Gwechall e oa eun den santel, eur manac’h hag a rae, eus an eil penn d’an deiz d’egile, vad d’ar beorien ha d’ar re glañv.
Koz ar c’hosa e oa, ha ne oa nemet gwelloc’h a ze : kalon ar re goz a zo tenerik. Mall ha mall a veze atao warnezañ da rei skoazell d’an dud. Brudet e oa rak-se e pell-bro, ha dont a rae tud eus a dregont leo hag ouspenn da c’houlenn perz en e bedennou mat. Ganto e tigasent aluzenou da rei d’al lean. Hemañ avat ne vire ket eun diner war e ano e-unan ha kement a gemere, gant eun dorn, a rede, dre an dorn-all, davet eur paour-kaez bennak.
Morse, nemet Mab Doue e vije, ne voe den ker mat-all war an douar…
E-giz e lec’h-all, tud a varve er vro-se, hag evit doare e stad vat, rak pignat a raent war eeun d’ar Baradoz. Diouz ar mintin, eun devez hañv, sant Per a wel eun ene e sevel herr war-du e zor. Hag e dal ha diroufenna, ha raktal e alc’houez a zo er potailh, ha dibrenn eo an or. Hag heñ :
« Deuit tre eta, va mignon. »
« Bennoz an Dreinded sakr warnoc’h, aotrou Sant Per. »
« Ha warnoc’h ivez. »
Ha Per, lemm e deod :
« Petra ’zo nevez dre zu-ze ? »
« Nebeut a-walc’h a dra, Sant mat. »
« Ha bez’ ez eus c’hoaz tud santel ? Pell a zo n’oun ket bet dre eno. P’am bezo eun deiz vak bennak ez in. »
« Mat a reot. »
« Deuit tre, mignon. »
Hag an ene a zo e palez Doue.
Sant Per, avat, a lavar :
« Mat a reot, mat a reot. Marteze a-walc’h. Ha neuze eur banne aezenn-vor a rafe vad d’am penn melenet, hag a lakafe va bodou spern da vreskenn kuit. Ma ’z afen da c’houlenn eun devez diskuiz digant Jezuz ? »
Hag heñ mont.
« Kae eta, Per, » eme Jezuz, « kae pa fell d’it. Klask unan-all da borzier e-keit ha ma vezi gant da dro, rak ne faot ket d’in e chomfe serret dor va zi ouz ar re a c’houlenn gwarez diganin. Kae ha buhan. »
« O ! va Mestr, me ne vezin ket pell tamm ebet. Diou pe deir eur horolaj ha me a zo distro. »
Ha Sant Per en hent. E-giz m’en devoa lavaret, mont a ra da vro an ene en devoa graet d’e deod koll e stagell. Hag heñ gwelet bandennadou tud o vont ne oar dare da belec’h. Hag heñ war o lerc’h. Hag e tigouez e-giz-se e lochenn ar manac’h.
« Hañ ? » emezañ. « da gavout ar manac’h ? da gavout ar manac’h eo e teu ar re-mañ ? Mat ! me a welo petra ’dalv… Feiz, doare vat a zen a zo d’ezañ, daoust ma ’z eo aet da get ar pez a zo bet emichañs war e eskern… A ! arc’hant a roer d’ezañ ! Touet en deus beza paour koulskoude !… Goulenn a raer perz en e bedennou ! Ma ’z eo gwir !!! Marteze eo eur sant a-walc’h. Deomp da welout. »
Ha Sant Per mont da baour. Aluzen vat en deus, kredabl, rak laouen eo e-giz eul laouenanig.
« Ma ! » a lavar heñ. « mat e soñjen, eur sant a zo anezañ… O ! izel eo an heol ! ha me a zo amañ c’hoaz ! alo ! alo ! dic’halomp bec’h d’ezi ! Du-mañ ez eus safar, sur tandelo ! Bremaik me a vezo gourdrouzet !… O ! ya ! met me a oar ar stek ! »
Ha, yao ! Sant Per d’e varadoz. Mall a oa : tud, eur grugell anezo, a skoe endra ’c’hellent war an nor o c’houlenn ha kollet e oa an alc’houez pe merglet ar morailh.
Antronoz e teu Jezuz da gavout Per. Hag hemañ a zo ruz e benn adal ma klev :
« Alo ! Per ! n’em boa ket lavaret d’it e… » « Gwir eo, Mestr, met ma oufec’h ivez. »
« Petra ’ta ? »
« Eur manac’h d’eoc’h. »
« A ! n‘int ket lazet holl c’hoaz ? Gouzout a rez, rust eo ar brezel a ra Paol Gornek d’ezo. Met va brec’h n’eo tamm berraet. »
« Ya, Mestr, eur manac’h, hag eur manac’h santel. Sellit. »
Ha Sant Per a zispleg e damm tro.
