Yann Seitek

Eus Wikimammenn
Le Dault, 1950  (p. 236-293)




Yann Seitek


Bretoned, va c’henvroiz ker, selaouit hag e klevot, hag e klevot konta istor Yann Seitek, an hini a lakae triouec’h d’ober naontek.

Bremañ avat, arabat e vezo d’eoc’h kaout droug ouzin ma ne zisplegan ket anezi penn-da-benn ha kraf ha kraf evel m’emañ. Soñjit eo bet savet an heol seiz mil hag eun tri c’hant pemp gwech bennak abaoe ma ’z eo bet marvailhet d’in ! N’eo ket souez, eta, em bije ankounac’haet tra pe dra… Ha neuze, ma ’z eus unan bennak en ho touez hag a oar anezi gwelloc’h eget a ran-me, ma ! n’en deus nemet kemerout e bluenn ha skriva ar pez a zisoñjin, pe lemma beg e deod ha dezrevella anezi flour ha brao, ar pez n’oun ket evit ober.

E Kerne, e Leon, e Treger, e Gwened, pe e lec’h-all, eo e voe ganet Yann Seitek ? Me n’ouzon dare. Ma vijen bet paeron d’ezañ, am bije gouezet, kredabl bras. Met n’oun ket bet.

Evelato, Yannig a oa eur paotrig a-zoare. — me a lavar p’edo c’hoaz en e vailhurou. Koant e oa e-giz eur veradenn c’hliz-mintin, daoulagad glas bleuñv lin en e bennig, diouchotig ker ruz ha plouz ed-du d’ezañ. Heñvel-poch ouz e dad, — pa oa bihan hemañ, evel just — ; fri e vamm en devoa koulskoude.

Lavarout tad, mamm, eo a voe desket d’ezañ da genta, ha, goude-ze, ober « Patris ».

Kreski a eure mat-tre, evel eur blantenn en douar a blij d’ezi.

Met, siouaz ! e-giz daou zen a oa ennañ. A-wechou e veze heñvel-mik ouz e dad, teotet mat an tamm anezañ ; a-wechou-all heñvel-beo ouz e vamm, bec’h d’ezañ ranna daou c’her o veza ma chome luziet e soñjezonou en e spered…


Abredik e voe kaset d’ar skol. Met ne zeskas ket eur seurt en daou vloaz genta.

« Ar skolaer, » eme ar vamm, « n’eo nemet eur mul bras, sur a-walc’h, eun azen gornek, peogwir n’eo ket gouest da blanta eun dakenn netra en da benn. Ma ! Yannig, neuze e chomi er gêr. »

« Mat, va mamm. Na me a zo laouen ! »

« Mat sur. A-walc’h a foñsou brageier ac’h eus kaset da bilhou war ar skinier sot-se !… »

Diouz ar mintin, antronoz, Yannig a oa eur pez fouge ennañ, o c’hoari e-tal e di, p’edo ar vugale-all o vont d’ar skol.

« Deus ’ta, Yann Seitek ! » eme ar re-mañ.

« Seitek hoc’h-unan ! » eme ar vamm, droug en he c’horf o klevout rei an ano-se d’he mab. « Tec’hit ac’halese ! pe eur vaz a bilo war ho chouk ! »

Ne chomas ket an hailhoned da c’hedal ar fest, met kana a rejont pouilh da vamm Yannig. An dra-mañ ne oa ket gwall-vrao avat.

« Yannig, » eme ar vamm, « lavar o fegement d’ezo ivez. »

Yannig o kredi edo er skol ha krog gant eur gentel bennak : « O… fe… ge… ment… » emezañ.

« Ma ! » eme ar vamm, « ar wirionez a oa ganto evit doare. Eur Yann Seitek out, hep mar… Petra ’ri bremañ ? »

« Netra ebet, mamm. Dibri ha c’hoari a-hed an deiz. Set’ aze eur vicher vrao ! »

« Re vrao evelato. Lez da gas ; arabat d’it kredi e chomi d’ober da aotrou amañ. Labourat a ranki pe ober kofig moan. »

« Ma ! mamm, me a labouro. »

« Kae da ziwall ar saout, neuze. »

Ha Yannig a gas ar saout da vaez. Ar c’hi Loull a yeas gantañ ivez avat, na petra ’ta ? Ha Yann hag ar c’hi a c’hoarias harzal o-daou hag, ouz o c’hlevout, ne oa ket aes anaout piou a oa ar paotrig ha piou ar c’hi.

Da vare kreizteiz e teu ar vamm da hopal war Yannig :

« Deus d’ar gêr da zibri da lein. »

« Emaoun a vont dioustu. Petra ’zo ? »

« Yod silet. »

« O ! ma vije bet krampouez viou ! »

A-benn neuze edo ar vamm en e gichen.

« Pelec’h emañ ar Wenn ? » emezi. « Ne welan nemet ar Ruz. »

« N’ouzon dare. »

« Penaos ? Ne ouzout ket ? »

« Nann. »

« War-du pelec’h eo aet »

« N’em eus ket gwelet anezi. »

« Petra e oas oc’h ober neuze ? »

« O c’hoari gant Loull. »

Ha ret d’ar vamm redek e pep tu da glask ar vuoc’h dianket : « Gant ma ne vezo ket aet da vreskin ! »

« Pelec’h emañ ar geriadenn-se, mamm ? »

« Genaoueg a zo ac’hanout ! An dra-ze n’eo ker eur gêr eo. Ha n’ac’h eus ket gwelet morse saout o sevel o lost er vann, o rei taoliou korn d’an ave], o kanna ar c’helien hag o vont kuit d’an daoulamm ruz ? »

« O ! ar Ruz a zo amañ ? »

« Sarr da veg, pez diot ! »

Ha, betek an noz, e c’haloupjont e pep korn, da c’houzout pelec’h e oa aet ar vuoc’h. »

Abardaezi a rae pell a oa, stegnet e oa he mantell zu gant an noz zoken, hag an daou gaez n’o devoa gwelet liou eus ar Wenn. Teñval e oa o fenn, e c’hellit kredi, o tistrei d’ar gêr. Yannig a c’houitelle bep eur mare evelato, e-giz eul labous kavet digor gantañ dor e gaoued. Digabestr e oa bet e-pad an deiz-se ha dinec’h e oa.


« Pelec’h out bet ken diwezat, Janed ? » eme Ber. « Sell, berr eo warnout. Petra ’zo c’hoarvezet, eta ? »

« Kollet eo ar Wenn. »

« N’eo ket. Bez dichal. En he c’hraou emañ-hi hag ar Ruz ivez. Bouetet int zoken… Ha ni, pelec’h emañ hor c’hoan ? Me a zo digor va c’halon fenoz. »

« Abaoe kreizteiz emaoun o foueta an hentou. »

« N’eo ket gwir, tad. Ne oa fouet ebet gant mamm. Ha neuze, n’eo ket an hentou eo a vez fouetet. Ma a-wechou, ne lavaran ket, pa ne vezan ket bet re-fur. »

« Selaou, va mab, poent eo d’it, mall bras zoken, labourat mat er skol hag e kompreni petra eo foueta hentou. Foueta hentou a zo redek kalz war galz a hentou. Foueta arc’hant a vez graet ivez : an dra-mañ a zo forana, dispign kalz. Arabat foueta morse er c’hiz-mañ. »

« Mat, va zad, a-benn eur wech-all, me a ouezo. »

« Alo, Janed, aoz eun dra bennak d’eomp. »

Ha Janed a grog da ficha ar boued.

« Ac’hanta ! paotr. N’out ket bet er pinijenn hirio ? »

« Me n’oun ket bet er skol, va zad. »

« N’out ket bet er skol ? Ha perak ? »

« Ne yelo ken, zoken ! » eme Janed.

« Mat a oa d’it beza lavaret d’in kentoc’h. »

« Me ar vestrez emichañs ! Hag ober a rin a gari ! »

« Koulskoude ne oar ket ar paotr nemeur c’hoaz. »

« Ne ouezo seurt morse gant ar penn moal a zo aze oc’h ober skol ! »

« Eun den mat ha desket eo. »

« Mat ha desket a lavaran-me ivez !… Ha neuze, ar vugale-all a ra Yann Seitek eus ar paotr. »

« Pout a-walc’h eo, a dra sur. Met petra ’ra an dra-ze ? »

« Petra ’ra ? Ne day ken di ! »

« Gra da benn. N’eo ket amañ e tiseitego Yann, koulskoude. Gwaz a ze evidout diwezatoc’h ! Me ne badin ket atao, hag e weli petra eo noilha ar vugale, moumouna anezo, ober kamambre d’ezo. Te eo a baeo da froudenn. »

« Mat, mat, hag e paein ! Ne vern petra ’c’hoarvezo ! »

« Mar bez glao e c’hlebo, gwir eo. Met keuz az pezo. Ha keuz diwezat ne dalv ket. »

« Keuz pe zigeuz, Yannig a chomo er gêr hag a chomo … »

Koan a zo graet ha debret, hag ez a an dud da gousket.


Deuet en oad, e voe kaset Yannig d’ar c’hatekiz. Korbellet e voe dioustu er bloavez kenta. N’eo ket souez kennebeut, avat. Setu darn eus e respontou :

« Pet person a zo en Dreinded ? »

« Nikun. »

Gwir e lavare koulskoude, rak, e chapel an Dreinded, n’eus na person na kure.

« Pelec’h emañ Doue ? »

« E ti va zonton Fañch an Añsien, war ar pres bras (an armel vras) ha amaret e gof gant eur gorden. »

Dirolla a reas ar vugale-all da c’hoarzin. Yannig a lavaras neuze :

« N’eo ket gwir marteze ? Baro hir en deus zoken. O ! her gwelet mat am eus disul, pa oan bet gant va mamm e ti va zonton !… »

E feiz ! eur skeudenn d’an Tad Eternel a oa war an armel, e ti Fañch.

« Peur eo maro Jezuz-Krist ? »

« N’am boa ket klevet e oa bet klañv, zoken ? »

« Mat, va faotr, » eme ar beleg, « yod az pezo evit da bask. »

Ha Yannig a ouele forz en eur vont d’ar gêr. Pa voe en em gavet eno, e c’houlennas e vamm outañ :

« Perak emaout o leñva kement-se ? »

« Lavaret ez eus d’in em bezo yod (e vezin korbellet). »

« Hag abalamour da betra ? »

« Goulennet ez eus bet diganin pe da vare eo maro Jezuz-Krist. Hag em eus respontet ne ouien ket. »

« E fec’h, me n’ouzon ket kennebeut. Mont a rankan da gavout ar person, ha me ’welo ! »

Ha Janed d’ar presbital.


« N’emañ ket ar person amañ ? » emezi d’ar vatez.

« E Kerwern emañ. »

« Pegeit e vezo eno ? »

« Keit ha ma vezo laosket gant Doue, kredabl. »

« Ha koll a rez da benn ? »

« War va diouskoaz emañ bepred, a gav d’in. »

« N’eo ket an dra-ze am eus c’hoant da lavarout. »

« Gouzout a ran. »

« Met c’houi, petra ’livirit ?… N’ouzon dare. »

« Gouzout mat. »

« Ne ran ket. »

« Ma ! setu amañ. Ar Person a zo o chom e Kerwern. Kompren a rit ? »

« Petra ? N’emañ ket amañ ken ? Me a soñje d’in edo amañ ar presbital, koulskoude. »

« Hag emañ ivez. »

« Neuze ? »

« Ar Person n’emañ ket amañ. An aotrou person ne lavaran ket. »

« Ganeomp-ni, du-mañ, n’emañ ket ar c’hiz da lavarout an aotrou person. »

« Kemerit ar c’hiz, mar karit, pe ne welot ket anezañ. »

« Mat. C’hoant am eus da gaozeal eur pennad gant an aotrou person. »

Ha Marc’harid a c’halv ar beleg. Hemañ a ziskenn raktal. A-zindan e voned e tispak e vleo ker gwenn hag an erc’h.

« Ac’hanta, Janed ? » emezañ, « petra ’zo a nevez ? »

« N’oun ket kontant ! »

« Hañ ! ar paotrig, kredabl ? »

« Ya, lavaret en deus d’in n’en devo ket e bask. »

« Ne c’hellan ket ivez, ez-leal. »

« Perak eta ? »

« Kompren, ne oar ket eur seurt. Pa c’houlennan outañ pet person a zo en Dreinded, e lavar n’ez eus nikun. »

« Feiz, aotrou person, n’ez eus hini kennebeut, avat, her gouzout a rit. A-hend-all ne vefe ket ret d’eomp dont d’ar vourc’h d’an oferenn… »

« E chapel an Dreinded n’eus person ebet sur. Met n’eo ket an dra-ze eo. Hag e mister an Dreinded ? »

« Hañ ! ha me am bije soñjet ? »

« Emichañs ! Er c’hatekiz edomp ha n’eo ket e lec’h-all, na petra ?… Ne oar ket ivez pelec’h emañ Doue. »

« E pep lec’h emañ. »

« Te a oar evit doare… Pe da zeiz eo maro Jezuz-Krist ? »

« N’ouzon dare avat. »

« Yannig ne oar ket ivez. »

« N’eo ket souez, aotrou person, na oufemp ket. Soñjit pegeit emaomp diouz ar vourc’h, ha pell diouz an hent bras. Du-mañ ne zeu den, ha rak-se ne glevan ket ar c’heleier. C’houi n’eo ket diaes d’eoc’h sur. Lenn a rit ar c’hazetennou hag e klevit an traou e-giz-se. »

Rankout a reas an aotrou person moustra war ar mousc’hoarz a oa savet war e vuzellou.

« Ac’han d’ar bloaz a zeu, » emezañ, « en devezo bet amzer Yannig, marteze, da zeski e gatekiz, ha neuze e raio e bask. »

« Ma, aotrou person, » eme Janed.

Ha Yannig a voe ret d’ezañ gortoz eur bloaz pe zaou.


Eun nebeud deveziou goude, e teuas eur beleg da welout an aotrou Person. Er c’hloerdi e oant bet o studia asamblez. Tremen a eure dre gichen ti Yannig. Met ac’hano ne ouie ket war be du trei. Daou hent a oa dirazañ, dour enno o-daou. Hag heñ a oa war varc’h.

« Paotrig, » emezañ da Yannig, « ha bras eo an dour amañ ? » « N’ouzon darn. Houidi va zad ne deont e-barz nemet betek o c’hof. » « Orin (hailhon) a zo ac’hanout ! » eme ar beleg. « Dre be hent ez aer d’ar vourc’h ? » « Me a ya penn-da-benn dre war-c’horre ar c’hleuz. »

Ha ne c’hellas ket ar beleg tenna ger-all ebet digant an amparval.


A-benn eur pennad, e lakaas ar vamm eur verc’h er bed.

« Pelec’h eo bet kavet ? » eme Yann.

« En eun neiz pig, er c’hoad bras aze. »

Ha Yann a furchas an neiziou pig da glask c’hoarezed-all.


Tri bloaz war-lerc’h, an tad, mañsoner eus e vicher, a gouezas diwar eur voger hag a voe lazet mik.

« Ma, Yannig, » eme ar vamm, « klevet ac’h eus da dad o lavarout alies :

Da louarn kousket
Ne zeu tamm boued.

Rak-se eo mall d’it mont da zeski eur vicher. »

« Pe seurt micher, mam ? »

« Pe hini a blij d’it ar muia ? »

« N’ouzon dare. »

« Kae da gousket fenoz ha gra da soñj en da wele. »

Antronoz-vintin e c’houlenn ar vamm :

« Petra ’vezi, Yann ? »

« Me ’garfe mont da laer. »

« Ya, met ha mar bezes tapet ? E vezi kaset d’ar bidouf. »

« O ! me a ouezo en em denna. »

« Ha gant piou ez i da zeski ? »

« Gant va faeron. »

« Gwir eo. Kemerout a ray ac’hanout hep mar. »

Ha Janed da gavout ar paeron, Yann e ano. »

« Demat d’it, Yann, » emezi.

« Ha d’it, Janed. Penaos ez a ar bed du-ze ? »

« Disterik a-walc’h avat, abaoe maro va faour-kaez Per, Doue d’e bardono ! »

« Ha va filhor, penaos emañ ? »

« Braoik emañ. Hag, eeun hag eeun, da gomz ganez diwar e benn oun deuet d’az kavout. »

« Mat avat. »

« Brazik eo dija. »

« E feiz, ya. Ha poent eo d’ezañ ober eun dra bennak gant e bevar ezel. »

« E-giz ma leverez. »

« Ha petra emañ en e soñj beza ? »

« Plijout a rafe d’ezañ dont davedout da zeski beza laer. »

« Ne ray ket morse eul laer mat. »

« A gav d’it. »

« Re-amlavar eo. »

« Ne vet ket atao. Ha bez dienkrez, ijin a zo en e benn, mantrus. N’eo ket fougeal gantañ eo a ran. Ar wirionez eo ha netra ken. »

« Mat. Kredi a ran ac’hanout. Digas anezañ d’in ’ta neuze, warc’hoaz kenta, war-dro serr-noz. Raktal e krogo gant al labour. »

Ha Yannig dont da di e baeron.


