Eun denjentil diwar ar maez en devoa eur mab… Mestr ar Burzudou a zeuas d’e vaner, eun abardaevez, da c’houlenn lojeiz evitañ e-unan, hag evit e zaouzek breur a oa gantañ. A galon vat e voe roet koan d’ezañ, ha lojeiz ivez. P’o devoe debret mat, Mestr ar Burzudou a lavaras d’e vreudeur sevel hag ober troiou. Ha troiou a rejont avat, ken a chomas alvaonet an denjentil a sellout outo. Biskoaz n’en devoa gwelet kement-all.
« Ma oufe va mab c’hoari ar seurt traou-se, » emezañ « na me a vefe laouen va c’halon ! »
« Roit anezañ d’in, » eme ar Mestr ; « va filhor e vezo, hag a-benn bloaz amañ, e vezo ker gouest hag ar re-mañ. »
« Mont a ray, mar karit, gant ma tigasot anezañ en-dro a-benn eun deiz hag eur bloaz ac’halen. »
« A vezo graet. »
Kousket c’houek a rejont holl, hag antronoz, mab an denjentil a heulias anezo ha chom a eure eur bloaz ganto. Neuze e teujont d’ar maner. Goude koant e c’hoarijont adarre, hag ar filhor a c’hoarie tost kerkoulz hag int.
« N’eo ket ker gouest ha va breudeur c’hoaz. » eme ar Mestr. « Lezit anezañ eur bloavez-all ganin c’hoaz ha, m’hen tou d’eoc’h, gouestoc’h egeto e vezo. »
« Lezel a rin anezañ, gant ma tigasot anezañ a-benn bloaz. »
« A rin. »
Bloaz goude, deiz evit deiz, an denjentil o gwelas o tont war gavout e vaner. Gant levenez o digemeras, ha friko e-leiz a reas d’ezo. C’hoari a voe war-lerc’h koan, hag ar filhor a oa gouestoc’h eget an daouzek breur. Ne oa den war ar bed evit gouren outañ nemet ar Mestr e-unan.
Hag an denjentil neuze :
« N’eus nikun ac’hanoc’h trec’h d’am mab. Na fouge a zo ennoun ! »
« E c’hell beza, » eme ar Mestr. « N’eus nemedoun ha n’eo ket ho mab gouest d’in. Hogen, lezit anezañ eur bloavez-all ganin c’hoaz, hag e ouezo kement hag a ouzon-me va-unan. »
« E feiz, leuskel a rin anezañ ganeoc’h. »
An dro-mañ, an denjentil a zisoñjas lavarout : gant ma tigasot anezañ a-benn bloaz.
Bloaz goude, an aotrou a oa, war voger ledan e vaner, o sellout gant lunedou hirwel. Met kaer en devoe gedal, ne zeuas ket e vab en deiz-se, na Mestr ar Burzudou kennebeut. Ankeniet e voe an tad, e c’hellit kredi, hag heñ neuze :
« N’eus forz pelec’h emañ va mab, me a ranko e gavout. »
Hag ez eas en hent. Tri devez ha teir nozvez e kerzas. Hag e tigouezas neuze e-kichen eun ti bras-bras, ha dirak an ti e oa trizek den o c’hoari ar vell. Unan anezo a zalc’he penn d’an daouzek-all. Heñ tostaat outo, hag ec’h anavezas e vab karet : heñ eo a oa trec’h d’ar re-all.
« Tad kaez, » emezañ, « kollet oun evidoc’h ! N’ho poa ket graet mat an traou gant ar Mestr ; n’ho poa ket lavaret d’ezañ, evel en troiou kenta, digas ac’hanoun en-dro d’ar gêr. »
« Kement-se a zo gwir. » eme an tad.
