Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
Laou ha Per

Eun dra vat eo ivez da Ber, n’eo ket boazet da sellout ouz ar c’houmoul o korolli er goabrenn, e benn d’an traon gantañ. Koueza a ra eeun-hag-eeun er chidhouarn. Met an tan n’eo ket kroget, ar pod n’emañ ket sounn en e bloum rak an trebez a zo kostezet. Kerkoulz ma teu e dro da vat gant Per, nemet… e dal bloñset, e fri kignet, e ziouchot disklipet. Doue da vezo meulet ! ar gaoter hepken a zo torret.

P’emañ Mari-Louiz en ti ha pa wel Per :

« Ac’hanta, leue ? » a lavar hi o sellout skerj outañ. « ac’hanta ? piou emañ ar wirionez gantañ ? Troc’het, foennet, rastellet, heoliet, berniet am eus, ha me a zo ken ampart ha biskoaz… »

Ne lavar ket he deus graet eun troc’h en he brec’h hag unan-all en he gar.

« …Ha c’houi, mestr keginer, paotr-saout, penn-tiegez, pelec’h emañ an amann ? ar wiz ? ar Vriz ? ar pod-houarn ? hor pred ??? »

Ha m’he dije gwelet ar sistr ? Karout a rae he banne ivez, siouaz !…

« …Ma n’eo ket maro Yannig, ar paour-kaez a zo anezañ ! n’eo ket c’houi hoc’h eus miret outañ ! Paour-kaez bihanik ! ma kollfes da vamm !… »

Hag hi hag huanadi, en em chala, difroñka ha gouela.

Vad a ra kement-se d’ezi.

Per avat ne lavar grik, ha mat a ra : mat eo plega. Tapet eo. Ha gant ar vez e tou raktal trei kein d’ar voutailh daonet. E bried a ra eveltañ. Diaes eo d’ezo, met muioc’h a ze a verit n’o deus ken.

Mirout a rejont atao o le, hag ar peoc’h a renas etrezo adalek neuze, hag o zraou a zeuas da vat ganto.

Bremañ e livirin da bep hini beza heñvel ouz an tiad a blij ar muia d’ezañ : beza e-giz Laou pe beza evel Per. Setu amañ eur reolenn am eus klevet e Perwenan, e-lec’h m’am eus dastumet istor Laou ha Per :

Ar Pab war e gador veur, ar Roue war e dron :
An Eskop en e iliz, ar Person o sermon…

Ha me a lavar ouspenn :

An Ozac’h hag e Bried o kas o Ziegez
Hep koueza er Vezventi nag el Leziregez.

Courrier du Finistére,
eost ha gwengolo 1903.