« Ya, kaer eo e vuhez. » eme Jezuz.
Ha Jezuz da gavout e Dad da c’houlenn eun dra bennak evit ar manac’h santel-se. An Aotrou a gemenn da zaou ael eus ar re gaera mont da gavout al lean da rei d’ezañ ar pez a garo. Na laouen int o senti gant prez ! Gwelout poaniou ar bed, eur wech ar mare, a laka anezo da gavout gwelloc’h al levenez o deus o rei skoazell d’an dud keiz.
Digemerout mat an daou gannad, o koueza d’an daoulin dirazo pa oar piou int, a ra ar manac’h ha n’eo ket souez. Estlammet e chom avat pa lavaront ez int deuet da zigas d’ezañ ar pez en deus c’hoant, ha kement-se abalamour d’e vuhez santel.
« N’em bije ket kredet morse, » emezañ, « e oa dleet eun dra bennak d’in gant an Aotrou Doue, rak ne ran nemet ober va dever. »
« Evit gwir, » eme Rafael, unan euz an aelez, « evit gwir, an traou a rankfe mont e-giz-se ; met an dud a zo ker laosk o c’halon bremañ, ma ’z eo ret rei eun tañva d’ezo eus ar pez a vezo d’ezo, mar karont beza mat e-keñver an Aotrou Doue. C’houi, marteze, n’hoc’h eus ket ezomm, met kaset omp gant Doue ha deuet omp. Petra ho pezo ? »
« Seurt ebet. »
« Aour ? »
« Lavaret em eus beza paour e-giz Mab Doue. »
« Enoriou ? »
« Kollet e vefen ganto. »
« Eur vuhez keit hag hini Matuzalem ? »
« Pec’hi a-walc’h am eus graet bete vremañ ! ha gellout a rafen pec’hi c’hoaz !… »
Rafael ne zeu ken netra en e soñj. Hag an ael-all neuze :
« Ma ! va den mat, an dra-ze n’eo ket brao ! Kas ac’hanomp e-giz-se, hep goulenn eur seurt ! ha ni deuet da rei eun dra bennak d’eoc’h ! C’houi a gav d’eoc’h eta na vezo ket teñval hor penn o tistrei da gavout an Aotrou ! Me ho ped eta da c’hoantaat kaout eun dra bennak. »
« Ma ! ivez. » eme ar manac’h a-benn eun tachad. « Gwelet em eus e laka ourgouilh em penn diboell ar meuleudiou a roer d’in. Ha me a vez e stad a bec’hed neuze ! o va Doue benniget ! Roet d’in eta. Aelez vat, ar c’hras da ober kalz a vad hep d’in gouzout netra. »
Ha nec’het eo an daou ael, e c’hellit kredi. Penaos ober na ouezo ket al lean ar vad a ray ? Goude beza en em glevet e lavaront :
« Ho koulenn a zo roet d’eoc’h. »
Hag int kimiadi dioutañ neuze. A-barz distrei d’o falez glas, avat, ez eont da c’hervel tud ar vro da zont d’o c’havout, hag int d’ezo :
« Tud vat, ar manac’h en deus graet kalz a vad d’eoc’h. Ober a ra kalz, met muioc’h c’hoaz e karfe ober. Ha ni, digaset gant Doue, ni hon eus roet galloud d’ezañ d’ober vad ha d’ober vad c’hoaz. Met, avat, setu amañ ar pep diaesa ma ’z eo skañv ho penn : ar manac’h ne fell ket d’ezañ klevout ano eus ar vad a ray hiviziken. Selaouit ’ta ar pez hon eus renket : ar sant a ray burzudou pa vezo e skeud a-dreñv e gein. Klevet hoc’h eus ? E-giz-se ne ouezo netra. Ha c’houi arabat d’eoc’h lavarout grik ebet d’ezañ morse diwar-benn e vurzudou ; rak ma tigouez d’ezañ dont da c’houzout, ne ray burzud ebet ken, ha c’houi eo a vezo gwaz a ze d’eoc’h… ! »
Hag an daou ael, digeri bras o diouaskell ha nijal war-du o bro dudius…
Da c'houde, pa valee ar manac’h, e hade burzudou war e lerc’h : ar gwez sec’h-karn a zeue frouez enno, ar parkeier a roe eostou puilh ha kear, ar pradeier foenn druz ha stank, ar bleuñv a gemere liou brao ha c’houez vat.
Mont a rae an dud d’e heul a vandennadou, na petra ’ta ! Hag an dud dall a wele sklaer, ar re vut a zistagelle o zeod, ar re vouzar a zigore o diskouarn, diloc’ha eeun a rae ar re gamm. Ar beziou zoken a frailhe da rei frankiz d’ar re varo da vont er-maez…
Den, evel just, ne lavare seurt d’al lean. Hemañ a gave d’ezañ beza tremenet eun deiz, eur zizun, eur miz hep beza graet vad ebet, ha lavarout a rae na dalveze ket eur seurt. An dud evelato a boke d’e sae gant anaoudegez-vat.