« Kleo, filhor, » eme hemañ, « bez didrouz atao, tap mat da grog pa gavi tro, ha, mar bezez paket, arabat va diskulia nag ar re a vezo ganin. Bremaik ez aimp da Gêrlogod da laerez eur vuoc’h. »

« Ac’hanta, Yann ? Erru out ? N’out ket pare c’hoaz ? » eme eun nebeud tud e toull dor ti Yann.

« Deuit tre, mignoned. Digouezet eo va filhor amañ da zeski ar vicher ganeomp. Triñkomp gantañ da lavarout yec’hed mat d’ezañ hag evit m’hor bezo chañs vat. »

« Chañs vat ! » eme ar re-all o lakaat ar gwer da steki.

« Eun tamm a baotr a zo eus da filhor. Enor a ray d’it. »

Hag int da Gêrlogod. N’eus goulou ebet war enaou. Kousket eo an holl ker sioul ha tra. Dibrenna dor ar c’hraou n’eo ket diaes hag ar vuoc’h a ya ganto hep leuskel eur vlejadenn. Mont a reont d’eur c’hoad hag unan anezo, kiger eus e vicher, a laz al loen gant eun taol bouc’hal war e vailh, e-kreiz e dal. Diskroc’henet eo en eur par berr ha graet pevar damm anezañ.

« Mat, » eme Yann, « ha lod va filhor ? »

« Gwir eo, » eme an tri-all.

« Dal, » eme ar c’higer da Yannig, « kas ar c’hroc’hen ganez. Daou skoed a dalv ha n’eo ket fall d’it evit ar wech kenta. »

« Ho trugarekaat, » eme Yannig.

Hag heñ kuit.

« Lakaomp bep a gorniad bremañ, » eme ar re-all, « pa ’z eo aet ar furlukin-se en e dro. »

Yannig, avat, a soñje :

« E-giz-se eo e vez graet ? C’houi a gred d’eoc’h oun diot. Bet oun bet, ne c’hellan ket nac’h, met dic’henaoueget oun, ha m’hen talvezo d’eoc’h. »


Ac’hanta, va zud vat ! Petra a gav d’eoc’h a reas Yannig ? Mont da damall ar re-all d’an archerien ? O ! tra ! selaouit hag e ouiot :

Pa voe aet eun tammig larkoc’h, setu Yannig o leda kroc’hen ar vuoc’h war eur bod spern hag o lopa warnañ gant eur vaz, endra ’c’hell, en eur youc’hal a-bouez penn : « Forz va buhez ! truez ! forz va buhez ! N’eo ket me eo ! » emezañ adarre gant e vouez-all.

Hag en eur cheñch e vouez : « Petra ? N’eo ket te eo ? »

« Forz va buhez ! Nann ! nann ! n’eo ket me eo ! » emezañ adarre gant e vouez-all.

Ha kerkent : « Piou eo ’ta, neuze, marmouz a zo ac’hanout ? »

« Va faeron eo. »

« Ha piou eo da baeron ? »

« Yann ar Gêrlosket. »

Ha Yann neuze d’e gamaraded :

« Ar sac’helleg bihan ! ar mec’hieg ! Emañ tapet ! Ne glevit ket ? »

« Eo, avat, » eme ar re-all.

« Forz va buhez ! forz va buhez ! » a hope, a yude Yannig, en eur skei war-bouez e zivrec’h war ar c’hroc’hen. « Du-ze emaint, er c’hoad aze, e-tal ar waz… »

« Tec’homp buan ! » eme Yann hag e genseurted.

Hag int d’an daoulamm etrezek ar gêr.

Pa soñj da Yannig en deus blejet a-walc’h, ez a d’ar c’hoad. Kavout a ra eno ar peder garterenn-gig. O samma a ra ha d’ar gêr ganto.

« Alo ! mamm, » emezañ, « setu amañ kig evit eur pannad brao. »

Hag heñ ha konta e droiad.


« Ac’hanta ’ta ! » eme Janed. « Me a ouie a-walc’h e vijes diseiteget mare pe vare ha setu deuet ar c’houlz. Heñvel out bremañ ouz da dad. Hennez a oa eur orin a zen hag a ouie deski an dud da strana. Sell ! setu me distagellet ivez. O burzud ! ne c’hello den kompren eur seurt tra !»

« Va zad a ouie troiou ? » eme Yannig.

« Ya, kleo :

Eun devez e teuas tud da breda ganeomp. Neuze ez ae mat an traou amañ.

Kalet e oa ar c’hig evit doare, hag unan-bennak a lavaras :

« N’em eus ket a zent mat. »

« Petra ? » eme da dad. « N’hoc’h eus ket a zent ? Kit d’ar baradoz da glask : eno e kavot n’eus forz pegement hag ouspenn, ha re vat eus an dibab c’hoaz. »

« Er baradoz ? » eme egile, nec’het an tamm anezañ.

« E pe lec’h ken ? » eme da dad. « N’eo ket sent eo a vank eno, atao sur ! »

« N’eo ket sent eo a lavaran-me, dent eo. »

« Daoust hag e ouien, » eme da dad, » pe sent pe dent eo a felle d’it ? Lavar fraez eur wech-all : Va dent n’int ket mat. »

Egile a intentas mat a gav d’in, rak abaoe ne glemmas ket diwar-benn ar pez a veze roet d’ezañ amañ.

« Mat a oa graet d’ezañ, » eme Yannig.


« Eur wech-all, » eme Janed adarre, « e c’hoantaas unan-bennak goapaat Per abalamour ma oa born ! »

« Petra ’fell d’it ? » eme da dad oc’h ober eun hej d’e ziouskoaz.

« Born divalo-mez ! » eme egile.

« E fec’h, born oun en diavaez : te, avat, a zo born en diabarz. Ma ’z oun born a gorf, te ’zo born a spered ! »

« Mat tre ! » eme unan—all. « Setu aze kas an dorz d’ar gêr, hag a zoare !… Evelato, n’eo ket brao beza born. »

« Perak eta ? » eme Ber.

« Ne welez ket kement hag ar re-all. »

« Klaoustre e welan diou wech muioc’h egedout-te ? »

« Klaoustre na rez ket ? »

« Pegement ? »

« Ugent skoed. »

« Re eo, rak koll a ri. »

« Tra ! Tra ! »

« Mat. Da zorn em hini… Lavaret em eus e welan diou wech muioc’h egedout. »

« Ya, ha me a lavar ne rez ket. »

« Mat. Pet lagad mat a welez em penn ? »

« Feiz ! unan ivez ’ta. »

« Mat, ha me a wel daou d’it. Ac’hanta ! ne welan ket diou wech muioc’h egedout ? »

« O ! » eme agile, « an dra-ze n’eo ket c’hoari eo ! »

« Gounezet en deus Per, » eme an holl.

Hag e rankas egile rei ugent skoed.

« Hañ ! hañ ! » eme Yannig, « flemmet e oa bet hennez avat ! »

« Ya ’vat, va faotr, ha da dad a lavare c’hoaz : « C’houi a gav d’eoc’h eo enorusoc’h kaout daou lagad eged unan hepken. Ha, koulskoude, pet lagad en deus an Aotrou Doue ? Unan hepken. Hag an heol ? unan ivez.

» Hag aesoc’h eo d’eoc’h gant daou lagad e lec’h unan ? Tra ! Pa ’z it da denna gant ho fuzul, e serrit eul lagad. D’in n’eo ket ret ober. Hag ouspenn, evit mervel, em bezo eun hanter nebeutoc’h a boan egedoc’h. C’houi ha pezo daou lagad da serri ha da goll, e lec’h me n’em bezo nemet unan. Hag eun hanter nebeutoc’h a geuz a vezo d’in-me : ne vezo nemet eul lagad nebeutoc’h war an douar ! »

« Daoust d’ar pez a lavare da dad, Yannig, keuz bras am eus d’ezañ. Met bremañ, avat, oun laouen, rak te a gavo boued d’in ha d’az c’hoar. »

« Keit ha ma c’hellin, » eme Yannig.

Ha fest a zo ganto da vare koan, hag al lodenn vrasa eus ar c’hig lakaet da salla…


Ne badas ket atao ar c’hig bevin, ha setu ma lavaras Janed d’he mab : « Poent eo d’it mont adarre, paotr ! N’eus begad ken er bailh. »

« Ya, mamm, met va faeron a zo droug ennañ ouzin. »

« Mont a rin d’e gavout ha kemerout a ray ac’hanout adarre. Te, avat, sach ganez gwella ma c’helli. »

Aet eo Janed.

« Ac’hanta ? » eme Yann d’ezi, « ha va filhor, al lorgnez a zo anezañ, ha pare eo ? »

« Emañ divac’hagn adarre, ha c’hoant en deus da zont d’az kavout en-dro. »

« Biken avat. Ha ret e oa d’ezañ pa oa bet paket, blejal kement ha ma rae ? N’eo ket bet diskroc’henet ganto, koulskoude ? »

« M’az pije gwelet ivez, Yann, e pe stad truezus e oa lakaet ar paour-kaez paotr. »

« Ha perak tamall ac’hanoun-me ? Evit ma vezo lakaet an hu warnoun ? »

« Ne oa ket desket mat c’hoaz ivez, Yann. Soñj e oa an dro genta d’ezañ. »

« Gwir eo. Lavar d’ezañ dont emberr ’ta, neuze. »

Ha Janed d’ar gêr, laouen, na petra ’ta ? gant ar soñj da gaout friko adarre.

« Alo ! va faotr, kae ha gra labour vat. »

« Bezit dinec’h, gouzout a ran bremañ an tu. »

Ha Yannig en hent, ken seder hag eun tred.

« Erru ’oas ? » eme ar paeron gwall-zichek. « Diwall ober evel ar wech-all pe e vezi dic’houzouget ganin ! »

« O ! sioul e vezin en dro-mañ. »

« Ya, ha dreist-holl n’ankounac’ha ket kement-mañ : arabat d’it diskulia piou a vezo ganez. Klevet ac’h eus ? »

« Intentet mat ha lakaet doun em penn. »

« Gwell a ze. Eun taol fin a zo da ober warc’hoaz da noz : laerez pemoc’h an aotrou person. »

« Pemoc’h ar person ? » eme Yannig.

« Ya da ! hag aon az pefe ? »

« Pell emañ aon diouzin. Ar c’hontml beo zoken. Kasoni am eus ouz ar person abalamour ma roas yod d’in evit va fask kenta. Ha laouen e vefen o kaout krog diwar e goust. »

Pa voe deuet an noz, setu Yann, Yannig hag an tri-all o vont war-du ar presbital.

« Te, Yannig, a raio da daol-esa, an dro-mañ. Te eo a yelo da gerc’hat ar pemoc’h. Mir outañ da soroc’hal re, avat ! Penaos emaout e soñj dont a-benn euz da daol ? »

« N’eo ket diaes. N’em bezo nemet laza mik al loen war al lec’h dioustu. »

« Ya, met gwic’hal a c’hellfe hag e vefe klevet. Abalamour da ze ez ay Job amañ d’an iliz, da vralla kloc’h an Añjeluz. Souezet e vezo an aotrou person hag e kerzo da welout petra a vezo c’hoarvezet. E-keit-se e ri da daol ha ni, chomet e-harz an nor d’az gedal, a yelo da rei an dorn d’it. Intentet eo ? »

« Ya, ya. » eme an holl.

Divarc’het eo an nor, ha setu Yannig er porz ha, goude, er c’hraou. Ki ebet ne harzas, rak ne oa nikun. Ne felle ket d’an aotrou person o dije bet aon an dud o tont d’e welout.

Kerkent, setu ar c’hloc’h o seni.

An aotrou person her c’hlevas hag a sellas ouz e vontr, ouz sklerijenn eun elumetezenn.

« Sell, » emezañ. « an Añjeluz, ha n’eo nemet div eur c’hoaz. Kollet eo e benn gant ar c’hloc’her. »

Dihunet e voe ar vatez ivez hag e reas trouz en he c’hambr.

« Marc’harid, » eme an aotrou person, « kae da welout petra ’zo. »

« O ! ne dan ket, aotrou person ! Me ’m eus aon ! »

Ha dao-dao war an nor.

« Goulenn piou a zo aze da vihana ! »

« Piou a zo aze ? » eme Varc’harid, en eur zigeri ar prenestr.

« Me. »

« Piou ? »

« Me, ar c’hloc’her, petra ? Digor buan d’in, al laer a zo en iliz ! »

Hag e tilamm ar sakrist da gavout an aotrou person.

« Petra ’zo Lom ? »

« Eul laer en iliz, aotrou person ! »

« Kae d’e dapout ’ta ! »

« Re a aon am eus. Ha ma lazfe ac’hanoun ? »

« Laza ac’hanout a lavaran-me ivez ! Kae buan ! »

« Ne dan ket va-unan. »

« Marc’harid, kae gantañ. »

« Ne dan ket, aotrou person. Petra ’ray al laer-se d’in-me ? »

« Me n’oun ket evit mont kennebeut. Eur c’hard-eur e vefen o wiska va dilhad ha kement-all o vont ac’halen d’an iliz. »

« M’ho tougo war va diouskoaz, aotrou person, » eme ar c’hloc’her.

« Memes tra, Lom. »

Ha setu Lom hag an aotrou person, an eil war gein egile, ha Marc’harid o vont etrezek an Iliz. E-kichen dor ar presbital e laoskas an aotrou person eun tenn-pistolenn. Ken strafuilhet e voe Yann hag e zaou genseurt gant an trouz ma tec’hjont buan kuit. Job, o klevout trouz er vered, a zeuas er-maez eus an iliz hag a c’houlennas : « Ac’hanta ? Ha lart eo ? »

Spontet e voe ar sakrist hag e laoskas an aotrou person da goueza diwar e chouk, en eur lavarout : « Evel m’emañ emañ ! Lart pe get, truez ouzin ! » Hag e semplas, ha Marc’harid ivez. Ne oa ket an aotrou person evit fiñval, rak sammet e oa gant an urlou.

War gorf e roched edo ha Job a dostaas outañ, o soñjal e oa heñ ar pemoc’h bet digaset betek eno, a-benn neuze, gant e vignoned.

« Treut a-walc’h eo, » eme Job, en eur deutal d’ezañ e gostezennou. « Petra ? en eur sac’h eo lakaet ganeoc’h ?

« Petra fell d’it, va mignon ? » eme ar beleg.

« O ! an aotrou person ! » eme Job. Hag e semplas ivez.

A-benn neuze en devoa Yannig lazet ar pemoc’h. O welout na zeue den d’e sikour, e sammas al loen maro ha yao gantañ d’ar gêr. Skampet e oa ar re-all kuit, hag e skarent bepred. Job d’ho heul, rak deuet e oa e anaoudegez d’ezañ en-dro…


Antronoz edo Yannig e ti e baeron…

« N’eo ket deuet hon tro da vat ganeomp an taol-mañ, » eme Yann. « Arabat koll kalon daoust da ze. Warc’hoaz emañ foar Lukaz ha, war am eus klevet, e tle Stevan ar Gêroued mont da werza diou gazeg. Kezekenned mat eo ar re-ze. Hag an arc’hant en devezo Steven evito, arc’hant bras hep mar ebet, rak mat kenañ ez a war al loened, a rankimp da gaout. Gouzout a raimp pelec’h e lakay e arc’hant da c’horren hag, e-keit ha ma vezo kousket, e tapimp ar yalc’h hag e vezimp pinvidik evit eur pennad brao. »

« Mat sur, » eme ar re-all.

Goude merenn vihan, setu Yann hag e filhor e ti re ar Gêroued. Ne oa gour eno.

« Pignomp war-c’horre ar gwele-kloz aze, » eme Yann.

« Ac’halese e welimp hag e klevimp pep tra, hep beza gwelet hon unan. »

Diwar an neo e savont war ar gwele.

« N’eo ket brao beza amañ, paeron, » eme Yannig.

« Gwir eo, filhor, met soñj en aour a gavimp amañ a-barz pell. »

« Va Doue ! n’oun ket gouest da badout amañ gant an irvin. Setu aze eur c’hiz ivez avat, lakaat irvin war ar gweleou ! »

« Peoc’h ! emañ an nor o tigeri. »

« Ar wreg eo, kredabl. »

« Ar wreg eo. »

« O vont d’ober petra emañ-hi ? »

« Serr da veg ’ta, amboubal ! »

« Ha ! eur pod a zo war an tan. Soubenn, kig ha farz. Emañ o tenna ar sac’h ez-maez. Pebez c’houez vat ! »

« Ro peoc’h, filhor. A-benn ar fin e vezi klevet. »

« O ! ne vezin ket. »

En em gavout a ra ar vevelien en ti hag ez eont da azeza ouz taol.

« N’eo ket digouezet an ozac’h c’hoaz ? » eme unan anezo.

« Nann, n’eo ket c’hoaz ; hogen ne zaleo ket mui pell-bras. Sellit emañ erru. »

Raktal e voe klevet : « Noz vat d’eoc’h holl. »

« Ha d’eoc’h, Stevan, » eme ar re-all en ti.

