Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Yann an Alc’houezer


Paour e oa Yann, ha Janed, e wreg. N’en devoa seurt nemet ar pez a c’houneze bemdez, hag ar pez a c’houneze ne oa ket brazik, pell ac’hano. E vicher ne dalveze ken da netra d’ezañ : potennou a c’hiz nevez a oa deuet, hag ar re n’o c’hemerent ket a gave a-walc’h kaout eur prenn-koad. Ha Yann da zevezia neuze.

Eun devez bennak, n’ouzon dare peur, e troas en e benn mont d’eur vro-all. Hag heñ da lavarout kenavo d’e wreg, hag en hent.

O tremen war eur pont, e voe darbet d’ezañ koueza ; hag heñ, neuze :

« Kenta tro ma tremenin war ar pont-mañ, ra vezo gweet va gouzoug d’in gant an diaoul ! »

Digouezout a reas a-benn eur frapad e kêr ar Yeoded. Hag heñ da vevel. Pevar bloaz e chomas eno, ha neuze e lavaras d’e vestr :

« Mont a ran bremañ d’ar gêr da welout va gwreg. »

« Ma ! » eme ar mestr, « gwaz a ze evidoun ! Dal amañ ar pez a zo d’it ; gounezet mat ac’h eus anezañ. Yec’hed mat d’it. »

« Ha d’eoc’h, mestr. »

Ha Yann a sko war-du ar gêr.

Digouezet en eur c’hroazhent, e kav eur paour-kaez dall koz hag a c’houlenn an aluzen digantañ.