Gwechall goz koz-koz e oa o veva, e Lanbaotr, eun den yaouank, e ano Houarn. Karout a rae Rozenn, eur plac’h koant er memes oad gantañ. Met o-daou n’o devoa ken madou nemet o divrec’h.
« M’hor befe eur vuoc'h vihan hag eun tamm pemoc’h, » a lavare Houarn da Rozenn, « me a c’houlennfe eun atant digant hor mestr ; an aotrou person a eureujfe ac'hanomp, ha ni a vevfe eürus hon-daouig en hor merouri. »
« Ya ’vat, » a huanade Rozenn, « met ken diaes eo beva bremañ ! Ha keraet eo c'hoaz war ar saout hag ar moc'h e foar Bloubrug, bremañ 'z eus eiz deiz. Kredabl, Houarn gaez, n'eo ket chalet Doue da glask gouzout penaos ez a ar bed en-dro. »
« E c’hell beza gwir, Rozennig ger, hag e rankimp gedal pell-bras c'hoaz a-barz dimezi ! Hag evit gwir, morse ne zigouez ganin ar banne diweza pa vezan o c'houlloi eur voutailhad gant va mignoned. »
« Na ganin klevout ar goukoug, kaer am bez !… »
Ken alies ha bemdez e save seurt klemmou gant an daou zen yaouank. Eur mintinvez avat, Houarn a yeas da gavout e Rozenn, evel ma vije bet eun dra bennak a nevez en e benn.
« Va Rozenn goant, » emezañ. « va Rozenn ger, al laboused a glask eur parkad-ed, ar gwenan a glask eur c’hleuziad-bleuniou. Me ivez, me a zo ret d’in mont da glask ar pez a ra diouer d’eomp, peadra da brena eur vuoc’h hag eur pemoc’hig ! »
Leñva a eure Rozenn o klevout ar c’homzou-se.
« Mar karez ac’hanoun, Rozennig ger, » eme Houarn, « ne ri van evit va gwelout o vont diouzit. A-raok nemeur amañ e vezin distro gant eur yalc’hadig, hag e c’hellimp beza pried an eil d’egile. »
« Ma ! va Houarnig, kae ha ra vezo Doue ganez. Ranna ’rin ganez koulskoude, a-raok ma ’z i kuit, ar pez am eus bet e susit digant va c’herent, Doue d’o fardono ! »
Hag hi ha digeri he armel ha kemerout enni eur c’hloc’h, eur goñtell hag eur vaz.
« An traou-mañ a zo bet a-hed ar wech d’am zud. » emezi. « Ar c’hloc’h-mañ a zo kloc’h Sant Ke : n’eus forz pegeit e vezer diouz ar vignoned ma vez ganto, her c’hlever o seni p’o devez ezomm skoazell. Houmañ eo koñtell Sant Kaourintin ; kement tra a vez stoket outañ ganti, ne vez ken dindan galloud diaoul na korriqan ebet. Ar vaz-mañ a zo baz Sant Jaoua Brasparz ; kas a ra an den ma vez gantañ d’al lec’h ma fell d’ezañ mont. Rei a ran ar goñtell d’it evit ma c’helli pellaat pep droug diouzit. Dal ar c’hloc’h ivez. Ma c’hoarvez eun dra bennak ganez, me her c’hlevo o seni hag a ouezo evel-se e vezi war var eus da vuhez, ha gant ar vaz-mañ, a viran evidoun, e c’hellin mont d’az sikour mar bez ret. »
« Da drugarekaat eus a-greiz va c’halon, Rozenn vat Kenavo ! kalonig, dalc’h soñj ac’hanoun ha ped evidoun. »
« Hag a rin, e c’hellez kredi. »
Goude beza gouelet eur c’hrapadig ha stardet e zousig war e galon, setu Houarn en hent.
Mont a eure e-giz-se betek aod Kerdraez, kêrig vrao, bras an dour en he ster ha kelc’hiet gant eur gurunenn gwez-elo.
