Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/70

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ




Yeunig Spradiz


Nozvez a oa dec’h da noz e ti Lan Gerdiktak. En eur pod war an tan e verve sistr yac’hus. Met a-barz kaout bep a vanne, pep-hini a rankas kana pe dibuna eun draig bennak.

Edo merc’h Lan gant son « Ar Jikolodenn », pa zeuas en ti eun denig bihan daoubleget dindan samm e vloaveziou, lakaet d’ezañ ganto eur gurunenn erc’h en dro d’e benn. Eur vaz a zo gantañ en e zorn dehou hag eur chapeled en e zorn kleiz. Hag heñ goulenn, en an’ Doue, eun tammig lojeiz da dremen an noz.

Lan, mat e galon e-keñver ar beorien, a lavar d’ezañ tostaat. Ne gred ket dont. Chom a ra e toull an or. Ha Lan neuze a grog en e zorn da gas anezañ d’ar penn huela d’an oaled, war ar skaon zero. Ha rei a raer eur skudellad soubenn domm d’ar paour.

Ouz sked ar goulou ec’h anavezomp Yeun ar Gerzu, Yeun ar c’haner. Ne lavar grik, ha seblantout a ra d’eomp ez eo gwasket e galon, rak teñval eo e benn e-giz ma vefe an arne war e dal. N’eus ger gant nikun ac’hanomp kennebeut : den ne gred komz a-raok paour an Aotrou Doue.

A-benn eur frapad, ar paour a sav e benn :

« Bennoz Doue warnoc’h ! Lan, » emezañ, « ha bennoz Doue war ho tud ivez ! Ra ziwallo santez Barba venniget ho tiegez diouz an tangwall hag ho pugale diouz skilfou bleizi ar c’hêriou ! »