Spered-Berr

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Le Dault, 1950  (p. 219-221)





Spered-Berr


Spered-Berr a oa ano eur vaouez. Dimezet e oa houmañ da Douzedig. Eur vuoc’h o devoa, ha setu o holl beadra. Geot ne oa ket ken er park, war an ti ne lavaran ket.

« Kasomp ar vuoc’h war an doenn, » eme Douzedig.

« Penaos ? » eme eben.

« N’eo ket diaes. Krog en he lost, me ’bego en he fenn hag en eun taol, emañ-hi eno. »

Hogen ne oant ket evit ar vuoc’h.

« Me a oar, memes tra. Tap ar vouc’hal d’in. »

Spered-Berr a dap ar vouc’hal, ha distaget eo penn ar vuoc’h diouz he c’horf. Ar penn a zo taolet da beuri. Lezet eo tri devez eno. Neuze e lavar Touzedig :

« N’ouzon dare petra ’c’hoari gant ar vuoc’h, n’he deus debret begad. »

Hag heñ war an ti o soñjal lakaat ar penn en e blas war c’houzoug ar vuoc’h. Ne c’hellas hen ober.

« Maro ar vuoc’h ! » emezañ. « O ! Doue benniget ! Ma ! debromp anezi. »

Hag heñ ha troc’ha ar vuoc’h a-dammou, ha lakaat eun tamm e-kichen pep kaolenn el liorz.

« Friko a vezo ! » emezañ da Spered-Berr.

Hag int da gousket. Antronoz-vintin ez eont d’al liorz. Kaol a zo c’hoaz, kig avat n’eus tamm… Chas a oa er vro, kredabl… Ha Touzedig d’ar park.

« Gra lein Spered-Berr. »

« Yod a vezo. »

« Mat tre. »

Hi a laka ar chidhouarn war an tan. Dour a daol enni. Bleud bremañ ; digeri a ra ar sac’h ; eun dornad er pod. Neuze e krog eur c’houanenn en he gar. Heja a ra he broz hag al loen er sac’h.

« Allas ! allas ! » emezi, « ma kav Touzedig ar c’houanenn er yod e lazo ac’hanoun. »

Hag hi d’al liorz gant ar sac’had bleud. Eur liñser a led war an douar. Hag ar bleud warni.

« C’houanenn vrein ! me az tapo hag az flastro ! »

Diskarget ar sac’h ganti, setu hi da glask ar c’houanenn. Ne gav na c’houanenn na seurt war al liñser. Ar bleud a zo aet kuit war askell an avel.

Deuet Touzedig d’ar gêr :

« Aozet eo lein ? » emezañ.

« N’eus na kig, na bara, na bleud, na seurt. Netra ! »

« Deomp ac’han neuze ha sach an nor war da lerc’h. »

Touzedig a soñje e serrje hi an nor. Hi avat a sachas an nor ganti, e gwirionez, hag he stleja a eure a-hed an deiz-se penn-da-benn, betek an noz du, teñval, kriz, yen, ken a faoute ar vein.

« Deomp er c’hoad da guzat, » eme Douzedig.

Hag int er c’hoad hag azeza e-harz eur wezenn onn.

« Laeron a c’hellfe dont amañ, » eme Douzedig, « laeron hag a laerfe ac’hanomp. Pignomp er wezenn. »

Hag heñ a bign. Hi a bign ivez gant an nor. Eur pennad goude, setu pevar laer o tont. Tan a reont dindan an onnenn da domma. Soubenn a aozont ivez. E-pad ma verv ar soubenn, e niveront an arc’hant laeret en deiz-se. Goude-ze e lakaont an arc’hant en eur sac’h, hag e taolont ar sac’h en eun toull, tost ac’hano…

Spered-Berr a ginnige mouga gant ar moged.

« Ne c’hellan ket derc’hel an nor, » emezi da Douzedig.

« An nor ? » eme hemañ.

« Ya, sachet em eus anezi war va lerc’h e-giz m’ho poa lavaret d’in. »

« Serri anezi eo a felle d’in lavarout. Met diwall bremañ da lezel anezi da goueza, pe lazet e vezimp gant al laeron. »

« N’oun ket gouest ken ! » emezi.

Hag an nor a ruilh d’an traon. Alvaonet eo al laeron, ha spontet na petra ’ta ? Soñjal a reont eo kouezet an diaoul beo warno. Hag int da redek kuit, o zreid ganto dindan o c’hazel, a c’hellit kredi.

Pa ’z int tec’het, Spered-Berr a ziskenn. Dibri a ra he gwalc’h, hag hi ha kana eur ganaouenn flour.

Al laeron, pa ne glevont trouz ebet ken, a lavar d’unan anezo mont da welout petra ’zo. Hemañ a glev Spered-Berr o kana, hag ar big a grog en e skouarn.

« Desk da ganaouenn vrao d’in, koantig, » emezañ.

« Laka da deod em genou, ha me a lavaro va son d’it. P’am bezo echu anezi, e vezo en da benn. »

Ar genaoueg a oa anezañ ! Senti a ra outi, lakaat a ra e deod en he genou. Hi a wask warnañ gant he dent hag an teod a zo troc’het. Hag an den kuit avat. Al laeron-all a zo ouz e c’hortoz.

« Petra ’zo ? » emezo.

Heñ n’eo ket evit respont. Spouronet int hag e tec’hont ac’hano, ha mervel a rejont a redek. Touzedig a ziskenn neuze ivez, a zebr leiz e gof, hag a gan laouen d’e dro. Hag heñ ha mont d’ar guzadenn arc’hant, samma ar sac’h war e gein ha d’ar gêr.

Furaat a rejont o-daou war am eus klevet, re marteze. Touzedig a zeuas da veza Touzer, ha Spered-Berr, Spered-Lemm ha Spered-Flemm.

Doue ra vezo ganto ma ’z int beo c’hoaz, ha gant an holl lennerien ha selaouerien ivez !

Evel-se bezet graet.


Ar Bobl.
ebrel 1906.