Mont d’an endalc’had

Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Al labous aour


Eur roue a oa gwechall roue e Bro-Ac’h. Tri mab en devoa bet war eun dro, ha karout a rae anezo o zri. Nec’het e oa ganto, avat, o klask gouzout pehini anezo a vije roue war e lerc’h.

Eur wezenn-avalou a oa e liorz ar palez ha bep bloaz e veze daou-ugent aval enni. Hogen, bec’h d’ezo beza hanter azo, e vezent laeret. Ar roue a lavaras eun devez d’e vugale :

« Va avalou a ya bep bloaz gant al laer, daoust d’in da lakaat tud d’o diwall noz-deiz. An hini ac’hanoc’h ho-tri a dapo al laer, hennez a vezo va rouantelez d’ezañ. »

Setu amañ anoiou mibien ar roue : Ac’h, Bad ha Dell. Ac’h a gomzas ar c’henta, evel-hen :

« Me a yelo fenoz d’al liorz da ziwall an avalou. »

« Ha me warc’hoaz da noz, » eme Vad.

« Ha me an noz da c’houde, » eme Zell.

Diouz an abardaez, en deiz-se, e yeas Ac’h d’ar jardin. Kas a eure gantañ peadra da dremen an noz war-sao : bara ha sistr.

En eur vont e tigouezas eur vaouez koz gantañ, hag houmañ d’ezañ :

« An aluzen, en an’ Doue ! aotrou. »

« N’em eus ket re evidoun va-unan. »

« Evel a gari, paotrig kaez. »

War-dro hanternoz, setu ar c’housked o tont d’ezañ ;