Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Dienez


Gwechall goz e oa war menez Kerzeurc’h, e parrez Pleiben eur gêriadennig koant-koant. An tiez a oa o flijadur gwelout o stad e ster ar C’hrann a rede flour war eur gwele keoni (kinvi). Perak n’emañ ken an traou e-giz-se ? Da belec’h eo aet ar gêrig vrao ?…

Me a glevas he istor, en deiz-all gant daou vod brug a lavare anezi an eil d’egile, e-giz m’o devoa he desket o-unan gant o zadou.

Eun devez, eme unan anezo, an aotrounez Sant Per ha Sant Paol a savas c’hoant ganto da zont d’ober eun dro-vale dre Vreiz-Izel. Fellout a rae d’ezo gwelout ha gwir e oa ar vrud, bet kaset betek enno, eo Breiz perlezenn an holl vroiou.

« Tud vat eo tout rac’h ar re a zo eno, » eme Ber. « Ya, ar Vretoned a zo tud vat, tud feiz birvidik en o c’halon. Me a oar mat tre kement-se, rak, va mignon Paol, me a zo bet e kement bro a zo gant an Aotrou, ha Breiz eo va muia karet. »

« Na c’houi a gomz brao, Per ! Anat eo oc’h bet er skol. »

« O ! morse, Paol ! Met ar wirionez a zo kaer anezi he-unan. »

« Gwir eo. Met gwelet a vezo hag hen emañ ar wirionez ganeoc’h. Me ivez am eus redet broiou a-raok digouezout ganeoc’h e Roum, ha gwelet em eus meur a vro gaer. E Breiz, avat, ne doun ket bet c’hoaz, met he feiz a laka ac’ha-