Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
OFERENN AN ANAON

noc’h eget an erc’h. Sklerijenn a sav eus e zaouarn sakr e-giz horzennou-tan ; war e benn ez eus eur c’helc’h lugernus ; stag ouz e c’houriz, glas evel hon turban, eul lilienn c’hlan ha kaer, war e skoaz eur vantell ker skedus ma seblant graet gant eun tamm eus an heol. Hag holl e kanont kerkent kanaouenn al levenez da veza bet tennet eus o harlu. Hag e pignont da Di Jezuz war eur goabrenn splann.

Job, alvaonet, a zo kouezet, e dal war an douar. Pa sav ne wel netra ken. Ha goulenn a ra ouz Doue mont d’e gavout ivez.

Adalek an deiz-se ne evas ken nemet dour sklaer ; ha tri miz goude, an aotrou person a gase korf e gloc’her d’ar vered. E ene a on aet d’ar Baradoz.


Kroaz ar Vretoned :
du, kerzu 1903 ha genver 1904 ;
Ar Vro : du ha kerzu 1910.