Kaoz a oa eno, gant daou zen, diwar-benn Gwrac’h an Enezenn.
« Gwrac’h an Enezenn ? » eme Houarn. « Petra eo ? »
« Gwrac’h an Enezenn, » emezo, « eo an ano a reomp eus ar gorrigan a zo o chom en enezenn a welez dirazout aze, teir leo bennak er mor. Setu aze eur gorrigan binvidik avat ! Kement he deus d’ezi he-unan hag holl rouaned ar bed war eun dro. Meur a hini a zo bet o klask laerez diwar he c’houst, met holl int bet tapet ganti, kredabl, rak nikun anezo n’eo bet deuet ac’hano. »
« Mat ! » eme Houarn, « me a ya da welout ivez. »
« N’ a ket, paour-kaez paotr ! » eme an daou zen-all. « n’ a ket ! pe kenavo a c’hellez lavarout d’ar bed-mañ ! »
« Kenavo a-walc’h a lavaran-me ivez ! Gwelout a reot ! An nep a venn, hennez a c’hell. N'eo ket gwir ? Ma ! me a fell d’in kaout eun tamm arc'hant, hag arc’hant a rankan da gaout ! hag arc’hant am bezo ha pa vefe dao d’in mont d’an ifern d’o c’herc’hat ! »
« Doue ra vezo ganez ! kaezig paour ! »
Hag Houarn ha sevel eor eur vatimant, displega he goueliou, roeñvat endra ’c’hell, ha yao war-du an enezenn.
Tapout a ra douar prestik, hag heñ da gerzout drezañ. Met kaer en deus trei ha distrei, beza heñchet du-mañ ha du-hont gant e soñjezennou, ne gav na tra, na den :
« Daoust ha didud tre eo an enezenn ? » emezañ. « Kredabl, rak n’eus ket eur vouez tro-war-dro. Deomp larkoc’h memes tra, marteze e kavin unan-bennak, marteze e kavin ar wrac'h-se a lavarer a zo pinvidik evel ar mor, ha pinvidikoc’h zoken »
War-bouez bale eun hantereur-all, Houarn a zigouez gant eul lenn. Den ebet kennebeut, na merdead na pesketaer. Met en eur c’horn-tro e wel eur vag, doare eun alarc’h d’ezi. Gwenn-kann eo an alarc’h-mañ, e c’houzoug a ra eun dro weet hag e benn a zo chouchet dindan e askell. Kousket eo.
« Pe seurt bag eo houmañ ’ta ? » eme Houarn.
Tostaat a ra outi. Kaeroc’h-kaera e kav anezi dre ma tosta. Mont a ra enni da welout gwelloc’h pe seurt ha petra eo. Met, bec’h d’ezañ beza lakaet e zaou droad e-barz, ma sav buhez enni. Displega a ra he gouzoug, sevel e fenn, hag en eun taol-kont emañ e-kreiz al lenn.
Ken alvonet eo Houarn ma ne lavar grik. Hag an alarc’h a daol e veg en dour, a ya dindanañ hag a neuñv betek palez ar wrac’h.
Ar palez-mañ a oa graet gant kregin an diavaez anezañ. Tro-dro d’ezañ e oa liorzou kaer, a bep seurt bezin enno : bezin arc’hant, bezin aour.
« Mat avat ! » eme Houarn, « setu kavet traou ganin n’eus forz pegement. »
Met dor ar palez a zigor. War an treuzou, setu eur vaouez ken kaer hag an deiz, ha dilhad perlez ganti.
Houarn a chom balc’h e zaoulagad da sellout outi. Trellet int ganti.
Ar wrac’h a zeu betek ennañ, o vousc’hoarzin koantik.
« Deus tre, » emezi d’ezañ. « Digemeret mat e vezi ganin, e-giz ma tigemeran atao ar baotred vrao. »
Hag Houarn er palez.
