’hoaz da vihana da houarna an tamm azen-mañ a zo amañ o c’hortoz eun hanter-eur a zo. »

« Hast buan avat, rak me a zo skuiz. »

« Kit da lakaat eun azez war ar skabell aze. »

« Arabat d’it beza pell. »

Ha Lom a gemer rilhenn ar vegin, a c’houez an tan, a domm an houarn, hag a laka anezañ d’an azen. Neuze e wel Satan azezet war ar bank.

Graet e labour, Lom a lavar d’ezañ :

« Pare out ? Deus ma c’hellez ! »

Satan a glask sevel, met n’eo ket gouest.

« Sell ’ta ! » emezañ. « Petra an dra-mañ ? »

« Hañ ! » eme Lom, « ankounac’haet ac’h eus ! Gortoz ! me a zesko d’it derc’hel soñj ! »

Hag e tap eur loc’h houarn, ha dao war gein an diaoul.

Hemañ a youc’h, a yud, ha ne c’hell mont kuit nemet pa lavar da Lom lezel anezañ dek vloaz c’hoaz.

…Mont a eure an dek vloaz-mañ en o zro, ha setu Satan.

« Erru e oas ? » eme Lom d’ezañ. « Ouz da c’hedal edon. Mont a ran ganez dichipot. »

Hag int en hent war o gorregez. Evel ma ’z aent e-biou d’eun iliz, Paol a gren evel eun delienn gant an avel. Lom ne ra van, hag heñ :

« Kleo, Paol, ha gwir eo e c’hellez beza ker brao hag eur pez pevar real nevez ? »

« Ya. »

« E c’hellez beza ker bras hag an tour-mañ ? » « Ya. Sell. »

Hag an diaoul a zeu hir-hir-hir.

« Gouzout a rez, » eme Lom d’ezañ, pa ’z eo en em gavet en e stum bemdez, « aon am eus bet ! Gellout a rez ivez beza ker bihan ha ma biz bihan ? »

« Ya, sell. »

Hag an diaoul a vihana, a vihana. Lom a bleg, da welout gwelloc’h, en eur lavarout :

« O ! na brao out ! na koant !… »

Ha, yao ! ar yalc’h a zo war benn an diaoul ha tapet eo e-barz.

An diaoul a fulor ; dont er-maez avat, va fri !

Ha Lom d’ar gêr, ha gervel e vugale, tud yaouank kreñv :

« Alo ! paotred, amañ ez eus labour ! »

Hag e kemeront bep a vorzol, ha dao war ar yalc’h. Paol a wic’h, a wig. A-benn ar fin e tav. Lom a zigor ar yalc’h hag a stlap Paol war ar bern hernaj koz.

N’eo ket maro. A-benn eur pennad e tastum e gilhou dindan e gazel, hag en hent buanoc’h eget ma c’hellit soñjal ha biken goude ne zeuas da glask Lom.

Hag hemañ a vevas eürus ha laouen.

…Mont a reas koz-koz. Ha gant aon e vije troet ar bajenn e-lec’h m’emañ e ano war levr bras an Ankou, setu heñ war-du ar bed-all. Hag e pign da gavout Sant Per. Hemañ avat a lavar d’ezañ :

« Kae pell ac’han, koz tra fall a zo ac’hanout ! Kae da gavout an diaoul peogwir e plije muioc’h e draou d’it eget ar skoedou a lavaren rei d’it ! »

Setu nec’het va faotr.

« Ma ! » emezañ, « mont a ran da gavout an diaoul. Digemerout a ray ac’hanoun da vihana, kredabl. »

Hag e tiskenn, hag e tiskenn gant eun hent ledan goloet a vleuniou. Eur bern tud a zo warnañ.

Met, dichañs an dichañsusa ! an diaoul a zo o c’houarn toull forn an ifern a zo just an hini a oa bet pladet gant Lom. Hag an diaoul a c’halv e vreudeur :

« Buan ! buan !! serrit an nor ! an orin a zo erru amañ a blado ac’hanomp bremaik ! »

Gwigourat a ra an nor gant ar merglet ma ’z eo : digor bras e vez atao da lonka an dud dre vern.

« Dal ! » eme Lom, « setu me tapet avat ! Sant Per ne fell ket d’ezañ kaout ac’hanoun nag an diaoul kennebeut ! Petra a rin bremañ ?… Na me a zo sot ac’hanoun ! Deomp gant ar c’hristen a zo e-unanik du-ze o sevel gant an hent striz n’eus nemet pikou spern warnañ. »

Skei a ra ar c’hristen war zor an neñv. Per a zigor d’ezañ gant mall, en eur lavarout :

« Deus da gemerout da lod e levenez an Aotrou. »

Ha da Lom :

« Te a zo aze c’hoaz, koz loen vil ? »

Hemañ a junt e zaouarn palv-ha-palv :

« Ma ! Sant Per, » emezañ, « ne din ket e-barz pa ne fell ket d’eoc’h. Lezit ac’hanoun da sellout eun tammig, eun tammig bihan hepken. Ar Baradoz a zo ker brao, war a lavarer ! »

Sant Per a zo mat e galon hag a lez Lom da sellout.

Hemañ a zistag e davañcher hag a daol anezañ dre doull an nor, ar pella ma c’hell. Ha raktal emañ gantañ er Baradoz. Kerkent e stlap anezañ larkoc’h, ha larkoc’h emañ e-unan.

Sant Per a red eur pennad war e lerc’h da gas anezañ er porz, met n’eo ket evit e dizout ; ha, neuze ivez, unan-bennak a ra dao-dao war an or.

« Ma ! laer a zo ac’hanout, » eme Sant Per, « e-barz emaout, chom e-barz ! »

Ha Lom a chomas.


Courrier du Finistère,
kerzu 1905.