Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
YEUNIG SPRADIZ

« Ho trugarekaat ! Tad koz, » eme Lan. (Tad koz a vez graet eus Yeun ar Gerzu.) « Bennoz Doue warnoc’h ha war ho mab Yeunig Spradiz, war vab ho merc’h maro e-giz eur santez. Daoust hag e pelec’h emañ ? Eun den yaouank a zoare e tle beza bremañ, tad koz, rak, me a gav d’in, ez eus tost da c’houec’h vloaz abaoe ma n’oc’h ket bet er vro. Me a grede d’in e oac’h maro pa ne gleven kelou ebet ac’hanoc’h, met, dre c’has Doue, n’oc’h ket c’hoaz. »

Komzou mat a oa re Lan, neketa ? Ha, koulskoude, Yeun ar Gerzu a sav en e sao, luc’hed en e zaoulagad e-giz e re eul leon dihunet e-kreiz e gousk.

« Salo d’in beza maro pell a zo ! » emezañ. « Neuze, da vihana, em bije gellet beza eürus e ti an Aotrou Doue. Met bremañ n’ouzon ken nemet hirvoudi ha gouelet em eus kement ken eo disec’het va daoulagad. »

Per Gerdiktak, mab Lan, a lavar neuze :

« Perak eta, tad koz, ez eo bet ret d’eoc’h leñva kement ? Ha maro eo Yeunig, va c’hamarad gwechall ? »

« Maro Yeunig ? N’eo ket ! n’eo ket ! Gwelloc’h e vije bet d’ezañ beza maro ha beza aet d’ar Baradoz davet e dad hag e vamm, Doue d’o fardono. »

« Petra eta en deus graet Yeunig, tad koz ? »

Lan a lavar d’e vab rei peoc’h gant aon da zigeri brasoc’h gouli e kalon an tad koz. Met klevet eo bet komz Per gant Yeun ar Gerzu, hag hemañ neuze :

« Petra en deus graet ? te a c’houlenn. Selaouit holl, c’houi hag emañ an diaoul o stegna e bechou milliget war ho seuliou Ha, koulskoude, me a garfe gwelloc’h tevel war gement-se pa ra kement a boan d’am c’halon a dad koz, ha va muzellou a sklas kentoc’h eget digeri da lavarout ar pez ez it da glevout. Met lavarout a rin evelato, rak vad a ray marteze da unan bennak en ho touez.

« Anavezet hoc’h eus Yeunig, ha gouzout a rit peger brao e tistage hor soniou hag hor gwerziou, ha dreist-holl hon nouelou koant. Siouaz ! ne gano ken anezo gant ar feiz virvidik a welen bemdez o kreski en e galonig, evel ma kresk eur vleuñvenn en douar mat. Nann ! ne gano ken anezo !…

« Eur pennad mat a zo abaoe ma ’z omp aet eus ar vro. Me a oa tri-ugent vloaz d’an ampoent, ha c’houec’h ha tri-ugent oun bremañ. Aet e oamp hon-daou da redek bro, e-giz ma ’z oun boazet, da gana hon nouelou da gaout eur gwennegig