Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
toull ar gornandoned

plad. Hennez ne dorro ket da vihana : eun dra vat eo eta. Pardonit d’in, va Laou gaez, da veza bet re daer. »

« Pardonet oc’h pell ’zo. »

« Bennoz Doue d’eoc’h. »

Ha mont a ra da gerc’hat ar plad. Na souezet eo o kavout warnañ krampouez melen doare vat d’ezo !

Gant levenez e lamm en ti, en eur lavarout :

« Sellit eta, Laou, krampouez amanennet war ho plad, ha viaouet int zoken. Eur fest ! »

« Ya, » eme Laou, « ha kement ho pezo c’hoant da gaout a zeuio warnañ. »

« O ! Laou, bennigomp eta an Aotrou Doue. Na mat eo bet ouzomp memes tra ! Labouromp start da servija anezañ ervat. »


Kroaz ar Vretoned,
Here, du ha kerzu 1901.