Mont d’an endalc’had

Dienez

Eus Wikimammenn
Le Dault, 1950  (p. 26-33)




Dienez


Gwechall goz e oa war menez Kerzeurc’h, e parrez Pleiben eur gêriadennig koant-koant. An tiez a oa o flijadur gwelout o stad e ster ar C’hrann a rede flour war eur gwele keoni (kinvi). Perak n’emañ ken an traou e-giz-se ? Da belec’h eo aet ar gêrig vrao ?…

Me a glevas he istor, en deiz-all gant daou vod brug a lavare anezi an eil d’egile, e-giz m’o devoa he desket o-unan gant o zadou.

Eun devez, eme unan anezo, an aotrounez Sant Per ha Sant Paol a savas c’hoant ganto da zont d’ober eun dro-vale dre Vreiz-Izel. Fellout a rae d’ezo gwelout ha gwir e oa ar vrud, bet kaset betek enno, eo Breiz perlezenn an holl vroiou.

« Tud vat eo tout rac’h ar re a zo eno, » eme Ber. « Ya, ar Vretoned a zo tud vat, tud feiz birvidik en o c’halon. Me a oar mat tre kement-se, rak, va mignon Paol, me a zo bet e kement bro a zo gant an Aotrou, ha Breiz eo va muia karet. »

« Na c’houi a gomz brao, Per ! Anat eo oc’h bet er skol. »

« O ! morse, Paol ! Met ar wirionez a zo kaer anezi he-unan. »

« Gwir eo. Met gwelet a vezo hag hen emañ ar wirionez ganeoc’h. Me ivez am eus redet broiou a-raok digouezout ganeoc’h e Roum, ha gwelet em eus meur a vro gaer. E Breiz, avat, ne doun ket bet c’hoaz, met he feiz a laka ac’hanoun d’he c’harout. Gwell a ze ma ’z eo e-giz ma lavar ar vrud anezi. »

Hag an aotrounez a ziskenn war gern menez Sant Mikael, e Brasparz. Ac’hano e welont n’ouzon dare pet parrez, ha n’ouzon pet tour koant, kollet o beg ganto en oabl glas.

« Mont a reomp da Blouie ? » eme Ber.

« N’eo ket Plouie bro ar raden ? »

« Eo. »

« Deomp da lec’h-all neuze, rak ar raden a zo eur blantenn fall na zoug frouezenn ebet. »

« Mont a reomp da Verrien ? »

« Re a vein a zo eno, hag aon am eus e vefe graet ar c’halonou gant mein ivez. »

« Met pa lavaran deoc’h ez int mat ! »

« A-benn eur wech-all. »

« Chom a reomp e Brasparz neuze ? »

« Pa vezo graet ar pez a lavare Yann-Vadezour : stankit an traoniennou, izelait an torgennou, eeunit ar gwenodennou, kompezit an hentou diblaen. »

« Labour a vezo d’ober ! Da belec’h eta e faot d’eoc’h mont ? »

« Me a wel du-hont, eur pennad ac’halen, me a wel eur c’halvar. Deomp di. »

« A ! Pleiben eo a fell d’eoc’h mont da welout ? Jermen hag e dad Iben a vezo laouen o c’halon pa gasimp kelou d’ezo eus o bro ger ! Brao eo iliz Pleiben gant he zouriou dantelezet a ziskouez an neñv d’an dud. Brao eo kalvar Pleiben, ar Groaz Vras, e-giz ma lavaront du-ze. Nann, n’ez eus ket tri galvar par d’ezañ : buhez an Aotrou Krist a zo warnañ gant skeudeunou, bizit Gabriel d’ar Werc’hez, ginivelez ar Bugel e kraouig Bethleem, ar Bastored, ar Rouaned, hag an traou e-giz-se, penn-da-benn, betek maro ar C’hrist war ar Groaz, etre an daou laer. Hag e-harz e dreid emañ e vamm garet, gant Yann hag ar Vadalen, hag en o c’hichen ar c’hantener war e varc’h. Seblantout a ra ar c’hantener lavarout : « E gwirionez, an den-mañ a oa Mab Doue… » Hag a-hend-all gwelout a reot hoc’h-unan. »

« Hag ar blasenn a zo brao ivez ? »

