Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
YEUNIG SPRADIZ

« C’houi, va c’henderv Yeun, n’ouzoc’h kana nemet e brezoneg ; hag amañ e Roazon n’ez eus nemet eur pemp pe c’houec’h den bennak hag a c’hellfe kompren ac’hanoc’h, kompren eun draig eus ar pez a zeufe ganeoc’h. Rak-se ez eo gwelloc’h d’eoc’h chom peoc’h. »

« Allas ! gwir a lavare, rak e Roazon ne vez ken nemet galleg ; ha goap a zo bet graet ouzin zoken, gant meur a hini a wele ac’hanoun o sellout out an traou gant peziou daoulagad sabaturet, hag a gleve ac’hanoun o savarat e yez va mamm !

« Ma ! va bugale, me a lavaro d’eoc’h n’he deus ket plijet tamm ebet kêr Roazon d’in. He ziez a zo graet gant mein-duf : he ster a zo louz kenañ ha maro an dour enni : he falez-a-justis a zo bep seurt traou, bep seurt skeudennou warnañ ha n’ouzon ket petra int. Kaset e voen gant va c’henderv da welout eur jardin vras a bep seurt plant enni. Gwelout a ris skeudennou eno adarre : me a grede d’in e oant sent, ha me mont da lavaran va fater dirazo : met erruet en o c’hichen e rankis anzav gant tristidigez n’eo ket sent eo e oant, hogen paotred ha merc’hed noaz-pilh, mesk ha mesk ! Ma n’eo ket eur vez kaout traou e-giz-se en eur vro gristen ! traou hag a wel daoulagad glan ar vugale anezo !… Va c’henderv a lavare o tiskouez an traou d’in : Na brao int ! Sellit ar stivell-mañ eta !… Me ne lavaren seurt ; met soñjal a raen : Petra eo an traou-mañ graet gant dorn an den e-keñver traou va C’herne, traou graet gant dorn Doue. Petra eo ar stivell-mañ, hini ar palez-a-justis zoken (stivell hag a flistr an dour eun daou ugent troatad bennak) ; petra eo e-skoaz ar mor gouez o strinka eon dreist kern ar rec’hell ?… Hag ilizou Roazon ? Na paour int ! Kreier kaziamant e-keñver hor re a sav o zouriou dantelezet betek bro or stered. »

Nann, va bugale, kêr Roazon n’eo ket bet plijet d’in abalamour d’an traou-se, ha dreist-holl abalamour d’am faotrig Yeun.

Me a yae gant va c’henderv, (c’hoant en devoa bet da lakaat giz kêr d’in, met va fenn kalet ne blegas ket ar wech-mañ : a-walc’h a oa chom hep kana), Yeunig avat, gwisket e aotrou bihan, a zo lammet pell diouzomp.

A-benn daou zevez, me a chom atao e ti va c’henderv, hep mont ken er-maez ; koaza a raen dija o veza ma n’em boa ken va Bro-Gerne.

Bemdez-bemdez e veze an traou e-giz-se : me o fallaat,