« Mat eo bet ar foar ? »

« Mat dreist. »

« Kalz kezeg a oa ? »

« E-leiz. »

« Gwerzet hoc’h eus, evelato ? »

« Ya, ha gwerzet mat zoken. »

« Pegement ar gazeg c’hlas ? »

« Nao c’hant lur. »

« Ac’hanta ? paeron, » eme Yannig, « setu aze arc’hant deomp. »

« Hag an hini rouan ? » a c’houlenne ar wreg.

« Unnek kant lur. »

« Foar vat sur, » eme an holl.

« Ya, ya ! » eme Yannig, « foar vat d’in-me ! O ! o ! paeron, nao c’hant hag unnek kant a dle ober daou vil, neketa ? »

« A zo gwir. Met tav ! »

« Alo ! Stevan, » eme ar wreg, « laka da arc’hant aze ha debr da goan. »

« Vad a ray d’in, rak hep tamm emaoun abaoe ergentaou. »

« N’ac’h eus debret begad ? »

« Griñsenn. »

« Nag evet kennebeut. Eun den mat a zo ac’hanout. »

Lavaret ar pater, e stagont gant o c’hoan. Unan eus ar vevelien a ranke beza war yun abaoe eiz deiz, hep mar ebet, rak kement a lonke ma ne c’helle ket Yannig mirout da c’hlabousat : « Ar marlonk divalo ! Pegen digempenn e tebr ar pemoc’h ! »

« Rei a ri peoc’h, glapez ! » eme Yann, « pe, a-hend-all, e c’hoarvezo ganeomp adarre e-giz derc’hent dec’h gant pemoc’h an aotrou person. »

« Amañ eo taolet ar yalc’h, war ar gwele dindanoun. »

« Serr da vilin ’ta ! »

« Mat, ne livirin grik ebet ken. »

A-barz ma voe echu ar pred, e oa aet skuiz Yann war e gof hag e klaskas trei. Hogen, darn eus an irvin e voe darbet d’ezo ruilhal d’an traon.

« Yannig, laka da droad da herzel ouz an irvinenn-mañ da goueza. »

« Ya, va faeron. »

Met, e lec’h senti, e taolas Yannig an irvinenn war leurenn an ti.

« Genaoueg ! » eme Yann. « Emaomp diskuliet ganez ! »

Ha Yann da zilammat kuit, ken prim ha tra, diwar lein ar gwele.

« Al laer ! al laer ! » eme an holl.

Hag int d’ar red war e lerc’h, er-maez eus an ti. « Harz al laer ! harz al laer ! » emezo. Hag ar vamm-goz ivez d’o heul eus ar gwellika ma c’helle. Neuze e tiskennas Yannig ivez diwar lein ar gwele-kloz, e tapas peg er yalc’h hag e troc’as gant an hent evel ma ouie ober a-wechou.

« Ha paket eo ? » a c’houlennas ar vamm-goz.

« Ya, ya ! » eme Yannig.

Ne oa bet tapet laer ebet ha laouen bras e oa Yannig gant e zaou vil lur. Diwar neuze ne deas mui war-dro e baeron. Gwir eo e lavare hemañ groñs n’her c’hemerje ken da vont gantañ, peogwir ne oa mat nemet da… bemoc’ha ar stal bep tro.


Mat a yae ar bed gant an holl e ti Yannig. Laerez ha laerez a rae hemañ atao, hogen, bremañ avat, edo war e gont e-unan.

Pemp pe c’houec’h vloaz diwezatoc’h, e oa deuet Yannig da veza eur paotr yaouank ouesk ha gwevn an tamm anezañ.

« Asa, mab, » eme ar vamm, « daoust ha n’eo ket mall d’it dimezi ? Aet oun koz ha poent eo d’in kaout unan bennak d’am sikour. »

« Dimezi, mamm ? Gant piou ? »

« A-walc’h a blac’hed yaouank flour a zo dre aze. »

« Pehini anezo a gemerin. »

« An hini a garez ar muia. »

« Ma, gant va c’hoar e timezin neuze, rak hi eo a blij ar muia d’in. »

« Gant da c’hoar, diot ?… Ne zimezer ket etre kerent ken tost ! »

« Nann ? Ha va zad ha c’houi, ha n’oc’h ket bet dimezet ? Piou a oa tostoc’h egedoc’h ho-taou, koulskoude ?

Dirolla a eure ar vamm da c’hoarzin, na petra ’ta ! War bouez poania a-walc’h e roas da intent da Yann e oa e dad hag hi deuet da veza ker nes an eil d’egile nemet en eur zimezi. Rak kent ne oant na kar na par.

Ha Yann a eureujas. Ne cheñchas ket buhez evit se. Kenderc’hel a eure da laerez gwasoc’h-gwasa. E-keit-se e varvas e c’hoar. Neuze e kuitaas e vamm.

« O va mab, » eme houmañ, « bremañ, pa ’z eo aet da c’hoar diganeomp, e teuez d’am dilezel ! Doue, bet servijet ker mat-all ganti, n’az pennigo ket… Disoñjet ac’h eur ar pevare eus e c’hourc’hemennou ? »

« Ar pevare gourc’hemenn ? »

Ya : « Da dad, da vamm a enori

Ha da vuhez a astenni. »

« Petra, va mamm ? C’houi eo a lavar an dra-ze d’in ? Piou ’ta a zeskas d’in ober fae war ar gourc’hemenn kenta ? Piou a rae goap ouzin-me, o kunuc’ha hag a lavarout ne oa ket graet ar gourc’hemenn-se evit ar baotred ? Ar seizvet n’eo ket graet evidout kennebeut, emezoc’h. N’ouzon dare perak e virfen ar pevare, neuze ! »

Ha Yann kuit diouz e vamm. Berr e voe ar stal ganti da c’houde hag e teskas e-giz-se, diwar he c’houst he-unan.

E vez graet dizale kement-all
Da nep a ro kenteliou fall.

Hiviziken ne voe ket a-walc’h da Yann laerez nemet evit dastum hepken. Korfata a rae endra ’c’helle, me lavar d’eoc’h, ha dont a rae da veza eul lonker eus ar gwasa.

Eur wech e tistroas mezo-dall d’ar gêr, hag e vleje : « Gwin-ardant d’in ! »

« Gwin-ardant a faot d’in ? » eme ar wreg. « Gortoz ! Leiz da gof az pezo an dro-mañ ! »

Hag hi mont da gerc’hat eur voutailhad rom ha planta ennañ ken a yeas reut.

« Dizonet e vezi, loen vil a zo ac’hanout ! » emezi.

Astennet e oa Yann war al leur-di, heñvel-mik ouz eun den maro.

« Petra ’rin d’ezañ c’hoaz ? » eme ar wreg… « Ober aon d’ezañ, na petra ’ta ! Ha marteze ne evo ken. »

Hag hi ha kempenn eur chapel wenn hag eur gwele, eeun evel ma vije maro unan-bennak en ti. Hag e taolas Yann warnañ, e zaouarn kroaziet hag eur chapeled en dro d’e vizied. Neuze e yeas, en eur leñva, d’an tiez a-ziwardro :

« Deuit, » emezi, « da lavarout gras gant va fried. Krevet eo. Doue d’e bardono. »

Dont a eure eun dek maouez bennak war-dro ar varvskaon. Goulou koar a voe lakaet war elum ha dour benniget, gant eur bod beuz, en eur plad. Betek hanternoz e voe didrouz an traou, nemet e laoske Yann eur bramm bep an amzer.

« Diskarga a ra, » eme ar c’homaerezed, « met n’eus ket c’houez fall gantañ, evit c’hoaz da vihana. »

Neuze avat, e voe eur c’hoari-all. Yann a laoskas eur pez « Aou ! » hag a savas war e goazez. Spontet-holl (ha piou ne vije ket bet ?), e tec’has ar merc’hed kuit, mall warno, e c’hellit kredi.

« Petra ’zo, Annaig ? » eme Yann. « Goulou war elum amañ ? Me, gant va dilhad, war va gwele ? Eur plad gant eur bod beuz ennañ ? Petra ’zo eta ? »

« Me a soñje d’in e oac’h maro ? »

« Maro, me ? Ampart ha beo oun, war a gredan ! »

« E-giz eun den maro out bet digaset amañ, hag edon oc’h ober noz-veilh ganez. »

Strafuilhet e voe Yann gant an asavandenn a oa c’hoariet d’ezañ, hag e touas na evje banne hini kreñv ebet ken biken, morse.


Ne zalc’has ket d’e le, evel ma welot diwezatoc’h. Laerez a eure, avat, kerkoulz ha biskoaz. Diwar goust eur gorrigan e laeras zoken. Edo o treuzi eur c’hoad pa zigouezas eur wrac’h gantañ.

« Noz vat, gwrac’hig koant, » emezañ.

« Petra a glaskez, va den mat, » emezi.

« Seurt ebet. Met da betra oc’h mat, c’houi ? »

« Da c’hoari troiou d’an dud. »

« Ha penaos eta ? »

« Sell, gant ar c’houitell-mañ. N’em eus nemet c’houeza ennañ, ha kement ’zo, an dud hag an traou d’o heul, a grog da zañsal raktal. »

« N’eo ket gwir an dra-mañ, moarvat. »

« Eo, hag ez an d’hen diskouez d’it dioustu. »

C’houeza a ra en he c’houitell ha, kerkent, setu ar c’hleuziou hag ar gwez, ha Yann ivez zoken, da zañsal ha da lammat diouz an douar.

« A-walc’h ! a-walc’h ! » eme Yann a-benn eur pennad. « Skuiz-maro oun ! »

« Kredi a rez bremañ ? »

« Ret eo d’in. »

« Kenavo ! »

« Kenavo ! »

Ha Yann gouestadik war-lerc’h ar wrac’h, da lakaat hep gouzout d’ezi, e zorn en he godell ha da lemel kuit ar c’houitell anezi… »


Nebeut amzer da c’houde e voe graet eul laeroñsi vras e ti eun aotrou pinvidik-mor.

Darn o devoa c’hoant da damall an taol-se da Yann, ha setu an archerien o tont war e dro. « Deuit ganeomp ! » emezo.

« Gedit eur pennadig, » eme Yann. « Eur benveg, bihan a-walc’h, am eus c’hoant da gas ganin. »

« Petra eo ? »

« Ar c’houitell a zo en istribilh ouz ar voger aze. »

« A ! da gaout diduamant er bidouf da c’hedal ma vezi barnet, neketa ? »

« Feiz ya ! na petra ’ta ? »

Roet eo ar suterez d’ezañ, hag heñ da c’houeza enni :

« Dañsit, archerien ! » emezañ. Hag e rankas paotred al lezenn dañsal, ha n’eo ket ober van. « A-walc’h ! a-walc’h ! » emezo. « Da lezel a raimp didrabas… » Hogen, bepred e c’houeze Yann endra ’c’helle, ha bepred ez ae divesker an archerien en-dro. Ker skuiz ez ajont ma kouezjont a-stok o c’horf war an douar, hag e kendalc’hent da zañsal daoust da ze. « En ho sav ! » eme Yann.

D’ar gêr e kerzjont en eur zañsal…


E-giz m’em eus lavaret deoc’h, n’en devoa troet Yann kein d’ar banneou nemet evit eur pennad. Hag e wreg ha soñjal hen dizona adarre. « Bepred e vez o trailha o fater d’ar venec’h, » emezi. « Mat, me her c’haso da vanac’h. »

En em glevout a eure gant an tad priol, rak eur gouent a oa, d’an ampoent, er vourc’h m’edo Yannig o veva enni.

Eun deiz ma oa chomet Yann da gousket e-kreiz al leur-gêr, e teuas daou zen d’her samma ha d’her c’has d’an abati.

« Setu gwaz Annaig, » emezo.

« A ! ya, mat eo. Laoskit-heñ ganeomp. »

Douget eo Yann en eur gambr, gwisket d’ezañ eur sae manac’h ha lakaet da c’hourvez war ar plankenn a dalveze eno da wele. Pa zihunas, antronoz, e voe souezet, e c’hellit kredi.

« Pelec’h an diaoul emaoun-me amañ ? » emezañ. « Ha pe seut dilhad a zo ganin ! Annaig ! Annaig ! »

Ne zeuas ket Annaig war e dro. Hag e skrabe e benn o klask kompren. Poan en devoa ivez en e vleo, arabat nac’h. « Annaig ! Annaig ! »

Eul lean a zigoras an nor : « Pax tecum ! » emezañ.

« Pask a-walc’h e-giz-se ! » eme Yann. « Oc’h ober petra emaoun-me amañ ? »

« Ra vezo ar peoc’h ganeoc’h, va breur. »

« Me, breur d’eoc’h-c’houi ? Eur c’hoar am eus bet, Doue d’he fardono ! Breur ebet avat biskoaz. »

« Amañ ez omp holl breudeur. »

« Pelec’h emaoun eta ? »

« E manati ar Vinimed. »

« En abati ? »

« Ya, va breur. »

« Setu perak eta e tougan ar vroz-mañ ? »

« Eur sae, va breur, sae hon Tad meurbet ker. »

« Sae pe vroz, me ne ran ket a foutre ! »

« Ha c’hoant hoc’h eus da zilezel hon urzh santel ? »

« Met me n’oun ket bet manac’h morse ! »

« Chomit eiz deiz-all c’hoaz da welout. Pedit start hag e kaso an Aotrou Doue ar soñjezonou fall-se diwar ho tro. Hag an diaoul, m’hen argas ! a dec’ho pell diouzoc’h. »

« Setu aze kaoziou avat ! N’oun ket manac’h a lavaran d’eoc’h eur wech c’hoaz ! »

« Kemerit dour benniget ha grit sin ar groaz, ma ’z ay an enebour kuit ! »

« Met, neuze, ez oun manac’h e gwirionez ? »

« Emañ sae an urz ganeoc’h. »

« Met dimezet oun. »

« N’eus den dimezet ebet en hon touez. Bez e c’hell beza intañvien avat. »

« N’oun ket intañv. E traon kêr du-ze, emañ Annaig, va gwreg, o chom, ha ganti e tlefen beza eno ivez. »

« Ar venec’h ne deont ket da verc’heta evel-se ! »

« Met va fried eo ! »

« N’hoc’h eus ken pried nemet Hor Salver Jezuz-Krist. »

« Manac’h oun neuze da vat ? »

« Evel just. »

« Me eo Yann, lesanvet Yann Seitek. »

« Ar breur Yann oc’h ha netra ken. »

« Va Doue, petra a zo c’hoarvezet ganin ? Mont a ran sot. »

« Tra, tra ! An diaoul zo a zo o klask c’hoari e baotr warnoc’h. Met laoskit-heñ, trec’h e viot d’ezañ. »

« Ma, chom a rankan neuze. It, koulskoude, da welout betek traon kêr, hag heñ emañ he gwaz gant Annaig Yann. M’her c’havit eno, ne ouezin ken neuze piou oun. »

« Kaset e vezo unan-bennak da welout… »

Hag e kredas Yann e oa eur manac’h anezañ… Eiz deiz goude, e voe kaset d’ober tro kêr gant eur bisac’h. « Tud vat, » emezañ, « eun tammig aluzen evit ar Vreudeur Vinim, mar plij. Doue ho paeo. » Hanter-garget e oa e sac’h pa welas eur vaouez o tremen tost d’ezañ. « Annaig ! » emezañ hag e tilammas d’he briata. « Annaig ! va Annaig ker ! »

Hogen an dud her gwelas o pokat d’ezi. « An diaoul ! » emezo. « Pebez manac’h direol ! » En em voda a rejont en dro d’ezañ. Den n’hen anavezas gant ar wiskamant a zouge. Batet e oant evelato o welout eur Breur Bihan divaro. « Kasomp heñ d’e vanati ! » emezo. Heñchet e voe Yann etrezek eno a daoliou baz war e gein. Annaig, avat, ne reas van ouz kement-se. « An taol-mañ e vezo dizonet ! » emezi.

« Petra ’zo ? » eme an tad priol o klevout kement a drouz.

« Setu aze eur manac’h avat ! » eme an dud. « Gant ar vez ! Pokat d’ar merc’hed e-kreiz al leurgêr vras ! »

« Petra, va breur ? » eme an tad. « Ha gwir eo kement-se ? »

« Re-wir n’eo ken ! Lakait an hailhon-se ouz ar groug ! »

Yann, avat, a blege e benn.

« O ! » eme an tad, « n’emañ ket ar c’hiz ganeomp da grouga an dud. Pinijenn rust a raio avat : e-pad eur sizun penn-da-benn e chomo hep eur c’hriñsenn da lakaat etre e zent… Ha c’houi, va mignoned, it e peoc’h d’ar gêr, ha Doue r’ho pennigo ! »

N’en devoe Yann begad ebet e-pad eiz deiz. Distroñket e oa a-benn neuze, e c’hellit kredi. Pa voe tremenet ar sizun e yeas an tad priol d’e welout, diouz ar mintin : « Breur Yann, » emezañ, « hirio ez eot, gant an Tad Goulc’hen, d’ober eun droiad war ar maez da glask an aluzen. Bezit war evez ouz ardou an droukspered. » Hag an Tad Goulc’hen ha Yann en hent.

« Naon am eus, naon du ! » eme Yann.

« Doue d’hor pourvezo va breur. Pedomp heñ eus a-greiz hor c’halon. »

Hag e lavaront eur chapeled.