« Piou out ? » eme ar wrac’h gant eur vouez flour. « Eus a belec’h e teuez ? Ha petra ’glaskez ? »
« Houarn eo va ano. Eus a Lanbaotr oun. Ha peadra da brena eur vuoc’h hag eur pemoc’hig a glaskan. »
« Mat. Houarn. Netra ne vanko d’it ha bez’ az pezo kement a fell d’it. »
Hag ar wrac’h a gas Houarn d’eur sal gaer hag a ro d’ezañ eus a seiz seurt gwin da eva, e seiz hanaf arc’hant kizellet. Houarn a ev hep marc’hata eus ar seiz seurt gwin, ha ker mat o c’hav ma kemer seiz gwech eus pep hini eus ar seiz seurt. Seul vui a werennadou a ya gantañ, seul goantoc'h e kav ar wrac’h yaouank.
Houmañ a lavar d’ezañ eva hep aon :
« Evit revinet ne vezin ket ganez, » emezi, « rak kement a gouez er mor a zeu amañ. »
« Daonet ’vezin ! » eme Houarn, « N’eo ket souez neuze ma troukkomz tud an aod ac’hanoc’h : ar re binvidik a vez aign (avi) outo atao. Evidoun-me avat a vefe laouen gant an hanter hepken eus ar pez hoc’h eus. »
« Mar karez az pezo. »
« Penaos eta ? »
« Intañvez oun. Va fried, ar c’hornandon, a zo maro ha, m’am c’havez eus da zoare, e timezin ganez. »
Beuzet eo kalon Houarn en he levenez. Heñ, mevel e Lanbaotr, dimezi da eur wrac’h yaounk ker koant, ker mistr, ker pinvidik ! Lavaret en devoa da Rozenn ne vije ken plac’h nemeti e vaouez. Met eur vaouez. Petra eo an dra-ze ? An eil a dalv eben, atao sur !
Hag heñ lavarout d’ar wrac’h :
« N’eo ket d’eur plac’h ker koant ha choui e lavarer nann ! O tra ! Hag eun enor a vezo d’in beza gwaz deoc’h. »
« Mat ! eme ar wrac’h. « A-raok an eured, greomp fest ar weladenn. »
Hag hi lakaat traou a bep seurt dirak Houarn, traou mat, traou c’houek, traou lipous.
Hag hi neuze mont e-tal an nor ha gervel :
« Prokulor ! Miliner ! Kemener ! Kaner ! »
War-lerc’h pep ano e tired eur pesk. O zeurel a ra dioustu en eur roued dir ha pa ’z eo leun houmañ ez a d’ober fritadenn gant ar pesked en eur billig aour (eur baelon aour).
Houarn a gav d’ezañ klevout komz er billig.
« Petra ’ta, » emezañ, « gwrac’hig, va dousig, petra a vouskomz en ho pillig aour ? »
« An tan o strakal eo. »
A-benn eur pennad, Houarn a glev adarre.
« Petra ’zo oc’h hirvoudi, gwrac’hig flour ? »
« An amann o teuzi eo. »
Dizale e voe cholori er billig.
« Petra ’zo o hopal, gwrac’hig vistr ? »
« Ar c’hrilh o kana eo. »
Hag hi da gana ivez, hag Houarn ne glev seurt ebet ken.
Lavarout a rae outañ e-unan avat :
« Petra eo an dra-mañ ’ta ? Ar pesked a zo bet anvet ganti Kemener, Kaner, ha me ’oar ? O zaolet he deus er billig ha, dre ma poazent, e komzent kreñvoc’h-kreñva. Petra eo an dra-ze ? Aon am eus tost… Keuz am eus da veza lavaret dimezi gant ar wrac’h daonet-se. O ! ha Rozenn goant a raen-me ken alies va Rozennig ker anezi ! Setu hi dilezet ganin evit eur wrac’h a dle beza merc’h an diaoul beo ! Sur oun da vont ganti da gavout he zad ! »
Endra ma soñj Houarn ar seurt traou, ar pesked a zo aozet mat. Ar wrac’h o digas dirazañ hag a lavar d’ezañ dibri leiz e gof, e-keit ha ma vezo hi o vont da gerc’hat gwin-all d’ezañ c’hoaz.
