« Ma ’z an d’ar chapel, » a lavar Job, « eo poent d’in dibrada ac’halen. Roet em eus va ger, gwir eo, met kousket mik e oan. Ma ! ne din ket ! Bravoc’h emaoun em gwele amañ eget beza va fri e-kreiz etre ar peder avel. Kouskomp. Toutouig la la ! Eur banne, koulskoude, a ray vad d’in c’hoaz. Just, bez’ em eus aze eur restad « fine champagne bretonne ». Hennez a zo hini mat avat ! »
Hag heñ e zorn d’ar werenn. Buan e tiskrog diouti : e-giz eun houarn ruz e tev.
« Mat eo, » a lavar, « me a oar petra eo ! Pa vez lavaret ober eun dra bennak e vez ret hen ober. »
Sevel a ra hag ez a war-du ar chapel. Seul vui ma tosta outi seul vuioc’h e kren : soñjal a ra en nozvez diarok. Ugent gwech e tarb d’ezañ mont war e giz, met gant e viz, an tan ennañ, e rank kerzout.
E-tal toull an nor emañ. Hanternoz a son. Digeri ar ra an nor. (Savet en devoa anezi war he marc’hou.) E diabarz ar chapel n’eus nemet eur bann-loar. Kas a ra e anken da vale bro.
« Gouzout a-walc’h a raen n’em bije gwelet netra ebet, » emezañ, sart e galon. « Ha koulskoude, ar poan am eus bet em biz ? Mat, mont a ran kuit »
« Aiaou ! poan am eus adarre ! Dao eo d’in chom neuze. »
Hag ar boan kuit en-dro. Setu neuze eur sklerijenn vras hag e wel ar re a oa bet eno en derc’hent, ar goulou war elum hag ar beleg. Job a dosta ouz an aoter da respont. N’emañ ket hep anken o soñjal na vezo ket hir bras an oferenn. Ha petra a vezo goude ?…
« Requiescant in pace, » a lavar ar beleg.
« Amen, » eme Job.
War c’hed emañ hemañ eus trouz e-giz en noz a raok ha ne glev netra. Trei a ra e benn. Ar Chapel a zo sklaer evel e-kreiz an deiz bras. E lec’h relegennou, e wel tud gwisket e gwenn, heñveloc’h ouz aelez eget ouz tud.
« Mignon, » eme ar beleg, « setu dirazoc’h an anaon tennet eus tan ar purgator dre c’halloud an oferenn war galon Doue. C’houi eo hoc’h eus graet d’eomp dont ac’hano : ra viot benniget !… Bremañ ez eomp war eeun d’an neñv da welout an Doue mat, met just ivez. Ni her pedo evit ma teuoc’h di dizale. Dont a reot gant ma fello d’eoc’h suja ho kleñved : ar vezventi. Kenavo ! »
Peurlavaret e gomzou, setu gantañ eur sae wenn, gwen-