Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/161

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




Spes ar wezenn


Gwechall goz e oa eun den, e ano Kuñv. Dimezet e oa, hag e verc’h, ganet dall, a voe anvet Nora an Dallez. Paour e oa Kuñv… Bep noz ez ae da redek ar maeziou, hep aon rak ar gornandoned, na rak an teuzed, na rak ar c’horriganed a oa anezo holl c’hoaz d’an ampoent, na rak seurt.

Eun nozvez, da gala-goañv, Kuñv a yeas da c’haloupat e-giz ma oa kustum. En nozvez-se, koulskoude, eo ez ae ar c’horriganed da zañsal war eun dosenn bennak. Met Kuñv a oa dispont kaer. Laeret ganto ne vije ket peogwir n’en devoa liard ebet war e ano.

Mont a eure betek bered Kerzistum. Er vered-se e oa, d’an ampoent, eur wezenn vras, eur wezenn-ivin plantet tri c’hant vloaz a oa. Al loar a strinke bannou melen-koar war an douar. Kuñv a savas e zaoulagad da sellout outi ; met, e-lec’h paotr e vec’h-lann el loar, e welas eur mell pez den o lammat, er wezenn-ivin, eus an eil skour d’egile. Ne oa ket aonik, eur wech c’hoaz ; sevel a reas evelato e vleo war e benn hag eur c’houezenn yen a drempas anezañ, adalek chouk e gil betek seul e droad.

An den-se, eur spes anezañ, a reas eul lamm war an douar. Gouzout a rit, en amzer goz, pep tra (park, menez, mor, gwezenn) a veze eur spes o veva ennañ. An dud, didruez evel ma ’z int, o deus o c’haset n’ouzon dare da belec’h.