« Bremañ, » eme an tad, « peogwir eo hir an hent, ez an da zisplega eur gontadenn. Gwelout a reot n’eo ket mat lavarout gevier hag ez eo ret pedi. Setu amañ marvailh an treid leueou. »


Eur wech e oa, eur wech ne oa ken, hag eur wech-all e oa c’hoaz, hag e oa daou vreur, Fañch ha Yon, kereourien eus o micher.

Yon a oa paour. En eur goz lochenn soul, war ar maez, edo o chom. Bep mintin ez ae e kêr da labourat gant e vreur, rak hemañ en devoa eur stal war e ano. Bemnoz e tistroe Yon d’ar gêr ha gwreg e vreur a roe d’ezañ eur sac’hadig riz da gas d’e bried ha d’e vugale. « An dra-mañ a zo war ar marc’had, » a lavare hi. E gwirionez, gouzout mat a rae en em denna gant Yon gaez war eur poent-all. Bep tro ma veze ar pae, e vire eun nebeut gwenneien diwar e goust.

Yon ne daole ket evez ha, daoust ma oa paour, e veze laouen evelato. E dud ivez a oa eürus en o stad dister. O zi-plouz a gavent mat kenañ ha diouz o doare ha, nemet plijet e vije kement-se da Zoue ha d’ar Werc’hez, n’o divije ket e droket ouz eur palez.

Mat, setu ar pez a c’hoarvezas koulskoude.

Eur wechad m’edo Yon o tremen, dre ar c’hoad a ranke mont drezañ d’ar gêr. Kana a rae en eur vont gant an hent, e sac’hadig riz gantañ dindan e gazel hag eur strep war goubl e vrec’h. « Amañ, » emezañ, « e tle beza keuneud sec’h. » Hag heñ ha troc’ha ken en devoe eun horzennig a-zoare. Met ken dall (dilemm) e oa e venveg, ma rae eun trouz mantrus.

Ha setu eur vaouez koz o tont d’e gavout : « Petra ’rez aze, va den mat ? » emezi.

« Gwelout a rit moereb. O klask keuneud emaoun evit an ti du-mañ. »

« Paour out eta ? »

« Ya, avat. »

« N’ac’h eus ket a zroug ouz Doue abalamour da ze ? »

« O ! nann da ! Kement a ra a vez graet mat atao. »

« Komz a rez e-giz an aotrou person. »

« Er c’hatekiz, gantañ gwechall, eo am eus desket an dra-ze ivez. »

« Mat eo. Ha ne vefes ket laouen o tont da veza pinvidik ? »

« Feiz eo, avat, gant ma plijo gant an Aotrou Doue. »

« Mat ! Mar karez e roin an tu d’it. »

« Memes tra. »

« Kae aze gant ar ribin (gwenodennig). War-hed tri-c’hant kammed ac’halen, e kavi eul leue en-istribilh ouz eur wezenn, war bouez e lost hag e ziskouarn. Troc’h e bevar droad outañ. Goulenn eun dra bennak digant pep troad. Ar pez a gari az pezo. »

« Bennoz Doue, mamm-goz. C’houi ’zo re-vat em c’henver. »

« Kae atao. »

Ha Yon gant ar ribin, ha kavout al leue. Bec’h a-walc’h en devoe o tiskolpa ar pevar droad rak, evel m’em eus lavaret d’eoc’h, ne oa ket gwall-lemm e strep. Dont a reas a-benn d’o distaga evelato, hag heñ ganto d’ar gêr. « Noz vat, Fant, » emezañ.

« Noz vat, Yon. Erru out ? »

« Noz vat, tad, » eme ar vugale o redek da doull an nor da lammat outañ.

Bep a bok a roont d’ezañ, ha Yon, ivez, a laka eur bouch tener war o diouchot livrin.

« Ac’hanta, Yon ? » eme Fant, « ha me ? »

« D’it-te kement ha ma kari. »

Hag holl e c’hoarzont laouen.

« Krampouez a zo da goan, » eme Fant.

« Mat eo. Goude-ze e livirin d’it eun dra bennak, pa vezo kaset ar re vihan da gousket… Lavar ar bedenn. »

A galon vat e voe drebet ar pred. P’he devoe graet d’ar vugale kas o fater d’an Tad hag a zo en neñv, ha pa voe klozet daoulagadouigou ar re-mañ, e teuas Fant da gavout Yon e-tal an tan. « Petra ’zo ’ta, Yon ? » emezi.

« Klask. »

« Ne gavin ket, hep mar. »

« Nann, sur avat ! Mat, selaou. »

Ha Yon da zisplega an abadenn, evel m’hoc’h eus he c’hlevet dija. « Petra a c’houlennimp, Fant ? » emezañ, pa voe echu gantañ.

« Lavaromp grasou da genta ha Doue hor sklerijenno. »

« Alo, Fant, » eme Yon goude, « furoc’h out egedoun-me ; rak-se te eo a c’houlenno an traou. »

« Mat, pa fell d’it. » Hag hi neuze : « Dre vertuz an troad kenta, e c’houlennan ar Baradoz evit Yon amañ, evit hor bugale hag evidoun va-unan ivez. »

Hag eun troad kuit a-zirazo. Ne reont ket a van evit se. « Dre vertuz an eil, e c’houlennan yec’hed padus evidomp-ni holl. » Hag an eil troad kuit.

« Dre vertuz an trede e plijfe d’in e teufe d’eomp amañ, e lec’h hon tiig plouz, eur maner, arrebeuri kaer ennañ. » An trede troad kuit.

Kerkent ez eus eno eur c’hastell kaer, gant annez koant en-diabarz anezañ. E-giz ma vijent bet atao o chom ennañ, e teuas Yon ha Fant da c’houzout an doareou anezañ raktal. Gant al levenez a oa enni, e poke Fant d’he Yon.

Hag hi adarre : « Dre vertuz ar pevare, ra zeuio d’in eur yalc’h leun a aour, ha ra chomo barr bepred. » Ober a ra ar pevare troad evel an tri-all. Kentiz ez eus en o c’hichen eur c’houfr leun a aour melen.

Trugarekaat a rejont an Aotrou Doue evit e vadelez dispar en o c’heñver. Hag int da gousket.

Ne voent ket lorc’husoc’h evito da vesa pinvidikoc’h eget kent. Mat e voent ouz ar beorien, brokus kenañ zoken… Souezet e voe Fañch avat, o veza ma ne zeue ket Yon ken war e dro. « Daoust ha klañv e vefe ? » emezañ.

« Kae da c’houzout. » a respontas Seza, e wreg. « Kas eur vozad riz ganez. Plijadur a ri d’ezo. »

Ha Fañch ha mont. Treuzi a reas ar c’hoad, met kaer en devoa klask ti Yon, n’her c’have ket. « Amañ, e-penn ar wenodenn, edo koulskoude ! » emezañ. Trei ha distrei a rae, sellout e pep lec’h, met ti soul ebet. Eur maner ne lavaran ket.

« Ma ! » emezañ, « n’oun ket faziet evelato, emichañs. Amañ edo ti va breur Yon ha n’emañ ken. Ne oa maner ebet ha setu unan. N’ouzon dare petra ’zo c’hoarvezet… Deomp er c’hastell hag e klevimp. »

Teurel a ra e sac’hagig riz a gostez hag heñ er maner. Kenta hini a wel eno eo Yon. « Sell Fañch, » eme hemañ, « te a zo deuet d’am gwelout ? »

« Sell ’ta Yon, te a zo mevel er maner-mañ bremañ ? »

« Mevel n’oun ket, Fañch. Perc’henn oun d’ezañ. »

« Te ? »

« Ya avat ! »

« Penaos kement-se ? »

« En eur stumm fentus a-walc’h : dre vertuz pevar droad leue. »

« Petra ? » eme Fañch, souezet maro an tamm anezañ.

Ha setu displeget an istor da Fañch.

« Dont a ri d’am gwelout alies, neketa Fañch ? »

« Ya, ya, Yon. »

Ha Fañch d’ar gêr.

« Ac’hanta ! » eme Seza. « Petra ’zo a nevez ? Ha klañv eo Yon ? »

« Klañv ? tra !… Pinvidikoc’h eo bremañ egedomp. »

« Moarvat ! »

« E feiz. »

Dibunet eo ar marvailh gank Fañch.

« Ma ! » eme Seza, « kae d’ar c’hoad ivez. Marteze e c’hoarvezo kement-all ganez. »

Diouz an abardaez emañ Fañch er c’hoad. Troc’ha a ra keuneud a dro strob. Hogen ne zeu maouez koz ebet. « Ne ran ket trouz a-walc’h marteze, » eme Fañch ; « bouzar e c’hell beza. » Eur strep vat a oa gantañ ivez avat. Gant eun taol hepken e oa peadra da ziskara ar skoultrou teva. « Greomp safar neuze ! » Hag e sko gant ar c’hil. Dioustu e voe ar vaouez koz en e gavout.

« Petra a rez aze, va den mat ? » emezi.

« O keuneuta emaoun. »

« Ha paour out eta ? »

« Ker paour ha Job war e vern teil. »

« N’out ket evelato ? »

« Ker sur ha m’emaoun amañ. »

« Mat, » eme an hini goz, gant eur mousc’hoarz kintus, « mar karez e vezi pinvidik. »

« Ne c’houlennan ket gwell. »

«  Mat. Kae aze gant ar ribin. War-hed tri c’hant kammed ac’halen e kavi eur leue en-istribilh ouz eur wezenn war-bouez e lost hag e ziskouarn. Distag e bevar droad outañ ha goulenn eun dra bennak digant pep troad. Ar pez a gari az pezo. »

« Mont a ran, » eme Fañch.

Hag heñ gant an ode, hep trugarekaat na lavarout bennoz d’ar vaouez koz, a oa o c’hoarzin skiltrus en eur bellaat.

Gant eun taol strep da bep hini e voe distaget ar pevar droad. « Emaint amañ, Seza ! » eme Fañch, pa voe en em gavt e-tal dor e di.

« Ha, ha ! na pinvidik e vezimp bremañ ! »

« Pinvidik-mor ! »

« Debr da goan da genta. Goude-ze e welimp petra d’ober. »

Preda a reont hep beza lavaret pedenn ebet. « Bremañ, » eme Seza, « kae dioustu da Landivizio da brena ler. Kemer kement a gavi, n’eo ket arc’hant da baea eo a vanko d’eomp. Kas ganez ar c’houec’h kant lur a zo aze e tiretenn an daol da rei errez evelato. » Sternet eo al loen ha setu Fañch en hent. Hogen gwelet e voe o vont.

« Ho ! ho ! » eme eur gomer, « setu Fañch aet da c’haloupat. Mont a ran betek e di, rak gwall-inouet e vezo Seza he-unan er gêr… Noz vat, Seza ! »

« Noz vat. A ! c’houi eo, Mari ? Na mat hoc’h eus graet dont amañ. Aet eo Fañch da gerc’hat ler da Landi. »

« E-kerz an noz ? »

« Nebeutoc’h a amzer a gollo e-giz-se. »

« Gwir eo. Sell, emañ ar paotr bihan o leñva. »

« Feiz, ankounac’haet em eus rei d’ezañ da zena ker laouen e oan bremaik. »

Tennet eo ar c’hrouadur eus e gavell. « Na koant eo, » eme Vari. « Heñvel-Doue ouz e dad. O ! Seza, m’en divije bet moustachou brun evel ho kwaz ! »

« Mar plij ganin en devezo. »

« Ya, moarvat ! »

« Gwelout a reot. »

« Ne gredan ket an dra-ze. »

« Kredit pe chomit hep kredi, klaoustre en devezo. »

« Klaoustre n’en devezo ket ! Evit c’hoaz da vihana, divezatoc’h ne lavaran ket. »

« Pa garin. Petra a bariit ? »

« Eur banne kafe, gant eur chopinad chigodenn. »

« Memes tra. »

Ha Seza neuze : « Dre vertuz unan eus an treid leue-mañ, r’en devezo Saig baro brun e-giz Fañch, e dad ! » Kerkent e ya kuit eun troad leue diwar wel hag e teu baro brun d’ar mabig. Ma oa koant a-raok, evit bremañ n’eo ket mui ! Eur marmouz bihan a vije lavaret ouz e welout. Mantret eo Seza ha Mari, na petra ’ta !

« O ! » eme houmañ, « divalo-mez eo bremañ ! »

« Siouaz ! » eme Seza. Hag hi kerkent : « Dre vertuz an eil troad leue, ra yelo ar baro kuit ! »

Ar baro n’ez eus ken anezo hag an eil troad leue a zo dilammet kuit…

E-keit-se e kane Fañch, war an hentou, gant ar soñj e vije pinvidik-bras antronoz. Seza, avat, ne rae nemet leñva. Huanadi a rae c’hoaz pa zigouezas he fried er gêr.

« Petra ’zo ’ta, Seza ? » emezañ.

« Heu ! heu ! »

« Respont ’ta. »

« Heu ! heu ! heu ! »

« Tav gant da hirvoudou ! Petra ’zo ? »

« Fañch paour ! heu ! heu ! heu ! »

« Lavar ’ta ! »

« Dec’h da noz, heu ! heu ! e teuas Mari-Gatell amañ, heu ! heu ! heu ! »

« Hast buan ! kre gagn a zo ac’hanout ! »

« Hag hi a lavaras d’in : « Na koant eo ar paotrig ! O ! m’en dije bet moustachou brun evel e dad ! » ha me, neuze, heu ! heu ! am eus goulennet moustachou d’ezañ dre vertuz unan eus an treid leue, heu ! heu ! heu ! »

« Ha neuze ? »

« Neuze a savas baro d’ar mab, heu ! heu ! heu ! hag e oa vil, heu ! heu ! Ken vil hag eur marmouz ; heu ! heu ! heu ! »

« Ha goude ? »

« Goude, neuze, em eus goulennet dre vertuz an eil troad ma yaje ar baro kuit, heu ! heu ! heu ! »

« Ha setu kollet daou droad ganez, genaouegez ! »

« Siouaz ! »

« Ma ! Ra yelo an trede en da r… ! »

Kerkent lavaret ar c’homzou-mañ gant Fañch, e yeas an trede troad leue d’al lec’h ma oa gourc’hemennet d’ezañ mont. Ma klemme Seza a-raok, bremañ avat, he devoa digarez d’ober muioc’h c’hoaz ! Ne oa ket evit azeza, ne oa ket evit gourvez war he c’hein hag e chome he broz savet er vann.

Neuze, avat, e krias hag e youc’has : « Fañch, petra ac’h eus graet ? »

« Mat eo ! Kement-se a zesko d’it ! »

« An dud a raio goap ouzin. »

« Gwell a ze ! »

« O ! Fañch ! »

« Petra a rin-me bremañ ? »

« Goulenn ma yelo kuit. »

« Hag e vezimp revinet ganez, diodez fall ! »

« Gwelloc’h eo c’hoaz eget ar vez. »

« Ma ! Ra gaso ar pevare troad an trede kuit. »

Hag an daou droad a dec’has. Fañch, avat, ne voe liard muioc’h ebet en e chakot…


« Ac’hanta ! va breur Yann, » eme an Tad Goulc’hen, « ha kompren a rit bremañ perak eo arabat lavarout gevier hag eo ret pedi a-raok kregi d’ober ne vern petra. »

« Kompren mat a ran, met n’eo ket gant an dra-ze e kargin va c’hof ! »

« Me a zo war yun ivez. Ret eo ober pinijenn. »

« Ne lavaran ket, met chom eiz deiz hep dibri a zo kalet avat. »

« Bremaik e torrot ho naon. Sellit, setu eun ti du-ze. Di ez aimp da c’houlenn lojeiz. Tud vat a zo eno o chom ha digemeret mat e vezimp ganto. Met klevit mat : arabat ger a-dreuz ebet. »

« Ne livirin grik. »

« Gwelloc’h a ze ne vezo ken. Arabat, kennebeut, dibri re. »

« Emaoun o vervel gant an naon, koulskoude ! »’

« Grit pinijenn, va breur. »

« Penaos e ouezin em bezo debret a-walc’h ? »

« Me a vezo ouz eun tu d’an daol, ha c’houi ouz an tu-all. Pa soñjin ho pezo debret a-walc’h, e waskin war ho troad ha neuze ec’h ehanot da zibri, krak ha berr. »

« Mat, » eme Yann.

Hag int en ti.

« Doue da vennigo an holl, » eme an Tad Goulc’hen.

« Hag ar re a zeu ennañ, » a voe respontet d’ezañ.

« Nozvez vat d’an tiad. Ni a zo daou vanac’h o klask an aluzen evit hor c’houent. Ha lojeiz a gavimp amañ ? »

« Ya, hag a galon vat e vezo roet d’eoc’h. »

« Doue d’ho paeo ! » eme an Tad.

