« Eun dra-all a root d’in c’hoaz ; n’eo ket gwir, aotrou ? »
« Peogwir eo te eo, goulenn. »
« Diaes e kavfen kuitaat va zavañcher ler. Grit eta ma vezin atao e-lec’h ma vezo. »
« Mat. N’ac’h eus ken da c’houlenn ? »
« Ne gav ket d’in. Ho trugarekaat. »
« Mat. Kenavo. »
« Kenavo a-benn dek vloaz ac’han pe belloc’h. War ar poent-mañ ne vezin tamm figus ebet. »
Antronoz, Lom, souezet-holl, a sell ouz e di nevez, kalz kaeroc’h eget e di koz. Hag heñ da houarna kezeg hag ezen, da ober pili, erer ha langedeou, ha me oar ? Eur blijadur a oa d’ezañ labourat. Soñjit ’ta ! eur stal eus ar re gaera, gant barinier houarn a bep ment ouz ar mogeriou, eur vegin vras, eun anneo hag eur morzol nevez-flamm.
Evelato, an amzer a dremene buan, ha dilost an dekvet bloavez a oa tost. Hag eur mintivez, setu Paol Gornek.
« Ac’hanta ? Lom, » emezañ, « dont a rez ? »
« Dioustu. Lezit ac’hanoun c’hoaz da vihana da houarna an tamm azen-mañ a zo amañ o c’hortoz eun hanter-eur a zo. »
« Hast buan avat, rak me a zo skuiz. »
« Kit da lakaat eun azez war ar skabell aze. »
« Arabat d’it beza pell. »
Ha Lom a gemer rilhenn ar vegin, a c’houez an tan, a domm an houarn, hag a laka anezañ d’an azen. Neuze e wel Satan azezet war ar bank.
Graet e labour, Lom a lavar d’ezañ :
« Pare out ? Deus ma c’hellez ! »
Satan a glask sevel, met n’eo ket gouest.
« Sell ’ta ! » emezañ. « Petra an dra-mañ ? »
« Hañ ! » eme Lom, « ankounac’haet ac’h eus ! Gortoz ! me a zesko d’it derc’hel soñj ! »
Hag e tap eur loc’h houarn, ha dao war gein an diaoul.
Hemañ a youc’h, a yud, ha ne c’hell mont kuit nemet pa lavar da Lom lezel anezañ dek vloaz c’hoaz.
…Mont a eure an dek vloaz-mañ en o zro, ha setu Satan.
« Erru e oas ? » eme Lom d’ezañ. « Ouz da c’hedal edon. Mont a ran ganez dichipot. »
Hag int en hent war o gorregez. Evel ma ’z aent e-biou d’eun iliz, Paol a gren evel eun delienn gant an avel. Lom ne ra van, hag heñ :