Tag en devoa daouzek kazeg, ha kenep e oant ho daouzek. Trei mat a rejont holl. Unan eus an ebeulien (bouchou, ealed), avat, a oa glas-glizin. Hag eun deiz, Tag d’e welout. Kerkent ha m’emañ tost d’ezañ, setu an ebeul o komz :
« Tag, » emezan, « arabat d’it krena abalmour ma klevez ac’hanoun o kaozeal. Gra kement a livirin d’it, hag eülus e vezi. »
« Ha petra ’liviri d’in ? »
« Da genta ez i paour. Gwerza da diegez a ranki ha da gezekenned da heul. Da c’hortoz avat, laz an unnek ebeul-all hag e giz-se e viri d’in va-unan laez an daouzek mamm e-pad c’houec’h miz. Tap eur reunenn eus va lost ha sko ar bouchou bihan all ganti. Raktal e varvint. Me, neuze, a cheñcho liou hag a vezo eun ebeul kaer ac’hanoun. »
Tag a gemer ar reunenn raktal, a stok ouz an ebeulien-all ganti. Mervel a reont kerkent. Ha dioustu an ebeul glaz-geot a cheñch liou hag a zo eur c’haer a ebeul : kaeroc’h ne voe ket.
Met Tag a gouezas an dichañs warnañ. Ret e voe d’ezañ gwerza e vereuri hag e loened, ha ne chomas gantañ nemet an ebeul komzer, tra ken. Hag hemañ d’ezañ :
« Tag, me a rank mont kuit diouzit. Te ’lavaro oun dianket. Hag e teuï da balez ar roue da glask ac’hanoun. Va c’havout a ri eno. Ne liviri da zen, evel just, e ouzoun-me