« Eun tamm bennak a zebrot ivez, neketa ? »

« Mar bez ho polontez rei d’eomp. »

« Ya, ya. » eme ar vamm. « Mariannaig, laka laez ha daou zornad bleud en toaz ma vezo peadra d’an daou vanac’h. »

« Ya, mamm. »

« Azezit aze, Tadou, » eme ar vamm, « da c’hedal ma vezo aozet ar yod. »

Lakaat a reont eun azez, unan a hep tu d’an daol. « N’ankounac’hait ket, va breur, » eme an Tad da Yann, e pleg e skouarn, « ar pez am eus lavaret d’eoc’h p’edomp o tont. »

« Ne rin ket kennebeut. »

« Bremañ, va Zad, » eme ar vamm, « livirit deomp eur gomz vat bennak da c’hortoz ma vezo pare koan. »

« Pa fell d’eoc’h, » eme an Tad. « Dezrevelli a rin eun dra c’hoarvezet em bro pa oan krennardig :


» Diou vaouez a oa o chom tre e-kichen du-mañ. Rozenn ha Mari-Jan. Eun deiz e teuas eur baourez kaez da c’houlenn an aluzen digant Mari-Jan : « Er-maez ac’halen, boued ar groug ! » eme houmañ. Ar vaouez koz a dec’has kuit dic’hrik. Hag hi da di Rozenn, lavarout he fater e-tal an nor ha goulenn eun draig bennak en an’ Doue.

« Yen eo an amzer, » eme Rozenn. « Deuit tre da lakaat eun azez ha da domma. »

« Bennoz Doue ! » eme ar baourez.

« Eur banne soubenn domm a ray vad d’eoc’h, » a lavaras Rozenn. « It ouz taol : ranna a rin ganeoc’h. »

Laouen e voe ar baourez, na petra ’ta ! Pa yeas kuit e lavaras da Rozenn : « Kenta tra a reot warc’hoaz vintin, goude sin ar groaz, a gendalc’hot da ober e-pad an deiz. »

Mont a ra Rozenn da gousket hep soñjal nemeur er c’homzou-se. Antronoz-vintin, kerkent ha ma voe dihunet, e lakaas sin ar groaz benniget en he c’herc’henn en eur lavarout : « Va Doue, me a ro d’eoc’h va c’halon… » En he c’hichen e oa lien d’ober hivizou. Kemerout a ra eur walenn d’e vuzulia. Mat, e-doug an deiz e vuzulias hag e vuzulias, ha lien ha lien a dremene dre he daouarn, kement ha kement ma ne ouie ken e pelec’h e c’horren. Leunia an eure he zi eus traon da grec’h, ken na chomas ket eun toull goullo. Pinvidik e voe, e c’hellit kredi, hag e kement lec’h e redas ar vrud eus ar seurt burzud.

Mari-Jan a geuzie, na petra ’ta ! « M’am bije gouezet, » emezi, « na mat em bije digemeret ar baourez-se ! O ! ma teufe eur wech-all, n’eo ket me he c’hasfe kuit, evel eur giez, diwar va zro, e-giz ma ris derc’hent dec’h ! » Eur miz goude, setu ar baourez adarre e-tal toull-dor Mari-Jan. « Deuit tre ’ta, paourez an Aotrou Doue, » eme houmañ. Hag a bep seurt traou a roas d’ar baourez en deiz-se.

« Ho trugarekaat, » eme ar glaskerez-voued. « Kenta tra a reot warc’hoaz-vintin a gendalc’hot da ober e-pad an deiz. »

« Alo ! » eme Vari-Jan, « setu me pinvidik bremañ. Furoc’h e vezin eget Rozenn an ti-all avat ! Me a zo o vont da lakaat va yalc’h dindan va fenn-wele ha, kentiz dihunet warc’hoaz, e krogin da gonta arc’hant. Na konta a rin-me ! »

Huñvreal a eure en he arc’hant da zont. « Gokoogog !… » eme ar c’hilhog, ha Mari-Jan a zo dihun. Emañ-hi o vont da dapout he yalc'h. Hogen kerkent e lammas eur c’hoanenn war he chot hag he sunas betek ar gwad. Mari-Jan a gravinas da gas an debron kuit, hag e krabiñsas, hag e kignas, ken e teuas he chot da wada…

Kentel : Grit vad d’ar paour evit plijout da Zoue ha n’eo ket evit kaout arc’hant an hini eo…


« Mat, va Zad, tostait ouz taol bremañ, » eme ar vamm. « Dister eo ar geusteurenn, avat, met a galon vat eo roet d’eoc’h. »

« Ho trugarekaat. Met morse ne bredimp e lec’h-all kerkoulz ha ma raimp amañ. »

Ha seu an tad Goulc’hen o lavarout ar Benedicite. Holl e krogont a-zevri gant ar pred : digor e oa ar c’halonou evit doare, hini Yann muioc’h eget nikun-all ebet. Lonka a rae, e c’hellit kredi. Met petra a c’hoarvezas ? En eun taol-kont ec’h ehanas da zibri.

« Debrit ’ta, va Zad ! » eme ar vamm.

« Debrit ’ta, » eme ar merc’hed.

« Debrit ’ta, » eme an Tad Goulc’hen.

Yann a sellas truezus ouz an Tad, o seblantout lavarout d’ezañ : N’eo ket mat ober goap e-giz-se ouz an dud.

« N’em eus ket naon ken, » emezañ, ha ne zebras genaouad-all ebet.

Lavaret ar grasou ha distalet an daol, e ya an daou vanac’h d’o gwele. Pa voent o-unan, e c’houlennas an Tad ouz Yann : « Perak ne felle ket d’eoc’h dibri, va breur ? »

« Mervel a ran gant an naon, » eme hemañ.

« Perak eta ne zebrec’h ket ? »

« Ha n’ho poa ket lavatet d’in paouez p’ho pije gwasket war va zroad ? »

« N’em eus ket graet. »

« Piou ’ta, neuze ? »

« War va hini ez eus bet eun dra bennak ivez. »

« Gwelout a rit ! »

« Ya, ar c’haz o turfurchal dindan an daol da glask e lod. »

« M’am bije gouezet !… Ne badin ket ac’han da warc’hoaz !…  »

« N’eus droug ebet. Amañ just eo bet goarnet ar pez a zo manet a-zilerc’h koan. Debrit ’ta, neuze, ha kargit ho kof dinec’h. »

« Ya, met n’eus loa ebet amañ. »

« Loa petra ? Diou a zo ganeoc’h. »

« Diou loa ganin-me ? »

« Ya, re hon tad Adam : loaiou ha fourchetezou war eun dro. »

« Ne gomprenan ket. »

« Ho taou zorn eta. Debrit gant ho taou zorn hag hastit afo, me ’zo mall ganin kousket eur banne. »

Ha Yann a gas yod d’e c’henou. Laez a oa eno ivez hag e c’helle lakaat ar boued da ziskenn.

« N’hoc’h eus ket debret a-walc’h c’hoaz ? »

« Eun tammig kreien a chom : p’am bezo e zebret e vezo leun va c’hof. »

Pa voe lipet ar chidhouarn gantañ, ec’h en em gavas Yann nec’het : kaot a oa ouz e zaouarn.

« Gwelc’hit anezo, » eme an Tad.

« N’eus ket a zour amañ. »

« Banne ebet ? »

« Ne welan ket. »

« Petra ’zo er ribot aze ? »

« Laez. »

« Gwelc’hit ho taouarn el laez, ne vezo tamm falloc’h an amann evit se. »

Lakaat a ra Yann e zaouarn er ribot hag o gwelc’hi a ra. Met neuze e voe eun abadenn-all : ne c’helle ket o zenna kuit. « Setu me tapet, va Zad, » emezañ. « Ne zeu ket va daouarn er-maez. »

« Sachit anezo ganeoc’h. »

« N’oun ket gouest. »

« N’it ket d’en em chala. Sellit ha ne welit ket eur peul gwenn du-ze ? »

« Eo. »

« Kit da skei warnañ gant ar ribot. Hemañ a dorro hep mar hag ho taouarn a vezo dieub. »

Setu Yann o vont hag o tarc’haoui ouz ar post. Hemañ ne ra na trouz koad na trouz maen hag e kouez d’an douar Kenderc’hel a ra Yann atao da skei ken eo freuzet ar ribot. Hag heñ goude d’e wele.

« Souezus eo, » eme an Tad, « n’hoc’h eus ket graet an distera trouz. »

« N’ouzon dare petra a oa eno. »

« Na n’eo ket eur peul koat eo ? »

« Na koat na maen hag huanadi a rae. »

« Petra eo ? »

« N’ouzon dare. »

« Gortozit, emaoun o vont da welout. »

Hag e kavas an Tad Goulc’hen eno eur c’horf maro, korf ar vamm aet d’ar poull da ganna ouz sklerijenn al loar. Spontet e voe ar manac’h hag heñ ha tec’hout kuit. « O ! » emezañ, « petra hoc’h eus graet ? Laza an hini a roas repu d’eoc’h ! Milliget e vezimp gant Doue ! » Teñval o fenn, e tistrojont o-daou d’ar manati.

Eno e voe lavaret da Yann e oa gouezet ne oa ket eur gwir vanac’h hag e c’helle distrei da gavout e Annaig…

…Pokat a eure d’ezi, e c’hellit kredi : « Annaig ! Annaig kaez ! »

« Yann ger, pelec’h out bet, keit-all ’zo ac’h eus va c’huitaet ? »

« Ne liviri da zen ? »

« Da biou a gav d’it ? »

« D’ar c’hlakenned dre aze. »

« Bez dinec’h. »

« Ma ! Annaig, me a zo bet manac’h. »

« Manac’h ? »

« Ya, hag e kouent ar vourc’h amañ c’hoaz. » Konta a ra e abadenn, e vuhez lean.

« Met, Yann, penaos e oas aet di ? »

« N’ouzon dare. »

« Lezel ac’hanoun intañvez, ha te beo ! »

« Me n’oun ket kaoz. »

« Marteze a-walc’h. »

« Penaos eta ? »

« Ne oas ket mezo ? »

« E c’hellen beza, siouaz d’in ! Met ha neuxe ? »

« Neuze out bet dastumet war ar ru ha kaset d’an abati d’ober pinijenn. »

« Pinijenn rust am eus graet. Soñj Annaig, chom eiz deiz hep begad na banne. »

« Kalet eo. Gant na di ken da vihana. »

« N’ac’h eus ket da gaout aon. Ne vezo ket flemmet da Yann diou wech ! Ha diwar hirio, m’hen tou dirak an heol hag al loar ha dirak holl draou ar bed, banne ebet ne c’hlebo va javed ! »

« Ra zeuio kement-se da wir ! »

« Ker gwir ha m’emaoun amañ ! »

Yann a zalc’has start d’e c’her. Berad gwin-ardant ebet ne dremenas dre e gornailhenn. Hogen ne c’houlennas ket trei kein d’e vicher laer. « Petra a rafen ? » emezañ. « M’am bije gouezet labourat e mod pe vod c’hoaz, neuze ne lavarfen ket. Met bremañ ? »

« Gwelloc’h e vije koulskoude, Yann baour. Gwech pe wech e vezi tapet, rak n’eus den ken fin ha ne gav ket e bar. »

« Ac’han di e laerin atao. An dra-se eo va buhez, klev. »


Ha Yann a gendalc’has evel diagent. Skuiz o laerez an dud, e soñjas mont da laerez diwar goust ar gornandoned.

« Pinvidik eo ar re-mañ, » emezañ ; « met pelec’h e kavin o zeñzor. War a lavarer e vezont bemnoz o tañsal war an dosenn du-ze. Marteze e klevin ganto o-unan disaouzan eus o c’huzadenn. Hag an taol ne vezo ket re-ziaes an holl da c’hoari, emichañs. Paotred fin int koulskoude, war a gonter. Met ivin oc’h ivin ! Deomp da welout. Ha pa ne gavfen seurt, ne vefen ket paouroc’h evit an dra—ze. »

Da unnek eur hanter edo Yann o vale war-du an Dosenn. Didrouz e oa pep tra d’an ampoent. E bolz an oabl digatar e tiskoueze al loar he fenn koar, hag an aezenn-noz a lakae deliou ar gwez da sourral ken sioulik ha tra.

Hanternoz nemet kard. Setu ma klev Yann eun dra bennak o wigourat. Sevel a ra e vleo war e benn. Pevar loen treut-gagn, stag ouz eur c’harr, a zo o vont e-biou. Eun den, nemet eskern anezañ, a zo peg er siblou. Krena a ra Yann evel eur bern deliou. Hogen aet eo an Ankou e-biou hep beza graet droug ebet d’ezañ. Lavaret en deus hepken, gant eur glas-mousc’hoarz : « Nozvez ha chañs vat d’it, Yann. N’emañ ket da ano war va levr evit ar bloaz-mañ c’hoaz. » Ha setu tremenet ar spes.

Hanternoz a son en tour koz. « Fu fu fu u u u ! » eme eur c’huitell.

« Petra an dra-mañ ? » eme Yann. Kerkent e sav, eus pep bod brug, eun denig ken bihan ha va biz bihan. « Biskoaz kement-all ! » eme Yann. « Ha me hag a oa eeun-hag-eeun o vont da lakaat eun azez amañ « Tapet brao e vijen bet. »

« An dañs en dro ! » eme eur vouez. Kroget eo an dud vunut dorn-ha-dorn ha, yao ! o zreid a savont ker skañv ha ker buan ma n’o gwel ket Yann o steki ouz an douar.

« Ar re-mañ eo ar Gornandoned, hep mar, » emezañ. « Bitous a-walc’h int avat. Sell, petra emaint o kana ? »

Evit gwir, kanaouenn a oa ganto :

Dilun, dimeurz, dimerc’her…
Dilun, dimeurz, dimerc’her…

« Ranezenned ! » eme Yann. « Ato dilun, dimeurz ha dimerc’her ! N’eus nemet an tri devez-se er sizun eta ? »

Hag heñ d’o c’havout. Paouez a reont, hag int d’ezañ : « Piou out ? »

« Yann Seitek diseiteget. »

« Kan d’eomp eur son bennak. »

« Kompren a ran e tleit beza skuiz o youc’hal ken aliez : dilun, dimeurz, dimerc’her. »

« Desk d’eomp eun dra-all eta. »

« N’ouzon ket da gana. Met, mar karit, e c’houitellin d’eoc’h. »

« Eur biniou a zo ganez ? »

« Na biniou na bombard. »

« Petra neuze ? »

« Ar sutig-mañ. »

« C’houez ennañ. »

« Greomp marc’had a-raok. »

« Pegement a fell d’it ? »

« Pelec’h emañ ho teñzor ? »

« Ganeomp. »

« Ganeoc’h ? »

« Ne welez ket seier ler ouz hor bandenn (dargreiz) ? »

« Eo. »

« Mat, er re-ze ez eus peziou-aour. »

« Pegemement a root d’in ? »

« Kement hag a zo enno. O leunia a raimp adarre da c’houde.

« Taolit anezo em c’hichen. »

« Dal ! »

Eun trouz sklintin, hag a blij meurbet da zivskouarn Yann, a ra ar seier en eur goueza. N’eo ket souez : trouz aour a zo ganto.

« Son bremañ ’ta ! »

« Emaoun krog ganti. »

Yann a dap peg e c’houitell ar Wrac’h. Soñj hoc’h eus, moarvat, en devoa laeret ar sutig-se. Laouen-bras e tañs ar Gornandoned endra c’hellont. Yann, dre chañs (ar chañs hetet d’ezañ gant an Ankou marteze), Yann ne skuizas ket. Kerkent ha ma tarzas goulaouig an deiz, e kanas eur c’hilhog hag e skampas ar viltañsou, ne ouezas dare Yann da belec’h.

« An aour a zo d’in ! » emezañ. Digeri a ra unan eus ar seierigou. Netra ennañ nemet eun tamm reun. En eil, reun ivez. Enno holl reun, netra nemet reun.

Droug a yeas e Yann, kounnari a reas. Tamm gwelloc’h ne voe ha distrei a rankas diliard d’ar gêr. Prederia a c’hellas war ar c’hrennlavariou-mañ : « Nep a glask kaout re n’en devez netra… Nep a venn flemma a vez flemmet. »


« Ma ! » eme Yann eun nebeud da c’houde. « Paket brao oun bet gant ar Gornandoned vil-se. Met o mammou, ar C’horriganed, a zo da nebeuta ker pinvidik hag int. Ha ma ’z afen da c’houileta da balez ar re-mañ ? » Ha Yann d’eur c’hoad bras, e-lec’h ma oa anezo hervez ar vrud. Klevout a eure youc’hadennou. « Oc’h en em ganna emaint, » emezañ. « Ra c’hoarvezo e-giz er vojenn ! Diwar-benn eun azen laeret e oa daou laer o lopa an eil war egile. E-pad ma rede an taoliou e tegouezas eun trede laer hag a gasas Rouzig gantañ… Ma teufe kement-se da wir ganin-me, na brao e vefe ar stal ! » Ha Yann etrezek al lec’h ma kleve yudadennou. Kannerezed a oa eno o c’houlenn sikour da waska o liñseriou.

« Skoazell d’eomp den mat ! » emezo.

« Rei an dorn d’eoc’h ? » eme Yann. « Memes tra. Met paeet e rankin beza. N’emañ ket ar c’hiz ganin d’ober netra evit netra. »

« Eur wech evelato ? »

« Eur wech n’eo ket atao, gouzout a ran. Koulskoude, ne rin ket. »

« Petra hoc’h eus c’hoant da gaout ? »

« Alc’houez ho teñzor. »

« Emañ aze war ar maen. Dit e vezo. »

« Dao d’ezi neuze ! »

Kregi a ra en eur penn d’al liñser hag ar gannerez er penn-all. Houmañ a wask, Yann a ra ivez. « Muioc’h c’hoaz ! » emezi…

« Start ’ta ken na zivero banne ebet ken. » Kaer a oa plantañ tro el liñser, ne baoueze da deurel dour. »

« Ne c’hellan ken ! » eme Yann.

