bennak, en ano an Aotrou Doue hag en ano Santez Anna venniget.
« E-kichen Kemper edomp, ha me mont da glask eur gware (goudor) en eur verouri bennak, rak ne blij ket d’in mont da loja e kêr, n’ouzon dare perak. War ar maez, me a gav d’in, ez eo gwelloc’h an dud ouz ar re baour.
E Kerstiff edon, hag eno e kavan eur c’henderv d’in, marc’hadour-saout eus e vicher, ha c’hoant en deus da gas ac’hanoun gantañ da welout Roazon eun tammig.
« Me ne fell ket d’in.
« Met Yeunig a grog em dorn hag a lavar d’in :
« O tad koz, deomp eta da gêr-benn Breiz ; eno me a gred, ni a welo traou kaer, ha kalz-kalz tud e selaouo hon nouelou, ha ni a zastumo kalz arc’hant, ha ni a vezo pinvidik evit eur pennad mad. »
« Me ne fell ket d’in memes tra.
« Met heñ a bed hag a asped ac’hanoun.
« Ha me sellout outañ. E zaoulagad a lugern e-giz diou steredenn an neñv.
« Ha me, paour-kaez tad koz, ha me lavarout :
« Deomp eta, neuze. »
« Mat tre, » eme va c’henderv, « deuit eta. »
« A-dreñv va c’hein, unan-bennak a c’hoarz goap ouzin neuze, e-giz ma c’hoarz ar gornandoned. Eun darvoud a oa da c’hoarvezout, hep mar. Met penaos mont enep va ger hag ober poan d’am faotrig ?
« Ha ni en hent.
« O ! nag hir eo an hent eus Kemper da Roazon ? Na skuiza a teas va divesker koz oc’h ober kement-all a leoiou ! Daou-ugent a zo. Goude beza lavaret kenavezo da sant Kaourintin e tigouezomp e Rosporden. Eno e oa tud o tañsal hag o c’houren. Ha ni a sko war-du ar Faoued, war Bondi, hag e Roazon emaomp.
« Daoust ha brao eo ar broiou-mañ ? » a c’houlennot ouzin marteze. Lavarout a rin d’eoc’h ne sellen ket outo ; va c’halon a oa chomet em C’herne ger.
« Erruet e Roazon ha diskuizet va c’henderv, fier an tamm anezañ, pe, mar kavit gwelloc’h, eun tamm krak aotrou anezañ, e talc’h warnoun da virout ouzin da vont da gana dre gêr. Mez en devoa ouzin ! mez ouz va giz Kerne ! mez ouz va bragou bras ! ouz va zog ledan !
« Ha lavarout a ra c’hoaz :