an traou. Ar roue a c’houlenno ouzit petra out gouest da ober. Te a responto d’ezañ n’eus netra ha n’out ket evitañ. Hag e ray marc’had ganez neuze. Setu amañ petra : Ma rez kement a lavaro d’it, hag an dra-ze e-kerz c’houec’h miz, e roio da bouez a aour d’it ; ha lavarout a ray c’hoaz : « Ma ne rez ket, e vezi lazet ! » Gra marc’had gantañ, ha bez dizoan : me a vezo eno, ha da heñcha a rin war bep tra. Kenta tra a vezo gourc’hemennet d’it a vezo kas ar c’hezeg d’an dour. E-pad eiz deiz a-raok ne vezo bet gouest den da zont a-benn anezo ; er marchosi e vezin-me ganto hag o sorset am bezo holl. Te a lakaio ac’hanoun er penn kenta, ha war va lerc’h e teuint. Az pez soñj avat da rei d’in da zibri ken alies gwech ha ma tebri da-unan. »
« Ober a rin e-giz m’ac’h eus displeget. »
« Mat. Kenavo evit an deiziou, ha yec’hed mat d’it. »
Antronoz, Tag a c’houlennas digant e amezeien hag hen n’o devoa ket gwelet e ebeul.
« Tra ’vat, » emezo.
« Kollet eo. D’e glask a rankan mont. »
Ha Tag war-du palez ar roue. Kenta hini a zigouez gantañ eno eo ar roue e-unan, hag ar roue d’ezañ :
« Petra ’glaskez ? »
« Goulenn a ran beza kemeret da vevel ganeoc’h. »
« Petra ’ouzout ober ? »
« N’eus forz petra. »
« Greomp marc’had neuze. Ma rez, e-kerz c’houec’h miz, kement ha ma roin bemdez d’it da ober, az pezo da bouez en aour. Ma ne rez ket, avat, e vezi krouget. »
« Mat eo, » eme Dag.
« Krog el labour raktal. Kas ar c’hezeg a zo er marchosi aze d’an dour. »
Ha Tag d’ar marchosi. E ebeul a zo eno e-touez ar c’hezeg-all. Kas a ra Tag e ebeul er-maez da genta, hag al loened-all holl a ya d’e heul. Estlammet e chom ar roue, rak, e pad ar sizun a-raok, den ebet n’en devoa gellet o c’has er-maez. Evet dour a-walc’h ganto, Tag o c’has d’o c’hraou en-dro, hag ar roue d’ezañ :
« Gouesta gwaz bet mevel ganin eo te. Kae da zibri eun tamm bennak bremañ, ha pa vezi pare da vont d’ober eur gefridi evidoun, deus d’am c’havout. »