Ha setu Houarn ha dispaka koñtell Rozenn. Huanadi a ra o soñjal en hini en deus bet ar goñtell-se diganti… Hag ar goñtell a zo war eur pesk, ha raktal setu eun denig e lec’h ar pesk.
« Sell ! » eme Houarn, « setu amañ traou avat ! Hemañ eo ar miliner, sur ; bleud a zo c’hoaz ouz e chupenn. »
Ha heñ steki gant e goñtell ouz ar pesked-all ivez. Holl e teuont da veza tud. Gant unan anezo ez eus eur soutanenn hag eur surpiliz divañch.
« Sell ur c’haner ! » eme Houarn.
Gant unan-all ez eus eur rebech.
« Ar prokulor ! » eme Houarn.
Hag heñ da unan azezet war eun dorchenn :
- « Kemener, kemenerig,
- Kluchet mat war e reorig !… »
Met an dud vihan-mañ a sav o mouez :
« Houarn, » emezo, « tenn ac’hanomp ac’halen ma fell d’it beza da-unan e savete ! »
« Gwerc’hez Vari ! Piou oc’h-hu ? »
« Kristenien eveldout, deuet eveldout d’an enezenn da glask arc’hant digant ar wrac’h. Lavarout a rejomp d’ezi dimezi ganti, ha setu petra he deus graet ac’hanomp antronoz an eured.
» Eur bern c’hoaz a zo krañked, ligistri, kevnid-mor. A-bep seurt he deus graet ac’hanomp ! Tenn ac’hanomp ac’halen, Houarn, ha kae kuit da-unan ! »
« Petra ! » eme Houarn, « eur vaouez ker yaouank-all a zo intañvez ac’hanoc’h tout ? »
« Ya, d’eomp tout rac’h. Ha warc’hoaz, ma timezez ganti, te a vezo en hor metou ivez. »
« Penaos ober evit mont kuit ? »
« Kuit ne day hini ac'hanoc’h ! » eme ar wrac’h gant eur vouez taer.
Hag hi ha teurel he roued dir war ar pesked ha war Houarn ivez.
« Ra vezi glesker, te ! » emezi da Houarn.
Ha Houarn a zo eur glesker anezañ.
Raktal, ar c’hloc’h a oa gantañ en e gerc’henn a ta tri daol, tri daol evel glaz d’eun den maro.
Ha d’an ampoent-se, Rozenn hag a oa o lavarout he fater a-barz mont da gousket, a laosk eur skrijadenn glac’haret.
« Houarn a zo c’hoarvezet droug gantañ ! » emezi oc’h huanadi.
Antronoz-vintin, a-raok ma ’z eus den war-sao, setu hi o lakaat he dilhad da zul hag o vont er-maez, hag en hent, baz Sant Jaoua ganti.
Digouezet en eur c’hroazhent ne oar pe nodenn kemerout. Hag hi neuze d’ar vaz :
« En ano Sant Jaoua, bet perc’henn d’it, baz venniget, kas ac’hanoun d’al lec’h ma tlean mont ! »
Hag ar vaz a zeu da veza eur loen kaer. Pignat a ra Rozenn war e gein. Hag heñ d’ar pilpazig.
« Buanoc’h ! » eme Rozenn.
Hag heñ d’ar piltrotig.
« Primoc’h ! » eme Rozenn.
Hag heñ d’ar c’haloup.
« Dillooc’h ! »
Hag heñ d’an daoulamm ruz. Ker buan ez a ma ne c’hell Rozenn dianaout na gwezenn, na ti, na tour ebet.
« An avel a ya founnus, al luc’hed founnusoc’h c’hoaz, » eme Rozenn. « Ha te, va loenig, mar karez ac’hanoun, te a yelo kalz buanoc’h egeto, rak hanter gwella va c’halon, va Houarnig ker, a zo e poan. »
Hag ar marc’h a ya affo-affo, ken a zigouez e-harz krec’henn Skrab-ar-Glujar. Eno e rank chom a-sav, kaer en deus.