« Met, va zad, setu amañ penaos e c’hellot kaout ac’hanoun. Pa ouezo ar Mestr ez oc’h deuet da gerc’hat ac’hanoun, e raio koulmed ac’hanomp hon-trizek hag e lavaro d’eoc’h va dibab e-touez ar c’houlmed. Ed-du a roio d’eomp da zibri ; ar re-all a zebro, me ne rin ket avat, met kanna a rin anezo gant va beg. Neuze c’houi a lavaro eo me eo a yelo ganeoc’h, ha lezet e vezin da vont. »
Hag ar mab a ya kuit diouz e dad. Hemañ a ya neuze da gavout Mestr ar Burzudou. Digemer laouen a zo graet d’ezañ. Goulenn a ra kelou eus e vab, hag e lavar eo deuet da gerc’hat anezañ peogwir n’eo ket digaset d’ezañ en-dro.
« N’em boa ket graet marc’had ivez » eme ar Mestr, « Met pa ’z oc’h deuet a geit-all, e roin anezañ d’eoc’h gant ma tibabot anezañ. »
Hag ar Mestr a gas an denjentil betek eur gambr a oa trizek koulm enni.
« Choazit en o zouez an hini a zo ho mab, ha ma tigouez ho mab beza an hini a zibabot, e yelo ganeoc’h. »
Dibri greun a ra ar c’houlmed. Unan hepken a zeu hag a ya o rei taoliou beg d’ar re-all. Hag houmañ, evel just, eo an hini goulennet gant an tad.
« Ho mab eo, » eme ar Mestr. « Kasit anezañ ganeoc’h. Eur paotr gouest eo bremañ, m’hen tou war va le. »
Antronoz, mintin mat, an denjentil hag e vab a ya en hent.
War-dro unnek eur e tigouezont en eur gêr vras. Foar a zo eno. Hag ar mab neuze :
« Tad, prenit eur c’habestr evidoun. Ar Mestr a red war va lerc’h. Met me a gemero stumm eul loen-kezeg. Prena a raio ac’hanoun diganeoc’h. Roit ac’hanoun d’ezañ hep nec’hamant. Mirit ar c’habestr ganeoc’h avat ha neuze e c’hellin dont en-dro d’ho kavout. Arabat e vezo d’eoc’h disoñjal derc’hel ar c’habestr. »
Ha setu ar mab aet da varc’h. E dad a laka ar c’habestr d’ezañ neuze, hag a gas anezañ da blas ar c’hezeg. Prestik setu Mestr ar Burzudou. Hag heñ d’an denjentil :
« Pegement ho loen ? »
« Kant skoed. »
« Graet ar marc’had. »
N’eus forz pegement e vije goulennet digantañ en divije roet evit kaout mab an aotrou adarre.
« Mat, » eme an tad ; « al likol avat a chomo ganin. »
« Rei a dlefec’h anezañ war ar marc’had. »
« Ar marc’h hepken. »
Hag ar Mestr kuit, al loen-kezeg gantañ. An denjentil, teñval eun tamm e benn, a ya etrezek ar gêr. Bec’h d’ezañ beza graet eur c’hard-eur bale, emañ e vab en e gichen.
« Tad, » emezañ, « foar a zo warc’hoaz e lec’h-mañ-lec’h. Grit e-giz hirio ma fell d’eoc’h kaout ac’hanoun : va gwerzit ha mirit ar c’habestr. »
Kerkent emañ Mestr ar Burzudou er marc’hallac’h.
« Pegement al loen ? » emezañ.
« Daou c’hant skoed, hep ar westegn. »
« An taok war ar marc’had ne vefe ket re koulskoude. »
Ha Mestr ar Burzudou kuit. Hag an tad ivez. Dizale setu ar mab :
« Gounezet hon eus betek-hen. Foar a zo warc’hoaz adarre ha mont a zo ret. »
Raktal pa ’z eo aet ar mab da loen, setu ar Mestr :
« Pegement an aneval ? »
« Tri c’hant skoed. »
« Dalit. »
Hag e tap krog er brid a-raok m’en deus amzer an denjentil da lavarout na ro ket ar c’habestr.
