Yann a oa bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent. Pa voe aet dinerz gant an oad hag an taoliou-kleze en devoa bet er brezeliou, ne voe kavet mat da netra ken. Hag e voe lavaret d’ezañ mont da flipat e drantell da lec’h ma karje, hep rei seurt ebet d’ezañ, nemet eun dorz-vara a dri lur hag eur vozad mouneiz.
« Seurt ! » emezañ, « nemet eun tamm bara hag eun dornad mouneiz, ha me bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent ! A-benn ar wech kenta, ma teuan c’hoaz war an douar, n’eo ket me a vezo soudard, e-pad pemp bloaz warnugent da vihana ! Met petra ’dalv d’in klemm ? Gwelloc’h ne vezin tamm. Doue a bourvezo. »
Hag heñ da foeta bro, truilhek e zilhad.
Hogen, just er mintinvez-se, Jezuz ha Sant Per a oa o leoiata. Dizale e tigouezjont gant Yannn, ha Per da c’houlenn an aluzen digantañ.
« Rei a-walc’h, » eme Yann. « Koulskoude, me a zo bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent ha n’em eus bet seurt, nemet eun tamm bara hag eun dornadig mouneiz. Ranna ’rin anezo ganeoc’h evelkent. »
Hag e ro da bep hini eul lur vara hag eun nedeud gwenneien.
« Ho trugarekaat ! » eme Sant Per.
Hag int en hent, pep hini diouz e du. Etretant e lavar Sant Per da Jezuz :
« Mestr, c’houi a dlefe ober eun dra bennak evit ar soudard koz-se. Ranna en deus graet e beadra ganeomp. »
« Memes tra. » eme Jezuz.
Ha Sant Per a ya da gavout Yann :
« Klevit va den mat : va Mestr a zo bet laouen gant ar pez hoc’h eus roet d’eomp, ha da baea ac’hanoc’h, e roio d’eoc’h ar pez hoc’h eus c’hoant da gaout. Goulennit ho silvidigez. »
« Diwezatoc’h ! Me a c’houlenn ma teuio d’in em sac’h kement a garin. »
« Mat, » eme Sant Per.
Eur pennadig da c’houde, Yann a dremen dirak ti eur marc’hadour silzig ha bara.
« Eun dorz-vara a dri lur, » eme Yann.
« Eun dorz ? » eme ar bouloñjer. « Hag ober goap ouzin a fell deoc’h ? »
« Tra ’vat. Met eun dorz-vara a dri lur a faot d’in. »
« Gant eun tamm bara ho pezo a-walc’h kredabl. »
« Eun dorz eo a c’houlennan, petra ? Me ’zo bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent. »
« Soudard pe get, ne ran foutre. N’ho pezo na torz na tamm ! »
« Ne root ket ? »
« Nann ! »
« Evel a garot. Bez’ em bezo memes tra… Silzig ha bara em sac’h ! »
Hag ar bara, ruilh-diruilh, a ya da gavout sac’h Yann, hag ar silzig, kamm-digamm, a ya davetañ ivez.
Ha Yann a ra eur c’hofad mat…
Dirak eun ostaleri e sav sec’hed gantañ.
« Eur chopinad sistr, » emezañ d’an ostiz.
« Sistr ? » eme hemañ, « Dour, ma karit. »
« Setu amañ tud avat ! » eme Yann. « Ne roont seurt ebet d’eun den bet soudard pemp bloaz warnugent !… Diou voutailhad sistr em sac’h ! »
Hag e c’hell distana e javed…
Aet an heol da guzat, Yann a glask lojeiz.
« A roin d’eoc’h a galon vat, » eme ar merour a oa aet Yann d’e gavout. « Met mont a rankot en ti bras a zo aze e-kichen, er c’hastell. Ar perc’henn, hag a oa va mestr, a zo maro daou viz ’zo, hep beleg na netra. En ifern e tle beza rak bemnoz e teu en-dro d’ober reuz. Ma n’hoc’h eus ket aon, n’hoc’h eus nemet mont. »
« Aon ? » eme Yann, « Me ’zo bet soudard pemp bloaz warnugent, hag aon n’am eus bet morse. Mont a ran. »
Ha Yann d’ar c’hastell. Eur gwele bouk a gav eno.
« Na brao e vezin amañ ! » emezañ.
Hag e tiwisk e zilhad, ha yao ! etre ar liñseriou.
