Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/39

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




Ar roue Marc’h


Me a zo o vont da lavarout eun istor am eus lennet n’eus ket gwall-bell c’hoaz : istor Marc’h, roue Poulmarc'h.

Marc’h, roue Poulmarc’h, a veze laouen bras e qalon pa c’helle mont da redek ar moc’h gouez e koadou bras e rouantelez. Eur sparr dir kalet en e zorn gantañ, nag e c’haloupe war-lerc’h ar yourc’hed hag ar c’hirvi ! Nag heñ o freuze gant e vestr-taoliou !

Eur marc’h en devoa Marc’h, roue Poulmarc’h, met eur marc’h na voe biskoaz ha na vezo biken e bar er bed-mañ. E voue, gant an avel, a lamme war vrug al lanneier, ha ker lijer e oa ma veze bec’h kavout roudou e dreid, houarnet gant arc’hant. Na traonienn zoun na krec’henn sounn ne virent outañ da vont, nag houlennou ar mor zoken. E lost a oa eur roeñv hag eur stur d’ezañ, ha kerzout a rae war ar mor daoust d’e darziou kounnaret. Kerzout a rae er mor e-giz ma kerz ar vagig skañv, displeg he goueliou par da askell eul labous. Rak-se, marc’h Marc’h, roue Poulmarc’h, a voe e hano Morvarc’h.

Gwelloc’h e vije bet gant Marc’h, roue Poulmarc’h, koll e rouantelez eget koll e varc’h Morvarc’h.

…Hogen, en deiz-se, e tomme d’an dud gant ar chase. Kuitaet gantañ e balez kerkent ha kan ar c’hilhog, ar roue en devoa gwelet eun heizez, kaera hini en devoa redet biskoaz.