« Brava hini a zo er bed. Ne vank ket eur seurt enni. War eun duchenn eo gwintet ar vourc’h ; tro-zro d’ezi ez eus krec’hennou kaer-kaer, dreist-holl pa skuilh an heol e aour warnezo. Ar saonennou a zo dispar : enno e red steriou dour fresk a seblant neudennou arc’hant. Hag an ed ? Hag ar foenn ? Hag an ed-du ? An ed a zo puilh, ha bravik e c’hourlamm gant an aezenn ; ar foenn a zo druz. An ed-du a zo kement a c’houez vat gantañ ken he c’hlever dre holl ! Nag a wenan a vez o voudal, o tastum mel diwarnezañ !… Lavarout a ran d’eoc’h, brava parrez a zo eo Pleiben. Hag eun tammig buanoc’h, sell ! edon o vont da zisoñjal ar chapeliou : hadet int eno gant dorn kristenien vat, ha diwanet int par da lili war ribl an dour. Peder anezo a zo d’ar Werc’hez : unan er vourc’h, unan e Garz-Varia, unan e Gwenili, unan e Lanneleg. Gwelout a raimp houmañ, ma karit, en eur vont da Bleiben, hag ivez chapel ar Vadalen, chapel souchet e-touez ar gwez en eun draonienn goant. Dindan skourrou eur wezenn ivin e-tal ar chapel-mañ ez eus eur bern skeudennou brao ha koz. Bez’ ez eus c’hoaz diou chapel-all e parrez Pleiben : unan anezo a zo d’an Dreinded hag enni, m’am eus soñj, emañ war e groaz hor mignon Andreo ; eben a zo d’ar merzer bras Lorañs, chapelig koant a red dour tro-zro d’ezi »

« Setu aze traou avat, Per ! Met an dud ? »

« An dud a zo kalon enno evit o feiz hag o bro. Ar Balb, hag a oa noter e Pleiben, a redas ar meneziou da sevel an holl da gas kuit an hini a voustre Bro-Gerne dindan e seuliou divergont, an hini a waske ar goueriaded geiz gant e baper-timbr. Buzid hag ar beleg Leinlouet (hemañ a voe lazet e Karaez goude beza troc’het e vrec’h ouz Leskoad, an hugunod treitour) ha n’eo ket int eo a viras ouz falskredenn Luther da skigna he viloniou en o bro ? »

« Mat, Per, kement-se a blij d’in. Ya, karout a ran ar re a zifenn o feiz hag o bro. Deomp bremañ da Bleiben da welout hag hen eo atao an dud e-giz ma oa o zadou. »

Hag int en hent.

Gwall-baour ez int gwisket, ha den ebet ne gred kemerout anezo evit tud eus Baradoz Doue, tud eus ar Vro-se a lavarer a zo ker pinvidik. (Chañs da dud Pleiben, — ha d’ar re all ivez, — da vont da welout !) Bep a visac’h a zo ganto war o c’hein, ha bep a bennbaz dero en o dorn dehou.

Hag ar glao d’ober pa ’z eo tremenet ganto chapel Lanneleg, e-lec’h m’o deus gwelet ar Werc’hez Vari ha Santez Barba venniget pep hini en he armel.

« …Soñj hoc’h eus marteze, va breur brug, ez eus bet kuzet eun eskop e Lanneleg e-pad an Dispac’h ? »

« Ya, va zad am eus bet klevet kement-se gantañ alies. »

Hag an daou sant da chom er gêriadenn a oa amañ d’an ampoent.

Gwelout a reont eun ti brasoc’h eget ar re-all, hag int d’ober dao war an nor. Pelloc’h eo ret d’ezo gortoz avat eget ma c’hortoz an dud e-tal dor ar Baradoz. Hag int : dao ! dao ! adarre. Ha setu neuze eun aotrou gwisket faro o tont da zigeri. E voutou ler a lugern, bouklou arc’hant warnezo : e vragez striz a stok outo ; e jakedenn lost-pik a zo hir ha kaer ; e vruched emañ baro e chiñk (elgez, groñch) warnezañ, e dog a zo sounn hag uhel.

Hag int a c’houlenn aotre digantañ da vont da sec’ha o dilhad ouz an tan a glevont o traskal lirzin en oaled.