Gedal e vab a ra an denjentil goude ar foar. Gortoz a c’hellas. E baotr ne zeuas ket.
« Kollet eo va mab da vat an taol-mañ, » emezañ, eur bod-spern e-kreiz e dal. « Biken ken ne welin anezañ, sur ! Allas Doue ! »
Mestr ar Burzudou a yeas d’e gêr, mab an aotrou gantañ, hag a bep seurt a reas d’ezañ. Stag e veze atao, morse ne c’helle mont er-maez, bazatet e veze a-wechou.
Eun devez, ar Mestr a yeas da c’haloupat bro, e zaouzek breur gantañ. Mab an aotrou avat a oa staget berr ha berr.
Aet an dud kuit, ne chome eno nemet merc’h ar Mestr.
« Plac’hig, va c’harantez, » eme ar filhor, « ro d’in eur banne dour, en an’ Doue. »
« A rofen a-walc’h, » eme houmañ, « Met ma tigouez va zad warnoun, e lazo ac’hanout krak ha krenn. »
« Ne ouezo seurt. Pell eo aet da vale. Ha neuze, pa c’hellin, me a zimezo ganez, rak karout a ran ac’hanout. »
« Ha me ivez a gar ac’hanout. »
Hag e ro dour d’ezañ. Heñ avat, adal m’emañ stok e vuzellou ouz an dour, a ya da silienn. Hag e lavar d’ar verc’h :
« Taol ac’hanoun er ster a red aze e-kichen. »
Hag e kerz war-du ar gêr.
Pa ’z eo distroet Mestr ar Burzudou, e ya hemañ da welout e filhor. Kavout a ra ar c’habestr ; den ebet avat. Hag heñ d’e verc’h :
« Penaos eo aet ar paotr kuit ? »
« N’ouzon dare, tad. »
« Nac’h eus roet seurt d’ezañ ? »
« Eo, eur banne dour. »
« Evet en deus betek ar berad diweza ? »
« N’eus ket. Tañva hepken en deus graet. »
« Ha pelec’h ac’h eus stlapet ar pez a chome ? »
« Er ster aze. »
« Mat. Ar paotr a zo aet da silienn neuze. Tapet e vezo memes tra !… Pare oc’h ? » emezañ d’e vreudeur.
Hag ar re-mañ a yeas da zaouzek ki-dour, hag int da redek war-lerc’h ar silienn. Edont o vont d’he faka hag hi neuze da labous, ha sevel en aer, buana ma c’hellas.
An daouzek a yeas da sparfilli, ar Mestr da skoul, ha dao war-lerc’h al labousig, eun alc’houeder anezañ.
« Echu eo ganin ! » a hirvoud hemañ. « Tapet e vezin, siouaz ! »
Hag e welas, a-iz d’ezañ, eur vaouez o nizat ed-du. Hag heñ mont da c’hreunen.
An daouzek a ziskennas ivez.
« Emañ d’eomp, » eme ar Mestr, « Me a vezo eur c’hog, ha c’houi daouzek yar. Ha debromp avat hag e lonkimp anezañ. »
Ar vaouez a voe spontet o welout eun dousen yer war he ed en eun taol-kont, hag a dec’has kuit.
Krena a rae ar paour-kaez mab ; debret ne voe ket, rak kuzat a c’hellas dindan eur maen.
Aet e oa kement greunenn ganto, a soñje an daouzek hag ar Mestr a oa reut o c’hof, ken reut ma ne c’hellent finval ken.
« Kouskomp eur c’hrapad, » eme ar Mestr. « E unan-bennak ac’hanomp emañ ha tec’hout ne ray na dre ar penn-mañ na dre ar penn-all. »
Hag int ha kregi da roc’hal.
E-keit-se, ar mab a sav, a ya da louarn hag a we o gouzoug d’ezo.
Neuze ez a war eeun da di ar Mestr, e timez gant merc’h hemañ hag e tistro ganti da gavout e dad, hag eürus an eürusa e voent.
Ar Bobl,
here, du 1905.