« Koz tra a zo ac’hanout ! »

Hag hi da waska atao, ken eo gweet divrec’h Yann. Sempla a ra hemañ ha laosket eo eno hanter-varo.

« Pebez liou a zo warnout, Yann baour ! » eme e wreg d’ezañ pa zigouezas er gêr. « Na distronket out, na distruj ! Petra ’zo c’hoarvezet ganez ? »


« Paket oun bet gant eur gannerez noz. »

Ker spountet e voe Annaig ma kouezas war al leur-zi, maro mik. Setu Yann intañv. Ret e oa interri Annaig ha Yann da gavout ar sakrist (kloc’her).

« Pe hini eus ar c’hroaziou a ya ganeoc’h ? » eme hemañ.

« N’oun ket pinvidik, » a respontas Yann. « Pegment eo ? »

« A bep seurt priziou a zo, adalek netra tout betek hanter-kant skoed. »

« Ne fell ket d’in evit netra avat. Greomp marc’had, mar karez. »

« N’emañ ket ar c’hiz. »

« Eur wech koulskoude ? »

« Setu amañ eun orin, » a soñje ar c’hloc’her. « Ma vezan tapet gantañ, hen tapin ivez. »

« Pe seurt marc’had a rez ? » emezañ.

« Me a roio ar pez a dalvezez. »

« Hag, ouspenn, ar pez a dalvezez da-unan ? »

« Memes tra, » eme Yann… « Pegement a dalvezez hervez da soñj ? »

« N’ouzon dare. »

« Ne dalvezez ket muioc’h eget an Aotrou Doue ? »

« Na tost, kredabl. »

« Brokus e vezin, daoust da ze. Dal ! setu amañ tregont diner. »

« Tregont diner ? »

« Ha n’eo ket ar priz-se e voe gwerzet Jezuz-Krist ? »

« Gwir eo. »

« Ro d’in ar groaz aour eta. »

« Hag ar pez a zo ouspenn. »

« Ouspenn ? »

« Ar pez a dalvezez-te ivez. »

« E fec’h, marc’had hor boa graet. »

« Pegement a dalvezez ? »

« N’ouzon dare. »

« Ma ! me am eus eun aotrou du—mañ er c’hraou, eur pemoc’h (respet d’eoc’h). Ha muioc’h a dalvezez egetañ ? »

« Kredabl ! »

« Mat. Pemp skoed ha tri-ugent a zo bet lakaet d’in ennañ dec’h. Me a c’houlenne pemzek. Troc’homp ar c’hemm dre an hanter. Dek skoed ha tri-ugent ! »

Yann a rankas paea. Ar groaz aour a yeas evit Annaig. Interramant bras a voe graet gant eun eizveted ha kement tra-all da heul… Laouen e oa ar c’hloc’her o son ar c’hlaz rak, ouspenn an tregont diner, e chome nao skoed gantañ.


Pa glevas mamm Yann e oa intañv he mab, e yeas d’e gavout. « Deus da chom ganin bremañ, va faotr. Inoui a ri da unan. »

« Ne dan ket, » eme Yann. « Bremañ, pa ’z oun digabestr ez in da vale bro da lec’h ma troio em penn. Netra ken ne viro ouzin da vont betek ar penn-all d’ar bed. »

« Pegeit, a gav d’it, emañ ac’halen ? »

« Eur pennadig brao, hep mar. »

« A soñj d’it ? Selaou ar pez a lavare da dad pa oas bihan. Ankounac’haet ac’h eus ? »

« Ya ’vat !»

« Mat. Eun devez e c’houlennjout outañ : Va zad, pelec’h emañ ar penn-all d’ar bed ? — Heñ a respontas d’it : En da gichen. — Em c’hichen ? emezout. — Ya, emezañ. Ar bed a zo ront, evel ma ouzout pe, ma n’ouzout ket, m’hen lavar d’it. Ma ! kae d’ober tro ar bed. Mont a ri betek ar menez du-ze. En tu-all e kavi eun draonienn. Goude eur blênenn, hag eur menez, hag eun draonienn. Hag an tevenn, hag ar mor, hag an douar adarre. Hag ez i keit-ha-keit, oc’h ober an dro atao, ken… ec’h en em gavi amañ adarre… »

« A zo gwir-bater penn-da-benn, » eme Yann.

« Chom ganin hag e teskin troiou-all d’it c’hoaz. »

« Mont a ran da c’haloupat, evelato. »

Ha Yann kuit diouz e vamm, hep eur pok, hag hep eun daelenn (daeraouenn) e korn e lagad.


Kenta tra a ra Yann eo klask eur c’hoad bras. Eno ne vezo ket gwall-aes d’an archerien her c’havout. Gwir eo na ra ket nemeur a van outo abalamour ma c’hell o lakaat da zañsal gant e c’houitell. Pa voe e-unan-penn e savas aon gantañ koulskoude. « Ha ma ’z eus loened gouez amañ ! » emezañ. « Na buan e vefen lonket gant ar bleiz ! » Dres ! setu eun aneval o tont d’her c’houesa hag e tap digantañ eun taol-dant en e gof-gar. « Aiaou ! » eme Yann.

En em zifreta a ra, gwella ma c’hell, da zifenn e groc’hen. Stank e ya an taoliou treid davet al loen gouez a zo o yudal hag o skrigna e zent. Lammat a ra ouz ar paour-kaez Yann. Dre eurvad evitañ e teuas da soñj da hemañ eus galloud e c’houitell. hag ar suterez en-dro, ma ouie. Dañsal ha dañsal a ra ar bleiz, gwelloc’h eget n’eus forz pe ours. Hag e kouez a-gas d’an douar gant ar skuiz ma ’z eo. Neuze e sank Yann eur goñtell en e gof : « Setu unan ha ne dago den ebet mui ! » emezañ… « Hogen marteze ez eus re-all c’hoaz ! Gwir eo ne vezin ket trec’h d’ezo holl gant va sutig ! Met ha ma vefe unan bennak sorset en o zouez ?… »

Mont a ra larkoc’h. E-harz eur wezenn, setu eul lagad o para warnañ. C’houeza a ra en e venveg, met ne finv ket al loen eun distera. « Echu ganin ! » eme Yann. « Nann, n’eo ket c’hoaz ma c’hellan sevel er wezenn-mañ. Ne vezo ket evit dont war va lerc’h. » Ha Yann da grimpa. Azezet war eur skourr, e chom da sellout a-is d’ezañ. Emañ al lagad o lugerni bepred. « Loan vil ! » eme Yann, « Ha tec’hout a ri ? »

Ne dec’has nemet pa savas al loar. Pa voe aet e spont kuit, e tiskennas d’an traon. Klask a reas roudou treid an aneval da c’houzout petra a oa. Hogen ne gavas seurt, nemet… eur preñv-goulou !


Antronoz e oa marc’had er gêr dosta. Nebeut a dud a yeas, evit doare, rak ne dremenas nemet eur c’harr war an hent a yae a-dreuz ar c’hoad. « Ar varc’hadourez pe an arc’hant a rankan laerez emberr, » eme Yann. Diouz an abardaez, setu ar c’harr o tistrei.

« N’hoc’h eus ket eur plas da rei d’in ? » a c’houlennas Yann.

« Eo da, » eme ar vaouez a oa o vlenia ar c’harr. « Savit e-barz. »

Azeza a ra Yann en he c’hichen. Komz a ra ganti diwar-benn an amzer hag a bep seurt traou-all. Hi a selle a-gorn outañ hag he devoe eur gridienn. « Eul laer a zo ganin, » e soñje. « An dremm a zo warnañ ! Ma c’hellfen her c’has er-maez ?… »

Hag a greiz-holl : « C’hri, Margod ! » emezi.

« Petra ’zo ? » eme Yann.

« N’emaoc’h ket aes aze. »

« Aes a-walc’h. »

« Gortozit ma renkin va fanerou. »

Trei ha distrei a ra he manikinou evit o lakaat kompez. Hag e laosk unan anezo da goueza, evel hep gouzout dare d’ezi.

« Setu kouezet eur vanikin war an hent, » eme Yann.

« It d’he zapout d’in, mar plij. »

Diskenn a ra Yann. Neuze e ro ar vaouez eur pez taol-fouet da Vargod a ya kuit d’an daoulamm. Ha Yann a chom e fri war ar gloued…

« Ma ! » emezañ, an dichañs a zo warnoun abaoe eur pennad ’zo. Ret eo d’in mont da gavout ar sorserez. Hag e ya.

« Demat, d’eoc’h, mamm-goz. »

« Ha d’it, va filhor. »

« Me n’oun ket filhor d’eoc’h. »

« Petra ’faot d’it ? »

« Gwechall edo ar voul ganin ha bremañ e tro pep tra da fall. Me a garfe gouzout petra a zo kiriek da ze. »

« Digas da zorn amañ ma welin en da waziedou. »

Sellout a ra piz ha piz ouz dorn Yann, ouz ar palv, ouz ar c’hil.

« Gwir eo, » emezi. « Digouezet ez eus warnout eur maread a zichañs. »

« Penaos lakaat va flanedenn da cheñch ? »

« Gant ar c’hartou-mañ a c’hellfen gwelout. Met paea a zo ret a-raok. »

« N’eus ket eul liard toull ganin. »

« Ma, neuze ne glevi seurt? N’eo ket deuet ar c’hiz c’hoaz da labourat evit netra. »

« Me a baeo goude. »

« Tra, tra ! ar pae da c’houde ne blij ket d’in. Flemmet oun bet eur wech : ne vezin ket diou, lez da gas ! »

« Met petra a roin d’eoc’h pa n’eus ket eur siseurt ganin ? »

« Kae d’ar gêr ! »

« Hep gouzout seurt ? »

« Ya, hep gouzout seurt. »

Edo Yann o vont er-maez eus lochenn an hini goz : « Va chupenn a roin d’eoc’h, » emezañ. »

« Me ne zougen ket chupennou. N’ac’h eus montr ebet ? »

« Nann. »

« Furch da c’hodellou. Marteze e kavi eun dra bennak enno. »

« Ne gredan ket. »

« Peogwir out paour, e vezo a-walc’h an distera tra. »

Kavout a ra Yann e c’houitell.

« Sell, » eme ar sorserez : « eur sutig ganez ? Mestr laeron out eta ? »

« N’oun ket avat. »

« D’ober petra eur c’houitell neuze ? »

« N’oc’h eus ket ezomm da c’houzout. »

« Marteze a-walc’h. »

« Gant ar c’houitell-mañ e lakaan da zañsal ne vern forz piou pa blij ganin. Ma ne gredit ket, emaoc’h o vont da welout :

Eun taol sut ha souden,
Ar wrac’h gant eun abadenn ;
Eur bomm sounn ha raktal
Ar sorserez o fringal… »

Tripal ha lammat he devoa graet ar wrac’h : « A-walc’h e-giz-se ! » emezi.

« Ac’hanta ! ha kredi a rit bremañ ? »

« Ro anezañ d’in hag e klevi da blanedenn. »

« Ne roan ket da ! »

« Evel a gari. Mut oun. »

« Livirit d’in. »

« Ro anezañ. »

« Dalit. »

« Digant piou ac’h eus bet anezañ ? »

« Digant piou ? Met digant den ebet. »

« N’eo ket aet e-unan en da c’hodell evelato ? »

« Nann sur. Laeret am eus anezañ. »

« Diwar goust piou ? »

« Diwar goust eur gorrigan hag he devoa hen diskouezet d’in. »

« Diot out bet. Ma karjes beza her goulennet e vije bet roet d’it ganti. »

« Memes tra eo peogwir emañ ganin. »

« N’eo ket, filhor, tamm ebet. Neuze he divije lavaret d’it da betra eo mat. »

« Mat eo da lakaat an dud da zañsal. »

« Ha d’ober traou-all ivez. »

« D’ober petra c’houaz ? »

« Gortoz ma kontin d’it. Bet eo ar gorrigan he-unan ouz va c’havout, ha displeget he deus kement-se d’in. Me a zo o vont da c’houeza er c’houitell hag e weli. »

Kerkent e krog da sutellat ha setu Yann oc’h ober eun abadenn.

« Gwir eo, » eme ar sorserez, « ober a ra d’an daol dañsal pa vez lakaet da son. »

« Gouzout a ran. Hag ouspenn ? »

« C’houitell, » eme ar wrac’h d’ar sutig, « ra vezo eun douzier fleurennet koant war va zaol. »

Eur sutadenn, ha setu ledet war an daol eun doal kaer-dispar.

« C’houitell, ra vezo kig ouz ar ber ha gwin koz, ha mat, war va zaol. »

Kig ha gwin a zo diouz an druilh. Da c’houde e teu c’hoaz : bara, holen, pebr, saladenn, eol ha gwinegr, sukr, kafe, patatez fritet, avalou poaz, per, kouignou a bep seurt.

« Ho ! ho ! » eme Yann, « n’em eus ket ezomm da glevout va flanedenn bremañ. Roit va c’houitell d’in en-dro. Pinvidik a-walc’h e vezin bremañ gantañ pa ouzon penaos ober. »

« A-raok e oa d’it beza gouezet ! D’in-me eo ! »

« Roit anezañ d’in, pe me ho lazo, memes tra evel eul leue. »

« Chom sioul, filhor, ha kae gant da hent. »

« Va c’houitell d’in ! » eme Yann o skrougnal.

« Eun abadennig a-raok, paotr. »

C’houeza a ra ar sorserez er c’houitell hag e rank Yann bale dillo kuit.


Kenta a gavas Yann war e hent a voe eul laer-all.

« Ar yalc’h pe ar vuhez, » eme hemañ.

« Ar yalc’h pe ar vuhez, » eme Yann ivez. « Ma ’z eus eul laer ac’hanout, me n’oun ket fall kennebeut d’ober ar vicher-ze. Ne ran seurt-all abaoe va femzek vloaz. »

« Abret e krogjout ganti neuze, kenderv. »

« Ha te ? »

« Pevar miz ’zo. »

« Deomp kevret. »

« Memes tra. »

« Boutin e vezo, evel just, kement tra etrezomp. Pa vezo eun dra bennak da c’hoari e vezimp rampo atao. »

« Hep ober kazeg nep tro, me ’laka. »

« Pa c’hellimp, ne c’houitimp ket. »

« Graet ar marc’had. »

Mont a reont eur pennadig ac’hano. »

« Alo ! » eme Yann, « setu an taol kenta dioustu. Ne welez ket eur pesketaer koz o tont war-du ennomp ? Greomp e stal d’ezañ. »

Pa ’z eo en em gavet en o c’hichen : « Ar yalc’h pe ar vuhez, » emezo.

« Gedit eun tammig, mar plij, » a respont ar pesketaer.

Tenna a ra e chik eus e c’henou hag en laka e ourl e voned. Goude e furch en e c’hodell. « Deuit da gerc’hat va mouneiz, » emezañ. Tostaat a reont outañ da skrapa e arc’hant. « Da behini ac’hanoc’h ar bolod kenta ? » eme ar pesketaer en eur zispaka e bistolenn. Met an daou-all a dec’h kuit, mall war o ler, a c’hellit kredi.

« Tud digalon ! c’houen a sav en ho loerou evit eur bistolenn ! Setu aze laeron ! Ma vijec’h bet eveldoun-me e vijec’h bet gwazed ! Me n’em bez aon nemet rak eun dra, rikla d’an douar ha terri va… fenn a-dreñv ! »

Setu ma lavaras e genseurt da Yann : « Hennez eo Troc’h-Yalc’h nep mar. Diouz e brezeg hen anavezan. Mont a ran da gomz gantañ. » Hag heñ da c’hervel : « Troc’h-Yalc’h ! »

« Petra ’fell d’it ? »

« Deus amañ ’ta buan. Ni ’zo mignoned koz. »

Mont a ra Troc’h-Yalc’h d’o c’havout : « Sell ! Mestr-Krog ! » emezañ. « Penaos e ya ar bed ganez ? »

« Baoik emaoun. »

« Ha petra ’rez dre aze ? »

« Klask eur yalc’h bennak da c’houllonderi. Ha te ? »

« Oc’h ober memes tra. »

« Mont a reomp kevret evel gwechall ? »

« Mat. »

« Me a zo eur c’hamarad ganin dija. »

« Neuze e vezimp tri. »

« Feiz, gwelloc’h e vezo. »

Difoupa a ra Yann neuze.

« Pe ano out ? » eme Droc’h-Yalc’h.

« Yann. »

« An dra-ze n’eo ket eun ano eo. »

« Gant va faeron eo bet roet d’in. »

« Ha piou oa da baeron ? » eme Vestr-Krog.

« Yann ivez. »

« Petra ’oa ? »

« Laer. »

« Pelec’h edo o chom ? »

« E Stank-ar-Wrac’h. »

« E Stank-ar-Wrac’h ? Pegeit ’zo abaoe ? »

« Eur pemp bloaz warnugent bennak. »

« O ! » eme Vestr-Krog, « te eo va filhor neuze. Te ’zo mab da Janed ha da Ber ? »

« Dres. »

« Va filhor ker ! »

Pokat a reont an eil d’egile.