Ha Rozenn neuze :
« En ano Sant Jaoua bet perc’henn d’it, loen benniget kas ac’hanoun d’al lec’h ma tlean mont. »
Hag ar marc’h a ya da labous hag, en eun taol-askell, emañ war ar gribell sounn.
Rozenn a gav eno eul laouer, hag enni, war eun tamm keoni, eur c’hornandon bihan du.
Hemañ a lavar d’ezi :
« Setu deuet ar plac’h koant a dle va diboania. »
« Da ziboania, kaezig. Piou out eta ? »
« Yannig, pried Gwrac’h an Enezenn. Hi eo a ra d’in chom amañ. »
« Ha petra ’rez el laouer-ze ? »
« O c’hoari c’houec’h vi maen emaoun, ha ken a vezint digloset e rankin chom amañ. »
« Kozig kaez ! » eme Rozenn o c’hoarzin eur pennadig, « Gori viou maen !… Ha penaos e c’hellin-me da ziboania ?»
« O tiboania Houarn a zo mestr ar wrac’h warnañ. »
« O lavar buan d’in petra am eus da ober. Hag e vefe ret d’in ober tro Kerne, Leon ha Treger war bennou va daoulin noaz, me her grafe ! »
« Daou dra ’zo ret. Da genta, mont da gavout ar wrac’h evel ma vefes eun den yaouank ; d’an eil, tenna diganti ar roued dir a weli ouz he bandenn ha serri anezi enni evit ma chomo e-barz ac’han da zeiz ar varn. »
« Ha pelec’h e kavin-me dilhad-paotr war an dorgenn-mañ ? »
« Me a zo o vont da lakaat ober d’it. »
Hag heñ displanta peder blevenn eus e benn, c’houeza warno en avel en eur zrailha eun tamm tra bennak e-giz eur bater. Ha setu ar bleo deuet da veza pevar gemener. Gant ar c’hemener kenta ez eus eur gaolenn, gant an eil eur sizailh, gant an trede eun nadoz, ha neud gant ar pevare.
Hag int a stag d’al labour. Gant an delienn genta eus ar gaolenn e reont eur chupenn vleuniet ; gant an eil delienn eur jiletenn ; diou zelienn n’int ket re evit ober eur bragou giz Goezeg ; gant kalon ar gaolenn e ront eun tog bidoul hag an dreujenn a zeu da veza eur re-voutou.
Ma oa Rozenn eur rozenn goant, gant he dilhad-plac’h, ez eo bremañ eur paotr yaouank dispar.
Hag hi da trugarekaat ar c’hornandon ; hag he labous a nij, hi war e gein, betek an enezenn. Eno e ya al labous da vaz adarre.
Rozenn a gav ar vag a zo par d’eun alarc’h. Mont a ra enni hag e tigouez e palez ar wrac’h.
Pa wel houmañ eun den yaouank ker kaer hag an heol, e chom sabaturet naet.
« Setu ar paotr brava a voe morse dirak va lagad, » emezi outi he-unan. « Karout a rin anezañ ouspenn teir gwech tri devez. »
Hag hi d’ober flourig da Rozenn o rei d’ezi an anoiou an dousa : va mignonig, va c’haredig, va c’halon, ha me ’oar me ? Hag e ped anezi da leina ganti.
« Ober a-walc’h, » eme Rozenn.
Hag int d’ar sal. Eno, Rozenn a gav koñtell Houarn. He c’hemerout a ra.
« Marteze e talvezo d’in. » emezi.
Ha goude beze debret hag evet, hi d’al liorz gant ar wrac’h. Houmañ a ziskouez tout he zraou kaer d’ezi : al leton, leun a vleuniou c’houez vat, ar gwaziou-dour arc’hantet, ha dreist-holl al lenn, pesked aour dre vern enni.
Ar re-mañ a zo ker brao ma chom bamet Rozenn da sellout outo.
Ar wrac’h, pa wel anezi ken estlammet, a c’houlenn outi hag heñ ne garfe ket chom atao ganto.
