Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Bertele


N’oc’h ket bet morse e Lokeored, marteze ? Klevet hoc’h eus ano eus ar gêr vras-se, evelato ? Gouzout a rit petra eo eur pilhaouer memes tra ? Ha gwelet hoc’h eus meur a hini, moarvat, o youc’hal a-bouez-penn : « Tamm pilhou tamm ! pilhou d’ar pilhaouer ! » Mat ar bilhaouerien a zo an darn vuia anezo eus Lokeored, e-giz hini ar son :

E Lokeored ez eo ganet
E koumanant Toull-al-Laer…

Koulskoude, kement den en deus bevet e Lokeored n’eo ket bet pilhaouer. O ! nann ! ha me a fell d’in rei d’eoc’h da c’houzout eun abadenn, ha diou zoken, c’hoarvezet gant kloc’her ar barrez-se.

Pell a zo, pell-pell a zo abaoe ma ’z eus bet kelou war ar bed eus Bertele.

Bertele e oa e ano da gloc’her Lokeored.

Seiz vloaz penn-ha-lost e oa bet soudard gant Napoleon koz, ha brudet e oa — heñ Bertele — er Spagn kerkoulz hag en Aotrich, ha me n’ouzon dare pelec’h an Aotrou Doue c’hoaz.

Deuet e oa d’ar gêr pa oa echu e goñje gantañ. O veza ma oa mat da gana, e voe goulennet da gloc’her gant an aotrou person. An aotrou maer, diouz e du, a c’hoantaas gantañ kaout anezañ da dabouliner. Ha Bertele a ya da ganer ha da dabouliner.