A-benn eur pennad (n’en devoa ket bet amzer da roc’hal tamm ebet c’hoaz), setu eur vouez pounner o sevel :
« Urz a zo da vont tre ? »
« Ya, ya. Mar deo c’houi aotrou ar c’hastell, deuit, deuit. Aon razoc’h n’am bezo ket. Me zo bet soudard pemp bloaz warnugent. »
« Just avat, » eme egile. « Eun den dispont a glaskan, abaoe pell ’zo, da denna ac’hanoun a-dre skilfrou Satan. Grit ar pez a livirin, hag e viot pinvidik. »
« Memes tra, » eme Yann.
« Deuit ganin neuze. »
Hag int d’al liorz.
« Kemerit eur bal, » eme an aotrou da Yann, « ha toullit aze. »
Yann a doull hag a zizolo teir bodez. En hini genta ez eus aour, en eil arc’hant, en deirvet mouneiz.
« Ha petra ’rin gant ar c’hirinadou-mañ ? » eme Yann.
« Setu amañ : roit ar mouneiz d’ar beorien (kastizet oun bet abalamour ma n’oun ket bet mat en o c’heñver) ; an arc’hant a vezo da lakaat oferennou gant va ene ; an aour a vezo d’eoc’h ma rit kement-se. »
« A galon vat, » eme Yann. « Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent, hag ober ar pez a livirit n’eo ket diaes. »
« Ho trugarekaat. Bezit war evez avat ouz an diaoul, rak hennez a vezo droug ennañ pa welo ac’hanoun o vont kuit digantañ, hag a glasko noazout ouzoc’h. »
« Lezit-heñ. Me ’zo bet soudard pemp bloaz warnugent, ha n’em eus ket bet aon morse. »
Hag an aotrou kuit. Ha Yann a zo pinvidik-mor goude beza graet ar gefridi roet d’ezañ.
Satan, evel just, a skrign e galon pa ’z a ene an aotrou kuit :
- « Tan ha kurun ! Den evit den !
- Pe n’eo ket me eo Satan ken ! »
emezañ. « Yann a rankan da gaout bremañ, ha d’in e vezo kousto pe gousto ! »
Hag heñ da gavout Yann.
« Kren, paotr ! »
« Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent, ha krena n’em eus graet morse. Ha n’eo ket rak eur c’hoz tamm diaoul eveldout eo a rin ! »
« Tankerru ! Tan ha kurun ! mil malloz ruz ! te a ya da welout. »
« O ! la la ! paotrig e vourrou koant ! Te eo a ya d’ober eun abadenn ha n’az poa ket soñjet enni. »
« Me ? »
« Ya, em sac’h ! »
Ha Paol Gornek, kaer en deus freta-difreta, mallozi-divallozi, yudal-diyudal, a zo er sac’h.
« Ac’hanta ’ta ! » eme Yann. « N’em boa ket lavaret d’it ! ha gortoz ! n’eo ket echu c’hoaz ! »
Tapout a ra Yann eun horz da bilat lann, ha darc’hao ! war gein an diaoul.
« Dal ! evit tankerru ! »
« Dal ! evit tan ha kurun ! »
Hag evit troc’ha berr, Satan a zo graet yod gantañ. Neuze eo lezet da vale. Ha war-dro Yann ne zeuas ken.
Eur c’hrapad brao goude-ze, Yann a oa aet koz-koz, hag heñ :
« Ma, marteze eo mall d’in mont da welout petra ’zo en tu-all d’ar bed-mañ. »
Hag e sko war-du an neñv, hag e lavar da Sant Per :
« Mont tre a c’heller ? »
« Marteze. Petra a vad hoc’h eus graet ? »
« Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent. »
« An dra-ze ne ra ket. »
« Ha n’am lezot ket da vont e-barz ? »
« Nann. »
« Lezel a rit ? »
« Ne ran ket. »
« Eur wech ? »
« Nann ! »
« Diou wech ? »
« Nann ! nann ! »
« Teir gwech ? »
« Nann ! nann ! nann !!! »
« Em sac’h, paotr an alc’houez ! »
Ha Sant Per a zo e sac’h Yann. Hemañ a samm anezañ war e gein, hag a ya e-giz-se er Baradoz.
C’hoarz a zo war Sant Per. Heñ a c’hoarz ivez. Ha Yann a chom e ti Doue, hag eno emañ c’hoaz ma n’eo ket deuet er-maez.
Kroaz ar Vretoned,
meurz 1905.