Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
DIENEZ

noun d’he c’harout. Gwell a ze ma ’z eo e-giz ma lavar ar vrud anezi. »

Hag an aotrounez a ziskenn war gern menez Sant Mikael, e Brasparz. Ac’hano e welont n’ouzon dare pet parrez, ha n’ouzon pet tour koant, kollet o beg ganto en oabl glas.

« Mont a reomp da Blouie ? » eme Ber.

« N’eo ket Plouie bro ar raden ? »

« Eo. »

« Deomp da lec’h-all neuze, rak ar raden a zo eur blantenn fall na zoug frouezenn ebet. »

« Mont a reomp da Verrien ? »

« Re a vein a zo eno, hag aon am eus e vefe graet ar c’halonou gant mein ivez. »

« Met pa lavaran deoc’h ez int mat ! »

« A-benn eur wech-all. »

« Chom a reomp e Brasparz neuze ? »

« Pa vezo graet ar pez a lavare Yann-Vadezour : stankit an traoniennou, izelait an torgennou, eeunit ar gwenodennou, kompezit an hentou diblaen. »

« Labour a vezo d’ober ! Da belec’h eta e faot d’eoc’h mont ? »

« Me a wel du-hont, eur pennad ac’halen, me a wel eur c’halvar. Deomp di. »

« A ! Pleiben eo a fell d’eoc’h mont da welout ? Jermen hag e dad Iben a vezo laouen o c’halon pa gasimp kelou d’ezo eus o bro ger ! Brao eo iliz Pleiben gant he zouriou dantelezet a ziskouez an neñv d’an dud. Brao eo kalvar Pleiben, ar Groaz Vras, e-giz ma lavaront du-ze. Nann, n’ez eus ket tri galvar par d’ezañ : buhez an Aotrou Krist a zo warnañ gant skeudeunou, bizit Gabriel d’ar Werc’hez, ginivelez ar Bugel e kraouig Bethleem, ar Bastored, ar Rouaned, hag an traou e-giz-se, penn-da-benn, betek maro ar C’hrist war ar Groaz, etre an daou laer. Hag e-harz e dreid emañ e vamm garet, gant Yann hag ar Vadalen, hag en o c’hichen ar c’hantener war e varc’h. Seblantout a ra ar c’hantener lavarout : « E gwirionez, an den-mañ a oa Mab Doue… » Hag a-hend-all gwelout a reot hoc’h-unan. »

« Hag ar blasenn a zo brao ivez ? »

« Brava hini a zo er bed. Ne vank ket eur seurt enni. War eun duchenn eo gwintet ar vourc’h ; tro-zro d’ezi ez eus krec’hennou kaer-kaer, dreist-holl pa skuilh an heol e aour warnezo. Ar saonennou a zo dispar : enno e red steriou dour