Pa daol pled an aotrou ouz o zruilhou :

« Tra ! Tra ! » emezañ, « War raok gant hoc’h hent ! pe va chas bras a zo war ho lerc'h !… »

Ar sent a ya kuit hep marc’hata, ha Paol da Ber :

« M’eus aon tud Pleiben a zo e-giz ar re-all ? »

« A bep seurt a zo anezo, gwir eo ; met an aotrou-mañ n’eo ket eus Pleiben eo. Emichañs hoc’h eus gwelet an dra-ze diouz e zilhad. Met gortozit, me a ya da gas ac’hanoc’h da di unan eus ar vro. »

Ha Per da glask eun ti-all, rak daoust d’ezañ da veza bet pesketaer eus e vicher, ne blij ket kalz d’ezañ beza gleb-par-teil. Hag heñ d’eun ti paour, hanter-zistro, ilieo o stanka an toullou a zo ennañ.

Alies ar re binvidik, heñvel ouz an aotrou Delamonnoye, (ankounac’haet em boa e ano, hag heñ eun ano breizat koulskoude), alies ar re binvidik a vez kriz ouz ar beorien, e lec’h ar re baour a ro eus ar pez o devez, e-giz ma lavare Tobiaz d’e vab ober. En ti, e-lec’h ma ya Per, emañ Dienez o chom. Ma oa paour-Job, mat e oa ivez. Hag heñ da gaout truez ouz ar veajourien, paour eveltañ.

« Deuit da lakaat eun azez, mignoned. » emezañ. « Diskuizit eun tammig da sec’ha ho tilhad. Er c’heun, e-kichen Brasparz, oun bet n’eus ket pell, hag eur c’hravazad taouarc’h (mouded) am eus bet ; gant-se, ne c’hellec’h ket digouezout e gwelloc’h mare. O keuneuta oun bet dec’h ivez. »

Hag heñ teurel eun dornadig bleñchou en tan, ha ranna e aluzenou etrezo.

« Ne labouran ken, siouaz ! Koz oun ! Brevet eo va izili !… Ha ret eo d’in mont da glask va zammig bara. Met debrit dinec’h ; a galon vat eo a roan d’eoc’h. Tommit ivez. O rei d’eoc’h, e tennan bennoz an Aotrou Doue war va bleo gwenn. »

Dibri a reont kalonek, ha pa ne chom mui eur vleñchenn nag eun tamm mouded en tan, Per a sav en e sao, eun tamm kreun gantañ c’hoaz etre e zent :

« Dienez, » emezañ, « Dienez ker, te a zo mat da galon. Roet ac’h eus d’eomp kement hag ac’h eus bet da-unan. Ya, Doue d’az pennigo. Goulenn diganeomp ar pez ac'h eus c’hoant, ha bez’ az pezo. »

Ha Dienez war bennou e zaoulin o lavarout :

« Santel ! Santel ! Santel ! »

Pa ’z eo divadaouet gant komzou mat Sant Paol :

« Sent benniget, » emezañ, « bennigit parrez Pleiben ma vezo c’hoaz kaeroc’h eget ne deo. »

« Benniget eo, » emezo o-daou. « Goulenn eun dra bennak evidout da-unan. »

« Ne chom nemet eun dra ganin, eur wezenn-avalou. Karout a rafen avat e vefe he frouez d’in, ha padal e vezan laeret, paourig kaez a zo ac’hanoun ! Ne vezont ket azo (dare) c’hoaz, ha va avalou a ya bemdez eun nebeud mat anezo gant n’ouzon dare piou. Grit eta, sent vat, ma ne c’hello den diskenn eus va gwezenn, nemet falvezout a rafe d’in. »

« Mat sur, » eme Ber.

Hag an daou sant a sav war-du an neñv, ha Per da Baol :

« Ac’hanta ? »

« A ! setu aze eun den mat hag a ra enor d’e barrez a vennigan eus a-greiz va c’halon. Met na dit ket da lavarout ken, Per gaez, ez eo mat an dud holl. »

Per ne c’hell nemet plega e benn, rak, allas ! re-wir n’eo ken. Tud fall a zo, e Pleiben zoken. Ha koulskoude, me a garfe, bodig brug ma ’z oun, na vefe nemet tud vat, kaer o o c’halon, e Breiz-Izel…

Deuet an here, e oa kaer an avalou, kaeroc’h eget biskoaz ; ha Dienez ne oa tamm nec’het ebet, o veza ma c’hellje dastum anezo da velena a da ranna gant ar re baour hag ar re glañv.

