« N’eo ket kalz a dra, sant mat, »
« Gwir eo. Met bep miz az pezo unan. »
« Bennoz d’eoc’h, ha yec’hed mat. »
Ha Lom er-maez. E-tal an iliz e wel eun den gwisket faro, hag hemañ d’ezañ :
« Ac’hanta ? Lom, pelec’h out bet e-giz-se ? »
« En iliz, evel ma welit. »
« Hag oc’h ober petra ? »
« E fec’h, aotrou, c’houi n’ouzoc’h ket marteze. Va zi a zo bet devet gant an tangwall, va benviji-marichal hag all ivez. Hag oun bet eta o c’houlenn eun dra bennak digant Sant Per. »
« Ha petra ac’h eus bet digantañ ? »
« Eur skoed, ha lavaret en deus rei unan bep miz d’in. »
« Eur skoed ar miz, daou wenneg bemdez. N’eo ket druz. »
« Disterik eo sur ; gwelloc’h eget netra eo, memes tra. »
« Ma, Lom, mar karez ober rnarc’had ganin, me a roio gwelloc’h d’it. »
« Petra ’root d’ in ? aotrou. »
« Te a c’houlenno an tri dra a gari. »
« Mat avat ; met pe seurt marc’had am eus d’ober ? »
« Beza d’in a-benn dek vloaz ac’han. »
« Ha piou hoc’h-hu ? aotrou. »
« Satanaz kig hag eskern. Ober a rez marc’had ? »
« Dek vloaz ? An dra-ze n’eo ket hir. Ne c’hellfec’h ket gortoz eun tammig muioc’h ? »
« Dek vloaz, pe marc’had ebet. »
« Mat. »
« Alo, kenavo a-benn neuze eta. »
« Tri dra am eus da gaout, aotrou, »
« E feiz, gwir eo. »
« Da genta, e c’houlennan e savfec’h eun ti nevez d’in, gant eur c’hovel goant, benviji va micher enni hag houarn, peadra da labourat ken e teuot. »
« Graet e vezo. »
« D’an eil, me a c’houlenn e chomo warnañ, ken a fello d’in, nep piou bennak a azezo war ar bendell-karr a dalv da skaon e-tal an nor du-mañ. »
« Mat, »
« D’an trede, ne c’hello den, nemedoun, digeri va yalc’h pa vezo bet skoulmet ganin. »
« Memes tra. Kenavo. »