Disoñjet e voe betek ano an ermit, ha lesanvet e voe Santel-e-Skeud. Siouaz ! ma ’z eus tud vat, ar re fall n’eo ket dishêr ar ouenn anezo.
Bez’ e voe, just a-walc’h, er vro-se, eun den penverz, fall ha fallakr, na glaske netra ken nemet noazout ouz e nesa adalek ar mintin betek an noz, ha noz da vintin e teurie e benn da c’houzout an tu d’ober droug. Ne c’hoarze nemet pa wele gwall-zarvoudou o c’hoarvezout, ha c’hoant en devoa da welout gwalleuriou war bep unan.
Anvet e oa Fall-e-C’hoant.
Lakaat a eure, eun devez, en e benn gervel an diaoul d’e sikour, da gavout ar gwella stumm da ober falloniou.
Ar froudenn-ze a on deuet d’ezañ gant ar pez a gleve diwar-benn ar manac’h. Nag heñ a skrigne e galon vrein gant an droug a lakae enni ar vad a rae Santel-e-Skeud !
« Ma c’hellfen-me, » emezañ, « kaout eur skeud ker galloudus hag hag hennez, na me a rafe abadennou dañs ! Rei a rafen a-walc’h va ene d’an diaoul ! »
Ma teuas Satanaz d’e gavout, mall war e groc’hen rouzet.
« C’houez ar suilh a glevez ? Me eo Lusifer ! Petra a faot d’it ? »
« Gouzout mat a rez, emichañs ? »
« Da ene a roi d’in neuze, pa zeuin d’e gerc’hat ? »
« Ya ! ya ! met gortoz eur frapad mat ! »
« Mat. Neuze ivez da skeud a vezo noazus ouz pep tra. »
« Ouz ar manac’h ivez ? »
« War hennez n’az pezo galloud ebet. »
« Perak-ar-gurun, eta ? »
« Abalamour ma toug gwiskamant ar Werc’hez. »
« Malloz ! »
« Dizober a c’helli kement vad a ray. »
« Mat tre ! mat tre ! neuze eo mat ar stal ! ha me a zo d’it ! »
Hag heñ war-lerc’h al lean da welout ha gwir e oa komzou Paol. Kerkent ma teue pep tra da vat, dre nerz skeud ar sant, mab an diaoul o tostaat a freuze an holl draou ; ar bleuñv a weñve a-vec’h digoret, an ed o paouez diwana a zisec’he, ar re gamm a veze seizet o fevar ezel, ar re vorn a yae dall put, ar re glañv a varve antronoz…
Mantret e voe an holl. Dont a reas an ermit da c’houzout na c’helle netra mirout ouz Fall-e-C’hoant da wallober. Hag heñ soñjal petra da ober. Mont d’e gavout, a gavas d’ezañ, a oa mat.
Eus ar pella ma wel anezañ o tont, Fall-e-C’hoant a ziroll da c’hoarzin ken reuñkeun, ma tarb d’ar mor sponta, d’ar mor e-lec’h ma vez an heol o vont da gousket.
Hep tamm evez ouz ar glas-c’hoarz-se, Santel-e-Skeud a ya rag-eeun da Fall-e-C’hoant, ha gant eur vouez kreñv :
« Perak e rez kement a zroug da dud keiz ar vro ? »
« Perak ? Feiz, pep hini a rank kemerout e blijadur e-lec’h ma kav anezi. Te a zo da hini ober vad ; me o trougober : ar pez a lavar anat n’emañ ket an hevelep danvez oc’h ober ac’hanomp. Ha setu ! »
« Va mignon, cheñch en an’ Doue… »
« Peoc’h d’in gant da Zoue ! Sell ! me n’anevezan nemet an diaoul ! »
Ar manac'h a laka sin ar groaz en e gerc’henn hag a lavar :
« Me az ped, cheñch hent. »
« Cheñch hent ? Daoust ha va oberou a sell ouzit ? Ha d’it eo da zont da rei aliou d’in ? Pegement ar walenn, brava den a zo ac’hanout ? Me am eus baro dindan va fri, paotr ! »
Santel-e-Skeud a zigas da soñj d’ezañ eus e vamm, eus e vugaleaj, eus e bask kenta. Eur galon zir eo kalon Fall-e-C’hoant, ha van ebet ne ra. Ne briz ket selaou, ha gwasoc’h c’hoaz, a-barz ar fin e sav droug en e gorf. Poan aner, Santel-e-Skeud a gendalc’h gant e brezegenn, ken a dap Fall-e-C’hoant eur geuneudenn da stlepel outañ. Skei e-biou a ra. Hogen, kregi a ra en eur geuneudenn-all, ha, yao ! dao war gein ar manac’h kaez a red kuit endra ’c’hell, ha Fall-e-C’hoant a ya war e lerc’h.