Eur mintinvez, Dienez a oa e-maez e lochenn, ker seder ha tra, e soñj gant e avalou. Hag heñ gwelout e-giz avel en deliou, ha koulskoude ne oa ket eur mouch hepken e nep lec’h tro-zro.

« Petra an dra-mañ ? » emezañ.

Hag heñ mont betek ar wezenn.

An aotrou Delamonnoye eo a oa enni. Klask a rae lakaat e droad war ar skeul en devoa harpet outi da bignat enni. Leun-chek e oa e c’hodilli gant an avalou. Diskenn avat ne c’helle ken.

« Traou Doue ! » eme Zienez, « ha gwir eo e oa c’houi, eun den pinvidik-mor eveldoc’h, a veze hag a zo o laerez mad ar paour ? Ne oar den ebet an dra-ze c’hoaz, piz a zo ac’hanoc’h ! Bremaik avat e ouezo an holl, m’hen tou ! »

Ha Dienez a c’halv an dud. Ar re-mañ a ra an hu war an aotrou. Eun den tost d’e yalc’h ne vez ket karet morse.

Hag an aotrou neuze, ruz gant ar vez :

« Deus d’am sikour, Dienez ; me da baeo ! »

« Ne ran foueltre kaer ebet gant hoc’h aour ! »

« Deus ! Deus! »

« Tra ! Tra ! »

« Mat, » eme an dud, « Ra grevo an naer laer gant he c’hofad ! »

Ne voe lezet an aotrou da ziskenn nemet pa skignas an noz he goueliou du, ha Dienez a lavaras d’ezañ :

« Evit ar wech-mañ ne lavaran netra ken, Aotrou e Yalc’h ! Met eur wech-all, diwallit ! rak da viken e chomot e-touez an avalou a blij d’eoc’h kement ! »

An aotrou ne c’houlennas ket marc’hata, hag heñ d’an traon ker buan ma voe darbet d'ezañ brevi e c’houzoug, ha morse ken ne voe gwelet war-dro ar wezenn-avalou… Diwezatoc’h, marteze, e tigemeras gwelloc’h Sant Per ha Sant Paol.

… Me a gav d’in e oa gwir, eme ar bod brug-all, rak klevet em eus kement-mañ :

Eun devez, Dienez a gouezas klañv. An Ankou o tont a lavaras gant e gornailhenn spountus :

« He ! Dienez, deus ganin ! Dare out ? »

« Ya 'vat ! mignon ! pa ’z eo gwir n’em eus tamm foeltr netra ebet da zilezel na da lakaat em arched (ma vez graet unan d’in), ha pa ne rebech va c’houstiañs seurt ebet d’in, nemet marteze beza bet re daer e-keñver an aotrou Delamonnoye, soñj hoc’h eus ? »

« Eun tammig, met an dra-ze n’eo ket kalz a dra. Pardonet e vezo d’it aes-aes. Ha neuze, poent eo d’an aotrou-se cheñch buhez, rak warc’hoaz da noz e teuio ganin »

« Ha me ? »

« Te ? bremañ dioustu !  »

« Met Ankou mat, koulskoude, a-barz mervel ha lavarout kenavezo d’ar bed ankenius-mañ, e karfen kaout eun aval eus ar re a zo aze em gwezenn e-tal va lochennig. Ha tapout a reot unan d’in ? »

« Ober a-walc’h, ha laouen c’hoaz oc’h ober plijadur d’eun den onest eveldout. »

« Onest ! » eme Zienez outañ e-unan, « te a welo, paotr e eskern ! »

Hag an Ankou er wezenn. Tapout a ra eun aval. Met diskenn en traon a zo eur c’hoari-all.

« Petra an Aotrou Doue gant an dra-mañ ? » emezañ.

« Ne c'hellan ket mont an traon ? me ? an Ankou ? Pignet oun koulskoude ! Ha strobinellet e vefe ar wezenn-mañ ? Tan ha kurun ! kousto pe gousto, me a zo ret d’in tec’hout ac’halen… Dienez ! »

Grik ebet.

