Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Toull ar Gornandoned


Bremañ ez eus pell-amzer, e veve e Sao-Penn-ar-Gêr eur c’here, Laou an Huere e ano. N’en devoa ket e bar da gempenn eur re voutou-ler. Annaig, e wreg, a oa hep mar ar wella da werza he marc’hadourez er foariou. Met an ozac’h hag e bried n’o devoa nemet en dra-ze da gaout bara d’o femp bugel ha d’ezo o-unan.

Hogen an abardaez-se, e oa eun arne spontus o sevel dreist kribell ar menez. Kurun a rae, luc’hed a darze da zalla o daoulagad d’an dud, glao a goueze gwasoc’h eget biskoaz.

E-keit ha ma edo o bugale o tibri kreien (krign) yod kerc’h, Laou hag Annaig a oa an eil o sellout ouz egile.

« Ma pad an amzer-mañ pell c’hoaz, » eme Laou, « ne c’hellimp ket gwerza hor bouteier-ler ken, rak piou a gredfe lakaat anezo e-kerz ar goañv ? Ar voutaouerien a vezo mat ar stal ganto. Gwell a ze ! Met ar gereourien geiz !… Gwir eo e c’hellin labourat eun nebeud c’hoaz, met va ler a vihana an tamm anezañ, ha n’hon eus gwenneg ebet ken ! n’eus eskenn (tamm) er guchenn !… Reuzeudig eo hor stad ! Hogen, Annaig bezomp feal da Zoue, hag heñ a bourvezo d’hon ezommou. »

« Ya, Laou. » eme Annaig, « bezomp mat ouz Doue hag e vezo mat en hor c’heñver. »

N’he devoa ket peurlavaret he c’homz ker fur, ma voe graet dao-dao war an nor.