« Hañ ! » eme Droc’h-Yalc’h, « setu kavet da niz ha da filhor ganez. Ha gouzout a oar e vicher ? »

« Gouzout mat, paotr. Ganin eo bet teski. »

« Neuze n’eo ket souez. »

« Mat, me ’soñje d’in n’en divije ket gellet deski ervat morse. Met ni eo a veze flemmet gantañ bep tro, an orin a oa anezañ ! »

« Mat tre. Hemañ eo Yannig neuze ? »

« Evel ma welez. »

« Eun den gouest ha ouesk a zo anezañ. Mont a ray mat ar stal ganeomp hon-tri, arabat kaout aon ! »


Ne d’an ket da gonta d’eoc’h penn-da-benn ar pez a reas an tri laer-mañ. Re-hir e vefe dre ar munud, skuiza a rafec’h hep mar ouz va selaou hag e krazfe va gourlañchenn, nemet eur banne sistr mat ha yac’hus ho pefe da rei d’in.

Daoust ma voe lesanvet Kraban-Dir gant e zaou genseurt, e kendalc’hin d’ober Yann anezañ evel diagent.

Eun deiz ma oa fall ha rust an amzer, e rankas va laeron chom en o zoull. Petra d’ober, pa vezer dilabour o waskedi en eun toull, nemet savarat ? Ha setu pe savar a voe ganto :

« Filhor, » eme Vestr-Krog, « dibun d’eomp eun dra bennak. »

« Mar gellan e tivunin. N’oun ket marc’h koulskoude. »

« Intentet fall ac’h eus. N’eo ket divuna hogen dibuna pe gonta eo a lavaran d’it. »

« Memes tra. Met petra ? »

« Eur marvailh bennak. »

« M’am bije gouezet. »

« Ne ouzout hini ? »

« Tra. »

« Lavar neuze, te, Troc’h-Yalc’h. »

« Lavar da-unan. Te a zo eur c’hog. »

« N’oun ket gwall vaout war an traou-se, hag hirio n’emaoun ket war va zu. »

« Kae atao. »

« Ma ! Berr e vezo ar gaoz ganin, berr kenañ. »

« Keit hag eul lost-leue… He ! filhor, pet lost-leue a vefe ret astenn etre amañ ha Paris ? »

« Eun toullad mat, kredabl ! »

« Leue da-unan !… Unan hepken ma vefe hir a-walc’h. Alo ! pe seurt marvailh a gontin d’eoc’h ? Feiz, istor unan eus hor c’henvreudeur.


Eur wech e oa eun den hag a reas e soñj da vont da bardona da Sant Jakez a Gompostel, e Bro-Spagn. Arc’hant en devoa, eun tokad mat, ha gant aon ez ajent gant unan-bennak eveldomp-ni, e c’houlennas ouz eur mignon o mirout d’ezañ keit ha ma vije oc’h ober e dro. An den-mañ o c’hemeras ha setu ar beajour o vont en hent, dinec’h e spered ha laouen e galon.

Petra a c’hoarvezas gantañ e-doug e droiad e pell bro ? N’oun ket evit lavarout, rak n’ouzon seurt diwar-benn kement-se. Hogen distrei a reas d’ar gêr a-benn eur c’hrogad amzer, hag heñ ha goulenn e arc’hant, na petra ’ta ! Egile avat ne felle ket d’ezañ renta ar pez a oa bet fiziet ennañ.

« O c’huzet em eus, » emezañ, « ha n’em eus tamm soñj ken e pe lec’h. Dalit ar vaz-mañ mar karit. »

« Va arc’hant eo a rankan da gaout ha n’eo ket eur vaz eo. Da c’hervel a rin dirak ar barner. »

« Ha neuze ? Pelec’h emañ da destou ? »

« Hor Salver war e groaz a oa test. »

« Eur pez kaer evit se ! »

Hag int d’al lez-varn : « Hervez ma lavar, » eme ar barner « en deus roet an den-mañ arc’hant d’it da virout d’ezañ e-keit ha ma vije o vont da Sant-Jakez a Gompostel. Ha gwir eo ? »

« Ya, gwir eo. »

« Pelec’h emañ an arc’hant ? »

« O c’hinniget em eus d’ezañ, met ne felle ket gantañ o c’hemerout. »

« Kinniget ac’h eus an arc’hant d’in, gaouiad divergont ma ’z out ? Gant an douar e tlefes beza lonket ez-veo ! »

« Mat, aotrou barner, ker gwir eo ar pez a lavaran ha m’emaon me va-unan amañ dirazoc’h. »

« Ha sevel a reot ho torn, dirak ar groaz, da doui kement-se ? »

« A galon vat. »

« Grit neuze. »

Rei a ra an hini tamallet e vaz da zerc’hel d’ar pardoner. « Toui a ran dre va le, » emezañ en eur sevel e zorn, « beza kinniget e arc’hant d’an den-mañ ! Toui a ran emaint gantañ ! »

« Ganin, pez divez ? »

« Arabat kunuja den ebet, » a lavaras ar barner. « Mat eo, » emezañ goude d’egile. « Ha bremañ, it kuit. »

« Ar vaz d’in, » eme an touer.

« D’ho tamaller eo ! » a c’hourc’hemennas an den a lezenn.

Ruzia a reas egile betek beg e ziskouarn : « Tapet oun ! » emezañ.

« Evel just, » a zistagas ar barner. « Digasit d’in ar vaz amañ ! »

Roet e voe d’ezañ hag e zerri a reas etre daou damm. Tiñk-dirliñk e kouezas ar peziou melen war an douar…

Dizoloet en devoa ar barner taol-gwidre ar paotr fin.


« Ar barner ne oa ket eur paotr sot anezañ, » eme Droc’h-Yalc’h. « Ma ! me ivez am eus bet c’hoariet d’eur beleg eun dro re-bar da hounnez.

« Laer oun bet a-viskoaz, evel ma ouzoc’h. Mat, eur wechad ez is da gofes. Digoret en doa ar beleg an drafig pa zeuas eur machigod (kurust) d’e glask. Raktal e yeas gantañ d’ar sakristiri. Chom a ris va-unan er gador-gofez, hogen, inouet o c’hedal, e sellen a bep tu d’in. Ha me gwelout montr ar beleg. E dapout ne oa tamm diaes ebet ha setu m’hen lakais em chakot. Pa voe distro va c’hofesour, e kinnigis d’ezañ e vontr.

« Kasit-heñ d’e berc’henn, » emezañ.

« Dalit, » emeve adarre.

« Roit-heñ d’e berc’henn, a lavaran d’eoc’h. »

« Ne fell ket d’ezañ e gemerout. »

« Mirit-heñ neuze. »

Ar pez a ris, na petra ’ta !

« Brao avat, » eme Vestr-Krog. « Eur mailh a zen a zo ac’hanout. Kont d’eomp eun dra bennak-all c’hoaz. »


Eul Leoniad a yeas eun deiz da di eur marc’hadour-levriou. E Bro-Leon du-ze,e lavaront euriou e-lec’h levriou.

« Deuet oun, » emezañ, « da brenañ eun euriou. »

« Sac’hellog daonet a zo ac’hanout ! » eme ar marc’hadour. « Er-maez ! ha buan ! N’eo ket em zi eo dont d’ober goap ac’hanoun ! Ha kavout a ra d’it oun-me an Ankou, pe an Amzer ? Goulenn euriou da brena ! Kemer war da amzer gollet hag e kavi euriou a-walc’h ! »

Rankout a reas al Leoniad kerzout kuit hep e « euriou »…


Eul Leoniad-all a yeas da Gemper da brena eun ebeul. Er gêr ma oa en em gavet e welas, war ar plas-foar, eur vaouez krog e penn eun ebeul bloaz. « Pegement ar bouch ? » emezañ. Kement a zroug a yeas er vaouez a klevout e gomzou, ma tic’halas eur pez flac’had gantañ en en eur lavarout : « Daoust ha bouchou a c’houlenner diganr merc’hed onest ? »

« Me a baeo anezañ. »

« Daoust hag e vez gwerzet an traou-se ? Eur bouch, paotr vil mez-e-welout, a vet roet ; gwerzet, avat, ne vez ket ! »

Ne gomprenas ket al Leoniad. Perak ivez mont da Gerne da glask bouchou ?… Dleet a oa d’ezañ beza gouezet a-raok n’eus kemm ebet eno etre eur bouch hag eur pok…

Ha va Leoniad da Vro-Dreger. E vouch a ranke da gaout « Pegement ar bouch ? » emezañ d’eun tieg.

« N’eo ket amañ emañ plas ar bouchou, » eme heman. « Du-ze en tu-all d’ar saout, e-touez an deñved. Eno e kavi bouchou a-walc’h ha tammou triakl (regaliz) ront dindano. »

E Treger, eur bouch hag eur c’havr a zo ar memes tra.

Sellout a reas hon den etrezek an tu ma lavared d’ezañ ober, hag e welas eno dimezelled kerniel hir. « N’eo ket eus ar seurt-se a fell d’in, » emezañ, « hogen eus ar seurt-mañ eo. » Hag e tiskoueze an ebeul.

« A ! » eme an ozac’h, « eun eal eo emaout o klask ? Neuze e oa d’it beza lavaret ! »

« Eun eal ? » a respontas egile gant souez. « Met me soñje d’in e oa ar re-ze speredou pur na c’hellomp ket da welout gant hon daoulagad, na touch outo gant hon daouarn. »

« Genaoueg ! en neñv eo emañ ar seurt-se ! Hemañ avat a zo ganet du-mañ hag e vamm a c’helli gwelout eno pa gari ! »

Ne gredas ket al Leoniad e c’helle eur gazeg trei eun eal. Ma ! kontant pe get, e Bro-Dreger e c’hoarvez kement-se…


« D’az tro, filhor, » eme Vestr-Krog. « Bremaik e felle d’it divunadennou. Ro d’eomp unan-bennak. »

« N’ouzon ket ar seurt traou-se. »

« Da dad a oa pabor warnezo koulskoude. »

« Mat. Divun d’in eun divunadenn :

A c’holo an douar penn-da-benn
Ha ne c’holo ket eur feunteun ? »

« An erc’h eta. »

« Me am eus eun armelig wenn
Hep toull-alc’houez na prenn ? »

« Eur vi. »

« O ! c’houi a oar kement hini. »

« Lavar atao. »

« Eur gleuzenn fao put
Leun a eskern-tud ? »

« Hag a gig ivez ! Eur votez. »

« Petra eo an diaesa da zerc’hel war veg eun ibilh ? »

« An avel-draon. »

« N’ouzon nikun-all ebet ken. »

« Ma ! Divun d’in eun divunadenn, te ivez :

Uhel pignet, fall wisket
A laka ’r wrac’h da redet ? »

« Pignet uhel… gwisket fall… » eme Yann, « hag a laka ar wrac’h da redet… N’oun ket evit kompren. »

« Ma, ivez ! Ar c’hloc’h. Ha n’eo ket pignet uhel ? »

« Eo avat, en tour. »

« Ha gwisket mat eo ? »

« N’eo ket. Noaz-ran e vez atao. »

« Ha pa son ? »

« E red ar wrac’h koz… Gwir eo. »

« Unan-all c’hoaz : Perak e rank ar saout mont e-kichen ar c’hleuz da zisheolia ? »

« Abalamour ma klaskont eul lec’h fresk ha distan. »

« Diod ! Peogwir ne da ket ar c’hleuz d’o c’havout, e rankont mont en e gichen evit tostaat outañ. »

« Ma ! » eme Yann alvaonet.

« Kont kement-mañ : Tri bemp = pemzek, ha daou = seitek, ha tri = ugent. »

» Tri ha pemp a zo eiz ; ha pemzek a zo tri warnugent ; tri ha daou, pemp warnugent ; ha seitek, daou ha daou-ugent ; daou ha daou-ugent ha tri-ugent a zo daou ha pemp-ugent. Mat, daou ha kant. »

« Deuet eo ganez, » eme an daou-all o c’hoarzin ken a frail o genou.

« N’eo ket mat ar gont ? » eme Yann.

« Seitek out atao filhor, » eme Vestr-Krog. « Ugent a ra an dra-ze ha netra ken. Konta a raen va-unan en eur lavarout d’it ar c’hementadou. Tri bemp, teir gwech pemp, a ra pemzek, n’eo ket ’ta ? »

« Ya, avat. »

« Pemzek ha daou a ra seitek, seitek ha tri a zo ugent. »

« Gwir a-walc’h eo. »

« Gwir rik. Kalz a chom ganez da zeski c’hoaz. Met, dre eurvad, ez eus eul laer dispar ac’hanout. Gwelloc’h eo an dra-ze eget hor c’hoñchennou, neketa Troc’h-Yalc’h ? »

« Brigadier, ar wirionez a zo ganeoc’h. »

« C’hoariomp da gousket bremañ. »

« Emaoun krog ganti pell ’zo. Noz vat, huñvreou kaer, eun tammig chañs hag avel greñv ! Toutou ! toutouig la la ! Moredi a ran. Grit kement-all dillo ! »


…A-benn eur pennad e savas Troc’h-Yalc’h.

« Ma ! » emezañ, « n’oun ket evit serri lagad ebet. »

« Laosk ac’hanomp evelato, ha chom da ober ged aze. »

« Ya, da ziwall an avel dirollet hag an dour-bilh ! Selaouit, emañ an diaoul o c’hoari ’r c’hilhou. »

« Feiz ! Strakal a ra ar gurun. »

« Ma ! paouezit da gousket peogwir ne chom ket sarret va daoulagad. »

« Te a zo eur c’hristen a zen ac’hanout, avat ! Ne soñjez nemet ennout da-unan !… Kont eun dra bennak d’eomp neuze. »

« Memes tra. Istor ar Bleiz hag al Louarn. »

« Istoriou a-walc’h am eus-me klevet diwar-benn an daou-se. »

« N’ac’h eus ket klevet houmañ evelato ! N’eus ket eiz deiz c’hoaz abaoe ma ’z eo bet c’hoarvezet ar pez a zo enni. »

« Ranezenn ! Lavar atao : aesoc’h a ze ne vezo ken d’in da gousket. »


Eun deiz edo Laou ar Bleiz ha Lan al Louarn o-daou o vale bro. Setu ma kavjont eun dorz-vara war an hent. Gwelloc’h e vije bet ganto, hep mar, kavout eur penn-yer pe zaou. Hogen, pa ne oa ket a gig, e oa ret mat tremen gant bara nemet ken.

« Bep a hanter-torz da bep hini ac’hanomp, » eme Laou.

« Perak he zroc’ha etre daou damm ? » eme Lan. «  Mignoned vat a-walc’h omp, emichañs, evit kaout fiziañs an eil en egile ? »

« A dra sur. »

« Mat. Kuzomp hor bara neuze ha, p’o devezo hor bouzellou ezomm a voued, ez aimp d’an dorz hag e kemerimp bep a damm. »

« Evel-se bezet graet, » eme Laou.

Hag int d’o labour. Eur parkad gwiniz o doa da c’hounit. A-benn eur pennad, setu ar c’hloc’h o son.

« Ged amañ, Laou, » eme Lom. « Emeur ouz va gervel da vont da baeron. »

« Kae ’ta, neuze. Goude e liviri d’in pe seurt ano az pezo roet d’az filhor. »

« Ya, ya, bez dinec’h war gement-se ha torr douar atao. »

Ha Lan en hent. Pa voe distro : « Pe ano eo da filhor ? »

« Boulc’h. »

« Morse ne glevis hevelep ano. E pe levr ac’h eus her c’havet ? »

« N’em eus ket soñj ken. »

Tapout a ra Lan krog en e bal hag al labour a ya en dro. Setu ar c’hloc’h o son eur wech-all. « Eur filhor-all, » eme Lan.

« Kae ha lavar e ano d’in. »

Graet eo e dro gant Lan. « Pe ano eo ? » eme Laou.

« Hanteret. »

« Enterret ? »

« Ro amzer d’ezañ da veva eun tammig da vihana. N’eo ket enterret eo, hanteret. »

« Ma, eun ano fentus eo. N’emañ ket war an almanag, a gredan. »

« Labouromp a-zevri, evelato. »

« Dal ! » emezañ a-benn eur pennadig, « setu ar c’hloc’h adarre ? Ne baouezo ket hirio eta ? Mont a ran. »

Pa voe deuet Lan en-dro : « Pe ano an taol-mañ ? » a lavaras Laou.

« Palevarz. »

« N’anavezan ket ar sant-se. »

« Te n’out ket bet er skolachou, kennebeut, eveldoun-me ? »

« Gwir eo. Ha galvet e vezi c’hoaz ? »

« Ha pa sonfe ar c’hloc’h hanter-kant gwech-all, ne din nemet eur wech ken… Selaou ’ta ! Ne glevez ket ? Emañ o tintal. Mont a rankan. Ne vezin ket keit an dro-mañ. Gouzout a ran mat bremañ penaos e vez graet. »

« Devez ar badeziantou a zo hirio evit doare ? »

« Eur wech-all bennak e vezo da dro-te, Laou. »

« Ne gav ket d’in. »

« Kenavo bremaik. Emañ graet hon labour demdost. »

Ne zaleas ket Lan pell bras. Kerkent ha ma voe distro : « Pe ano ? » eme Laou. — Man ne van… (Ne chom netra), » a repontas egile. Aet a oa an dorz en e gof, e gwirionez.