« Dienez ! bouzar out ?… A ! Dienez ! lez ac’hanoun ! Eur gwall zevez am eus d’ober feteiz ! N'em eus ket amzer da c’hoari ! Dienez ! truez ouz va stad ! »

« Gortozit eur pennadig c’hoaz. C’houi n’ouzoc’h ket marteze penaos e tle ar gêriadenn-mañ mont da get ? »

« Nann ! »

« Mat ! va zad-you koz en devoa klevet gant e dad-kuñv e vije echu gant ar gêr-mañ en deiz ma varvje an hini diweza eus o gouenn. Hogen war va lerc’h ne chom den eus va gwad, ha, rak-se, ar gêriadenn goant-mañ a ya da goueza en he foull. N’hoc’h eus ket lennet an dra-ze en ho leor ? »

« Eo ! ha lavarout a raen d’it em boa eur gwall zevez-labour hirio. »

« Gwir eo. Rak-se eta, peogwir emañ hirio va zro da vont ganeoc’h, e tle tud ar gêr-mañ mont ivez ? »

« Ya, evit doare. »

« Mat, mat. Me a ya d’o dastum amañ, hag e-giz-se e tigollot hoc’h amzer. »

« Te a zo ret vat, Dienez. Lez ac’hanoun da vont ’ta neuze !  »

« O ! bremaik. Amzer ! »

Ha Dienez da c’hervel an dud, o lavarout d’ezo ar pez a oa da veza. Lod a gave diaes kuitaat eur gêrig ker brao ; lod-all avat ne lavarent netra. Pa oa skrivet an traou da veza e-giz-se, e oa dao kemerout anezo evel ma teuent ha d’ar mare ma teuent.

Evidoun, me a gav d’in, eo ar re-mañ eo a oa ar re fura.

…Mat a livirit, eme ar bod brug-all.

Ha Dienez, eme egile adarre, mont da gavout an aotrou Delamonnoye.

« Ho ! Aotrou Delamonnoye ? » emezañ.

Hemañ a laka e fri er-maez, ha pa wel Dienez :

« Gortoz, paotr an avalou melen, me a ya da lakaat va chas war da bilhou ! »

« Hola ! aotrou, bezit fur : bremaik e vezo falc’h an Ankou war ho chouk ! »

« Falc’h an Ankou ? O ! me a zo yac’h c’hoaz an tamm ac’hanoun ! »

« Ne lavaran ket, aotrou ; met hirio e varvo kement hini a zo er gêriadenn-mañ. »

« Ne traou brao a zo ganez ! »

« Deuit da welout ! »

« Da welout an dud oc’h ober goap ac’hanoun, neketa ? »

« An amzer d’ober goap a zo tremenet. Soñjal e Doue eo a ra an dud. »

Ha setu neuze bodet an dud holl en dro d’an Ankou.

« Dienez, » eme hemañ, « lez ac’hanoun da vont kuit ! »

« Eur pennadig c’hoaz, aotrou koant. Alo ! tud vat, goulennit pardon digant Doue eus ho pec’hedou. »

Hag int, Delamonnoye hag all :

« Pardon ! Pardon ! Pardon ! »

« Alo ! » eme Zienez, « diskenn ! »

Hag an Ankou a dec’h ken taer ma pil e falc’h, brelimet mat en derc’hent, kement a zo er gêriadenn : tud, tiez, gwez hag all.

« Glao dour-pil a gouezas neuze, hag a welc’has al lec’h-se o kas an traou da ster ar C’hrann, hag en he goueled emaint abaoe.

Met bennoz an aotrounez Sant Per ha Sant Paul a gouezas war ar vro-mañ, ha chomet eo e-giz ma oa a-raok : strujus ha mat d’an ed, flourik c’hoaz d’an doureier a red bepred kerkoulz ha neuze, mat ivez e-keñver an dud. Ra vezo pell c’hoaz e-giz-se. An dud pinvidik a ro dorn d’ar re baour, hag ar re-mañ o deus fiziañs e Doue leiz o c’halon…

Hag an daou vod brug war eun dro :

« Kanomp meuleudi da Zoue da veza lakaet ac’hanomp en douar mat-mañ… »


Courrier du Finistère, genver ha c’houevrer 1904.