Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/74

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
konchennou

ha Yeunig bepred o c’haloupat. Eun devez e welan anezañ gant bugale stumm lamponed d’ezo. E galleg e komzont, ha rak-se ne gomprenan ket ar pez a lavaront ; n’int ket traou mat evit doare, rak ruzia a ra Yeunig ouz o c’hlevout. A-benn eur pennad, koulskoude, ne ra van ebet ken ; seblantout a ra zoken kaout plijadur ganto.

Neuze e teu da soñj d’in e tlean diwall ar vleuñvenn gaer am boa bet digant Doue, diwall anezi diouz pep aezenn fall gouest d’he lakaat da weñvi.

Deuet Yeunig d’an ti, e lavaran d’ezañ emaomp o vont d’ar gêr ; d’ar gêr, dousat ano !

« N’eo ket gwir, tanfoeltr emichañs ? » emezañ o c’hoarzin glas.

« Eo. »

« Ne chomimp ket an noz-mañ zoken ? nom de… »

« Nann ! dioustu d’ar gêr ! »

« Nag a zroukchañs ! tonnerre de nom de… Perak mont da foueta kement bro a zo dindan an heol da gana ranezennou ? »

« Da gana petra ? mec’hieg ! »

« Da gana nouelou eo a felle d’in lavarout. Ya, perak mont da gana a-hed an hentou pa gavomp amañ plijadur evit netra ? »

« Me a gave d’in eo kaeroc’h ar maeziou eget kêr ? » emezoun.

« Hag ez int ivez, tad koz, met amañ n’eus netra ebet da ober. »

« Peoc’h ! ha debr da goan ! »

Ha ni lavarout kenavezo d’hor c’henderv na van ebet ouz hor gwelout o vont kuit.

P’emaomp o vont er-maez eus kêr, Yeunig a c’hrozmol :

« Hag atao a chomimp e-giz-mañ evel daou choulaz ? »

Ar wech-mañ, va zudou keiz, va fennbaz a serr e c’henou d’ezañ… Petra ? Ober eur choulaz ac’hanoun-me ? me hag a c’hounez va boued gant ar vouez am eus bet digant Doue ! Re eo kement-se memes tra ! Labourat tenn am eus graet em amzer ! Me n’eo ket eur « c’holl-bara » eo a oa ac’hanoun ! Ha bremañ pa ’z eo dinerzet va divrec’h, pa ’m eus dispignet va gwad evit va zud, lavarout oun eur choulaz ! O ! va Doue !

Leñva a ra an tad koz o tisplega an traou mantrus-se d’eomp, ha ni a ouel gantañ. Kenderc’hel a ra evelato :