« Mantrus out gant da anoiou… Deomp da zibri eur begad bremañ. Labouret mat em eus hag evel ma ouzout :

Ar gwella bara da zibri
A vez gounezet o c’houezi. »

« Deomp, » eme Lan. Hag int d’o c’huzadenn.

« Sell ! » eme Laou, « n’emañ ket an dorz amañ ken. »

« Ar c’hi brein ! » eme Lan. « P’edon o tont eus an iliz, e welis eur c’hi aze. Al loen divergont ! Gantañ e rank beza aet ar bara ! »

« Hag e rankimp chom war yun bremañ ? »

« Evidoun-me ne chomin ket, tankerru ! Setu eur pesketaer o vont e kêr gant e varc’hadourez. Kavout a rin an tu warnañ. »

« Ha me ? »

« Te a ray eveldoun, mar karez. »

Gourvez a eure e-kreiz an hent bras, oc’h en em rei evel m’hen divije graet maro bihan. Ar pesketaer her gwelas, evel just. « Sell ! » emezañ, « eul loen lazet. Kignet e vezo hag e werzin e groc’hen eun dornad mat. » Tapout a ra peg e Lan d’e deurel er c’harr. Ne finv ket al loen nemeur, na petra ’ta ! Hogen, e-keit m’emañ ar pesketaer o klask tana e gornad-butun, e stlap al louarn pemp pe c’houec’h pesk er-maez. Gwall-c’hleb e oa ar butun evit doare, rak ne groge ket an tan ennañ. Setu ar pesketaer oc’h en em lakaat d’e chika, en eur gana ken na vouzare. Neuze e lammas Lan kuit eus ar c’harr hag e yeas da zibri e besked.

Gwelet en devoa Laou penaos e oa bet en em gemeret e genseurt. « Mont a ran d’ober heñvel, » emezañ. Setu ma voe kavet ivez gant ar pesketaer, war an hent bras. « Eun devez mat evidoun ! » emezañ. « Eur c’hroc’hen louarn hag eur c’hroc’hen bleiz. » Pa ya da deurel Laou er c’harr, e-kichen Lan, ne gav ket hemañ. « Da belec’h ’ta eo aet ar furlukin-all ?… Ho ! ho ! ha va fesked brava ivez ! Beo e oa, war a welan bremañ ; ha tapet oun bet gantañ. Gant hemañ, avat, ne vezin ket ! » Hag e tarc’haouas eur mestaol gant Laou en e ividig. Kerkent e laoskas ar bleiz paour e huanad diweza…


« Setu savet an heol ha tavet ar glao hag an avel. Deomp en hent. »

« Hag hirio, » eme Droc’h-Yalc’h, « emañ ar foar goz. Na pegen aes ober hor micher ! Ne zeu ket ar vicher-mañ digant Doue, kredabl, pa ’z eo gwir e lavar :

Laerez na mirout madou den
Gant gouiziegez ne ri biken.

« Setu aze eur gourc’hemenn fentus avat ! Laerez gant gouiziegez a zo difennet. Laerez sot n’eo ket marteze ? »

« Arabat goapat war an traou-se, » eme Vestr-Krog. « Gant gouiziegez a zo da lavarout : o c’houzout… pa ouzout… »

« Ret e vije beza lavaret sklaer, petra ! Me, pa laeran, a glask laerez atao gant gouiziegez, gant finesa, gant ijin. Sellit, ha bremañ e welot ho-taou. Ha gwelout a rit eun den o tont du-ze ? Mat ! me a laero ar c’havrig a zo gantañ. »

« Me a laero e varc’h, » eme Vestr-Krog.

« Ha me ? » eme Yann, « petra a laerin ? Ne chom netra gantañ ken.

« Te a chomo da sellout. »

« Hola !… E zilhad a laerin. »

« An dra-ze ne ri biken avat. »

« Gwelet a vezo… Emañ tost. »

Mont a ra buan Mestr-Krog ha Yann gant an hent, a-raok an den a zeu etrezek enno, e-keit ma ya Troc’h-Yalc’h da guzat a-dreñv eur c’harz-spern. Setu Kouer o vont e-biou war gein e inkane. Hemañ a zo stag ouz e lost, gant eur pennad korden, eur c’havr eur c’hloc’hig en-istribilh ouz he gouzoug. Ha Troc’h-Yalc’h da gerzout war o lerc’h. Tenna a ra ar c’hloc’hig digant ar c’havr hag her staga a ra ouz lost al loen-kezeg. Hag heñ kuit didrouz gant al loenig barvek. Son a ra ar brizilhon evel diagent ha Kouer ne oar seurt.

« Graet e daol gant Troc’h-Yalc’h, » eme Vestr-Krog, « d’am zro bremañ. » Setu egile o tont. « Hola ! » a lavar Mestr-Krog d’ezañ, « perak ez eus eun ourouler ouz lost da jao ? »

Trei a reas Kouer e benn hag e welas e oa aet ar c’havr digantañ. « laeret eo bet va gavr ! » emezañ.

« Hañ ! » eme Vestr-Krog, « da c’havr marteze eo am eus gwelet o vont gant eun den, er c’hoad du-ze ? Tres laer a-walc’h a oa warnezañ, hep gaou. »

« Eur c’havr vriz ? »

« Just. »

« Derc’hel a rafec’h va marc’h e-keit ha ma vezin o vont war-lerc’h al laer ? »

« Ober a-walc’h. »

Ha Kouer gaez war-du ar c’hoad. Ne gav tres eus e c’havr. Pa zeu en-dro, loen-kezeg ebet mui. « Allas ! » emezañ, « setu me tapet avat ! Ha, koulskoude, marteze n’oun ket. An den-se, moarvat, aet skuiz ouz va gortoz, a zo aet atao gant an hent. Deomp ivez. »

Tremen a ra e-kichen eur puñs. Emañ Yann eno, o ouela. Goulenn a ra Kouer outañ : « Perak emaout o leñva e-giz-se ? »

« Bremaik, p’edon o tenna dour, eo kouezet va yalc’h er puñs. Revinet naet oun ! Penaos e rin foar bremañ ? Na skandal (gourdrouz) ha kann am bezo emberr du-mañ ! kerkoulz eo d’in mont d’en em grouga ! »

« N’a ket, paotr paour ! D’an ifern ez afes rag-eeun ! »

« Petra d’ober neuze ? »

« Petra a roi d’in hag ez in da dapout da yalc’h ? »

« An hanter eus ar pez a zo enni.

Pa vezer e tro da goll,
Gwelloc’h hanter eget holl. »

« Gwir eo. Mont a ran eta. »

Diwiska a ra e zilhad hag e tiskenn er puñs penn-da-benn gant ar gordenn. Pa voe en traon, e tec’has Yann kuit gant e zilhad. Edo an daou-all, pelloc’hik o c’hedal. « Ac’hanta ? » emezo.

« Graet an taol, » eme Yann. « Setu ! »

Hag e tiskoueze eur bakadenn.

« Setu eun devez mat, » eme Vestr-Krog. « Met gwerza a vezo ret bremaik. »

« Evel just. »

« Ranna a raimp an arc’hant etrezomp ? »

« Gwelloc’h eo, gant aon e vefe tapet hini pe hini ac’hanomp. »

Hag int war-du ar vourc’h, d’ar foar.

« Alo ! » eme Droc’h-Yalc’h, « peogwir emaoun e tro da c’hoari hirio, klaoustre e roin eul lein a-zoare d’eoc’h evit netra. »

« Marc’had mat sur, » eme Vestr-Krog. « Koulskoude, me a zigaso ar gwin. »

« Ha me ar bara, » eme Yann.

« Ar stripou hag an traou-all war va c’hont neuze. N’ho pezo nemet asanti gant ar pez a livirin. Goude-ze e raimp eur c’hofad c’hoarzin. »

« C’hoarzin a-walc’h a ran dija gant ar soñj hepken, » eme Vestr-Krog.


Er vourc’h emaint bremañ, en eun ostaliri. « Ha preda a c’heller ? » eme Droc’h-Yalc’h.

« Ya da. »

« Petra ’zo ? »

« Soubenn ha stripou. »

« Eun tamm kig sall ivez pe silzig ha fourmaj ? »

« Mar karit. N’hoc’h eus nemet lavarout. »

« Mat. Digasit d’eomp atao eus ar pez a zo. Goude-ze e welimp. »

Yann a ya da di eur bouloñjer : « Eun dorz-vara a c’houec’h lur, » emezañ.

« Dalit ! Triouec’h gwenneg eo. »

« Da Yann ar Velin eo an dorz. »

« Mat neuze. Eur c’hoch (eun ask) ez an da ober en e goadenn. »

Mestr-Krog a ya d’eun ostaleri-all. « Teir boutailhad gwin ruz mat ha teir galopinad kognak, » emezañ. Roet eo d’ezañ ar pez a c’houlenn hag heñ er-maez. An ostiz a zeu d’e c’hervel.

« Petra ? » eme Vestr-Krog. « A ! ya, ankounac’haet em eus kemerout va mouneiz. Eur pez ugent real am eus roet d’eoc’h. »

« D’in-me ? »

« Ya, unan Napoleon trede eo zoken. »

« Mat ! Ar gwin a zo nao real hag ar c’hognak pemzek gwenneg. Dalit, setu eur rolled a eiz real. »

« Trugarekaat ha kenavo ar wech-all. »

« Digasit ar boutailhou en-dro avat. »

« Na petra ’ta ! »

Hag an tri louarn ouz taol. Leina a reont gwelloc’h eget n’o devoa graet biskoaz. Pa voe evet ar c’hafe e c’houlennas Troc’h-Yalc’h : « Pegement eo ? »

« C’houec’h skoed, » a respontas an ostiz.

« Mat, » a lavaras Troc’h-Yalc’h en eur gas e zorn d’e c’hodell.

« Me eo a baeo, » eme Vestr-Krog.

» Tra, tra ! me eo a dle ober, » eme Yann.

« Me eo, » eme Droc’h-Yalc’h.

« Me eo, » eme Vestr-Krog.

« Me eo, » eme Yann.

Ober a reont van d’en em ganna. An ostiz a zo o klask mirout outo. Hag heñ d’ezo : « N’eus forz piou. Tennit plouz berr. » — « Gwir eo, » eme Droc’h-Yalc’h. Tapout a ra tri damm kolo. Met ne zigouezas ar blouzenn verr gant nikun anezo, rak keit-ha-keit e oant, o zeir. Ha chipotal a reont adarre da c’houzout piou a baeo.

« Me a oar penaos gouzout, » eme Droc’h-Yalc’h.

« N’eo ket re abret, » eme an ostiz.

« Setu amañ. Mouchomp e zaoulagad d’an ostiz. Klask a ray lakaat an dorn war unan ac’hanomp. An hini a vezo paket gantañ a ranko paea. »

« Mat sur, » eme an daou-all.

Mouchet eo an ostiz ha trei a ra war-lerc’h an tri-all, en dro d’an daol. Eur voutailh hag eur werenn a zo torret. « An traou-mañ a vezo da baea ivez ! » — « Ya, ya, » eme ar baotred vrao.

A-benn an eil tro e ya Troc’h-Yalc’h er-maez. A-benn an deirvet, setu Yann o vont ivez. Ober a ra Mestr-Krog diou dro-all hag heñ kuit da heul e genseurted.

O klevout kement a cholori war-laez, e sav gwreg an ostiz d’an nec’h. Tapet eo gant he gwaz. « C’houi a baeo ! » eme hemañ.

« Genaoueg ! » emezi. « Ha bremañ emañ ar mare da c’hoari mouchig-dall ? »

« Sell, te eo Fin ? »

« Mul bras ! Te eo a baeo hep mar. An tri-ze a zo pell ac’han bremañ. »

« Va Doue ! flemmet brao oun bet gant an istrogelled-se. Ha me roet d’ezo eul lein ker mat-all ! »

« A-benn eur wech-all e vezi furoc’h. »

« Bez dinec’h. Skiant prenet a zo mat da virout. »

« Kerik mat eo koustet d’it. »

« En em dapout a rin diwar goust ar re-all : eun tamm nebeutoc’h e pep plad hag eur banne bihanoc’h e pep gwerenn. »

« Me a soñje d’in az poa lavaret beza leal atao ? »

« Ni a welo. »

« Laerez na mirout madou den… »

« Ne rin ket kennebeut. Me a lavaro eo keraet an traou. »

« Gaou ebet ne liviri. »

« Petra a rin neuze ? »

« Gwerza muia ma c’helli e pep onestiz… »


« Bremañ, » eme Droc’h-Yalc’h, « eo poent d’eomp ober arc’hant eus hon traou. » Ha pep hini anezo kuit gant e dra.

Bec’h d’ar foar beza krog da vat, setu an archerien, eur c’houer d’o heul, oc’h ober eun droiad dre douez an dud hag al loened.

« Petra o deus laeret diwar da goust ? »

« Eur c’havr, eur marc’h ha va dilhad. »

« Da zilhad ivez ? Fentus a-walc’h eo kement-se. »

« Setu amañ penaos. » Ha Kouer da zisplega an troiou c’hoariet d’ezañ.

« Hag anaout a rafes al laeron ? »

« Ma n’o deus ket cheñchet giz. »

« Ha da loened ? »

« Mat tre. »

Mont a reont da blas ar c’hezeg.

« Emañ va marc’h aze, » eme Gouer. « N’eo ket da hemañ, koulskoude, e oa bet roet ganin da ziwall. »

« Pegeit ’zo emañ al loen-mañ ganez, va den mat ? » a c’houlennas an archerien.

« Em marchosi eo ganet. »

« Ha pelec’h emaout o chom ? »

« E Skrab-ar-Yar. »

« N’eus nemet gevier ganez ! » eme Gouer. « Te a lavar emañ al loen-kezeg-mañ du-ze abaoe ma ’z eus anezañ ? »

« Hag emañ ivez. »

« Neuze e ouzout, » eme Gouer adarre, en eur soucha daoulagad al loen gant e zaou zorn, « pe lagad d’ezañ a zo fall. »

« E lagad kleiz, » a respontas Troc’h-Yalc’h ken dinec’h ha tra.

« Archerien, » eme Gouer, « ha n’em boa ket lavaret d’eoc’h ? Hemañ a zo unan eus al laeron ! »

« Gwir eo, » emezo. « Gaouiad vil ! al loen-se a zo sklaer-dour e zaoulagad. »

Lakaet eo ar minotezou da Droc’h-Yalc’h.

En eur vont da blas an deñved e tremenas Kouer hag an archerien dre blas an dilhad koz.

« Tregont skoed a rankan da gaout evito, » eme eun den eno.

« M’ho pefe tregont lur ne vefe ket fall. »

« Tregont skoed ? »

« Dek. »

« Pemp warnugent ? »

« Dek. »

« Ugent ? »

« Liard ebet, » eme an archer. « Ar re-ze a zo dilhad laeret ! »

« Laeret ? Ar re-ze eo dilhad va eontr Fañch Chapel-ar-Viou, Doue d’e bardono ! »

« Me a zo tonton d’it neuze, paotr-e-yalc’h-er-puñs, » eme Gouer. « Ar re-ze eo va dilhad. »

« N’em eus anaoudegez ebet ac’hanoc’h. »

« Ne lavaran ket, met da anavezout a ran-me mat-kenañ. »

Ha chadennet Yann d’e dro.

« Ho ! ho ! » eme an archerien, « mat tre e ya an traou. Ne c’houitimp ket war egile kennebeut, kredabl bras. »

« Emañ aze ouz taol, » eme Gouer.

Gwerzet en devoa Mestr-Krog ar c’havr hag edo o vont da douch an arc’hant. Kouer eo o c’hemeras hag egile a voe ereet e zaouarn d’ezañ.

Ha setu va zri laer er prizon.


Barnet e voent, eur pennad da c’houde. Graet o devoa eun niver bras a dorfedou, hervez kalz testou diredet eus pevar c’horn ar vro. Ha setu ma voent kondaonet d’ar galeou.

« Va mab ! va mab paour ! na kalet eo ar pez a c’hoarvez ganez ! » eme vamm Yann, deuet ivez d’al lez-varn.

« Tec’hit pell diouzin, mamm fall ! » eme Yann. « Piou a zo kiriek d’in da veza amañ ? Piou, e lec’h va lakaat da suja, a rae noilh d’in ? Piou am c’hasas da zeski beza laer ? » Koueza a eure ar vamm, semplet, hag e varvas, nebeut da c’houde ar fallaenn-se.

Ne chomas ket beo gwall-bell an tri laer er galeou. Pardon a c’houlennjont digant Doue eus a-greiz o c’halon ha, moarvat e roas an Aotrou digor d’ezo en e balez kaer.

Chañs vat d’eomp holl da vont di !


Ar Vro (adalek here 1908
betek genver 1910).

Courrier du Finistère (adalek
genver betek ebrel 1911).