« Memes tra avat ! » eme Rozenn.
« Kemerout a rez ac’hanoun da bried neuze ? » eme ar wrac’h.
« A galon vat. Da c’hortoz hon eured, ro d’in da roued ma c’hellin pesketa unan eus ar loenedigou brao-mañ. »
Ar wrac’h, ken dinec’h ha tra, a ro dioustu he roued dir da Rozenn en eur lavarout :
« Gwelomp petra ’dapo koanta pesketaer a voe biskoaz. »
« Me ’dapo an diaoul ! » eme Rozenn o teurel ar roued digor war benn ar wrac’h. « En ano Jezuz benniget, ra vezi, gwrac’h villiget, ar pez eo dleet d’it beza ! »
Ha raktal ar wrac’h a zo aet da dog-touseg.
Rozenn a skoulm ar roued warni neuze hag a stlap anezi en eur puñs. War genou ar puñs e laka eur maen bras, ha war ar maen-mañ e ra sin ar groaz venniget.
« E-giz-se, » emezi, « ar puñs a chomo stanket, ha ne zigoro nemet da zeiz ar varn gant an holl veziou. »
Ha Rozenn war-du al lenn ; ar pesked hag eur bern anevaled-all a zo dija er-maez anezi, ha lavarout a reont :
« Setu an hini en deus tennet ac’hanomp eus ar roued dir hag eus ar billig aour. »
« Ha me ivez, » eme Rozenn, « eo a raio d’eoc’h beza ar pez a oac’h gwechall. »
Hag hi dispaka koñtell Sant Kaourintin. Emañ o vont da steki dre renk ganti ouz ar pesked, ha setu eur glesker en o c’hichen. Eur c’hloc’h, kloc’h Sant Kae, a zo en istribilh ouz e c’houzoug…
Mantret eo, Rozenn ouz e welout.
« Te eo a zo er stumm-se ? Houarnig kaez, » emezi.
« Me eo ! » a hirvoud ar glesker.
Ha Rozenn a laka he c’hoñtell war ar glesker, hag Houarn a zo war e dreid a gristen dirazi. Pokat a reont an eil d’egile en eur leñva evit an trubuilhou tremenet, hag en eur c’hoarzin evit o flijadur bremañ.
Ha stoket ar goñtell outo, an holl loened a zo eno a zeu da veza tud evel ma oant diagent.
Peurc’hraet al labour, setu ar c’hornandon bihan du o tigouezout. En e laouer emañ atao, ya, el laouer cheñchet e kalech stag outañ c’houec’h c’houil-dero deuet eus ar vein a oa bet heñ o c’hori.
« Setu me, plac’hig koant, » emezañ da Rozenn. « Ho trugarekaat, setu me eun den ac’hanoun adarre, ha n’eo ket eur yar ez oun ken. Bennoz d’it. »
Hag heñ ha kas Rozenn hag Houarn da armeliou ar wrac’h, ha lavarout d’ezo kemerout, kemerout ha kemerout c’hoaz. Karga a reont o godellou gant peziou aour, ken o deus bec’h ouz o dougen.
Rozenn neuze a lavar d’he baz :
« En ano Sant Jaoua bet perc’henn d’it, baz venniget, kas ac’hanomp da Lanbaotr ! »
Hag ar vaz a zo raktal eur wetur vras, bras a-walc’h evit kas Rozenn, Houarn hag an holl dud-all. Hag int enni, ha yao war-du ar gêr.
Ar c’hornandon a chom en enezenn, mestr meur war an holl draou eno.
N’eo ket eur vuoc’h treut nag eur pemoc’hig hepken eo e bren Houarn. Ar barrez a-bez a zeu da veza d’ezañ ha d’e Rozenn garet, goude ma voent eureujet gant an aotrou person. An dud a zo deuet ganto eus an enezenn a zo koumanantet bep a atant d’ezo. Hag holl e voent eürus pell-pell ha keit-all c’hoaz.
Courrier du Finistère,
here 1906.