O veza ma stok e vouzellou ouz e zaoulin, Fall-e-C’hoant ne c’hell ket mont buan ; ha Santel-e-Skeud a c’hounez hag a ra burzudou.
Met skuiza a ra founnus (buan) al lean koz. Fall-e-C’hoant, neuze avat, a laka mall en e zivesker, ha dizober a ra ar burzudou.
Ha d’ar red o-daou. Abardaezi a ra : an heol, o serri e lagad er gwagou alaouret, a vousc’hoarz o sellout ouz ar redadeg.
Ar manac’h kaez a goll, a goll : hag egile a zo muioc’h a ze a galon ennañ, hag a hast, hag a hast. Klevout a ra Santel-e-Skeud trouz ha malloziou Fall-e-C’hoant o tostaat. Dare eo da veza tapet, ken… trouz ebet ken gant egile. Daoust ha ne c’hell ken bale ?… Ne laosk le-douet ebet ken. Gervel al lean a ra truezus. Hemañ a dro e benn da sellout.
Fall-eC’hoant a laka e zaouarn palv-ha-palv, o c’houlenn pardon. Santel-e-Skeud a ra trugarez d’ezañ.
Petra eta a oa digouezet ? Kerzout e skeud ar sant en devoa graet Fall-e-C’hoant. Hag eur burzud a voe.
Adalek an deiz-se e vezent atao o-daou kichen-ha-kichen, ha vad Santel-e-Skeud a bade bepred.
Fall-e-C’hoant ne voe ket pell evit dont da c’houzout troiad an aelez er vro, ha pe da vare e veze burzudou gant skeud ar sant. Gouzout a reas ivez e oa difennet groñs lavarout netra d’an ermit diwar-benn kement-se, hag, evel just, ne lavaras netra ebet morse d’ezañ. Tenna a reas e vad, daoust da ze, eus ar skeud benniget, hag e skeud d’ezañ ne rae seurt ken.
Ankeniet e oa evelato : an diaoul, emichañs, ne zisoñje ket en devoa e ene da gaout. Hag heñ ha lavarout da Santel-e-Skeud chom er gêr goude kuz-heol. Bepred hag atao e veze e skeud ar sant : war an deiz, er-maez dindan an heol, hag en noz, gant eur c’houlaouenn war enaou, e lakae Santel-e-Skeud etrezañ hag ar sklerijenn.
« E-keit ha ma vezin er skeud benniget. » e soñje, « an diaoul, m’hen argas ! ne ray droug ebet d’in. »
An ermit ne soñje netra diwar-benn kement-se : gant Doue hebken edo e spered.
E-giz ma soñjit, dont a eure Kripi. Hag heñ ha lavarout :
« Alo ! va mignon Fall-e-C’hoant, erru out ? Deus eta, paotr ! Mall eo ganin briata ac’hanout war va c’halon ! Sell ’ta ! ha da vanac’h out aet ivez ? Bravat stad, war va le ! Beza noz-deiz o trailha ranezennou ? Alo deus ! du-mañ eo gwelloc’h ar bed ! »
« Deus d’am c’herc’hat ! Lavaret az poa ! »
Santel-e-Skeud ne gleve seurt, edo kalonek gant e euriou.
Fall-e-c’hoant avat a oa war bennou e zaoulin, a-dreñv kein al lean e-giz ma oa boazet da veza, en e skeud, a yae tre betek toull an nor, edo Satan war he zreuzou.
« Deus ’ta, mignon. »
« K… ! »
« Eur wech c’hoaz, dont a rez ? »
« K… ! »
Ha Paol gornek a astennas e vizied skilfek. Fall-e-C’hoant a grene e-giz eur bern deliou. Hogen krabanou an aotrou lostek a yeas e skeud ar sant, ha me a lavar d’eoc’h e tec’has buanoc’h eget ma oa deuet. Mont a reas war e benn er vengleuz dour bero a zo he ano an Ifern.
…Fall-e-C’hoant, dre chañs vat, a varvas a-raok e vignon. Met amzer en devoa bet da ober pinijenn evit e walloberiou, ha pignat a eure war eeun d’ar Baradoz. Hag a-benn eur c’hrapadig e teuas da gerc’hat Santel-e-Skeud. Hemañ a zeuas neuze da c’houzout en devoa graet vad ha vad c’hoaz, hag an neñv a dregernas gant eur c’han a levenez.
Courrier du Finistère,
Eost 1903.