Lom ar Marichal a oa e stal e ludu. E amezeien a lavaras maga bep eil etrezo e zaou vab, c’houec’h vloaz d’ezo. Heñ ha Leza, e wreg, a rankas loja dindan ar stered. Bras eo an ti-mañ a dra sur, kaeroc’h n’eus ket, goudoroc’h avat ne lavaran het. Ha Lom a garfe gwelloc’h kaout gwasked, n’eus forz e pe seurt tamm koz lochenn, eget beza o chom e palez ar peder avel.
Petra d’ober neuze ? Ma vije bet eur c’hement c’hoantaat ha kaout, nag a dud eürus a vije ! Na Lom a yaje mat ar stal gantañ ! Met, siouaz ! pell emañ ar werenn diouz e vuzell.
Petra d’ ober ? Mont a ra Lom d’an iliz, hag e komz evel-hen ouz Sant Per :
« Sant Per, c’houi a zo eur sant mat hag a blij d’eoc’h rei skoazeil d’an dud ezommek. Ma, aotrou, ma ’z eus eun den ezommek bennak, me eo hennez : va zi, benviji hag all, a zo bet boued d’an tangwall. Marichal oun eus va micher, gouzout a rit, ha m’hoc’h eus defaot dresa tra pe dra er Baradoz, marc’hou an nor, ar potenn pe ar morailh, me a vefe laouen ouz hen ober. »
« Tra ebet, » eme Sant Per. « N’eus morailh ebet en Neñv. Alc’houez ha potenn a ya eus ar gwella… Met, evel ma leverez, karout a ran ober vad d’an dud. Dal amañ eta neuze ar skoed am boa kavet e genou ar pesk pa rankis paea an tailhou evidoun hag evit va Mestr. »