Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
tag hag an ebeul

Ha Tag ouz taol. Diskenn a ra mat e bred, na petra ’ta ? Hag, evel just, kas a ra lod d’e ebeul. Hag heñ d’ar roue :

« Pare oun, mestr. »

« Mat tre. Kae da Gastell ar Vran Zu. Ar mestr eno en deus eur verc’h yaouank koant, ha c’hoant dimezi ganti am eus-me. Kae eta da gerc’hat anezi d’in amañ. »

« Pegeit emañ ar maner ac’han ? »

« Eur pennad brao. Kas a c’hellez eul loen ganez. »

« Bennoz d’eoc’h, aotrou roue. »

Ha Tag da gichen e ebeul a lavar d’ezañ petra en deus da ober.

« N’eo tamm diaes ebet, » eme an ebeul. « Me eo al loen a yelo ganez. Kas ac’hanoun e-maez ar porz ha sav neuze war va c’hein. E Kastell ar Vran Zu e tigouezimp dizale. Me a zo bet alies eno. Pa vezimp e-tal ar c’hael orjal melen a ra an dro d’ar maner, diskenn divarnoun, sell el liorz, hag e weli merc’h perc’henn ar c’hastell o pourmen. Goulenn a ray ouzit lezel anezi da bignat war va c’hein. Te a laosko anezi, evel just. Ha pa vezo warnoun, te a savo ivez, hag, o tont en-dro amañ, ne vezimp ket eur begad. »


Digouezout a eure, just ha just, evel ma lavare an ebeul. Tag a zigas merc’h ar c’hastell d’ar roue.

« Roue, » emezañ, « setu merc’h mestr Maner ar Vran Zu. »

« Gwella den a voe biskoaz eo te Tag. Kae bremañ da gerc’hat eur beleg d’eureuji ac’hanomp. »

« Dimezi ne rin ket, » eme ar verc’h, « ken a vezo digaset d’in an dilhad a zo em arc’h e-barz va c’hambr. »

« Kae da gerc’hat an arc’h, Tag. » eme ar roue.

« Ne gavo ket anezañ, » eme ar bennherez, « nemet e vefen eno va-unan. »

« M’emañ er maner e vezo kavet, » eme Dag.

Tag a zebr eun tamm neuze, hag a ro ivez d’an ebeul en eur lavarout d’ezañ petra ’zo c’hoaz da ober.

« Diaes n’eo ket, » eme an ebeul. « Sav war va c’hein, ha deomp en hent. Pa vezimp digouezet e Bran-Zu, tap ar bont bihan a zo em skouarn gleiz ha stlap anezañ er sal vras. An tan a grogo prest goude en ti, hag ar vevelien a daolo an annez er-maez. An eil tamm arrebeuri a strinkint, te a gemero anezañ hag her sammo warnoun : hennez eo an arc’h a zo da gerc’hat. »