Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/193

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Meur


Eur roue en devoa tri mab : Bras, Galloudus ha Meur. Bras ha Galloudus a oa desket o-daou ; Meur, avat, ne ouie seurt, met kalon a oa en e greiz.

Ar roue a glevas e oa e Spagn eur verc’h ha n’he devoa ket he far. Lararout a eure kement-se d’e vibien.

« Ni a yelo d’he c’herc’hat, » eme Vras ha Galloudus.

« Me a yelo ivez, » eme Veur.

En noz-se, Bras ha Galloudus a yeas en hent, hep gouzout dare da Veur. Kerkent dihunet, hemañ a redas war o lerc’h. En eur c’hoad bras edont neuze, hag e stagjont Meur ouz eur wezenn. Graet eun hanter-leo ganto, Meur, o strilha ar wezenn, a zisplant anezi, ha yao en hent ganti war e gein. Digouezout a eure gant e vreudeur e-tal eur c’hael-houarn. Droug a sav enno ouz e welout, ha goude eur fest bazadou d’ezañ, ec’h ereont anezañ ouz ar c’hael. Met gant eun taol skoaz, ar c’hael a zo e-maez e vudurunou, ha Meur a gerz c’hoaz. Mantret e voe e vreudeur, ha spontet ivez o welout e nerz. Hag int d’hen dilamma ha d’hen lezel da vont, hep ober van outañ avat.

Ha war-du ar Spagn, betek palez ar plac’h heb he far.

« Me a ya da genta, » eme Vras.

Mont a ra. Da vont er palez e ranker digeri eun nor dir, hag a bep tu d’an nor ez eus eul leon. Aon a grog e Bras, hag heñ war e giz, ha lavarout d’e vreudeur :